Canticou spirituel evit ar Missionou, retrejou, ha communion ar vugale/a-bezh


CANTICOU
SPIRITUEL,
EVIT AR
MISSIONOU, RETREJOU,
HA COMMUNION AR VUGALE.


Implemini Spiritu Sancto; loquentes vobismetipsis, in Psalmis et Hymnis et Canticis spiritualibus, cantantes et psallentes in cordibus vestris Domino. Ad Eph. I. Cap. 5. ℣. 19.

Bezit leun eus ar Speret Santel, en hevelep fæçon n’ho pezo an eil gant eguile quen propos na quen antretien nemet eus ar Psalmou, an Hymou hac ar C’hanticou spirituel, pere a ganot da Zoue eus a greis ho calon.



E MONTROULEZ,
E ty Alexandr-Louis-Mari Lédan,
Imprimer an Autrou’n Escop.
————
1829.
APPROBATION.


Ni J. M. D. De Poulpiquet de Brescanvel, Escop a Guemper, goude ar rapport great deomp, a bermet d’an Autrou Lédan, hon Imprimer ha Librer e Moutroulez, reimprima ha guerza al Levr en deveus evit tiltr Canticou Spirituel, composet evit usaich ar Missionou, ha d’e gresqui demeus ar C’hanticou all approuvet gueneomp.

E Quemper, ar 7 a vis Here 1825.

† J. M. D. Escop a Guemper.



AVERTISAMANT.
————


Ar C’hanticou spirituel a so bet atao en usaich, quen el lezen ancien, quen el lezen nevez. Ar Speret-Santel en deus en em servichet anezo evit annonç ar Mysteriou brassa eus hon religion, ec’his ma er remercomp en destamant goz, hac ec’his ma velomp c’hoas en Destamant nevez. Sant Paol a exorte ar Gristenien e commançamant an Ilis d’en em rejouissa e Doue, ha da gana en o assembleou hac en o entretienou Canticou spirituel. Evel-se, a bep amser, eo bet ar c’hustum gant an Tadou santel hac ar Missionerien Apostolic, da lacat ar Gristenien fidel da gana Canticou devot en o langaich prop.

Ar fin hac an intancion p’evit hini e lequear cana ar C’hanticou spirituel-mâ, eo da guenta evit banissa eus a douez ar Gristenien an discoursou fall hac ar soniou dishonest a glêver alies ganto, hac a zo qen noasus da nep o c’hleo gant plijadur couls ha da nep o c’han. D’an eil evit ma o devezo ar bopl peadra d’en em recrei hervez Doue en ho labour hac er poaniou o deveus var o c’horf ha var o speret. D’an trede evit o instrui en eur fæçon agreabl ha facil var an traou so necesser d’o silvidiguez : ha d’ar pevare, evit disqui da gana meulodiou Doue var an douar ec’his ma o c’han an Ælez hac ar re eürus ebarz en Eê. Qement-se a rea da gals a dud santel ma canent alies Canticou a zevotion en o farticulier, ec’his ma e remerquer e buez naouspet ini anezo, pa o divige ispicial ur sujet bennac a dristidiguez, evit soulagi o affliction, hac evit meuli Doue quer couls en adversite evel er brosperite.

Chetu ase p’evit deçzin e zeo composet ar C’hanticou-mâ pere, oc’hpen ma zint agreabl da gana, a ell ivez beza profitabl da nep a raï un usach mad anezo, pa na ouffet quet memes o c’hana, ha pa na raet quen nemet o lenn, evel ma ve bemnos goude coan e presanç tud an ty, pe da viana da sul ha da c’houel goude ar Servich divin. Plige gant Doue e c’hallent sicour en ûr fæçon bennac ar re ma couezint etre o daoüarn, da avanç en hent eus ar silvidiguez, ha da dremen er-vad ispicial an deizyou santel emeus ar sul hac ar goüel berzet !

Evelse bezet great.

Sonjet eo, en interest ar Vretonet, augmanti al Levr-mâ demeus eur C’hantic caer benac, pere a vanque bete vremâ.

⚜⚜⚜⚜⚜:⚜:⚜⚜⚜⚜⚜


CANTICOU SPIRITUEL.
————
QUENTA CANTIC.
E pihini e c’halver ar bec’heurien da zistrei ouc’h Doue.


Selaouit gant joa,
Va breur, va c’hoar eürus,
Eur c’hêlou ar c’haëra,
Quelou meurbet dudius ;
Ar Mission santel
Gueneoc’h oll quen desiret,
Dre c’hraç an Éternel
So deoc’h amâ digoret.

Tenzoriou precius,
Digacet eus an Eevou,
Graçou delicius
A ravis an eneou ;
Induljançou plenier,
A bep pec’het absolven,
Hac ar pardon antier
So e creis ho courc’hemen.

Danvad queaz dianquet.
A douez an dénved fidel,
Pell a so fatiguet
O redec enchou cruel ;
Jesus, ar Pastor mad,
Charmet daz veza cavet,
Az dougo a vriad
Etouez e vella deved.

Gueichall ar Mab prodic

Diouc’h e Dad mad disertet,
Dign a druez, reuseudic
Emeas quëar en em rentet,
Pa na vouie mui
Pe gostez en-em deuleur,
Er viser, en annui
A santas e oll valheur.

Ah, siouas ! emeza,
Beuzet oll en he zaëlou,
Petr’eo dime beza
E quement a viseriou ?
Riou ha naon, ha sec’het,
Dismeganç ha paourentez,
Gant an oll rebutet.
Me baë quer va follentez.

Allas ! e ty va zad
Eus cals tud dianveas,
Guisquet ha maguet mad,
Dijagrin, en o eaz ;
Ha me a so amâ
A douez an dud exilet,
O c’hlaouri, o tua
E mesq an anevalet.

O va zad, va zad mad !
Va c’halon dign a fazi ;
Me oar oun un ingrat,
Mæs gouscoude me barti
D’ho pidi humblamant
D’an daoulin, leun a zaëlou,
D’am receo simplamant
E niver ho mevellou.

Ne viot qet mevel,
O va map quez, em zy-me :
Nan, m’ho recevo guel,

Va mab ouc’h quent ha goude :
Deut, m’ho priataign,
Dalet un habit nevez ;
Gueneoc’h ur fest a rign
Evit ho tonediguez.

O ! pec’heur reuseudic,
Diouc’h ho Toue pelleat,
C’hui eo ar mab prodic
A dy e dad quitteat ;
Eveltàn esclavour,
Oc’h eus poan ha nec’hamant,
En ur vro estranjour
O c’heuil ho tireolamant.

Hyrio-ta, queaz pec’heur,
Antreit ennoc’h oc’h-unan,
Anzavit ho malheur,
D’ar guear distroit buan.
Un Doue trugarezus,
Ar guella eus an tadou,
Ho recevo joaüs
A nevez en e c’hraçou.

Ar pocq douç a beoc’h
A roi deoc’h gant carantez,
Lit vras a rai ouzoc’h
Ha peb laouenidiguez.
Ar gaera guiscamant
A lacai en ho querc’hen,
Ha treac’h d’an diamant
Var ho pis deoc’h ur voalen.

Deut eta gant fizianç,
Pec’heurien dign a druez,
Tostait gant assuranç
Ouz an tad a drugarez ;
Ar pardon general

So amâ ous ho cortos,
Graçou cre, graçou rall,
D’ho caç oll d’ar Barados.

Tec’hit, viçou funest,
Tec’hit, crimou milliguet ;
Teac’h, pec’het dishonest,
Luxur excumunuguet ;
Tec’hit, dançou a zo
Scol an diaoulou cruel,
Ar barres-mâ vezo
Pelloc’h un douar santel.

Er paour, er pinvidic,
Exempl mad, devotion,
Purete angelic,
Temperanç, soumission,
Lealdet ar vrassa,
Guir humilite, douçder,
Eus ar bopl fidel-mâ
C’hui vezo ar c’haracter.

Va Zalver beniguet,
Dre vertus ho comz divin,
Zo aman prezeguet,
M’ar deus nep calon indîn,
Touchit, convertissit
Ar c’halonou criminel,
Chenchit-y, nevezit
Oll e calonou santel.

Dre verit ho maro,
Va Jesus, var ar C’halvar,
Pa zeui deomp oll hon tro
Da vont divar an douar ;
Ha d’ar benitantet,
Ha deomp oll, bêleyen,
Roit pers er joausdet

Eus ho quir servicerien.




EILVET CANTIC.
Divis entre ar C’horf hac an Ene.
Divar ben ar Mission.


Deut oll da glêvet ar plede
Entre ar C’horf hac an Ene ;
Abalamour d’ar Mission
Eo savet an division.

Ar c’horf ne c’houlen quet clêvet
Comz a Vission, nac a Retret ;
Aoun en deus na ve red quittât
E blijadur hac e cher vad.

Mæs an ene so morc’hedus
Rac na vez un deiz maleurus,
Hac a implich he oll rêson
Evit e gaç d’ar Mission.


An Ene.

Deomp, va c’horf, deomp d’ar Mission,
Da c’hounit ar remission ;
Induljançou plenier a zo,
Ha Confessoret a peb bro.


Ar C’horf.

Tao dign gant ar Missionou,
Ne gomz qet dign a Retrejou :
Ha te sonch did beza collet,
Nemet er Mission e ven bet ?


An Ene.

Collet vezimp a dra certen.
Ma na reomp quet pinigen ;
Ne deus quet a remission
Heb ober guir Gonfession.


Ar C’horf.

Red eo, m’er goar, e côvessaen,
Mæs non-pas gant Missionerien ;
Gouzout a dlees pe guel lyes
E custumàn mont da gôves.


An Ene.

Ya, mont a res da gôves
E creiz ar foul, e creiz ar pres ;
Ha querquent m’ac’h eus côvessët,
E coueses er memes pec’het.


Ar C’horf.

Côvessât a ràn pa ellàn,
Eus ar pec’het e tivoallàn ;
Va zeaud ne deo quet scrupulus,
Na va c’houstians morc’hedus.


An Ene.

Allas ! pez [sic] seurt côvession,
Hep glac’har na contricion,
Hep propos ferm, nac examen,
Nac ober oll ar binigen !


Ar C’horf.

Tra, tra, caër ec’h eus sarmon dign,
Rac biquen n’en-em resolvign
Da dostât ous ar Mission,
Nac ouc’h Tadou quen dirêson.


An Ene.

Autrou Doue, nac ar pec’het
Ac’heus pel-amzer zo nac’het ;
Da biou en disclêryi-de,
Ma na res quet d’an Tadou-ze ?


Ar C’horf.

Gorto, e zign da bardonna
D’ar Folgoat, pe Santes Anna,
Hac em bezo quer couls pardon

Evel pa zaen d’ar Mission.


An Ene.

Salocras, rac er Mission,
Goude quellies a zarmon,
E vezo da galon touchet,
Evel an houarn ruz squoet.


Ar C’horf.

Ya, mes ar Vissionerien
A zo rust ouc’h ar bec’heurien,
Hac a ra ober ordinal
Ur gôvession general.


An Ene.

Ah ! caëra tensor, caëra chanç,
Nætât ur veach ar goustianç,
Rapari ar sacrilejou,
Hac ar goal gommunionou !


Ar C’horf.

Mes ar voyen da bardouni,
Ar voyen da restitui ?
Penaos e padign-me da yun
Marteze epad ar sizun ?


An Ene.

Tavit, va mignon, tavit crenn,
Ha pa ve hir ar binigen ;
M’ar bez ho calon guir douchet,
Er greot hep poan ebet.


Ar C’horf.

Qasi c’hoant am be da zenti,
Ha da Zoue oll en-em rei ;
Hoguen aoun vras a meus bepret
Rac eur binigen re galet.


An Ene.

Ar varn diveza, ar maro,
Eus an ifern an tan garo

A dle hon lacat da grena
Mui eguet poaniou ar bed-mâ.


Ar C’horf.

Red eo ta mont, ha mont a rin
D’ar Mission abars ar fin ;
Hoguen nec’het oun pa sonjàn,
Rac pres labour a meus bremàn.


An Ene.

Va Doue, hor brassa labour
A dle beza d’en em sicour
Da veza dibec’h deiz ha nos
Evit gounit ar barados.


Ar C’horf.

Me oar er-vad an traou-se oll ;
Mæs lezel ar madou da goll,
Lezel an traou en abandon
Evit ober ar Mission !


An Ene.

Guel eo’ve collet oll ar bed
Eguet na ve great ur pec’het ;
Rac, ma couezomp en ifernou,
Pe’dalvezo deomp hor madou ?


Ar C’horf.

Mad, quenta Retret a vezo,
Me bromet dit me a yêlo ;
Ha me lacaï urz vad neuze
Em buez, gant sicour Doue.


An Ene.

Ha te vezo beo neuze ?
Ha t’ez pezo guell volonte !
Pet den a so bet surprenet
Gant ar maro en e bec’het !


Ar C’horf.

Feaz oun ; pelloc’h mui ne bledign,

Ar virionez zo treac’h dign :
Mignonet, pedit evidon
Ma rign er-vad va Mission.




TREDE CANTIC.
Var an obligacion da gôves sincerament an oll bec’hejou marvel.


Onerz eus ar sincerite
Da gaout pardon digant Doue !
Ur gôfession humbl, sincer.
Zo sur ar c’hraç e peb amzer.

Ar Roue David en doa pec’het,
D’e repren e teu eur profet ;
David, eleac’h en em escus,
Sinceramant en em accus.

Var ar plaç ar profet Nathan
A respont dezâ quer buan :
P’en em em ansavit, ô Roue,
Pardoun oc’h eus digant Doue.

Ur publican, en aviel,
En em bresant en Templ santel ;
Sincer ec’h ansao e bec’het,
Hac en instant eo pardonnet.

Humbl ec’h ansao ar map prodic
Eo ur map ingrat, reuseudic :
E dad o voela gant joa
A lam quer buan d’e vriata.

A zeou da Jesus me a vel
Ul laër var ar groas o vervel :
Petra ra e zilvidiguez ?
Ansao humbl e falagriez.


Ni zo daou laër fall, emeza,
Dign eus ar maro ar c’hrissa ;
C’hui so just : pa viot var ho tron,
Autrou ; ho pet sonch ac’hanon.

D’an ampoent e respont Jesus
Gant ur voez douç, trugarezus :
Hyrio, hyrio, em barados
C’hui vezo guenén o repos.

Ya, pa ven an den falla
Eus ar bed ar c’hriminala,
Var bouez coves mad, va Doue,
C’hui bromet c’hoas graç d’am ene.

Hoguen ma refussen côves,
Great ve gant va silvidiguez :
Malheur d’ar speret orgouillus
Ne otrëe quet en em accus.

Test mad eo ar Pharisian :
Oc’h en em veuli e-unan,
Eleac’h ansao humbl e bec’het,
Coupaploc’h eo en em gavet.

O te so terrupl, diaoul mût,
Te so funest da gals a dud !
O serra guinou ar pec’heur,
Da bep den e vez e valeur !

Art an diaoul da goll an den
Eo da nac’h e grim, e zouguen ;
Queit ha ma nac’heur ar pec’het,
Allas ! ne zeus pardoun ebet.

Ya, caër ve yun ha gouela,
Caër pidi, cheinch, pelloc’h beilla,
Pec’het a guzer er galoun,
Biquen n’en devezo pardoun.

Cant torfet ho pe coumettet,
M’ar côvessaït, ouc’h pardounet ;

Grit eur pec’het marvel ebquen,
M’ar en nac’hit, pardoun biquen.

Eus a eur remed immanquabl
E rit eur poëson detestabl,
Hac e creis sourcen ar vuez
Et caffot ar maro memes.

Ho confessor ganeoc’h tromplet
Oc’h absolvo hep douet ebet ;
Mæs Doue a vel found ar galoun
A goundaono ho tromplæsoun.

It, a lavar ar C’honfessor,
An êe so bremâ deoc’h digor ;
Allas ! d’an ampoent dourn Doue
A zo o serra dôr an êe.

P’ouc’h deut da gôves, hoc’h Æl mad
A yoa oc’h en em laouenât ;
Allas ! goude ho sacrilaich
Leun eo a goler, a outraich.

An diaoul a yoa bet nec’het
Gant aon ne ranc-che quit tec’het ;
Mes bremâ emâ adarre
Loget disourci en e grê.

Cuzet eo e creis ho caloun
Gant ho teaud gaouyat ar poesoun,
Ha chanchus bras eo ma choumo
Cuzet ennâ bete’r maro.

Ar spount en deus oc’h encrezet,
Ar vez e deuz ho counezet ;
Ne raïnt, eleac’h diminui,
Nemet cresqi mui-ouc’h-mui.

O c’hortos caout occasion
Eur Retret, pe eur Mission,
Da zisculya ho crim nac’het,
C’hui a varvo en ho pec’het.


Guir eo e rit ho count bremàn
Da gôves tout pa viot clàn ;
Mæs en esper beza pare,
E nac’hot neuse adarre.

An diaoul mût gant e ardou
A zalc’ho serret ho qinou ;
Ha rentet mût en ho puez,
Siouaz ! mût e varfot ivez.

N’eus quen remed nemet unan,
Côves tout, côves freaz buan :
Ar pec’het humilianta
Côvessait-en da guenta.

Ar poeson bras taolet er meaz,
Chetu c’hui pare, pec’heur qeaz ;
O pebez joa ! pebez douçder
A santot er memes amzer !

Bremâ evel un aër aspic
Ho crim nac’het ho crign, ho pic ;
Neuze e santot ur repos
Quen douç a peoc’h ar barados.

Oc’h Æl mad ho poa contristet,
Queit ha ma nac’hac’h ho pec’het,
A raï neuse gant an Ælez
Ur fest a laouenidiguez.

O va Doue, da ur C’honvessor
Pebes bonheur ! pebes tenzor !
Ho tanvad a yoa dianquet
En deus amâ deoc’h recouret.

Na grenit mui, pec’heur aounic,
Hevel ouc’h tad ar mab prodic :
Gant e joa ouzoc’h e voelo,
Ha gant douçder ho consolo.

Rac ar binigen e crenac’h,
Rust ha poanius bras e c’hredac’h ;

Mæs hyrio e velot patant
Eo o nac’h e màn an tourmant.

Va Doue, me zo bet abuset,
Dissimuli nac’h va fec’het ;
Da gôves en em resolvàn,
Biquen mui pec’het na nac’hàn.




PEVARE CANTIC.
Var ar guir voyen da ober eur Gôvession vad.
Var an ton : M’ho c’hador, va Doue.


Clêvit entrezoc’h pec’heurien,
Ha desquit oll ar guir voyen
D’en em laqat en graç Doue,
Ha da savetei hoc’h ene.

Evit en em lacat e stad
Da ober ur binigen vad
Hac ur gonfession sincer,
Ar pemp tra-mâ so necesser.

Da guenta oll gant dilijanç
Examina ho coustianç,
Evit anaout an offançou
Oc’h eus great enep hoc’h Autrou.

D’an eil, er galoun caout regret
Da veza Doue offancet.
D’an trede, en em broposi
Na zistrôt mui d’e offanci.

D’ar bêvare, antieramant
Côves ho pec’het humblamant,
Hep nac’h netra gant nep seurt mez,
Hac o lezel peb digarez.

Goude se ober d’ar pempet
Quement a vezo ordrenet
Gant ho Confessour ; er c’his-se

En em lequeot e graç Doue.

Mæs evit anaout ho pec’het
Ha caout aneza guir regret,
Ho pezet recour da Jesus,
D’e Vam, d’oc’h Æl, d’ar Sent eürus.

Neuze-ta, pizza ma c’hellot,
Hep faot en em examinot
Var an dec gourc’hemen Doue,
Ha var re an Ilis goude.

En em examinit ivez
Var an œuvrou a drugarez ;
Var ar seiz pec’het capital
Sourcen eus ar pec’hejou all.

Goude m’oc’h eus anavezet
Guella ma ellit ho pec’het,
Concevit en creis ho calon
Ur guir gueuz ha contricion.

Detestit hoc’h ingrateuri
En andret Jesus Mab Mari,
Zo bet en hoc’h andret quer mad,
O squilla evidoc’h e c’hoad.

Mar santit c’hoas criz ho calon,
Grit stard oud Doue Oræson,
Ma pligeo ganta he voucâd
Hac e zigaç pelloc’h da vad.

Considerit eo ar pec’het,
Ar brassa droug a so er bet ;
Hac e ve guell ez-veo devi
Eguet na ve jamæs pec’hi.

Peguement bennac ma seblant,
Goude pec’hi marvelamant,
E veac’h leun a vuez ato,
E zouc’h en hoc’h ene maro.

Chasseal a rit eus hoc’h ene

Dre’r pec’het marvel ho Toue ;
Jesus-Christ a zizenorit,
Hac a nevez er c’hrucifiit.

Rac-se, deiz ar Varn diveza,
Jesus ho chasseo diountâ
D’an ifern gant an dud collet
Hac an diaoulou milliguet.

Va Doue, me a enev ervad
Ez-oun bet ouzoc’h un ingrat ;
Hac em eus cals oc’h offancet,
Daoust peguer mad ouc’h em andret.

Ma a meus glac’har em c’haloun
O c’hout pe guer maleürus oun
D’ho peza, siouas, outraget,
Va Doue, dign da veza caret.

Protesti a ran da dec’het,
Gant ho sicour diouz ar pec’het,
Ha diouz an occasionou
A zo quiriec d’am disurziou.

O veza en em examinet
Hac ho pec’hejou detestet,
It gant eur guir devotion
Da ober ho confession.

Livirit franc ar virionez,
Hep nac’h netra ountâ gant mez ;
N’ho pet quet aoun d’en em accus,
Ha na zeuit quet d’en em escus.

Côvessait ho pec’het epquen,
Hep lavaret drouc eus a zen ;
N’en em zaleit quet da gonta
Ar pez na zervich da netra.

Disclêryit ar circonstançou
A cheinch ar speç eus ho crimou,
Hac ar re a zeu d’o c’hresqui,

Ha memes d’o diminui.

Ouc’hpenn e renquit lavaret
Pet gueich oc’h eus great pep pec’het,
An niver just, ma na ouzoc’h,
Livirit mui pe vianoc’h.

O veza gant contrition
Great gueneoc’h ho confession,
Echuit ho Confiteor,
Ha selaouit ho Confessor.

Evez bras a dleit da lacât
Da glêvet quement avis mad
A roï deoc’h abers hor Zalver ;
Recevit-hi gant douçder.

Ha m’ar caff e ve a-propos
E profit oc’h ene gortos
Hep rêi deoc’h c’hoas an absolven,
Consantit gantâ hep anquen.

Rac ma na veac’h quet disposet
Da veza neuze absolvet,
Er c’hontrol beo d’hoc’h absolvi,
Ne raë nemed ho condaoni.

Rac-se, m’ar bez deoc’h ordrenet
Dont ur veaich all, na vanquit quet,
Oc’h ober gant fidelite
Quement so dleet varben neuze.

Mar oc’h eus nicun offancet,
Dicriet, pe disobliget,
Grit dezàn satisfaction,
Ha goulennit ountâ pardon.

Mar oc’h eus un dra quemeret,
Pe viret hep ræson ebet,
E reot ho possubl da renta
D’e berc’hen, ar c’henta’r guella.

Mar douc’h dre valeur angaget,

En occasion d’ar pec’het,
A grenn e renquit e zerri
Hac en em bellât diouti.

D’ar fin, mar d’ouc’h accustumet
Da goumetti nep seurt pec’het,
N’en-em espernit e nep tra
Evit dont d’en em gourija.

Goude receo an absolven,
Na vanquit quet d’ho pinigen :
Hac implijit ar remejou
Necesser ouz ho pec’hejou.

Chetu eno ar guir fæçon
D’ober ur guir gonfession ;
Er guis-se en em lequeot e stad
D’ober ur gommunion vad.




PEMPET CANTIC.
Var an Finvezou diveza eus an den, evit distaga hor c’haloun diouz ar bed-mâ.
Var ton : Biron, Biron.


Songit den abuset,
Songit en eternite,
C’hui p’ini so sujet
D’ar pec’het, d’ar vanite ;
Songit e rencot mervel
Ha quittât ar bed-mâ,
Pa zui Doue d’ho quervel
Abarz nemeur amâ.

Neuze gant cals a spont
E rencot apparissa,
Da renta piz ho cont
D’ar Barner rigourussa :
Ur setanç a receffot

A vuez pe a varo,
Hac ar stad m’en em gueffot
Da jamæs a bado.

Nemet ur veach epquen
Ar Barados ne goller ;
Eus an ifern biquen
En em denna ne aller.
Hoguen Barados collet,
Chetu tout eat da goll,
Ha barados gounezet,
Chetu gounezet oll.

Roet en deveus Doue
Ar choas deoc’h en assuranç
En eil p’en eguile
Da ober ho temeuranç ;
En ifern p’er Barados
E rencot chom atao
Da zêvi, pe da repos
Goude souffr ar maro.

En traou-se, ma sonchac’h,
E tilessac’h ar viçou,
Hac en em avissaic’h [sic]
Da bratica’r vertuziou.
Eveziant veac’h da dec’het
Diouz peb occasion
Da goueza e nep pec’het,
Hac en daounation.

Gouscoude ouc’h quen dall,
Quen itourn, quen obstinet,
Na deus nemet traou-all
Oc’h occupi ho speret ;
Eleac’h songeal en affer
Eus ho silvidiguez,
N’oc’h eus bet en he c’hever

Nemed lezireguez.

Savetait hoc’h ene,
Ha d’an Ifern renoncit ;
Choasit abred an Ee,
Liquit ho poan d’e c’hounit
Dre’n œuvrou a drugarez,
Dre an oll vertuziou,
Ha dre ur guir garantez
Evit Doue hon Autrou.

Côvessait a galon
Ho pec’hejou tremenet,
Ha goulennit pardon
Anezo gant guir regret ;
Grit ar resolution
Gant courach da drec’hi
Ar goal inclination
Zo ennoc’h da bec’hi.

Reglit guell ho puez
Hep conta pell da veva,
Tremenit peb devez
Evel pa ve ho tiveza ;
Distroit oc’h affection
Dious an traou temporel,
Oc’h ober reflexion
Var an traou eternel.

Ar bed a dremeno,
C’hui a dremeno ive,
An Ifern a chommo
Epad an eternite ;
An tourmant a so ennâ
James ne finisso,
Mæs plijadur ar bed-mâ
Souden a baoueso.

Siouas ! peguer bras eo

Follentez ar c’hrouadur
A choas dêvi ez-veo
Evit dister plijadur.
Dêvi eternelamant
Assambles gant Satan,
Hep biquen soulajamant
En ur guele a dan.

Pe guer fur eo an den
A renonç d’an æsamant
Eus ar vuez monden,
O choas an diæsamant,
Evit beza da james
Gant Doue o repos,
Ha gant ar Zent assambles
E joa ar Barados ?

Ar seurt-se n’o deus quet
A velconi o vervel,
Dre ur fizianç vras meurbet
Da gaout ar vuez eternel ;
Hac en laouenidiguez
E vez neuze cheinchet
Quement seurt tristidiguez
O deveus diouc’h ar bed.

Choas a ràn, va Zalver,
Em buez ar binigen,
Souffr a rign gant douçder
Pep seurt poan hivisiquen ;
Mæs roit dign hoc’h asistanç
Eus ho Speret-Santel
Da drec’hi va inconstanç,
Ma vesign deoc’h fidel.

Renonç a ràn d’ar c’hic,
D’ar bed ha d’an drouc-speret,
D’ar pec’hejou lubric

Ha d’an oll avariçdet,
Ma c’hellign en ho presanç,
Va Jesus, er maro
Apparissa gant fizianç,
Ha mond gueneoc’h d’am bro.




C’HUEC’HVET CANTIC.
Var ar maro demeus ar bec’heurien.
Var ton : Venez, venez, Esprit-Saint.


Songit, pec’heur, e zeo red deoc’h mervel,
Hac e renquot da viquen dilezel
Gant ho puez, ho pinvidigueziou,
Ho cloar dister, ho plijadurezou.

Doue, Croüer ha barner eus ar bed,
Quement den zo en deveus condaounet
Da souffr ur veaich evid mad ar maro,
Rac-se beillit var ben ma teui ho tro.

A eur c’hostez ar maro so certen,
Mæs a un all eo ive incerten ;
N’ouzoc’h an heur nac all [sic] leac’h ma varfot,
Na quen nebeut ar stad m’en em gueffot.

Bezit fallacr quement hac a guerrot,
Grit ho tiaoul, pec’hit quen a scuizzot ;
Red vezo deoc’h, pa sonchot biana,
Dirac justiç Doue en em renta.

Tud touellet gant an traou tamporel,
Pa dui ar poent ma vezo red mervel,
Livirit dign pe da dra servicho
Quement m’hoc’h eus ur goall attaich outo ?

Usurer cris, pe seurt profit a reï
Oc’h avariç, nac oc’h oll laëronci ?
Quement oc’h eus destumet a gollot,
Hac en o flaç an Ifern a gueffot.

Lavar, den vil, a grimou goloet,
Gant da luxur petra c’heus gounezet !
An tan impur a zef da antraillou,

Vezo cheinchet e tan an diaoulou.

Mezier ifam, d’ar guin quen atteinet,
Ma c’heus da goff da Zoue quemeret,
Da goff vezo d’ar prénvet heritaich
Ha da ene a Satan ar partaich.

Plac’het divez, quer clinquet, quer fichet,
O sonjal caout mui-a-se a c’henet :
Cheinch a reot ho ros e drein garo,
Hac ho mel douç e vestl meurbet c’huero.

Ar visaich-se a veze quer goalc’het,
Er mellezour quellies admiret
Hac a rea ho cloar, ho plijadur,
Ne vezo quen nemed flear, breinadur.

Ho treid quer scânv, quer liger en dançou,
Ha d’ho touguen da scol an diaoulou,
En ur fos doun a vezo astennet
Ha crignet oll gant an amprevanet.

Sonjomp eta, ha sonjomp a zevri,
Pebes anquen, ha pebez melcony
En devezo en e heur divezâ
Nep a laca e galon er bed-mâ.

O pebez spount en deus-én o velet,
Quen alies a bec’het coumetet,
Hep beza great anezo pinijen,
Ha prest ar foultr da goueza var e benn !

Peguer mantret e zeo pa gonsider
En deus, siouas ! collet e oll amzer !
C’hoant en deffe caout ur moment hepquen ;
Mæs ne vezo roet dezàn birviquen.

Clêvit, pec’heur, terrupla gourdrousou
A so scrivet e levr ar Proverbou,
Enep ar re a chom bete’r maro
En e viçou hep enebi outo.

Lies e veaich emeus bet ho calvet,
Eme Zoue, pa edoc’h en yec’het :
Mæs quen dallet oac’h gant traou an douar,
M’oc’h eus bepret great ar scouarn vouzar.

Me ameus bet va dorn deoc’h astennet,
Hac eus va graç ar sicour quinniguet,
D’ho tenna er meas an danger, ma velenn

Ezeac’h da goll, siouas ! a boues ho penn.

Mæs n’oc’h eus quet priget distrei ouzin,
Nac ober man eus va c’homzou divin ;
Evit quement a meus ho reprenet,
Nemet dispris nemeus recevet.

Ne reac’h etat nac eus ar sarmoniou,
Nac a nep seurt exortationou ;
N’ho poa quen mestr nemedoc’h oc’h-unan,
Quen Director da heul nemet Satan.

Mæs dont a rai soudennic ar maro,
Hac em galfot ive neuze d’ho tro ;
Leun ho calon a drubuil hac a spount,
O veza prest da renta dign ho count.

P’en em gueffot a bep tu attaquet
Gant diaoulou cruel hac arraget,
E c’houlennot sicour diguenê-me,
Hoguen ouzoc’h ne glêvign quet neuze.

Quent-se d’am zro goap ac’hanoc’h a rign,
Divar ho coust gant joa vras e c’hoarzign,
Oc’h o quelet trist ha disesperet
O vont da goll gant ho fals mignounet.

Hac en zo den quer criz ha quer calet
Na ve nepret gant quement-mâ touchet,
Ha na zeüe quet d’en-em gonvertissa
Var ben ma zai eus a vuez ar bed-mâ ?

Rac-se va breur, ha c’houi va c’hoar gristen,
An avis-mâ n’ancounac’hait biquen ;
Imprimit-en en ho calon er vad,
Mar oc’h eus c’hoant ho pe eur maro mad.

Ar pez neuze a garrac’h ho pe great,
Grit-en bremâ hep differi nep-mad,
Rac ma n’er grit endra eus an amzer,
Ne gueffot quen nemed an disesper.

Plijet gueneoc’h, hon Autrou souveren,
Rei deomp ar c’hraç da ober pinijen,
Ma hor bezo eur maro precius,
Evit goude beza gueneoc’h eürus.




SEIZVET CANTIC.
Var ar Varn General.
Var an ton : Guerz an Tad Maner.


Tavit, o tud incredul,
Inutil eo pledi ;
List ho caqet ridicul,
Ha disquit humbl cridi.
E faç an Eê, an douar,
Oll e vezimp barnet ;
An Eternel en lavar,
E c’her so un arrêt.

Sujedet, ha Rouanez,
Tud simpl, ha tud goüeziec,
Tud paour, ha tud a zanvez,
Ar Barner, ar Bêlec,
Dirac Tribunal Jesus
Oll ec’h apparissimp,
Hac ur gount rigorius
Un deiz oll a rentimp.

Deiz terrupl, deiz a goler,
Deiz ruz-glaou gant an tan,
Deiz a spount hac a viser,
A hirvoud, a vouelvan ;
Deiz vras ar Varn general,
Petra arzo ouzit ?
Scrich eo memes e sonjal :
Crenit, pec’heur, crenit.

Ne deus teaud var an douar
A ouffe lavaret
An encrès, hac ar c’hlac’har
A laquaï dre ar bed,
Ar sinalou estlamus
A zougo ar c’hælou
Eus ar varn rigorius,
Hac a zeiz an Autrou.

Un den a berdition,
Ur fallacr ar falla,
Ul leon a zestruction ;
Ur monstr ar c’hruella,
An Antecrist en ur guer
E furol, en arraich,
A deuyo tri bloas anter
Da ober e garnaich.

Gant an diaoul possedet
Bete mel e esquern,
E tui gant eur fals Profet,
Gant oll nerz an ifern,
Da ober d’ar feiz gristen
Ur brezel furius,
Da gontraign ar Gristenien
Da renonç da Jesus.

Evel daou leon en arraich,
Én hac e fals Profet
E laquint oll en usaich
Pep seurt art milliguet ;
Ar viçou, an tourmanchou,
An tan, ar c’hlezeyer,
Troumplesoun, fals viraclou

A spounto’r bed antier.

Nebeut bras a Gristenyen
A ouffe resista,
Ma na deu Doue d’o zouten,
Ha d’o difen ountâ ;
Mæs enep an adversour
E teui daou Brofet bras
Abers Doue d’o zicour :
Enoc hac Elias.

Souden an elemanchou,
O santout an termen
Merquet evit vanjeançou
Ar Barner souveren,
En em zavo da c’hourdrous,
Sicour ouc’h ar vanjanç,
Ha da offr oll e courouç
Executi’r setanç.

Ar môr bras en e furor
A grauzo estlamus ;
Ar bed oll gant an trous-môr
A dregarno spontus ;
Ar c’hoagou fol a vrousto
Ar c’herrec, ar reyer,
Ouc’h al lem ne resisto
Na torraod, na chausser.

Savet evel menezyou
Bete bar an ear,
E tilamo an tarzyou
Da lounca an douar ;
Ar rivyerou debordet
Evel en un diluich,
Gant o oll dour dirollet
A gresco an distruich

An douar o tigueri,
O crena bete’r fount,
A gresco mui-ouc’h-mui
An drubuil hac ar spount ;
Ar c’hrea kæriou brezel
A vezo ranverzet,
Hac ar menezyou huel
A vezo abymet.

O tud queiz ! da glasq sicour
Pelleac’h e tec’hot-hu ?
Allas ! n’eus d’enem recour
Moyen ebed nep-tû ;
Mar cuzit er c’havargnou
Varnoc’h e volcenint ;
Mar clasquit tyes, camprou,
Var ho queïn e quezint.

Bete’n dezertzyou memes
An horrol a yêlo :
An anevalet goüez
Er c’hoajou a yudo :
An dud, an anevalet
Dryfiet oll peb-unan,
Ar bed antier alarmet,
Er c’hri fors, er gouelvan.

En Eê, an devaligen
A vezo general ;
Collet oll e sclêrigen,
An Heaul a dui tenval ;
Al Loar quer ruz ha goad,
Ar stered o queza ;
An Eou oc’h orgellat,
O c’hourdrous oll freuza.

Allas ! me vel o c’havanç
An diveza termen ;
Ne zeus mui a esperanç,
Great oll eo gant an den ;
Chetu digor an douar
O vomissa flammou,
An tan goall en e egar

Partout en oll broyou.

Quer buan er memes instant
An Eê so anflamet,
Ne deus dre ar firmamant
Nemet tan ha luc’het :
Tan ouc’h traon, tan en ear,
Ar bed oll zo e tan ;
Adie da vuez an douar,
Mar’mic eo peb unan.

E creis an distruich scrijus
A ra’n tan, ar flamou,
Chetu an drompill squiltrus
O seni en Eou :
Savit, savit, tud varo,
Oll d’ar varn general,
Deiz an Autrou so hyrio,
Ne deus mui da c’hedal.

D’an ampoent evel un tenn,
An oll ressucitet :
Quer prount hac al luc’heden
A sa-soun so savet ;
Ar c’horfou pur ha santel
Zo meurbet glorius,
Siouas ar re griminel
Zo vil, horribl, flêryus.

D’ar memes moment ive
Var un trôn a c’hloar,
Chetu leun a vajeste
Jesus-Christ en ear ;
Aroc an tron ec’h avanç
Ar groas meurbet brillant,
Varlerc’h e rejouissanç
Un arme triomphant.

Diouc’h-tu an oll dud salvet
Tennet gant an Ælez
A vesq an dud reprouvet,
Zo placet a gostez ;
A zeou ema’n dud fidel
Evel dénved docil ;
A gleiz an dud reprouvet
Zo evel bouc’het vil.

O Doue ! pebes ran-galon !
Cruella disparti !
A zaou zen, a zaou vignon,
Bet’ en er memes ty,
A ziou c’hoar, a zaou bried,
Tad, mam, ha bugale,
Unan a vezo choaset,
Ha lezet eguile.

Mæs me vel o tigueri
Levr ar c’hounciançou ;
Chetu o tisoloi
Stad an oll galonou ;
An den just, an den pec’heur
Oll er stad ma emaint,
An oll e levr ar Barneur
A vel splem petra int.

Ar vugale direol
Gant o zad hac o mam,
Zo quer sclear hac an heaul
Guelet o buez iffam ;
An eil pried a velo
Disursyou e bried ;
Pec’her ebed ne allo
Mui cuzet e bec’het.

Pec’heur, pec’heres lubric,
Ma zi-de gant ar vez ?
Chetu da vuez impudic,

Da oll fallagries,
Ar c’hrimou ac’heus nac’het
Ouz da Dad Confessor,
A vouez an oll discuillet ;
O mez, ô disenor !

Amâ eat oll en egar
E crio ar pec’heur :
Ra zigoro an douar
D’am lounca var an heur ;
Varnon, varnon, Meneziou,
Bruzunit va esquern ;
Va c’huzit, ô abymou,
E fin fount an ifern.

Mes dêc’hu eneou fidel,
O pebez levenez !
Guelet oc’h œuvrou santel,
Var al Levr a vuez !
Ho yunou, ho pedennou,
Ho vertuziou cuzet
So gant tud an oll broyou
Patant anavezet.

N’oac’h nemed un hypocrit,
Un hypocrites fall ;
Vertuz ebet na mirit
E langaich ar bed dall ;
Dispriset, humiliet,
Siouas ! bet pell amzer,
Chetu c’hui justifiet
E faç ar bed antier.

Selaouomp oll o parlant
Ar Barner souveren ;
Gant ur vouez douç, consolant,
Un ear contant, laouen
D’an dud salvet e lavar :
Deut, eneou beniguet,
Deut gane-me d’ar gloar
Pell so deoc’h preparet.

Em naon rei dìn da zibri,
En sec’het da eva,
En ho ty va repui,
Rei dillat d’am guisca ;
Em prison hac em c’hlénvet
Va bisita a reac’h ;
Great oc’h eus-en, em andret,
D’hon nessa pa’r greac’h.

Deut, eneou trugarezus,
Deut oll gant an eur vad,
Curunennou glorius
A roï deoc’h oll va Zad ;
Deut oll eternellamant
Da rën gant an Ælez,
Eürus ha triomphant,
En e Rouantelez.

Goude, evel un tarz-curun,
E tro ouz an dud daonet,
Gant ur vouez na el nicun
Hep drifia e c’hlêvet :
Quiit oll eus va bisach,
Oll gant an diaoulou :
An ifern eo ho partach,
Da viquen d’ar flammou.

M’emeus bet naoun ha sec’het
Cant guech e tal ho tor ;
Me so bet noaz prisonier,
Estranjour, clàn, tohor ;
Va rebuti a reac’h,
Hep damant na truez ;
Ho nessa pa rebutac’h,
Em rebutac’h ive.

D’an ampoent ur gorventen

A flammou furius
O destum oll a vanden,
Gant ur c’hri estlamus,
Ha d’an instant assambles
Chetu-hi en ifernou,
Corf hac ene da james,
E creis an tourmanchou.

O termen inconcevabl !
James ! eternite !
O disesper effroyabl !
James mui a Zoue !
Evit james er prisoun !
Da james o lesqi !
Mancout a venn va c’haloun,
Va zeaud a venn sclaci.

Mes c’hui, eneou salvet,
O c’hui a so eürus !
Gant ho corfou beniguet,
Brillant ha glorius,
Chetu c’hui e jouissanç
A varados Doue,
A vezo ho recompanç
Hed an eternite.

O Barados dudius,
Joausdet eternel,
C’hui vezo delicius
D’an dud vad ha santel ;
Da james corf hac ene,
Hep poan ebet mui,
Beza eürus gant Doue,
O bonheur ! ô dudi.

Nep en devez discouarn,
Clêvit, selaouit mad ;
Ho caloun a so ouarn,
Ma na deu da voucad.
Collet oc’h eus ho squiant,
Ma na ra nep effet
Guiryonezou quer touchant
Var ho speret dallet.

Deiz ho poan rigorius
E viot didruez,
Mæs bremâ, ô va Jesus !
Ouc’h leun a drugarez ;
O me fell dìn profita
Eus ho truez presant,
Evit gallout evita
Rigor ho jujamant.

E Sacramant an Aoter,
En ho tabernaclou,
Ouc’h eun oan leun a zouçder,
Un tenzor a c’hraçou ;
Eno me oc’h adoro
Ar rest eus va buez ;
Eno me a imploro
Bremâ ho trugarez.




EIZVET CANTIC.
Clêmou ha disesper ar re zaonet, da zeis ar Varn, goude o setanç.
Var ton : Ælez an Eê deut d'an douar.


D’an deiz diveza eus ar bed,
Peguen estranch vezo clêvet
Ar c’hlêmou eus ar re gollet,

Goude ma vezint condaounet.

Crial a raint a bouez-penn
Gant glac’har vras ha gant anquen ;
Autrou Jesus, guir Vab Doue,
Ho pet truez ous hon ene.

Ar Barner just a respounto,
O sellet rust meurbet outo :
An nôr a druez so serret ;
Pelloc’h ne zeus pardon ebet.

Gant va goad deoc’h, tud milliguet,
Ar Barados am boa prenet,
M’ar carjac’h beza bet sentet
Ouz va lezen deoc’h annoncet.

Me’meus bet oc’h avertisset
Dre voyen Predicatoret,
Er Retret hac er Mission,
Hac e meur a occasion.

Mæs c’hui oc’h eus-hi dispriset
O terc’hel ato d’ar pec’het ;
Peguer maleürus bennac oc’h,
N’oc’h eus da damal nemed-oc’h.

Va Jesus, Tad a drugarez,
Roit deomp-ni ho Rouantelez ;
P’oc’h eus evidomp oll scuillet
Ho coad sacr, n’hon refusit quet.

Re zivezat em suppliit,
Ha re zivezat e vouelit ;
An nôr a druez so serret :
Pell diouzign, tud milliguet.

Neuze, gant eur glac’har c’hüero,
Ar re zaounet oll a grio :
Adieu eta, Salver ar bed,
Adieu d’ho coad er groas scuillet.

Adieu, Æles, Sent, Sentezet ;

Adieu, querent ha mignounet,
C’hui a bign joaüs en Eevou,
Ha ni a gouez en Ifernou.

Mallos dit, tad ; mallos did, mam :
C’hui so quiriec d’hor foan estlam ;
Ra viot da viquen milliguet,
Deffot n’oc’h eus hor c’houriget.

Mallos did, mignon libertin,
Te so caos eus va oll chagrin ;
Mallos deoc’h, mæstr ha mæstreset,
Deffot n’oc’h eus hor c’helennet.

Mallos d’ar c’hartou, d’an dançou,
D’ar c’hoariou, d’an nosveziou ;
Mallos d’ar guin ha d’an dud fall,
Zo bet occasion d’hor goall.

Pec’her, pec’heres, ha te gleo
Ar pez a dle padout atao ?
Gra pinigen hep differi,
Pe autramant divezat vezi.




NAOVET CANTIC.
Var ar malheur eternel eus ar re zaonet.
Var ton : Va Doue, leun a drugarez.


O moment a blijadur, moment a joaüstet,
A boan grê tanveat, ha querquent tremenet ;
O peguen quer e coustit, m’ar bezit criminel,
Pa ranc an den ho prena dre ur boan eternel.

Eternite a valeur ! Ennes eo an termen
Evit beza enoüus, pa na finis biquen.
Beza da jamæs nec’het gant pep seurt maleuriou,
Beza da jamæs beuzet en ur môr a boanniou.

Beza da jamæs ar priz eus a goler Doue ;
Beza bepret adversour, siouas, d’e Vajeste,

Beza bepret en trubuill, en spont hac en horror,
Beza bepret en arrach, en counnar, en furor.

Regreti evit jamæs hep obteni pardon,
En em glêm evit jamæs hep obteni pardon,
Atao hirvoudi, crial, ha lenva en tourmant,
Hep jamæs caout nep sicour na nep soulajamant.

Rancout beza da jamæs en un devalijen,
Eleac’h ma vezo un nos a bado da viquen.
Jamæs ne vezo guelet deiz nac heaul o para,
Jamæs quen goulou nemet flammou an horrupla.

Eleac’h ne gleffot jamæs nemet ar blasphêmou,
Jamæs nemed el leou-forz, hac er yuderezou,
Jamæs quen soun, quen music nemet ar malosiou,
Nemet ar goal bedennou, ar foultr, ar gurunou.

O jamæs leun a valeur, te a so anquenius !
O jamæs leun a horrol, te so rigorius !
O jamæs leun a voualvan [sic], te a so deplorabl !
O james leun a arrach, te a so effroyabl !

Eternite a dourmant ! Eternite a boan !
Eternite a zisesper ! Eternite a dan !
Hac én zo den quer calet, ha quer cris a galon !
Na ve dre zot-te mantret gant guir gontrition,

Mar fel dit eta, pec’heur, ha dide, pec’heres,
Tec’het diouz ur seurt malheur, sonch enna alies,
O pratica er bed-mâ pelloc’h ar binigen,
Gant aoun na daes er bed-all d’e ober da viquen.

Rac ar voyen da viret na ve red did disquen
Ebars en punç an ifern da zêvi da viquen,
Eo disqen enna bemdez o lacat da speret
Da songeal en tourmanchou so eno preparet.

Va Jesus, ni ho suppli dre ho coad precius,
Na bermetit e couezzemp er jamæs malheürus,
Mæs grit ma teuimp da veza en ho craç quer fidel
Ma vezimp eürus da viquen er vuez eternel.




DECVET CANTIC.
Santimanchou Santez Theresa e quever ar vuez presant hac an hini da zont, evit alumi en hor c’halon un desir bras da vont da velet Doue.
Var ton : Guers ar Gananeen.


P’eur, va Doue, vezo delivret
Va ene diouz ar chadennou,
Pere, siouas ! he dalc’h affliget
Er c’horf-mâ gant cals a boanniou ?

P’eur e teuìn-me-ta da zilezel
Ur vuez leun a bep anquen,
Evit mont d’ar vuez eternel
D’ho quelet-hu da virviquen ?

O buez hir, ô bues poanius,
Am-eus er bed-mâ da dremen !
Banissamant meurbet anquenius !
P’eur e velìn-me da dermen ?

P’eur ez cuelìn-me o finissa,
O beach enouus eus va buez ?
Allas ! ne ràn nemet languissa
En eur stad quen leun a druez.

Leun eo ar bed a valignite,
Carguet eo a fallagries ;
Ne zeus ennâ nemet vanite,
Nemet poan ha tristidiguez.

Siouas ! un danger perpetuel
Zo ennâ da goll an ene,
Hac en ur brezel continuel
Emâ an den ebars ive.

O ! prison trist eus va c’horf douar,
A zalc’h va ene chadennet,
Eleac’h ma zoun atao en glac’har,

Atao en aon, atao geinet ;
P’eur e vezi-de-ta discaret,
P’e [sic] zigoret dre ar maro,
Evit ma hellign mont da garet
Ha da velet va Doue d’am bro ?

O ! va Jesus, leun a vadelez,
Pliget gueneoc’h clêvet ouzìn,
Ouc’h va zenna d’ho Rouantelez,
Evit gueneoc’h-u ma vezìn ;
C’hui hepquen eo a ell contanti
An oll dezir eus va c’halon,
Ar bed mâ nemet va zourmanti
Ne ra pelloc’h e pep fæçon.

Ne meus ennâ quen contantamant,
Ne meus quen satisfaction,
Nemet o souffr peb diæsamant,
Pep poan, ha peb affliction,
Evit plijout deoc’h-u, va Zalver,
Ha disquez deoc’h va c’harantez,
Pe vervel, pe souffr da bep amzer,
Ne meus amâ quen volontez.

An horolach o son pa glêvàn,
E zoun consolet bras meurbet,
O sonjal eo ar vuez trist-màn
Eus a guemen-se diverret,
Hac e tosta ar moment eurus
Ma c’hesperàn receo ar c’hraç
Digant va Doue trugarezus
Da vont d’e velet faç-ouz-faç.

O Barados, demeuranç eürus
D’an Ælez ha d’an dud fidel,
Gant hon Redemptor carantezus,
Hac ar Verc’hes, e vam santel !
O pebes joa ! pebes levenez

Eo epad an eternite,
Beza en eur seurt compagnunez !
Ne meus quen hast nemet da-ze.

Gant ar c’hoant, va Doue, d’ho quelet
En hoc’h eürusdet eternel,
Hac an desir ma veac’h meulet,
E varvàn e deffot mervel ;
Va c’hassit gueneoc’h hivisiquen,
Evit ma c’hellìn ho caret,
Heb aon ebet da veza biquen,
Va Doue, diouzoc’h separet.




UNNECVET CANTIC.
E pehini e c’halier a nevez ar bec’heurien da zistrei ouc’h Doue.
Var ton : Quoi ! j’aurais pu vous amuser ?


O va Doue, c’hui a zo mad !
Ne ell den e ignori ;
Pep tra er bed-mâ en e stad,
E lavar da bep hini :
Ha gouscoude an den divez
Ne sonch quet en quemen-se ;
Peguen dign eff en a druez,
Queit a ma chom er stad-se !

An Ee, ar môr, hac an douar ;
Va Doue, oc’h eus crouet ;
Evit an den, an oll en goar,
Eo oc’h eus-u furmet.
An den gouscoude, tra estoun !
Eo a deu d’oc’h offansi ;
Hac én zo monstr quen diræsoun
Ountâ da gomparachi ?


Va daoulagat squillit daëlou,
C’hui, va c’halon, hirvoudit,
O consideri dizurziou
Ar grouadurien divrid,
Pere a such d’o fassion,
Goas eguet anevalet,
O vouga moüez ar ræson
Evel pa vent egaret.

Ne songes quet fur, pec’her paour,
E teues da goll da ene,
N’eus gouscoude arc’hant nac aour
Da repari ar c’holl-se.
Ma songes er stad ma vevez,
Da galon a ve rannet,
Ha da gundui ur vuez nevez
Souden e vez rezolvet.

Ma songes piou a offanses,
Te a ve digonsolabl ;
Ha netra er bed ne gaffes
Eveldoud quer mizerabl ;
Lavaret a raes, me so sur,
En zo bras va c’hrueldet,
Da veza, buguel dinatur,
Ouz Doue en em revoltet !

Sell en dro did, hac e veli
Mad-oberou da Grouer ;
Ne ouffes quet o niveri,
Hac ez pe c’hoant d’e ober.
Penaus eta, va mignon quer,
Ec’h elles-te, hep scrija,
Outragi un Tad quen tener,
A ra evidout pep tra ?

Ar grouadurien hep rêson,
Mar o deffe ar parlant,

A c’houlenne punition,
Enep da gomportamant.
Consider-ta da zallentez,
Antre ennout da-unan,
Ha m’ec’h assur, e guiriones,
E c’houlenfes chench buan.

Heuill ar feiz ac’h eus recevet,
Selaou moüez ar ræsoun ;
Hac hep mare vezo touchet
Ha mantret oll da galoun.
Lavaret a ri an ifern
Ameus mil gueich melitet [sic],
Ha Doue a zeu d’am espern ;
Red eo dìn-eta, e garet.

Ma pe tanvead an douçder
A so e servich Doue,
Te lavare e peb amzer :
E petra e songen-me ?
Ar bed e meus, siouas ! caret,
Ha n’emeus cavet ennâ
Nemet poan gorf ha poan speret ;
En anzao a ràn bremâ.

C’hui ebquen, va Doue, so mad,
Ha capabl d’hor c’hontanti ;
Hep-doc’h ne gaver e peb stad
Nemed nec’h ha melcony.
Dirac an oll er prezegàn ,
Dre m’ameus en approuet ;
Ra vezo ar joa a zantàn,
Gant peb-unan savouret.




DAOUZECVET CANTIC.
Conversion ar Pec’her ouc’h Doue.
Var ton : Un Arc’hæl, aberz an Autrou.


Mall bras eo dìn difasya,
Ha da Zoue em renta. (bis.)

Scòet en deus Jesus var va dor,
O lavaret dìn-me : digor. (bis.)

Hoguen penaos e credìn-me
Birviquen sellet ouz an Eê ? (bis.)

Ruzia bepret a ràn gant mez,
Pa zellan ous va ene quæs. (bis.)

Pa sonjàn emeus offancet
Ar Roue adorabl eus ar bed. (bis.)

Ra vezo va c’halon rannet,
Rac beza quement outraget. (bis.)

Un Doue quer bras, un Doue quer mad,
Siouas dìn-me pec’heur ingrad ! (bis.)

Detesti a ràn ar pec’het
Dreist quement drouc a so er bed. (bis.)

Va mallos a bedàn gantâ,
Ha gant ar squeud eus anezâ. (bis.)

Gan graç Doue e fell dìn tec’het
Bete’r maro dious pep pec’het. (bis.)

Renonç a ràn d’an drouc-speret,
D’ar c’hic milliguet, ha d’ar bed. (bis.)

Me renonç d’an occasionou
So bet quiriec d’am pec’hejou. (bis.)

Quitât a fell din dreist pep tra,
Ar faotou a ràn liessa. (bis.)

C’hui eo, Jesus, va esperanç,
Ennoc’h ema va oll fizianç. (bis.)

Me esper, dre ho madelez,
E reot em andret trugarez. (bis.)

O va Jesus, guir Vab Doue,
Goalc’hit gant ho coad va ene. (bis.)

Guerc’hes Vari, Alvocades
Evit an oll pec’heurien guæs. (bis.)


Grit, me ho suppli, va escus
Pa zeui d’am barn ho Map Jesus. (bis.)




TRIZECVET CANTIC.
Regret da veza offanset Doue, ha da veza choumet hep e garet.
Var ton : Songit, den abuset.


Siouas dìn ! va Doue,
E pep oad, e pep amzer
Ouc’h offanset guenêe,
Ha c’hui quer mad em c’hever ;
Mæs perac oc’h offansi
Eleac’h dont d’ho caret ?
Pa sonjàn em ingrateri
Eo va c’halon rannet.

Evit ur bligeadur
Vil, dister, ha disprisabl,
Siouas ! dre un injur
Quen horrubl, quen detestabl,
Emeus plantet ar gountel
Bete caloun va zad,
Ha dre ur maro cruel
Lazet va Autrou mad.

Ah ! den barbar ma zoun,
Penaos emeus-me gallet
Caout biscoas ar galoun
Da ober eur seurt torfet
En hoc’h enep, va Doue,
Pini hed va buez,
Oc’h eus bet evidon-me
Quement a drugarez ?

Gouëlomp, va daoulagat,
N’hon bezet mui quen armou ;

Rac ma zoump bet quen ingrat,
Nemet goulvan ha daëlou ;
Ah ! pec’heurien miserabl,
E pep leac’h meditomp
Pe vete queit oump coupabl,
Muntreurien Doue ma zomp.

Perac na doum-ni quet
Anflammet a garantez,
Evit Crouer ar bed,
Hon Roue, hon Tad, hor buez ?
Evit un Doue quer charmant,
E vemp bet quer sclacet,
Hac evit traou an neant,
Quen tom, ha quen hastet !

E garet eo ar mad,
Hac ar guir pinvidiguez,
Ar rest ne deo ervad
Nemet poan ha paourentez :
Maleürus eo ar vuez
Hep carantez Doue,
Leun eo a dristidiguez,
Un ifern memes ë.

Un den a glasq Doue
En em gaff en assuranç,
E pep leac’h e ene
A zo leun a esperanç,
Ha quement poan a andur
Epad e oll vuez,
O vortifia an natur,
A blich d’e garantez.

Bremâ-ta, va Doue,
Me ameus cals a regret,
Ha queus bras em ene,
Rac n’ameus quet ho caret ;

Mæs pelloc’h emeus esper
Gant ho craç em bezo
Carantez en ho quever,
A c’han bete’r maro.




PEVARZECVET CANTIC.
Ar Pec’heur penitant herves speret ar Penitant David, er Salm Miserere meî.


Va Doue, leun a drugarez eus ho crouadurien,
Me so, siouas ! ar brassa eus an oll pec’herien ;
Sellit ouzìn à druez, implijit em c’hénver
Ho madelez infinit, ho quenta caracter.

Ne ouffet quet niveri pet gueich ha da bet
Oc’h eus accordet pardon eus a bep sort pec’het ;
Pardon, pardon, effacit brema evit biquen
Roudou satan em c’halon, caos eus va oll anken.

Va goalc’hit, va azgoualc’hit, grit ur c’hoüez d’ho toare ;
Ha peur netaït va ene, ma vezo adarre
Quen agreabl dirazoc’h, eguis pa sortias
Divar font ar vadiziant gant ur santelez vras.

Me vel bepret va fec’het dirac va daoulagat
Eguis ur goal anqueler ous va brezellecât :
A boan crê e ven salvet, ma na rit, va Doue,
Eguis miracl em andret, e profit va ene.

C’hui zo test, c’hui zo Barner eus va oll offansou,
Deoc’h hepquen eo refusi, pe receo va daëlou :
Ne viot quet abeguet, cavet viot guirion,
O rêi dìn graç ha pardon gant guir gontrition.

C’hui a oar oun concevet e sourcen ar viçou,
Hac e doun quent er pec’het eguet en maillurou ;
Va mam abars va guenel, ous va c’honceo hepquen
He deus formet assambles ur pec’her hac un den.

Var qemense gouscoude n’en em excusàn qet,
Me dlie oc’h anaout guirion ha just bepret :
Gant cals a sclêrigennou ne roit quet d’ar re all,
M’emeus en em gunduet, siouas ! e guis un dall.


Autrou, c’hui am arrouzo gant ur spars precius.
C’hui am goalc’ho gant ar groas soubet e goad Jesus ;
Hac evel-se me vezo dirazoc’h, a dra sur,
Cals guennoc’h eguet an erc’h, hac ê guen dre natur.

Va c’halon gant ar c’hêlou a vezo consolet ;
Eur joa vras en devezo o veza pardonet :
Tridal a rai, ha pelloc’h e tesquo beza fur,
Goude beza bet mantret gant mil displijadur.

Distroit, distroit ho pisaich divar va offançou,
Liquit-hi en ancounac’h dre oc’h induljançou ;
Mar ho pe sonch anezo, n’ho pezet sonch nemet
Evit ober goulyou d’ho beza effacet.

Chenchit a gren va c’halon, rentit-en pur ha neat,
Ma queffot ennan ato un diguemer dereat ;
Roit din ur speret nevez a vezo eün ha crê,
Da gass e songesonou rac enep en ho re.

Var bep tra, me ho suppli, accordet din ar c’hraç
Na deuot biquen d’am zeuleur eus a zirac ho faç,
Na da lamet ar bresanç eus ho Speret-Santel
Digant nep na hell hep-tàn ho servicha fidel.

Oll joaüsdet ar bed-mâ so ber, dister, trompus,
Roit din ur joa guinidic a boull calon Jesus ;
Ha m’am pigno d’he sourcen, roit evit appui din
Ar c’hraç a berseveranç da viret na guezin.

Neuze me raï ur guentel dre squer ha dre bropos ;
Me zesquo d’ar bec’herien oc’h henchou deiz ha noz ;
Ar re muya obstinet a zui dren em grenna,
Da squeï var boull o c’halon, d’en em gonvertissa.

Va Doue Jesus, va Salver, va c’horf ha va speret
Zo bemdez en un duel dangerus dìn meurbet ;
Liquit justiç entrezo, grit ma vevint e peoc’h,
Ha me gano mil bennos, ha mil meuleudi deoc’h.

Nemeus na graç na faveur da gomz en ho prezanç,
Mæs, Autrou, c’hui oc’h unan a raï va eloquanç ;
Digorit va muzellou, desquit d’am zeaud ar stur,
Ha nemet en oc’h enor biquen ne remu sur.

Ma ve quistion a vadou, d’ar re ma zoun perc’hen,
Emaint evit sacrifiç e creis ho courc’hemen ;
Mæs neo quet eno emâ ho cuir blijadurez,
Ny hon-unan a glasquit, ha nonpas hon danvez.


Ar sacrifiç a guirit ne de quet un eugen,
Mæs un ene anflammet da ober pinigen,
Ur galon leun a c’hlac’har d’ho peza offancet,
Ha leun a humilite a receffot bepret.

Digorit ho madelez, digorit ho touçder
D’hor mam santel an Ilis, hi eo ho pried quer ;
Liquit ar feiz da gresqui, ar garantez da ren,
Ma vevimp oll dizanger dious hon adversourien.

Un dudi vezo neuze guelet oc’h Auteriou
Bordet a benitantet carguet a offansou ;
Ar bed oll, cos ha yaouanc, ous en em deuleur deoc’h,
Da veza corf ha calon oll a-unan gueneoc’h.




PEMZECVET CANTIC.
Var ar feiz, eleac’h ma zeo comprenet qement so necesser da gridi evit beza salvet.
Var ton : M’oc’h ador, va Doue, va C’hrouer.


Doue en deveus hor c’hrouet
Evit e anaout, e garet,
E servicha mad er bed-mâ,
Da bez’ en Eê eürus gantâ.

Evit caout an eürusdet-se,
A bado un eternite,
E-zeus tri zra zo necesser,
Ec’his ma tesq deomp hor Zalver.

Cetu-y amâ, liquit evez,
Feiz, Esperanç ha Carantez ;
Ar re-mâ eo an teir vertuz
A dle hon renta-ni eürus.

Dre’r feiz e credomp assuret
Quement en deus Doue proposet
D’e Ilis santel, ha dreisi
Deomp oll er bed-mâ da gridi.

Chetu amâ petra zo ret
Da gridi dre ur feiz parfet ;
Chelaouit gant attantion,

Hac imprimit en ho calon.

Ne deus nemet un Doue ébquen,
Zo a viscoas da virviquen,
Ur speret pur hac oll barfet
En deus a netra great ar bed.

Ne deus netra cuzet ountâ,
Tout e c’hene, partout emâ ;
Guelet a ra found ar galoun,
Rac-se, pec’heur, ho ped aoun.

Tri ferson a so en Doue,
Distinc an eil dioud eguile ;
An Tad, ar Mab, ar Speret-Glan,
Parfet, ha guir Doue peb-unan.

Mæs p’o deus o zri gouscoude
Just ar memes divinite,
(Evel m’en desq ar feiz christen,)
Ne reont nemet un Doue ebquen.

Ar myster-mâ a so galvet
Myster adorabl an Drindet ;
Petra bennac n’er c’homprenit,
E gridi parfet a renquit.

Edoump oll, siouas ! dre’r pec’het,
Esclavourien d’an drouc-speret,
Doue en deus bet truez ouzomp,
Ha roet ur Redemptor deomp.

E Vab, evit dont d’or prena,
Zo bet concevet er bed-mâ
Dre vertuz ar Speret-Santel,
Hervez comz an Eal Gabriel.

Gant Mari e vam benniguet,
E vam hac hy Guerc’hes bepret,
Oue ganet en eur c’hraou dister,
Er goan, hac er brassa miser.

Ouspen ma zeo-ta guir Doue,
Assambles eo guir den yve  ;
An ano zo dezan roët
A Jesus-Christ Salver ar bed.

En eo en effet hor Zalver,
Hor victim, hor pontif, hor sqüer,
Hor pen, hor mestr, hac hon Autrou,

Pastor, ha buez hon eneou.

Nemet dreizâ, dirac e Dad
N’ellomp morse beza deuet mad ;
Epta ennomp nep santelez,
Evidomp nep silvidiguez.

Cunduet en deus eur vuez
Leun a boan hac a baourentes,
O tisquez deomp eo dre boanyou
E rencomp antren en Eêvou.

Evidomp oll var ar groas
E sacrifiç en em offras ;
Teir heur er groas e oue staguet,
Ha bete’r maro tourmantet,

E gorf a oue sebeliet,
E ene diountâ separet
A zisquennas en ifernou
Da zilivra an eneou,

Da ben tri dervez ma varvas,
Leun a c’hloar e ressuscitas,
Ha da ben daou-uguent deiz goude
E pignas triomphant en Ee.

Eno var un tron immortel,
En tu deou d’e Dad eternel,
Eo azezet, egal dezâ,
Hac en ur memes gloar gantâ.

Eno en deus sounch ac’hanomp,
Hac e prepar plaçou deomp ;
Eno hon eus dirac hon tad
Un Doue evit hon advocad.

Ac’hano e teui eun dervez,
Da varn an dud hac an Ælez ;
Neuze da zoun an trompillou
E ressuscito ar c’horfou.

Ar re fall a yel da jamæs
Da lesqui e flammou grizyes ;
Ar re vad a yel gant Jesus,
Da veza da viquen eürus.

D’ar Pantecost an Ebestel
O devoue ar Speret-Santel,
Gant pini eo asistet

An Ilis gant Jesus fountet.

An Ilis a so compozet
A dud fidel, a Bastoret
Dindan ar Pastor eternel,
Ha dindan ar Pab e viquel.

Ermeas anizi ne deus quet
A voyen da veza salvet ;
Ne ouffe biquen fazia,
Na dre se ivez hon trompla.

En Ilis-mâ en deus lezet
Jesus un tenzor caër meurbet,
Pini eo ar Sacramanchou
A zo leun eus e veritou.

Dreizo ar c’hraç a recevomp,
A gonservomp hac a grescomp ;
Ha dreizo c’hoas, mar he c’hollomp,
A nevez flam he obtenomp.

Bez’eus seiz Sacramant guirion :
Badiziant, Confirmation,
Hini an Auter, Pinigen,
Urz, Priedelez, ha Nouen.

Da guenta dre ar Vadiziant
E vez an den rentet exant
Eus ar pec’het originel,
Great Christen, ha da Zoue buguel.

Rei a ra’r Gonfirmation
Nerz deomp ouz an dentation,
Ha da choum ferm en hon lezen,
En despet d’hon adversourien.

Er Sacramant a Binigen
E recever, dre’n absolven,
Remission a bep pec’het
Goude’r Vadiziant coumetet.

Er Sacramant eus an Auter
Emâ Jesus-Christ tout-antier,
Evit mezur hon eneou ;
Ha crisqui eno e c’hraçou,

An Nouen a deu da lamet
Ar restadou eus ar pec’het ;
Crê hon rent da soufr hor poan,

Ha da resista oud Satan.

Ha pa vez profit hon ene,
E ro d’or c’horf yec’het ive ;
Rac-se p’en em santer goal glan,
E renqueur caout recour dezàn.

An Urz eo a ra Bêleyen
Da celebri an Oferen,
Ha da sicour an dud fidel
Pa vont d’ar vuez eternel.

Etre o daouarn sacr bemdez,
Bêlec ha victim assambles,
E ro Jesus er Sacrifiç
Gloar d’e Dad, graçou d’e Ilis.

Ar Briedelez a laca
Daou bried christen da veva
En union, e carantez,
Ha da guelen mad o lignez.

Chetu an tenzor excellant
He deus an Ilis militant,
Hac a fournis dezi graçou
Evit he c’hundui d’an Eêvou.

An Ilis a ves diviset
E teir en eur c’horf unisset,
Hac hanvet Ilis Militant,
Ilis Souffrant ha Triomphant.

En Ilis Militant emâ
An dud fidel er vuez-mâ
Unisset dre’r memes lezen
Ha dre ar memes feiz christen.

Unisset eo c’hoas he memprou
Dre ar memes Sacramanchou,
Ha dre’r gommunaute santel
Eus a vadou spirituel.

An Ilis souffrant eo ar re
A so maro e graç Doue,
Hac er Purgator arretet
Da soufr ar boan dleet d’o fec’het.

Suffrajou’n Ilis Militant
A ell abregi o zourmant,
Hac o delivra quent a se

Da gaout ar guel eus a Zoue.

Anfin, an Ilis Triomphant
Eo ar re zo presantamant
O jouissa hac o repos
Er c’hloar emeus ar Barados.

O fedennou santel en êe
Evidomp oll dirac Doue,
A so dre Jesus hon Autrou
Ur sourcen eus a faveuriou.

Va Doue, houmâ eo va c’hreden,
Quent renonç dezi e varfen ;
Me a gred c’hoas quement a gred
An Ilis santel, ho pried.

Guerc’hes, pedit ho Mab Jesus
Da rei dìn ar c’hraç precius
Da gridi ferm ha da heul reiz
An oll articlou eus ar feiz.




C’HUEZECVET CANTIC.
Evit elevi hor c’halon etreze Doue, o consideri an traou en deveus crouet.
Var ton : Quand le péril est agréable.


Me ho clêo, hac ho quel o cana ;
Petra ganit-hu, lapoucet ?
Gant Doue ouc’h quer brao furmet,
Me sonch er c’hanit bremâ.

C’hui en ho yez a zeu d’o veuli
E peb carter, hac e peb coat ;
Perac na zeu va mouez ingrat
Da imita oc’h ini !

Couraich, couraich eta lapoucet,
Livirit ato er c’houajou
Ha partout dre ho musicou,
Doue ra vezo meulet.

Turzunel chast a glêm hirvoudus
Varlerc’h ho par, meulit Doue ;
Muguedoc’h-u e tleffen-me
Clêm etreze va Jesus.


Canit-en ive rossignolet,
Assambles, p’autramant d’ho tro,
Ma c’hallo ouzoc’h an ecleo
Respont : ra vezo meulet.

En eur beuri, entrezoc’h, dénved,
Meulit Jesus ar Pastor mad ;
C’hui a so douç hac egarad,
Me zo rust ha debordet.

Peb tra oll a ra e dieguez,
Pe a zoug ur froezen benac,
Ha me so ur vezen ingrat
Carguet a lesireguez.

Boquejou caer, c’hui en un devez
A veler savet ha maro :
Souden ho coude me varvo,
Ha marteze quent ivez.

Goüaremmou, ha c’hui rivyerou,
Meulit an Autrou souveren ;
Allas ! pep tra oll a dremen
Eguis ho tour dre’r prajou.

An dour a ya varzu ar sourcen
P’eus a hini e sortiet ;
Ha me ive ne dìn-me quet
Varzu va Doue biquen ?

M’ar red ar c’haro d’ar feunteuniou
Gant ar sec’het pa vez presset,
Davidoc’h, va Doue, me red :
Va soulagit em poaniou.

Æzennic leun a frescadurez,
Meulit an Autrou invisibl ;
C’hui a zo sioul ha pæsibl ;
Ha me leun a follentez.

Môr bras c’hui pa vezit courroucet,
A zisquez deomp dre ho couagou
E tleomp caout aoun rac an Autrou,
Pa hor bez en offancet.

C’hui a zisquez deomp c’hoas e c’hrandeur,
Curun horrubl, luc’het ha foultr,
Pa ell, m’ar car, lacât e poultr
Hac e ludu ar pec’heur.


Fisianç ameus ennoc’h, va Doue,
Bezit favorabl em andret ;
M’ar emeus calz oc’h offanset,
C’hui eo va zad gouscoude.

Trist amzer zo gant glao hac avel,
Goloet ar goabr, an êvou ;
Tristoc’h eo calz an eneou
Goloet a bec’het marvel.

Eguis ma vir ar c’houabr ive
Na bar an heaul e peb carter,
E vir ar pec’het, va Zalver,
Na bar ho craç em ene.

Pa bar an heaul, e ro d’hor chorfou
Sclêrigen hac ouspen tomder,
An heaul a justiç hor Zalver
A ro mui d’hon eneou.

Al loar en noz a ra deomp guelet,
O chasseal an devaligen ;
Ar Verc’hes gant he sclêrigen
A chasse noz ar pec’het.

Me a vel ar stereden joaüs,
A lui diouz vintin ha diouz noz ;
P’eur e zìn-me d’ho parados
D’ho quelet-hu, va Jesus ?

Ra dui assambles an oll astrou,
Hac eus an oabl an oll stered,
Ha quement tra so dre ar bed
D’ho meuli, ô va Autrou !

Me am be ur joa vras ho velet
Var quement tra so er bed-mâ
Scrivet patant ar c’homzou-mâ :
Doue ra vezo meulet.

Ya, va Doue, da virviquen
Ra viot meulet, enoret,
Glorifiet hac adoret
Gant an oll grouaduryen.

Grit domp, va Doue, ni ho suppli,
Ho caret epad hor buez,
Ma zaïmp goude hor maro ivez
D’ar Barados d’ho meuli.




SEITECVET CANTIC.
Quelennadurez an Dud Yaouanc.
Var an ton ordinal.


Selaouit, tud yaouanq,
Va c’helennadurez,
Oc’h oad, allas ! a ranc
Scol ha descadurez :
Clevit eta va c’hentel,
Fur eo meurbet ha santel,
Evit en honestis
Ha gant an dud enoret,
Ha gant ho Toue caret,
Tremen ho yaouanqis.

Me fell din e carrac’h
Dreist pep tra oc’h enor,
Ha juridic er mirrac’h
Evel oc’h ol tenzor :
An aour, an diamanchou,
Ar guenet, an talanchou
Evit an dud yaouanc
O deus collet o enor,
N’o deveus mui a zecor,
N’int nemet pry ha fancq.

Ur pez aour dislivet
Collet e oll eclat ;
Ur goz fleuren gouenvet
Collet oll e c’huez-mad ;
Un den collet e fortun
N’eo anzavet gant nicun ;
Disenor e oll dud ;
Mez ar c’hanton, farç ar vro,

Eo an den youanc a ro
Sujet da gaout goal vrud.

Da servicha’n Autrou
Ferveur, fidelite ;
D’ho tud mad-oberou,
Respet, docilite :
Gant ho preudeur union,
Oc’h an oll just, leal, guirion ;
Modesti, innoçanç,
Ar burete dreist pep tra,
Chetu aze petra ra
Ho pris, ho tecoranç.

Evit-ta pur miret
Ho cloar, ho meuleudi,
A gorf hac a speret,
Laquit oc’h oll studi
Da veva gant santelez
Pur ha chast evel Ælez ;
Tec’hit, tec’hit a grenn
Diouc’h ar pec’het dishonet,
Memes diouc’h e squeud funest,
Evel diouc’h ar vocen.

Cassaït an nosveziou
Quiriec da vil pec’het,
Hac ar beilhadegou
A vouaset ha merc’hed ;
Eno, siouas ! emâ scol
An dud yaouanc direol
Da zisqui lachete,
Mil gomz, mil sonch dishonest,
Mil arvez sot, ha mil gest,
Ha mil mechancete.

Cassaït ar c’hoariou
D’ar sul d’abardaës,

Hac ar joloriou
Eus al leuriou nevez ;
Cassaït an danç milliguet,
Ar bal excumunuguet ;
Liç al lubricite
Eo an danç, ar varrezyou,
Poeson an oll vertuziou,
Chaffot ar burete.

Sperejou variant,
Canfardet abuset,
Strinquellou disquiant,
O plac’het divezet,
Trimpal a rit ha bragal,
Lamet, revolti, fringal ;
It, it, pennou volaich,
An ifern goude’r maro
Gant e dourmanchou garo
A vezo ho partaich.

Cassaït, cassaït c’hoas
An daremprederez
Entre plac’h ha goas,
Hac an discolperez ;
Na souffrit nep liberte
Na familiarite ;
Dougit evel an tan
An discoursiou impudic
Ar jestou, poccou lubric
Invantet gant Satan.

Jamæs relation
Gant goal gamaradet ;
Na goal occasion,
Pa veac’h cant gueich pedet,
Na glasqit ha na souffrit ;
Allas, siouas ! mar er grit,

Adie ! adie deoc’h ;
An danger nep a garo ;
Ennâ gavo e varo,
Ne deus netra suroc’h.

Memes ar pardoniou
Gueichal instituet
Da ober pedennou
Gant mui a barfetet,
Da gana meulodiou,
Da imita vertuziou
Guir vignonet Jesus ;
Ar pardoniou, tra eston !
Zo brema e mil fæçon
D’an dud yaouanc chansus.

Allas ! ar vanite
Ha debauch ar voutaill,
Ar guriosite
Da velet cant marvaill,
Douetus pourmen ha redet
Ober ren amourousdet,
Heul an danç hac ar soun,
Va Doue, piou er c’hrête ?
Cetu petra, gouscoude,
A gaç calz d’ar pardoun.

O Autrou Souveren,
A vel, a oar pep tra ;
Piou a ouffe compren,
Siouas ! an drouc a ra
An disursyou-se fatal ?
Pet goal exempl ! pet scandal !
Pet profanation !
Pet malheur er famillou !
Ha pet sujet a zaëlou !
Ha pet daonation ?


O Tadou ha Mamou,
Dre’r gomplesanç funest
Da heul goal gustumou,
E c’hastennit cabest
Var o mouë d’ho pugale ;
An eil rum hac eguile
Assambles e veuzit,
Bugale, Mamou, Tadou,
En ifern a diadou,
Assambles e quezit.

Clêvit, Tadou, Mamou,
O tremen, me ho ped,
Ur gueric pe zaou
A gonsecanç meurbet :
Dalc’hit var ho pugale,
Ha grit eün dezo bale ;
Mam a re lez hê merc’h
A vezo mam reuseudic ;
Tad a re lez e vabic
A vouelo var e lerc’h.

Pep tra tout er bed-mâ,
En e gondition,
Evit e zigama,
A ranc correction.
Ar c’hoad a ranc ar vouc’hal,
An ouarn ar Marichal,
Crouadur guyalenn ;
Et recour eo touch dezàn,
E goll espern anezàn,
E vuez eo quelenn.

O ! eürus an tad
A zuch e grouadur ;
Va bennos d’ar vam vad
A savo ur verc’h fur ;

Ur mab, ur verc’h vertuzus
A so d’o zud eurus,
Er gozni eur voalen,
E peb amzer o enor,
O flijadur, o zenzor,
En Eê o c’hurunen.

Eus va instruction,
O ! tud yaouanc, bremâ
Evit conclusion,
Clêvit mad quement-mâ :
Ha c’hui a euteur miret
Pur ho corf hac ho speret,
Clêvit, clêvit eta ;
Lacat evez, ha tec’het
Diouc’h dangerou ar pec’het,
Chetu’r voyen guenta.

Taolit eus ho speret
Pront ar goal songeson,
Dalc’hit outi serret
Bepret dôr ho calon ;
Endra m’er serpant bian
Bruzunit e benn buan.
Allas ! oc’h invori,
E savo en un instant
Ar serpantic da serpant
Evit ho tevori.

Fragil hac izomec,
Suppliit hon Autrou
A so oll c’haloudec
Da rei deoc’h sicourou ;
Ho pezet ato memor
Eo e zaoulagat digor
Varnoc’h ato bep tro,
Evel Suzanna gueichall,

Diouc’h insultou an dud fall
Ar sonch-se ho miro.

M’ar pad an drouc-speret
D’ho tenti gant arraich,
Ho pet ive bepret
Da gombati couraich ;
M’ar deu’n dud, oc’h youlou
En tu gant an diaoulou,
Da revolti ouzoc’h,
Var bouez ato resista,
Pidi Doue d’hoc’h assista,
Ar victor zo deoc’h.

Bep mis confessait
Gant guir gontrition ;
Ha bep mis tostaït
Gant guir devotion
Ouc’h Taol sacr an Oan Doue,
Guir sourcen ar burete,
E souten, e decor ;
Mes tostaït gant an assant
Eus ur C’honfessour prudant,
James diouc’h oc’h humor.

Ho pet devotion
D’ar Verc’hes glorius,
Eus he frotection
Ar gallout precius
E pep amzer reclamit,
E pep danger goulennit :
Fidel nep a vezo
D’he c’haret, d’he servicha,
D’he fidi, d’he imita,
Biquen ne berisso.

C’hoas emeus un avis
Abars peur finissa,

Da rei deoc’h, yaouanqis
Eus oc’h heur diveza
Ar memor en ho speret
Imprimit, dalc’hit bepret,
Ha m’oc’h assur certen,
An distera sotoni,
An distera falloni
Ne reot jamæs biquen.




TRIVAC’HVET CANTIC.
E pihini ec’h expliquer meur a ræson evit pere e tifenner an Dançou.


Clêvit, tud yaouanc, me ho ped,
Perac tra e zeo diffennet
Ne redot biquen d’an dançou,
M’ar c’hoantaït mont d’an Eevou.

Ar c’huec’hvet Gourc’hemen Doue,
A zifen al lubricite ;
Piou’an danseur, an danseures
A bratic ervad ar furnez ?

Piou a gounto pet songeson,
Pet sell, pet comz, pet action
A ra prest coll e innoçanç
Da guement den a red d’an danç ?

An diaoul a ya en dro
Buanoc’h eget ar c’haro,
Hac a c’huez crê e peb-unan
Eus al lubricite an tan.

Potret ha merc’het o lamet,
Pa vent tout Sent ha Sentezet,
An drouc-speret ne baouezo
Tud lubric oll quen n’o rento.


Un den fur, mar boe biscoas,
Salomon eo, ur Roue bras,
A ro un avis mad meurbet,
Laquit-én doun en ho speret.

Tec’hit crenn diouc’h un dancerez,
Tec’hit diouc’h he c’hompagnunez,
Anez’, emezàn, emeus aoun
Na ve caos d’ho perdition.

Mellezour ar baciantet,
Job gant Doue quen eprouvet,
A zisquez deomp dre e gomzou
Pe guer funest eo an dançou.

Bragal a reont gant soneurien,
Couls ve lavaret bourrevien,
Hoguen nebeut goude o joa,
Chetu indi’n ifern o vouëla.

Clêvit bremàn an Doctoret,
An Tadou santel beniguet,
O preseg enep an dançou
Zo quiriec da galz pec’hejou.

Sant Ambroas, an Doctor divin,
A gonvertissas Augustin,
Dre un transport a garantez,
A expliq deoc’h ho follentez.

Danç, m’ar fell did, te, grec iffam ;
Mæs c’hui, emezàn, grec divlam,
Desquit d’ho tud servich Doue,
Non pas coll en danç o ene.

Sant Chrisostom a lavar deomp
Piou da vestr a guemeromp
Pa zarempredomp an dançou,
Songit er-vad en e gomzou.

E creiz an danç, eme’n Doctor,
E plant an diaoul e gador ;

Eno e ro e guentelliou
Da zaoni calz a eneou.

Sant Augustin c’hoas a lavar
E ve guell arat an douar,
Pe neza d’ar gouëliou miret,
Quent eguet dan dançou redet.

Sant Ephrem zo an diveza
A zisclêryo deomp perac tra
Ne dal netra’n tout an dançou
Nemet da zouguen malheuriou.

An danç so eun dévaligen
D’ar goaset enni a antren,
D’ar merc’het ur berdition,
Ha d’an oll un daonation,

Ur fest bras eo d’an drouc-speret,
Ur c’hlac’har vras d’an oll Ælet,
Pere a vel o Mæstr Jesus
Baffouet dre vil fæçoun mezus.

Allas ! allas ! Tadou santel,
Caër oc’h eus bet prezeg huel
Enep an dançou milliguet,
Bepret e zint darempredet.

Deus, Cahtel Gollet, eus an tan,
Var da dro chadennou Satan ;
Deus da-unan da lavaret
Evit an danç e zout daonet.

Ha te, muntreres cris meurbet,
Da Yan Badezour benniguet,
Sorti eus a greis ar flammou
Da gonta deomp da valheuriou.

An danç en deus great dibenna
Eus ar Brofetet ar brassa :
Penn un den leun a zantelez
A so bet pris un danserez.


Ar guriosite da velet
C’hoariou ar Zichimitet
A reas da Zina, plac’h parfet,
Beza ganto dishenoret.

Tud arraget gant an dançou,
Petra eo ho songesonou ?
Pa glêvit an exemplou-mâ,
Ha ne dleffac’h-hu quet scrija ?

Ar memes Doue a offansit
Ar memes setanç gortozit.
Er bed-mâ sur, pe er bed-all,
Punisset viot evit dançal.

En hano Jesus ha Mari,
Ho pet truez, me ho suppli,
Ous oc’h eneou o deus coustet
Da Jesus e oll c’hoad scuillet.

E leac’h monet da ebata,
Deut gant Madalen da voüela ;
Deut ganti da ober caôn
D’ho Salver en e Bassion.

Ho taëlou ne badint quet pell ;
He joa a vezo eternel :
Joa ar bed-mâ ne deo netra,
Joa ar bed-all eo ar c’haëra.




NAONTECVET CANTIC.
Guers ar Vezventi.
Var ton : Ur Cyn-gris er mis-mâ.


SÆLAOUIT, Christenien,
Ha paour ha pinvidic,
Dreist oll, c’hui mezieuryen,
Clêvit mad va c’hantic ;
Oud an oll e general,
Ouzoc’h-hu ispicial
E comzàn, ô mezieur,
Da zesqi deoc’h detesti
Dreist pep drouc ar Vezventi,

Sourcen a vil malheur.

Tra infam, tra udur,
Viç excumunuguet,
Disenor an natur,
Mezventi milliguet,
Ne deus hano na langach
A exprime da ravach ;
Caos oud da vil mallos,
Caos da vil c’holl, coll danvez,
Coll an enor, ar vuez,
Ha coll ar barados.

Allas ! ia, va breur ;
Oc’h heuill ar vezventi,
(E doui a helleur)
D’ar bas e zaï ho ty.
Ho tud cos o doa danvez,
Leve, commerç, tyeguez ;
C’hui souden reuseudic,
Oc’h oll danvez foranet,
A ranco clasq ho pouet
Evel ar mab prodic.

Evel ur bouill-moguet
A ya gant an avel,
Pe sonch un den cousqet
N’er gued qued da sevel ;
Gant ur mezyer dememes
E tismant e dieguez
Qasi en ur moment ;
Teuzi oll a ra ganta,
Pa istimeur nebeuta
E dy so goulloet.

D’am zi a zaou valheur
Ma ranquen choas unan,
Tan gual, pe ur mezyeur,
Me choasse qent an tan :
An tan gual en devoro,
Ha te, mezyeur, en debro,
Mein, ludu, fount va zy
Varlerc’h an tan a gaver ;
Var da lerc’h te trezenner,
A veac’h e choum al ly.

Daou zevez goud’an tan
En deus great va ruïn,
Ha me, siouas ! paour-glan,
Me gousco dichagrin.
Ur mezyer endra bado
A raï chagrin dìn ato :
Aneval diræsoun,
Lounca’raï va oll danvez,
Va goal-dreti didruez,
Ha ranna va c’haloun.

Pebes croas, va Doue,
Eo sord greg ur mezyeur !
Tud qeiz, e vugale,
C’hui so trist ho malheur !
Caer oc’h eus poanya, espern,
Suna’ra mel oc’h esquern,
Gant ho coad eo ruzyet
Ar guin a ev ar gourmant ;
Ho sustanç antierament
Zo gantâ devoret.

Nebeut eo coll danvez,
Preciussoc’h tenzor
A golleur c’hoas ive,
Me gomz eus an enor ;
Allas ! m’ar douc’h ur mezyeur,
Deus ac’hanoc’h pa gomzeur ;
Paour quès, great eo ho trô.
N’ouc’h nemet un divezet
Gant peb-unan dispriset,
Mez, fablen, c’hoars ar vrô.

Pevez direolamant
Etouez Christenien !

Heaul eus ar firmamant,
Cuzit ho sclêrigen ;
Ouzoc’h e comzàn, merc’hed,
Mez a meus o lavaret
Ur vaouez mezyeres,
Mezyeres ! ô vileni !
Piou a gredte’ve hini,
Ma n’er guelet bemdez ?

Guechal-gos hon tadou,
Tud experimantet,
Dioud ar pronosticou,
O deus e lavaret :
Bez’eus tri zra, emezo,
Da zisfiout anezo,
Techet bras da voal fin ;
Heaul a zavo re vintin,
Merc’h a voezo al latin,
Grec a garo ar guin.

Bezit den a sqiant,
Huel a galite ;
O ped pep seurt talant,
Peb seurt habilite ;
Bezit goas, bezit maouez,
Mar d’ouc’h mezyeur, mezyeures,
Adieu d’oc’h hano mad ;
Ho talanchou so collet,
Ho sclêrijen eclipset,
Duet oc’h oll eclat.

Ur mad all precius,
Ar yec’het, ar vuez,
Dre ho tebauch mezus
A berisso ive.
Penaos hersel o vezvi ?
Hirio leun bete crevi,
Ar rest eus ar sizun
Hep mui esqen da veva,
Distrounquet, beac’h treïna,
Rancout glaouri o yun.

A bed goal accidant,
A bed barrad clénvent,
Continuellamant
Dre ar guïn arruet ?
Darn a so beuzet mezo,
Darn en hent cavet maro,
Sclacet gant ar riou ;
Darn all o gouzouc torret,
Darn gant all lamou brêvet,
Massacret a daolyou.

Ne de quet heb resoun
E lavar ar Scritur,
E za da anaoun
Abars poent an natur
Calz a dud unicamant
Dre o meventi gourmant ;
Allas ! pa ve a zir
Pe a ziamant calet,
Ur c’horf evelse tretet
N’ouffe qet padout hir.

Goude tout coll danvez
A zo ur c’holl dister ;
An enor, ar vuez,
Zo traou a ver-amzer ;
Ar c’holl bras, ô va Doue,
Eo ar c’holl eus an ene,
Malheur ar malheuriou ;
Chetu gouscoude certen
An effet, hac an termen
Eus ar mezventiou.

Penaos biquen-james
En em saveteï ?
Dre natur eo memes
Pec’het marvel mezvi.
Pa vec’h divlam a hent all,
Defot ebet, na tech fall,
Quen viç nemet mezvi ;
Ar vezventi he-unan
O taolo e creis an tan

Da viquen da zevi.

Mæs ar viç-mâ fatal,
Ouc’hpen ma zeo pec’het,
Zo ur viç capital
Gant cant viç all heuliet ;
Impiete, goal langaich,
Laëronci, libertinaich,
N’eus netra qen indin,
N’eus torfet qen detestabl
Ne deo anezan capabl
Ur mezier dre ar guïn.

En andret e Zoue
Difeis, ha direspet,
A veac’h d’e Vajeste,
E rent dever ebet ;
Tatineur ar mysteriou,
Profanatour ar Sulyou
E goff eo e Zoue,
An davarn eo e Ilis,
Ar guïn eo e sacrifiç,
E beden cant sacre.

En andret e nessa
Leun a fallagriez,
O prena, o verza
E ra cant tromplerez.
Artisan eo affronter,
Den a bluen, faossounyer,
Servicher ho laëro,
Tad eo, tad cruel meurbet,
Pried, muntreur e bried,
Culator ho tebro.

Brassa drouc a ouffe
Beza great d’an nessa
Eo daouni e ene
Ous e scandaliza.
O, siouas ! da bep hini
Eo quiriec d’en em zaoni,
Ur mezyer malheürus !
D’e dud, d’e amezeyen,
Consortet, tavarneuryen,
D’an oll eo scandalus.

C’hoas ennâ e-unan,
En e oll sqianchou,
Un trezenneur foran
Ne deo nemet viçou :
Speret revolt, orgouillus,
Teaud fall, humor colerus,
Penn calet, heritic ;
Fallacr en e zezirou,
Bavart en e ziscoursou,
Corf ha speret lubric.

C’hoas ma ve esperanç
D’e velet o furat ;
Ma teuffe temperanç
Dezàn gant an oad :
Hoguen ar c’hountroul, siouas !
O cossât e teu goas ;
Evel un den tropic,
Dre ma c’halter da eva,
Nemet alteri ne ra
Mui-oc’h-mui ê itic.

Ne de quet na hellit
Amanti ho puez ;
Evit cheinch ne vanquit
Nemet a volontez ;
Evit parea ho clénvet
N’eus affer a guen remed
Nemet epquen unan ;
Trouc’hit d’an drouc e c’hrizien,
D’ar guin renoncit agren ;
Pare ouc’h quer buan.

Allas ! an disparti
A vezo sur poanyus ;
Sur e coust coumbati
Oud un tech vicius ;
Mæs mar deo rust ar goumbat,
Un dra ret eo, songit mat ;

Eus a zaou dra unan,
Ar Barados mar trec’hit,
Pe an ifern mar cedit,
Pe ar victor, pe an tan.

Alon, alon, va breur,
Courach d’en em recour,
Suppliit gant ferveur
An Autrou d’ho sicour,
Gant feis hac humilite
Pedit Mari Mam Doue ;
Daou dra, pidi, tec’het ;
Pidi fervant an Autrou,
Tehit diouc’h dangerou ;
Grit-en hac ouc’h salvet.

O va Doue ! poent eo,
Me renonç d’am malheur ;
M’er promet deoc’h hirio
Ne vezìn mui mezyeur.
Va soutenit, va Zalver,
Ma vezìn fidel d’am guer.
Elec’h va debauchou,
Me raï pinigen galet ;
Me soufro naon ha sec’het :
Sicour dìn, ô Autrou.




UGUENVET CANTIC.
Enep al Leou-douet, Jarneou, Sacreou, Goual-langaich, etc.
Var ton : Songit, den abuset.


ARRÊT, touer Doue,
Tao, jarneer execrabl ;
Respet ar Vajeste
Eus an Autrou adorabl ;
Sounch eo da Roue an Êeou
E rez, siouas ! outraich
Bemdez dre da jarneou
Ha da leou sacrilaich.

Un dra terrupl eo
E teue un den badezet
Da gomz a un Doue beo
Dre langaich quen direspet ;
Biquen jamæs ne gredche
Ur payen divadez
Gueichall trêti er c’his-se
E idol coat memes.

O ! sacraer ingrat,
Perac leusquel sacreou
Ouc’h un Doue so quer mad,
A ro did peb seurt graçou ?
Da vestr, da Autrou eo,

D’a Dad carantezus ;
Perac-ta ouc’h e ano
Beza quer furius ?

C’hui ro dìn, va Doue,
Ha va buez, ha va bevanç ;
Va c’horf ha va ene
A dle deoc’h oll o zubstanç,
Oll e zoun o tounesoun ;
N’oun netra m’am lessac’h :
Penaos-ta caout ar galon
D’ho sacreal ha d’ho nac’h ?

Sacreer revoltet,
Da sacreou execrapl,
Jarneer trelaichet,
Da jarneou effroyabl
Zo langach an diaoulou
En arrach, en alter,
Invantet en ifernou
E creiz an disesper.

Guir imach an ifern
Zo e ty ur sacreer ;
Eno respet, espern ;
Caout evit den ne ouzer,
Tad, ha mam, ha bugale,
Plac’het ha mevellou,
An eil a ro d’eguile
A bep seurt mallozyou.

Quenta a zesq eno
Ur c’hrouadur miserabl,
Eo blasphemi’n ano
Eus e Grouer adorabl.
N’oar na Pater nac Ave ;
Ha gouscoude deja
N’eus mallos, blasphem, sacre
N’oar oll ho vomissa.

An deiz m’e badezet
Terri penn da grouadur
Ma ve dit proposet,
Ha t’er grae, tad dinatur ?
Gouscoude n’ouffes muntri

Nemet e gorf neuze ;
O tesqui dezàn sacri
E vuntres e ene.

Dre venediction
Ar Briadelez santel,
Ar gonsolation
Ac’heus da gaout ur buguel ;
Ha bremâ, mam detestabl,
En escumunuguez ;
Ha mil mallos execrabpl
Varnezâ a losquez.

Ur c’hrouadur bian
Goude graç e vadiziant,
Zo templ ar Speret-Glan
Leun a c’hraçou ravissant ;
Ur mempr pur eo da Jesus ;
Ha c’hui, tadou, mamou,
En ho coler furius
En ro d’an diaoulou.

Ho langaich debordet
A roffe leac’h da sonjal
Tud fall, oc’h possedet
Gant ar speret infernal ;
Ret ho pe cals liezoun
Ganta, diouc’h m’er galvit,
Hac sancet eo ho mignoun
Quellies er pedit.

Me gred diouc’h ar mintin
E rit manyer da ober
Peden d’an Tad Divin
O lavaret ho Pater :
Mes ar rest an deiz goude
Bep guer a boues ho penn
An diaoul hac ar sacre
Ha ne quet ho pedenn ?

Penaos, ô va Doue !
D’an nos en em bresanti
Dirac ho Majeste,
En esperanç ho pidi
Gant un teaud en deus laosquet

Liessoc’h a vallos
Eguet a heur so sounet
Eus ar mintin d’an nôs.

Penaos, ô va Zalver !
E cred-te biquen un den
Tostaat oc’h an Auter
Da Basq, d’ar Goueliou solen,
Da receo ho corf divin
Var un teaud sacrilaich,
En ur guenou quen indign,
Leun a vavardiaich ?

Great oc’h eus, va Doue,
Va zeaud d’o clorifia ;
Penaos-ta goude-se
D’ho sacreal e implija ?
Na penaos e c’hesperren
Goude va sacreou
Em choassac’h da vinizien
Oc’h ano en Eeou ?

Penaos deiz ar maro
Debat ouc’h an drouc-speret ?
Den fall, a lavaro,
Cant gueich ec’h eus va galvet.
Dalc’het oun bet re hir amzer,
An taol-mâ e teuàn ;
N’ez pezo mui a garter,
Guenêe e tui bremàn.

Ouc’h ur veich ma pedes
Da Dad eveus an Eeou,
Ouc’hpen dec e c’halves
An diaoul, an diaoulou ;
Bemdes e nac’hes Doue,
E pedes e vallos :
Ha te a gredte goude
Goulen e varados ?

Pep seurt goall lezaniou,
An arraich, hac an egar ;
Pep seurt goal pedennou,
Ra zigorche an douar......
An ifern, daounation,

An tanfoultr d’e zêvi....
Oa da gonversation :
Hyrio oll o c’havi.

Ha te gredte, fallacr,
Bremà invoqui Jesus ?
Na pidi e Vam sacr
Ar Verc’hes trugarezus ?
Bemdez c’houlou hep respet
O anyou venerapl
Ac’heus tretet, profanet
Evel traou disprisapl.

Bep guer en da c’hinou
Ezedo ar feiz gristen,
Mes en da oberou
N’oud bet nemet ur payen ;
Ha toui ha parjuri
Quasi bep guer bemdez
Hac a farç, hac a zevri,
Chetu da oll vuez.

O ! rebechou c’huero,
Mæs, siouas ! re veritet,
En heur eus ar maro
C’hui vezo trist da glêvet ?
O touer ha toueres,
Soungit, soungit amâ
Ha c’hui a ve hep encres
Ma vent great deoc’h bremâ.

Songit eo arruet
An heur eus ho tremenvan ;
Chêtu c’hui accuset
A vil jarne gant Satan,
En ho creiz ho coustianç
O rebeich deoc’h ive ;
Pe seurt e ve ho setanç
Ma varfac’h er stad-se ?

E quement-mâ soungit
A barfete, toueryen ;
Bezit fur, ha chenchit,
Ha grit ur guir binigen ;
Ar c’homzou-se detestabl

A rit faë varnezo ;
Ho rento tud mizerapl ;
Crenit, crenit razo.




UNAN-VARNUGUENT CANTIC.
Enep an excusou væn an Douerien-Doue.
Var ar memes ton.


Var ho poan quemeret,
Toueryen, e pretantit
Escusi ho pec’het ;
Allas ! lourd en em droumplit ;
Countrol da ziminui
Maliç pec’hejou’n dud,
E c’hresqui mui-ouc’h-mui
A ra’r goall habitud.

Fallout a ra deoc’h c’hoas
Caout escus en ho coler ;
Mæs ho jarneou zo goaz
Pa jarneit dre ituper ;
Ho coler zo ur pec’het,
Pec’het all ho jarne ;
Doubl eo-ta ar c’hrevusdet,
Hac ar pec’het neuze.

Ma sounche deoc’h e veac’h
Escuset dre exemplou
An dud all a gleffac’h
Sujet d’ar memes comzou,
Allas ! null eo oc’h escus :
Exemplou an dud fall
Biscoas n’o doe ar vertuz
Da escusi den all.

Ur circonstanç nevez
Da beur gresqi ar pec’het,

E zeo memes hounnez
Ar goel exempl zo roet.
Goal exempl en ur c’harter,
Ouc’h e guntunui
A ra hed an oll amzer
D’ar viç perpetui.

Da zouten oc’h escus,
Martese e pretantit
Ne de quet quer grevus
Al langaich a livirit ;
Abaoue peur, va Doue,
Eo eta permettet
Blasphemi ho Majeste
E doare tud daonet ?

Me gret e lavarrot
E jarneit hep e sonjeal ;
Pe c’hoas ec’h ajoutot
Ne sonjit nemet farçal :
Ne dleit-hu quet a zevri
Sonjal en ho comzou !
Ha c’hui falfe deoc’h c’hoari
Divar goust an Autrou ?

Facil, un escus all
Eo nemet estropia
Ne rit ho comzou fall
Dre an anter peurvuya ;
Mæs pa zint en o antier
Termenyou direspet,
Perac eus a anter-guer
D’ho Toue o lavaret ?

Diouc’h oc’h esperianç
Barnit a c’hui ve countant
Ma teue en ho presanç
Ur re benac insolant

Dre dreus-goumz d’ho maltreti,
Pe dre langaichou cûs ;
C’hui ouffe e suporti,
Na caout mad e escus ?

Oc’h an traou ho ties,
Eme c’hui, e jarneit ;
An Autrou Doue jamæs
Offansi na bretantit.
Hoguen, m’er goulen ouzoc’h,
Ha ræsounabl e ve,
Pa raï traou all poan deoc’h,
Mont d’attaqui Doue ?

Hoguen e drouc ebet,
C’hoas, eme c’hui, ne songit ;
Ha rac-se n’ouffet quet
Blam ar pez a livirit ;
Mæs, ho comzou seulamant,
Hep goal intantion,
N’int-hi quet comzou choquant,
Dign a bunition ?

Teir gueich en un nosvez
Gueichall Pêr a jarneas ;
Ar rest eus e vuez
D’e dri jarne e voelas :
Penaos-ta cridi goude,
Jarneer revoltet,
E cant ha cant mil jarne
Ne ve pec’het ebet ?

Inutil bras eo
Clasq excussou davantaich ;
Den sur ne approuvo
Ho jarneou, ho qüal langaich.
N’eus mui nemet ur voyen
Evit beza divlam :

Cheinch hac ober pinigen
Eus ho langaich iffam.

O va zeaud, gouez er vad
Oud crouet gant va Doue
Evit trugarecât
Ha meuli e Vajeste ;
Evit goulen e c’hraçou
Amâ var an douar,
Ha cana meulodiou
Da jamæs er c’hloar.

Music melodius
A gan ar Sent er joa ;
Va langaich outrajus
Am rent indign d’ho cana :
Mæs a hiryo m’er promet,
Biquen mui, va Doue,
Eus va fen ne vez clêvet
Na mallos, na jarne.




EILVET-VARNUGUENT CANTIC.
Guerz ar Bassion.
Var an ton ancien.


Ælez an Eê, deut d’an douar,
Disquennit var Menez Calvar,
Da ober caoun d’hor Zalver,
Pa na gar ar bed e ober.

Me ho ped, Sant Micqel eürus,
Ha dreist an oll, c’hui Mam Jesus,
Obtenit deomp eur c’heus santel,
Da vouela e varo cruel.

Hor c’halon a dleffe ranna
Gant ur c’hlac’har an estrancha,
O consideri e boanniou,
Hac o velet e c’houliou.


Sellit, pec’heurien, ous ho Tad ;
Sellit maro e zaoulagad,
Ha gant ar spern treuzet e ben,
Antreet ennan bete’n empen.

Sellit e faç quer leun a c’hoad,
Sellit e zaou zorn, e zaou droad
A zo staguet gant an tachou
Forget bet gant ho pec’hejou.

Sellit e gostez gouliet,
Sellit e gorf crucifiet ;
M’ar er guel ho calon hep queuz,
Ez-eo great a zir, ma na deuz.

An douar a zeu da grena,
Ar vein a zeu d’en em frailla,
An heaul, al loar, hac ar steret
A guz ho faç gant ar regret.

Ha c’hui, pec’heurien obstinet,
Na rit seblant, na cas ebet,
Evit guelet maro ho Roue
Ho tad, ho Salver, ho Toue.

Goas ouc’h eguet e vourrevien,
Goas ouc’h eguet ar Yuzevien ;
Rac darn anezo pa varvas,
A oue touchet gant eur c’heus bras.

Ar re-se n’en anayent quet,
O songeal oa ur fals Profet ;
Mæs c’hui, pec’heur, c’hui en ene,
C’hui oar e zeo guir Vab Doue.

Quement pec’het marvel a rit,
Oud ar groas, crüel, er staguit,
Ha digueri a nevez flam
E c’houliou : pebez estlam !

M’ar oc’h eus outàn nep truez,
Chenchit bremâ ho coal vues ;
Chenchit, pec’heur, chenchit affo,
Hac e dourmanchou a zesso.

Grit oc’h examin diligeant,
Goulennit pardon fervamant,
Grit prest ur guir gonfession
Gant ar brassa contrition.


It d’en em reconcilia
Hep differi gant ho nessa ;
Grit dezàn restitution,
Ha quittait an occasion.

O pidi, o rei aluzen,
O yun, oc’h ober pinigen,
E consolot ho tad Jesus
En e Bassion truezus.

Ha c’hui va Zalver, va Doue,
Pa zui ar maro deomp ive,
Hon recevit, ni ho supli,
E mesq an Æles d’ho meuli.




TREDE-VARNUGUENT CANTIC.
Var ar memes sujet.
Var ton : Des Folies d’Espagne.


Un den touchet dre garantez ouc’h Jesus,
Maro er Groas evit an den pec’heur,
O ! emezàn, va faut-me so eürus,
P’e deus un Doue evit reparateur.

Ha possubl ve, va Zalver, ha va buez,
E veac’h maro evit hor pec’hejou,
Ha n’hor be quet ouzoc’h an anaoudeguez
A veritit dre ho mad-oberou !

Sell, den mechant, staguet er groas e vemprou,
E c’hoad scuillet evit dont d’az c’hoalc’hi ;
Sell peguement a boan hac a dourmanchou
En deus souffret evit da saveti.

E dourmanchou ne dint quet cuzet ouzit,
Dreizo ar mein zo bet en em fraillet ;
Hac én ouy-je souffr quent evit da c’hounit ?
Ha c’hoas e zout ingrat ounta bepret.

Te vel maro an Doue en deus da grouet,
Dre da grimou te zo bet e voureo,
Ha c’hoas ne deo morse da galoun touchet ;
Qent-se ne res nemet pec’hi bep tro.

O ! va Jesus, grit eta, ni ho suppli,

Ma vezo leun hor c’haloun a regret ;
Rac ma zoump deut quen terrupl doc’h offansi,
Ha ma zoump bet quer criz, en oc’h andret.

Ar bed zo deut rac ho maro da grena ;
Grit ma creno gant queuz hor c’halonou,
Ha gant ar vein grit ma teuint d’en em ranna,
Pa zoump, siouas ! quiriec d’ho tourmanchou.

Cunduit pelloc’h, va Zalver, va c’hamejou ;
Pardounit deomp an amzer tremenet ;
Na bermetit e tistroemp d’hor pec’hejou ;
Grit dre ho craç m’ho servichimp bepret.

Fizyanç hon eus, va Doue, en ho madelez,
P’oc’h eus quement anduret evidomp,
Ne glasquit quen nemet ober trugarez ;
Ennoc’h eta ebquen ec’h esperomp.

Evidoc’hu ebquen ec’h abandounomp
Vaniteou ar bed faos ha tromplus ;
Dec’hu ebquen, va Jesus, en em roomp,
Dreizoc’h en Eê ra vezimp oll eürus.




PEVARE-VARNUGUENT CANTIC.
Santimanchou ur guir Gristen e tal Croas ar Mission.
Var ton : Mon cœur charmé de sa chaîne.


E tal ho Croas leun a anquen,
Goude va follentezyou,
Ho treid, evel ar Vadalen,
A voualc’hìn gant va daëlou ;
Jesus, Jesus,
A bep graç oun indign certen :
Pardoun, pardoun, va Jesus.

M’ar cri ho justiç offancet
Venjanç ha punition,
Oc’h oll drugarez a requet
Pardoun ha remission.

Jesus, Jesus,
Mil ha mil oc’h eus pardounet :
Pardoun, pardoun, va Jesus.

Oc’h assistanç a c’houlennàn :
Pliget gueneoc’h va sicour ;
Ebdoc’h en em goll a ellàn,
N’ellàn quet en em recour.
Jesus, Jesus,
Distrei ouzoc’h a zeziràn :
Pardoun, pardoun, va Jesus.

Divar an hent mad faziet,
Israël gueichall o voela ;
Prest e teuas ho tourn benniguet
D’e ren, d’e zisfazia.
Jesus, Jesus,
Evel Israël m’emeus pec’het :
Pardoun, pardoun, va Jesus.

Na zisprizit quet va daëlou,
Na dezirou va c’haloun ;
Digueneoc’h int oll, ô Autrou,
Respetit ho tounæsoun.
Jesus, Jesus,
Renonç a ràn d’am pec’hejou :
Pardoun, pardoun, va Jesus.

C’hui vezo test, ô Croas santel,
Hyrio eus va chenchamant :
Adie, adie, buez criminel,
Adie eternellamant.
Jesus, Jesus,
Deoc’h e fell dìn beza fidel :
Pardoun, pardoun, va Jesus.

*


PEMPET-VARNUGUENT CANTIC.
Santimanchou un den a fell dezâ bea ervad gant Doue, gant e nessa ha gantâ-e-unan.
Var ton : Charmante Boulangère.


Eveus ar promessaou
A ràn deoc’h, va Doue,
Me a guemer da destou
An douar hac an êe ;
Quement so tout, chelaouit
Va resolution,
Ha c’hui, ecleo, repetit
Va obligation.

Quemerit, oll traou crouet,
O quellies a deaud,
Hac em enep courroucet
Tout assembles ra zeuot,
Diguernez, ha dizamant,
D’am c’harga a rebechou,
M’ar em guelit lachamant
O terri va vœuyou.

D’ar vajeste immanç
E pini oun beuzet,
E consacràn en offranç
Va c’horf ha va speret ;
Nessantoc’h oun d’am Doue
Eguet dìn va unan,
Ha cals mui em c’har ive
Eguet n’en em garan.

Mæs evit en assuranç
Plijout d’e vajeste ;
E ranquàn en e bresanç,
Bale gant purete :

Ezanç un dourn criminel
A zeu d’e offansi ;
Ur galoun pur ha fidel
A ranq d’e gountanti.

Eus va c’hrimou al listen
D’e justiç presantet,
A c’houlen e perissen
D’e venjanç immolet :
Mæs penitant, dirazàn
Prosternet d’an daoulin,
Ar pardoun a c’houlennàn,
Ar pardoun a ro dìn.

P’ameus izom a bardoun,
D’am zro me bardouno :
Me guemer evit mignoun
An nep am offanso :
Evit caret peb unan
Ne ranquìn quen ræson
Nemed m’oun den eveltàn,
Hac én den eveldòn.

Doue a ro da c’houarn,
Ha non pas da viret
Tra ar paour, ha va daouarn
D’e zicour digoret ;
Dreist e lod en devezo,
Ar pez a zioüerìn
Hepquen ganê a joumo,
Ar rest tout a gollìn.

Paour hep en em jali,
Pinvidic hep attaich,
Fidel d’am stad hep avi,
Contant eus va fartaich,
Me ne scuisìn ho pennou,
Na va fenn va-unan,

O poursu ho faveuriou,
Idolou ar bed-man.

Ar bed-màn a zisprigìn
Gant e vouguidellou,
Hac absolu e sugìn
Va oll fassionou ;
Gant Doue, gant va nessa,
Ha ganén va-unan,
E peoc’h e fell dìn beva ;
Quen tra ne zeziràn.




C’HUEC’HVET-VARNUGUENT CANTIC.
An Devotion d’ar Verc’hes Vari, Mam da Zoue.
Var ton : Goude beza communiet.


Ar voyen d’en em assuri
Eveus hor silvidiguez,
Eo beza d’ar Verc’hes Vari
Devot epad hor buez :
Certen eo, hervez ar Scritur,
Diouz ma c’hentent an Tadou,
An experianç en assur,
Ar ræson ive er prou.

Etre cals a destineou
A velomp er Scritur sacr,
E roàn deoc’h unan pe ziou,
Considerit-hi ervad ;
D’ar Verc’hes e zint appliquet.
Gant an Ilis er Gouelyou
A vez dezi solaniset,
Evel pa vent e c’homzou.

Nep, emezi, am c’havo-me,
A gavo sur ar vuez,
Ha digant an Autrou-Doue
A denno silvidiguez ;
Ha piou bennac am enoro
Gant devotion fidel,
Hep douetanç en em assuro
Eus ar vuez eternel.


Rac-se p’or bes cavet Mari,
Evel a lavar un Tad,
Hon eus cavet moyen dreizi
Da obteni pep seurt mad ;
Impossubl eo e ve collet,
Eme daou Sant bras, ini
A guement so outi troet,
Ha consideret ganti.

Dre an experianç memes
E veleur pell amzer zo,
Ar re zo devot d’ar Verc’hes,
Sicouret ganti ato ;
Ar bec’heurien ar re vrassa
Dezi en em adresset,
O deveus oll gallet beza
Dre he moyen pardonet.

E peb leac’h eo bet invoquet,
Hac en peb izom ivez,
Ha bepret e deus disquezet
Mercou eus he c’harantez.
Ha peguer bras eo ar c’hredit
E deveus dirac Doue,
Ispicial evit profit
Hac evit mad an ene !

Mar c’hoantait e teue ar ræson
Da brouf deoc’h ar viryonez,
Comprenit epquen ar fæçon,
He gallout, he madelez ;
Rac p’en devez un den gallout
Ha volontez vad ouspen,
E vez sujet da esperout
Digantâ cals a souten.

D’ar Verc’hes ne ell quet mancout,
Eme unan an Tadou,
Na volontez vad, na gallout
Da obteni deomp graçou ;
Rac gant he Mab eo enoret,
Chenchet eo e carantez.
He antraillou, p’o deus douguet
Carantez Doue ivez.


A eur perz ar Verc’hes Vari
A so leun a vadelez,
Hac e deus c’hoant da brocuri
D’an oll o zilvidiguez ;
Hor Mam gommun eo (gant enor
Galvet Mam a drugarez)
P’e deus roet deomp ur Redemptor
Pehini eo ho buez.

Hi eo an intercessores
Evidomp dirac Doue ;
Hi eo hor guir Alvocades,
Hac hor c’har muioc’h a ze ;
Dreist pep tra mar he servichomp
Gant ur guir devotion,
Certen e deveus evidomp
Tenerroc’h affection.

Chetu amâ an desteni
A ro deomp quement-se ;
Evidon-me sur, emezi,
Nep am c’har, m’ho c’har ive.
Mæs piou a ouffe lavaret
Peguement a garantez
E deveus-hi en o andret,
Na peguer bras madelez !

Eus a eur perz-all e c’hillit
Cridi e zeo bras meurbet
Hac he gallout, hac he c’hredit,
Pa zeo gant Doue quer caret ;
Hi pehini so bet choaset
Dreist an oll grouadurien
Gant an eil Ferson an Dreindet
Enni d’en em ober den.

Ar c’henta Ferson an Dreindet
E c’har eguis e verc’h quer,
Hac eguis e Vam benniguet
E c’har an eill, hor Zalver ;
An trede ar Speret-Santel,
E c’har c’hoas a dra certen,
Dre ma zeo e bried fidel,
Evel ma oar pep christen.


O veza ta consideret
Gant an Dreindet evelse,
Peb galloud e deus recevet
Hac en douar, hac en êe ;
Ha mar deu da intercedi
Evit he servicherien,
E teu dezo da obteni
Ar c’hraç a gar da c’houlen.

Piou a vezo quen disourci
Eveus e zilvidiguez,
Na vezo ta devot dezi
Endra chomo e buez ?
Pa zeo ur voyen quen nerzus,
Evel m’hon eus disquezet,
Evit en em renta eürus
Gant ar Zent ha Sentezet.

Ha ma lavarer eo ur sin
E vezo un den salvet,
Pa vez devot d’ar Vam divin,
E c’haller coulz lavaret,
Ma na vez quet devot dezi
Eo sin e vezo collet ;
Pa zê guir penaos eo dreizi
Ec’h antreeur en eürusdet.

Dre valeur hac e neglichen
Va devotionou all,
Biquen houmâ ne zilessen ;
Pa ven memes un den fall ;
Pez stad bennac en em gavìn,
Em bezo da Vam Doue
Recours ato, ma c’hobtenìn
Dreizi pardoun d’am ene.

Rac ne deffe quet ar galon
Da zont d’en em resolvi
D’am dilezel en abandon
Endra zeuìn d’e invoqui ;
O hano santel a Vari !
Dindan pini ne dle den
Dont jamæs da zisesperi,
Ma car ober pinijen.


Rac-se, Mari, mam a druez,
Refuch an oll bec’herien,
Chom a rìn epad va buez
E touez ho servicherien ;
Hac evit ma vezìn salvet,
O caout deoc’h devotion,
Me ho suppli d’am c’hemeret
Didan ho protection.




SEIZVET-VARNUGUENT CANTIC.
Peden d’ar Verc’hes evit ar Bec’heurien.
Var ton : Réveillez-vous.


Mari, c’hui zo d’an oll bec’heurien
Un Alvocades douç ha mad ;
Grit ma vezint ho servicherien,
O renonç a gren d’o goal stad.

C’hui oc’h eus guelet ho Mab Jesus
Oc’h ho c’hlasq epad meur a vloas ;
Bezit ive outo truezus,
Ec’his ma zeo bet a viscoas.

A bep tu ho guelàn attaquet
Gant adversourien ho ene ;
Nemed gueneoc’h e vent sicouret,
Allas ! biquen ne daint d’an Eê.

Evito ta, Mam a drugarez,
Livirit ur gomz d’ho Map quer :
Avoualc’h vezo, ni en anaves,
Evit touich e galon tener.

E vugale int, c’hui er goar,
Cousted int dezàn e oll c’hoad ;
Ha dre-se e fell oud e c’hloar,
Ma tistroent ountâ evit mad.

Oc’h-unan e zouc’h interesset
Da bidi gant press evito,

Rac oc’h enor a vezo cresquet
Oc’h obten ar pardon dezo.

Grit eta m’o guelimp o veva
Eus ar vuez spirituel
O deveus, siouas ! bete vremâ
Collet dre ar pec’het marvel.




EIZVET VARNUGUENT CANTIC.
Var an Actou abars ar Gommunion.
Var ar ton ordinal.


Me gred ferm hep douetanç ebet
E zàn da receo en effet
Corf, goad hac ene va Zalver
Er Sacramant eus an Auter.

Me gred e recevìn ive
Assambles e Zivinite,
Evel eur boed spirituel
Evit ar vuez eternel.

Me a gred ar viryonez-mâ,
Rac ma zeo desquet deomp gantâ,
Dre’r voyen eus an Ebestel
Hac an Ilis hor Mam santel.

Rac-se, va Zalver beniguet,
Dindan ar speçou-se cuzet,
Me oc’h ador hac oc’h ene
Evit va C’hrouer, va Doue.

C’hoant am eus da Sacramanti
Evit ma teuìn d’ho contanti,
O renta gant humilite
Ar c’hloar zo dleet d’ho Majeste.

M’ho trugarecaìn, va Autrou,
Eveus oc’h oll mad-oberou ;
Ha ma em bezo memor bepret
Eus ho Passion griz meurbet.

Me ya d’ho receo, va Jesus,
Evit dre ho coad precius,

Ma vezo va ene goalc’het
Dious pep loustoni a bec’het.

Evit obteni ho craçou,
Da veza treac’h d’am oll viçou,
Ha da drec’hi gant feiz barfet
Ar bed, ar c’hic, an drouc-speret.

Evit ma vezìn paciant
E pep poan ha diæsamant,
Ma sentìn ous ho polontez
Bete’r maro, gant carantez.

C’hoas e ràn va C’hommunion
E delivranç d’an anaon,
Ouzpen evit quement hini
Ma zoun obliget da bidi.

Hoguen, allas ! piou e zoun-me
Da dostât ouzoc’h, va Doue ?
Ar Zent memes gant reveranç,
A grën bepret en ho presanç.

Petra rìn-me’ta, siouas dìn !
Pa zoun d’ho receo quen indîn ?
Allas ! ne veritàn netra
Nemet an tourmanchou brassa.

Mæs, pa fell deoc’h, Salver ar bed,
E zàn d’ho receo gant respet ;
Ennoc’h ema va oll fizianç,
Me a esper oc’h assistanç.

E creiz va c’halon me ameus
Ur c’hlac’har, un hirvoud, ur c’heus
D’ho peza, siouas ! offancet,
Va Doue quer mad em andret.

Dre ho madelez, va Autrou,
Pardonit dìn va offançou,
Pardoni a ràn en effet
Ar re o deus va offancet.

Desir ameus e guirionez,
Da lacat urz vad em buez,
Hac e proposàn da dec’het
Pell, gant ho craç, dious ar pec’het.

Bremâ e teuàn da gassat oll
Quement zo caos dìn d’en em goll ;

Pell diouzìn-me traou terrien,
Jesus a garàn, netra quen.

O pebez sec’het a meus-me
D’ho caout-hu, feunteun a vue !
N’en deus ar c’haro c’hoant quen bras
Da redec d’ar feunteunyou glas.

O Tad Eternel, va C’hrouer,
Digassit prest dìn ho Mab quer,
Evit ma pligìn deoc’h dreizàn,
O veza unisset gantàn.

Guerc’hes Vari, Mam da Jesus,
Roit dìn ho Map trugarezus ;
Va sicourit, Mam a druez,
Da vont d’ar guir dour a vuez.

O va Eal mad ! me ho suppli,
P’oc’h eus ac’hanon ar sourci,
Cacit diouzìn an ærouant,
Na droublo quet va santimant.

Va Faeron, va Maëronez quer,
Pedit evidon va Zalver,
Ma illìn d’am silvidiguez
Dibri ar frouezen a vuez.

Me ho ped, Sent ha Senteset ;
Ha c’hui oll Ælez benniguet,
Offrit da Zoue ho santelez,
Da fournissa d’am paourentez.




NAOVET-VARNUGUENT CANTIC.
Evit elumi en hor c’halon un desir bras d’en em unissa gant hor Zalver, dre ar Gommunion.
Var ton : Pense, mortel, a t’y résoudre.


Deut, va Doue, leun a vadelez,
Deut, ha na dardit quet re hir,
Da satisfia d’am desir
Dre an douçder eus ho carantez :
Dec’hu hepquen, va Jesus, oun,
Bezit ar mæstr eus va c’haloun.

An eürustet eveus ho presanç

A ra va laouenidiguez ;
Ne meus nemet tristidiguez
Pa souffràn re bell oc’h ezvezanç : Dêc’hu.

Ar bed gent quement a bresanto
A vad, a blijadur, a c’hloar,
Allas ! va Jesus, c’hui er goar,
James hep doc’h-hu n’em c’hontanto : Dêc’hu.

Petra bennac a ouffen da ober
Evit clasq eaza va speret,
Diez en em gavo bepret,
Ma na vezit guenén, va Zalver : Dêc’hu.

Ya, nos deiz, hep doc’h va Doue.
Nemeus nemet poan ha chagrin ;
Quement’so tout a zisplich dìn,
Ma ne repos ennoc’h va ene : Dêc’hu.

Ar vuez ouc’h, hac an hent guirion
A gundu d’ar guir eürusdet ;
Rac-se ta hep doc’h, p’en andret
E caffen-me consolation ? Dêc’hu.

Na dardit quet eta davontaich
Da zont, dre ar Gommunion,
Da rejouissa va c’halon,
Distroït prest ouzìn ho pisaich : Dêc’hu.

Hastit, va Jesus, va barados,
Hastit affo dont em ene ;
Deut ma ho carin mui-a-se ;
Deut, ha n’am lezit mui d’ho cortos : Dêc’hu.




TREGONVET CANTIC.
Evit en em excita da garet Jesus e poent ar Gommunion ha da bep poent.
Var ton : O Dieu ! que douce est la pensée.


Jesus, hemâ eo ar guer charmant !
A draou so ennâ comprenet !
Leun eo eus a eur gontantamant
A so ouz tud ar bed cuzet.

Jesus eo va laouennidiguez,
Ha ne zeziràn nemetàn ;

Va c’halon e pep tristidiguez,
A guef e fligeadur ennàn.

Penaos, va Jesus, e ve possibl
E ve nep calon ouzoc’h yen ?
Ah ! mar deus nicun quen insansibl ;
Va hini-me, ne vet biquen.

Pa vez ur galon deoc’h, va Jesus,
Hi a zo a douçder carguet !
Hac en zo hini quer malheürus
A ell beva hep ho caret ?

Perac n’ameus-me an avantaich
Da zerc’hel mad d’ho carantez ?
Allas ! va c’halon so quer volaich
Ma ho car a boan un dervez.

Va Jesus, na bermetit pelloc’h
E ven ingrat en hoc’h andret ;
Grit ma vezìn d’ho craç fideloc’h,
Na vanquìn jamæs d’ho caret.

Caromp Jesus a gar ac’hanomp ;
Caromp-én eus hon oll c’hallout ;
Estranch eo e vadelez ouzomp,
Ha n’en deo quet just e anaout ?

M’ho car, va Jesus, hac ho caro ;
Ha dre ho carantez bepret
E fell dìn souffr bete ar maro
Beza evidoc’h goal-dretet.

Deut, va Jesus, deut prest em c’halon,
Evit m’ho carìn mui ouz-vui,
Ha na zilessot quet ac’hanon
Da zont biquen d’oc’h offansi.




UNAN-HA-TREGONT CANTIC.
Var an Actou goude ar Gommunion.
Var un ton nevez.


Me a gred fermamant emâ presant ennoun-me
Ho Corf sacr, va Jesus, gant ho coad hac hoc’h Ene,
Rac-se me oc’h ador gant respet, va Zalver,

O c’hanaout e zouc’h sur va Doue, va C’hrouer.

Allas ! va Redemptor, biscoas ne meus meritet
E vigen gueneoc’h-hu er fæcoun-mâ bisitet ;
Penaos oc’h eus-hu bet quement a drugarez
Da zont en ur preon vil leun a vreinadurez ?

Ne doun nemet pec’het, lousder, hac impurete ;
Ne doun nemet un neant e presanç ho Majeste ;
Penaos e c’houffen-me anaout eta nepret
Ar vadelez estranch oc’h eus-hu em andret ?

Gouscoude m’en em offr gant ur guir humilite
D’ho servicha, va Mestr, ato gant fidelite ;
Me ro deoc’h va c’halon quer coulz ha va speret,
Evit sonjall ennoc’h hac evit ho caret.

Ya, va Zad divin, m’ho car a greis va ene,
Ha moyenant ho craç ho carìn pelloc’h ive ;
Me choasse quent mervel, eguet ma tilessen
Ho carantez santel, o terri o lezen.

C’hui eo va oll desir, c’hui eo va oll esperanç ;
D’ho c’heul ha d’ho caret roït dìn ar berseveranç ;
Na bermetit biquen, va Zalver truezus,
E teuen da goumeti nep seurt pec’het grevus.

Evit na vezìn mui diouzoc’h dispartiet,
Grit ma fæzìn ar c’hic, ar bed hac an drouc-speret ;
Abalamour deoc’h-hu me renonç a vremâ
D’ar plijadurou all a gaveur er bed-mâ.

Laquit en ancounac’h va fec’hejou tremenet,
Ha roït dìn anezo em c’halon ur guir regret ;
Grit ma resistìn ferm ouz an dentation,
Ha ma tioüallìn guell ouz an occasion.

Rac-se pliget gueneoc’h sellet ouzìn a druez,
O reï dìn asistanç ha nerz em sempladures ;
Ma ellìn gant couraich trec’hi an oll viçou
Dre voyen ar pratic eus an oll vertuziou.

Etre ho taouarn sacr en em lacàn, va Jesus,
Pa zoun prenet gueneoc’h dre hoc’h oll goad precius ;
Cunduit va c’hamejou bete va zremenvan,
Ha deut en articl-se d’am difen ous Satan.

Hoguen grit a-vremâ dìn va-unan ma varvìn,
Evit d’oc’h-hu epquen hivisiquen ma vevìn ;
Chomit guenén, Autrou, ha n’am dilesit quet

Quen a vezìn guaneoc’h eürus en eê rentet.

O va Redemtor quer, p’eur en ho Rouantelez
E canìn-me dêc’h-u meuleudi gant oc’h Ælez,
Evit an drugarez hac evit ar faver
Oc’h eus er Sacramant exercet em c’hever ?




EIL-HA-TREGONT CANTIC.
Guers an Ene Devot
Var an ton ordinal.


Va Jesus, va Doue, c’hui epquen a zeziràn ;
C’hui eo va c’harantez, ennoc’h-hu ec’h esperàn :
O va Jesus, ô va c’harantez ;
Bezit em c’halon bemnos ha bemdez.

Va Jesus, c’hui so douç, c’hui a so carantezus !
Va Jesus, c’hui so mad, c’hui a so trugarezus !
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.

Bete-hen, va Jesus, oun bet en em abuset
Gant afferou ar bed pe gant re oun bet dallet ;
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.

Mæs bremàn, va Jesus, rei a rân deoc’h va ene,
Va c’horf, va squianchou, quement zo ac’hanon-me.
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.

O pebez madelez, va Zalver ha va Autrou,
Ho pe priset douguen ar boüez eus va fec’hejou !
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.

O pebez carantes oc’h eus bet em c’hénver,
Da c’housaon evidon ur maro criz, va Zalver !
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.

Pe guen horrupl eta, peguen drouc eo ar pec’het !
Pa en deus ho lazet, va Redemptor benniguet.
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.

Un ene caër meurbet dirazoc’h qent, va Jesus,
A vez dre ar pec’het rentet iffam ha flærius.
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.

O pec’het milliguet, dont a ràn d’az detesti,
Ha n’am bezo pelloc’h ouzit nemet cassoni.
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.

Ra vezo great bepret ur brezel continuel,

Dre bêvar c’horn ar bed, d’an oll pec’hejou marvel !
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.

Peguer glac’haret oun da veza bet offancet
Un Doue so quer mad, quen, dîn da veza caret !
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.

Me bromet, gant ho craç, va Doue, en em viret
Ar rest eus va buez, oc’h pep viç ha pep pec’het !
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.

Sellit, o va Jesus, ouzìn a drues bremâ !
Roït dìn graçou nerzus da zerc’hel va fromessa.
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.

Grit, grit, me ho suppli, dìn-va-unàn ma varvìn,
Evit doc’h-hu epquen hivisiquen ma vevìn.
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.

Ne meus, ô va Jesus, quen desir var an douar
Nemet d’ho possedi da viquen en ho cloar !
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.

Languissa reomp er bed oc’h esperout an devez
Ma zaïmp oll d’ho meuli gant ar Sent ac an Æles.
O va Jesus ! ô va c’harantez ! etc.




TREDE-HA-TREGONT CANTIC.
Evit elumi mui-ouz-vui carantez Jesus en hor c’halon goude ar Gommunion.
Var ton : Guerz ar Gananeen.


O Va Jesus, ra viot meulet
Epad an oll eternite,
Da veza deut hiryo d’am guelet
Gant quement a humilite ;
Ra viot enoret, va Jesus,
Er Sacramant eus an Auter,
Da veza bet quen trugarezus
Em andret, ha me quen dister.

Me a garre’ven capabl da zisquez
O va Jesus, en oc’h andret
Eus va c’halon an anaoudeguez,

Dre ur garantez vras meurbet ;
Guerc’hes Vari, hac oll Sent eürus
Ha c’hui oll Ælez benniguet,
Va sicourit da garet Jesus
Ha d’e veuli diouz ma ê dleet.

Evit Jesus ar bed a lezàn,
Rac ne deo nemet un trompler ;
Da Jesus eo en em adressàn,
Jesus a ra va oll douçder ;
Jesus a zo scrivet em ene,
Gravet eo Jesus em c’halon,
Jesus a zo bremâ guene-me,
Ha ne guittaï quet ac’hanon.

Hep va Jesus netra ne garàn,
Jesus eo va mad souveren ;
Jesus hepquen eo a zeziràn
Da chom bepret ennon da ren ;
Jesus eo va c’honsolation,
Jesus eo va rejouissanç ;
Jesus eo e peb affliction
Va refuich ha va oll fizianç.

Jesus epquen eo va c’harantez,
Jesus, eo pried va ene ;
Va Jesus ervez e volontez
A zisposo ac’hanon-me ;
Da Jesus oun, ha dezàn ’vezìn ;
Ne zispartiìn quet diouz Jesus ;
Jesus ato queit ha ma vevìn
Vezo va zenzor precius.

O va Jesus leun a drugarez,
Ouzoc’h em izom e clêmìn ;
Va Jesus, em oll sempladurez ;
C’hui d’am zicour a c’houlennìn ;
C’hui eo va nerz em infirmite,

Hac eus va oll adversourien
E trec’hìn an importunite,
O va Jesus ! dre ho moyen.

O va Jesus ! me a gred ennoc’h ;
Me esper ennoc’h, va Jesus,
Me ho car, hac ha caro pelloc’h,
Gant oc’h assistanç vertuzus ;
Ra vezo consumet va c’halon
Dre garantez en oc’h andret,
Na deuìn, va Jesus, e nep fæçon
Da zisplijout deoc’h mui nepret.




PEVARE-HA-TREGONT CANTIC.
Reglamant a vuez, evit perseveri e doujanç Doue hac en e garantez.
Var ton : Venez, venez, Esprit-Saint, etc.


Evit beva e graç Doue bepret,
Eo necesser cundui ur vuez reglet ;
Oc’h implija ervad an oll amzer,
Chetu amâ ar fêçon d’e ober.

Boasit bemdez da sevel mitin-mad,
O vont abred da gousquet diouz ho stad ;
Mintin-c’houlou d’am c’hlasq nep a savo,
Eme Zoue, a dra-sur am c’havo.

Songit e Doue quenta ma tifunit,
Hac ho calon dezâ neuze offrit ;
Grit sin ar groas gant an dour benniguet,
Ha savit pront hep diegui ebet.

Quemerit prest ha modest ho tillad,
O lavaret un Oræsoun benac,
Evel ma ve Gourc’hemennou Doue,
De profundis, hac ar Miserere.

Goude, dirac Imaich ar Grucifi
Hac an Imaich eus ar Verc’hes Vari,
En em liquit devot var ho taoulin.

Evit ober ar beden diouz mintin.

Adorit ha trugarecaït Doue,
Ha goulennit pardon ountâ ive :
Offrit dezâ ho terves hed-ha-hed,
Ha pedit-én d’oc’h assista bepret.

It, mar guillit, bemdez d’an oferen,
Ma contantot an Autrou souveren,
Ha communiit spirituellamant,
O tezirout receo ar Sacramant.

It goudese d’an occupation
Ma zouc’h galvet diouz ho condition :
Na chomit quet da laëres an amzer,
Ha grit bep tra er guel eus hor Zalver.

Pa gommançot un dra a gousecanç,
E c’houlennot ouz Doue e asistanç ;
Oc’h e echui graçou dezàn rentit,
Hac ar fautou grêt ennâ regretit.

Songit e Doue alies var an deiz,
Oc’h e gridi presant gant ur guir feiz ;
Hac aviziou galvit-én d’ho sicour,
Oc’h offr dezàn ho poan hac ho labour.

M’ar c’hoarves deoc’h beza controllet,
Bez’affliget, tentet, injuriet,
Ho pet recour dezâ neuze souden,
Fizit ennâ, pedit-én d’ho souten.

M’ar desirit ober eur profit bras,
Var dro cresdeiz, quent ma zeot d’ho repas,
Examinit ha c’hui a ve couezet
Hed ar mintin e faut notabl ebet.

M’ar beac’h couezet, e c’houlennot pardon
Digant Doue eus a greis ho calon,
O proposi da lacat guel evez
Ouz ho tefaut ar rest eus an devez.

Ha quellies ma teui ho coustianç
Da rebeich deoc’h ho pe great nep offanç,
Grit prest un Act a vir gontrition,
Ha tec’hit pell diouz an occasion.

Abars dibri, ar Benedicite
A leverot, hac Agimus goude ;
Na zibrit quet etre ho repasyou,

Ma na vez ret e ober aviziou.

Teir gueich en deiz, devota ma ellot
An Angelus d’ar Verc’hes a offrot ;
Ho pet dezi ur guir devotion,
Ha pedit-hi e peb occasion.

Da neubeuta diouz nôs ha diouz mintin,
Da Sant Joseph pried ar Vam divin,
Ha d’oc’h Eal-mad, ha d’ho Paëron santel,
Ho pezo c’hoas devotion fidel.

Pedit bemdez evit an Anaon ;
It d’an Oferen en o intantion ;
Pa leverrot graçou goude ho coan,
Pedit Doue d’o lamet eus a boan.

Da Justiç Doue evit satisfia,
E tleit bemdes en em fortifia,
Ispicial er guelet, er c’hlêvet,
En teaud, er gont, hac ivez er c’housquet.

Da viana bep sizun e ve mad
E praticac’h ur binigen benac,
Evel o yun ar Sadorn p’er Guener,
Da henori Passion hor Zalver.

Grit liessoc’h œuvrou a drugarez,
M’en devezo Doue ouzoc’h truez ;
Ha sicourit abalamour dezâ,
E peb izom, mar guillit, ho nessa.

M’ar dê possubl, en ho parres bepret,
Sul ha Gouel-bers ît d’an Oferen-bret,
D’ar Gousperou, ha d’an Instruction,
Gant modesti ha gant devotion.

Hac e quen cas ma veac’h en ur goal stad,
Grit neuze c’hoas ur Gonfession vad,
Hep coll james ar fizianç e Doue,
Na quen nebeut e zoujanç gouscoude.

Goude’r servich en em antretenot
E lecturiou, ha canticou devot,
Ha canit-hi var ho labour bemdez,
Da veuli Doue, oc’h imita an Ælez.

Lies a veaich, bep mis da viana,
Iit da gôvez, ha da gommunia ;
Ispicial pa vez induljançou,

Tostaït devot ous ar Sacramanchou.

Mæs ret eo deoc’h choas ur C’honfessour mad,
Ha na deuit qet hep ræson d’e guitât ;
Disclêryit franc dezàn ho coustianç
Evel da Zoue, gant feiz ha gant fizianç.

Neuze grit ferm ar resolution
Da drouc’h a grenn peb goal occasion,
Ha da drec’hi ho coal habitujou,
Evit pelloc’h pratica ar vertuziou.

Ha mar douc’h mæstr pe vestres en ho ti,
Sellit ouspen ar voyen d’e regli,
Ma rai ho tud bemdez ar pedennou,
Nôs ha mintin ha goude ar prejou.

Ma tostaint ouz ar Sacramanchou,
Ma c’hasistint devot en offiçou,
Er sarmonyou, hac er c’hatekismou,
Sul ha gouel-bers hep ober labourou.

Na list nicun anezo da vezvi,
Da zrouc presec, da douet, da vlasfemi,
Da heul an danç, da ober gestou sot,
Rac evito da Zoue e respountot.

C’hui bugale, ha c’hui servicherien,
Douguit respect d’ho tud hivisiquen ;
Sentit ounto bepret, e pep fæçon,
Hervez Doue hac herves ar ræson.

D’ar fin e reot ar resolution,
Hervez ho stad hac ho condition,
Da ramplissa ho carg hac ho tever
Gant ar zicour eus a c’hraç hor Zalver.

Hep faot ebet, quent ma zeot da repos,
Grit a galon ar beden dious an nos ;
Guelit penaus oc’h eus Doue offancet
Epad an deiz, o caout ur guir regret.

En em liquit er stad ma tesirac’h
Beza cavet en nos-se ma varfac’h,
O supposi, en ho quele pa zit,
Eo en ho pez memes e c’hourvezit.

Ma na gousquit, songit er bassion,
Pe livirit un dra a zevotion,
Pe gontemplit poaniou ar Purgator

Ha re’n infern gant spont hac horror.

Ma rancac’h chom ato en ho quele,
Songit pe seurt enouamant ho pe ;
Hoguen penaos en ur guele a dan
Chom da zêvi hep james reposvan.

Evit cousquet etre divrac’h Jesus,
E leverrot neuse an In manus.
Pehini oue an diveza peden
A reas Jesus er Groas abars tremen.

Pa chomot clàn dreist peb seurt remejou,
Ho pe recour d’oc’h oll Sacramanchou ;
Evit neuze, m’ar deu Doue d’ho quervel,
Ma viot prest ha contant da vervel.

Er fæçoun-mâ m’ar reglit ho puez,
Doue ouzoc’h a sello a druez,
Hac a roï deoc’h ar peoc’h spirituel,
E c’hortos reï ar repos eternel.




PEMPET-A-TRÊGONT CANTIC.
Var ar fæçon da enebi ous an tentationou.
Var ton : Offromp da Zoue oll galloudec.


Jesus-Christ en deus permettet
Ma vige gant Satan tentet,
Evit reï deomp-ni moyenou
Da zont a benn eus hor viçou.

An dentation n’ê quet pec’het
D’an nep ne deus quet consantet ;
Ober hep mui-quen penn dezi
Zo ur victor vras varnezi.

Digant Doue e ranqueur goulen
E c’hraçou nerzus da zouten
Violanç an dentation,
Oud e bidi ar vir galon.

R’ho pezo e Doue ho fizianç,
Hac eus ac’hanoc’h disfizianç ;
Ne douc’h nemet sempladurez,
Ne viot quen hed ho puez.

Red eo deoc’h en em brepari

Gant couraich vras da gombati :
Buez Jesus evit armou
Ho pezo hac e veritou.

Mar bezit tentet gant Satan,
Livirit dezàn quer-buan :
Me so da Jesus benniguet,
Teac’h pell diouzìn, diaoul milliguet.

Caër ac’h eus ober da effort
D’am c’haout da veza da gonsort ;
Te so ur speret reprouvet,
Hac en tan da viquen strinquet.

Birviquen commerç gane-dè
N’am bezo, m’en assur didè ;
En em zioüal diouc’h da laçou,
A rìn gant sicour va Autrou.

Ha m’ar deu ar bed milliguet
D’ho sollicita d’ar pec’het,
Oc’h offr deoc’h he blijadurez,
So quellies a dromplerez.

Gant couraich livirit dezàn :
Da Jesus oun eus a vremàn ;
Condaonet eo da oll œuvrou
Dre e vuez hac e vertuziou.

Jesus a garàn, netra quen,
Hac a garìn hivisiquen ;
En a raï va flijadurez,
Queit ha ma vezìn e buez.

Ma c’hoarfe d’ar c’hic stourm ouzoc’h,
En em zisfiit ac’hanoc’h ;
Sul dangerussoc’h eo certen
Ma emoc’h atau ouz en douguen.

Livirit neuze da Jesus ;
C’hui so va Zad carantezus ;
Da oll blijadur ar c’horf-màn
A galon vad e renonçàn.

Croas Jesus, c’hui eo va fartaich,
Ennoc’h emeus mil avantaich ;
Ennoc’h e teziràn mervel
Evit mont d’ar c’hloar eternel.


CANTIC AN AFFEIL.
Var ton : Jusqu’à quand, ame infidelle.


Chetu c’hui emeas a dreveil,
Pec’heur, chetu c’hui pare ;
Laquit eves oud an affeil
En ho pec’het adare.

D’an ene eo quer mortel
An distro en he fec’het ;
Evel da un den o sevel
An eil assoup er c’hlénved.

Chelaouit penaos e parlant
Jesus en e Aviel,
Hac e velot sclear ha patant
An affeil a so marvel.

Emaoc’h dilovreet, emezâ,
D’an den lovr en doa pareet ;
Mæs m’ar pec’hit, allas ! bremâ,
Eus danger ne bareot quet.

Lavaret a ra deomp ive,
Pa vezo ur veich chasseet
An diaoul eveus un ene,
E tistro var e seizvet.

Ha m’ar guellont, oc’h e zenti
Antren enni ur veaich c’hoas,
E devezo goassoc’h parti
Eguet ne devoue biscoas.

Damas, ma na pije pec’het
Nemet ur veach, diou, pe deir,
Me am bije da bardonnet,
Mæs, allas ! eat out re hir.

Passe da bêvare pec’het,
Ne pezò mui a bardon ;
P’ach eus queit-se va dilezet,
Me tilez, me c’habandon.

Betec teir guech en doa torret
E chaden, Doue, da Samson :
Samson a finis ar bedervet,

Ha Doue en abandon.

Lenn a reomp c’hoas er scritur
Quement-mâ merquet sclerroc’h,
Penaos pa vez leun ar muzur
Na graç na pardoun pelloc’h.

Rac o queza goude sevel,
Goude pardoun, o pec’hi,
E contragnit Doue d’ho lezel
D’en em goll, d’en em zaouni.

Mar be ho pardoun diveza
Oc’h eus bet bremâ, pec’heur,
Ha c’hui adarre da gueza,
Ah ! malheur, malheur, malheur !

Ene paour-ta m’ar desirit
A feiz vad beza salvet,
Evit mad bremâ livirit :
Mallos, mallos, d’ar pec’het.

Ya, va Doue, hed va buez
Gant ho craç e combatìn ;
Ha biquen, nan biquen jamæs,
D’ar pec’het ne zistroìn.



AR VENI CREATOR,
Evit goulen sclêrigen ar Speret-Santel.
Var an ton latin.


Deut Speret-Santel eus an Eê,
Deut da visita hon ene,
Ma vezo eus ho craç carguet
Ar galounou oc’h eus formet.

C’hui a so hanvet Consolateur,
Donezoun Doue hor C’hroueur,
Feunteun a vues, Tad Eternel,
Hac Onction Spirituel.

Seiz donezoun a zigacit ive ;
Rac c’hui eo bis dourn deou Doue :
C’hui so prometet gant an Tad,

Hac hon laca da gomz er vad.

Roit sclêrijen d’hor sperejou,
Roit carantez d’hor c’halonou,
Ha dre ho vertus rentit cre
Hor c’horf en e infirmite.

Pellaït ar speret adversour,
Roit deomp ho peoc’h hac ho sicour,
Ha grit dre ho cundu bepret,
Ma tioüallimp ouc’h peb pec’het.

Grit deomp anaout Doue an Tad
Grit deomp anaout Doue ar Mab,
Ha cridi ferm e zouc’h ive
Speret an eil hac eguile.

Ra vezo Doue an Tad meulet,
Ha Doue ar Mab ressuscitet :
Ra vezo c’hoas ar Speret Glan,
Meulet ive gant peb-unan. Amen.




CANTIC EVIT DIGOR AR MISSION.
Var ton : Un Dieu vient se faire entendre.


Un Doue a deu da barlant ;
Pebez bonheur, Christenien !
Deut oll d’er selaou prontamant ;
Ho calon eo a c’houlen.
Tostaït buan, pobl fidel,
Deut oll......deut d’ar Mission :
Ho Salver a deu d’ho quervel
Evit ho conversion.

Evit eur Jubile.

Tostaït buan, pobl fidel,
Deut oll......deut d’ar Jubile :
Ho Salver a deu d’ho quervel ;
Deut da receo ho Toue.

Evit eur Retret.

Tostaït buan, pobl fidel,

Deut oll eta d’ar Retret :
Ho Salver a deu d’ho quervel
Evit ho renta parfet.

En eur stad horrubl ha mezus
Dre ar pec’het oc’h rentet ;
Mes gant Doue trugarezus
Amâ ni zo cunduet. Tostaït.

Varnoc’h oll souden e vrillo
E sclêrigen a nevez ;
En ho calon ec’h alumo
An tân eus e garantez. Tostaït.

Gant ar pec’het iffam re bell
Oc’h bet, siouas, chadennet ;
Grit eta un effort santel
D’e guittât evit bepret. Tostaït.

Renoncit da bep tromplerez,
Ha da bep division ;
Retablissit en ho touez
Ar peoc’h hac an union. Tostaït.

Ar blasphêmou, al leoudouet
Gant horrol a evitot ;
E plaç al luxur milliguet,
Ar burete a garrot. Tostaït.

Ar gourmandis oll evitit,
Ar blijadur criminel ;
Pelloc’h, Christenien, ne zongit
Nemet er vuez eternel. Tostaït.

Chenchit prontamant a vuez,
Gouelit var ho mizeriou ;
Renoncit oll d’ho fallentez,
Pa ordren deoc’h hon Autrou. Tostaït.

Pebes bonheur incomparabl
D’an den touchet a galon,
A renonç d’e stad miserabl
Gant eur guir gontricion ! Tostaït.

P’eur ec’h arruo, va Doue,
Ur chenchamant quen eürus ?
P’eur e renot en hon ene,
Dre ho craç oll galloudus ?
Eus hor c’halonou caledet,

Distrugit ar yenien :
Deut d’hor goalc’hi eus pep pec’het
E sourcen ar binigen.




ANTRETIEN ETRE JESUS HAC AR VUGALE.


Jesus. Me meus preparet eur Banquet,
Ar preciussa zo er bed,
Evit rêi d’am oll bugale,
Va c’horf, va goad ha va ene.

Ar Vugale. C’houi zo meurbet, ô va Jesus !
En hon andret carantezus,
Evit beza deomp preparet
Hirio an deiz ur seurt banquet.

Jesus. Pell bras so emaoun o repos
Er Sacramant eus ho cortos ;
Setu bremâ deut an termen
Ma em c’haffot a dra certen.

Ar Vug. Allas ! Siouas, ne gredomp quet
Dont d’ho receo, Salver ar bed :
Ne doump nemet corruption,
Carguet a imperfection.

Jesus. Mar emoc’h e pec’het marvel,
Ne zeut quet d’am Banquet santel
Hep caout quenta remission
Dre voyen ar Gonfession.

Ar Vug. Ni hon eus, gant ur guir regret,
Hon oll pec’hejou côvesset,
Hac anezo bet pinijen,
Induljanç, pardon, absolven.

Jesus. Deut prest eta, deut d’ar Banquet
Am eus evidoc’h preparet :
M’ho ped, na zaleit quet re hir
Da satisfia d’am dezir.

Ar Vug. Biscoas ni n’hor boa meritet
Beza ganeoc’h consideret,
Evit dont bremâ d’hor guervel
Da vont oll d’ho Panquet Santel.

Jesus. C’houi, bugaligou, a glasqàn,
Deoc’h-hu ez-oun necesserràn :

Biscoas c’hui n’oc’h eus recevet
Ar pez am eus deoc’h preparet.

Ar Vug. Siouas, siouas, petra rimp-ni ?
Ne doump quet dign eus ho couvi ;
Mæs pa fell deoc’h, Salver ar bed,
Ni ho recevo gant respet.

Jesus. Abars dont da gommunia,
Goulennit pardoun da guenta
Ouc’h quement oc’h eus offancet,
Ho Tad, ho Mam ; na vanquit quet.

Ar Vug. Ouzoc’h, Jesus, e c’houlennomp
Ar guir pardon a zeziromp
Eus a guement hon eus clêvet,
Grêt, ha sounget, pe lavaret.

Jesus. Dre’r garantez am eus ouzoc’h,
Ne refusìn quet ac’hanoc’h :
Grit un Act a Gontrition
Bremâ eus a greis ho calon.

Ar Vug. A greis hor c’halon ni hon eus
Ur guir glac’har hac ur guir gueus
D’ho peza, siouas, offancet,
Biscoas, hor Zalver beniguet.

Jesus. Pa oc’h eus quement a regret
D’am beza biscoas offancet,
Me bardon deoc’h, Bugaligou,
Me bardon deoc’h oc’h offançou.

Ar Vug. Ni bardon ivez en effet
D’ar re o deus hon offancet,
Hac a c’houlen ivez pardon
Ouz tad ha mam a vir galon.

Jesus. Clêvit oll, tadou ha mamou,
Selaouit ho pugaligou
Prosternet amâ dirazoc’h
O c’houlen pardon digueneoc’h.

Ar Vug. Pardon, va mam, pardon, va zad,
Ni a so bugale ingrat ;
Elec’h ober ho plijadur,
Ni so bet, siouas, dinatur.

Jesus. Ho pugale so glac’haret
D’ho peza, siouas, offancet ;

Grit ur sell a druez outo,
Ha roït bremâ pardoun dezo.

Ar Vug. Ni ho suppli, va mam, va zad,
Hon recevit en ho craç vad :
Ni bromet deoc’h a dra certen
Ho carimp guell hivisiquen.

Jesus. Pardonit, tadou ha mamou ;
Pardonit ho pugaligou ;
Me o deus muya offancet,
Hac am eus dezo pardounet.

Ar Vug. Ne refusit qet ac’hanomp  ;
Jesus er goulen evidomp :
Abars mont d’ar gommunion,
Roït deomp o benediction.

Jesus. Amâ ne deu na mam na tad
Hac a gare refus ho goad ;
Gant eur joa vras en ho c’halon
E roint ho benediction.

Ar Vug. Ni zo ivez ravisset bras,
P’on eus gallet antren e graç,
Hac a c’houlen bremâ ive
Pardoun an eil ouz eguile.

Jesus. Nep so deut d’en em offansi
A zo ret dezo pardoni,
Hac ober satisfaction
An eil d’eguile a vir galon.

Ar Vug. Mar hon eus-ni desobliget,
An eil eguile guech ebet,
A vir galon e pardonomp
An eil d’eguile ac’hanomp.

Jesus. Ha bremâ p’oc’h eus goulennet
Ar remission d’ho pec’het,
Hac ouzìn-me memes pardon,
Tostait ous ar gommunion.

Ar Vug. Allas ! siouas, ne domp qet dign
E tisquennac’h en hor peultrin :
Dre ho comz hepquen, va Doue,
E rentfot salo hon ene.

Jesus. Bugale, en em breparet,
Ho piledou caër elumet,

Ma quemerìn possession
Bremâ souden en ho calon.

Ar Vug. Ni ho recevo, va Zalver,
Pa gourc’hemennet deomp ober ;
Ni ho lojo en hor c’halon
Dre voyen ar gommunion.

Jesus. Aboue m’e crouet ar bed-mâ,
Edon o c’hortos quement-mâ,
Hac oun disquennet eus an êe
Evit repos en hoc’h ene.

Ar Vug. Piou a ouffe, hep e garet,
Clêvet Jesus o lavaret
Ez eo disquennet eus e dron
Evit repos en hor c’halon.

Jesus. Va bugale, dre ho caret,
Me am eus bet instituet
Ar Sacramant eus an Auter,
D’en em rei deoc’h e peb amzer.

Ar Vug. Beza e zoc’h e guirionez
Ur guir Tad leun a garantez,
Pa zoc’h deomp em roet
Er Sacramant-se da voued.

Jesus. Me zo deoc’h un tad debonêr,
O chom bepret en ho qever,
Hac o laquat va flijadur
O chom er bed-mâ d’ho mezur.

Ar Vug. Fournissit, dre ho madelez,
Hon oll ezomou deomp bemdez.
Ha grit ma c’hallimp ho caret
Gant an Ælez en eürusdet.

Jesus. Observit va Gourc’hemennou,
Ar Goueliou bers hac ar Suliou,
Ha m’ho craï eurus da james
Er barados gant an Ælez.

Ar Vug. Evit gallout fidel miret
Ho Courc’hemennou het-a-het,
Accordit deomp ar vertuziou
Evit trec’hi an oll viçou.

Jesus. C’houi, Bugaligou, so santet,
Hac eus a graçou ramplisset,

Templou ouc’h d’ar Speret-Santel,
Bugale d’an Tad Eternel.

Ar Vug. O va Jesus, dre ho comzou
Ravisset bras eo hor c’halonou,
Pa livirit deomp oc’h unan
Ez omp templou dar Speret-Glan.




CANTIC ABARS AR GOMMUNION.
Var ton : Santez Mari.


Me oc’h ador, va Jesus, eus a greis va c’halon,
Va dezir eo ho receo dre ar Gommunion ;
Quemerit eus va ene hirio possession,
Enni eus ho carantes etablisset an trôn.

Va desir eo, va Zalver, d’ho receo en effet ;
Hoguen ur c’hraç quer caër nemeus qet meritet.
C’hui a so leun a justiç hac a bep santelez,
Ha me ne doun bet, sioas, nemet ur pec’her quez !

Dre lies a bec’hejou va ene zo blesset,
Hoguen c’hui so medecin, rentet dezi yec’het ;
Hastit prompt, me ho suppli, antreit em c’halon :
Va sicourit da drec’hi pep goal dentation.

O preciussa banqet evidomp preparet !
Ar c’horf sacr eus va Jesus hac e voad beniguet
E zàn da receo bremàn er Sacramant santel,
Evel un erres certen eus e c’hloar eternel.

Piou eo an den a ouffe miret c’hoas e zaëlou ;
O sonjal er vadelez a Jesus va Autrou !
O velet e drugarez, e garantez tener,
Evidomp-ni, pec’heurien, bugale a goler.

Ne zisfiomp quet eta a vadelez Doue,
Anavezomp es omp coupabl, ha chenchomp a vuez ;
Chasseomp hor pec’hejou, hac hon ingrateri,
Rac leun a druez ouzimp prest eo d’hor pardouni.

Gant feiz ha gant confianç, hon eneou goalc’het,
Humblamant gant carantez tostaomp d’ar banquet :
Deomp, invitet omp-ni gant hor Zalver Jesus
Da receo e gorf sacr hac e voad precius.


CANTIC VAR AR GOMMUNION.


Deut oll, deut bugale, deut d’ar banqet precius,
Galvet oc’h gant Doue da dibri ous taol Jesus ;
E vab, barados an ene
E possedìn Doue.

Mar dezirit madou amâ emàn an tenzor
Pehini ho rento pinvicoc’h eguet ar mor :
Jesus, perc’hen an oll vadou,
Ha mestr an oll c’hraçou.

An aour hac an arc’hant ne dint nemet paourente
En qichen an tenzor a offr deomp Mab Doue :
Jesus a offr e oll vad
Evit hor pinvicat.

E gorf, goad hac ene a gomposo ar banqet,
Gant e zivinite ebars en hosti cuzet :
Jesus, guir c’houarner an evou,
Guir joa hor c’halonou.

M’er guel var an Auter dêved gant e garante,
O c’hortos ar pec’her evit toma e ene :
Jesus a zezir ar galon.
Evit beza e dron.

Pet guech n’en deàn qet outrajet en Ilisou ?
Ha c’hoas na c’hoantit qet quitat an tabernaclou :
Jesus a verit hor c’halon
Hep reservation.

Ne qet bet contantet da vervel var ar C’halvar,
C’hoas en eus deurvezet chom ganemp var an douar ;
Jesus evit souten bep de
Hon c’horf hac hon ene.

O Tad a garantez hac a vadelez parfet,
Evit ho pugale c’houi zo en em brodiguet :
Jesus en em ro e-unan
Da remed ous hor poan.

Oll sent eus a ênvou, prestit dìn ho carantez,
Roit dìn ho calonou evit caret va Doue :
Jesus, c’houi vo va c’harantez
Hac en nos hac en dez.

Languissa’ràn gant c’hoant da dibri gant an æle,

Ar mœus qen excelant preparet gant Mab Doue :
Jesus, contantit va c’halon
Dre ar gommunion.

Allas ! ô pa sonjàn penos emeus offancet
Ar mignon ar guella hac ar fidella pried :
Jesus, gant glac’har em c’halon
E c’houlennàn pardon.

Nan, ne veritàn qet, m’en anzav gant guirione,
Goude beza pec’het, dibri bara an æle ;
Jesus, c’houi eo ar santelez,
Ha me ar pec’her qèz.

Action a c’hraç.

O caera chenchamant dre an effet d’ar graç-se !
Va c’halon a seblant chenchet ennon a neve :
Jesus, oll joa an æle,
Zo bremâ em ene.

Na meus qen plijadur nemet o sonjal bremàn
Penos ho crouadur zo ganêc’h ha c’hui gantàn :
Jesus, a galon me ho ped,
Chomit guenén bepret.

Ne gomzit dìn pelloc’h eus ar bed nac e vadou ;
Mil guech on contantoc’h vit perc’hen an tenzoriou :
Jesus, dre oll e voar contant,
El lec’h ma vec’h presant.

Calon, memoar, speret, sonj, dezir ha bolonte,
En em unanit oll da adori Mab Doue :
Jesus, guir Doue ha guir den,
A garìn da viqen.

Sel ountàn, va ene, sel ountàn gant plijadur,
Ha consider bep deiz e garantez dreist musur :
Jesus, guenet ar barados
Zo ganén deiz ha nos.

Va buez so re vêr da drugarecat Doue ;
Me ho ped, va Zalver, qement evit va ene :
Jesus, trugarecait ho Tad
Evit e galon vad.

Guerc’hes, Sent hac Æles, prestit deomp oll ho moeziou ;
N’em unanit ganeomp evit adori’n Autrou ;
Jesus a verit an oll c’hloar

En ên hac en douar.

Soutenit va c’halon bremâ hac e pep instant,
Roit dìn nerz Samson da drec’hi peb goal banchant :
Jesus, me zo, siouas, fragil,
Ha Satan zo subtil.

Accordit dìn ar c’hraç, mar bezàn biqen tentet,
Da vervel var ar plaç qent consanti d’ar pec’het :
Jesus, va joa e vo mervel,
Mar bezàn dêc’h fidel.

Occasion dromplus ha c’houi goal gompagnunez,
M’ho tilezo joaüs evit plijout d’ar furnez :
Jesus, ar pec’het em c’halon
A ve dêc’h ur poeson.

Va mirit da james, va mirit ous ar pec’het,
Rac va brassa anquen a ve mancout d’o caret :
Jesus, guir vuez va ene,
Reglen va bolonte.

Enor, gloar, carantez en tabernaclou santel,
Da Jesus Mab Doue, enor ha gloar eternel :
Jesus, bezit dre oll meulet,
Ha gant an oll caret.




CANTIC GOUDE AR GOMMUNION.
Var ton : Guers ar Samaritanen.


Goude beza communiet,
E cavàn soulageamant,
Oc’h en em velet unisset ;
Gant Jesus er Sacramant ;
Me en ador hac er c’hontempl,
Me offr va c’halon dezàn,
Evit ober e guir templ,
Hac eur palæs anezàn.

Meulet ra viot, va Zalver,
Da veza instituet
Ar Sacramant eus an Auter,
Evit chom gueneomp bepret,

Hac evit mezur hon ene,
Gant ho corf ha gant ho coad ;
Ra viot un eternite ;
Meulet, adoret erfat.

Roit, m’ho suppli, ho craçou
D’ar re n’o c’hanaont quet,
D’oc’h anaout en tabernaclou,
Ma vezot ganto caret ;
Evel un hermit er c’hoad,
Beza e zoc’h eno cuzet,
Hac evel un oan egarad,
Gueneoc’h zoc’h ennàn lezet.

O va Jesus, e guirione,
Pa ezoc’h eur pastor mad,
Eur pastor leun a garante,
En andret ho tenved ingrat :
Ni so bugale dinatur,
C’hui un tad leun a druez,
A laca e oll blijadur
Da veza en hon toues.

Dont a ret, Jesus da c’hervel
Er Sacramant-se cuset
Ar re en em guevont trevet
Ha dindan ho beac’h scuiset.
Deut oll, deut oll a levirit,
Deut oll d’ar Gommunion,
Ha diguenén e recevot,
Peb guir gonsolation.

Guir eo pa zon devotamant
Deoc’h er Gommunion,
Em bes cals a soulajamant
E pep seurt affliction ;
Aezet eo neuze d’am speret,
Dre ma teu ho carantez

D’am lacat ive d’ho caret,
Ha da heul ho polontez.

O Guerc’hes glorius Vari,
Templ an Dreindet adorabl,
Hor sicourit da adori
Eur myster quen admirabl !
Trugarecait ho Mab Jesus,
Da veza en em incarnet
Gant an desir carantezus,
D’en em rei deomp da vouet.

Obtenit deomp, Guerc’hes santel,
Ar c’hraç da dostat ountàn
Gant ur galon pur ha fidel,
Dre ma vezimp er bed-màn,
Evit dont d’e ziguemeret
Alies ha dignamant,
Ma zaïmp d’an ênvou d’e velet
Gueneoc’h eternelamant.



EVIT PROCESSION AR VUGALE.
Var ton : O filii et filiæ.


Ar Botret. Entrezomp-ni, Bugaligou,
Canomp-ni oll meuleudiou
Da Jesus-Christ, hor guir Autrou.
Meulomp Doue.
Meulomp Doue, meulomp Doue, meulomp Doue.

Ar Merc’het. Ravisset bras eo hor c’halon
O clêvet ar c’hleyer o son
Evit ober Procession. Meulomp.

Ar Botr. Abars ma flachimp eus hor plaç,
Accordit deomp, Jesus, ar c’hraç
Da renta deoc’h hon guir homach. Meulomp.

Ar Merc’h. En eur ober hon Station,
Publiomp gant devotion
Ar joa hon eus en hor c’halon. Meulomp.


Ar Botr. Eus a galon hac a c’hinou
Glorifiomp oll an Autrou
Eveus e oll madelezou. Meulomp.

Ar Mer. Nep en deveus bet hor c’hrouet
Hirio en deiz zo en effet
En hor c’halonou disquennet. Meulomp.

Ar Botr. Ravisset bras eo hon ene
Dre bresanç an Divinite
A Jesus-Christ, guir Vab Doue. Meulomp.

Ar Mer. N’ouffemp quet birviquen miret,
Na zeuemp a galon da garet
Nep so tout deomp en em roet. Meulomp.

Ar Botr. Ni zo brêmâ meurbet eürus,
P’hon eus recevet, va Jesus,
Ho corf hac ho coad precius. Meulomp.

Ar Mer. Ni a gred ferm, ô va Doue !
E ma ennomp ho Majeste,
Ho corf, ho coad hac hoc’h ene. Meulomp.

Ar Botr. O va Jesus ! ni ho suppli,
Na zeuit quet d’hon abandoni :
Chomit bepret d’hor c’hundui. Meulomp.

Ar Mer. P’hon eus hyrio ho recevet
Na bermetit hor be nepret
Nep seurt attach evit ar bed. Meulomp.

Ar Botr. C’hui, va Jesus, eo a garomp,
Ennoc’h hepquen ec’h esperomp,
Ha netra quen ne zeziromp. Meulomp.

Ar Mer. Na bermetit eta pelloc’h
E vemp separet diouzoc’h,
Rac hon oll fizianç zo ennoc’h. Meulomp.

Ar Botr. Offr a reomp deoc’h, Salver ar bed,
Hor c’horf, hor c’halon, hor speret,
Evit ho servicha bepret. Meulomp.

Ar Mer. E pep leac’h, e peb amzer,
Gant ho craç pelloc’h, va Zalver,
Ni vezo fidel d’hon dever. Meulomp.

Ar Botr. Renonç a reomp d’an drouc-speret,
D’ar c’hic revoltet ha d’ar bed,
Ha dreist peb tra da bep pec’het. Meulomp.

Ar Mer. Plijet gueneoc’h hon asista,

Ma talc’himp mad d’hor promessa
Queit ha ma vezimp er bed-mâ. Meulomp.

Ar Botr. Rac-se, va Jesus, ni c’houlen
Na roit quen desir deomp biquen
Nemet da heulia ho lezen. Meulomp.

Ar Mer. Pa zomp ac’hanoc’h ramplisset,
Na bermetit e vemp nepret
A gorf nac a ene souillet. Meulomp.

Ar Botr. Ni ho ped, dre ho madelez,
Accordit deomp hed hor buez
Feiz, Esperanç ha Carantez. Meulomp.

Ar Mer. Grit ma vezo hor c’halonou
Purifiet dious ar viçou,
Hac ambomet a vertuziou. Meulomp.

Ar Botr. O Tad Eternel, hor C’hrouer !
Pa ma ennomp hon Redempteur ,
Grit ma er meulimp gant ferveur. Meulomp.

Ar Mer. O Guerc’hes glorius Vari !
Truearecaït, ni no suppli,
Ho Mab Jesus evidomp-ni. Meulomp.

Ar Botr. Hor Paëron, hon Eal-Gardien,
Meulit evidomp da viquen
Jesus, hon Autrou souveren. Meulomp.

Ar Mer. En em adressomp-ni ivez
D’an oll Zent ha d’an oll Ælez,
Evit cana oll assambles : Meulomp.

Ar Botr. Ra viot, va Jesus, meulet
Gant quement den zo var ar bed,
Ha ra vezo partout canet : Meulomp.

Ar Mer. Grit ma teuimp da bratica
Quement zo requis er bed-mâ
Evit bepret gallout cana : Meulomp.

Ar Botr. Autrou Sant, hor guir patron,
Accordit ho protection
Da re ho ped a vir galon. Meulomp.

Tout assambles. Grit ma finisso hor buez,
O vervel en ho carantez,
Ma zaimp oll d’ho rouantelez. Meulomp.


CANTIC EN ENOR D’AR VERC’HES.
Var ton : Je viens à vous.


Guerc’hes Vari, Rouanez an ênvou,
Mam d’hon Zalver ha Mam d’an oll gristenien,
Plijet guenêc’h chelaou ar pedennou
Pera ra d’êc’h, (bis) bremâ ho servicherien. (bis)

Obtenit demp, ô Mam a garantez,
Graç da garet eveldoc’h Doue bepret,
De servicha fidel hed hon buez,
Ha d’observi (bis) ar pez en deus commandet. (bis)

O Mam dener, ô Mam drugarezus,
On preservet deus a bep pec’het marvel,
A varv subit hac a varv hirvoudus ;
En ho tivrec’h, (bis) eo e teziràn mervel. (bis)

O Guerc’hes pur, ô Guerc’hes an humpla,
Disqet demp-ni imita ho vertuziou,
Beza pur, chast, humpl hac oboissa,
Evit cavet, (bis) lod er gloar goude’r maro. (bis)




INVOCATION D’AR VERC’HES SANTEL.
Var ton : Je mets ma confiance.


Me a laqa va fizianç,
Guerc’hes, en ho sicour,
Accordit hoc’h asistanç
Enep an adversour.
Pa sqoy va heur diveza,
Me bed ho madelez
Da obteni dìn beza
Placet gant an Ælez. Amen.




CANTIC ARAUC AR ZERMON.


Disquennit ennomp, Speret-Glân, (bis.)
Tommit hor c’halonou dre’n douçder, dre’n douçder eus ho tân. (bis.)
Hebtoc’h eus ar bed an oll brudanç

Ne ell nemet en em drompla ;
Dissipit hiryo hon ignoranç, (bis.)
Speret a oll gouiegues, deut d’hor sclêrigenna. Disq.

An ifern, vit disclêrya demp ar brezel,
En em unvan gant ar bed-ma tromplus ;
Hor sicourit, ni ho ped, Speret-Santel,
Dreizoc’h (bis.) nìn vo victorius. Disq.

Digorit demp eus ho furnez an tenzor ;
N’eus nemeti a gundu d’ar bonheur :
Ganti ar yaouanqis zo leun a henor,
Ar gozni pell a valheur. Disq.




GOUDE AN INSTRUCTION.


Ova Jesus ! chetu deut an amzer
Da bardoni guir glac’har ar pec’her ;

N’offansìn mui ho Majesté,

Nac ho touçder infinit,

bis.
O va Doue !


Ur Bêleg : Parce, Domine, parce populo tuo :
Ar Bobl : Ne in æternum irascaris nobis.

P’ê coustet dêc’h ar pec’her qer bras poan,
Na bec’ho mui ; deut d’ober graç dezàn ;

Graç, graç, Jesus, ur veach c’hoas,
Dre an triomph admirabl
bis.
Demeus no Croas. Parce.


O va Jesus! stouet omp d’an daoulin,
Da implori ho madelez divin ;

Ma vezo pardonet erfat
Ha guelc’het hon oll grimou
bis.
Dre hoc’h oll goad. Parce.



EVIT AR VENEDICTION.


Digueri ra dôr santel an tabernacl ;
Var an auter me vel Roue an êe.
Christen eürus ! an templ-mâ so ur senacl,
Ar Speret-Glàn en dêv dre garante. (bis.)

Salver divin me dànva en ho qichen

Ar joa santel demeus ho carante ;
O va Jesus ! c’hui offr dìn ho curunen,
Ha na glasqit nemet va c’halon-me. (bis.)

M’en em ro dêc’h, nemet d’am sempladurez :
Scuillit varnòn ho penediction ;
Va sicourit ; dre ho teneridiguez
Rentit padus ar gaëra union. (bis.)




MEMES SUJET.


ORoue an êe,
C’hui hon rent eürus bemde ;
Chelaouit hor peden ;
C’houi chomo ganemp da virviquen.
Carantez ardant,
Amàn presant,
C’houi n’em immol evidomp bep momant ;
Ha d’an den marvel
C’houi offr eur bevanç a zo eternel. O Roue.

Dre anaoudeguez
Ho pugalez
A offr gracoü, Jesus, d’ho madelez :
O c’halon contant,
Dêc’h-u a vezo eternelamant. O Roue.

A voueziou digor,
Canomp enor
Da Jesus a zo hor guir Redemptor.
Canomp da james
Mil meuleudi evit e vadelez. O Roue.




VAR AR MEMES SUJET.
Var ton : Jésus, dans ce Mystère.


Er Myster-mâ, va Doue,
E pini n’ho quelàn,
Ho calloud, ho Majeste
Humblamant a veulàn.
C’houi ra va oll eürusdet,
Ebars en Hosti cuzet,

Dign da veza caret, caret.
Er barados dudius, (bis.)
E vimp un deiz eürus, (bis.)
Eurus, eürus.

Plijet gant ho carantez
Hyrio, e peb amzer,
Accordi deomp furnez,
Ha peoc’h, ha douçder. C’houi, etc.

Ah ! grit compren d’am c’halon
Ar priz eus ho craçou,
Hac ho penediction
Roit d’am oll œuvrou. C’houi, etc.

Ra blijo d’ho madelez
Selaou va fedennou ;
Canont ganén an Ælez
Hoc’h oll mad-oberou. C’houi, etc.




VAR AR MEMES SUJET.
Var ton : Sur cet Autel, ah ! que vois-je.


Var an Auter, ah ! petra a velàn-me ?
Jesus, va Mestr, Jesus, va Doue ;
Var an Auter, victim immolet,
C’houi a effaç va fec’het
Var an Auter.

A vir galon er Myster bras ê cuzet,
Me oc’h ador ha me ho respet,
A vir galon, madelez parfet ;
Grit dìn bepret ho caret
A vir galon.

D’ho pugale, Jesus, Salver adorabl,
Pliget ganêc’h accordi eur mennat
D’ho pugale, gant affection ;
Roit ho penediction
D’ho pugale.


goude ar venediction.


Evidomp oll, Sent hac Ælez evurus,
Trugarequet ha meulit Jesus
Evidomp oll ; dre oc’h oll moueziou

Trugarequet hon Autrou
Evidomp oll.




EVIT BENEDICTION AR SACRAMANT.
Var ton : Adorons tous, etc.


Adoromp oll Jesus-Christ er Sacramant,
Ha gant guir feiz credomp oll e mâ presant :
Ma vo hor c’halonou qercoulz ac hor moueziou
Unisset assamblez da veuli hon Autrou,
Da veuli hon Autrou.

Vit hor mezur ha rei ar vuez deomp-ni,
O va Jesus ! ez oc’h ebars en Hosti :
Carguit hor c’halonou a gonsolation,
O rei bremâ deomp oll ho penediction,
Ho penediction.


goude ar venediction.


Æe, testou eus ur c’hraç qer precius,
Hon sicourit da drugarecat Jesus ;
Rentit evidomp oll henor d’e Vajeste,
Epad an oll amzer hac en eternite,
Hac en eternite.




VAR AR MEMES SUJET.
Var an ton latin : Adeste, fideles.


Christenien, pobl evrus, bugale da Jesus,
Deut, adorit ho Tad carantezus ;
En eo hon Roue ha Roue an Ælez :
       Adoromp-én a galon, (bis.)
Adoromp-èn gant guir devotion.

Jesus a zo presant er Sacramant Santel,
Jesus a zo Mab d’an Tad Eternel ;
Jesus, Mab Mari, ni a deu d’oc’h adori :
       Ni hoc’h ador a galon, (bis.)
Ni oc’h ador gant guir devotion.

O pebez carantez oc’h eus, Salver ar bed,
Da chom ganeomp en hosti consacret,

Evit dont bemde da vezur hon ene !
       Ni oc’h ador a galon, (bis.)
Ni oc’h ador gant guir devotion.

Prosternet d’an douar, Dirac ho Majeste,
Ni oc’h ador Jesus, guir vab Doue :
Roit deomp, ni ho ped, ho penediction,
       Ni oc’h ador a galon, (bis.)
Ni oc’h ador gant guir devotion.


goude ar venediction.


Ælez demeus an ên, oll sperejou evrus,
Canomp ni oll melodi da Jesus :
Gloria in excelsis Deo :
       Meulomp Doue assambles, (bis.)
Meulomp Doue bremàn ha da james.




ACTION A CHRAÇ.
Var ton : Bénissons à jamais.


Meulomp Doue bep heur,
Én a ra hon oll bonheur.

Meulit-én, Ælez santel,
Meulit e Vajestez ;
Rentit d’e vadelez
Mil meuleudi eternel.
Meulomp Doue bep heur,
En a ra hon oll bonheur.

Hac én zo un Tad-tener,
Sourcius bras meurbet !
Hor souffr a ra bepret,
En despet d’hon oll mizer. Meulomp.

Ouz ur pastor mad envel,
Ep caoud aon rac ar boan,
Da boursu ne hean,
Un dànvad queas infidel. Meulomp.

Torret en deus va chaden
Dre e nerz galloudus ;
E varo precius.
A finis va oll anquen. Meulomp.

Va rentet en deus pare,

Evel ur medecin ;
Evel ur mestr divin
E vag, e tom va ene. Meulomp.

Scuill a ra en abondanç
E c’hraç bep heur varnòn ;
Ha goeled va c’halon
A choas evit demeuranç. Meulomp.

Em plaç, meulit, peb mouez,
Un Doue quen tener,
Dìn e teu da ober
Bep deiz faveuriou neves. Meulomp.

E vadelez am zupport,
E speret am c’helen,
E c’henet am zurpren,
E garantez am zransport. Meulomp.

Va zreti ra gant douçder
Dre e c’hraç hon pare,
Dre e vertuz hon cre ;
Caret hon gant va Zalver. Meulomp.

Doue eo va c’harantez,
Én a zo va souten,
Va oll vad souveren,
Ha va gloar, ha va buez. Meulomp.



AN ACTOU.
Var an ton gallec : Qu’en dira-t-on.


Act a Feiz.


Cridi a ràn
Quement a ordren din an Ilis,
Cridi a ràn ;
Rac ar virionez he-unan,
Un Doue guirion a revel dizi,
Quement a ordren dìn da gridi,
Cridi a ràn.


Act a Esperanç.


Me a esper,
Va Doue, ho craç, hoc’h eürusdet,
Me a esper,
Rac ne deot qet enep ho quer ;
Pa oc’h eus hi bet dìn prometet,
Pa zint gant Jesus dìn meritet,
Me a esper.


Act a Garantez.


Ah ! me ho car
Dreist qement so tout, ô va Doue !
Ah ! me ho car,
Dre ma zouc’h mad ha leun a c’hloar ;
Caret a ràn va nessa ive
Abalamour deoc’h, ô va Doue !
Ah ! me ho car.

*


PEDEN DIOUC’H AR MINTIN.



En ano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret-Santel. Amen.


Goulennomp asistanç ar Speret-Santel evit ober er-vad hor pedennou.


Veni, Sancte Spiritus, reple tuorum corda fidelium, et tui amoris in eis ignem accende.

Emitte spiritum tuum, et creabuntur :

Et renovabis faciem terræ.

Oremus.


Deus, qui corda fidelium Sancti Spiritus illustratione docuisti, da nobis in eodem spiritu recta sapere, et de ejus semper consolatione gaudere. Per Christum Dominum nostrum. Amen.

————
En em laqueomp e presanç Doue, hac adoromp-èn.


O Tad, Mab, ha speret-Santel,
Me gred ouc’h un Doue eternel,
Crouer an oll, partout presant.
Me oc’h ador devotamant.


Greomp un Act a Feiz var myster an Dreindet sacr, var justiç Doue, ha var Myster an Incarnation hac hon Redemption.


Me gred ouc’h tri ferson divin,
Ho tri egal, quer bras, quen dign,
Distinc en eil diouc’h eguile ;
Un Doue ho tri, nonpas tri Doue.

Me gred ouc’h just ha galloudus

Da rei d’ar viç ha d’ar vertuz
Diouc’h ar mirit ar recompanç,
Punition diouc’h an offanç.

Me gred an Incarnation
Ha myster hon Redemption ;
C’hui Mab Doue, en em c’hreat den
Evit pren’an natur humen.


Greomp un Act a Feiz hac a Adoration e quénver Sacramant an Auter.


M’oc’h ador, Jesus va Zalver,
Er sacramant eus an Auter ;
Me gred emouc’h ennâ presant
Guir den, guir Doue realamant.


Trugarecaomp Doue eus an oll graçou hon eus recevet oll digantâ.


M’ho trugareca, va Autrou,
Eveus oc’h oll mad oberou
Em andret e particulier,
Hac en andret ar bed antier.


Renouvelomp promessaou hor Badizyant hac hon resolution da veza fidel da Zoue, o renonç d’hor goal habitujou, ha da quement tentation a halle arruout gueneomp hiryo.


Me bromet heulya eveziant
Hyrio lezen va Badizyant ;
Hac a renonç d’an oll viçou,
Ha d’an oll dentacionou.


Offromp hon dervez hac hon oll boanyou da Zoue, ha pedomp-én da rei e venediction d’hon labour.


Consacri a ràn va dervez
D’ho cloar, ha d’am silvidiguez ;

Hac ec’h offràn va oll boanyou
E pinigen d’am pec’hejou.

Roit dìn ho penediction,
Ma labourìn en union
Gant ar fatic en deus er bed
Gueichall va Jesus quemeret.


Offromp da Zoue an oll œuvrou-mad a vezo great hyrio, ha goulennomp ar c’hraç da veza participant enno.


An oll Oferennou santel,
Oll vertuziou an dud fidel,
Oll œuvrou mad an deiz hyrio,
M’o offr deoc’h, roit dìn perz enno.


Greomp un Act a soumission da receo digant Doue an oll afflictionou a blije ganta da zigaç deomp.


Me receo gant soumission
Eus ho tourn pep affliction ;
Roit dìn ho craç, m’am sicouro
Da souffr gant joa bete’r maro.


En em recommandomp d’ar Verc’hes glorius Vari, da Sant Joseph, d’hon Æl mad, d’ar Sant pe d’ar Santez a behini e tougomp an hano, da Sant Paul Patron an Escopti, d’ar Sant Patron eus hor parres, ha generalamant d’an oll Sent ha Sentezet eus ar Barados.


Guerc’hes Vari, guir Vam Doue !
C’hui so va fisianç e c’houde ;
Ha c’hui Sant Joseph, e fried ;
Ouzoc’h ho taou m’en em erbed.

Oll Ælez, Sperejou eürus,
C’houi, va Æl mad carantezus,
Va mirit diouc’h an ærouant,
Diouc’h pec’het, diouc’h goal accidant.


Ispicial va sant Paëron (Maërones),
C’hui so va squer ha va Fatron ; (va Fatrones ;)
M’ho ped hyrio d’am asista,
Ha d’am sicour d’oc’h imita.

Sant Paul, quenta Escop Leon,
D’an Escopti quenta Patron,
Pliget gueneoc’h intercedi
E faver an oll Escopti.

Ha c’hui, Sant Patron hor Parrès ; (Patrones ;)
Hon eus dreist oll choaset exprès,
Evit Patron dirac Doue (da Batrones),
Me suppli dreist oll ive.

Oll Sent, Sentezet glorius,
Pedit evidon va Jesus,
Ma raï dìn en e garantez
Tremen ar rest eus va buez.


Recommandomp da Zoue hon Tad santel ar Pab, an Autrou’n Escop, hon oll guerent, an oll dud e general, hac er fin an anaoun eus ar Purgator.


Me recommand deoc’h, va Doue,
Ar Pab, hon Escop, hon Roue,
Ar bed antier e general,
Ha va oll dud e spicial.

Roït d’ar vugale Badizyant,
D’ar re just graç perseverant,
D’ar bec’heurien conversion,
D’an anaoun remission.


Pater, Ave, Credo, Confiteor.



Kyrie eleïson. Christe, eleïson.
Kyrie eleïson.

Jesu, audi nos, Jesu, exaudi nos.
Pater de cœlis Deus, Miserere nobis.
Fili Redemptor mundi Deus,
Spiritus Sancte Deus,
Sancta Trinitas unus Deus,
Jesu Fili Dei vivi,
Jesu splendor patris,
Jesu candor lucis æternæ,
Jesu Rex gloriæ,
Jesu sol justitiæ,
Jesu amabilis,
Jesu admirabilis,
Jesu Deus fortis ;
Jesu Pater futuri sæculi,
Jesu magni Consili Angele,
Jesu potentissime,
Jesu patientissime,
Jesu obedientissime,
Jesu mitis et humilis corde,
Jesu amator castitatis,
Jesu amator noster,
Jesu Deus pacis,
Jesu auctor vitæ,
Jesu exemplar virtutum,
Jesu zelator animarum,
Jesu Deus noster,
Jesu refugium nostrum,
Jesu pater pauperum,
Jesu thesaurus fidelium,
Jesu bone Pastor,
Jesu lux vera,
Jesu sapientia æterna,
Jesu bonitas infinita,
Jesu via et vita nostra,

Miserere nobis.
Miserere nobis.

Jesu gaudium Angelorum,
Jesu Magister Apostolorum,
Jesu Doctor Evangelistarum,
Jesu fortitudo Martyrum,
Jesu lumen Confessorum,
Jesu puritas Virginum,
Jesu corona Sanctorum omnium,
Propitius esto, parce nobis, Jesu.
Propitius esto, exaudi nos, Jesu,
Ab omni malo, libera nos, Jesu.
Ab omni peccato,
Ab irâ tuâ,
Ab insidiis diaboli,
A spiritu fornicationis,
A morte perpetuâ ,
A neglectu inspirationum tuarum,
Per Mysterium sancte incarnationis tuæ,
Per Nativitatem tuam,
Per infantiam tuam,
Per Divinissimam vitam tuam,
Per Labores tuos,
Per Agoniam et Passionem tuam,
Per Crucem et derelictionem tuam,
Per Mortem et Sepulturam tuam,
Per Resurrectionem tuam,
Per Ascensionem tuam,
Per gaudia tua,
Per gloriam tuam,

Libera nos, Jesu.

Agnus Dei qui tollis peccata mundi,
Parce nobis Jesu.
Agnus Dei qui tollis peccata mundi,
Exaudi nos, Jesu.
Agnus Dei qui tollis peccata mundi,
Miserere nobis, Jesu.

Jesu, audi nos. Jesu, exaudi nos.
Sit nomen Domini benedictum,
Ex hoc nunc, et usque in sæculum.


Oremus.


Domine Jesu-Christe, qui dixisti : petite et accipietis, quærite et invenietis, pulsate et aperietur vobis, da nobis, quæsumus, petentibus divinissimi amoris tui affectum, ut te toto corde, ore et opere diligamus, et à tuâ nunquAm laude cessemus ; qui cum Patre et Spiritû-Sancto vivis et regnas in sæcula sæculorum. Amen.


Leveromp an Angelus evit enori Myster Incarnacion hor Zalver.


Un Arc’hæl a bers an Autrou
A zisquennas eus an Evou, (bis.)
D’annonç da Vari oa choaset
Evit Mam da Zalver ar bed. (bis.)


Ave Maria.


Mari a respontas neuse :
Servicheres oun da Zoue ; (bis.)
Bezet great eta em andret
Ervez m’oc’h eus dìn annoncet. (bis.)


Ave Maria.


Neuze’ concevas ur Buguel,
Dre vertuz ar Speret-Santel ; (bis.)
Hac ar Verb en em incarnet,
Etouez an dud en deus bevet. (bis.)


Ave Maria.


Pedit, Mam santel da Zoue,
Evidomp oll e Vajeste, (bis.)
Ma vezimp dign eus ar graçou
A bromet Jesus hon Autrou. (bis.)


Pedenn da Zoue.


Va Doue, pa hon heus desquet
Gant ant Eal en deus annoncet, (bis.)

An Incarnation eürus
Eus hon Autrou ho Mab Jesus. (bis.)

Dreizi pliget gueneoc’h ive
Scuilla ho craç en hon ene, (bis.)
M’hor c’hunduo e Bassion
Da c’hloar ar Resurrection. (bis.)

Ni er goulen, Tad Eternel,
Dre Jesus-Christ ho Mab santel ; (bis.)
Ha ma choumo gueneomp bepret
Oc’h assistanç e peb andret. (bis.)


Ar Regina cœli, e leac’h an Angelus, en amzer santel a Basq.


En em gonsolit evit mat,
Rouanez eus an Eêvou ;
Sec’hit pelloc’h ho taoulagat,
Hac arretit ho taëlou ;
Ressuscitet eo ho Mab
Leun a c’hloar, a driomphou.

Alleluia, pebez joa
Dêc’h-u, Mam a garantez !
Deomp-ni ivez , alleluia,
Pebes laouenidiguez
E velet goude hor prena
Adare leun a vuez !

Ya, Guerc’hes, bezit joaüs,
Ho pet consolation,
Ressuscitet eo Jesus,
Hervez e brediction ;
Dirazàn, Mam trugarezus,
Roït deomp ho protection.

Va Doue, o ressuscita
Ho Mab Jesus hon Autrou,
E cargjoc’h ar bed a joa ;
Grit Deomp dre e veritou,
Ha re an Itroun Varia,

Mont oll da c’hloar an Evou. Amen.

De profundis, etc.



GOURC’HEMENNOU DOUE,
ha re an Ilis.


Un Doue hepquen a adori,
Ha dreist pep tra oll a guiri ;
E vean e hano na doui quet,
Nac ive netra all ebet.

Ar Suliou santel a viri
E servich Doue oc’h e veuli.
Da dad, da vam a enori,
Evit pell amzer ma vevi.

Dioual na lazi den ebet,
Nac a zezir, nac a effet.
Lubric ne vezi quet ivez,
Nac a gorf nac a volontez.

Laëres, na miret madou den ;
Ez gouizieguez ne ri biquen.
A enep den fals-testeni
Na gaou ebet ne liviri.

Na c’hoüanta dre luxur pec’hi,
Nac e sounch vil n’en em lesi.
Na souhet madou da hentez,
Evit o c’haout dre falsentez.


————

Ar Gouëliou-bers a santifii,
Neuse pep labour a lezi.
Ha cleo devot ha pen-da-ben
Sul ha Gouel-bers an Oferen.

Ur veach er bloas da viana,
E confessaï hep nac’h netra.
Ha da Grouer a recevi
Da Basq devota ma c’helli.

Yun a ri an daouzec deiziou,
Ar c’horais, hac ar vijilou.
Quic, nemet da zeiz Nedelec,
Guener ha Sadorn na zêbr quet.

Meulet hac adoret ra vezo an Dreindet santel, bremâ hac epad an eternite. Amen.



PEDENN DIOUC’H AN NOS.


En hano an Tad, ar Mab, hac ar Speret-Santel. Amen.


Goulennomp assistanç ar Speret-Santel, evit ober ervad hor pedennou.


Veni, Sancte Spiritus, etc. evel diouc’h ar mintin, pagen 127.


En em lequeomp e presanç Doue hac adoromp-en.


O Tad, Mab, ha Speret-Santel,
Me gred ouc’h un Doue eternel,
Crouer an oll, partout presant,
Me oc’h ador devotamant.


Greomp un Act a Adoration hac a Feiz, e quever ar Sacramant eus an Auter.


M’oc’h ador, Jesus va Zalver,
Er Sacramant eus an Auter ;
Me gred emouc’h ennâ presant
Guir den, guir Doue realamant.


Trugarecaomp Doue eus an oll graçou hon eus recevet digantâ.


M’o trugareca, va Autrou,
Eveus oc’h oll mad oberou
Em andret e particulier,
Hac en andret ar bed antier


Goulennomp sclêrigen da examina hor c’houstianç.


Roit dìn sclerigen, va Doue,
Ma velìn ha pec’het em be
Hyrio dre nep omission,
Sonch, desir, comz, pe action.


En-em arretomp amâ un neubeudic da examina hor c’houstianç.


Greomp un Act a Gontrition evit regreti hor pec’hejou, ha quemeret ar resolution d’en em gourija, hac er memes amzer evit gounit an induljançou, oc’h ajouti an Actou a Feiz, a Esperanç, hac a Garantez.


Pardoun, va Doue trugarezus,
Pardoun en hano va Jesus ;
Queuz ameuz palamour deoc’h ;
Gant ho craç me cheincho pelloc’h.

C’hui so ar viryones memes,
Oc’h Ilis ne fazi james ;
Rac-se me gred ferm, va Autrou,
Var ho quer e oll c’hreançou.

Fidel meurbet, trugarezus,
C’hui bromet sicour galloudus ;
Rac-se dre Jesus, var ho quer,
Ho craç, ho cloar, ferm me esper.

Ha pa zouc’h infinimant mad,
Abalamour deoc’h, ô va Zad,
M’ho car da guenta dreist peb tra,
Ha goude’eveldon va nessa.


Offromp hon nosvez hac hon oll boanyou da Zoue evit e c’hloar ha silvidiguez hon ene, ha pedomp-en da rei e venediction d’hon repos.


Consacri a ràn va nosvez,

D’ho cloar ha d’am silvidiguez ;
Hac e c’hoffràn va oll boanyou
E pinijen d’am pec’hejou.

Roït dìn ho penediction,
Ma reposìn en union
Gant ar repos en deus er bed
Gueichal va Jesus quemeret.


En em recomandomp d’ar Verc’hes glorius Vari, etc., evel diouc’h ar mintin.


Guerc’hes Vari, etc., pajen 129.


Greomp un Act a acceptation eus ar maro.


D’ar maro just oun condaonet,
Va Doue, me ador oc’h arrêt ;
M’en em soumet d’ho polonte,
Ho pet truez oc’h va ene.

Jesus, c’hui a zo va Zalver,
Jesus, c’hui vezo va Barner ;
Oc’h va barn songit, va Jesus,
Et zoun pris ho coad precius.


Greomp un Act a garantez hac a Adoration en andret ar Galon Sacr a Jesus.


O ! Caloun sacr eus va Jesus,
Caloun meurbet carantezus,
Ra viot da viquen caret,
Ha da virviquen adoret.


Pater, Ave, Credo, Confiteor, Misereatur.



Kyrie, eleïson. Christe, eleïson.
Kyrie, eleïson.
Christe, audi nos. Christe, exaudi nos.
Pater de cœlis Deus, miserere nobis.
Fili Redemptor mundi Deus, mis.
Spiritus sanctæ Deus, miserere nobis.
Sancta Trinitas unus Peus, mis.

Sancta Maria, Ora pro nobis.
Sancta Dei Genitrix,
Sancta Virgo Virginum,
Mater Christi,
Mater divinæ gratiæ.
Mater purissima,
Mater castissima,
Mater inviolata,
Mater intemerata,
Mater amabilis,
Mater admirabilis,
Mater Creatoris,
Mater Salvatoris,
Virgo prudentissima,
Virgo veneranda,
Virgo prædicanda,
Virgo potens,
Virgo clemens,
Virgo fidelis,
Speculum justitiæ,
Sedes sapientiæ,
Causa nostrae lætitiæ,
Vas spirituale,
Vas honorabile,
Vas insigne devotionis,
Rosa mystica,
Turris Davidica,
Turris eburnea,
Domus aurea,
Fœderis arca,
Janua cœli,
Stella matutina,
Salus infirmorum,
Refugium peccatorum,

Ora pro nobis.
Ora pro nobis.

Consolatrix afflictorum,
Auxilium Christianorum,
Regina Angelorum,
Regina Patriarcharum,
Regina Prophetarum,
Regina Apostolorum,
Regina Martyrum,
Regina Confessorum,
Regina Virginum,
Regina Sanctorum omnium,

Ora pro nobis.

Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, Parce nobis, Domine.
Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, Exaudi nos, Domine.
Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, Miserere nobis.

Ora pro nobis, sancta Dei Genitrix.

Ut digni efficiamur promissionibus Christi.


Oremus.


Concede nos famulos tuos, quæsumus, Domine Deus perpetuâ mentis et corporis sanitate gaudere, et gloriosâ beatæ Mariæ semper Virginis intercessione, à præsenti liberari, tristitiâ, et æterna perfrui lætitiâ. Per Ch. Dom. nostr.

An Angelus evel diouc’h ar mintin, p. 133.

De profundis.

Meulet hac adoret ra vezo an Dreindet santel bremâ hac epad an eternite. Amen.

FIN.





TAULEN
Deus ar C’hanticou ha Pedennou.
————
A
C
D
E
G
J
M
O
S
T
U
V
————
 126
 133


Fin an Daulen.