L. Prud’homme, 1817
Skrid a-bezh


CATECHIS


IMPRIMET dre urz an Autrou
AUGUSTIN-RENÉ-LOUIS LE
MINTIER, Escop a Dreguer.


EDITION NEVEZ,


Augmantet dre un nombr bras a
Histoario hac Explicationo util evit ar
bobl christen.



E SANT-BRIEC
En ty PRUD’HOMME, Imprimer ha Librèr.
————
1817.


Cantic quent ar C’hatechis.

EN hano an Tad eternel,
Jesus e Vap celestiel,
Hac ar Speret Santel ive,
Tri pherson er memes Doue.

Reit-din, ma Jesus biniguet,
Ur speret douç, humbl ha parfet,
Evit gallout disqui erfad
Ar c’hatechis hervet ma noad.

Reit-din ar c’hraç ma comprenin
Ar pez a vo expliquet din ;
Ha goude e vezàn disquet,
Ar c’hraç d’en praticàn bepret.



Goude ar C’hatechis.

M’Ho trugareca, ma Jesus,
Dimes ho toctrin precius ;
Ispicial eus an hinin
A so bet disquet amàn din.

Pardonet din, o ma Autro,
Ma oll dissipationo ;
Na sellet quet ouzin : allas !
Ne’n dôn nemet ur buguel c’hoas.

Ur c’hrouadur a vo collet,
Mar goar ar mad ha ne’r gra quet ;
Dre ma tisquer din ho lezen,
Ma gred ive furroc’h christen.

FIN.



AVERTISSAMANT.

AR vugale eo al loden preciussa a Ilis an Autro Doue. Oute e apparchant rouanteles an Env. Piou benac a guemer ar boan d’o instrui, en deus ar gonsolation, ous o formi d’ar vertu, d’o renta quen lies a doctoret hac a breceptoret eus un infinite a re-all.

Tado, mamo, mæstro, mæstreset, ha c’hui pere a ra scol, songet er gont o pezo da renta da Zoue, peini, pa roas e lezen d’ar bobl, a gargas an tado d’e explica d’o bugale. Recevet eta hac obeisset d’ar gourc’hemen-se : biscoas na voe brassoc’h an ezom a instruction. Ur speret a ourgouill hac a debordamant en deus goloet ar bed-màn a væs, a valeur, a gorruption, hac an ignoranç eus ar religion a so caus a guement-se. Certen sperejou superb, aheurtet, arrogant, a falveze deze, evel Lucifer, sevel bete an trôn a Zoue evit e insulti, ha goulen digantàn cont eus e obero ; blasphemi a reent au env hac au douar, evel pa vent sortiet eus an ifern evit distruja ar religion gristen ; ha Doue na ro e c’hraço nemet d’ar sperejou humbl ; o refus a ra d’an dud ourgouillus. N’en deo quet ervit combati sort tud e comsàn ; mil gueich e zint bet confondet ; mæs evit soulagi ho calono mantret, ha rei dac’h un certen alc’hue evit antren er studi eus ar guir religion, hon c’honsolation voar au douar, hac an guir assuranç eus an eternite evurus. Ur religion fontet gant Doue, a dal hac a verit ar boan da veza anavezet, ha maleur d’ar re a negligeo an dever-se. Penaus en effet e hallo ur c’hristen obliget da veva en creis an erreur hac ar gorruption, en em breservi, ma ne deu da disqui ha da guemeret en scol J. C. ar remejo a enep ar gaou hac ar goal exempl ?

Clesquet eta, christenien, ha disquet d’ar re ignorant ar fæçon da difen o fe, ha da regli o buez voar hini Jesus-Christ hon mæstr divin. Evit-se, meditet ha comprenet ho Catechis, peini a fournisso dac’h un abrege a doctrin Jesus-Christ, hac a gomportamant guir vugale hon mam santel an Ilis. Evit o sicour voar ur poent a beini e tepant o silvidiguez, recevet ha studiet an abrege peini a offràn d’ach eus a explication ho catechis. Ber eo evit guir an explication a roàn, mæs sur eo, rac fontet eo voar ar Scritur-Sacr, ar c’houcillo, an tado santel hac ar ræson. Bras eo ar gorruption, mæs misericord an Autrou Doue a so infinit. S. Paul a lavar dimp penaus e arruo un amser en peini an dud no c’houlennont muy anduri ar guir doctrin a Jesus-Christ ; penaus douguet da selaou an neventeo e prestont o diou scouarn d’ar gaou, d’ar vanite, d’ar c’hontadello ; evit o seri ous ar virionez. Doue da distroio divoarnomp un hevelep maleur ! Sevomp on c’halono bete an env. Ne’n eo quet permetet dimp, eme S. Pêr, dissimuli na nac’h on fe ; ha mar plich gant Doue ober dimp soufr poan, eo guel dimp soufr oc’h ober ar vad, evid na ve oc’h ober an drouc. Couraich eta ; mar on deus bet ar maleur da drahissa on fe, songeomp penaus n'on deus quet ar guir d’e regli hervez on fantasi, mæs hervez ma zeo ordrenet dre on mam santel an Ilis, Priet Jesus-Christ voar an douar. Pliget gant an Tad a vouir sclærigen hac a gonsolation, rei dimp-oll an anaoudeguez eus e lezen, hac ar c’hraç da accomplissa fidelamant e goms divin, eus a beini an explication a ro sclærigen hac ententamant d'ar re vian. Me en desir eus a greis ma c’halon.




CATECHIS
TREGUER.

Declatatio sermonum tuorum illuminat, et intellectum parvulis. Ps. 118. 130.
An explication eus ho comso, o ma Doue ! a ro sclærigen hac ententamant d’ar re vian.


PREPARATION.
I. quentel.
Voar ar C’hatechis.

Goulen. HA c’hui so christen ?

Respond. Ya, a drugare Doue.

G. Piou eo an hini a dle bezàn hanvet christen ?

R. An hini so baedezet, a gred hac a ra profession eus an doctrin christen.

G. Petra eo an doctrin christen ?

R. Doctrin Jesus-Christ.

G. Нac èn so necesser gout a praticàn an doctrin christen ?

R. Ya, mar fell dimp bezàn salvet.

G. Pelec’h e tisquer an doctrin christen ?

R. Er c’hatechis.

G. Petra eo ar c’hatechis ?

R. Un instruction familier en pehini e tisquomp pevar zra.

G. Leret din ar pevar zra-se ?

R. Credi, goulen, ober ha receo.

G. Petra dleomp-nîn da gredi ?

R. An oll articlo a fe, ha principalamant ar re so er Gredo.

G. Petra dleomp-nîn da c’houlen ?

R. Ar pes so er Bater, hac er pedenno all approuvet gant an Ilis.

G. Petra dleomp-nîn da ober ?

R. Ar pes so gourc’hemenet gant Doue ha gant an Ilis.

G. Petra dleomp-nîn da receo ?

R. Ar Sacramancho.

G. Piou a dle ober ar c’hatechis ouspen an dud a Ilis ?

R. An tado, ar mamo, ar mæstro, ar mæstreset hac ar re a ra scol.

G. Piou a dle assista er c’hatechis ?

R. Ar vugale, hac an dud vras pervuàn.

G. Evit petra an dud vras ?

R. Evid ampech da ancoaat, ha disqui ar pes ne ouzont quet.

G. Petra so caus d’an darn vuyàn an dizurso a rên er gristenes ?

R. An ignoranç eus ar religion gristen.

II. QUENTEL.
Voar sign ar Groas.

G. Gred sign ar Groas en Brezonec ?

R. En hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel. Evellen bezet groet.

G. Gret sign ar Groas en Latin.

R. In nomine Patris, et Filii, et Spiritûs Sancti, Amen.

G. Petra eo sign ar Groas ?

R. Sign ar c’hristen.

G. Perac sign ar c’hristen ?

R. Abalamour dre sign ar Groas e c’hanaveer ur c’hristen.

G. Ha nîn dle ober aliès sign ar groas ?

R. Ya, gant fe ha devotion.

G. Pegouls e tleer ober sign ar groas ?

R. Pa difuner, pa er da gousquet, pa guemerer dour biniguet, en commançamant al labour hac ar beden, ha pa aru ur spont, pe un danger bennac.

G. Perac ober sign ar groas quen aliès ?

R. Evit disque ezomp c’hristenien, trec’hi hon adversourien, ha santifiàn hon œuvro.


EXPLICATION.
An excellanç eus an Hano a Gristen.

Pa c’houlenner diguenac’h ha c’hui a so christen, e respontet en ur drugarecat Doue, penaus oc’h-eus an avantaich-se. Ræson oc’h-eus, ma bugale baour ; rac un Doue, non obstant e oll c’hallout, na ell quet rei dac’h un hano muy precius. Christen a sinifi discipl, aprantif, scolaër da Jesus-Christ. Christen a sinifi buguel da Jesus-Christ. Caëra hano ! pa zeo guir penaus hep an hano-se na elfomp birviquen antren er gloar eternel ; rac evit antren en env eo ret bezàn christen, da lavaret eo, bezàn badezet, credi ha praticàn doctrin J. G., ar pes a hanver bezàn christen. Examinet, eme an Abostol, an hano a douguet ; mæs na ancoueet quet an deverio a c’houlen eus o peurs. Ar c’hristenaich, eme S. Cyprien, eo maro ar c’hrimo ha buez ar vertuyo. Songet oc’h-eus-u en quement-se ? Respectet oc’h-eus-u hac enoret dre ho obero, an hano peini a douguet ?

An histoar a lavar dimp penaus ur servigerez hanvet Blandina, goude bezàn bet persecutet ha tourmantet adalec ar beure bete an nos, a voe lequeet er prison evit quemeret un neubeud repos ; tennet ac’hane, et voe crouguet ous ur voëen, exposet d’ar loenet brutal, pere na touchont quet outi. Obliget a voe ar vourevien d’è lacat c’hoas en prison evit souffr tourmancho nevez. En deiz varlerc’h e voe tennet eus ar prison, dispennet a daulio fouet, taulet en tàn, daspignet en ur roëd gant ur c’hole-taro furius ; mæs evel na verve quét, e voent obliget da drouc’ha he goug gant un taul sabren. En he oll dourmancho, ar servigeres santel-màn a levere san-cess : Me so christianes ; ha quen lies gueich ma prononce an hano-se e quemere un ners nevez. Un diacr hanvet sanctus, eus ur memes quær, Vienne en Franç, ebars er memes persecution, a grie en creis an tourmancho penaus e voa christen. Goulennet a voe digantàn : Eus a be-bro ezoc’h-u ? Me so christen, emezàn. Pe stad eo oc’h hini ? Me so christen, eme ar sant. Azeet e voe en ur gador houarn ru ; appliquet e voe lamneïo ruyet voar e vempro, quen na voe rostet e elvoac’h ; souffr a ra tout ep memes huanadi, mæs ous en em repeti sancess penaus e voa christen. Chetu a-se penaus o deus enoret ar sænt an hano a gristen peini a voe roet d’ar bobl fidel er guær a Antioch er bloas 43. Quent evit an amzer-se e voant hanvet tud an hent, disciplet Jesus, nazarianet, abalamour ma voa Jesus-Christ eus ar guær a Nazareth. O christenien, eme S. Leon, hanaveet an dignite, an excellanç eus an hano a douguet ; respectet-àn, na ruyet quet da avoui partout Jesus Christ ; rac piou-benac n’en anzavo quet dirac ar bed, na vezo quet anzavet gantàn dirac e Dad eternel.

Eus a Doctrin Jesus-Christ.

Er Vadiant e recevomp an hano precius a gristen, hac ar promesseo a reomp eno a verq dimp hon deverio.

An oll doctrin eus a J. C. a ra oll deverio ur c’hristen, hac en e scol eo e disqui. Comset eta, Salver ar bed, discoeet dimp an abrege eus ho toctrin.

An doctrin divin-se a disq dimp penaus n’en deus nemet un Doue, crouer an env hac an douar ; penaus en Doue e so tri pherson distinct, ha carguet a bep sort perfection. An Doue-se en deus c’hoas crouet an Ælez hac an dud, da bere e teu d’en em gommunica evit o renta evurus. Ur loden eus an Ælez a chomas fidel ; int eo an Ælez mad hac evurus. Ur loden-all eus an Ælez, dre ur speret a ourgouil, en em revoltas a enep Doue, peini o frecipitas en ifern ; int eo an diaoulou, pe drouc-sperejo eternellamant malhurus ha mechant.

Doue a blaças hon Tad quenta en ur jardin delicius hanvet barados an douar. Eva hon mam guenta, tromplet gant an drouc-speret, a debras eus ar froez difennet, hac a roas d’e friet eus ar froez se. Doue o chasseas eus ar barados terrestr. Ho fec’het o rentas malhurus, hac ho oll bugale ho goude, pere o deus heritet eus ho disobeissanç, ha suito pere eo an ignoranç, ar panchant d’an drouc, inimitie un Doue offancet, an oll infirmiteo eus ar vuez presant, hac an necessite da vervel. Doue couscoude en devoe truez oute ; prometi a eure deze ur Redampteur, e vap unic, peini a arruas pevar mil bloas da neubeuta, goude pec’het hon tad quenta. An dud a deuas d’en em renta mechant ha corrompet. Doue ho c’hastias dre un diluc’h universel ; den na voe espergnet nemet Noë hac e famill, gant an anevalet a voe ordrenet dezàn gant Doue da lacat en arc’h. An dud goude Noë en em rentas adare quen mechant hac ar re a voe beuzet dre an diluc’h universel. Doue oc’h abandonas, hac a choasas Abraham hac e ligne evit bezàn e bobl, peini a voe hanvet Hebreanet, ha d’ar goude, Judevien. Etre daouarn ar bobl se e lesas Doue e lezen, e religion, e bromesseo, e brophetio, hac ober a eure en e faveur un nombr bras a viraclo, ispicial dre Moyses. Non obstant ar graço particulier a accorde Doue d’ar bobl-se, e voe alies mechant hac alies castiet. Anfin Rédampteur ar bed a arruas en amser merquet hac annoncet gant ar prophetet ; quemeret a eure ur c’horf hac un ine en corf ar Verc’hes glorius Vari ; hac an Doue-se groet den eo Jesus-Christ, peini dre e vuez santel, e doctrin, e viraclo, a discas d’an dud petra o deus da ober evit bezàn evurus. Prouvi a eure dre e doctrin hac e viraclo penaus e voa guir map Doue, ha Doue e hunan. Hon prena a eure dre e varo er groas ; tri deiz goude e resuscitas ; instrui a res e Ebestel, formi e Ilis, ha sevel en env daou-uguent deiz goude e resurrection. D’ar goude e tigassas ar Speret santel voar an Ebestel, pere a prezegas an Aviel, pe doctrin Jesus-Christ, da guenta d’ar Judevien, ha goude d’ar bed universel. Predication an Ebestel, ho miraclo, ho goad, evel hini un infinite a verzerien, scuillet evit difen ar fe, a gonvertissas ur loden vras eus ar bed, en despet d’an oll arraich eus a boissanço an douar, animet gant Satan evit ampeich ar religion gristen da vezàn etablisset. Ar bobl fidel convertisset dre an Ebestel, ha conduet gant ho successoret, eo an Ilis catholic en peini epquen e quefer ar guir doctrin a J. C., recevet gant an Esquibien, pere so successoret d’an Ebestel, digant pere e deus-hi recevet gant an autorite d’e frezeg d’ar bobl. D’an Esquibien unisset gant hon tad santel ar Pap, en deus confiet Doue ar fe ha reglamant a vuez ar bobl fidel, evel m’er guelfomp d’ar goude.

Catechis.

Catechis a signifi un instruction familier voar doctrin J. C., pe un abrege eus ur memes doctrin hervez he foëncho principala.

Ret eo gout ha pratica an doctrin-se, pe vezàn collet. Gret eta attantion penaus n’en d’eo quet avoalc’h dac’h gont ha pratica ar mad. Instrui ar re ignorant a so un œuvr a drugarez, ha memes a justiç evit cals. Credi, goulen, ober ha receo eo an abrege eus ar c’hatechis. Instruet eta voar ar pes a sel ar fe, ar beden, ar gourc’hemeno, ar sacramancho Jesus-Christ en deus prezeguet publicamant ; instruet ha catechiset en deus en particulier Philip, Nicodem, Madelen, un den ganet dall, ur bec’heres paour, ar Samaritanez. Ha mæz o pe-hu oc’h ober ar pes en deus gret J. C. ? S. Paul o coms a bredication an Aviel, a lavar penaus eo en em groet oll, voar an oll evit gounit an ineo da Zoue. Ma teuïo eta an eil da sicour eguile, ar re instruet da disqui d’ar re ignorant, hac ar re-màn da guemeret ar boan da disqui. Ar voyen eo da chasseal an erreur hac ar gaou. Peb christen a rai attantion, a c’hanaveo, a garo hac a difenno voar e vuez, mar be ret, ar guirioneo eus hon religion santel.

Eus a Sign ar Groas.

Sign ar Groas a so instituet evit digaç dimp memoar eus ar mysterio principala eus hon religion hac hon fe ; da lavaret eo, myster an Dreindet, an Incarnation hac hon Redamption ; rac invoqui a reomp an Dreindet adorabl dre verito on Salver J. C. incarnet ha maro evidomp voar ar Groas. Ober a reomp sign ar Groas evit rei da c’hout d’an oll penaus e credomp ar mysterio adorabl-se, ha penaus ezomp guir gristenien. Ober a reomp sign ar Groas evit obteni sicour ha benediction Doue dre verito J. C. voar hon oll œuvro, ha principalamant voar an obero eus ar religion ; rac n’en deus evidomp na graç na sicour nemet dre groas J. C. Dleet eo eta ober sign ar Groas, evel m’en grae ar gristenien guenta, pa difuner, pa der da gousquet, pa guemerer dour binniguet, en commançamant al labour hac ar beden, ha pa arru ur spont pe un danger benac.

Sign ar groas a deu dimp eus an Ebestel. An oll gristenien eus a beb amser o deus impliet ar sign sacr eus ar groas ; ha quement-se a so attestet en histoar, en hevelep fæçon ma ve gallet ober ur volum eus an testenio a fournis voar an articl-se. Sign ar Groas a reer en diou fæçon. Da guenta, o touguen an dorn deou voar an tall, neuse voar an estomac, ac’hane voar ar scoa gleï, ha goude voar ar scoa deo, en ut laret er memes amser : En hano, etc. D’an eil, e reer sign ar Groas en ur ober gant an dorn pe ar biz ar figuren † eus ar Groas. Lactance a lavar penaus an diaoul consultet gant an Impaler, n’en defoa quet credet respont dezàn en presanç ur c’hristen peini en defoa groet sign ar Groas. S. Gregoar a lavar penaus Juluen an Apostat oc’h ober un deiz ur sort magi, o vezàn spontet a eure ep sonch sign ar Groas ; mæs querquent e tisparissas ar fals spouron eus an drouc-speret. S. Athanas, S. Jerôm, S. Victor, S. Augustin a raport un nombr eus a viraclo groet dre sign ac Groas. Ur sort testo na ellont na trompla na bezàn refuset. Respectomp eta ar sign eus ar Groas ; gravomp-àn voar hon zall, en hon c’halon ; sevomp hon speret bete an env, mæs-dougomp-àn ive bete menez cal-var, evit ma or bezo memoar a varo ha passion hon Salver, peini a lavar dimp penaus ma ne dougomp hon c’hroas assambles gantàn, ne vezomp quet dign anezàn. Ar sign sacr eus ar Groas hon rent victorius en dentation, chasseal a ra an drouc-speret, armi a ra ar c’hristen en pep amser, mæs ispicial er momet diveza eus ar vuez. Concluomp eus ar miraclo raportet voar sign ar Groas gant tud santel hac alies presant, penaus hon deus ar c’hraç da veva er guir religion ; rac Doue ne ra quet a viraclo evit favorisa ar gaou. Leromp ive, en ur dremen, penaus ar re a nac’h ar miraclo, a so sperejou faus pe libertin.

HISTOAR.

Pa dremenas Maximien Hercule eus an Itali en Franç, e voe roet dezàn ur certen troupo habil bras ha courajus er brezel, mæs muyoc’h renommet c’hoas dre ho fe hac hoc’h attachamant d’ar guir religion. An troupo-se a voe hanvet ar legion Thebeenn, hac a deue eus an oriant. Maximien goude bezàn tremenet ar meneïo eus an Alpes, a falveas dezàn ober presti ar seramant d’e droupo en presanç ha voar an auter eus e Doueo. Menaci a eure eus ar maro piou-benac a refusje da obeissa. Al legion santel a refusas en em souilla dre ur sacrileich quen enorm. Maximien aordrenas ma vige lequeet d’ar maro an decvet anezi, ha ma vige forcet ar re-all da obeissa ha da bresti ar seramant ; mæs al legion santel a respontas penaus e voant prest da souff an oll dourmanchou quent evit mancout en fæçon ebet d’o fe ha d’o religion. Maximien coleret a ordrenas ma vige c’hoas distruget an decvet loden anezi. An officerien cheffo eus al legion, S. Mauriç, S. Exuper, S. Candid o tremen en toes ar soudardet, a exhorte aneze da soufr quent ar maro evel o mignonet, evit ober netra control d’ar fe ha da lezen Doue. Formi a regeont un declaration evit an oll da vezàn presantet d’an Impaler, en peini e leverent dezàn : « Autro, bezàn ezomp ho soudardet, mæs bezàn ezomp ive servigerien ar guir Doue. Dac’h e tleomp ar servich eus an armo, da Doue an innoçanç eus hon buez. Peguement benac ma zomp armet, ne resistomp quet ous oc’h urzo. Mar ordrenet c’hoas supliço all, prest omp da soufr an tourmancho, ar c’hleve, an tàn, mæs avoui a reomp penaus ezomp christenien. » Neuse Mazimien a gommandas d’e arme ober an dro deze evit ho distruja. Al legion santel elec’h en em difen, a guitaas an armo evit monet d’en em bresanti d’o bourevien, ha tout e soufrjont ar maro hep an distera clem. Chetu a-se soudardet christen, pere a vouie ar pez a dlefoant d’an dud, hep mancout d’ar pez a dlefoant da Zoue, da beini eo bepret dleet ar breferanç. Henoret evel se an hano precius a gristen, bac o pezo lod eus a recompanç ar sænt.




QUENTA INSTRUCTION.
Voar ar pes a dleomp da gredi.

I. QUENTEL.
Voar ar perfection divin.
1. Art. eus ar Gredo. Mên gred en Doue, etc.

G. Petra a dleomp-nîn da gredi ?

R. An oll articlo a fe, ha principalamant ar re so er Gredo.

G. Petra eo ar Gredo ?

R. Ur brofession a fe composet gant an Ebestel.

G. Pet articl so er Gredo ?

R. Daouzec pere a dle an oll da c’hout.

G. Leret ar Gredo en Latin ?

R. Credo in Deum, etc. (er fin.)

G. Leret ar Gredo en Brezonec ?

R. Mên gred en Doue, etc. (er fin.)

G. C’hui lar e credet en Doue, pet Doue so ?

R. Unan epquen.

G. Petra eo Doue ?

R. Ur speret pur ha souveræn, Crouër d’an Env ha d’an Douar, leun a bep sort perfection.

G. Doue hac èn so eternel ?

R. Ya, n’en deus quet bed a gommançamant ha nen devo quet a fin.

G. Pellec’h emàn Doue ?

R. Dre oll.

G. Emàn ive eta en ifern, er purgatoar, hac er barados ?

R. Ya sur.

G. Petra ra Doue en ifern ?

R. Punissàn eternellamant ar re daonet.

G. Petra ra Doue er purgatoar ?

R. Punissàn evit un amser ar re so maro en stat a c’hraç, ha dleourien d’ar justiç divin.

G. Petra ra Doue er Barados ?

R. Recompansi da virviquen ar re evurus.

G. Hac en so Doue ive amàn presant ?

R. Ya sur.

G. Perac eta na velomp-nîn quet anezàn ?

R. Abalamour ma eo ur speret pur, n’en deus quet a gorf evit bezàn guelet.

G. Нac èn a gleo, hac a vel a c’hanomp-nîn ?

R. Ya, clevet a ra tout, guelet a ra tout bete ar sougæsono secretàn eus hon c’halon.

Eus ar Gredo, pe Symbolen an Ebestel.

Ar guer a Symbolen a so grec, hac a signifi merq. Ar Gredo, pe Symbolen an Ebestel a so un abrege eus an articlo a fe, composet gant an Ebestel quent evit m’en em separgeont evit prezeg an Aviel. An oll a so obliget da gridi a galon ha da avoui a c’heno an articlo-se evit bezàn salvet. Bezàn so c’hoas diou Symbolen-all. Hini Nicee ha Constantinopl, peini eo ar Gredo a ve canet en Oferen. Hini S. Athanas voar an Dreindet adorabl. Ne gomsomp bremàn nemet euz a hini an Ebestel, composet a daouzec articl pere a gompren an abrege eus hon fe.

An articl quenta a gompren an abrege eus ar pez a sel Doue, an natur divin, an Dreindet adorabl ; anfin compren a ra ar pez a sel Doue evel carguet eus an oll berfectiono, Crouer an env, an douar, an Ælez, an dud ha quement tra so tout.

D’an eil articl e raporter pec’het hon tad quenta, an necessite eus ur Redampteur, hac ar pez a voa arruet bete donediguez hon Redampteur divin.

An drede articl a gompren guinivelez J. C. hon Redampteur.

Ar pevare, e bassion, e varo, hac e enterramant.

Ar bempet a gompren resurrection hon Salver.

Ar c’huec’hvet a gompren asçansion hon Salver hac e galiteo glorius.

Ar seizvet a gompren ar pez a sel ar jugeamant general ha particulier.

An eizvet, ar pez a sel ar Speret-Santel ha constitution Ilis J. C.

An naovet a gompren qualiteo an Ilis, bac an union eus be mempro, pe communion ar sænt.

An decvet a gompren remission ar pec’hejo.

An unnecvet a gompren ar resurrection general ; hac an daouzecvet, ar maro hac ar vuez eternel.

Bezàn e so un infinite a articlo a fe, pere ne dint quet comprenet er Gredo ; evel ar sacramancho, ar purgatoar, etc. Mæs lavaret a eller penaus e tleomp raporti tout d’ar Gredo, pa zeo guir hervez an eizvet hac an navet articl, e-zomp obliget dindan boan a damnation da gredi quement tra en deus revelet Doue d’on mam santel an Ilis.

Ar pape Pi pevar a ordrenas ajouti d’ar c’honcil a Drant, ur Symbolen pe brofession a fe er guis màn : Anaveout a ran an Ilis romæn, catholic hac apostoliq, evit bezàn ar vam hac ar væstres eus an oll Iliso ; touet ha prometi a ràn ur guir obeissanç d’ar pontif a Rom, viquæl da J. C., successeur da S. Pêr, prinç eus an Ebestel. Evel se e coms pep guir vuguel eus a Ilis J. C.

Ar Perfectiono divin.

Doue a so ur speret pur ha souveren ; n’en deus eta na corf na figur, na liou na ment ; na ell quet bezàn guelet. Bezàn a ra dreizàn e-unan, n’en deus na commançamant na fin, eternel eo ; na depant eus a netra, ha quement tra so a depant anezàn ; guelet ha clevet a ra tout, ramplissa a ra tout, ne chanch jamæs ; bezàn eo an oll c’hallout, ar justiç, ar vadelez, an druez, ar santelez. Bezàn eo an tad mad, peini a fournis tout d’e grouadurien ; en ut guer, en Douè e màn an oll berfectiono a alfemp da imagina, ha c’hoas ne elfomp birviquen o c’hompren er bed-màn. S. Thbmas evit decida ur question benac, en deus ar c’hustum da respont d’ar pez a eller da lavaret a enep ar virionez, quent evit prouvi ar pez en deus da etablissa. Dre-se pa deu ar sant da brouvi penaus e heus un Doue, e commanç e question er guis-màn : Hac èn a so un Doue ? Seblanti a rafe ne eus quet. Un Turc a lennas ar question etablisset er guis-se ; ep quemeret ar batiantet da lenn davantaich, e taulas al levr en tàn, o sonjal penaus e nac’he e heus un Doue. Bezàn hon eus ar maleur da veva en un amser, en peini eo ret prouvi an oll guirioneo ; prouvomp eta penaus e heus un Doue.

Bezàn a so un Doue.

Ar virionez-màn, bezan a so un Doue, a so quen sclær evit piou benac n’en deus quet renoncet d’ar ræson, quen n’en deus nemet an den insanset o lavaret en e galon penaus n’en deus Doue ebet. Dixit insipiens in corde suo : non est Deus.

Quenta ræsonamant a ra an den, eo lavaret : sonjal a ràn, par consequant e zôn, pe e c’hexistàn ; or mar songean, eo ret din anzav penaus e heus un Doue ; rac n’em eus quet gallet rei din ma unan ar pez a ra din sonjal. Ar matier n’en deo quet capabl da sonjal, na da rei din ar facultee eus ar sonch ; ar faculte-se eta a so roet din gant un all, superieur din ha differant eus ma phersonaich. Or hennez eo a hanvàn Doue. Bezàn a so hanvet cant vloas ne voan netra, n’en deo quet bet possubl din receo ar vuez diguenèn ma hunan, un all e deus-hi roet din ; rac ret eo bezàn quent evit ober un dra : ne allan quet bezàn ha non pas bezàn a-sambles. Ma zad ha ma mam ne dint bet nemet an instruntant eus ma guinivelez ; rac mar reculàn ma imagination bete an tad quenta, eo ret din avoui penaus en deus recevet ar vuez, hac eo bet crouet gant un all dishanval dioutàn ; or hennez eo an hini a hanvan Doue ; èn eo an hini quenta, an hini a so dreizàn e unan, hac ar c’hrouer eus an oll.

Mar selaouàn ma c’halon, e lavar din e heus un Doue ; hac ar sclærigen-se fontet gant ar c’hrouer en oll galono, a ra d’ar bed oll hanaveout ha crial en ur voez penaus e heus un Doue. Netra voar an douar na ell contanti ar galon ; douguen a reomp memes en despet dimp, hon desiro en tu-all d’an amser : hon desir a so ep fin ; ret eo evit en contanti, cavet un objet infinit. C’hoant hon deus da veva eternelamant, pe da vezàn immortel ; ret eo eta e ve placet an desir-se en calon pep-hini dre an hini en deus roet dimp ar vuez ; or hennez eo Doue. Birviquen ar speret ar muya subtil na allo compren union e gorf hac e ine. Ar speret hac ar matier ne dint quet groet evit bezàn naturelamant unisset assambles ; couscoude ar c’horf, ar mempro, a so obeissant d’ar volonte ha d’ar speret. Den na ell compren quement se ; ur gallout infinit en deus eta formet un accord quen incomprenabl, hac ar gallout-se eo Doue. A aveout a reomp petra so drouc, petra so mad ; or netra nemet ur squiant, ur justiç dreist an oll n’en deus gallet rei dimp an anaoudeguez-se : quement-se eo Doue. Mar santomp ur boan benac, souden e c’helvomp Doue d’hon sicour ; hac an impi en hevelep occasion er groa eveldomp. Quement tra eta a santomp en hon interieur ; a lavar dimp e so un Doue.

Mar dougàn ma reflexiono er maëz a c’hanon, ha mar gràn usaich eus ma ræson, quement tra a velàn a lavar din e heus un Doue.

Pa gonsideràn ar bed bras-màn, e ornamant, e regularite, e astro, ho reglamant, ho ment, ho sclærigen, al loar, an eaul pere en em discoe hac en em guz en termen merquet ; an nevez amser, an naon, ar gouàn, hac an oll saisonio quen reglet ; an douar, ar mor hac an oll anevalet, ar gonstitution admirabl, non pas epquen a gorf an den, mæs c’hoas a hini ur prenv douar, e c’halvàn a boez ma fen an ourgouillus philo-sophet da dont da explica din petra eo an treo a velan, ha piou en deus ho formet. Moez an natur antier, muyoc’h eloquant evit an oll savantet, a lavar din penaus n’en deus nemet ur furnez infinit capabl a guement-se, hac ar furnez se eo Doue. Cœli enarrant gloriam Dei. Env, douar, mor, lapoucet pere a ninch dre an aer, pesquet pere a neuvi dre a mor, anevalet pere a guers pe a russ voar an douar ; guez, plant, saisonnio, deiz, noz, comset, respontet din. Ho clevet a ràn o lavaret en ur voez : Bezàn e so un Doue, bezàn e so un Doue ; èn en deus hon c’hrouet hac hon gouvern. Totius mundi una vox : Deus est.

Digoromp eta hon daoulagat. Ar guel eus ar bed-màn a so ul levr en peini ar re muyàn ignorant a ell lenn. Scrivet eo ennàn penaus e heus un Doue. An hini ne c’houlen quet selaou ar voez eus e galon hac eus an natur en general, a so muy antêtet evit ur mûl, peini n’en deus nac ententamant nac anaoudeguez. Den na ell en em bersuadi penaus n’en eus quet un Doue ; ha quement-se a so ur breuven a existanç Doue memes. Epicure, tad an atheet, en defoa aon rac Doue hac ar maro, en amser ma pede e scolaërien da vezàn hep aon rac an eil hac eguile. Piou eo en effet ar re a anzao e heus un Doue ? N’en deus, eme Ciceron payen, nation quen barbar voar an douar, ne voar erfad e heus un Doue, non obstant ma hel en em drompla voar an espeç eus an Doue a dle da anaveout. N’en deus eta nemet ar gorruption a galon an den a guement a garfe na ve quet a Doue. Me garfe, eme Labruyere, clevet un den sobr modest, chast, just, o lavaret n’en deus Doue ebet ; an den se da viana a gomse ep interest ; mæs ur sort den na vezo birviquen cavet. Cridi ar pez a gred an oll eo ar brassa furnez ; an oll n’en em dromplont quet voar un greden universel. Maes piou eo ar re a dislonq ar blasphem mezus penaus n’en deus quet a Doue ? Un dornat tud corrompet, pere evit pompadi o c’hourgouil, evit non pas sonjal evel ar gomun, o defe c’hoant na ve Doue ebet, evit beva tranquil en ho buez debordet. Ur c’hriminel ne gar quet e varner ; en distruja a rafe memes, ma ve possubl dezàn. Helas en heur ar maro e coez ar masq ; an den a ro d’en em anaveout : dre vanite ha gompasion e rer ar speret crenv, er momet-se, en despet dezàn, an impi a ra ar spèret foibl.

Bezàn e so eta un Doue. Inutil e ve imppligea amser da brouvi ur virionez quen sclær. Mæs pa so un Doue, hon ine a so ive immortel, ha quement se a so ur suit eus a existanç un Doue. En effet, n’en deus quet a Doue ep justiç, nac a justiç ep punition evit at pec’het ha recompanç evit ar vertu. N’en deus na punition na recompanç a nez ur vuez all : n’en deus quet a vuez-all mar marv hon ine gant hon c’horf. N’hon deus ezom evit compren an immortalite eus hon ine, nemet guelet er bed-màn an triomph eus an dud mechant ha tourmancho an dud just. Doue a gasti alies ar re just ep punissa ordinal an dud fall. Par consequant pa zeo just Doue, (ha na ve quet Doue a nez) eo ret penaus e reserve ar bunition hac ar recompanç evit ar bed all : hon ine a so eta immortel. Ret eo eta renonç d’ar fe ha d’ar ræson evit doueti memes e ve un Doue, hac immortel hon ine.

Profit.

1°. Meditet alies ar perfectiono divin evit anaveout ho miser, ho paourantez hac oc’h imperfection.

2. Adoret Doue a greis ho calon, ha goulennet digantàn pardon evit an dud impi a deu quement d’en outragi, d’en blasphemi.

3. Songet er vadelez infinit a Doue, pardonet, groet vad d’an oll, memes d’oc’h enemiet.

4. Respectet en tout ha dre oll ar bresanç adorabl a Zoue. Guelet hac anaveout a ra oll ; divoallet rac ober en e bresanç ar pez ne garfac’h quet da ober en presanç an dud.

5. Divoallet da heuil ar gorruption eus ar bed ; combatet hac e vezet curunet.



II. QUENTEL.
Voar ar Gredo.
Suit eus ar 1 Art. An Tad oll galloudec, etc.
Myster an Dreindet.

G. Perac e leret-u, Doue an Tad ?

R. Abalamour ar c’henta Pherson eus an Drindet a so hanvet Tad.

G. Perac ê-zân hanvet Tad ?

R. Abalamour m’en deus ur map egal dezàn.

G. Perac e leret-u, an Tad oll galloudec ?

R. Abalamour e c’hallout so infinit.

G. Pet person so en Doue ?

R. Tri, an Tad, ar Map hac ar Speret-Santel.

G. An Tad, hac-èn so Doue ?

R. Ya, an Tad so Doue.

G. Ar Map hac-èn so Doue ?

R. Ya, ar Map so Doue.

G. Ar Speret-Santel hac-èn so Doue ?

R. Ya, ar Speret-Santel so Doue.

G. Tri Doue int-y ?

R. Salocroas, ne dint o zri nemet ar memes Doue.

G. Perac an tri pherson divin ne dint nemet ar memes Doue ?

R. Abalamour n’o deus o zri nemet ar memes natur divin, pe ar memes divinite.

G. Pehini aneze o zri eo ar c’hossan, hac ar puissantan ?

R. Egal int o zri en peb tra.

G. Penos e c’hell c’hoarveout ma int unan ha tri assambles ?

R. Ur myster eo a dleomp da gredi ha da adori, ep gout penos e c’hell c’hoarveout.

G. Leret din bremàn petra eo an Dreindet ?

R. Un Doue en tri Pherson distinct, an Tad, ar Map, hac ar Speret-Santel.

G. Gred un act a fe voar Myster an Dreindet ?

R. Mên a gred ferm tri Pherson en Doue,
О zri distinct an eil eus eguile,
An Tad, ar Map, hac ar Speret Santel ;
Er greden-se e tesiràn mervel.


An Dreindet Santel.

Dre ar guer a Vister, e c’hententer ar guirioneo eus ar religion, pere so dreist hon ræson : rac ar pez a gomprener n’en deo quet myster. Douguen a reomp pep hini ac’hanomp ur represantation eus ar myster adorabl eus an Dreindet : hon ine, e songeo, e desir, e garantez, pere so tri zra distinct en unan hepquen. Mæs credomp, adoromp hep curiosite. Ar myster eus an Dreindet adorabl eo ar principala eus hon religion santel. Ranfermi a ra cals a articlo a fe ; chetu amàn ar re principala.

1.° Bezàn a so un Doue en tri pherson, da c’houzout eo penaus n’en deus en Doue nemet un natur divin, non-obstant ma so tri pherson en natur divin-se, an Tad, ar Map, bac ar Speret-Santel. Jesus-Christ pa gassas e Ebestel evit instrui ha badezi an nationo, a lavaras deze en ober en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel ; ar pez a discoe sclær e c’heus tri pherson en Doue, hac un natur divin hepquen.

2. Pep hini eus an tri pherson divin a so veritablamant Doue peguement benac na vent o zri nemet un Doue hepquen.

3. An tri pherson divin a so egal en pep tra tout.

4. Ne dleer quet separi an natur divin eus an tri pherson : quement-se a ve un erreur condaonet ; pep person eo an natur divin hep division na separation.

5. Ar map a so angeandret gant an Tad, da laret eo, n’en deus quen princip nemet an Tad.

6. Ar Speret-Santel a deu eus an Tad hac ar Map.

Alies e ve attribuet d’ur person epquen eus an Dreindet adorabl, ar pez so commun deze o zri. Dre exempl, d’an Tad e ve attribuet an oll c’hallout, abalamour ma zeo ar princip eus ar Map hac ar Speret-Santel, da bere e communiq e oll c’hallout hac e oll berfectiono, en ur gommunica e natur divin. D’ar Map e ve attribuet an œuvro eus ar furnez divin, abalamour ma zeo ar furnez eternel eus an Tad. D’ar Speret-Santel e ve attribuet an œuvro a vadelez hac a garantez, abalamour ma zeo carantez an Tad hac ar Map. Mæs an obero-se tout a so commun d’an tri pherson ; rac an natur divin na ell quet bezàn partaget evel-se : pa recevomp Jesus-Christ er gommunion, e recevomp ive an Tad hac ar Speret-Santel.

REMARQ.

An Ilis dre ar formulen-màn peini a hanver Doxologie, Gloria Patri, etc., pe gloar d’an Tad, ha d’ar Map, ha d’ar Speret-Santel, a rent san-cess henor ha gloar d’an Dreindet adorabl. Ar c’hantico, an hymno, ar psalmo, an oræsono a so tout adresset d’an Dreindet. An oll Oferenio, an oll Sulio ha Goelio a so tout evit henori an Dreindet adorabl. Ar Sul goude ar Pentecost a so specialamant consacret evit excita hon fe, hon c’harantez, hon adoration evit an Dreindet adorabl. Stephan Escop a Liege (910) a eure dressa an ofiç a Sul an Dreindet. Doue an Tad en deus hon c’hrouet, Doue ar Map en deus hon frenet, Doue ar Speret-Santel hon rent santel. Fe, enor, gloar ha meuleudi d’an Dreindet santel hac adorabl epad an amser hac an etemite. Amen. Greomp eta alies acto a fe, a adoration hac a garantez voar ar myster bras-màn, evit m’or bezo un deiz ar bonheur da gontempli epad an etemite, hon Doue muya caret, en palæs an Dreindet. Amen.



III. QUENTEL.
Voar ar Gredo.
Suit eus ar 1 Art. Croüer d’an Env ha d’an Douar.

G. Laret a red eo Doue Croüer d’an Env ha d’an Douar, ha nen deus-àn croüet nemet an Env hac an Douar ?

R. Croüet en deus ive an Ælez, an dud, ha quement tra so tout.

G. Piou eta en deus o crouet ?

R. An autrou Doue ?

G. Petra o c’heus-u bet digant ho croüer ?

R. Ur c’horf mortel hac un ine immortel.

G. Petra signifi ur c’horf mortel, hac un ine immortel ?

R. Da laret eo ar c’horf a varvo, mæs an ine ne ell quet mervel, hac a bado biquen.

G. Evit petra oc’h-u croüet gant Doue ?

R. Evit e anaveout, e garet, hac e servigi er bed-màn, ha dre ze bezàn evurus gantàn er bet-all.

G. Penos e vezomp-nîn evurus gant Doue er bed-all ?

R. О velet Doue, ous e garet, hac o jouissàn eternelamant anezàn.

G. Laret a red en deus croüet Doue an Æle, petra eo an Ælez ?

R. Sperejo int, croüet gant Doue evit e c’hloar hac e servich.

G. Pet sort Ælez so ?

R. Daou sort, droug Ælez, hac Ælez mat.

G. Petra ra an droug Ælez pe an droug sperejo ?

R. Tourmanti ar re daonet en Ifern, ha tenti ar re veo voar an douar.

G. Petra ra an Ælez mat ?

R. Meuli Doue en Env, ha cavet sourci ac’hanomp.

G. Piou eo an Æl particulier en deus sourci a bep hini ac’hanomp ?

R. An Æl Gardien.

G. Petra displich muyan dan Æl Gardien ?

R. Ar pec’het.

EXPLICATION.

An Dreindet santel en deus crouet ar bed. Doue en deus comset, eme ar Roue prophet, ha quement tra so, a so bet crouet. Chetu amàn evel, m’en lavar Moyses, quenta chabist eus ar Geness, ar fæçon ma crouas Doue an oll dreou :

En deiz quenta e crouas an env hac an douar, en hevelep fæçon ma voa an douar noas ha difform, ha goloet a devaligen : speret an Autrou Doue a voa douguet voar an dour. Doue a eure neuse ar sclærigen, hac en separas dious an devaligen.

En eil deiz Doue a grouas ar firmamant, hac a separas an dour eus an ær dious hini an douar.

En drede deiz Doue a separas an dour eus an douar, hac a eure d’an douar produi pep sort yeaut ha plant.

Er pevarvet deiz Doue a grouas an eaul, al loar, ar planedenno hac ar steret.

Er bempvet deiz Doue a formas al lapoucet hac ar pesquet.

Er c’huec’hvet deiz Doue a grouas an anevalet hac an amprefanet eus an douar, hac anfin an den hac ar vroec, evit commandi voar an anevalet, an evnet, ar pesquet hac an amprefanet.

Ar seizvet deiz Doue a reposas, da lavaret eo, a cessas da groui.

Doue en deus ive crouet an Ælez, mæs n’en deo quet merquet expressamant en pe amser en deus he crouet ; mæs certen eo penaus ezint bet crouet. Ar Scritur sacr a lavar partout penaus an Ælez a so sperejo crouet gant Doue evit e c’hloar hac e servich. Ar bed a so crouet bezàn so voar-dro pemp mil eiz cant vloas. Ne ouzomp nac an nombr eus an Ælez, nac an amser-en peini e zint bet crouet gant Doue. Ar Scritur a lavar penaus e heus un nombr bras a Ælez. Ober a ra mantion a dri urz Ælez ; er c’henta emàn ar Seraphinet, ar cherubinet, an tronio ; en eil, an dominationo, ar principaliteo, ar puissanço ; en drede, ar vertuyo eus an evou, an Arc’hælez hac an Ælez.

Consideromp ar respet, an devotion a dleomp da gavet evit an Ælez ; bezàn e zint ar vinistret a justiç Doue. Int a vezo compagnonet Jesus-Christ deiz ar varn general : bezàn e zint ar gardianet, an difennerien eus ar bobl fidel. Certen eo, eme S. Ian Chrysostom, penaus pep christen en deus e Æl gardien ; memes credi a eller penaus pep rouantelez, pep provinç, pep quaer, pep Ilis o deus hoc’h Æl gardien particulier. An Ælez a doug hon pedenno bete an trôn a Zoue. Goelan a reont voar an disurs eus an dud. En em rejouissa a reont voar gonversion ar bec’herien. Pa zomp conduet gant an Ælez, querzomp en assuranç ; mæs lequeomp evez rac o offanci dre ar pec’het. Trugarequeomp Doue peini goude hon bezàn crouet en deus c’hoas crouet quement a dreo evit hon servich. Sevomp alies hon c’halon voarzu Doue. Goulennomp assistanç an Ælez mad a enep maliç hac artifiço an drouc-speret ; rac mar domp divoallet gant an Ælez mad, Doue a bermet ive ma zomp attaquet gant an drouc-Ælez, pere en em revoltas a enep dezàn. Bezet sobr ha vigilant, eme S. Pêr ; rac an diaoul oc’h ennemi a so en dro dac’h evel ul leon furius, o clasq unan benac da devori. Ne selaouomp jamæs eta an adversour-se eus hon silvidiguez, peini a implich e oll valiç evit hon c’holl. Combatomp, rac Doue en deus roet dimp pep sort sicour evit ar victoar. Mar collomp, n’or bezo quet a excus. An drouc sperejo a soufr oll boanio an ifern : quement-se na ampech quet na so cals a neze er bed-màn ; evit-se e zint hanvet gant S. Paul ar puissanço eus an ær. Quent evit donediguez hon Salver, ho nombr hac ho maliç a voa bras, ha bepret e zint occupet da vlasphemi Doue, da dourmanti ar re daounet en ifern, ha da denti ar re veo voar an douar. An dour biniguet, sign ar Groas, an invocation a Jesus ha Mari a deu d’o chasseal ba d’on renta victorius. Henor, respet hac obeissanç d’on Æl gardien na dremenomp jamæs deiz ebet hep en pedi da gavet sourci ac’hanomp.

Doue en deus crouet an den corf hac ine.

Er c’huec’hvet deiz, evel m’on deus-àn deja laret, Doue a grouas an den hanval outàn, hac a roas dezàn speret, ententamant, bolonte, liberte, hac un ine immortel. Corf an den a voe formet eus an douar, hac a recevas ar vuez dre an ine a roas Doue dezàn. Ine ar vroec a voe evel hini an den, formet eus a netra ; mæs Doue a digassas ar gousquet d’an den, hac a dennas unan eus e gostenno evit formi ar plac’h. Ar c’horf a so sujet d’ar maro ha d’ar gorruption ; an ine a so spirituel hac immortel : ar fe hac ar ræson en lavar dimp ; rac ma perisse hon ine evel hon c’horf, n’en deus religion ebet. N’en em arretin quet da respont d’an atheet, d’ar philosophet sot, d’ar materialistet ; ho c’halon a ro ar gaou d’ar pez a brononç ho gueno a enep immortalite an ine. Mar deo, evel na eller quet en nac’h, speret an ine, eo immortel ; netra na ell perissa nemet ar pez a ell bezàn diviset, separet, partaget, corrompet : or ar speret n’en deo quet composet a lodenno ; simpl hac unan eo ; na ell quet eta perissa, pe finissa, pe mervel. Certen eo penaus hon ine a so speret pe spirituel. Ar matier n’en deo quet capabl da sonjal : or bezàn hon deus en pep-hini ac’hanomp un dra benac peini a sonch, a gompren, a sant, en deus memoar, ha quement se eo hon ine. Bezàn eo eta spirituel, ha parconsequant, immortel. Truez am eus ous an dud sot, pere evit en em distingui dious ar re-all, a ra mez an natur. Ma carfe pep-hini interrogi e galon, net a coprruption, e cafo enni ar santimant imprimet eus a immortalite an ine, evel ma zeo credet dre ar bed universel. En laret hon deus-àn deja.



IV. QUENTEL.
Voar ar Gredo.
2. Art. Hac en Jesus-Christ e Vap uniq hon Autro.
Myster an Incarnation.

G. Petra signifi ar c’homso hac en Jesus-Christ e vap uniq ?

R. Da laret eo e credan ive en J.C.

G. Perac e leret-u, e vap uniq ?

R. Abalamour n’en deus nemet J.C. a ve dre natur map da Zoue.

G. Perac e hanvet-u J.C. hon Autrou ?

R. Abalamour m’en deus hon c’hroüet hac hon prenet.

G. Petra eta eo Jesus-Christ ?

R. An eil Pherson an Dreindet, Map Doue incarnet.

G. Petra signifi en em incarni ?

R. Da laret eo, en em ober den.

G. Petra eta eo myster an Incarnation ?

R. Ur Myster eo en pehini an eil pherson an Dreindet a so en em c’hroet den.

G. Leret din c’hoas pet Person so en Dreindet ?

R. Tri, an Tad, ar Map, hac ar Speret-Santel.

G. Pehini an tri pherson divin-se a so en em c’hroet den ?

R. An eil pherson, Doue ar Map.

G. An Tad hac en so ive en em c’hroet den ?

R. Salocroas.

G. Ar Speret-Santel hac en so en em c’hroet den ?

R. Salocroas, Map Doue epquen, an eil pherson an Dreindet a so en em c’hroet den.

G. Petra en deus-àn groet evit en em ober den ?

R. Quemeret ur c’horf hac un ine evel on heus-nîn.

G. Pellec’h en deus-àn quemeret ar c’horf hac an ine-se ?

R. En coff chast ar Verc’hes Vari dre operation ar Speret-Santel.

G. Pe hano en deus Map Doue, pehini so en em c’hroet den ?

R. Jesus -Christ hon Salver, guir Doue ha guir den assambles.

G. Pellec’h emàn bremàn J.C. ?.

R. Evel Doue emàn dre oll ; evel Doue ha den assambles emàn er Barados, hac en sacramant an auter.

G. Perac e-àn hanvet Salver ?

R. Abalamour men deus sauveteet a c’hanomp dre e varo voar ar Groas.

G. Cals a obligation eta hon heus da Jesus-Christ ?

R. Allas, panevertàn e oamp oll collet.

G. Piou en defoa collet a c’hanomp-nîn ?

R. Hon Tad quenta Adam er Barados terrestr.

G. Petra eure Adam ?

R. Dibri un tam aval.

G. Perac e oa pec’het dezà dibri un tam aval ?

R. Abalamour ma oa difennet outàn gant Doue.

G. Gred un act a fe voar myster an Incarnation ?

R. An eil Pherson eus an Dreindet Santel,
Ar Verb divin, Map an Tad eternel,
A gredàn ferm a so en em c’hroet den,
Ma esperanç a so ennàn epquen.

Myster an Incarnation.

Ar pez a leveromp en diou quentel-màn a so tout tennet eus ar Scritur sacr. Necesser eo dimp gout an histoar eus hon zad, hon breur hon redampteur, hon c’honservateur, hon au-tro, hon barner. Goude pec’het hon tad quenta, Doue a brometas ur Redampteur d’an douar. Ar liberateur-se a arruas voar dro pevar mil bloas goude ma voa bet prometet. Doue a lesas quen hir amser da dremen, evit ober d’an dud santout guel an ezom hac ar bris eus hon Redampteur divin, eit ober deze huanadi ha desirout evel o deus groet ar Sænt el lezen ancien, an arru prompt a Vap Doue incarnet. Anfin Doue a lezas da dremen ar spaç amser-se evit-prouvi hac annonç dre ar prophetet pel amser diaroc, peguen caër ha peguen glorius e voa al liberateur-se, en ur annonç e c’hinivelez, e vuez, e varo, e enteramant, e resurrection, e asçansion hac ar chanchamant a dlefoa da ober voar an douar. Epad an amser se, da laret eo aboe pec’het Adam bete donediguez ar Messias, e voa sauveteet an dud dre ar fe en Jesus-Christ da donet, peini a dlefoa effaci ar pec’hejo cometet quent ha goude e zonediguez. Mæs ar Sænt eus an Testamant ancien ne ellent quet antren er gloar : perger an env a voa serret, den nemet ar Verb incarnet ne elle o digueri ; evel se ine J. C. a disquennas el limbo goude e varo er Groas, evit consoli ha delivra an tado santel, pe ar Sænt eus al lezen ancien.

Bezàn so peder propheci principal voar doediguez ar Messias. Evit abregi na rin nemet o henvel. Ar c’henta, hini Jacob er Geness, ch. 49. An eil, hini ar prophet Damel, ch. 9. An drede, hini ar prophet Aggee, ch. 2 ; hac ar pevare, hini ar prophet Malachie, ch. 5. Ur prophèt a so ur personaich inspiret gant Doue evit annonç certen treo libr pel amser quent evit ma c’harruont. Doue hepquen a ell hanaveout an amser da dont. Bezàn eus c’hoas ispicial nao propheci, pere a verq bete an distera circonstanç a vuez, a regn, a varo, a resurrection hac asçansion J.C. hon Redampteur. Ar Judevien a so c’hoas testo beo a incarnation Map unic an Tad eternel evel eus ar maro cruel en deus soufret voar ar Groas evidomp oll. Goude ar guentel a heuil, e continufomp an histoar a incarnation Jesus-Christ.



V. QUENTEL.
3. Art. Pehini so bet concevet dre c’hraç ar Speret-Santel, so bet ganet gant ar Verc’hes Vari.
Conception ha Nativite hon Salver.

G. Pe da deiz e zeo concevet hon Salver ?

R. Ar bempet de varn-uguent a vis meurs, de oel an Annonciation.

G. Pellec’h oa ar Verc’hes pa goncevas hon Salver ?

R. En Judee er guær a Nazareth.

G. Sant Joseph hac èn so Tad naturel d’hon Salver.

R. Salocroas, n’en deo nemet e dad maguer.

G. Penos en deus gallet ar Verc’hes bezàn mam ha Guerc’hes assambles ?

R. Quement se a so ur miracl a buissanç Doue.

G. Pegouls e oe ganet hon Salver ?

R. Noz Nedelec da anter-noz.

G. Pellec’h e oe-èn ganet ?

R. Er guær a Vethleem en ur c’hraoüic dister.

G. Pe da deis e oe-àn circonciset hac e commanças scuill e oat evidomp ?

R. An deiz quenta ar blas, eis de goude ma oa ganet.

G. Pe hano a oë roet dezàn ?

R. An hano a Jesus, da laret eo Salver ?

G. Pe da deiz e oe-àn adoret gant ar Rouane ?

R. Deiz Goël ar Rouane, ar c’huec’hvet a vis Guenver.

G. Pe da deiz e oe-àn presantet en Templ ?

R. An eil deiz a vis c’hoevrer de Goël ar Chandelour.

G. Pellec’h e tremenas hon Salver an darn vuyàn e vue ?

R. Er guær a Nazareth.

G. Petra eure hon Salver eno en queit-se gant Sant Joseph hac ar Verc’hes ?

R. Obeissàn deze, ha prezec dre exempl о c’hortos prezec dre gomso.

G. Pe noat en defoa hon Salver pa gommanças da brezec, ha da ober miraclo ?

R. Voar dro an noat à dregont vloas.

G. Petra en deus-àn disquet dimp-nîn dre e bredication ?

R. An hent da vont d’ar Barados.

G. Na dre e viraclo ?

R. E oa guir vap Doue, hac e oa guir e zoctrin.

HISTOAR.

Doue a gassas an Æl Gabriël er guær a Nazareth en Galilee, da ur verc’hes hanvet Mari, peini e devoa evit priet un den hanvet Joseph, a famil ar Roue David. An Æl o vezàn antreet el lec’h ma voa ar verc’hes, a lavaras dezi : M’ho salud, leun a c’hraç, an Autro Doue so guenac’h. Maria voe troublet dre ar c’homso-se. An Æl a lavaras dezi : N’ho pezet quèt aon, Mari ; concev ha guenel a refet ur buguel, da beini e rofet an hano a Jesus. Bras a vezo, ha hanvet map an oll c’halloudec. An Autro Doue a roïo dezàn trôn David e dad : rên a raï eternellamant voar dy Jacob, hac e rên a vezo hep fin. Ar verc’hes santel a c’houlennas digant an Æl penaus e alge quement-se arruout ganti, hi peini n’e devoa commerç gant den. An Æl a respontas dezi : dre operatioh ar Speret-Santel e c’harruo quement-se. Ar vertu eus an oll c’halloudec ho coloïo eus e sceut, hac ar froez santel a goncevfet, a vezo hanvet map Doue, da beini ne eus netra impossibl. Mari a respontas : me so servicheres an Autro ; ma vezo greet em andret evel m’hoc’h eus annoncet. Querquent ar Verb divin en em incarnas evit chom guenemp voar an douar. Mari eta priet da S. Joseph a famill David, guerc’hes quent ha goude he guiliout, guerc’hes epad he buez, eo mam Doue hon Redampteur. Ganet e deus ur map peini so Doue, hac a beini ar c’horf a so formet a hini Mari.

Elizabeth quiniterv Mari a voa dougueres a. S. Yan badezour. Mari a ya da renta bisit dezi. Yan a drip en cof e vam, o santout ar bresanç eus an hini a doug Salver ar bed. An Impalaër August a ordren gout an nombr eus e dud ; Mari a barti gant e friet : arru eo e zermeén : guenel a ra ep hep sort poan, en ur c’hraouic dister er guær a Vethleem. Accomplissamant eus ar prophetio voar al lec’h hac ar baourentez a c’hinivelez ar Messias. Quement se a arruas en nos d’ar pempvet deiz voan-uguent a viz querzu. Er memes instant an Ælez a annonças d’ar vergerien pe pastoret an denvet, guinivelez hon Salver.

Ur stereden nevez en annonças en Oriant ; ar Rouanez pere a voa payanet a deu d’en adori er c’hraou. Eiz deiz goude ma voa ganet, Jesus a gommanças da scuil e voad evidomp ar circomcision, non-obstant na voa quet sujet d’al lezen. Chom a eure daou uguent deiz en Bethleem ; presantet e voe en templ, hac offret da Doue. Mari en em soumetas d’ar purification, petra benac na voa quet obliget. Herodes peini en devoa clevet gant ar Rouanez penaus e voa ganet ur Roue nevez, ho fedas da retorn, ha da lavaret dezàn pelec’h e voa, ma haje ive, emezàn, d’en adori. Un Æl a avertissas ar Rouanez a dreitouraich Herodes, ha retorn a resont dre un hent-all. Herodes furius da vezàn tromplet gant ar Rouanez, a ordrenas massacri an oll vugale a Vethleem ha tro voar-zro bete an oad a daou vloas. Mæs ar famil santel a yees en Egipt evit evita persecution Herodes. Goude maro Herodes, er rên Archelaus, Mari, Jesus ha Joseph a retornas da Nazareth el lec’h ma choment ordinal. Jesus en devoa evit Mari e vam ha S. Joseph e dad maguer, pep sort respet ha soumission, ha chom a eure eno bete an oad a voar dro tregont vloas. En oad a daousec vloas e tisputas en templ ous an doctoret, hac e cargas an oll a admiration, peguement benac n’en devoa quet disquet lenn. Mont a reas Jesus da gavet S. Yan en desert, tost da rivier jourdan, evit bezàn badezet. N’en devoa quet ezom a guement se : n’en devoa nac ar pec’heet originel na pec’het-all ebet, mæs c’hoant en devoa da autorisa badiziant Ian, da renta santel an dour eus ar vadiziant, ha da rei ur merq bras eus e divinite, na penaus e voa guir map Doue. An houabren en em digoras, ar Speret-Santel a disquennas evel ur goulm, hac ur voez a voe clevet o lavaret : Hennez eo ma map muyàn carer. Goude e vadiziant, Jesus conduet gant ar Speret-Sanel en em retiras en desert, en pelec’h e chomas daou-uguent deiz ha daou-uguent noz ep dibri. Tremen a eure an amser-se er yun, er beden, evit disqui dimp penaus goude m’or be bet ar c’hraq da vezàn purifiet dre an dour eus ar vadiziant pe ar sacramant a binigen, e tleomp caret ar retret, ar silanç, ar yun, ar beden, ar veditation ; ha penaus mar en em exposomp er bed ep bezàn precautionnet a enep an dentation,e heus risq evidomp da vezàn surmontet ha collet. Voar yun Jesus, eme an Tado santel, o deus an Ebestel instituet ar yun eus ar c’horaïs. Jesus goude e yun en defoa naon. Satan en tentas ; mæs Jesus a rentas prompt mezus ha confus ar speret tentateur, hac en chasseas. Jesus, eme S. Paul, en deus permetet bezàn tentet, evit hon sicour en dentation, hac evit disqui dimp penaus ar yun hac ar beden eo an armo a bere e tleomp en em servichi evit bezàn victorius voar an dentation. Jesus goude bezàn chasseet ar speret tentateur, a voe servichet gant an Ælez. Sortial a eure eus an desert evit prezeg an Aviel epad voar dro tri bloas ha tri miz. Tremen a eure en Galilee gant Philip, peini a digassas dezàn Nathanaël. Jesus a voe presant en heured Cana en Galilee, er lec’h ma eure e guenta miracl en ur chanch an dour en guin en requet e vam santel. A c’hane e zeas da Jerusalem, en pelec’h a eure cals a viraclo. Tremen a eure dre ar Judée : e disquibien a vadeze ar bobl dre e urz. O tremen ar vro a Samari, e convertissas ur vroec, hac e c’himpligeas daou deiz evit convertissa ar bobl. Er guær a Gana e voellaas eus an derjen merc’h un officer da Herodes. Eus a Gapharnaüm Jesus a dremenas en Galiiee, a voellaas mam gaër S. Pêr, hac a eure un nombr bras a viraclo all. Voar an dour a Genezareth e commandas d’an tempest cessi : er vro-se e tilivras daou den possedet. Retorn a reas da Gapharnaüm : en pelec’h e voellaas ur paralitic, e c’halvas S. Vaze eus e banco evit e heuil, e voellaas ur vroec peini e defoa ur c’hol goad, e resuscitas merc’h Jaïre, hac e eure cals a viraclo-all, Jesus en em rentas en Jerusalem evit celebri an eil Pasq goude e vadiziant ; instrui a eure ar bobl ; un deiz sadorn pe Sabat ar Judevien, e voellaas ur paralitic hac un den peini en defoa un dorn sec’h. Ar pharisianet a voe scandaliset a guement-se. Jesus evit evita ho furor, en em dennas var-zu ar mor a c’halilee ; heuillet a voe gant un nornbr bras a dud. En em den a eure voar ur menez en pelec’h e choasas daouzec eus e Disquibien, da bere e roas an hano a Ebestel, da lavaret eo, an hano a dud casset : rac cass a dlefoa aneze evit prezeg an Aviel dre ar Judee, ha goude dre ar bed oll. Jesus a dremenas er beden an noz quent evit ma choasas e Ebestel, evit discoe penaus e tleer en em brepari evit choas epad an amser heriterien an Ebestel. Chetu amàn ar choas a eure Jesus. Ar c’henta voe Simon Pêr ; ar re-all, Andre ; Jacques ha Yan, mibien Zebedee, Philip, Bartholemi, Maze, Jacques map Alphee, Jude, Simon ha Judas Iscariot, peini a drahissas Salver ar bed. An oll Ebestel se a voa eus ar gommun, ep sicour na studi. Jesus ho choasas evel-se evit discoen e c’hallout hac evit ne vise gallet attribui netra deze eus a etablissamant ar religion hac an Ilis, ha ma vise dre eno obliget an oll da hanaveout obero Doue ha non pas re an dud. Jesus a eure ur sarmon bras hanvet sarmon ar menez. Ober a eure nombr a viraclo : goellaat a eure un den laour ha servicher ar c’hantenver. Neuse e cassas e Ebestel daou a daou evit prezeg er Judee ar binigen hac an Aviel. Jesus a brezegas en Galilee ; pemp mil den en selaoue : ober a eure en o faveur ar miracl eus ar pemp bara ha daou besq. Ar bobl en admiration a falveas dezàn e ober Roue. Jesus en em dennas voar ar menez evit pedi. An disquibien o retorn dre vor da Vetsaïde, evel m’en defoa ordrenet, a voe surprenet gant un tempest en creis ar mor. Jesus a guerzas voar ar mor ; a deuas d’o c’havet, o c’hassuras, a appæsas an tempest hac a eure ive da S. Pêr querset voar an dour. Jesus ne zeas quet er bloas-se da Jerusalem ; na c’houlennas quet contanti curiosite Herodes peini en devoa c’hoant d’en guelet. C’hoant en defoa da rei repos d’e disquibien eus ar boan o defoa bet. Tremen a eure en Tyr hac en Sidon ; er vro-se e cafas ar Gananeen, peini dre he fe, e humilite hac e ferseveranç, a obtenas ar yec’het. Ar Judevien a falveas deze e labei gant ar vein ; en em retira a eure : voar e hent e cafas un den ganet dall ; rei a eure dezàn ar guelet.

Choas a reas daouzec ha tri-uguent disquib evit o c’hass daou a daou partout er lec’h ma tremen-se. Continui a reas e bredication hac e viraclo. Dont a ra en Bethani, tost da Jerusalem evit resuscita Lazar. Pasq a voa arru, ha Jesus a voa resolvet da soufr ar maro. Antren a ra en triomph en Jerusalem. D’ar Yaou quent e bassion, e cassas daou eus e Ebestel evit prepari ar repas eus an noan paschal. Lavaret a ra deze penaus unan aneze en trahisso. An diaoul a antreas en calon Judas peini a sortias ractal. Jesus a lavaras dezàn, groet, Judas, promptamant ar pez a songet. Consoli a ra e Ebestel, prometi a ra deze ar vuez eternel, ar Speret Santel, ha penaus e vezo bepret gante. Pedi a ra e Dad evitàn e-unan, evit e Ebestel, hac anfin evit quement a gredo ennàn. Tremen a ra ar Cedron ; mont a ra bete menez Olivet ; antren a ra er jardin hanvet Gethsemani, en pelec’h e ouie erfad e tlefoa Judas dont d’en c’hlasq evit en livrat d’ar Judevien. Jesus a lez e Ebestel a gostez ; pedi a ra gant quement a ners, quen a c’huez an dour hac ar goad. Cavet a ra e Ebestel cousquet. Judas a antre gant ar Judevien. Jesus a c’houlen : piou a glesquet-u ? Voar ur goms quen gracius e leverjont : Jesus a Nazareth. Me eo, eme Jesus. Tout evel pa visent scoet gant un taul curun, e coesjont d’an douar. Jesus contant da veza discoet e varv volontairamant, o lez da sevel ha d’en quemeret.


Abrege en cantic a Sarmon ar Mênez, voar an eis evurustet. S. Vaze, 5.

1.
Disquet erfad an eis quentel
A voe disquet d’an Ebestel,
Gant Jesus-Christ guir vap Doue,
P’o c’hinstruas voar ar menez.

2.
Evurus, eme Salver ar bed,
Eo an nep so paour a speret ;
Rac apparchanti a ra oute
Ar rouantelez eus an Eê.

3.
Evurus ar re douç a galon ;
Hac a drec’h voar ho fassion ;
Beva a raïnt contant en douar,
D’ar barados e zint d’ar gloar.

4.
Evurus ar re a deu da voelàn ;
Depourvu a joa er bed màn,
Consolet vezint gant Doue
En durant an eternite.

5.
Evurus ar re gar ar justiç,
Ar vertu, hac a gaz ar viç ;
Contantet vezint en envo
Eus ar gloar hac ar joaïo.
6.
Evurus ar re so truezus
Ous an dud paour ha hirvoudus ;
Rac Doue en defo ive
Pep Sort compassion oute.
7.
Evurus eo ar gondition
Eus ar re so pur a galon ;
Rac jouissa raïnt hep fin
Dimeus ar visiou divin.
8.
Evurus ar re gant ho nessan
A vevo en peoc’h er bed-màn ;
Rac ar re-se, eme Doue,
A so a dra-sur e vugale.
9.
Evurus ar re so hep sujet
Gant an dud fall persecutet ;
En fin ho buez o defo
Lod er joa vras eus an envo.
10.
Chetu a-se guir squel an Eê,
Composet a eiz degre ;
Pignomp enni oll courajus,
Evit monet bete Jesus.



VI. QUENTEL.
Voar ar Gredo.
4. Art. En deus anduret dindan Ponç Pilat, a so bet crucifiet, maro, аc enterret.
Myster hon Redamption.

G. Hon Salver J.C. hac ên en deus soufret cals a boanio evidomp ?

R. Ya, ar re vrassàn hac en e ine, hac en e gorf.

G. Pessort poan à lare-àn a souffre en e Ine ?

R. Laret a re oa trist e Ine bete ar maro.

G. Pet poan principal a soufras-àn en e gorf ?

R. Pemp. 1. E c’huesas an dour hac ar goat. 2. E oe flagellet. 3. E oe curunet a spern. 4. E toûgas e groas. 5. E oe crucifiet.

G. Evit petra en deus hon Salver soufret quement a boanio, hac ur maro quen cruel ?

R. Evit disque dimp e garante hac enormite ar pec’het.

G. Ha ne alje quet un den pe un Æl satisfia da Zoue, hac apesi e justiç ?

R. Salocroas, abalamour d’an offanç a ra ar pec’het da Zoue pehini so infinit.

G. Penos en deus gallet hon Salver mervel, hac èn Doue ?

R. N’en de maro nemet evel den, hac evel Doue en deus roet ur pris infinit d’e souffranço.

G. Evit piou eo maro hon Salver ?

R. Evit an oll, hac evit peb hini en particulier.

G. Pe da deiz e varvas hon Salver ?

R. D’ar Guener ar Groas ?

G. Piou so bet caus d’e varo ?

R. Ar Judevien hac ar Bec’herien.

G. Pegueit e oe-àn er groas quent mervel ?

R. Voar dro teir heur, ha neuse e tispartias e ine dious e gorf.

G. Nac e Zivinite ?

R. Nen deo jamæs dispartiet na dious e ine na dious e gorf.

G. Gred un act a fe voar Myster hon Redamption ?

R. Mên a gred fermamant ma Jesus, douç ha mat,
Penos o c’heus scuillet evidon oc’h oll oat,
Ha n’en deus graç ebet, na merit na pardon
Nemet dre ho maro, ha dre ho passion.

Redamption.

Garoti a reont Jesus er jardin Olivet evel ur laër hac un den fall ; en traïna a reont da dy Anna tad caër d’ar Pontif Caïphas, ha da dy Caïphas d’ar goude, peini asistet gant ar Veleyen hac oll gonseil ar Judevien a deu da interrogi Jesus eviel ur c’hriminel, voar e doctrin hac e Ebestel. Jesus a respont penaus evit gout petra eo e doctrin, eo ret en goulen digant ar re en deus-àn clevet o prezeg. Na respontas netra voar sujet e Ebestel. Digasset e voe cals a fals testo ; mæs evel ne voant quet conform an eil d’eguile, ne servigent nemet evit discoen e voa faus ar pez a lerent. Jesus na levere netra. Goulen a rer digantàn hâc èn eo ar C’hrist. Respont a ra penaus e zeo ; Voar-se ne deus quen ezom a desto. Jesus a so condaonet d’ar maro. Setanç cruel ha barbar, setanç injust ! Mæs n’en deo quet avoalc’h quement-se. Pêr a nac’h Jesus ; ur laquæs a ro ur façat da Salver ar bed ; darn-all a graich en e visaich, hac a ra dezàn pep sort insult hac injur. O ma Doue ! Judas an traïtour en deus horreur eus e grim : retorn a ra ar bris a vap Doue, coeza a ra en disesper, mont a ra d’en em grouga. Jesus condaonet d’ar maro, a voe garotet ha casset da dy Pilat, gouverneur eus ar Judee evit ar Romanistet. Jesus a voe accuset a dri zra principalamant : da guenta, da droubli an nation dre e sermonio ; d’an eil, da ampech ma vise peet an tribut da Cæsar ; d’an drede, d’en em ober Roue. Pilat a hanaveas ractal an innoçanç a Jesus ha maliç ar re en accuse ; mæs evel m’o defoa lavaret en devoa prezeguet en Galilee, e cassas Jesus bete Herodes-Antipas, gouverneur a C’halilee, evit bezàn barnet gant ar Prinç-se. Herodes a voa en amser-se en Jerusalem ; ur joa vras en devoa, ha memes dont a eure da vezàn mignon da Bilat. Curius da velet ha da glevet Jesus, e c’houlennas digantàn cals a dreo ; mæs Jesus na respontas netra. Herodes gant tud e Balæs en devoa mepris evit Jesus, a eure guisca dezàn dre goap ur saë voen, hac en cassas evel-se da Bilat, pehini a lavaras d’ar bobl penaus e voa cavet Jesus innoçant gant Herodes ; mæs ar bobl tigr-se a grie ma vise condaonet d’ar maro. Deiz Gouelio Pasq e voa ar c’his dilivra d’ar bobl ur c’hriminel. Bezàn e voa er prison ur muntrer hanvet Barrabas. Pilat a roas d’ar bobl ar choas, Jesus pe Barrabas ; Barrabas a voe delivret, ha Jesus condaonet. Pilat a songeas c’hoas evit appæsi ar bobl barbar-se, laquat flagelli Jesus. Querquent ar soudardet en diviscas, en dispennas a daulio foet hac en insultas en pep fæçon. Golo a reont e gorf dispennet gant ur vantel pourpr, anfonci a reont ur gurunen spern en e benn, en e dorn e lequeont ur benduen evit baz royal : neuse ur c’hlin d’an douar, en ur squei voar e faç hac e benn, e leront dezàn evit e oapaat : Salud Roue ar Judevien ; divin piou en deus da scoet. Jesus a soufr an oll goall dretamancho-se hep lavaret guer. Pilat en discoe d’ar bobl er stad-se en ur lavaret : Chetu amàn an den. Mæs pell dious bezàn touchet, ar bobl barbar-se a deu da redoubli, da c’hourdous ha da lavaret : Lemet-àn, lemet-àn dirac hon daoulagat, ha crucifiet-àn. Ar c’hriminel Pilat a brononç ar setanç a varo a enep an innoçanç memes. Ar C’hrouer a so condaonet gant ar c’hrouadur, map Doue a varvo er Groas. Doue a bunissas heb dale ar barner injust Pilat. Coezàn a eure en drouc-c’hraç rac pehini en devoa aon. Exilet e voe da Vienne voar ar rivier Rhôn, en pelec’h e varvas en disesper, hac e voe e voureo e unan. Ar soudardet a divisq da Jesus e vantel pourpr evit en guisqui eus e dillat ordinal. samma a reont dezàn ar Groas voar e diou scoa ; mæs re bonner eo ar bec’h : obligea a reont un estranjour, Simon, d’en sicour da douguen e groas voar ar Menez. Ur foul a dud hac a vroaguez a heulie Jesus ; ar groaguez a sculie daëlo ; Jesus a lavaras deze : groaguez a Jerusalem, n’en deo quet voar nòn-me e tleet scuil daëlo, mæs voar noc’h oc’h-unan ha voar ho pugale. Voar lerc’h Jesus e voa daou laër condaonet d’ar maro. Pa arruas Jesus voar menez calvar, e voe divisquet, e dillat a voe partaget en peder loden etre ar soudardet ; mæs e saë hep groui a voe tennet d’ar sord. Tachet e voe-Jesus er groas, hac ar groas a voe leset da goueza quen rust en toul, ma tiframas e oll vempro. Ar soudardet, ar veleyen, ar bobl en abime a outraich, a insult, a vlasphem ; unan eus an daou laër a re evelte ; mæs eguile en em gonvertissas, a c’houlennas hac a obtenas pardon digant Jesus. Ar Verc’hes a voa en e sav ous troad ar groas, oc’h offr da Zoue he sacrifiç gant hini e map divin.

Jesus a lavar d’e vam, en ur goms dezi eus a S. Yan, chetu ase ho map ; da Yan e lavar, chetu ase ho mam, en ur goms dezàn a Vari. Voar dro teir heur Jesus a ra ur glemaden vras, ha lavaret a ra en deus ur sec’het : presanti a rer dezàn ar væstl distrempet en guin aigr. Re-Commandi a ra e ine da Zoue, lavaret a ra eo achu tout, plega a ra e benn ha renta e ine. An douar a grên, ar beyo a digor, a stigneur eus an templ en em difram, an eaul a goll e sclærigen, ar veïn en em frail, an natur en antier a so touchet a varo hon Salver. Maro eo eta map Doue, mæs n’en deo maro nemet evel den, Doue na ell quet mervel ; mæs evel Doue en deus roet ur bris infinit d’e dourmarrcho. Ar Verb divin en ur ober den, n’en deus quet confondet an natur divin gant an natur humen, rac-se, non-obstant ma ve diou natur en Jesus-Christ, n’en deus couscoude nemet ur personaich. En compren a ellomp dre ar gomparaison eus hon c’horf hac hon ine, eus a bere an union ne ra nemet un den. Bezàn omp assambles corf hac ine. Jesus-Christ a so assambles Doue ha den. Evit ar pez a sel an natur humen Jesus-Christ en deus ur c’horf hac un ine eveldomp ; hac ar Verb divin en ur gueme ret ar c’horf hac an ine-se, en deus guisquet hon oll infirmiteo, exceptet ar pec’het, an ignoranç hac ar panchant d’an drouc.

Œuvro J. C. a so a dri sort. 1°. Ar re divin evel croui, conserv ha gouvern an oll dreo. 2°. Ar re humen, evel dibri, eva, guela, cousquet ha soufr poan. 3°. Anfin an obero all a Jesus-Christ a so lod divin ha lod humen ; rac bezàn e zint participant eus an natur divin hac an natur humen assambles. Evelse eo guir laret penaus Doue en deus soufret ar maro evidomp, penaus eo resuscitet ; penaus eo Doue map an den ; mæs n’en deus nemet an natur humen a guement en deus anduret poan en J. C. E ine a so bet separet dious e gorf, ha ze eo mervel. Dre e œuvro an den-Doue en deus antieramant satisifiet d’ar justiç divin evidomp ; mæs peguement benac ma ve maro evit an oll, an oll couscoude na brofitont quet eus e varo. An oll graço surnaturel so un effet hac ur gommunication a varo ha passion J. C. ; mæs ar graço se so inegal, parconsequant ne dint quet egalamant accordet d’an oll. Dre ar Sacramancho principalamant e ve appliquet d’an ine ar froez a varo ha passion hon Salver ; or an oll na recevont quet ar Sacramancho : evel-se peguement benac dre un effet eus e garantez, ma ve maro hon Salver evit an oll, e heus cals sioas pere a varv en o fec’het, evel ar re a varv hep bezàn badezet ; ar re a decet en stad a bec’het marvel. N’en deo quet faut hon Redamptor divin : roet en deus dimp peadra da beâ hon dle, hon faut eo ma n’on deus quet profitet. Delivret en deus ac’hanomp eus ar pec’het, eus a esclavaich an drouc-speret ; digoret en deus dimp an env, roet en deus dimp an exempl eus an oll vertuzio hac an oll c’hraço necesser evit ho fratica hac arruout er gloar eternel. Malheur dimp ma ne brofitomp.

Divinite pe natur divin J. C. n’eo jamæs bet separet dious e gorf hac e ine, mæs e ine hepquen en em separas dious e gorf dre ar maro. Ma zad, eme J. C., a gar ac’hanon, abalamour ma roàn ma buez evit e c’hemeret a nevez ; den ne lem ma buez diguene ; ac’hanòn ma unan e roàn. Ine J. C. separet dious e gorf dre ar maro voar menez calvar, a disquennas d’an iferno, da lavaret eo, evel m’en lavar S. Paul, d’ar plaç isel en douar, e lec’h ma oa ineo ar sænt quenta pere a voa maro quent hon Salver pehini o delivras evit antren gantàn en gloar ar barados seret bete ar maro eus a Redamptor ar bed.


————


VII. QUENTEL.
Voar ar Gredo.
5. Art. So bet disquennet d’an Infernio, ha ressuscitet an drede deiz a varo da veo.
6. Art. A so pignet en Env, hac azeet en tu deo da Zoue an Tad oll galloudec.
Disquen hon Salver el Limbo, hac e Resurrection.

G. Pellec’h e tisquennas hon Salver goude e varo ?

R. Disquen a eure d’an Ifernio.

G. Petra signifi an Ifernio ?

R. Da laret eo el Limbo, el lec’h ma oa an Tado Santel.

G. Piou oa an Tado Santel-se ?

R. Ar re oa maro en stat a c’hraç quent donediguez hon Salver.

G. Evit petra e c’hès on Salver da gavet an Tado santel ?

R. Evit annonç dezo ho Redamption hac ho delivranç.

G. Pe da deiz e ressuscitas hon Salver ?

R. D’ar Sul Phasq dious ar mintin an drede deiz goude e varo.

G. Pegueit a chomas-àn voar an douar, goude e Resurrection ?

R. Daou-uguent deiz evit instrui e Ebestel.

G. Pe da deiz e pignas-àn en Env ?

R. D’ar Yaou Basq deiz Goël an Asçansion.

G. Penos e pignas-àn en Env ?

R. Pignal a eure corf hac ine dre e vertu e hunan.

G. Penos emàn hon Salver bremàn en Env ?

R. Azeet en tu deo da Zoue an Tad oll-galloudec.

G. Petra signifi ar c’homso-se, Azeet en tu deo da Doue an Tad oll-galloudec ?

R. Da laret eo J. C. evel Doue, a so quen puissant hac e Dad ; hac evel Den, en deus mui a c’hloar hac a c’hallout evit an oll grouadurien.

G. Evit petra eo pignet hon Salver en Env ?

R. Evit digueri dimp dor au Env, bezàn on avocat, ha digaç ar Speret-Santel.

Resurrection hon Salver.

D’ar guener da greis-deiz e voe staguet Jesus er groas. En deiz voar lerc’h par consequant e voa ar sadorn pe ar sabat, peini a gommance etoues ar Judevien d’ar guener da gus-eaul. An deiz-se a voa hac a so c’hoas un deiz solem evit ar Judevien, pere a c’houlennas hac a obtenas digant Pilat ar bermission da deri diar Jesus hac an daou laër a voa crucifiet gantàn, evit o hachui ma ne voant quet maro, evit ne viget quet obliget d’o lezel er groas deiz ar sabat. Teri a regeont ho diar d’an daou laër, mæs non pas re Jesus peini a voa maro aboue teir heur. Evel-se e voe accomplisset ar figuren hac ar bropheci : Ne derfer quet e esquern. Ur soudard evit gout hac èn voa maro, pe en achui ma ne voa quet, a doullas costez Jesus gant un tol lanç. Sortial a eure eus ar gouli goad ha dour evit represanti ar Sacramancho eus an Ilis, pere o deus oc’h oll ners eus ar goad precius a Jesus, scuillet voar ar groas. Un den pinvidic hanvet Joseph d’Arimathie, a c’houlennas hardiamant hac a obtenas digant Pilat corf Jesus evit en sebelia. Nicodem en sicouras da distaga ar c’horf precius dious ar groas, ha d’en laquat er be en devoa groet er garec, hac en peini ne voa bet enteret den ebet. Neuse e lequesont ur mên bras voar ar be, peini a voe cachedet gant ar Judevien, ha goardet. Mæs Jesus evel m’en devoa àn laret e unan, a resuscitas d’ar Sul vintin, an drede deiz goude e varo. E ine a antreas a nevez en e gorf, ha sortial a eure triomphant eus ar be. Pebes joa ! pebes joa ! Jesus a so resuscitet. S. Paul o scriva d’ar bobl a Gorinthe, ch. 15, a lavar «: Proposi a ràn dac’h, ma breudeur ; an Aviel am eus annoncet oc’h eus recevet, en peini e chomfet fidel ha dre beini e vezet salvet, mar bet fidel dezàn evel m’am eus àn prezeguet d’ac’h, ha mar be ferm ho fe ; rac lavaret am eus dac’h ar pez am eus disquet ma unan, penaus hervez ar Scritur eo maro J. C. evit effaci hon pec’hejo ; penaus eo bet sebeliet, ha penaus hervez ar memes Scritur, eo bet resuscitet tri deiz d’ar goude. En em discoet eo da Cephas, goude d’e unnec Abostol, c’hoas da ouspen pemp cant eus hon breudeur, a bere cals so c’hoas beo, darn all so maro. Anfin goude c’hoas en em discoeas da Jacques ha d’e oll Ebestel ; goude an oll eo en em discoet din-me, an distera eus an Ebestel : na veritàn quet memes an hano-se, rac me am eus persecutet Ilis an Autro Doue. »

N’en deus quet a desteni muy sclær. Cals eus an testo citet gant an Abostol a voa beo en amser ma comse. J. C. a voa en em discoet c’hoas d’ar Vadelen, d’ar groaguez santel, d’an daou disquibl Emmaüs. Ar Scritur a lavar sclær penaus an Ebestel ne voant quet disposet da gridi resurrection ho mæstr. Treti a resont a gontadello ar pez o devoa lavaret deze ar groaguez santel pere a voa bet er be, hac ous pere o devoa comset an Ælez. Ar veich quenta m’en em discoeas Jesus, Thomas a voa absant, ha ne c’houlenne quet cridi ar pez a levere an Ebestel all dezàn ; ret e voa dezàn guelet e unan, ha memes laquaat e viziet en toullo an tacho. Jesus ous en em discoe dezàn a lavaras : Evurus, Thomas, ar re n’o defo quet guelet, mæs o defo credet fermamant. Mæs an Ebestel goude bezàn guelet Jesus resuscitet, en em expose ep aon da bep sort danger ; prezeg a reont en creis Jerusalem resurrection ho mæstr divin. Ober a reont miraclo, soufr a reont ar maro evit souten ar pez a leront.

Ascension hon Salver.

Jesus goude e resurrection n’en em discoeas, eme S. Pêr, nemet d’an testo choaset gant Doue. N’en em discoeas quet d’an dud impi : ne voant quet dign eus ur faveur quer bras, hâ Doue en devoa bolonte da lezel guenemp ar merit eus hon fe, eme Tertulien, evit e recompansi. Rac ar fe-se n’e dise quet a verit, ma vise bet anavezet gant an oll ep distinction resurrection hon Salver. An den-Doue a chomas daou-uguent deiz goude e resurrection gant e Ebestel ; instrui a eure aneze, formi e Ilis ha sevel en env ar yaou peini a hanvomp Goël an Ascension.

An daou-uguent-vet deiz goude e resurrection, Jesus en em discoeas d’e Ebestel pere a voe assambles er guær a Jerusalem. Lavaret a eure deze penaus en devoa an oll pouvoar en env ha voar an douar ; ordren a eure deze mont dre ar bed evit instrui ha badezi an oll nationo en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel. Prometi a ra deze an donæson eus ar miraclo quen evite, quen evit ar re a gretse en ho c’homso. Assuri a ra aneze eus e assistanç bete fin ar bed. Digueri a eure o ententamant evit ober deze compren ar Scritur. Prometi a ra deze ar Speret-Santel, commandi a ra deze chom en Jerusalem quen n’o defo-àn recevet. Condui a ra aneze da Vethani, tost da Jerusalem, pignal a ra voar menez Olivet, rei a ra deze e venediction, sevel a ra eus an douar hac antren en ur ouabren, peini en c’houaich ous o daoulagat. Daou Æl, evel daou den guisquet en guen, en em bresant d’an Ebestel hac a lavar deze penaus Jesus peini o defoa guelet o sevel en env, a disquenge c’hoas voar an douar en ur memes fæçon. Chetu ase an triomph eus an natur humen placet en J. C. voar an trôn eus e Dad eternel. Jesus so en env corf hac ine ; bezàn eo hon Redamptor, hon avocat, hon belec, hon pontif, hon victim, hon templ, hon auter, hon tad, hon chef, hon breur, hon sclærigen, hon mæstr, hon doctor, hon prophet, hon abostol, an Æl eus an Testamant nevez, an hent dre beini e tleomp querset, an oôr dre beini e tleomp antren, ar mên corn hac ar fondamant voar behini e zomp batisset, ar voezen eus a beini e zomp ar branco, ar virionez peini a dleomp da heuil ; bezàn eo hon buez, hon bara, hon pastor, hon friet, hon medecin, hon roue, hon barner, hon fe ; quen lies a c’her pe a galite en J. C., quen lies a sujet a admiration hac a veditation evidomp. Anfin Jesus a dle un deiz bezàn hon gloar hac hon evurustet en env ; mæs evit meritout an evurustet se, eo ret dimp imita Jesus voar an douar. Songet en quement se.

Histoar.

Sant Jerom a assur penaus J. o sevel en env a lezas roudjo e dreid voar an douar, pere ne voent jamæs effacet nonobstant ma quemere ar bobl fidel douar ac’hane evit en c’hass d’o zy dre devotion. S. Sulpiç Sever ha S. Paulin a attest ar memes tra.

Doue a eure ur miracl bras pa reas an Impalaëres santes Helena batissa an Ilis caër eus an Ascension er plac a venez Olivet, divoar behini e voa pignet J. C. en env. Falveout a eure d’an artisanet pavei en marb, evel ar rest eus an Ilis, ar plaç en peini e voa chomet roudjo treid J. C. Mæs na voe quet possibl deze en ober. Ar materio en em gave taulet pell dre ur vertu invisibl, hac e voent obliget da lesel ar plaç disolo er Stad m’o devoa àn cavet. Pa voe question da achui an douen eus an llis, na voe quet ive possubl golo ar merq a dreid hon Salver ; en hevelep fæçon ma halle ar bobl consideri dre belec’h e voa pignet en env, en pelec’h e pedàn Doue d’on receo un deiz. Imitomp ar mabic Jesus, Mari ha Joseph. Respectomp comso Doue, hac ho lequeomp en pratiq. trugarequeomp Jesus eus ar maro cruel en deus soufret evidomp ; rentomp dezàn carantez evit carantez ; bezomp horreur evit ar pec’het peini a so bet caus d’e varo ; unissomp hon poanio gant e re ; dougomp croas J.C. ; en em rejouissomp eus e resurrection, ha huanadomp alies etrese ar barados. Amen.



VIII. QUENTEL.
Voar ar Gredo.
Ar Varn general, hac ar Speret-Santel.

7 Art. Ac’hane e teui da varn ar re veo hac ar re varo.

8 Art. Mên gred er Speret-Santel.

G. Hac èn a retorno c’hoas visiblamant hon Salver voar an douar ?

R. Ya, deiz ar Varn general.

G. Pegouls e c’haruo deiz ar Varn ?

R. Ne ouzer nac ar c’houls паc an amser.

G. Petra raï hon Salver dimp-nîn deiz ar Varn ?

R. Ober dimp renti cont deus hon drouc hac hon mat.

G. Pessort setanç a roïo-àn d’an dud santel ?

R. Deut, tud biniguet, da bossedi ar Rouantelez preparet dec’h a boue commançamant ar bed.

G. Pessort setanç a roïo-àn d’an dud fall ?

R. Iit pell diouzin, tud milliguet, da dan an Ifern gant an diaoulo ho consortet.

G. Laret a red e credet er Speret-Santel, petra eo ar Speret-Santel ?

R. An trede Pherson eus an Dreindet, guir Doue evel an Tad hac ar Map.

G. Pe da deiz e tisquennas ar Speret-Santel voar an Ebestel ?

R. Dissul ar Pantecost.

G. Pe en form e tisquennas-àn ?

R. En form a deodo tan.

Ar Varn general.

An Ælez en em discoeas d’an Ebestel en Ascension J. C., a lavaras deze penaus e tlefoa retorn voar an douar evel m’o defoa-an guelet o sevel en env. An donediguez-se eus hon Salver a arruo en fin ar bed. Doue epquen a voar an termen-se. Mæs certen eo penaus e perisso ar bed. Ar merquo eus ar fin diveza, hervez ar Scritur, e vezo, 1°. Ar bresel, ar vocen, ar guernez casi general, ar c’hrena douar, ar chanchamant eus ar saisonio hac eus an treo crouet. 2°. Neubed a fe hac a garantez etoues ar bobl ; an Aviel prezeguet dre ar bed oll, an arru hac ar bersecutiorn eus an Antechrist, an arru a Eli hac Enoch voar an douar, ha conversion ar Judevien. Ar memes Scritur santel a lavar dimp penaus an Antechrist a vezo un den puissant ha mechant, opposet da Doue ha surtout da J. C. Falveout a raï dezàn tremen ba bezàn adoret evit Doue. Ober a raï persecuti an Ilis en ur fæçon cruel ha terribl ; cals a gristetenien en em lezo da vezàn corrompet. An Antechrist a raï fals miraclo, hac a distrujo ar sacrifiç eus an Auter par-tout didan e domination. Ar bersecution se ne bado nemet voar dro tri bloas banter. J. C. en distrujo dre ur c’huezaden ha dre an eclat eus e oll c’hallout Er memes liser eus a S. Paul d’ar bobl a Dhessaloni, eo lavaret penaus quent evit ma c’harruo an Antecbrist, e vezo ur revolt vras en Ilis J. C. Cals a deuo da apostasia pe da renonç d’ar fe !…

Ar guer a Antechrist a eller da entent en diou fæçon. Da guenta, en general : evel-se e henver, memes er Scritur sacr, Antechrist an heretiquet, ar schismatiquet, ar bed memes bepret opposet da Doue ; er sans-se an Antechrist a so arru. D’an eil, e signifi an impi a beini hon deus comset : er sans-se an Antechrist n’en deo quet arru.

An daou brophet Enoch hac Eli, savet gant Doue eus an douar, ha reservet evit combati an Antechrist, a souteno a enep ar bersecution ar Judevien hac ar Bayanet. Ar Judevien en em gonvertisso, an daou brophet a vezo lequeet d’ar maro dre an Antechrist, peini a vezo confondet gant J. C. e unan, evel m’on deus-àn laret. Ractal a vezo ar jugeamant, ractal an oll a resuscito evit bezàn barnet ; dre se e comsomp amàn eus ar resurrection general, peguement benac ne ve comset anezi nemet en decvet quentel, unnecvet articl eus ar Gredo

Resurrection ar C’horfo.

An Ælez dre urz Doue a sono an drompill par-tout, en ur lavaret : Sevet, tud varo, deut d’ar jugeamant. Voar ar voez se an oll a resuscito en ur serr-lagat. An articl-se eus hon fe a so bet prouvet gant J. C. memes a enep ar Saduceanet, pere a nac’he resurrection ar c’horfo. Hon mæstr divin, e Ebestel, ar prophetet, ar sænt o deus resuscitet cals a dud. Ar Scritur a goms alies eus a resurrection ar c’horfo, hac ar ræson e goulen : rac an ine peini a so immortel ha groet evit ar c’horf, a c’houlen bezàn unisset gantàn. An den a so composet a gorf hac a ine : na oufe bezàn parfætamant evurus a nez hac an eil hac eguile. Oll e resuscitomp er memes corf hon deus voar an douar. Lennet ar levr eus an den santel Job : Hon c’horfo o devo bet lod eus a œuvro hon ine ; bezàn o devo ive lod eus e joa pe e valeur.

An Tado santel goude ar Scritur, a lavar penaus corfo ar re evurus a vezo sclær ha brillant, agil evel ar speret, subtil en hevelep fæçon ne allo netra o c’hareti, evel corf J. C. peini a antreas, door ha prenest serret, e lec’h ma voa an Ebestel ; anfin corfo ar re evurus a vezo incapabl da soufr nep sort poan. Ar Scritur sacr ne lavar netra voar gorfo ar re daonet. Apparanç so e vezint spouronus ha terribl dre ar merq a reprobation imprimet voar ho zall, evel ma vezo glorius re an dud evurus dre an impression eus ar c’hraç. An oll a resuscito : un articl eo eus hon fe, darn evit ar gloar, darn-all evit ar poanio eternel. Un articl-all eo eus hon fe, penaus an oll a vezo barnet un deiz gant cals a solemnite. En deiz terrubl-se a goler Doue, an eaul, al loar a gollo ho sclærigen ; ar steret a changeo a blaç, ar bed en antier a vezo distrujet, an douar, ar firmamant a vezo devet dre an tân, an dud a velo J. C. carguet a c’hloar hac a vajeste, o tisquen voar ar houabren gant an Ebestel, an Elez hac an ineo evurus. E groas a barisso en triomph. J. C. a vezo azeet voar e drôn evit barn ar re veo hac ar re varo, da lavaret eo, an dud just hac ar bec’herien. En dro dezàn e vezo azeet an oll ineo evurus, pere a varno gantàn an drouc sperejo hac an dud impi. Rac peguement benac ma ve barnet pep den goude e varo, J. C. a raï ur varn public ha general en fin ar bed, evit rei da anaveout publicamant e gomportamant, e brovidanç a enep pehini an dud impi o defo quement blasphemet ; evit separi publicamant an dud just hac ar bec’herien ; evit punissa pe recompansi en o c’horf quen couls hac en o ine ; an Ælez a separo ar re choaset dious ar re reprouvet. An dud santel a vezo en tu deo, an dud fell en tu cleiz. J. C. a lavaro d’an dud santel : Deut, tud biniguet, da bossedi ar rouantelez preparet dac’h a boue commançamant ar bed. Bet am eus naon, hac oc’h eus roet din da dibri ; bet am eus sec’het, hac oc’h eus roet din di eva, etc. Lavaret a raï d’an dud fall : Iit pell diouzin, tud miliguet, da dân an ifern gant an diaoulo ho consortet ; naon am eus bet, ha n’oc’h eus quet roet din da dibri ; sec’het am eus bet, ha n’oc’h eus quet roet din da eva, etc. Neuse ar re daonet a vezo precipitet en ifern corf hac ine, evit soufr ar poanio eternel ; ar re just a vezo conduet d’ar barados evit jouissa gant J. C. ; ar sænt hac an Ælez eus ar vuez eternel.

Eus ar Speret Santel.

Ar Speret-Santel eo an drede person eus an Dreindet. Ar greden er Speret-Santel eo ar sujet eus an eisvet articl eus ar Gredo. Ar fe er Speret-Santel a so quen necesser evel an hini en Tad hac er Map ; n’en deo nemet un Doue gant an Tad hac ar Map, hac egal eo deze en pep tra tout. S. Pêr goude bezàn rebechet da Anani en devoa laret ur gaou d’ar Speret-Santel, a lavar eo da Zoue en deus laret ar gaou-se. S. Paul goude bezàn laret d’ar bobl a Gorinth penaus e voant an Templ a Doue, a lavar penaus ho mempro eo an Templ eus ar Speret-Santel. Er vadiziant hac ep oll invocationo eus an Dreindet adorabl, ar Speret-Santel a so ive invoquet. Santifia a ra hon ineo, rei a ra ar garantez hac ar c’hraç, evel remission ar pec’hejo. Dezân eo da henvel ha da blaci ar Vinistret evit gouvern an Ilis.

Disquen ar Speret-Santel.

Jesus-Christ, evel hon deus lavaret, a ordrenas d’e Ebestel chom en Jerusalem quen n’en dise digasset deze ar Speret-Santel. En em retira a resont evit beva er retret, er silanç, er beden. En deiz Pentecost ar Judevien, voar dro nav heur dious ar mintin, an decvet deiz goude Ascension hon Salver, e voe clevet un drous evel deus un avel tempest, peini a gargas an ty elec’h ma voa an Disquibien gant ar Verc’hes Vari. Querquent e voe guelet teodo tân, pere en em bartageas hac en em reposas voar ben pep hini. Carguet e voent eus ar Speret Santel. Rei a eure deze couraich ; etablissa a ra enne e demeuranç ; ober a ra aneze tud nevez en ur rei deze ar sclærigen a garantez Doue, a ardeur, a ners, a vertu, ii pere a voa poultron hac imparfait. Digueri a eure o squient evit ober deze compren ar guirioneo eus ar religion, ii pere a voa grosserien hac ep squient. Ober a eure deze an donæzon da goms lies a langaich ha da ober miraclo. Rei a eure deze ar buissanç da gommunica e donæsono d’ar re a gredo en J.C., pe dre an Ebestel dre o successoret, An Ebestel anflamet ar Speret-Santel, a brezegue an Aviel d’ar Judevien, goude d’an oll nationo, o sina dre ho goad an doctrin a brezeguent.

Ar Scritur sacr a ro lies hano d’ar Speret-Santel. Hanvet eo speret, furnez, comprenæson ; speret a gonsolation, avocat, speret a beden, speret principal, speret a garantez, a charite, speret a ro ar vuez, donæson. An donæsono principala eus ar Speret-Santel eo,

1°. Ar furnez, peini on distag dious an douar hac a ra dimp caret ar pez a sel Doue.

2°. Ar gomprenæson, peini a ra dimp entent ha compren ar mysterio, ar virioneo eus hon religion.

3°. An ali, peini a ra dimp choas ar pez a ra muia gloar Doue hac on silvidiguez.

4°. An ners, peini a ra dimp surmonti gant couraich ar pez en em oppos d’on silvidiguez.

5°. Ar squient, peini a ra dimp anaveout an hent hac evita an danger evit ober hon silvidiguez.

6°. An devotion, peini a ra dimp ober gant plijadur ha facilamant ar pez a sel servich Doue.

7°. Anfin dougeanç Doue, peini a ro dimp evit Doue ur garantez leun a dougeanç, hac a ra dimp cavet aon rac en offanci.

Songeomp alies er varn hac er gont or bezo da renta da Zoue. Pedomp ha goulennomp donæsono ar Speret-Santel, ha diouallomp rac en contrista dre ar pec’het.


IX. QUENTEL.
Voar ar Gredo.
9 Art. Mên gred en Ilis Santel, Catholiq ; Communion ar sænt.
An Ilis, ha Communion ar Sænt.

G. Petra eo an Ilis ?

R. Аr bopl Christen unisset assambles dre ar memes fe, hac ar memes Sacramancho, ha gouvernet gant ar Pap, ha gant an Esquibien.

G. Piou eo ar Chef eus an llis ?

R. Jesus-Christ eo e Chef souveræn hac invisibl, hac e Chef visibl eo hon Tad Santel ar Pap, viquæl general da J.C. voar an douar.

G. Pet Ilis so ?

R. N’en deus nemet ur guir Ilis en pehini epquen e c’heller en em sauvetaat.

G. Perac n’en deus nemet ur guir Ilis ?

R. Abalamour n’en deus nemet ur guir religion hac ur guir Doue.

G. Pehini eo ar guir Ilis en pehini epquen e c’heller en em sauvetaat ?

R. An Ilis santel, catholiq, apostololiq ha romæn.

G. Perac eo hanvet an Ilis santel ?

R. Abalamour ma eo santel e Sacramancho, ha n’en deus guir santeles nemet enni.

G. Perac eo hanvet an Ilis catholiq, pe universel ?

R. Abalamour ma eo disperset dre ar bed universel, ha ma pado bete fin ar bed.

G. Perac eo hanvet an Ilis apostoliq ?

R. Abalamour ma eo fondet gant an Ebestel dre ho goat hac ho Doctrin.

G. Piou en deus conservet bete vremàn en Ilis doctrin an Ebestel ?

R. An Esquibien pere so heriterien d’an Ebestel.

G. Perac eo hanvet an Ilis Romæn ?

R. Abalamour ma eo gouvernet gant ar Pap a Rom.

G. Petra signifi communion ar sænt ?

R. Ur gommunaute a vado spirituel entre ar re eus ar Gristenien a so mempro eus an Ilis.

G. Petra eo ar mado spirituel-se commun da vempro an Ilis ?

R. Merito J. C. ha re ar sænt а so en Env ha voar an douar.

Eus an Ilis.

Ar guer a Ilis a so grec, hac a signifi assambli, assamble, compagnunez, societe. Evel-se an Ilis eo.

Ar bobl christen unisset dre ur memes fe hac ar memes sacramancho, ha gouvernet gant on tad santel ar pap, viquæl general da J. C., chef visibl eus an Ilis, successeur da S. Pêr, ha gant an Esquibien.

Teir Ilis so, pe evit laret-guell, tri stad so enni.

1°. An Ilis triomphant, peini eo ar societe eus ar sænt en gloar ar barados.

2°. An Ilis en poan, peini eo an ineo eus ar purcator.

3°. An Ilis en bresel, da laret eo, hini ar gristenien pere so voar an douar. Honnes so c’hoas composet a daou stad : unan evit enseigni, peini eo ar pap gant an Esquibien, heritourien d’an Ebestel, ha pere o deus carg digant Doue da gonservi ha da brezeg ar fe. Un all evit seleo hac obeissa, peini eo an oll bobl fidel.

Guir Ilis J. C. e deus principalamant pevar c’haracter evit bezàn anaveet, pere ne aparchantont nemet outi, ha pere so merquet er Gredo.

Da guenta, an Ilis a J. C. a so unan, unam, rac quement den a so enni ne reont nemet ur societe, ur c’horf dindan ur penn peini eo on tad santel ar Pap ; rac n’o deus nemet ur memes fe, ur memes sacramancho, ur memes esperanç. An arc’h a Noë, ar saë ep groui a J. C. a discoe penaus n’en deus nemet un Ilis. En effet, n’en deus nemet un Doue, parconsequant ne ell bezàn nemet un Ilis, hac an oll Dado santel a lavar ema emaez a hent ar silvidiguez piou benac en em separ a unite an Ilis. Quement-se a so un articl a fe.

D’an eil, an Ilis a so santel ; rac santel eo o chef J. C., santel e doctrin, santel e sacramancho : inutil e ve clasq santeles nemet enni, rac anez ar fe n’en deus quet a santeles.

D’an drede, Ilis J. C. a so catholiq pe universel ; car par-tout e tap : en pep lec’h e heus, e vezo pe e heus bet ur societe a gristenien dindan un chef visibl ; e doctrin a so, a vezo pe a so bet prezeguet dre ar bed universel hac en pep amser e vezo catholiquet. Rei a rin dac’h, eme an Tad eternel d’e Vap divin, an oll nationo evit partaich, hac o tomination a vezo voar an douar en antier.

D’ar pevare, Ilis J. C. a so apostolïq ; rac fondet pe cimantet eo gant an Ebestel dre ho goad hac o doctrin : rac ar Pap hac an Esquibien catholiq a disquen ep interruption eus an Ebestel, pere o deus-ê etablisset evit gouven an lIis, evel ma voant ii o unan etablisset gant J. C. An Ilis a so apostoliq, rac cridi hac enseigni a ra ar memes doctrin evel an Ebestel, rac gouvernet eo gant heriterien an Ebestel.

Eus an oll Iliso pretantet n’en deus nemet an Ilis Romen ous peini a apparchant ar pevar merq a vouir Ilis un Doue, a bere e comsomp ; rac muyoc’h a etandu e deus er broyo oll evit ar societeo a heretiquet ha schismatiquet separet. N’en deo quet evit ur rouantelez, un nation epquen, bezàn e deus partout bugale ha pastoret. Hi epquen a gonserv an oll guirioneo a fe, hac a gondaon an oll erreurio. Enhi epquen eo conservet ar succession eus an Ebestel ; rac aboue an Ebestel na eller quet henvel un amser en peini e ve commancet an Ilis romen ; gallout a rer er c’hontrel henvel an deiz, ar bloas en peini eo commancet an Iliso nevez ha faus, pa zeo a fe penaus n’en deus nemet ur guir Ilis. Chomomp ferm ha fidel voar ar mên voar beini en deus J. C. fondet e Ilis, pe adieu hon silvi-diguez.

Eus a buissanç an Ilis.

Constitution Ilis un Doue, an amser en peini e tle pad, ar personajo a bere e zeo composet, ar pez en em bropos, e doctrin, e fe, an necessite da vezàn unan, ar schismo, an heresio, ar revelation, ar brovidanç a so quen lies a breuven eo ret cavet ur buissanç visibl en Ilis J. C. Maes ar buissanç spirituel-se ne apparchant quet ous ar bobl, ous ar chefo eo, da lavaret eo, ous an Esquibien unisset gant an Tad santel ar pap. Deze ep quen en deus laret J. C. en personaich an Ebestel : « Iit, enseignet an nationo, badezet aneze en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel. Disquet deze observi ar pes am eus ordrenet ; ha bezet sur penaus e vezin guenac’h bete fin ar bed. »

En Ilis, evel par-tout, an oll n’o deus quet ar memes fonctiono. Darn so evit enseigni, comandi, gouvern ; darn-all evit seleo, profita, obeissa. An Escop, eme S. Ambroas, a doug ar berfection eus ar Veleguiaich. Mar ro lod eus e bouvoar da Vinistret inferieur, e conserv bepret ar superiorite. Hep e gonsantamant na dleer ober netra en Ilis evel J. C. peini ne re netra hep urs e Dad. An Escop eo imaich Doue, princ ar Veleyen. Piou benac en seleo, a seleo J. C., ha piou benac en mepris, a vepris J. C. Groet attantion, me ho ped, d’ar c’homso se eus an Aviel. J. C. en deus roet d’e Ilis ar buissanç en devoa e unan ; digantàn e receo tout, en e hano e ra tout : na ell quet enseigni an erreur, rac na ell quet en em drompla.

An Ilis na ell quet en em drompla.

Jesus pa roas e buissanç d’an Ilis, a roas c’hoas d’e briet e furnez hac e sclærigen. Goude bezàn laret d’e Ebestel penaus o c’hasse evel ma voa digasset gant e Dad, e c’huezas visiblamant voar neze evit rei deze e speret hac o etablissa e ambassadourien dre ar bed. Ilis Doue, eme S. Paul, eo ar pillier hac ar sourcen eus ar virionez. Doue hon oblich da disqui pe da receo ar fe digant e Ilis, evit na vezomp quet, eme ar memes abostol, o flageal evel bugale, hac o trei gant pep sort avel a doctrin an dud, a bere ar valiç hac an artifiço o deus c’hoant d’on angagi en erreur. Jesus a so bepret gant e Ilis ; jamæs n’e c’habandono, e c’her a so avoalc’h evit pep den raisonabl, hac ar promesseo solemnel a eure on Salver d’an Ebestei d’o asistàn ha d’o diouall eus an erreur, a so groet d’o heriterien quen couls ha deze ; rac Ilis J. C. a bado bete fin ar bed, hac an Ebestel a voa mortel eveldom ; parconsequant ar promesseo a sel an oll Esquibien heriterien d’an Ebestel. Doue a so parfet en tout, hac an den Doue a vize manquet e Ilis, ma n’en dize-hi quet goarantet a erreur epad an oll amser. Ur c’hristen catholic n’en deus quet a ezom a studi evit en em assuri penaus an ilis na ell quet en em drompia en e doctrin ; n’en deus nemet ræoni er guis màn : Doue en deus digasset J. C. hac an Ebestel ; ar bed oll a rent testenl voar ar poent-se. An Ebestel o deus en amser casset pastoret, hac er guis-se on fastoret o deus heritet d’an Ebestel : ze so sclær. Par consequant Doue a fell dezàn ma instrui dre heriterien an Ebestel, evel m’en deus instruet ar c’henta pobl fidel dre an Ebestel o unan. Mæs ne allàn quet bezàn instruet hep risq da vezàn tromplet, mar refus Doue d’am fastoret heriterien d’an Ebestel, an asistanç a accorde d’an Ebestel memes. Par consequant Doue a gontinu deze ar memes assistanç, ha ne ellont en em drompla quen neubeut hac an Ebestel, pa zint evelte asistet gant ar Speret-Santel. Consideret eta peguen essantiel eo evidoc’h non pas en em separi dious ho pastoret pere a so heriterien d’an Ebestel. N’en deus en succession an Ebestel nemet ar bastoret casset hac anaveet gant an Ilis ; an hini a antre dre un hent all n’en deo quet pasteur, mæs intru ha laër, eme S. Yan.

Eus ar Chef eus an Ilis.

Un articl a fe eo penaus J. C. a etablissas S. Pêr evit chef ha gouvern e Ilis. Hon Salver prest da sevel en env a gargas Pêr en particulier da gavet soign eus e dênvet. Pep famil a cavet ur penn, ur chef ; Ilis J. C. na ell quet bezàn ur c’horf ep penn. Na ell bezàn nemet un Ilis, ha quement-se na ell cavet lec’h nemet bezàn a ve ur chef en peini an oll vem-pro a ve unisset. Certen eo penaus sant Pêr a so bet groet chef eus an Ilis gant J. C. N’en deo quet neubeutoc’h certen e voan Tad santel ar pap successeur da sant Pêr ha chef d’an Ilis eveltàn. Ar succession eus ar Pabet aboue sant Lin bete an hini a hirie, a form ur chaden eus hon bete da sant Pêr ha J. C. Sant Irenee, en fin an eil canvet, a hanv an Ilis a Rom bras hac ancien, gant peini, abalamour da galite a chef eus an Ilis, an oll a dle bezàn unisset. Sant Jerom o coms a sant Pêr, a lavar : Unan so etablisset evit bezàn chef, hac evit lemel pep occasion a schism. An oll Dado santel o deus, en ur guer, anaveet ar pap evit successeur da sant Pêr, chef eus an Ilis, en peini en deus gouir a henor hac a gommandamant. An oll Scritur Sacr a brouv ar galite a unic hac a vouir chef eus an Ilis en sant Pêr hac er pap ; piou benac na gred quet ar virionez-se, a so heretiq. Piou-benac ne anav quet ha ne obeiss quet d’ar pap evel chef eus an Ilis, n’en deo quen membr a Ilis Jesus, ne ma quen en hent eus ar silvidiguez.

Eus ar Schism.

Ar guer a Schism a so ur guer grec peini a sinifi division, separation. « N’en deus, eme sant Cyprien, nemet un Escopiaich, peini a so dre oll dre an nombr eus an Esquibien unisset gant ho chef hac an eil gant eguile. E-maez eus ar chaden-se n’en deus quet a vouir bastoret. Piou benac ne ma quet en communion gant e Escop anaveet evit catholic, ne ma quet en communion an Ilis universel. An Ilis catholic a so unan, na ell bezàn separet na diviset ; ar chaden eus an Esquibien unisset gant an Tad santel ar pap hac entreze, a ra ar bed christen ha catholic. » Diou fæçon so evit bezàn casset pe galvet d’ar fonction a vinistr : unan extraordinal, pa vezer galvet gant Doue e-unan, evel ma voe Moyses ha Jesus-Christ. Un all, pa vezer placet a bers Donue gant an Esquibien catholic. Piou benac ne justifi quet bezàn hanvet ha placet dre unan eus an diou fæçon-se, a so un tromper, mar pretant bezàn person pe Escop.

An heresi a so un antêtamant da souten ur santimant control d’ar fe. Ar schism a so ur separation dious ar cheffo legitim eus an Ilis, evel en em separi eus an obeissanç d’ar pap, d’an Escop, d’ar person unisset gant ar penn visibl eus an Ilis, ha parconsequant catholic hac en succession an Ebestel. Poanius eo coms voar ur matier peini so caus d’ar c’holl eus un nombr bras a ineo. Digueromp al levro sacr : lenn a reomp d’abord penaus ne voa er Judee nemet un templ, un auter, figuren sansibl eus un Ilis, ur veleguiach, ur sacrifiç epquen en religion J. C. Ar sacrifiç a ve offret dezàn er maez eus an Ilis catholic hac a gommunion ar sænt, a so un offanç groet d’e Vajeste. Er memes Scritur sacr e lennomp gant horreur ar schism eus a Samari, pronostic eus ar schismo pere a dlefoa en amser separi cals a gristenien dious Ilis J. C., e maez a beini n’en deus quet a silvidiguez. En repeti a ràn : ar rebellion, an disobeissanç d’ar bastoret legitim a rent schismatic. Piou benac n’en deo quet soumis d’ar pastor roet dezàn gant an Ilis catholic, ar pastor se soumis d’e Escop, ha hemàn d’ar pap chef eus an Ilis universel, n’en d’eo quen membr a Ilis J. C.; separet eo, schismatic eo. En effet, (soufret ar repetition-mân) an Ilis eo ar bobl christen unisset assambles dre ar memes fe hac ar memes Sacramancho, ha gouvernet gant ar pab ha gant an Esquibien. A c’hane eo facil compren penaus.

1°. Ar Judevien hac ar Bayanet ne dint quet eus a llis J. C., rac ne dint quet christenien pe badezet.

2°. An heretiquet, ar schismatiquet, ar re o deus renoncet d’o religion ne dint quet mempro eus a Ilis un Doue, rac n’o deus quet ar memes fe, rac ne dint quet gouvernet gant ar pap hac an Esquibien legitim.

3°. An dud excumunuguet ne dint quet eus an Ilis, rac ne dint quet eus a gommunion ar sænt a beini e zint retranchet.

N’en deus cas piou na petra a bretantfac’h bezàn, mar doc’h separet dious ar bastoret legitim, ezoc’h separet dious an Ilis. Douguen a ret, eme sant Paul, o setanç c’hui oc’h-unan, hac an oll a so obliget da evita pep sort commerç guenac’h en treo spirituel.

An abostol sant Jud a goms er guis-màn eus ar gatholiquet : « Mæs c’hui, ma breudeur quer, bezet sonch penaus ezoc’h bet avertisset dre Ebestel on Autro J. C. e tlefoa arruout un amser en peini certen tromperien goneet gant ur panchant impi, en em separo aneze o-unan. Ho santimancho a so evit an douar, n’o deus quet speret Doue ; mæs c’hui, en em sevel voar o fe, ha pedet dre ar Speret-Santel. »

Sant Paul a ordrenas Tite Escop, hac en lezas en enezen Crêt evit ordren Esquibien ha Beleyen. C’hoas ur veaich, piou benac ne deo quet heritour d’an Ebestel hac a bretant bezàn Escop pe un dra all benac en Ilis, a so un tromper. Rac, eme sant Paul, den na ell dre e autorite e-unan en em attribui an hini da brezeg pe da administra ar sacramancho. Penaus e prezegont-ii ma ne dint quet casset ? Or ar c’hass-se, an destination-se a nez peini an oll fonctiono a so nul en Ilis Doue, a voe communiquet gant J. C. d’an Ebestel, dre ar re-màn, d’ar re a succede deze a re da re on bete. Bezàn ordrenet, destinet ha casset gant an Ilis, chetu a-se ar pes a ra ar pastor. Piou benac, eme sant Yan, ne antre quet en craou an denvet dre an oor, maes dre ur plaç-all, a so un tromper, ul laër. « Sant Paul o scriva d’ar Galatet, Paul abostol, non pas a beurs an dud, na dre autorite den crouet, mæs dre hini J.C., ne discoe-àn quet sclaer penaus eo digant J. C. e receo e bouario. Jesus en choasas, en cassas da Anani evit bezan instruet ha badezet ; goude e voe ordrenet dre an Ebestel-all pere en cassas gant sant Barnabe evit exerci ar fonctiono eus an abostalaich. » Ar schismatiquet Donatistet a gassas da Rom un Escop eus o fæçon, non pas evit laret e voant en communion gant ar pap, ar maïl quenta eus ar chaden a union, mæs evit bezàn approuvet, ha dre enno trompla ar bobl. Sant Optât, Escop a Vilevf, a goms er guis-màn ous ar schismatiquet rebutet en Rom. « Perac, eme ar sant, n’h-eus-u quet cavet un Escop evidoc’h en Rom ? Casset oc’h-eus Victor ? Bet eo enno ur buguel ep tad, ur soudard nevez ep cabiten ; un discipl ep mæstr, heritier ep heritaich, rac ne voa quet maro an hini da beini e pretante bezàn heritier. »

C’hui, ma breudeur, pere gueich-all a brofesse ar memes creden eveldomp, discoet dimp ho titro, oc’h ordination catholic ha hervez lezenno an Ilis. Prouvet dimp penaus ezoc’h placet gant an Ilis dre successoret an Ebestel, ha penaus e ma en Rom scrivet ho c’hanoïo en daulen eus a successoret an Ebestel. Discoet dimp eta cador an Escop da beini oc’h-eus heritet. Allas ! a belec’h ezoc’h-u ? Respontet. Bezàn ezoc’h sur bugale ep tad, successoret ep predecessoret. O ma Doue, bezet truez ous quement a ineo a ia da goll ! Er momet ma voar separet dious an Ilis, ne voar quen e bugale ; penaus a eller bezàn e ministret ep ar galite-se ? Ne doc’h quet epquen schismatiquet, mæs c’hoas heretiquet voar gals a boencho a fe.

1°. Un articl eo eus ar fe penaus sant Pêr a so bet etablisset gant J. C. chef eus e Ilis : ar pap eo heritier sant Pêr, hac eveltàn chef eus an Ilis. Condaonet en deus an Ilis nevez a Franç hac e c’honstitution evel leun a schism hac a heresi, ha cousgoude ne obeisset quet, rac anaveout ur superieur eo senti outàn [1].

2°. Un articl a fe eo penaus e so en Ilis mempro ha superioret d’ar re-all. C’hui o groa egal.

3°. Un articl eo eus ar fe penaus pouario an Ilis a deu digant J. C. C’hui n’oc’h eus o re nemet digant tud ar bed, n’oc’h-heus eta pouar ebet.

4°. Un articl eo eus ar fe penaus an Esquibien a so superieur d’ar Veleyen. C’hui o groa egal, hac a voa memes prest d’en touet evet ma oc’h eus-àn groet en sans ar gonstitution.

5°. Un articl a fe eo penaus ne deo quet avoalc’h evit exerci ar fonctiono a Vinistret un Doue, bezàn bet ordrenet hervez reglenno an Ilis, ret eo ive bezàn destinet ha casset da exerci gant on mam santel dre urz an Esquibien legitim ha hanvet gant ar Speret-Santel ; cals a c’hanoc’h a so bet ordrenet a enep an oll lezenno, hini a c’hanoc’h ne deo na casset a beurs an Ilis, nac anaveet evit he ministret.

6°. Un articl eo eus a fe penaus an Ilis e deus ar pouar hac ar gouir da excommunia ; bezàn heretiq ha schismatic eo bezàn excommuniet, ha cousgoude e chomet antêtet, ha quement den a receo sacramant, sacrifiç, peden eus o peurs a so coupabl eveldoc’h ; rac evel m’en lavar sant Cyprien, piou benac a guita « ar guir Ilis evit heuil un Ilis avoultr, en em briv eus ar promesseo groet d’an Ilis, birviquen na recevo ar recompanç prometet : un estranjour, un adversour d’an Ilis eo. birviquen den n’en devo Doue evit tad, ma n’en deus an Ilis evit mam. »

Dangerus bras eo eta en em drompla. N’en deo quet avoalc’h lavaret ne renoncer quet d’an Ilis, an oll heretiquet ha schismatiquet o deus-in laret eveldoc’h. Bezàn ezoc’h obeissant d’o pastor legitim, d’oc’h Escop, d’an tad santel ar pap ? Mar d’oc’h en revolt a enep an aut-rite spirituel, jamæs, eme ar sant, ne vezet salvet. An taich eus ar schim na ell quet bezàn effacet memes o scuil e voad hac o crial Jesus-Ckrist. Ur faut bras eo ; na eller quet bezàn merzer e maez a Ilis J. C. An oll Dado santel a goms voar ar schism evel sant Cyprien. Obeisset eta, christenien ; Doue a ordren dac’h evita ur sort tud : Et hos devita. Indignite ur Belec na ell quet noas d’ar sacrifiç adorabl eus an Auter, rac J. C. eo ar victim hac ar Belec principal assambles. Ar ræson-se e deus apparanç evit tud pere a sonch deze gout tout, ha cousgoude ho ignoranç voar o religion, a raïo malhurusamant un deiz o brassa malheur. Bezàn so, eme ar Speret-Santel, un hent peini a seblant condui d’ar vuez, non obstant ma condu d’ar maro eternel. Attantion me o ped.

Indignite ur Belec na ell quet noas d’ar sacrifiç ; quement-se so gouir, mar deo ar Belec Pec’her supposet anaveet evit ministr eus an Ilis ; mæs mar comset eus ur Belec excommuniet, heretic, schismatie public, na eller quet dindan boan da vezàn coupabl ha da douguen lod eus e grim, asista, non pas epquen en e oferen, mæs memes en distera fonction spirituel eus e beurs. Ur sort Belec na ell quen, ep laret gaou, coms en hano J. C., peini en deus trahisset ; N’en deo quen ministr eus an Ilis ; dezàn ha da guement den en em avis da bedi gantàn e lavar ar prophet : Teulen a rin en o faç ar poultr hac ar viltanç eus o solemniteo. Projiciam in faciem vestram stercus solemnitatum vestrarum. O ma Jesus, ô ma Doue, reït sclærigen d’o crouadurien, hac ar c’hraç da gompren ha da bratica ho lezen !

Communion ar Sænt.

Communion ar sænt eo ar gommunaute a vado spirituel commun entre ar re eus at gristenien a so mempro d’an Ilis, en vertu a beini o deus ar gouir da gavet lod en oll mado spirituel an Ilis, rac ar goulenno a rer da Doue, a so groet en hano an oll. Hanvet eo communion ar sænt ; rac an oll vempro eus ar societe-se a so sænt pe destinet d’ar santeles ; bezàn o deus ar memes fe, ar memes sacramancho pere a uniss aneze gant J. C. Bezàn o deus ar memes pastoret, ur memes religion evel ar sænt pa veont voar an douar ; anfin dre vertu ar gommunion e heus ur c’hommerç santel entre mempro an Ilis voar an douar, en env, er purgatoar. Pedi a reomp ar sænt, hac ar sænt on sicour ; soulagi a reomp an ineo eus ar purgatoar dre on œuvro mad, on pedenno hac ar sacrifiç adorabl eus an auter. Etreomp voar an douar on deus lod en œuvro mad, er graço, er sacrifiç, er sacramancho, er fe eus on mam santel an Ilis. Ar pec’her paour, mar chom fidel er fe ha mempr eus an Ilis, ne deo quet privet eus e lod en communion ar sænt ; pedenno an ineo mad a obten e c’hraç hac e bardon. Ar Judevien, ar Bayanet, an heretiquet, ar schismatiquet ha quement o deus renoncet d’ar fe, ne maïnt quet en comnmunion ar sænt. Mar deo affligeant evite an navet articl-se eus ar Gredo, eo ive meurbet consolant evit piou benac a so mempr eus an Ilis. Pa glevet ur schismatic o lavaret penaus en deus bet an oferen, en em drompl. Ar froez eus ar sacrifiç adorabl, ne deo nemet evit bugale an Ilis. Ne deo quet ar bresanç corporel en un templ materiel a rent dign eus ar sacrifiç ; ar fe, ar galite eus a vugale da Doue ha d’an Ilis eo. N’en deus cas pegueit e alfac’h bezan dious ur Belec catholic, pa lavar an oferen oc’h eus lod er sacrifiç mar d’oc’h chomet mempr eus an Ilis ; rac bezàn ezoc’h en communion ar sænt. Ar pes en defo hadet an den, a vedo, eme ar Speret Santel. Heuillet ar gompaignonez a guerfet, o pezo lod anezi. Groet eta reflexion vad ; mar doc’h en erreur, retornet prompt. An den a so sujet d’en em drompla, ne apparchant nemet ous an diaoul da berseveri en erreur hac er pec’het.

Excumunuguen.

An Excumunuguen eo brassàn poan, brassàn punition a oufe an Ilis da impligea en quever e bugale coupabl. Priva a ra eus an oll pe ur loden eus ar mado spirituel commun entre mempro an Ilis. Bezàn escumunuguet eo bezàn retranchet eus an Ilis hac a gommunion ar sænt.

An Ilis e deus recevet digant J. C. ar pouar da excomunia. Er ch. 18 eus ar memes Aviel Jesus-Christ a ordren ma vezo evitet evel un den gant peini n’en deo quet permetet cavet commerç, an hini goude bezàn avertisset gant an Ilis, na seleo ha ne sent quet outi. Sant Paul en defoa excumunuguet ar libertin incest eus a Gorinth. An oll Dado santel, ar C’honcilo a assur oll ar pouar-se en Ilis Doue ; un articl eo eus ar fe. Crenomp eta rac bezàn eacumunuguet. Dre gals a fauto e veriter ar bunition-se. Ar mado spirituel a bere eo privet nep so escumunuguet, eo.

1°. Da gavet lod er pedenno public a ra an Ilis evit ar bobl fidel. Mad ha dleet eo pidi en particulier evit conversion an dud excumunuguet ; mæs na eller na pedi assambles gante, nac evite goude ho maro, mar dint maro dindàn an excumunuguen.

2°. An dud excumunuguet a so privet da administra ha da receo ar sacramancho.

3°. Privet int da assista en ofiç divin exceptet er sarmon catholic.

4°. Privet int a bep commerç gant ar bobl fidel ; da laret eo, ne dleer na coms, na saludi, na pedi, na labourat, na chom assambles, na dibri nac eva gant un eacumunuguet. An necessite, mad spirituel, ar galite a briet, a vuguel, a serviger, an ignoranç a bermet renta deze servich en temporel, anfin evit o c’honversion.

5°. An excumunuguet a so privet eus an douar biniguet goude e varo.

6°. Na ell na choas na bezàn choaset evit be-nefiç ebet.

7°. Privet eo eus ar jurisdiction pe autorite spirituel. Quement on deus laret a ententer eus an excumunuguen vras denoncet ha publiet. Respectomp an Ilis hon mam santel, obeissomp d’e gourc’hemenno, bezomp ferm er fe hac en communion ar sænt, crenomp rac ne vemp er stad eus an excumunuguen.

HISTOAR.

Hermenegild a voa map da Lenvigild [2] mæstr eus an darn-vuyàn a Spaign, hac eus a Rouantelez ar Visigothet, mæs malhurusamant arien evel ar rest eus ar famil royal. Quemeret a eure evit priet Ingond, merc’h Sigebert, Roue a Franç. Ar Brinces caër-se a voa catholiques. Dre sicour an Escop sant Leandr e convertissas he fried. He zad caër a voe furius a guement se, hac a bersecutas an oll gatholiquet. Hermenegild a eure emigra he fried hac e vugale en Afriq. En em recommandi a eure d’ar soudardet pere en trahissas. Antren a eure en un Ilis ; e dad a gassas d’en cavet Recared e eil map evit en assuri eus e bardon. Ar sant a deu querquent d’en em strinca da daoulin e dad peini en conduas bete e arme. Enno e eure dezàn quitaat e habit royal, en chadenni hac en condui d’an tour eus ar guær a Sevill, goude en ur bassefoss. At sant en em brepar d’ar maro. Pasq a arru : e dad a gass e vete un Escop heretiq arien, evit ma recefse ar gommunion eus e dorn, ha ma c’hantrese dre enno en graç vad e dad. Ar sant goude bezàn rebechet d’an Escop impi hac heretiq e draïtouraich, a lavaras dezàn e voa decidet dre sicour Doue da vervel en catholic, ar pes na elle da ober mar recevje ar gommunion eus e dorn sacrileich. Tad ar sant voar ar rapport eus ar fals Escop, a gommandas mont ractal da vassacri e vap. An dud barbar hac injust pere a sente ous ur seurt urz, a gavas ar sant en peden ; troc’hàn a resont e c’houg gant un taul haich an 13 ebriel 586 ; Doue a eure ractal anaveout ar gloar eus e verzer. Ur gân melodius a voe clevet, hac ur sclærigen celestiel voe guelet er prison. Recared breur ar sant, en em gouvertissas gant ar bobl e dad malhurus en defoe queuz ha disesper eus e action barbar ; anaveout a eure ar virionez, mæs an aon rac coll e drôn a ampechas e gonversion



X. QUENTEL.
Voar ar Gredo.

10. Art. Remission ar pec’hejo.
11. Art. Resurrection ar c’horfo.
12. Art. Ar vuez eternel.

G. PEtra signifi Remission ar pec’hejo ?

R. Ar buissanç en deus an Ilis digant J. C. da effaci ar pec’hejo.

G. Hac èn so pec’het impardonabl ebet ?

R. Salocroas, n’en deus hini.

G. Petra signifi Resurrection ar c’horfo.

R. Ar resurrection general a aruo en fin ar bed.

G. Petra signifi ar vuez eternel ?

R. Ur vuez all hac a bado biquen.

G. Hac èn-so necesser evit bezàn salvet credi an oll articlo eus ar Gredo ?

R. Ya, ha refus da gredi unan epquen a so aoalc’h evit coll ar fe, ha bezan daonet.

G. Ha nîn so obliget da gredi un dra bennac ouspen ar pes so er Gredo ?

R. Ya, quement a bropos dimp da gredi hon mam santel an Ilis.

G. Gret un act a fe voar an oll articlo eus ar fe generalamant.

R. Mên a gred ferm, ô ma Doue,
An oll articlo eus ar fe :
Rac c’hui en deuss-e revelet,
Наc a so guirion pa gomset :
Наc an Ilis a bropos din
Аn articlo-se da gredin.

Remission ar pec’hejo.

Remission ar pec’hejo eo an decvet articl eus ar Gredo, dre beini on fe a lavar dimp penaus an Ilis e deus ar buissanç da effaci ar pec’hejo. Ar buissanç-se a henver ar pouar eus an alc’hue. Inutil eo en em arreti da brouvi en deus roet J. C. ar buissanç d’an Ilis da effaci ar pec’hejo ; un articl eo eus hon fe, sclæramant prouvet en aviel. Mæs evit cavet ar buissanç peini ne apparchant nemet ous successoret an Ebestel, daou dra so necesser. 1°. Bezàn ordrenet Belec hervez lezenno an Ilis. 2°. Bezàn destinet, approuvet pe gasset gant an Ilis.

Dre an defaut eus ar guenta condition, ar re ne dint quet ordrenet gant successoret an Ebestel, n’o deus gouir ebet voar an alc’hueïo, na voar fonction all ebet en Ilis Doue.

Dre an defaut eus an eil condition, an Esquibien, Beleyen schismatic, heretiq, ezcumunuguet, interdiset pe disaprouv, na ellont pardoni ar pec’hejo, ha pa vent bet ordrenet hervez lezen an Ilis ; rac an Ilis ous peini e apparchant da rei ar pouario, ho lem digante. En articl ar maro, hervez certen theologianet, pep Belec Ordrenet en form a ell rei an absolven voar ar gondition ne vezo quet ar penitant coupabl a erreur an hini en absolv. Dangerus eo heuil ar santimant-se gant aon rac bezàn seduiset er momet terrubl eus ar maro. Ur c’hristen privet a Velec a dle da viana en em adressi a galon vad da J. C. Belec souveren, ha mervel er fe.

Eus ar Vuez eternel.

Ar vuez eternel a so ur vuez-all hac a bado biquen ; hon ine eta a so immortel. Dre ar vuez eternel e c’hententer ive ar bonheur eternel eus ar Sænt en env. Ar Scritur Sacr en hanv ar regn a Doue hac a J. C. ; rouantelez an env, euret an noan, ar banquet a euret, joa an Autro, un deluch a gontantamant hac a blijadur. An oll a vezo evurus dre ar jouissanç a Doue ; mæs an eil a jouisso a nezàn parfetoc’h evit eguile : en se ema àn differanç eus ho evurusdet. An oll a resuscito, mæs an oll na jouissont quet eus ar vuez eternel ; rac allas ! bezàn so ive ur malheur eternel. Dre ur vuez reglet mad e c’haruer da gavet ur maro mad, hac ar maro mad a gondu d’ar vuez eternel.

Ar Scritur Sacr.

Ar Scritur Sacr eo comso Doue scrivet er Bibl, hac a gompren a levro eus an testamant ancien pe al lezen ancien, hac ar re eus an testamant nevez pe lezen J. C. Tout int inspiret gant ar Speret Santel. En testamant ancien a so pevar sort levro : re ar lezen, re an histoar, re var veulodi pe ar gomportamant, ha re ar prophetet. Al levro eus an testamant nevez a so an Aviel scrivet dre bevar Avieller, sant Vaze, sant Marc, sant Luc ha sant Yan. Acto an Ebestel, scrivet gant sant Luc ; Lizero an Ebestel, da c’houzout eo, pevarzec eus a sant Paul : unan d’ar bobl a Rom, diou d’ar bobl a Gorinth, unan d’ar Galatet, unan d’an Ephesianet, unan d’ar Philippinet, diou d’ar bobl ar thessaloni, unan d’ar Colossianet, diou d’e discipl Timothee, unan da Tite, unan da Philemon, hac unan d’an Hebreanet. Bezàn so ouspen seiz lizer eus an Ebestel, pere a henver catholiq, abalamour ne dint quet evel re sant Paul, adresset da Iliso particulier. Chetu-int-y amàn : Unan eus a sant Jacques, diou eus a sant Pêr, teir eus a sant Yan, unan eus a sant Jud ; hac anfin an Apocalips pe ar revelation eus a sant Yan.

Bezàn so cals a gristenien pere dre ignoranç ne ellont quet profita eus ar Scritur Sacr ; mæs bezàn so ive c’hoas cals pere dre ourgouil hac antêtamant a ve noasus evite lenn ar Scritur Sacr. Chanch a reont er guisse, eme sant Augustin, en poezon, ar remed eus ho c’hlevejo spirituel.

An Ilis a so carguet gant J. C. da gonservi e gomzo divin, ha d’o explica d’e bugale pere a dle ho lenn gant cals a respet, gant humilite hac obeissanç, profita eus ar pez a gomprenont, cridi ha respeti ar pez ne gomprenont quet, hac en em soumeti en tout da jugeamant an Ilis.

An Dradition.

Comzo Doue pere ne dint quet scrivet er levro sacr, mæs pere a so bet communiquet a c’heno gant J. C. ha conservet gant an Ebestel pere a c’heno da c’heno o deusse disquet dimp, eo ar pez a henver tradition. An Ebestel, instruet gant Jesus, o deus instruet an Esquibien o heriterien, hac ar re-màn a re da re o deus ordrenet hac instruet re-all. Erguisse en em gonserv ep chanchamant comso Doue ; rac an Ilis a so asistet gant ar Speret-Santel peini n’e c’habandono jamæs ha ne bermeto jamæs e alfe en em drompla voar ar fe ha comportamant ar gristenien. Un usaich generalainant recevet en Ilis ep ma anaveer e gommançamant a so a dradidon, evel ma zeo yun ar cnoraïs, sign ar groas, badiziant ar vugale quent an usaich a ræson, observation pe sanctification ar Sul, etc.,

Ar C’honcillo.

Ur C’honcil eo un assamble a Esquibien catholiq, en peini e ve reglet ar fe, ar gomportamant hac ar gouvernamant spirituel. Bezàn so Concillo general pe ecumeniq, pere a represant an Ilis universel ; rac an oll Esquibien a ve assamblet pe galvet, hac o deus ar gouir da asista evel Barnerien. Na ellont quet en em drompla, rac asistet int gant ar Speret-Santel ; int eo an Ilis universel hac anseignant. An Ebestel er C’honcil a Jerusalem a goms erguis-màn : « Seblanti a ra mad d’ar Speret Santel ha dimp penaus, etc. »

Ur C’honcil national eo an assamble eus ar Esquibien catholiq eus un nation ; ar C’honcil provincial eo hini an Esquibien eus ur provinç ; ar C’honcil a Escopti eo an assamble eus an Escop hac eus e glerge. Assambleo ar re ne dint quet catholiq a so fals Concillo en pere ne deus nemet erreur ha tromplaison.

Ar C’honcilo particulier memes catholiq a ell en em drompla ; rac Doue n’en deus promeetet da breservi a erreur nemet an Ilis universel, mæs mar deo recevet gant an Ilis amiversd ar pez so decidet en ur C’honcil particulier, neuse an decision a so evel hini ur C’honcil general. Lâret ha credi a renquer ar memes tra a Vuillo hon Tad santel ar Pap : obliget voar da obeissa deze ha memes da ordreoanço un Escop particulier bete ne vent reformet dre un autorite superieur ; rac peguement benac e alfe un Escop particulier ha catholiq en em drompla, eo bepret barner voar ar pez a sel ar fe, ar gomportamant hac ar gouvernamant spirituel, evel heritier d’an Ebestel ha prinç eus an Ilis.

Eus an Tado Santel
.

An hano a Dado santel a rer d’an doctoret ha personageo santel eus a bere al levro, an obero, an doctrin o deus rentet lustr d’an Ilis ha d’ar religion. En o levro principala e quever an dratition hac ar maximo eus ar vuez gristen. Hanvet int Tado abalamour m’o deus roet dimp ar vuez spirituel en J. C. An Ilis grec a fournis pevar doctor d’an llis universel : sant Athanas, sant Basil, sant Gregoar a Nazianç ha sant Yan Chrysostom ; an Ilis latin a fournis sant Ambroas, sant Augustin, sant Jerom, sant Gregoar, Pap, etc.




EIL INSTRUCTION.

Voar ar Pes a dleomp da c’houlen.

I. QUENTEL.

An Oræson Mantal.

G. PEtra dleomp-nîn da c’houlen ?

R. Ar pes so er Bater, hac er pedenno all approuvet gant an Ilis.

G. Petra eo ar beden ?

R. Un аntretien gant Doue evit e henori, ha goulen digantàn ar pes on eus ezom.

G. Hac èn so necesser pedi ?

R. Ya, ar beden eo unan eus hon brassàn obligationo.

G. Pet sort peden so ?

R. Diou sort, ar beden a galon, hac ar beden a c’heno.

G. Ar beden a rer da Zoue a c’heno epquen, hac-y so agréabl dezàn ?

R. Salocroas, er c’hontræl displigeout a ra dezàn.

G. Petra eo ar beden a galon, pe an Oræson mаntal ?

R. An hini a reomp da Zoue a speret hac a galon epquen.

G. Pehini eo an devotàn sujet da ober Oræson a galon ?

R. Maro ha Passion hon Salver.

G. Leret din ar voïen da disqui ober er fat Oræson a galon ?

R. En em accustumi d’e ober muyàn ma eller.

G. Нac èn a ell an oll ober Oræson a galon ?

R. Ya, evit e ober ne renquer nemet graç Doue, ur speret hac ur galon.

G. Pessort avantach en deus an Oræson a galon ?

R. Bezàn eo an agreaplàn da Zoue, hac ar profitaplàn evidomp.

G. Perac eta ma ra quen neubeut a dud Oræson a galon ?

R. Abalamour neubeut a dud a sant ho phaourante spirituel.

Eus ar Beden.

Ar beden a so un antretien eus ar c’hrouadur gant e Grouer, ur sao eus an ine bete Doue evit en meuli, e adori, e drugarecat, goulen e c’hraço en ur offr dezàn on phersonaich, on mado, on obero, on foanio ; en ur exposi dezàn on ezomo, evit obteni e c’hraço. Pemp sort peden so : adori, meuli, trugarecat, goulen hac offr ; ar pez a eller da ober a c’heno hac a galon assambles, pe a galon epquen, en public pe en particulier. Ar sacrifiç adorabl eus an Oferen a gompren assambles ar pemp sort peden.

Ret eo pedi, eme on Salver, ha pedi continuellamant. Ar beden, eme sant Augustin, eo an desir eus on c’halon. Mar deo bepret occupet on c’halon a Zoue, e c’haccomplissomp ar gourc’hemen eus ar beden continuel ordrenet gant on Salver, peini en deus pedet e-unan ; rac ar beden a occupe ur loden eus e vuez : alies e pede noz deiz. Hon ezomo a disq dimp peguen necesser eo pedi ; na ellomp netra ep graç Doue, na ellomp cavet graç, nemet dre ar beden. Quement o deus an usaich a ræson a so obliget da labourat evit en em sauvetaat ; na eller en ober a-nez ar beden. Doue eo on mæstr souveren ; ordren a ra pedi, ret eo obeissàn pe vezàn punisset.

Hon oll bedenno a dle bezàn adresset da Zoue. Pedi a dleomp dreïzàn ar Verc’hes, ar sænt, an Ælez, evel e vignonet, hac abalamour ma c’hellont on sicour dre ho intercession. Pedi a dleomp evidomp hon-unan hac ive evit on nessa, on ennemiet, ha quemem a so en devaligen eus an erreur, an heretiquet, ar schismatiqüet. Mæs na ellomp en em recomandi nemet da bedenno ar gatholiquet. Da bedenno an dud just eo accordet conversion ar bec’herien ; mas evit gouir an oll n’en em gonvertissont quet : Doue na receo quet ordinal ar pedenno a ve adresset dezàn evit o c’honversion. Anfin Pedomp evit ar re varo hervez ar fe hac ar religion. Dre ar beden e c’hapæsomp coler Doue, hac e recevomp pardon evidomp hac evit ar re-all, evel ma zeo merquet er ch. 32 eus ar Geness. Mæs evit pedi gant froez ha meritout ar gloar eternel, eo ret pedi en stad a c’hraç; ha mar on deus bet ar malheur da goll graç Doue dre ar pec’het, eo ret ober acto a gontrition hac en em sevel er c’henta possubl eus ar stad malhurus-se. Mar domp en erreur evel an heretiquet, ar schismatiquet, memes ar bayanet, ar beden so util ; ha mar pedomp dre ur speret hac ur galon sincer, e zom sur da receo ar sclærigen ha da retorn da Zoue. Mæs bezàn so malhurusamant cals a dud pere a bed inutilamant, hac a bere ar pedenno pel dious appæsi coler Doue, na reont nemet en fachi davantaich. Evel ma zeo pedenno ar re a gontinu en erreur non obstant ma hanaveont ar virionez ; o feden n’en deo nemet goapæson, hipocrisi ; rac ober goap a Doue eo goulen digantàn pardon eus ar pec’hejo ne c’houlenner quet da guitaat. Evit pedi evel ma’zeo dleet, eo ret,

1°. Pedi en hano J. C. ; h’en deus hano ebet dindan an env roet d’an dud, dre beini e alfent en em sauvetaat nemet dre hini J. C. hac en union gantàn.

2°. Ret eo pedi en speret bac en guirionez, a greis ar galon ha gant un desir vras da vezàn exaucet. Doue a so ur speret pur, hac a c’hou-len bezàn servichet a speret hac a galon.

3°. Ret eo pedi gant humilite ha glac’har da vezàn offancet Doue.

4.° Ret eo pedi gant attantion, songeal ous piou e comsomp ha petra a c’houlennomp. Mar deo volontair on distractiono, on peden so ep froez ; mar dint involontair, Doue en defo truez ouzomp. Preparomp eta on speret quent ar beden.

5°. Ret eo pedi gant fe, gant confianç hac assuranç penaus e c’hall Doue on exauci, ha gant an esperanç en deus c’hoant da accordi dimp ar pez a c’houlennomp.

6°. Anfin ret eo pedi gant perseveranç ep jamæs squisa. Doue evit punissa on c’hlouarigen, evit eprouvi on fe ; on c’honfianç, evit ober dimp santout on faourantez, on defaut a nerz, on ezomo, a differ alies d’on exauci, ha ne accord on goulen nemet d’ar berseveranç er beden. Doue na vanq jamæs da exauci piou benac a bed erguisse : da laret eo penaus Doue a accord dimp ar pez so essantiel er goulenno on deus groet dre ar beden. Mæs ne accord quet ordinal certen treo particulier, peguement benac ma vent mad ha ræsonabl ; ar ræson eo penaus Doue a voar hac a c’hanave ar pez a so muyan avantajus evidomp ; ous hon refus, e ra dimp graç. En em soumetomp d’e volonte divin, hac e zomp sur da obteni quement so a-propos evit on silvidiguez. N’en em glemomp quet eus ar boan, ar c’hollo, an affliction, ar c’hlenvet ; Doue o fermet evit on silvidiguez.

Jesus-Christ, S. Paul, etc. o deus pedet prosternet d’an daoulin ; ar postur-se eo an bini en peini e tleomp pedi.

Ret eo pedi en pep amser ; mæs ispicial da Sul, da Voël, d’an dezio yun hac a binigen e tleomp redoubli on pedenno, evel er c’hlevet, er persecution, en dentation, afflictiono publiq pe particulier, ha pa vezer en danger evit ar c’horf, ha surtout evit an ine. Ret eo pedi en commançamant hac er fin eus an affero important hac an oll obero, ispicialamant noz-veure, hac en commun mar deo possubl. Medita pe pedi a galon eo songeal eu ur virionez benac eus on religion ep prononç a c’heno, rei da Doue an desir, an affection eus on speret hac on c’halon. Maro ha passion on Salver a so ur sujet precius a veditation continuel.



II. QUENTEL.

Voar an Oræson vocal.

Explication eus ar Bater.

G. PEtra eo ar beden a c’heno, pe an Oræson vocal ?

R. An hini a reomp da Zoue a c’heno hac a galon.

G. Pehini eo ar gaëràn eus an oll Bedenno vocal ?

R. Ar Bater.

G. Piou en deus composet ar Bater ?

R. Hon Salver Jesus-Christ.

G. Pet goulen so er Bater ?

R. Seiz, pere a dle an oll da c’hout.

G. Leret ar Bater en latin hac en brezonec ?

R. Pater noster, etc. Hon Tad pehini so en Env, etc. (en fin ar c’hatechis).

G. Ous piou e consomp-nîn pa leromp hon Pater ?

R. Ous Doue.

G. Perac e hanvet-u Doue hon Tad ?

R. Abalamour m’en deus hon c’hrouet hac hon choaset evit e vugale.

G. Evit petra e leret-u hon Tad, ha non pas ma Zad ?

R. Evit disque an oll Gristenien a so breudeur.

G. Perac e leret-u Hon Tad pehini so en Env, pa eo guir emàn Doue dre oll ?

R. Abalamour an Env eo an Tron eus e c’hloar.

G. Petra c’houlennomp-nîn dre ar c’hentàn goulen, ho hano bezet santifiet ?

R. Goulen a reomp ma vezo Doue caret, henoret, ha serviget gant ar bed-oll.

G. Petra c’houlennomp-nîn dre an eil goulen, ho rouanteles deut dimp ?

R. Goulen a reomp digant Doue e c’hraç er bed-màn, hac e c’hloar er bed-all.

G. Petra c’houlennomp-nîn dre an drede goulen, ho polonte bezet groet voar an douar evel en Env ?

R. Goulen a reomp digant Doue ar c’hras da ober e volonte er bed-màn evel ma eo gred en Env.

G. Petra c’houlennomp-nîn dre ar pevare goulen, reid dimp hirie hon bara pemdiec ?

R. Goulen a reomp digant Doue ar bara necesser d’hon Ine ha d’hon C’horf.

G. Pehini eo ar bara necesser d’an Ine ?

R. Comso Doue, graço Doue, hac ar gommunion.

G. Petra c’houlennomp-nîn dre ar bempet goulen, pardonet dimp hon offanso, evel ma pardonomp d’ar re o deus hon offancet ?

R. Goulen a reomp bezàn pardonet gant Doue, evel ma pardonomp d’hon ennemiet.

G. Petra c’houlennomp-nîn dre ar c’huec’hvet goulen, na bermettet quet e coëssemp en tentation ?

R. Goulen a reomp bezàn preservet dious an tentation, pe ar c’hraç d’e zrec’hi.

G. Нac èn so pec’het cavet tentation ?

R. Salocroas, mæs pec’het eo consаnti d’an tentation.

G. Petra c’houlennomp-nîn dre ar seizvet goulen, mæs hon delivret a bep drouc ?

R. Goulen a reomp bezàn preservet dious ar pec’het, ha dious quement droug a ouffe da ober dimp er bed-màn, hac er bed-all.

G. Perac ne obtenomp-nîn quet aliès ar pes a c’houlennomp ?

R. Ne c’houlennomp quet gant ar c’honditiono necesser.

С. Pet condition so necesser evit ober ur beden vad ? R. Peder, an attention, an humilite, un intention pur, hac ar berseveranç.

C. En hano piou e tleomp-nîn pedi ?

R. En hano J.C., ha dre e verito.

Explication eus ar Bater.

Ar Bater a so hanvet peden an Autro, abalamour ma zeo composet gant on Salver biniguet J. C. Hi eo ar c’haëra eus ar pedenno vocal. Cals a amser ha cals a Scritur a ve red evit explica an escellanç hac ar sans eus ur beden quen precius. Ne rin nemet un abrege bian. An oll a voar penaus e commanç dre rei dimp da anaveout penaus e zomp oll breudeur. Composet eo a seiz goulen.

Dre ar c’hentàn goulen, o hano bezet santifiet, e c’houlennomp ma vezo Doue meulet, hanaveet, henoret, respetet, caret gant an dud voar an douar evel ma zeo en env. Dre-se e c’houlennomp conversion ar bayanet, reunion an heretiquet hac ar schismatiquet gant an Ilis, e mæz a beini eo blasphemet an hano sacr a Doue. Goulen a reomp ar fin eus an oll grimo, conversion an oll bec’herien, ar pratiq eus ar vertu, ar c’hraç da vezan guir vugale da Zoue ha dar avanç oll er perfection gristen.

Dre an eil goulen, o rouantelez deut dimp e c’houlennomp ma vezo Doue hanaveet evit ar mæstr souveren, ha m’en em soumeto an oll gant joa d’e volontez divin ; ma c’haccordo bepret e brotection dan dud just, ma confondo an dud fall, pe ma roio deze ar c’hraç d’en em gonvertissa ; ma teuo ar fe hac an Ilis da vezan anaveet dre ar bed oll, ha pouvoar an drouc speret da vezàn distrujet ; evit ne vezo nemet J. C. rên en on c’halon, peini a raïo dimp un deiz rên gantàn en e c’hloar ; ma teuo J. C. da varn an dud goude bezàn lequeet e ene-miet dindan e dreid. Anfin goulen a reomp digant Doue e c’hraç er bed-man hac e c’hloar er bed-all.

Dre an drede goulen, o polontez bezet groet, e c’houlennomp digant Doue ar c’hraç d’en em soumeti d’e volontez gant quement a affection nac a, garantez evel ar sænt hac an Ælez en env. Doue a difenn ouzimp heuil hon goal banchant, hac a ordren dimp combati ha renonç d’on bolontez. Mar deo conform hon bonlontez da hini Doue, e zomp parfæt. Leromp eta alies : o polontez, ô ma Doue, da vezo groet, ha non pas ma hini.

Dre ar bevare, reit dimp hirie on bara pemdiec, e c’houlennomp digant Doue ar pes so necesser evit on ine hac evit on c’horf. Evel ma zeo ar bara ar pes so necessera evit buez an den, Jesus-Christ dre ar guer-se a disq dimp goulen quement tra so necesser evit ar c’horf quer couls hac evit an in. An nourritur, ar guiscamant, al logeis, chetu a-se ar pes a sel ar c’horf. Comso Doue, graço Doue hac ar gommunion, chetu a-se ar pez a c’houlennomp evit on ine.

Dre ar pempvet goulen, pardonet dimp on offanço, e c’houlennomp ma pardono Doue on pechejo evel ma pardonomp d’on nessàn an offanç en deus groet dimp ; ar pez a so dre ar guer a c’hle, a beini en em servich on Salver. N’en deus den na ell pec’hi, exceptet J. C. hac ar Verc’hes Vari, voar beini, eme S. Augustin, na dleer quet questioni pa ve comset eus ar pec’het, abalamour d’ar galite a vam da Zoue a beini eo bet enoret. Ar re, eme ar memes sant, a ra evel ma zeo dleet ar pempvet goulen eus ar Bater, a ve effacet o fec’hejo veniel ; ha mar deo marvel o fec’hejo, o deus ar c’hraç digant Doue da receo erfad ar sacramant a binigen ha da vezàn pardonet. Ar re a ra ar goulen-se gant cassoni en o c’halon a enep o nessàn, pe gant desir d’en em vengi, na bedont qnet, mæs prononç a reont o setanç ; rac laret da Doue o fardoni evel ma pardonont, eo laret dezàn o c’hondaoni, pa zeo guir ne bardonont quet ; ha J. C. e unàn en deus-àn laret. Ar pardon eta eus ar re o deus on offancet, eo ar gondition a-nez peini n'en domp na pardonet nac exaucet gant Doue.

Dre at c’huec’hvet goulen, na bermetet quet e coëssemp en dentation, e c’houlennomp bezàn preservet dious an dentation pe ar c’hraç d’e zrec’hi. Tenti a signifi alies eprouvi an den ; ar pez a ra Doue evit gout ha nin so fidel ; ar pez a ra Doue dre on afflictiono, ar c’hollo, ar c’hlenvet. Mæs an dentation peini a doug d’ar Pec’het, na deu quet a beurs Doue, ne apparchant nemet ous an diaoul hac e Vinistret voar an douar. Doue na doug den d’ar pec’het ; ur blasphem ve en songeal. An diaoul dre e finesseo, e valiç ; ar bed dre e voal exempl hac e vaximo corrompet, ar c’hicq dre e inclination fall on doug d’ar pec’het ha d’an dentation, ha Doue en permet ; ha dre ur justiç terrubl voar beini an dud na reont quet attantion, e c’habandon aneze d’an desir eus o c’halon ; accordi a ra memes deze er bed-màn pinvidiguez, henor, talant a bere e trouc-usont. Mæs ar bunition eternel a heuillo ar pompo insanset-se.

Bezàn tentet n’en deo quet pec’het. Ar vertu sortiet victorius a so carguet a verit dirac Doue. Na vezo curunet nemet an hini en defo douguet ar victoar. Combatomp eta : Doue ne bermet jamæs e ve tentet an den dreist e ners ; Hon sicour a ra, eme sant Augustin, evit ober ar pez a seblant impossubl dimp, on renta ra victorius dre e c’hraç. En em armomp eta eus ar fe a enep on ennemiet. Mar on deus ar malheur da vezàn trec’het, en em strincomp gant couraich ha confianç etre divrec’h J. C. Ma map, eme ar Speret-Santel, pec’het oc’h-eus-u ? Na bec’het quen, mæs pedet evit o pec’hejo tremenet, evit ma vezint pardonet dac’h. Sign ar Groas epquen groet gant fe, a so suffisant evit chasseal an drouc-speret.

Dre ar seizvet goulen, mæs on dilivret a bep drouc, e c’houlennomp bezàn dilivret a c’hriffo an drouc speret evel eus a bep sort pec’het hac eus ar poanio temporel, ar c’hlenvet, ar brezel, ar vocen, ar famin ha generalamant eus a guement drouc a ouffe aruout guenemp er bed-màn.

Amen.

En fin ar Bater hac ar pedenno-all a leromp Amen. Ar gue-se a so a langaich an Hebreanet, hac a signifi en guirionez, ze so evel-se, en desirout a ràn, quement-se da vezo groet. Er sacrifiç eus an Oferen eo ar Belec a lavar amen goude m’en defe laret ar bobl mæs on delivret a bep drouc. Ar Belec, eme ar C’hatechis eus ar C’honcil a Drant, a lavar ar c’huec’h goulen eus ar Bater, ar bobl ar seizvet, peini so evel an abrege eus ar goulenno eus ar Bater ; ar Belec a respont en hano J. C. a beini e telc’h ar plaç evel mempr ha ministr eus an Ilis, ar guer a amen, evel pa lavarfe d’ar bobl penaus e zint bet ezaucet gant Doue dre vertu ar sacrifiç.

Ar pap Beneat pevarsec en deus accordet indulgeanç en faveur ar beden vocal ha mantal, ha memes en faveur ar re a deuo da disqui d’ar re igporant ar fæçon da bedi.

HISTOAR.

Amalec o velet ar Judevien sortiet eus an Egypt scouis ha tourmantet gant an naon hac ar sec’het, ep armo na guiscamant, en defoe ar grueldet d’o attaqui. E arme a voa crenv hac en nombr bras ; mæs Moyses bepret carguet a gonfianç en Doue a ordrenas da Josue quemeret en toez ar bobl ar re nerzussa ; mont a eure voar ar Menez gant Aaron ha Hur evit pedi ha goulen sicour an env. Discoe a eure penaus ar victoar a depant eus a Doue an armeo. Aaron ha Hur a remercas penaus epad ma telc’he Moyses e ziou-vrec’h goureet, e voa victorius Josue ; mæs ive p’o disquenne o vezàn squis, Amalec a c’honee. Ober a resont da Voyses ase voar ur mæn, hac e soutenjont e divrec’h. Josue en devoe ar victoar. Chetu a-se an ners eus ar beden groet mad. An eaul en em arret dre beden Josue. Ar prophet Eli a bed evit na vezo quet a c’hlao ; sec’ha a ra an douar a Israël epad tri bloas. Ar memes prophet a c’houlen dour, hac ober a ra glao voar ar memes douar punisset dre ar sec’hour hac an defaut. Jacob o c’hevita coler e vreur Esaü, scouis eus an hent, a laca ur mæn dindan e benn, hac a chom cousquet. Neuse e vêl ar squeul mysterius eus a beini ur penn a voa en env, eguile voar an douar. Doue a voa er penn huela ; Ælez a seve hac a disquenne san-cess er squeul. Quement-se a signifi an hast en deus an Ælez da gass on pedenno bete an Env, ha da digass ar graço hac ar c’honsolationo pere on deus goulennet. Pedomp eta a galon vad, goulennet hac e recefot, eme on Salver ; clesquet hac e quefot ; squeit voar an noor, hac e vezo digoret dac’h.



III. QUENTEL.

Invocation ar sænt, devotion d’ar Verc’hes.

G. HAc èn a so mat ive pedi hac henori ar Sænt ?

R. Ya, abalamour ma int mignonet da Zoue, ha ma ellont hon sicour dre ho intercession.

G. Petra so red da ober evit henori ar Sænt ?

R. Celebri er-fat ho Goëlio, hac imitàn ho vertuio.

G. Perac e c’henoromp-nîn imajo ar Sænt ?

R. Abalamour ma tigassont dimp memoar eus ar Sænt.

G. Piou eta a henoromp-nîn, pa saludomp ur Grucifi, pe Imaich ur sant benac ?

R. N’en de quet ar Portræjo a henoromp, mæs an hini so represantet dre ar Portræt.

G. Perac e henoromp-nîn Relego ar Sænt ?

R. Abalamour ma int portion eus a Gorfo Santel.

G. Piou eus ar Sænt a dleomp-nîn da pedi, ha da henori muyàn voarlerc’h Doue ?

R. Ar Verc’hes Vari, abalamour d’e c’halite a Vam da Zoue.

G. Pehini eo ar brassàn henor a ouffemp da ober dezi ?

R. Imitàn e vertuio.

G. Pere eo ar vertuio principalàn a dleomp da imitàn er Verc’hes ?

R. Ar garante, an humilite, ar chаstete.

G. Petra dleomp-nîn da c’houlen muyàn dre intercession ar Verc’hes ?

R. Ar pardon eus on pec’hejo, hac ur maro mat.

G. Нac èn so aoalc’h cavet un devotion benac dar Verc’hes evit bezàn Salvet ?

R. Salocroas, red eo ive bezàn guir serviger da Zoue.

G. Pehini eo ar vreuriez communàn instituet en enor d’ar Verc’hes ?

R. Breuriez ar Rosera.


An henor a dleer d’ar Sænt, d’oc’h Imageo, d’o Relego.

An henor a rent ar religion d’ar sænt, a so un homaich rentet da grouadurien abalamour ma zint elevet dreist ar re-all. Tri sort henor a renter da Doue ha d’ar Saent.

Da guenta, an henor a Latri, peini a so rentet da ur personaich abalamour d’e excellanç divin hac infinit, ha peini a c’henver Strictamant adoration. An homaich se ne deo dleet nemet da Doue epquen, ha da J. C. evel Doue ha den assambles, ha memes evel den ; rac an natur humen en J, C. a so inseparabl dious e Zivinite.

Ah eil henor a henver a Duli, da lavaret eo un homaich rentet da ur personaich abalamour d’e excellanç crouet, mæs commun d’ar re-all ; hennez eo an henor dleet d’ar Sænt, d’oc’h imageo ; maes n’en deo quet d’an imaich e renter an henor ; d’an hini so represantet dreizàn eo.

An teiret espeç a henor a henver D’hyperduli, peini a renter da ur grouadurez abalamour d’e c’hexcellanç crouet, mæs adimirabl, ha peini ne apparchant nemet outi. Hennez eo an henor a renter d’ar Verc’hes glorius, ha peini ne apparchant nemet outi abalamour d’e c’halite a Vam Doue.

Ar pratiq da henori Croas on Salver, Relego hac Imageo ar Sænt, a deu eus an Ebestel. Test eus a guement se, an Tado santel hac ar C’honcil a Drant, pell da vezàn contrel d’ar c’henta gourc’hemen, henor ar Sænt a so memes commandet dreizàn, pa zeo gouir penaus e c’henoromp Doue dre ar Sæent. Rac n’en deo quet ar c’hoat, ar vein pe materio-all a henoromp, mæs ar re a so represantet dreize. Lacaat a reomp, eme S. Gregoar, croasio ha portret ar Sænt en Iliso, evit bezàn levro ar re ignorant, ha digass dimp oll memoar eus ar Sænt hac eus ar mysterio represantet dre an imageo-se, evit sevel on speret hac on c’halon bete Doue, ha digass dimp desir da imita ar Sænt evit cavet lod eus ho gloar. En un tieguez reglet mad na dleer jamæs mancout da lenn en brezonec buez ar sant evit an deiz varlerc’h. Cavet a rer buez ar Sænt imprimet mad en brezonec, composet a eis cant hanter-cant pa-gen, en sant Briec.

Henori a reomp Relego ar Sænt evel portiono a gorfo santel, pere so bet an templ beo eus ar Speret-Santel. Doue en deus autoriset an henor-se dre gals a viraclo. Mar deo deut mantel ar prophet Eli da separi an dour er Jourden evit rei plaç da dremen d’ar prophet Elisee ; ur vroec clanv aboe pell amser dre ur c’holl gload[sic], da vezan goellaat o touich habit on Salver ; ar sceud a sant Pêr da voellaat dud clanv hac infirm ; ar mouchouer o defoa touchet corf sant Paul da rei ar yec’het ha da chasseal an drouc-speret ; pebes vertu ha pouar n’en defo quet ar rest precius eus a gorfo ar Sænt ? Mempro int a J. C. ha templo ar Speret-Santel. Invoqui a reomp ar Sænt, ar Sænteset, an Ælez, evit obteni dre o sicour hac o c’hintercession ar graço hac ar sicour a bere on deus ezom. Mignonet int da Zoue, goulen a reont evidomp ha guenemp dre J. C. on щæstr divin. Mar on deus afer gant un den puissant eus ar bed, e clesquomp mignonet evit intercedi evidomp ; ha n’en grafemp quet pa zeo question eus on silvidiguez ? Daic’h[sic] surtout, guerc’hes glorius, en em recommandomp. Biscoas den n’en deus o pedet ep santout o protection. C’hui eo on mam ha hini on Salver. Oll deneridiguez ar furra groaguez en quenver o bugale, evel hini ar guella bugale en quenver o mamo, n’en deo netra en comparæson d’o carantez en quenver Jesus, ha da hini Jesus evidoc’h. Sur oc’h pa c’houlennet, na vezet quet refuset. Ouzoc’h e comsàn, gouir servicherien ha gouir servichereset da Vari, c’hui pere oc’h eus santet an effejou eus e gallout, e bolonte, e c’harantez evidoc’h. Hi eo stereden ar mor, mam Jesus, mam memes ar pec’her paour ; rac piou benac a so prest da disesperi voar e silvidiguez, a so sur da vezàn sicouret mar deu d’en em renta dezi. Pedomp eta, henoromp, imitomp ar Sænt, mæs surtout Rouanes ar Sænt hac an Ælez. Hon interest eo, ha piou benac a vanq d’an dever-se, a so deja avancet mad en hent flairius eus ar pec’het hac an impiete. Pedomp bemdeiz Mari ; antreomp en unan benac eus e breuriezo ; pedomp on Æl mad, on patron hac an oll habitantet eus ar gloar. Fixomp alies on daoulagat gant confianç, carantez ha truez voar Groas on Salver. Ar Relego, an Imageo eus ar Sænt, a dle digass dimp memoar da imita o vertuyo.



IV. QUENTEL.

An Ave, Maria, hac ar Chapelet.

G. PEhini eo ar beden agreaplàn a eller ober d’ar Verc’hes ?

R. An Ave, Maria, pehini a dle an oll da c’hout.

G. Leret an Ave, Maria, en Latin hac en Brezonec ?

R. Ave, Maria, etc. M’ho salud, Mari, etc. (en fin ar c’hatechis.)

G. Piou en deus composet an Ave, Maria ?

R. An Æl Gabriel, Santez Elisabeth, hac hon Mam Santel an Ilis.

G. Perac e lerer an Ave, Maria, incontinant goude ar Bater ?

R. Evit obteni dre intercession ar Verc’hes ar pes on eus goulennet er Bater.

G. Leret din c’hoas un devotion agreabl da Zoue ha d’ar Verc’hes ?

R. An devotion eus ar Chapelet ?

G. Penaus e lerer ar Chapelet ?

R. Credo a lerer voar ar groas ;
Ur Bater voar bep greunen vras ;
Ha dre ma teu ar greun bian,
Eus un Ave voar bep unan.

G. Petra dleer da songeal en pad ar Chapelet ?

R. Songeal en unan benac a Vysterio ar Rosæra.

G. A betra eo composet ar Rosæra ?

R. Ar Rosæera so composet a dri chapelet.

G. Pet Myster so er Rosæra ?

R. Pemzec, pemp a joa, pemp a gueuz, ha pemp a c’hloar.

G. Leret ar pemp myster a joa ?

R. 1. E oë saludet ar Verc’hes gant an Æl. 2. E visitas e c’hininterv santes Elisabeth. 3. E c’hanas e Map. 4. En presantas en Templ. 5. En c’havas o tispud ous an Doctoret.

G. Leret ar pemp myster a gueuz ?

R. E c’huesas Jesus an dour hac ar goat. 2. E oe flagellet. 3. E oe curunet a spern. 4. E tougas e groas. 5. E oe crucifiet.

G. Leret ar pemp Myster ar c’hloar ?

R. 1. E ressuscitas hon Salver. 2. E pignas en Env. 3. E tisquennas ar Speret-Santel. 4. E oe douguet ar Verc’hes en Env gant an Ælez. 5. E oe curunet en Env gant an Dreindet.

Salud an Æl.

An Ave, Maria, pe salud an Æl a so hanvet er guis-se abalamour ma commanç dre gomso an Æl Gabriel d’ar Verc’hes pa annonças dezi e vise mam d’on Salver. Salud an Æl pe an Ave, Maria, a so composet a deir loden ; a gomso an Æl, a re santes Elisabeth hac a re on mam santel an Ilis.

Dre ar beden-se e veulomp Mari muya ma zeo possubl meuli ur grouadures, en ur lavaret dezi gsnt an Æl penaus eo leun a c’hraç, penaus emàn Doue ganti, hac eo biniguet dreist an oll groaguez. Dre gomso santes Elizabeth e trugarequeomp Doue ; rac en ur lavaret : biniguet eo Jesus ar froez eus ho corf, e trugarequeomp Doue da vezàn roet dimp Jesus dre Vari, brassàn graç a ouffe biquen Doue da ober d’an dud. Anfin en teirvet loden eus an Ave, Maria, e pedomp Mari da intercedi evidomp pec’herien, da gavet truez ouzimp, hac en e c’halite a Vam da Doueda dont d’on sicour en pep amser, mæs ispicial er momet terrubl eus ar maro, en peini satan a redoubl e valiç evit on c’holl.

An Angelus.

Dious ar mintin, dagreis-deiz ha dious an noz e ve laret an Angelus, pe teir Ave, Maria, evit trugarecaat Doue teir gueich an deiz a incarnation J. C., hac evit henori ar Verc’hes mam d’on Salver, peini a bedomp da intercedi evidomp. Exceptet er Sul hac en amser baschal, da laret eo, aboe ar Sul Fasq bete sadorn an Dreindet, e tleer laret an Angelus voar an daoulin evit gounit an indulgeanç.

Ar Chapelet.

Ar chapelet eo an deirvet loden eus ar rosær. Ar Gredo a lerer voar ar Groas pe ar rosæn ; ar Bater voar ar c’hreunen vras goude ar rosæn ; teir Ave voar an teir greunen vian a so goude. Neuse e comancer ar c’henta dixenes dre ar Bater, ha dec Ave, Maria, voar ar greun bian, hac evels-se bete ma ve achu ar pempvet dixenes. En fin ar pempvet dixenes e tleer laret teir Ave, Maria, ar Bater hac ar Gredo evel er c’hommançamant. Mad eo ive laret ar Bater pe un de profundis evit an Anaon. Tri chapelet a bemp dixenes a so ur rosær. Pa lerer ar chapelet er fæçon ma teuomp d’e explica, e saluder ar Verc’hes c’huec’h gueich ha hanter-cant evel ma zeo bet saludet gant an Æl, hac on Salver a so meulet quen lies a veich. Un nombr bras a viraclo a so test penaus an [devo]tion eus ar chapelet a so ur voyen vad [da o]bteni graço mad Jesus ha re e Vam santel. [Ar v]oyen se a so facil ; rac n’on deus quet a [ezom] a gals a amser evit laret ur chapelet : en […]agi a eller, en laret a eller en ur guerzet ha [labo]urat, er goele memes mar domp incom[mod]et pe ep cousquet.

[Ar] Rosær a henver pseauter ar Verc’hes ; rac [levr] David a so composet a gant hanter-cant [psa]lm. Ar rosaer a gompren ive cant hanter-[can]t Ave, Maria. Epad ar rosær, pe ar chape[let], eo dleet songeal ha medita ar mysterio han-t er guentel. Bezàn so levro pere a goms en [an]tier a institution ar rosaer, eus e excellanç, |ha]c eus e avantaich. Ha ne d’ê quet mezus da [ur] c’hristen, surtout ma ne voar quet lenn, [ch]om ep cavet ha lavaret ar chapelet, devo[tio]n quen agreabl da Jesus ha Mari ?



V. QUENTEL.

Pedenno dious ar mintin.

G. EN petra e consist an exerciç christen ?

R. O pedi, hac o sanctifiàn hon euvro.

G. Pegouls e tleomp-nîn pedi ?

R. En peb amser, ha principalamаnt dious ar mintin, ha dious an noz.

G. Petra dleer da ober dious ar mintin pa difuner ?

R. Ober sign ar Groas, ha laret : ma Doue, ma c’hroüer, mên ofr dac’h ma c’halon.

G. Ha goude beàn savet ha guisquet ?

R. Quemer dour biniguet, ha laret ar pedenno voar an daoulin.

G. Leret ar beden dious ar mintin ?

R. Ma Doue, mên gred fermamant, etc. (en fin ar c’hatechis.)


VI QUENTEL.

Exerciç ur C’hristen epad an deiz.

G. PEtra dleer da ober pa gommancer eur labour benac ?

R. Ober sign ar Groas ha laret : ma Doue, mèn ofr dac’h al labour-màn ; reid voar nezi o penediction, mar plich guenac’h.

G. Petra dleer da laret pa soufrer ur boan benac a gorf pe a speret ?

R. Laret : ma Jesus, mên ofr dac’h ar boan-màn evit henori o maro hac o passion.

G. Petra dleer da laret pa santer un dentation benac ?

R. Laret ep dale, da viana a galon : Jesus, ha Mari ma sicouret.

G. Petra dleer da ober pa santer bezàn coezet en ur pec’het benac ?

R. Ober un act a gontrition ha covessaat quenta ma eller.

G. Petra dleer da ober quent ar repas ?

R. Ober sign ar groas, ha laret : ma Doue, biniguet ar boed peini e c’hàn da guemer evit en em antreteni en o servich.

G. Petra dleer da laret goude ar repas ?

R. Laret : Ma Doue, m’o trugareca eus ar boet am eus quemeret evit en em antreteni en o servich.

G. Petra dleer da laret pa dremener un Ilis el lec’h ma ve ar Sacramant ?

R. Laret : meulet da vezo Jesus er Sacramant adorabl eus an auter.

G. Petra dleer da laret pa dremener ur chapel ?

R. Laret : Mên ho ped, Sænt ha Sænteset, da vezàn ma avocadet.

G. Petra dleer da laret pa dremener ur Groas benac ?

R. Mên ho salud, croas viniguet,
Ha quement croas a so er bed,
Balamour d’am salver biniguet
So bet er Groas crucifiet.

G. Petra dleer da ober pa glever an horoloch о son ?

R. Ober sign ar groas, ha laret : ma Doue, reit din ar c’hraç n’oc’h offanci jamæs.

G. Petra dleer da ober pa guesser ar Sacramant d’un den clanv ?

R. Mont gantàn, mar gueller ; ha ma na eller quet, stouet d’an daoulin da adori ar Sacramant, ha pedi evit an den clanv.

G. Petra dleer da laret pa zon ar c’hlaz ?

R. Laret an De profondis, pe ur Bater evit an anaon.


VII. QUENTEL.

Pedenno dious an noz.

G. PEtra dle eur c’hristen da ober dious an noz ?

R. Ober e bedenno evel dious ar mintin.

G. Leret ar pedenno dious an noz ?

R. Ma Doue, mên a gred fermamant, etc. (en fin ar c’hatechis.)

G. Ha ne ve quet mad neuse laret Litanio ar Verc’hes ?

R. Ya, ur beden excellant eo evid obteni ur maro mad.

G. Peini eo ar guellàn fæçon da ober ar beden dious an noz ha dious ar mintin ?

R. Ober anezi en commun.

G. Petra dleer da ober quent mont er guele ?

R. Quemer dour biniguet hac ober sign ar groas.

G. Ha pa vezer er guele prest da gousquet ?

R. Ober adarre sign ar groas, ha laret : Ma Doue, mên recommand dac’h ma ine.

Obero epad an deiz.

Ar beden eo unan a vrassàn obligationo ur c’hristen. Pedomp eta ha santifiomp on œuvro. Na ellomp netra a nez sicour Doue ; dezàn eo dleet ar pezma c’homp, evel ar pez ma reomp ; offromp dezàn on obero, on poanio, hac an distera action eus on buez, Pe e tepret pe e c’hefet, pe e reet un dra-all benac, eme an abostol, groet tout evit gloar Doue.

Evel ma voar difun e tleer offr ar galon da Zoue ; an den just, eme ar Speret-Santel, a roïo e galon da Zoue dious ar mintin hac a lavaro e bedenno. Ma buguel, eme Doue, ro din da galon. Goude ar beden groet o labour ha pedet Doue da rei voarnezi e venediction. Dibri hac eva a so comnum d’an den evel d’an anevalet brutal ; maes Doue a c’houlen ma vemp christenien en on oll œuvro. Debret hac evet eta evit e c’hloar ; n’er groet-àn jamæs ep goulen benediction Doue voar o pevanç, ha trugarecaat e brovidanç goude o repas ; ar ræson memes en ordren. Songet penaus n’en domb quet dign da dibri ar bara a guemeromp, ha penaus e heus un nombr bras a dud pere n’o deus biscoas offancet Doue eveldomp, ha n’o deus quet cousgoude a vara da dibri. Songet er fæçon m’o deus quemeret o repas Jesus, Mari ha Joseph epad o buez. Permetet eo en em recrei voar ar condition na vezo offancet na Doue nac an nessàn. An discouis a gorf hac a speret a so ur vertu, lod eus an temperanç ; mæs lequeet evez rac en drompla. An divertissamant a dle bezàn honest ha reglet mad, ep mancout jamæs d’an dever. Modesti en tout : songeomp e zomp mempro J. C. curunet a spern, A boultr e zomp formet, en poultr e retornfomp. En em viscomp eta modestamant ; pedomp a vouir galon. An disteràn poan, an disteràn maleur a ell bezàn sanctifiet. Bezomp sobr ha modest en dibri hac en eva. Ofromp da Doue on poanio epad an deiz, greomp on peden en commun, hac examinomp on c’honcianç voar ar fauto a alfemp da vezàn cometet ; goulennomp pardon ; rac martese ne sevfomp quet eus ar guele en peini e zeomp da repos. Ar gurele-se a dle digass dimp memoar eus on be ; ar c’housquet a so un imaich eus ar maro. Tachomp eta da gousquet voar ur songæson vad benac ; ne vanq dimp nemet an avisamant evit regli erfad on oll obero.

HISTOAR.

En pep stad ha condition e c’heller en em santifia hac offr da Doue e obero. S. isidor a voa guinidic a Vadrid en Spaign. E dud a voa paour, mæs honest ha carguet a garantez Doue. Un devotion vras o defoa da sant Isidor Arc’hescop a Sevill. Rei a resont e hano d’o map bian peini a brofite quement a instructiono e dad hac e vam, quenma voa ar model eus an oll vertuyo. Quemeret a eure evit priet ur plac’h hanvet Mari, peini a rentas devodes eveltàn, ha peini a so ur santes. Bezàn o defoe ur penner da beini e regeont o veertu evit partaich. Isidor a guemeras ur feurm, quement-se ep en em relachi eus e devotion. Groet a voe clem anezàn d’an hini en devoa feurmet dezàn e verer. Laret e voe dezàn penaus Isidor el lec’h labourat, ne re nemet bisita an Iliso. Ar mæstr-se en reprenas ; mæs Isidor a respontas dezàn gant furnez ha patiantet penaus ma ne vige quet e douar en quen couls raport hac ar re-all, en em oblige da repari au domaich. An Autro a remarcas penaus e douar a voa guel menaget hac a voel raport evit ar re-all. Anaveout a eure penaus e scuille Doue e venedicdon voar an douar-se. Renti a eure justiç da Isidor, hac en pedi da pedi da gontinui e exercico a devotion. Al labourrer santel-màn a santifie e labour dre ar beden, hac a roe d’ar paour ar pez a chome gantàn goude antreteni e briet thac e vap, ep caout aon na vanqse dezàn. Chom a eure clanv, soufr a eure gant ur batiantet admirabl, receo a eure e sacramancho gant ar brassàn devotion, ober a eure scuil daëlo da guement o devoe ar bonheur d’e asista en e agoni. Mervel a reas ar 15 a viz maë 1130. Voar e ve eus arruet un nombr bras a viraclo. Isidor ne vanque deiz da glevet an Oferen. Santifiàn a eure e labour dre ar beden : lequeet evez rac tennàn voarnoc’h hac o manœuvro malediction an env dre ho blasphemo ha loustonio a c’heno.




TREDE INSTRUCTION.

Voar ar pez a dleomp da ober.

Explication a C’hourc’hemeno Doue.


I. QUENTEL.

preparation.

G. Petra dleomp-nîn da ober ?

R. Ar pez so gourc’hemenet gant Doue, ha gant an Ilis.

G. Pet gourc’hemen en deus gred dim-nîn an Autro Doue ?

R. Dec, pere a dle an oll da c’hout.

G. Leret gourc’hemeno Doue ?

R. Un Doue epquen a adori, etc. (en fin ar c’hatechis.)

G. Hac-èn so hini a c’hourc’hemeno Doue impossibl da observi ?

R. Salocroas, nen deus hini, moyenant e c’hraç peini a dleomp da c’houlen dre verito J.C.

G. Нac èn so ret miret oll gourc’hemeno Doue ?

R. Ya, ha mancout da unan a so avoalc’h evit meritout an Ifern.

G. Petra bromet Doue d’ar re a viro e c’hourc’hemeno ?

R. Ar vuez eternel.

G. Na d’ar re o zoro ?

R. Ur malheur eternel.

G. Leret din an abrege a c’hourc’hemeno Doue ?

R. Caret Doue, ha caret an nessàn.


II. QUENTEL.

Voar ar c’henta gourc’hemen.

I. Un Doue epquen a adori,
Ha dreist peb tra oll a guiri.

G. Petra eo adori Doue ?

R. E c’haneveout hac e henori evel ar mæstr souveræn.

G. Gred un act a Adoration.

R. M’oc’h ador, Doue ma c’hrouer,
M’oc’h ador, Jesus ma Salver ;
C’hui eo ma mæstr ha ma roue,

Ha dec’h ôn tout corf hac ine.

G. Penaus e adoromp-nîn an Autro Doue ?

R. Dre ar vertuyo theologal, ha dre ar vertu a religion.

G. Pet vertu theologal so ?

R. Teir : ar Fe, an Esperanç, hac ar garante.

G. Perac int-y hanvet theologal ?

R. Abalamour ma conduont an ine directamant da Zoue.

G. Petra eo ar Fe ?

R. Un donæson digant Doue dre beinie credomp ennàn, ha quement en deus revelet d’e Ilis.

G. Нac èn so necesser ar Fe evid bezàn salvet ?

R. Ya, ep ar Fe eo impossibl pligeout da Zoue ?

G. Gred un act a Fe voar an oll guirioneo a fe generalamant.

R. Mên a gred ferm, ô ma Doue, etc. (en fin ar c’hatechis [3])

G. Petra eo an Esperanç ?

R. Un donæson digant Doue dre behini e c’hesperomp e c’hraç er bed-màn, hac e c’hloar er bed-all, dre verito J. C. hac hon œuvro mat.

G. Pere eo ar viço contrel d’an esperanç ?

R. An disesperanç hac ar bresomption.

G. Leret din ar voyen da antreteni ha da grevaat an Esperanç ?

R. Ober erfad Oræson.

G. Gred un act a Esperanç ?

R. Ma Doue, ma oll esperanç, etc. (en fin ar c’hatechis.)

G. Petra eo ar Garante ?

R. Un donæson digant Doue dre beini e queromp anezàn dreist peb tra abalamour dezàn e unàn, hac on nessàn eveldomp on unan abalamour da Zoue.

G. Petra eo caret Doue dreist pep tra ?

R. Rei dezàn ar breferanç hac ar plaç quenta en on c’halon.

G. Piou eo hon nessàn ?

R. Ar bed oll ha quement so capabl da vezàn Salvet.

G. Petra eo caret on nessàn ?

R. Souhæti hac ober vad dezàn evel dimp on unan.

G. Petra eo ar religion ?

R. Ur vertu excelant dre beini e henorer Doue evel ma zeo dleet.

G. Petra gommand c’hoas ar vertu-màn ouspen henori Doue ?

R. Commandi ra c’hoas henori ar Sænt hac an dud sacr, ha respeti an treo sacr ha biniguet.

G. Pere eo ar pec’hejo a gometer a enep ar religion ?

R. An Idolatri, ar Sorceres, an Divineres, ar Superstition, hac ar Sacrilech.

Carantez Doue.

Caret a refet an Autro o Toue eus a greis o calon, eus oc’h oll speret ha ners. Chetu a se ar gourc’hemen. An natur en antier a c’houlen a voez huel carantez, adoration evit e C’hrouer. Mæs an obligation da garet Doue a sel ispicialamant ar gristenien evit pere eo gret lezen J. С. peini a so ul lezen a c’hraç hac a garantez. Just eo e carfemp on C’hrouer hac ar gourc’hemen a ra dimp eus e garantez a so ur merq eus on c’horruption ; rac ma ne vigemp quet corrompet, e cargemp Doue ha pa n’en dige-àn quet commandet.

Caret Doue dreist pep-tra eo rei dezàn ar breferanç hac ar plaç quenta en on c’halon. Mar domp disposet da breferi Doue da guement tra so tout, e queromp Doue dre brefe ranç. Alies e vancomp d’ar garantez-se a breferanç ! Quement pec’het a gometomp a so ur manq a garantez en quever Doue, hac ur certen preferanç evit an treo crouet. Ober alies acto a garantez Doue, eo an eil merq eus ar garantez divin se. Ne dleomp jamæs laret on pedenno ; asista er sacrifiç santel eus an Oferen, receo ar sacramancho, en em gavet clanv pe en danger ar mаro, ep repeti an acto a garantez Doue. Raporti tout da c’hloar Doue eo an drede merq eus e garantez. Evit en ober n’en deo quet ret songeal pe laret bep instant : ma Doue, mên offr dac’h an œuvr-màn ; suffis eo cavet ar volontez da offr tout en general da Doue, ep ober netra contrel d’ar volontez-se. Queromp eta Doue a greis on c’halon, ha Doue on c’haro.

Ar Chraç.

Na ellomp netra a nez ar c’hraç a Zoue, peini a so ur faveur, un drugarez, ul liberalite, ur sicour a beurs Doue peini na dle netra dimp. Difficil eo rei un abrege eus ar c’hraç. Hon fe a disq dimp penaus na ellomp nemet an drouc anez ar sicour eus ar c’hraç. An Theologianet a disting cals a sort graço. Bezàn so graço accordet dimp evit on silvidiguez on unan, ha graço accordet dimp evit silvidiguez ar re-all : evel ma zeo an donæson eus ar miraclo, al langaich differant, ar prophecio, an talant eus ar brerdication, etc.

Beza so graç habituel ha graç actuel. Ar guenta a chom guenemp hac on groa santel, just hac ageabl da Zoue ; hanvet eo ar c’hraç sanctifiant. Ar c’hraç actuel a so ur sclærigen, ur sicour pe ur mouvamant roet dimp gant Doue evit evita an drouc hac ober ar mad. N’en deus cas pesort graç a recevomp, n’on deus hini nemet dre verito on Salver J. С., ha quement-se a so un articl a fe. An necessite eus ar c’hraç a disq dimp penaus e tepantomp a Zoue, ha penaus eo bet corrompet on natur dre ar pec’het. Non obstant ar sicour eus ar c’hraç e zomp libr, hac un experianç malhurus a ra dimp da anaout penaus e resistomp alies ous ar c’hraç. Eus al liberte-se e teu on merit pe on pec’het. Mar resistomp ous ar c’hraç, chetu nin o pec’hi ; mar heuillomp ar c’hraç, chetu nin o veritout : hac an usaich vad se eus ar c’hraç a ra ma recevomp graço all, hac a c’hraç da c’hraç e arruomp er gloar eternel. Ar pec’her er c’hontrel a goez eus un abym en eguile, ha dre an abus eus e liberte, er malheur eternel. Pa deu misericord an Autro Doue da reí dezàn ar c’hraç d’en em sevel, ne gaff ennàn nemet pec’het ha corruption. An Ilis e deus decidet penaus ar pec’her a deu da vezàn reconciliet gant Doue dre c’huec’h degre pere a so quen lies a c’hraç.

1°. Doue a ra d’ar pec’her digueri e zaoulagat, ha credi an oll guirioneo revelet.

2°. Doue a ra dezàn cavet aon rac e jugeamancho.

3°. Ober a ra dezàn esperout en poanio J. С.

4°. Inspiran a ra dezàn ur c’hommançamant eus e garantez evel ar sourcen eus an oll justiç.

5. Doue a inspir d’ar pec’her cassoni hac anquen evit ar pec’het.

6°. Anfin Doue a inspir dezàn ar resolution ferm da dostaat ha da receo ar sacramancho instituet evit remission ar pec’hejo, da gondui ur vuez nevez ha da observi ar gourc’hemeno. O dounder eus an tensor a fumez hac a squient un Doue ! Labouromp eta dre ar sicour eus ar ç’hraç, da sauvetaat on ine : den ne voar pe èn so en graç Doue, pe ne ma quet.

Ar Religion revelet.

An ide eus ar religion a so quen naturel d’an den, evel an ide eus un Doue. N’en deus nation ebet ep religion, evel n’en deus hini ne anave un Doue. Consantamant an oll voar un dra a dle bezàn sellet evel al lezen naturel. Ar re o deus eta an impertinanç da lavaret n’en deus quet a Doue, a so monstro. Doue en deus crouet an den corf hac ine, hac an den a dle d’e grouer homaich e gorf hac e ine. Pretanti n’en deus cas penaus na dre pe sort religion henori Doue, a so ur sotis concevet dre an efronteri hac ar libertinaich, evel distrujet dre ar ræson. Doue n’en deo quet un idol da beini pep sort henor hac homaich a so egal. Ar gomprenæson, ar furnez eternel na ell bezàn henoret nemet dre ur religion just, ræsonabl ha dign eus e oll c’hallout. N’en deus er bed nemet ur guir religion evel n’en deus nemet ur guir Doue. Ar religion-se eo ar religion gristen. Doue e-unan en deus-hi disquet pe revelet d’an dud ; ar pez a brouver sclæramant dre gals a breuvenno, a bere chetu aman an abrege.

Da guenta dre ar prophecio. Ne apparchant nemet ous Doue da c’hout ha da annonç an treo da dont pere ne dint quet necesser, da lavaret eo, an treo pere a so libr hac a alfe non pas arruout. Or ar religion gristen a so bet annoncet gant un nombr bras a brophetet, non pas ur spaç dister a amser quent evit ma zeo bet etablisset, mæs cals a gantvejo diaguent, ha quement-se en ur faeçon sclær. An Testamant ancien a annonç dre oll J. C. evel chef, fondateur hac auteur eus on religion santel. Lennet-àn, hac e voelfet bete an distera circonstance eus an anaoudeguez, pe ar revelation eus an treo da dont en deus priset Doue da rei d’an dud.

D’an eil, en Testamant nevez J. C. a lavar dre oll penaus eo digasset gant e Dad evit rei d’an dud e Aviel, da laret eo ur reglen, ur religion divin. E vuez innoçant ha santel, an nombr bras a viraclo groet evit fonti ar religion, a discoe dimp sclær an divinite, an unite eus ar religion gristen en faveur peini J. G. en deus roet ar goelet d’ar re dall, ar c’herset d’ar re gam, ar c’hlevet d’ar re vouzar, ar goms d’ar re vud, ar vuez d’ar re varo, ha groet ouspen un nombr bras a viraclo raportet el levro Sacr.

D’an drede, prouvi a rer ar religion revelet dre resurrection on Salver ; rac mar deo resuscitet J. C e voa guir map Doue, hac eo red ansao penaus ar religion en deus roet d’ar bed, eo epquen ar guir religion ; rac soufret en deus ar maro memes evit e c’hetablissa. Or J. C. a so resuscitet, ha n’en deus a vouir religion nemet an hini en deus roet d’ar bed, peini eo ar religion gristen.

D’ar bevare e prouver ar religion gristen dre ar miraclo. En effet, ur religion cimantet dre viraclo J. C. hac an Ebestel a so certen, ha non pas un all, agreabl da Zoue. Or ar religion revelet pe ar religion gristen a so assuret dre an oll miraclo raportet en Testamant nevez. Lennet àn, hac e vefet persuadet penaus ar religion gristen a so bet revelet gant Doue, ha penaus n’en deus nemet hi a ve agreabl da Zoue.

D’ar bempvet, predicatoret ar religion gristen a ra da c’hout penaus eo revelet gant Doue. Piou e voa ar prediçatoret-se ? Unnec pe daouzec den rustr, ignorant ha meprisabl hervez ar bed, ep squient, ep autorite, ep sicour, ha contrariet gant an nombr bras. Petra a brezeguent-ii ? Jesus-Christ crucifiet gant ar Judevien, resuscitet a varo da veo, etc. En ur guer, annonç ha prezeg a reent ur religion divin ha contrel da inclination an dud, hac ar bed a deu d’en em gonvertissa.

D’ar c’huec’hvet, testeni ar Verzerien, pe testo J. C. a discoe certen penaus ar religion gristen a so bet revelet gant Doue, ha penaus n’en deus guir religion nemet-hi. Penaus ha gant pe sort couraich n’o deus-ii quet soufret an oll dourmancho, ar maro ar c’hruela evit souten ar religion gristen ? Persuadet e voant efa eus e revelation, e divinite, ha penaus n’en deus guir religion nemet-hi. Rac ne c’houlennet digante nemet renonç d’ar religion-se evit pratica un all ; mæs an dud santel-se a anavee on religion santel, hac ar recompanç en deus prometet Doue d’ar re e heulio hac e difenno dre ar maro memes mar deo red ; rаc n’en deus quet a silvidiguez evit ar re a renonço dezi.

Ar merco a divinite a doug ar religion gristen a disq penaus n’en deus nemet Doue a guement en deus gallet he reveli hac he rei d’ar bed. Mysterio ar religion a so incomprenabl ; speret an den n’en deo quet capabl d’o c’himagina. E deverio a so bras, pur ha santel, en quever Doue, on nessàn ha nin on-unan. Oll buissanço an douar hac an ifern ne dint quet bet capabl d’e c’hampech d’en em etablissa. Goad J. С., hini an Ebestel hac ar Verzerien a bep stad, noad ha condition, o deus-hi cimantet. Ar stad presant eus ar Judevien disperset dre oll, a so un test beo eus a divinite ar religion gristen. Fournissa a ra ar Religion divin-se oll ezomo an den, ha proportionet eo da speret an oll. Conservet eo ep chanchamant aboe trivec’h cant vloas. En ur guer, n’en deus netra muyoc’h certen na muyoc’h prouvet evit ar religion gristen. Credomp ha praticomp.

Ar vertu en general a so un donæson digant Doue, peini a ro dimp facilite hac inclination da anaveout ha pratica an deverio eus ar vuez gristen. Ar vertu a religion a so ul lod eus ar vertu a justiç, peini a ra dimp da anaout ar fæçon da henori Doue dre an acto a religion, an devotion, an adoration, ar sacrifiç, an offrand, ar sanctification eus ar Sul, ar beden ; anfin disqui a ra dimp, non pas epquen henori Doue, maes c’hoas an Ælez, ar Sænt, an dud hac an treo consacret da Doue.

Idolatri.

Idolatri a so ur guer grec peini a signifi adori an idolo. Idol a signifi statu pe imaich. Er Scritur sacr ar guer-se so impliget evit signifiout ar fals Doueo ; rac ar Bayanet a adore ar grouadurien ha memes o c’himajo. Doue epquen a dle bezàn adoret ; adori treo-all eo cometi an idolatri. En ur sans e voar idolatret pa lequeer e gonfianç hac e attachamant en treo crouet, evel ma zeo pec’het d’ar re a laquee o c’harantez, o c’hatachamant dominant en henorio, er plijadurezo, er mado eus an douar. An impurete hac an avariçdet a so un indolatri, eme sant Paul ; ha quement se a so un exempl terribl a dallidiguez an dud. Passe m’o defe abandonet Doue, hac en em livret d’o c’horruption, int capabl a bep sort drouc, memes ar re o deus ar muya a anaoudeguez hac a sclærigen.

Superstition.

Ar superstition a so ur pratic inutil pe dangerus er religion, evel ma ve impligea en servich Doue treo inutil, difennet pe ep bezàn autoriset gant an Ilis ; evel ma zeo enep lezen Doue hac an Ilis goellaat dre Oræson, ha bezàn en gortos eus an effejo gant pere ar remed, pe ar pez a rer, n’o deus nep sort raport naturel. Evel ma ve dre varc’hat groet gant an drouc speret, pe memes ep condition groet gantàn, falveout anaveout ar pez a so da dont, collet pe coachet, dre vagi, sorceres, divineres, an arveo, ar voalen, an taonvoez, an dour, an tân, etc. Piou benac a so sot avoalc’h evit consulti ar re a ra micher eus ar sort treo, a so coupabl eus a superstition difennet dindan boan a bec’het marvel dre ar c’henta gourc’hemen.

Ar Sacrilech.

Ar Sacrilech a so ur c’hrim dre beini e profaner an treo santel pe consacret da Doue, evel ar plaço santel, an Iliso, ar chapelo, ar Været, ar C’houencho, ar sacramancho, ar pedenno eus an Ilis, ar Scritur sacr, an Imajo, ar C’hroasjo, ar relego, ar Vessel sacr : an Ornamancho ; goal dreti an dud consacret da Doue, etc. Mæs ar brofanation indign eus ar sacramant adorabl eus an auter eo ar brassàn sacrilech… Piou benac a gar Doue, en deus carantez ous quement tra so en e servich. Doue a buniss alies er bed-màn memes an dud sacrilech.

Eus ar Fe.

Ar Fe eo ar guenta eus an teir vertu theologal, rac bezàn eo ar c’hommançamant a silvidiguez an den. Ar fe a so un donæson, ur sclærigen surnaturel roet gant Doue d’e vugale evit credi a galon ar pez en deus revelet, hac a so proposet gant on mam santel an Ilis. Un donæson eo a drugarez Doue, ha Doue en deus confiet d’on mam santel an Ilis an oll guirioneo a fe : ret eo eta obeissa d’e decisiono. Ar fe en general a gompren an oll articlo ; na ell quet bezàn partaget. Piou benac a goll unan aneze, o c’holl tout, da viana evit ar silvidiguez. Ar fe en particulier eo ar greden eus ar poëncho consideret ha credet separamant. Ar fe habituel eo ar greden eus ar speret dre beini e reomp on c’honsantamant d’ar pez en deus revelet Doue, ha proposet evel revelet gant on mam santel an Ilis. Ar fe actuel eo an acto eus ar fe habituel pere a dleomp da ober alies pe a galon pe a c’heno, ispicial pa recevomp ar sacramancho, pe pa ve attaquet ar fe dre an heretiquet, ar schismatiquet, dre an dentation.

Ar fe, eme sant Paul, eo ar fondamant eus an treo a dleer da esperout, hac ur bersuasion, ur greden ferm eus ar pez na velomp quet. Quement tra a bropos an Ilis evel articl a fe, a dleomp da gredi, pe en comprenomp pe n’en comprenomp quet. Dre exempl, compren a reomp penaus en deus Doue crouet an env hac an douar ; na gomprenomp quet e ve en Doue tri pherson distinct. Credi a reomp couscoude fermamant hac an eil hac e ben eus an diou virionez se ; rac Doue en deus-àn revelet : na ell na trompla na bezàn tromplet ; rac mad, fur ha fidel eo dreist quement a oufemp da imagina. Bezàn on deus evit goarant eus on fe ar Scritur sacr, an dradition, decision an Ilis, accomplissamant ar prophecio, ar miraclo. Sïellet eo gant ar goat precius a J. С, gant goad an Ebestel ha hini an oll verzerien. Credomp eta, pe renonçomp d’ar Barados. An hini, eme on Salver, a vezo badezet hac a gredo, a vezo salvet ; an hini na gredo quet, a vezo condaonet. Ar gourc’hemen eus ar fe, en ur ordren da gridi, a ordren ive divoal, en em preservi ha repoussi quement erreur e deus condaonet an Iiis.

Ar fe a so a necessite a voyen, da laret eo, na eller quet plijout da Doue nac en em sauvetaat anez ar fe. Obliget omp da gredi en general an oll articlo a fe, hac en particulier, myster an Dreindet, an Incarnation, on Redamption, ar pez so er Gredo, gourc’hemeno Doue ha re an Ilis ; an nombr, ar galite, an effejo hac ispicial ar Vadiziant, ar Binigen, sacramant an Auter. Ar fe veo eo an hini so soutenet dre on obero ; necesser eo evit on silvidiguez ; hac ar pez a so caus da daonation cals a dud, eo n’o deus nemet ur fe varo. Ar fe varo eo an hini n’en deo quet soutenet dre an œuvro. Da betra e servich credi en christen, mar bever en payen ? N’en deo quet avoalc’h credi a galon, ret eo avoui a c’heno. Dre ar galon, eme sant Paul, e creder evit bezàn justifiet ; dre ar gueno e c’havouer ar fe evit bezàn salvet. Mar en em guevomp etoues an heretiquet, ar schismatiquet, bezomp sonch a gomportamant ar Verzerien : evelte difennomp ha rentomp cont eus on fe. Piou benac, eme on Salver, en defo ma avouet dirac an dud, mên en anzavo dirac ma zad peini so en env ; mæs piou benac am disanzavo dirac an dud, mên a renonço dezàn dirac ma zad peini so en env. Na vezomp quet eta poultron pa ve question da difen on fe.

Ar pec’hejo a enep d’ar fe, eo an ignoranç eus ar religion gristen, hac eus an treo necesser evit en em sauvetaat. Scuillet daëlo voar ar stad eus an dud ignorant, hac instruet aneze. An apostasi, da lavaret eo, renonç d’ar religion, an heresi, ar schism impi, an affection direglet eus ar blijadurezo ha treo ar bed, a so contrel d’ar fe. Pedomp Doue d’on c’honservi eus an erreur ; d’ar berseveranç eo prometet ar gurunen.

An Esperanç.

An esperanç a so un donæson digant Doue, hac ur vertu theologal, dre beini e c’hesperomp gant confianç, moyenant graço Doue hac on œuvro mad, meritout ar vuez eternel hac ar voyen da aruout er gloar. Evel ar fe, an esperanç a so habituel hac actuel, general ha particulier. En Doue epquen emàn on esperanç, ar grouadurien ne dint nemet gaou, fragilite, tromplæson. An esperanç evel ar fe a so fontet voar gomzo Doue ; accompagnet a œuvro mad, eo beo ; ep ar garantez a Doue, eo maro, imparfæt, insufisant. Leveromp eta, evel ar Roue David : ha pa falveze da Doue ma lazàn, defaut a vezàn contant eus ar pez a soufràn, am bezo bepret esperanç en àn. Birviquen na vezo tennet eus ma c’halon ar gonfianç am eus penaus eo ma Salver. Bezàn e zomp bugale Doue ha heriterien J. C. Ma Doue, eme David, 1equeet ащ eus ma c’honfianç ennoc’h, na vezin quet abandonet. Groet eta alies acto a esperanç ; ar Speret Santel on assur na vezomp quet abandonet. Spes non confundit.

Pec’hi a rer a enep an esperanç dre re ha dre defaut, pe dre bresomption ha disesper.

1°. Dre re pe dre bresomption, pa sonch dimp ober, ep sicour Doue, œuvro mad, ha meritout ar vuez eternel ; pa c’houlennomp pe pa zomp en sell da receo a beurs Doue ar pez n’en deus quet prometet, evel ma ve esperi e pardono Doue on pec’hejo, ep reparation na pinigen eus on peurs.

2°. Pec’hi a rer a enep an esperanç dre defaut pe dre disesper, pa disesperer, evel Judas, da vezàn pardonet gant Doue abalamour d’an nombr ha d’an enormite eus on pec’hejo ; pa disesperer d’en em gorrigea eus on techo fall, ar pez a discoe on diegui ha calidiguez ar galon er c’hrim, eme sant Paul ; pa vancomp a gonfianç hac a soumission d’ar brovidanç, hac e zomp bepret en doan da vanca eus on necesser. Anfin pec’hi a rer a enep an esperanç pa lequeomp on c’honfianç pe ennomp pe er grouadurien.

Carantez on nessàn.

Ar garantez a so un donæson dre beini e queromp Doue dreist pep tra, abalamour dezàn e-unan, hac on nessàn eveldomp on-unan abalamour da Zoue. Gomset on deus deja a garantez Doue.

Ar pharisianet o c’hout penaus en defoa confondet Jesus ar Saduceanet, en em assamblas evit en surpren. Unan aneze, docteur el lezen, a c’houlennas digant on Salver : Mæstr, peini eo ar gourc’hemen bras eus al lezen ? Jesus a responias : « Caret a refet an Antro o Toue a greis o calon, a greis oc’h ine, eus oc’h oll speret ha ners ». Hennes eo ar gourc’hemen bras hac ar c’hentàn. Chetu aman an eil, peini a so hanval outàn : « Caret a refet o nessàn eveldoc’h oc’h-unan ». En daou gourc’hemen se eo comprenet an oll lezen hac ar pez o deus laret ar prophetet. Impossubl eo caret Doue a nez caret an nessàn ; rac evit caret Doue eo ret observi e c’hourc’hemeno : or ordrenet en deus caret an nessàn. An hini eta, eme sant Yan, a lavar e car Doue, ha ne gar quet e nessàn, a so ur gaouyat. Chetu amàn penaus e coms Sant Paul eus ar garantez.

« Ha pa gomsen evel an dud hac an Ælez, ma n’am eus quet a garantez e zon hanval ous ar c’hloc’h pe un instrumant peini a zon. Ha p’am be an donæson eus ar prophecio, ha pa ententen an oll mysterio, ha p’am be an oll anaoudeguez hac ar fe bete transport ar meneyo, ma n’am eus quet ar garantez n’en don netra. Ha pa rofen ma oll vado d’ar beaurien, ma c’horf d’an tân evit bezàn dêvet, ma n’am eus quet ar garantez, quement-se ne servigeo da netra din. Ar garantez a so soufrant, douç, ep anvi ; n’en deo na traïtour nac ourgouillus ; n’e deus nac ambition nac avariçdet ; n’en deo quet colerus, ne sonch en drouc ebet ; ne gar quet ar pez so injust, mæs caret a ra ar virionez. Soufr a ra tout, credi a ra tout, esperout a ra tout, suporti ra tout ; n’en em goll jamæs ».

Caret ur re benac abalamour dezàn e-unan, pe d’e dalancho, ep en caret en Doue hac abalamour da Doue, n’en deo quet carantez, mæs inclination naturel, cupidite, passion. Carantez Doue evidomp eo ar reglen hac ar musur eus ar garantez dleet d’an nessàn. Or J. C., en deus on c’haret bete rei e vuez evidomp. Ententomp eta ar voez a Doue, eus al lezen naturel, hac obeissomp.

Ar Garantez dleet dimp on-unan.

Permetet hac ordrenet eo dimp en em garet ni-on-unan ; rac on Salver a lavar dimp caret on nessàn eveldomp on-unan. Mæs ar garantez-se evit bezàn reglet mad, a renq mont bete Doue. Dre exempl, caret a reomp ar vuez, non pas abalamour dezi, mæs evit e c’himplia en servich Doue, e Ilis hac an nessàn, evit mortifia on c’horf, ober eus on buez dre ar beden hac an œuvro mad, ur sacrifiç continuel da Doue. Honnez eo ar garantez evidomp on-unan, ar garantez reglet mad ha raportet da Doue. Bezàn so c’hoas un affection all evidomp on unan, peini eo an ourgouil. Hennes so criminel hac ar sourcen a bep sort drouc ; rac ma na vize quet a ourgouil, ne vize ive na pec’het nac ifern. An affection-se, ar garantez fall-se a ra dimp en em garet ep raport da Doue. Evit on diouall eus ar viç-se eo quen alies recommandet dimp en Aviel, renonç dimp on-unân, combati on santimant, en em vortifia, douguen on c’hroas. Heuliomp eta J. C., renonçomp d’on santimancho fall. Greomp alies acto a fe, a garantez, a esperanç, Doue en ordren. Ar pap Beneat pevarzec dre e Vull eus an 28 a viz guenver 1756, en ur gonfirma an indulgeanç plenier en articl ar maro, a accord ar memes indulgeanç evit ar re pere goude bezàn covessaet ha communiet, a recito gant carantez ha devotion an acto se. Ouspen e c’heller gounit ar memes indulgeanç evit an ineo eus ar purgatoar. Evit o gonit, e peder evit ar puissanço christen, fin an erreur hac an heresi, hac exaltation on mam santel an Ilis. N’en deus ças en pessort langaich na form e vezo groetan acto-se.

HISTOAR.

Antiochus a bersecute Pobl-Doue evit ober dezà bezàn idolatr. An den caër Mathatias eus a raç ar Veleyen, en em dennas er guær a Vodin evit goelàn malheur e vro. Antiochus a gassas unan eus e officerien evit contraign habitantet Modin da obeissa d’e urzo ha da sacrifia d’an Idolo. Mathatias a chomas ferm hac a respontas d’an Officer penaus ên,evugale hac e vreudeur na obeischent nemet da lezen Doue, ha ne sacrifichent quer d’an idolo. Ne voa quet achu e c’hir, e teuas ur Judeo en presanç an oll da sacrifia d’an idolo. Mathatias a voe mantret a c’hlac’har, ha transportet dre an outraich groet da Doue, e laz ar malhurus se hac Officer Antiochus. Sevel a ra e voez evit lavaret da guement hini en defoa c’hoas dougeanç Doue en heuil en desert. Sevel a eure un arme, combati, trec’hi ha chasseal a eure an idolatret.

Abraham a gare a greis e galon e vap Isaac roet dezàn gant Doue evit cavet ur ligne peini a dlefoa en em vultiplia evel ar steret. Doue a gomandas da Abraham immoli dezàn voar ur menez ar map muya caret-se. Abraham na digareca quet. Sevel a ra mintin mat ep laret da den petra en deus da ober ; guervel a ra Isaac ha daou servicher, troc’ha ra coat, en zama a ra voar diou scoa Isaac, laret a ra d’an daou servicher chom ous traou ar menez ; sevel a ra voar ar menez gant Isaac peini a doug ar c’hoat voar beini e tle bezàn dêvet. Isaac a voa oadet a seiz vloas ha tregont. En ur vont e c’houlennas digant e dad pelec’h e voa ar victim a dlefoa bezàn immolet ? Abraham a respontas dezàn : Doué a bourveo, ma map quer. Arru er plaç en defoa merquet Doue, Abraham a dress an Auter, a laca voarnezàn ar c’hoat, a amar Isaac hac en laca voar ar c’hoat. Tenna ra e sabren evit troc’ha e c’houg. Doue contant a garantez an tad hac a obeissanç ar map, a arret dre un Æl brec’h Abraham, rac eprouvet en defoa e garantez dreist an oll ha dre breferanç evitan, p’an deo guir penaus e prefere urzo Doue da vuez e vap penner hac e vouir garantez. Ur maout a voe cavet arretet en mesq an dreiz hac immolet en Plaç Isaac. Chetu a se pe naus en deus caret ar Sænt er lezen ancien memes.



III. QUENTEL.

Voar an eil hac an drede Gourc’hemen.

2. Doue en væn па doui quet па netra all dimeus ar bed.
3. Ar Sulio santel a viri evit Doue ma servigi.

G. Petra difen Doue ouzimp-nîn dre an eil Gourc’hemen, Doue en væn, etc. ?

R. Difen a ra ouzimp ar blasphemo, аr goal leodouet, hac an drouc-pedenno.

G. Petra eo ur blasphem ?

R. Ur goms injurius da Zoue, d’ar Sænt pe d’ar Religion.

G. Petra eo touet Doue ?

R. Quemer Doue da dest.

G. Hac-ên so ur profit bras d’an dud touet Doue ?

R. Salocroas, quent-se attiràn reont voarneze coler an Autro Doue.

G. Hac èn oar ar Vugale ive touet Doue ?

R. Ya, couls hac ar re vras, rac gante e tiscont.

G. Nep en deus touet ober un drouc benac, obliget ê-àn d’e ober ?

R. Salocroas, ober a raffe ur pec’het all.

G. Petra eo an imprecation pe drouc pedi ?

R. Souhæti drouc dimp on unan, pe d’ar reall.

G. Pa ve gred vœu da Zoue, obliget oar d’e accomplissàn.

R. Ya, mæs ne dleer quet ober vœuyo re vuàn.

G. Petra gommand Doue dimp-nîn dre an drede Gourc’hemen, Ar Sulio Santel, etc. ?

R. Commandi ra dimp tremen an dezio-se santelamant.

G. Petra so red da ober evit santifiàn ar Sulio ?

R. Servigi Doue, ha lesel ep labourât.

G. Petra eta a dle ur c’hristen da ober an dezio-se ?

R. Bezàn assidu en Offiço divin, frequenti ar sacramancho, pedi Doue, hac ober œuvro mat.

G. Petra leret-u eus ar re a dremen an dezio-se er marc’hajo, er c’hoario, en tavernio ?

R. Christenien fall int, ha profanatourien an dezio santel.

Eus al Le hac ar Blasphem.

Touet pe sermanti eo quemeret Doue da dest eus ar pez a reomp, a leromp pe a brometomp. Ar pez a rer en lies a fæçon : pe dre Doue directamant, pe dre an treo crouet, an Aviel, ar fe, an treo santel, ar Groas, ar Sænt, ar Relego, an env, an douar, ar vuez, on penn, etc. Rac o touet dre an treo-se, e quemerer evit test an hini en deus o c’hrouet, peini so Doue. Permetet eo presti al le ; ar prophet Jeremi a disq dimp en pe occasion ha gant pe gondition.

1°. Mar deo question eus un affer important, ma ne ellet a nez ar seramant, obteni justiç, e c’hellet en ober, ha quemeret Doue da dest voar ar virionez. Mæs mar deo dister an dra a beini eo question, bezet sonch na dleet quet touet ; rac quemeret a rafac’h Doue da dest legeramant, inutilamant.

2°. Mar deo injust ar pez a c’houlenner diguenaich dindan ar seramant, mar en prestet e zoc’h coupabl eus ur blasphem horrupl, rac Doue eo ar justiç memes. Sondet oc’h ine. En justiç reglet, mar præstet ar seramant, e zoc’h parjur mar manquet d’ar pez oc’h eus touet.

3°. Ret eo seramanti gant guirionez ; memes ar re a dou ep bezàn assuret mad eus ar virionez, a gomet ur pec’het marvel. Ar santelez eus ar seramant a dle ober crenàn ar re en groa en occasiono permetet. О ma Doue, petra a arruo Un deiz gant an dud valhurus pere a guemer ar seramant evit ur vugaleaich, ha surtout pere en prest directamant a enep o majeste divin ! Songet penaus mar oc’h eus bet ar malheur da douet ober un drouc benac, na ellet quet accomplissàn o seramant : na ell quet obligea da ober an drouc. Non est vinculum iniquitatis.

Muy facil eo tremen ep seramanti evit n’en deo en ober gant ar gondition a c’houlen Doue. Evel-se e lavar dimp on Salver, ne douet quet. Piou benac en deus an acustumanç da douet Doue, a so meurbet coupabl. Pedi a ràn aneze abalamour da Doue, ha dre verito maro ha passion on Salver, da c’houlen ar c’hraç d’en em gorrigea, da bedi ar re a vezo gante d’o repren. Ar beden, ar yun, ur vortification benac, un aluson benac evit pep le a ve impliget mat. An hini a douo sans cess, eme ar Speret-Santel, a vezo carguet a bec’het, hac ar gouli ne sortio quet eus e dy. Ar bunition-se a ra crenàn. Coezàn a ra non pas voar an touer Doue epquen, mæs voar an ty. Tado ha mamo, groet attantion d’ar c’homso-se eus ar Speret-Santel. Veillet voar an oll en o tieguez, na soufret quet an douerien Doue ; oc’h interest temporel memes en goulen diguenaic’h. Ho collo temporel a sortis martese eus ar sourcen-se, ha c’hoas e teut d’en em glem.

Ar blasphem eo pec’het an diaoul hac ar re daonet ; couscoude tud hanvet christenien en em rent coupabl a vlasphem. Bezàn eo ar blasphem ur goms injurius da Zoue, d’ar Sænt pe d’ar religion. Laret, dre exempl, penaus Doue n’eo quet just, a so ur blasphem. Laret penaus ar Sænt n’on sicouront quet, n’on selaouont quet, a so ur blasphem. Laret penaus ar religion n’en deo quet formet, revelet gant Doue, a so ur fanatism, ur superstition, a so quen lies a vlasphem ; rac an injur a rer d’ar Sænt ha d’ar religion a goez voar Doue, evel an enor a rer dezi a so en tout raportet da Doue. Ar blasphem a so ur c’hrim horrupl. El lezen ancien ar vlasphematourien a voa labeet gant ar vein. Sant Louis a re toulla o zeod gant un houarn ru. Benedab, Roue a Siri a brononç ur blasphem peinî a goustas ar vuez da ouspen cant seiz mil voarn uguent Syrien. Un Æl a exterminas en un noz cant pemp mil ha pevar uguent a arme Senacherib, abalamour ar Roue-se en defoa prononcet ur blasphem. Ar C’honcil divezàn a Narbonn, a lavar penaus e tleer excommunia ar vlasphematourien. Meditet ha crenet.

Eus ar Sul.

El lezen ancien e voa observet deiz ar Sabat pe ar sadorn. An Ilis instituet hac instruet gant J. С., ha conduet gant ar Speret-Santel e deus changet an deiz-se er Sul, peini a signifi deiz an Autro. Sant Paul a lavar penaus ar gristenien en em assambl en deiz quentàn eus ar zun. Sant Yan a lavar penaus en defoe ar revelation pe an Apocalips en deiz Sul. A boe an Ebestel, da laret eo, en amser an Ebestel, e voe greet ar chanchamant-se en henor da J. C. peini so ganet da Sul, resuscitet da Sul, hac ar Speret-Santel a disquennas da Sul voar an Ebestel. Obliget omp, hervez gourc’hemeno Doue, da santifia ar Sul, da lezel ep labourat, ha d’en em occupi eus an œuvro spirituel. Estonus e ve meurbet e carfe ur c’hristen songeal da refus da Doue un deiz bep zun… Deiz ar sabat ar Judevien ne rent nep sort labour. Deiz ar Sul ar gristenien a so obliget da lezel al labour, evel grouiat, ober stam, nezàn, maçonat, hesqueriat, boulangi, labourat an douar, chasseal, derc’hel foar pe varc’hat, prenàn, guerzàn, etc. Ouspen eo ret evita an œuvro criminel, an debauch, ar veventi, an impurete, an affero, ar leo douet, ar blasphemo, etc. C’hoas eo ret evita an œuvro dangerus, an danso, an ebato, ar c’homediancho, etc. An oll œuvro se ha cals a re all pere ne hanvàn quet, a so ur profanation eus an deiz santel eus ar Sul, peini a dle bezàn santifiet dre œuvro a religion, Asistomp en Oferen hac en Ofiço divin, nemet ampechet a vezemp pe evidomp on unan, pe dre ur servich a garantez da renta d’on nessàn, pe dre difen on mam santel an Ilis, evel en amser ar schism, an excumunuguen, an interdiction. En amser malhurus-se pedet en communion an Ilis, en em unisset gant e mempro, en em unisset gant J. C. Belec souveræn ha victim assambles. Test eo eus o fe, na vezet quet privet a froez ar sacrifiç. Redoublet o pedenno, bisitet an dud clànv, ar gaptivet, an dud affliget ; reït an aluson d’ar paour, lennet, hac instruet ar re ignorant. Mar deo beo o fe, o carantez ardant, o calon sincer, e quefet peadra da santifia ar Sul hervez bolontez Doue. An necessite, ur c’holl da evita, a bermet labourat da Sul ; n’en groet-àn jamæs ep goulen permission o pasteur, mar deo possubl : rac ar pasteur legitim a so carguet a c’houvernamant an Ilis, non pas gant an dud, mæs gant ar Speret-Santel.

Ar Vœuïo.

Ar Vœu a so ur bromesse groet da Doue gant reflexion, eus un dra peini so mat pe guel evit ar pez a so contrel. Ur resolution simpl n’en deo quet ur vœu. Dre exempl, unan benac a lavaro : resolvet on da yun d’er guener ; quement-se n’en deo quet ur vœu. Mæs mar lavar : prometi a ràn da Doue, ober a ràn vœu da yun d’er guener ; hennes so ur vœu. Piou benac a rafe vœu voar un dra difennet, evel da dansal, da vont d’ar gomedient, d’en em vevi, a ve coupabl a brofanation an hano santel a Doue, eus ur voaperes criminel. Ordinalamant ne rer vœu nemet voar an treo conseillet, evel ar chastete, ar baourantez, an obeissanç volonter, ar yun en amser n’en deo quet ordrenet. Gallout a rer couscoude ober vœu voar an treo commandet, evel non pas en em vevi, na mont d’an danso, na laret guevier, mæs neuse mat transgresser ar vœu e rer daou bec’het, dre violation ar vœu ha hini ar gourc’hemen.

Evit ober vœuïo, eo ret o c’hober gant reflexion, ha bezàn maestr eus ar bromesse a rer ; rac ar re a so dindan autorite ar re-all, ne ellont quef ober veuïo ep o c’honsantamant mar sel ar vœu aneze en netra tout. Ar pap en Ilis universel, pep Escop en e Escopti a chanch pe a dispanç ar vœuïo ; rаc evel m’en lavar S. Thomas, alies ar vœu na ell bezàn accomplisset ep ma c’harufe un drouc. An Ilis a exerç pouario J. С. ; dezi eo ret cavet recours. Pa ve groet vœu eo ret en accomplissa : na dleer jamæs ober vœu re vuan nac ep avis. Songet petra arruas gant Jephte ; mar o c’heus groet vœu, songet er gomportamant generus eus e verc’h.

HISTOAR.

Daou Judæo en disput, unan aneze transpostet[sic] a goler a brononças ur blasphem. Casset e voe bete Moyses, peini ne c’houlennas decida netra quem evit bezàn consultet Doue. Doue a ordrenas ma vise ractal conduet an den-se emaez an delten, ma laçage ar re o defoa-àn clevet o daouarn voar e benn, ha neuse ma vige labeet gant ar veïn : ar pez a voe executet ; ha Doue a eure ul lezen evit ma vige labeet dre ar bobl, da laret eo, lazet a daulio meïn, ar vlasphematourien. En deiz ar sabat e voe cavet un den en desert o tastum un neubeut plous. Casset e voe da Voyses hac Aaron pere en em lequeas en peden evit consulti Doue, peini a ordrenas ma vige ive labeet ar profanatour-se eus an deiz santel reservet evit e servich. Lezen Moyses ha Sabat ar Judevien ne voant couscoude nemet ur sceud eus a lezen J. C. ha santification ar Sul. Doue en deus quement punisset violatourien ur lezen peini ne dlefoa pad nemet un amser ; penaus e punisso-àn ar brofanatourien eus an deiz santel ar Sul hac eus e lezen peini a dle pad bete fin ar bed ? Bezàn ezomp certen mæz an oll gristenien. O ma Doue !



IV. QUENTEL.

Voar ar bevare hac ar bempet Gourc’hemen..

4. Da Dad da vam a henori evit pell amser ma vevi.
5. Muntrer na vi e nep fæçon, nаc a effet nаc a galon.

G. PEtra gomand Doue d’ar vugale dre ar bevare gourc’hemen, da Vam, etc.

R. Caret o zud, o respeti, senti oute hac o assistàn en o ezomo spirituel pe corporel.

G. Нac èn a dle ur buguel senti ous e dad en pep tra tout ?

R. Ya, nemet commandet ve dezàn un drouc benac.

G. Petra dle ive an tado ha mamo d’o bugale ?

R. O mesur, o c’hinstrui, o c’horrigea ha disque deze exempl vad.

G. Hac en so commandet henori re all ouspen an tado hac ar mamo ?

R. Ya, ar mæstro ha mæstreset, hac an oll Superioret.

G. Pessort obligation o deus ar mæstro, ar mæstreset hac an domestiquet an eil e quêver eguile ?

R. Quasi ar mеmes obligation evel so entre ar vugale hac o zad.

G. Obliget eo ar vugale ive da henori o lestad, o lesvam, o churator, o zad caër, o mam gaër, hac o c’herent hervez o noat hac o c’hautorite ?

R. Ya, obliget int.

G. Pere eo ar Superioret-all a dleer da henori ?

R. Ar pap, an Esquibien hac an oll dud a Ilis ; ar puissanço legitim, ha quement o deus gouir da gommandi, abalamour o c’hautorite a so digant Doue.

G. Petra difen Doue ouzimp dre ar pempet gourc’hemen, Muntrer na vi en nep fæçon, etc. ?

R. Difen a ra ouzimp lazàn na blessàn den ebet en e gorf nac en e ine, na cavet ar volonte d’e ober.

G. Penaus e lazer spirituellement ine an nessàn ?

R. O rei dezàn goal exempl, pe ous e sollicitàn d’ar pec’het marvel.

G. Penaus e c’heller bezàn muntrer a galon ?

R. Dre ar valiç, ar vengeanç, ar gassoni hac an anvi.

G. Obliget omp eta dre ar bempet Gourc’hemen da garet an oll ?

R. Ya, memes on ennemiet.

G. Petra dleomp nîn da ober en quêver on ennemiet ?

R. Pardoni deze a galon,
Coms oute gant affection ;
Ouspen balamour da Zoue,
Caret hac ober vad deze ;
Lezel ep drouc coms aneze,
Ha pedi Doue evite.

Dever an Tado hac ar Mamo.

Mar ordren Doue d’ar vugale caret, senti ha respecti o zud, ar re-màn o deus ive deverio bras e quêver o bugale. Obliget int da gavet sourci hac eus o c’horf hac eus o c’hine. Eus o c’horf, en ur fournissàn hervez o c’hommodite magadures, guiscamant hac an necessiteo corporel. Ar loenet brutal a ro an exempl voar an dever-se. Eus o c’hine, oc’h instrui aneze pe o lacat oc’h instrui ma ne dint quet capabl da ramplissàn dreize oc’h-unan un dever quen precius. Mæs an tado hac ar mamo a dle lacat evez na deufent en digare elevi hac etablissàn o bugale, da goezàn gante en ifern dre ambition hac avariçdet. Tado ha mamo, mar negliget o teverio a gristenien, mar miret injustamant mado o nessàn evit dastum mado d’o pugale, e c’halumet voar o penn ha hini ar vugale malhurus-se ar c’hlaouen ru a goler un Doue, a beini ar valediction o poursuivo memes er bed màn, o confondi o mado legitim gant ar re drouc acquisitet. О den Doue, eme an abostol, na ret quet quement-se, Consultet al lezen naturel ; na ret jamæs da re all ar pez ne garfac’h quet a ve groet dac’h oc’h unan. Guel eo bezàn paour hervez ar bed, evit n’en deo coezàn en ifern guisquet a pourp ha pinvidic. An dibauch hac ar brodigalite a so contræl d’an avariçdet, ha viço evelte. Bezàn ezoc’h epquen menagerien eus o mado ; ur gont rigorius o pezo da rentan eus an usaich o pezo groet aneze.

Bezàn oc’h eus bugale, eme ar fur Salomon ? Instruet aneze, ha groet deze quemeret ur pleg mad en o yaouanquis. Ar groaguez, eme sant Paul, a vezo salvet, mar reont un education vad d’o bugale, mar perseveront er charite, er santelez, er chastete. Tobi a discas d’e vap en e vugalleaich dougeanç Doue hac evitàn ar pec’het. Ar Rouanes guen, mam sant Louis, a voa guell ganti en guelet o vervel dirac e daoulagat, evit en guelet coupabl eus ur pec’het marvel. Tado ha mamo, bezàn ezoc’h an ebestel, an doctoret, ar bastoret eus o pugale, ha renta a refet cont eus oc’h ine da Doue.

N’en deo quet avoalc’h mesur hac instruí ; ret eo rei an exempl vad. Piou benac, eme on Salver, a so occasion a bec’het evit ar re vian pere a gred ennon, a ve guell dezàn e ve staguet ur mæn milin ous e c’houg, ha taulet en fonç ar mor. Pelec’h ema an tado hac ar mamo ne dleont quet crenàn goude bezàn roet quement a voal exempl d’o bugale ? Piou eo an tado bac ar mamo a guemer an oll sourci evit non pas scandalisa o bugale, hac ampech na vent corrompet dre an exempl fall eus ar bed ? Leret eta d’o pugale gant Salomon : Ma buguel, mar deu an dud fall d’o caressi, na lest ê quet d’o conit ; an hini a heulio an dud fur, a vezo fur ; an hini a heulio tud insanset, a vezo sot evelte. Speret an den, aboe ma zeo ganet, a so douguet d’an drouc, eme ar Speret-Santel. N’en deo quet eta avoalc’h mezur, instruí, rei exempl vad ; ret co ouspen castia ha corrigea.

Ur buguel lezet ep correction a vezo etourdi ha bavart. Rac-se, eme ar fur Salomon, corriget o puguel ; mar en foetet ne varvo quet. Squei a ret e gorf gant ar foet, ha dilivra a ret e ine eus an ifern. Piou benac a esperng ar voalen a gasti, en deus caz ous e vuguel. An hini en deus carantez evit e vuguel, en em appliq d’en corrigea. N’en deo quet un deneridiguez faus a dle ampech ar gorrection, mæs ret eo e ve just, moderet ha bepret groet en ur speret a douçder hac a garantez. Na vet quet brutal ; Doue peini a ordren corrigea, a difen blessàn, estropiàn, lazàn. Mar deo ret corrigea, n’en groet-àn jamaæs nemet abalamour da Zoue ha da silvidiguez o puguel, gant ræson, ha non pas ep sujet. Doue a gasti an nep a gar, mæs dre affection ; rаc na ell soufr na pec’het nac imperfection er re a gar, hac o c’hastia a ra evit o rentin agreabl dezàn. Dre garantez eta e tleer corrigea ; ha non pas dre humeur pe dre fantasi. Ret eo d ar bunition bezàn just, proportionnel d’ar faut, d’an ners, d’an oad, d’an ententamant eus an hini a gorriger abalamour da Doue. Chetu a-se ar guir garantez evit o pugale. Bevet, instruet, reit exempl vad ha corriget. Da Doue e vezo ret renta cont.

Dever ar Vugale.

Hon tado hac hon mamo o deus ar renq quentàn etoez ar re a dleomp da garet. Ar garantez-se, quentàn devers ur buguel, na sel quet epquen an temporel ; quement se a ve caret en payen, ha non pas evel ur c’hristen. Ur buguel a dle desirout da dad ha da vam ar guir vado, graço Doue hac ar gloar eternel. Na dle negligea netra evit procuri silvidiguez e dad hac e vam. Mar o deus ezom, e c’hinstruo aneze ; o c’havertissa a raio da ober œuvro mad, da frequanti ar sacramancho epad o yec’het. Mar dint clànv, o fedo da lacat urz en o c’haffero temporel ; procuri a raïo deze o sacramancho, hac executi goude o maro ar pez o defo ordrenet. Pedi, yun, en em vortifiàn a raio evit ma recevo Doue o c’hine en e c’hloar.

Ur buguel, mar goar an ners eus ar bevare gourc’hemen, a denno an tam eus e c’heno evit soulagi tad ha mam. Sonch en defo eus ar boan o deus bet ous en elevi ; lavaret a raïo : N’en dón nemet ur malhurus mar manquàn d’am zad ha d’am mam. Meritout a rafen ar maro memes ma ne deuàn d’o soulagi. Horreur en defo ous ar vugale dinatur pere el lec’h soulagi tad ha mam, a dispign en debauch, en tavernio ar pez a c’honeont, ha c’hoas e laëront tad ha mam. Ur sort bugale, eme ar Speret-Santel, a so muntrerien ; cometi a reont ur c’hrim brassoc’h evit al laëron voar an encho bras, rac ravissa a reont mado ar re da bere e tleont tout ; lemel a reont ar vuez digant ar re da bere e tleont o c’hini. O tud barbar !

Ur buguel peini a gar e dad hac e vam evel ma zeo dleet, na vanq jamæs d’o respecti. Ne gontest jamæs nemet question e ve eus un dra benac contræl da lezen Doue. Mar dint paour, oaget, diners, a humeur fall, e suport tout gant humilite, carantez, respet ha perseveranç. N’en deus cas pe sort defaut a oufent da gavet ; en deus sonch bepret penaus e zint e dad hac e vam. Disquet eta, bugale guez, an avantaich a so c’henori, o respeti tad ha mam, evel malheur ar re a Yanq d’an dever-se.

« An hini, eme ar Speret-Santel, a henor e vam, a so evel un den peini a dastum un tensor. An hini a henor e dad, a gavo e joa en e vugale, ha Doue a exauço e beden. An hini en deus dougeanç Doue, a henor tad ha mam, hac a servigeo evel e vætro ar re o deue roet ar vuez dezàn. Henoret o tad dre o ç’hobero, o comso, gant pep sort patiantet evit meritout e venediction peini a chorno be pret guenac’h. Benediction an tad a ra prosperi tieguez ar vugale ; malediction ar vam en rouin antieramant. Peguen infam eo an hini a abandon e dad, ha peguen miliguet gant Doue eo an hini a laca e vam en coler. Chetu a-se comso ar Speret-Santel. Respetet ha profitet. »

N’en deo quet suffisant caret tad ha mam ; ret eo ive senti oute. Obeisset d’o tad er pez a so hervez Doue, eme an abostol, rac quement-se a so just. Нaс evit rei da gompren penaus an disobeissanç a so ur pec’het bras, ar memes abostol o coms a grimo ar Bayanet, a lavar penaus ar vugale ne obeissent quet d’o zad. Avertissa a ra Thimothee penaus e c’harruo un amser a desolation en peini ar vugale ne obeissont quet d’o zad. Lequet evez na ve arru an amser malhurus-se. El lezen ancien ar vugale disobeis a voa labeet gant ar veïn. Bugale, obeisset eta, Doue en ordren ; obeisset evel m’en lavar an abostol, er pez so hervez Doue : rac ma commantse tad pe vara treo difennet dre lezen Doue, respontet neuse evel Sant Pêr d’ar Judevien pere a falveze deze en ampech da brezeg lezen Doue, penaus eo guell hac eo ret obeissàn da Doue dre breferanç voar an dud.

Deverio ar Mæstro hac ar Domestiquet.

Deverio ar Mæstro hac ar Mæstreset en quêver o servigerien, ha re ar re-màn en quêver o Mæstro ha Mætreset, a so quasi ar memes evel re an tado hac ar mamo en quêver o bugale, ha re ar vugale en quêver o zad. Ar Mæstro a dle d’o servigerien ar vevanç, an instruction, an exempl vad, o feàn hac o c’haret. Mar deo obliget ar mæstro da gavet calon un tad en quêver o servigerien, ar re-màn ive a dle deze carantez, respet, obeissanç, fidelite da ober o dever ha da ampech na ve groet gaou oute gant den. Ar servigerien a ramplisso o dever fidelamant, eme S. Paul, ra recevo evit recompanç Rouantelez an env. Doue en deus groet an oll gonditiono ; mar raportomp tout d’e c’hloar, ezomp er santelez hac er berfection eus on stad, hac e tleomp bezàn contant. Bezàn on deus tado naturel, temporel ha spirituel. Facil eo anaveout on deverio en o andret tout. Ar santelez a Doue a henorer er Sænt, e oll c’hallout er re a so placet gant Doue evit gouvern ha commandi : n’en deus puissanç ebet nemet eus an env. Evel-se Jesu» Christ a lavar dimp renta da Cæsar ar pez so da Cæsar, ha da Doue ar pez so da Doue. An urz eus ar brovidanç divin a c’houlen un obeissanç constant ; panevet se e ve confondet ha brouillet tout. Mæs ret eo remerqui penaus lezenno an dud na ellont jamæs bezàn contræl da re Doue : ur c’hrim a ve neuse obeissàn. Lennet liser sant Paul d'ár bobl a Rom. Inutil e ve respont aman da sottiso аr bed, evel disqui an deverio particulier en quêver on Superioret : ar ræson o disq da bep den.

Pardon an Ennemiet.

Ar bempet gourc’hemen a difen ouzimp lazàn, na blessàn den ebet nac en e gorf nac en e ine ; difen a ra mêmes cavet ar volonte d’en ober na cavet cassoni ous den ebet, da souheti drouc da den, da ober dezàn пep sort drouc, d’en squei, d’en zeiàn, d’en lazàn, na bezàn occasion da nep sort drouc d’on nessàn. Ret eo memes cаret on ennemiet ; Jesus-Christ en ordren en Aviel dreist pep tra. « Queret oc’h ehnemiet, groed vad da nep en deus drouc ouzoc’h, pedet evit ar re a deu d’o calomniàn ha d’o persecuti. » Doue en ordren, ha ne gommand nemet ar pez a so parfait. Laret e ra dimp penaus e vezomp muzuret gant ar memes muzur m’or bezo muzuret ar re-all. Mar pardonet, eme an Aviel, an offanç oc’h eus recevet abeurs an dud, o tad celestiel o pardono ive ; mæs ma ne bardonet quet ne vefet quet ive pardonet. Jesus-Christ e-unan en deus accomplisset ar gourc’hemen a ra dimp ; mervel a ra injustamant er Groas, ha goulen a ra pardon evit e vourevien. Ma ne heuliomp e exempl, ar goat precius en deus scuillet a vezo inutil evidomp. Judas a drahis Jesus, ha Jesus a bocq dezàn. Pêr a nac’h e Væstr divin ; Jesus a sel outàn gant carantez. An hent encq a gondu d’ar vuez eternel ; n’on deus quet a digare : Doue a ordren pardoni d’on ennemiet, J. C. en deus àn groet, ha miliero a verzerien o deus heuliet e exempl.

Eus ar Scandal.

Ar scandal pe ar goal exempl a so ur muntr eus an ine. Graç an Autro Doue eo buez on ine ; mar greomp eta d’an nessàn coll graç Doue, e zomp muntrerien eus e ine. Ar scandal a so ur goms pe un action fall, pe en deus an apparanç da vezàn fall, ha dre-se a ell bezàn d’ar re-all un occasion da offanci Doue ha da goll oc’h ine. Dre exempl, coms a rer a enep ar reigion, an devotion, ar chastete, ar charite, etc. Rei a rer ali evit an drouc, pe en ordren ; an treo se tout a so pec’het a scandal. Ober a rer actiono fall en presanç re all ; quement-se so scandalus. Ar goms ne ra nemet rei mouvamant ; an exempl a draïn. Sant Paul n’en dige quet debret a guicq en presanç ar re a sonche e voa un dra difennet. Bezàn so evit guir sperejo estropiet pere a ve scandaliset dre ar pez n’en deus quet a apparanç a scandal ; hennes so ur scandal recevet ha non pas unan roet. Ur sort tud n’o deus d’en em glem nemet aneze oc’hunan. Bezomp en pep lec’h ar c’huez-vad a J. C., ha lequeomp evez da laret na da ober netra a guement a ve occasion d’en offanci.

Ar Vedizanç.

Buez naturel an den a gonsist en union ar c’horf hac an ine ; dre ar maro e ve collet. E vuez spirituel a gonsist en graço Doue ; ar pec’het hac ar scandal o lem digantàn. Anfin e vuez civil eo an opinion hac ar reputation vad ; an detraction e lem digantàn.

Detracti an nessàn eo declari an drouc en deus groet, pe un imperfection en e bersonaich. Ar pec’het-se a so grevus, ha cousgoude commun. Ar medisant dre un taul teod a laz peurvuyàn tri ine. Lazan а rа e ine e-unan ; rac an detractourien, eme S. Paul, ne antreont quet en Rouantelez an env. Reputation an nessàn a so preciussoc’h evit an arc’hant hac an aour. Lazàn a ra ine an hini en seleo ; rac evel m’en lavar an abostol, n’en deo quet epquen ar re a ra an drouc a so coupabl, mæs c’hoas ar re a gonsant gante. Sant Bernard a lavar ne voar quet pe an detractour, pe an hini en seleo eo ar muyàn coupabl. Ar medisant, eme ar sant, en deus an diaoul en e deot, hac an hini en seleo en e scouarn. An fin, ar medisant a laz ine an hini eus a beini e trouc-coms. Crigui a ra en couaich evel ar serpant ; mæs couls pe gouls e c’harruo e vedizanç bete an hini a ra sujet anezi. Cassoni a goncevo eus ar medisant ; douguen a raïo martese bete ar maro an desir d’en em vengi, ha chetu-àn daonet. Ha ne vige quet bet guell dezàn e vige anfoncet ar poignard én e galon ? Memes ha pa rafe Doue ar c’hraç d’an den detractet da soufr gant patiantet ha da bardoni ar medisant, eo bepret guir penaus eo collet e reputation. N’en deus pec’het impardonabl ebet ; mæs ive hini n’en deo patdonet ep reparation. Or penaus e reparo ar medisant ? Ober vad, renta servich : mæs quement-se a so insuffisant. An deveger-se, an artisan-se, ar serviger-se voar stad pere oc’h-eus comset, teot trempet en ifern, n’en deus quen den confianç enne ; chomet int ep condition, ep bara : chetu a-se un effet eus ar goal deodo, hac an detractour e-unan a so abominabl dirac daoulagat Doue ha re an dud. En lies fæçon e voar coupabl a detraction ; pa gresquer an drouc en deus groet an nessàn, ar pez so calomniàn : pa disoloer fauto coachet, pa ententter[sic] fall, pe pa droer en drouc actiono ar re all ; pa veuler aneze gant yenion, pa lerer penaus on nessàn n’en deus quet groet un action mad peini en deus couscoude groet ; pa diminuer dre sign, gestro pe gomso an actiono mad a raporter eus an nessàn ; pa ne veuler quet e obero mad. Songet penaus deiz ar jugeamant na vezo quet goulennet a gont diguenaic’h a vuez o nessàn, mæs eus o c’hini oc’h-unan. Poëzet o comso, lequeet ur brid voar o teod, lequeet un oor voar o queno, un drill spern en dro d’o tiou scouarn. A vel an nord a chasse ar glao : mar groed ur min trist d’an detracteur e tavo. Na leveret quet n’oc’h-eus laret nemet ar pez so guir voar sujet о nessàn ; c’hoas ur veich, re eo an detraction. Mar oc’h eus laret ar pez so gaou, oc’h eus-àn calomniet ; coustet a gousto eo ret daic’h en em dislaret, pe n’en deus quet a Varados evidoc’h. Ar grevusdet eus an detraction a so musuret voar ar personacho a bere e ve drouc-comset. Sul-vuy a so dlet a respet hac a obeissanç deze, sul vrassoc’h eo ar pec’het.

HISTOAR.

An Ilis o cresqui a deiz da deiz, ar Saduceanet a deuas da vezan furius o velet quement-se. Saisissàn a regeont an Ebestel, hac o lacat er prison. Un Æl o delivras, hac a lavaras deze mont da brezeg en creis quær. Pa voa assamblet ar C’honseil e voe casset da glasq an Ebestel. Seret e voa dorejo ar prison, mæs ar brisonerien a voa achapet. Gouveet e voe e voant o prezeg publicamant : arretet ha conduet e voent d’ar C’honseil, peini en devoa c’hoant d’o lacat d’ar maro. Gamaliel a gomsas er guis-màn : mar deo invantion an dud ar pez a brezegont, ne voïnt quet selaouet ; mes mar deo abeurs Doue e comsont, e ve inutil dimp songeal oc’h oppos. Voar an avis-se en em gontantjont d’o zremen dre ar goaligner, ha da difen oute da brezeg ur sort doctrin. Mæs sant Pêr a respontas penaus e voa ret obeissàn da Doue dre breferanç voar an dud. An Ebestel a sortias eus ar C’honseil leun a joa hac a gontantamant, o vezàn bet juget dign da soufir evit J. С. C’hoas a reont seiz diacr, sant Stephan ar c’hentàn, peini a re un nombr bras a viraclo. Prest e voe denoncet hac accuset da goms a enep Doue hac e Dempl. Citet e voe en creis an assamble ; den na elle respont na souten ar furnez eus e gomso. Rebech a eure d’ar Judevien ar galeder eus o c’halon hac an dallentez eus o speret, o resistan ous ar Speret-Santel, hac o vezan persecutet ar prophetet pere o devoa annoncet deze Salver ar bed peini o defoa lequeet d’ar maro. Ar Judevien a voa furius. Stephan gant ar figur eus un Æl a lavaras a voez huel penaus e voele an env digor ha J. C. aseet en tu deo d’e dad. Querquent e voe conduet er mæz a guær evit bezàn labeet gant ar veïn. Ar sant voar e daoulin a bede Doue a voez huel da bardoni ar c’hrim-se d’e bersecutoret, hac a rentas e ine er beden se.


————


V. QUENTEL.

Voar ar c’huec’hvet ha navet Gourc’hemen.

6. Dioual ous al lubricite hac a gorf hac a volonte.
9. Ne c’hoanta dre luxur pec’hi, naс en sonch vil, etc.

G. PEtra difen Doue ouzimp-nîn dre an daou gourc’hemen-màn ?

R. Difen a ra ouzimp ar songeo, an desiro, ar c’homso hac an actiono dishonest, hac an occasion da goezàn enne.

G. Pec’het eo eta cavet songeo dishonest ?

R. Ya, mar consant ar galon deze.

G. Pere eo an occasiono goassàn eus ar pec’het a impurete ?

R. Ar goal gompagnunès, an ebato, ar feneantis, hac ar gourmandis.

G. Нас èn so drouc bras ive cana, lenn pe sellet treo impudic ?

R. Ya, rac en em lacaat a rer en danger bras da goll ar burete.

G. Leret din ur voyen benac da gonservi ar burete a gorf hac a galon ?

R. Mortifiàn ar c’horf, bezàn devot d’ar Verc’hes, choas ur c’hovezour mat hac evitàn an occasion.

An Impurete.

Ur c’hristen a so ur mempr a J. С. E vuez a dle bezàn quen pur, quen ne c’houlen quet an abostol e voesse memes an hano eus an impurete. Mæs sioas cals a gristenien a goez er pec’het infam-se. An honestis, ar væz, ar brudanç, an horreur evit ar pec’het impur a ampech da explica e circonstanço evel e espeç. Ar feneantis, ar gourmandis, ar goal gompagnoneso a so quen lies a occasion a impurete. An danso lest guenemp gant ar Bayanet evit distruja ar burete, a gondu directamant d’ar pec’het infam. En danso surtout, eme an Tado santel, e màn ar burete en e fassion. En creis ar rond e màn an diaoul : comso, sello, gestro, tout int evitan, netra evit Doue. Rаc piou en effet a re insаnset avoalc’h evit offr an danç da Doue ? Couscoude e zomp obliget da raporti d’e c’hloar an oll œuvro eus on buez. Ha c’hui a garfe bezàn surprenet gant ar maro en creis an danç ? Couscoude e tleomp bezàn bepred prest, rаc ar maro, eme on Salver, a arruo en amser ma songeomp neubeutàn. Herodiad en defoe evit recompanç eus an danç penn S. Yan-Badezour. Pe sort recompanç a bretantet-u ? Guell e ve, eme un Tad santel, labourat an douar da Sul evit ne ve dansal. Ar spectaclo evel an danço, a so invantion an diaoul, hac a gondu d’an impurete ; rac voar an theatr an diaoul a ra peurvuyàn ar c’hentàn roll. Al levro, canouenno dishonest, ar vanite, an ourgouil a gondu tout d’ar pec’het infam en peini e coezer en lies faeçon. Dre goms, dre œuvr, dre sonch : ar sello memes, an diou scouarn bac ar squiencho all ne dint quet exant eus ar pec’het infam. An diaoul mud eo compagnon an impurete. Piou benac en deus bet ar malheur d’er c’hometi hep cavet ar c’hraç d’en discleria en covesion, a so dre avanç en tân an ifern. Evitet, me o ped, an occasion eus ar pec’het infam. Pedet, groet pinigen hac œuvro mad ; mortifiet o corf hac o squiencho naturel ; songet er maro, er jugeamant, en ifern, er barados. Sevet o calon bete Doue, en em recommandet d’ar Verc’hes glorius : pedet oc’h Æl mad, mæs dreist pep tra bezet devot da Vari, mam ar burete. Frequantet ar sacramancho, mar deo possubl. Debret hac evet gant moderation : o corf eo an Templ eus ar Speret-Santel ; songet d’en conservi pur.

HISTOAR.

Ar bed a voe beuzet en diluch universel, rac an dud a voa en em rentet impur ha corrompet. Noe hac e famil a voe exceptet. Ar c’hærio impur a Sodom ha Gomorh, gant ar vro tro-voar-zro, a voe luduet gant ur glao a dân hac a soufr coet eus an env. Hemor map da Sichem, a berissas dre ar c’hleve gant oll habitantet e guær, evit bezàn dishenoret Lia, merc’h da Jacob. Pevar uguent mil den a bobl Doue a so massacret, evit bezàn debauchet plac’het Moab. Tribu Benjamin a voe quasi oll distrujet abalamour tud malhurus eus an tribu-se o defoa violet priet ul Levit. David a so persecutet dre e vap : mervel a ra ar buguel ganet eus e avoultriach. Absalom a laz e vreur Amon impur. Salomon, ar furra eus ar grouadurien, o caret re ar groaguez, a goez en idolatri. Seiz priet Sarra a so etoufet gant an diaoul Asmode, rac gant intantion impur e c’hantreent er briedeles. An daou den ancien impudic pere a attaquas chastete Suzanna, a voe labeet gant ar vein. Her bac Onan e vreur impur a so scoet dre ar maro subit. Consideret, me o ped, peguement a horreur en deus Doue ous ar pec’het infam… Meditet ha diouallet.



VI. QUENTEL.

Voar ar seizvet hac ac decvet Gourc’hemen

7. Domaich ebet da den na ri, mar e teus groet hast repari.
10. Mado re-all na desir quet d’o c’hemecet ep lealdet.

G. PEtra difen Doue ouzimp-nîn dre an daou Gourc’hemen-màn ?

R. Difen-a ra ouzimp ober gaou ebet ous den na cavet ar volonte d’en ober.

G. En pet fæçon e c’heller ober gaou ous an nessàn ?

R. En teir faeçon, o tomagi, o laëres pe o viret e dra injustamant.

G. Нac èn so avoalc’h covessaat ar gaou a ve gret ous an nessàn ?

R. Salocroas, ret eo restitui mar gueller, pe vezàn daonet.

G. Pegouls eo ret restituí ?

R. Quentàn ma eller.

G. Piou so obliget da restitui ?

R. Quement hini so bet caus d’an domaich.

G. Nac an Usuillerien ?

R. Obliget int ive da restitui dindan boan a daonation.

G. Petra eo an Usuilleres ?

R. Ar profit a denner eus ar prest.

G. Obliget omp-nîn ive da ober an aluson ?

R. Ya, pep hini hervez e zanve ha necessite ar paour.

G. Нас ar re baour da betra int-y obliget ?

R. Da vezàn contant eus o stad eр cavet anvi ous ar re-all, ha da bedi evit ar re a ro deze an aluson.

Eus al Laëronci.

Dre ar seizvet hac an decvet gourc’hemen eo difennet laëres, domagi na miret tra on nessàn, na memes cavet ar volonte d’en ober. Mar quemerer mad on nessàn en coaich, eo laeronci ; p’en quemerer dre ners pe ouvertamant, eo rapina. Trompa er boez, en nombr, er musur, exerci an usuileres, ha pa na ve nemet en cher vad, en devejo labour, a so laëronci. Mar groed gaou pe ous ar public pe ous ar particulier, e zoc’h coupabl a laëronci. Laëres, domagi, miret mad on nessàn a so teir sourcen a laëronci da bere e c’heller raporti an oll gaou groet, ha teir grouien a restitution, pe renonç d’ar silvidiguez. Un heritier eus a vado drouc-acquisitet a so quen coupabl evel an acquereur, hac eveltàn obliget da restituí, pe vezàn daonet. Impligea moneï faus, rei sicour pe cuzat al laëron, detracti, goal-dreti an nessàn, domagi e vado pe e bersonaich, a so tout injustisso da vezàn reparet dindan boan a damnation. N’en em dromplet quet, eme an abostol, nac al laëron,nac an dud avaricius, nac ar ravisserien eus a vado o nessàn, ne antreont biquen en rouanteles an env. N’en deus, puissanç. ebet voar an douar a guement a alfe o tispanç eus аr restitution : ar maro memes na ell quet en ober. Ma reufe Doue dre ur miracl da resuscitàn un den dimeset, ne ve quet obliget da guemer e briet : ar maro en defoa toret e brídeles. Мæs ma ve an den-se decedet dleour d’e nessàn, e ve obliget da restitui. Na guemeret eta jamæs netra divoar goust o nessàn : rac pe en restituid pe n’en groet quet ; mar restituet, o pezo bepret cometet ar pec’het marvel ; ma ne restituet quet, n’en deus quet a varados evidoc’h. Ha da betra e servigeo d’an den dastum oll vado an douar, mar coll e ine ? Pelec’h emàn ar rapinerien a vado o nessàn ? Ar prophet Baruc’h en lavar dimp : exterminet int, ha coezet en ifern. Na red quet d’ar re-all, eme on Salver, ar pez ne garfac’h quet a ve groet dac’h oc’h-unan. Examinet eta hac èn a ve netra etoez o mado ha ne apparchant quet ouzoc’h ; ha c’hui o pe groet gaou ous ur re benac : reparet ha restituet, question eo eus o silvidiguez. Doue eo ar justiç memes, na soufr netra a injust. Mar o pe dre chanç cavet un dra benac, ententet penaus ne apparchant quet ouzac’h. N’oc’h-eus-àn quet prenet digant ar perc’hen, ha pa o pefe-àn prenet digant re-all, ne ve nemet doubl laëronci. N’en deo quet roet dac’h ; parconsequant e c’happarchant ous an hini en deus-àn collet ; ma ne ellet en anaveout, impliget-àn en œuvro mad.

An Usuilleres.

An Usuilleres eo ar profit a denner eus ar prest. Ar Bayanet memes o deus prouvet penaus an usuilleres a so contrel d’al lezen naturel. En effet, quemeret muy evit na ve roet, ne màn quet el lezen naturel, peini a lavar treti ar re-all evel ma carfemp bezàn tretet on-unan. An Aviel a lavar dimp presti, mæs gratis. Præstet, eme on Salver, mæs na vet quet en gortos da receo muy evit n’oc’h eus roet.

Lezenno an Ilis a difen an Usuilleres. Ar C’honcilo a Nicee, Elvir, ar c’hentàn a Arles, ha surtout hini Vienn, a lavar en termenio formel penaus eo un heresi souten n’eo quet pec’het an Usuilleres. Priva a reont an Usuillerien eus ar gommunion epad o buez, hac eus an douar biniguet goude o maro.

Al lezenno civil a difen an usuilleres. Na ellont quet bezàn contrel d’an Aviel, pe autramant ne vent nemet faus lezenno, un abus criminel eus an autorite, ne ve quet permetet senti oute. Sant Louis en 1154, ar Roue Philip en 1311, ar Roue Charles en 1565 a discleri infam an usuillerien, hac usuilleres ar pez a recever en tuont d’ar pez a so prestet.

N’en det quet da gredi penaus ne vezer usuiller nemet pa guemerer effectivamant ur bris groet evit an arc’hant prestet. Mar recever servigeo, cher vad ; en ur guer, mar recever nep sort abalamour d’ar prest, e voar usuiller. Doue na except eus e lezen na paour na pinvidic, na majeur na minor. N’en em dromplet quet eta voar arc’hant ar vinoret ; na eller en nep fæçon en laquaat voar interest, da laret eo, en prest evit raporti ur profit contrel d’an Aviel ; rac ret e ve restitui pe vezàn daonet. Placet an arc’hant-se en constitu, er prenàn douar, er c’hommerç, evel ar gommerçantet leal, da gol pe da c’honit hervez Doue. An usuilleres a so pec’het dre natur ; na ell quet chanch. Ul levr bras a ve red da ober evit explica friponeres ar bed. Ar galon douar a gals a dud a ra o Doue er bed-màn ha sur oc’h ifern er bed-all. N’en deus den na voar excellant ar gaou a ra ; moez an avariçdet a doug voar an Aviel hac ar ræson : mæs na ell quet lazàn ar prenv-se peini na ell quet mervel, rac bezàn eo bis Doue merquet er galon- se. Birviquen an den injust n’en defo repos nac er bed naс en eternite. Consultet o calon.

Ar Restitution.

Obliget e voar dindan boan a daonation da restituí ar mado drouc acquisitet, ha da repari an domaich on deus groet pe occasionet. Chetu amàn langaich ar Speret-Santel : Mar rent an den impi ar pez en deus quemeret, ne varvo quet. Remet, eme on Salver, da Cæsar ar pez a apparchant ous Cæsar. Lequeet evez, eme an abostol, da dleout netra da den ebet. An oll bagenno sacr a laca silvidiguez an den injust dindan ar gondition eus ar restitution. Ar ræson naturel en lavar da bep hini ; rac urz ar brovidanç divin a renq bezàn heuliet. Ar pez a apparchant ous ar re-all n’en deo quet dimp. Eus an oll Theologianet, eus an oll Dado santel tout ep partaich a santimant, ne citàn nemet ur passaich a sant Augustin.

« Mar oc’h-eus, eme ar sant, mado drouc-acquisitet, peini a so ur c’hrim, ma n’en rentet quet ha c’hui o c’hallout en ober, o pinigen a so faus hac inutil ; ar pec’het n’en deo quet effacet ma n’en deo quet reparet an domaich ; a nez ar restitution n’en deus quet a silvidiguez. » Lequeet evez eta rac domagi e nessàn en e vado, e vuez, e bersonaich, e reputation. Un abrege dister evel hemàn, na ell quet fournissàn an explication eus ar façon da bratica al lezen rigourus eus ar restitution en cals a boencho. Goulennet avis, ha gravet doun en o calon penaus n’en deus quet a silvidiguez evit an hini e so coupabl o vezan quemeret, domaget pe viret injustamant tra e nessàn, nemet repari ha restitui a rafe evel ша zeo dleet hervez an Aviel.

An Aluson.

N’en deo quet avoalc’h da ur c’hristen evitàn an usuilleres, al laëronci, quemeret, miret pe andomagi mado an nessàn, ret eo ouspen ober an aluson. Ar gourc’hernen-se a-so fontet voar ar garantez dleet d’an nessàn. Bepret e vezo paourien, eme Doue ; rаc-se e commandàn daic’h soulagi o preudeur. Ar Sodomitet infam ne soulagent quet ar beaurien. J. C. deiz ar jugeamant a lavaro d’ar re daonet : Bezet am eus naon, ha n’oc’h eus quet roet din da dibri. Ar pez en deus ar pinvidic dreist e ezomo, eo leuve at beaurien ; da laret eo penaus eo dleet d’ar paour ar pez a so en tuont d’an necesser. Daou sort necesser a so, hini ar vuez ha hini ar stad. Necesser ar vuez eo quement so ret evit beva ha bezàn guisquet. Necesser ar stad eo ar pez a sot ret evit beva bac antreteni on c’hondition. Ne dleer quet eta, evit gout ha nin on deus peadra da rei an aluson, consulti on ambition, on avariçdet, mæs en em regli voar ar simplicite gristen, hervez ar stad hac ar gondition en peini ezomp placet gant ar brovidanç divin. An aluson a obten dimp digant Doue ar pardon eus on pec’hejo, renta ra Doue favorabl dimp, satisfiàn a ra d’e justiç, rei a ra dimp ur guir gonfianç en Doue en amser an affliction, An aluson a dleer da rei promptamant, gant joa, gant carantez, gant prudanç, gant lealdet, eus on mado ha non pas a vado ar re all.

Dre an aluson e c’hententer pep sort vad corporel ha spirituel groet d’an nessàn. An aluson spirituel eo, 1. Anseigni ar re ignorant. 2. Corigea ar bec’herien. 3. Rei ali vad. 4. Consoli a re affliget. 5. Suporti an injurio. 6. Pardoni a greis calon. 7. Pedi evit ar re veo hac ar re varo, hac ar re a deu d’on persecuti.

An aluson corporel pe ar sicour a dleomp d’on nessàn eo, 1. Rei da dibri d’ar re o deus naon, da evàn d’ar re o deus sec’het. 2. Receo ar belerinet. 3. Guisqui ar re noas. 4. Bisitàn ar re glànv. 5. Bisitàn ar brisonerien. 6. Prenàn ar gaptivet. 7. Lieni ar re varo.

HISTOAR.

An den santel Tobi a voa Judæo eus a Dribut Nepthalim. Aboe e vugaleaich en defoa dougeanç Doue en peini e c’helevas e vap. Salmanasar Roue eus an Assiri en cassas captif da Niniv. Tobi a rentas d’ar gaptivet eus e vro pep sort servich mad. Doue a eure dezàn cavet graço mad ar Roue peini a roas dezàn al liberte da vont ha da dont partout dre ar Rouanteles. An den santel ne brofitas eus al liberte-se nemet evit bisitàn ar gaptivet. Cavet a eure un den hanvet Gabelus, peini a voa paour. Voar e c’her e prestas dezàn dec talant, ur somm peini en devoa a liberalite ar Roue. Salmanasar o vezàn maro en defoe evit successeur Sennacherib, peini en defoa drouc ous an oll Judævien. Tobi a redoublas e sourci en quêver ar gaptivet, hac a gontinuas a enep difen ar Roue da sebeliàn ar ie varo. Ar Roue a gassas tud evit en lazàn ha confiscàn e vado. Tobi en em guzas, ar pez a voa facil dezàn ; rac bezàn en defoa cals a vignonet. C’huec’h zun d’ar goude, Doue a dilivras an douar a Senacherib. Tobi, discuzas hac a gontinuas e œuvro a charite. Un deiz e voa ous toll o leïnàn gant e vignonet : laret e voe dezàn penaus e voa lazet ur Judæo voar blaç quær. Sevel a reas dious tol evit mont da guerc’hat ar c’horf maro en coaich en pad an deiz, evit e enterri en noz. E vignonet en reprenas ; hac a lavaras dezàn penaus e voa a boan dezàn evitet coler ar Roue, e coeze adarre er memes faut. Tobi o preferi bepret Doue d’an dud, a gontinue bepret e charite ep lezel corf maro ebet ep bezàn enteret. Un deiz scouis o touguen corfo maro, en em reposas ous ur vur. Faillanç ur guenili a goezas voar e daoulagat hac en rentas dall. Soufr a reas gant ar brassàn patiantet an accidant-se, injurio e briet ha re e vignonet. Un deiz e clevas moez un oan gavr en ty (e vroec e defoa-àn bet evit e labour) hac e lavaras d’e briet : Lequeet evez, emezàn, na ve laeret ; rac al laëronci ne deo jamæs permetet. E briet en em lequeas en transport, hac a a rebechas dezàn peguement e voa bet inútil e esperanç hac e alusonno. Mæs quement-se ne servige nemet evit cresqui ners ha couraich an den santel hac er fe hac en e boanio.


IIV.[sic] QUENTEL.

Voar an eisvet Gourc’hemen.

8. Guevier na nep fals lesteni mir birviquen n’o liviri.

G. PEtra difen Doue ouzimp-nîn dre an eisvet Gourc’hemen, Guevier, etc ?

R. Difen а rа ouzimp ar guevier, ar fals testeni, an detraction, hac ar jugeamancho temerer.

G. Petra eo ar gaou ?

R. Ur guer contrel d’ar pez a songer, gant intantion da drompla.

G. Нас èn so permetet a vechio laret guevier ?

R. Salocroas, non pas memes evit sauvetaat ar vuez.

G. Нас еn so pec’het bras douguen testeni faus ?

R. Ya, ur c’hrim eo, ur parjur hac ur c’has reservet.

G. Нас èn so obliget un test faus da repari ar gaou en deus gret ?

R. Ya, mar guell en nep fæçon.

G. Petra eo an detraction ?

R. Ur goal deodat, injust ha noasus d’an nessàn.

G. En pet fæçon e c’heller detracti pe drouc coms ?

R. En diou fæçon, en guir hac en gaou.

G. Нac èn so pec’het bras detracti паc en guir nac en gaou ?

R. Ya, rac an henor a so preciussoc'h evit an arc'hant hac an aour.

G. Pechet eo ive cheleo ar goal deodo ?

R. Ya, principalamant pa assanter gante.

G. Нac èn so avoalc’h covessaat an detraction ?

R. Salocroas, ret eo ive repari guella ma eller.

G. An hini en deus drouc comset en gaou, petra dle-àn da ober ?

R. En em dislaret.

G. Petra signifi ur jugeamant temerer ?

R. Drouc songeal re vuan eus an nessàn.

Ar fals Testeni.

Doue dre an eisvet gourc’hemen a difen ar fals testeni, ar gaou, an detraction, an insult, ar soupçono ha jugeamancho temerer. Ar fals testeni a so un deposition greet en justiç a enep ar virionez. Ur c’hrim eo, ur parjur, ur c’has reservet. En peder fæçon e voar fals test.

1°. En ur accusi un innoçant.

2°. En ur assuri un dra faus.

3°. En ur servigi a acto pe titro faus. Ar re o fournis a so coupabl eus ar memes crim.

4°. En ur nac’h ar virionez pa ve goulennet gant ur Barner legitim.

Ar fals testeni a so ur c'hrim horrupl. Quemeret а rа Doue da dest eus ar gaou, violi a ra an oll justiç, hac alies e toug d’an nessàn un domaich irreparabl. Doue a gondaon ar fals test d’ar maro eternel. Ar gouir canon pe ecclesiastiq en c’hondaon, 1°. Da seiz vloas a binigen. 2°. Eo discleriet infam. 3°. Da vezàn punisset corporellamant ; hac al lezenno civil er c’hondaon ive d’ar maro.

Ar gaou.

Laret guevier, eme Sant Augustin, eo coms a enep ar pez a songer. Ne leret quet a c’hevier, eme ar Speret-Santel ; rac ar gueno a brononç ar gaou, a ro ar maro d’an ine.

N’en deo jamæs permetet laret guevier evit bezàn gourdrouset, pilet, conserv e vado, e vuez, e henor, pas memes evit sauvetaat ine on nessàn. Doue eo ar virionez, na ell quet soufr ar guevier, ha n’en deus quet a ezom eus on guevier. Na eller jamæs ober un drouc evit procuri ur vad. An oll guirioneo ne dint quet mad da laret, tevel ha læret guevier a so daou. Ar pez a ouzomp dindan ar secret naturel a ellomp da nac’h, rac na ellomp en disolo ep bezàn parjur ; hac аr pez a ouzomp er guis se a so evel pa n’en gouefemp quet. Evel-se ur C’hovesour dre an oll lezenno divin hac humen, a ell nac’h memes gant seramant penaus ne voar netra eus ar pez a vo lavaret dezàn en covesion. Un avocat, ur medecin, ur mignon a so obliget da devel voar ar pez so bet laret deze dindan ar secret naturel. Doue memes en ordren erguis se ; lennet ar proverbo eus a Salomon. Ar brudanç, ar justiç, ar charite a ra un dever da devel voar gals a dreo. Mæs pa voar obliget da goms, leret bepret ar virionez, peautramaat e veac’h coupabl a c’haou : or ar c’haouyadet a so bugale satan, ar re a gar ar virionez, bugale Jesus -Christ, peini eo an hent, ar virionez hac ar vuez. Leveromp eta alies gant ar Roue prophet : Sourci on bezo dreist pep tra evit non pas pec’hi dre on zeod.

Alio an Aviel.

Ar Chonsaillo pe an alio eus an Aviel eo ar voyen da barveni d’ar berfection gristen. Impossubl eo bezàn salvet ep observi ar gourc’hemeno, en em sauvetaat a eller ep accomplissàn an alio, eus a bere ar principalàn eo,

1°. Renonç d’ar bed evit heuil J. C, peini so en cals a occasiono ur gourc’hemen.

2. An eil ali eus an Aviel eo ar baourantez volontær, da laret eo ar renonçamant da vado ar bed-man evit imitàn paourantez J. C.

3. Ar chastete perpetuel pe ar renonçamant d’ar briedeles evit beva er chastete epad ar vuez.

4°. An obeissanç pe ar renonçamant d’on bolonte evit heuil hini ur Superieur da beini en em soumetomp.

Ar pratiq eus an alio-se eus an Aviel a ra ar stad religius ; mæs pep hini er bed a ell hac a dle o fraticàn, da viana ul lod aneze, hervez e stad, e ners ha graç Doue.

Ar Jugeamant temerer.

Jugi drouc eus on nessàn eo assuri en on speret e ra fall. Soupçoni eo doueti ep assuri. Ar jugeamant temerer eo an hini n’en deus quet a fondamant legitim. Ne varnet den, eme on Salver, evit na vezet quet barner oc’h-unan. Ar jugeamant temerer a so ur pec’het grevus hac infam, rac douguen a ra cassoni ha disprisanç d’an nеssàn. Opposet eo d’ar justiç, ha d’ar c’harite pere a c’houlen ma vezo interpretet favorablamant an douet a alfet da formi voar obero an nessàn. Evel-se e lavar on Salver : Tud hipocrit, perac ezoc’h en sourci eus ar blouzen en lagat o nessàn, en amser ma zeo creuvet o c’hini gant an treust ; da lavaret eo, evit petra e sourciet-u eus a affero ar re-all, ep songeal en o re oc’h-unan ? En em varnomp eta, diouallomp rac barn den re vuàn.

HISTOAR.

Salomon ar furra eus an dud, rac recevet en defoa digant Doue an donæson eus ar squient, a eure en anaveout dre ar bed oll prest goude m’en defoa recevet an donæson-se. Diou blac’h a vuez fall a deuas d’en cavet evit prononç voar o c’hontestation. Unan a lavaras dezàn penaus pa voant assambles er memes ty e defoe ur map ; tri deiz d’ar goude e ben a vouilioudas ive eus ur map peini a vougas o cousquet er guele. Sevel a reas ep ober trous, quemeret a eure ma buguel ha laquaat e hini maro en e blaç. Ar plac’h all a soutene ne voa quet guir quement-se. Affer difficil, ep preuv, ep test, ha tremenet en noz. Salomon a c’houlennas ur ç’hleve, hac a brononças : Homàn a lavar, ar buguel beo eo ma hini ; eben a lavar, ma hini-me eo. Troc’het ar buguel en daou dam, ha reid an anter da bep hini. At fals vam a voa contant eus ar jugeamant-se ; mæs ar guir vam a santas e c’hentraillo dispennet, hac a gonjuras ar Roue da rei quent ar buguel antier d’an hini en ravisse diganti, evit na vige partaget. Neuse e voe anaveet ar guir vam, evel ar furnez a beini e voa en em serviget Salomon evit e anaveout. Roet e voe dezi e buguel. An Tado santel a lavar penaus an diou blac'h-se a represant an differanç a so entre ar pastoret legitim hac ar fals Beleyen.




EXPLICATION

A c'hourc'hemeno an ilis.


VIII. QUENTEL.

Voar ar c'hentàn Gourc'hemen.

1. Cleo devotamant pen-da-ben
Вep Sul, bep Goël an Oferen.

G. HAc èn so avoalc’h miret gourc'hemeno Doue evit bezàn salvet ?

R. Salocroas, ret eo ive miret Gourc’hemeno an Ilis.

G. Digant piou e teu autorite an Ilis ?

R. Digant Jesus-Christ.

G. Pet gourc'hemen e deus groet dimp an Ilis ?

R. C'huec'h principalement, pere a dle an oll da с'hout.

G. Leret gourc’hemeno an Ilis ?

R. Cleo devotamant pen-da-ben, etc. (en fin ar chatechis).

G. Petra gommand dimp-nîn ar c’henta gourc’hemen, Cleo devotamant, etc. ?

R. Clevet an Oferen pen-da-ben d'ar Sulio ha d'ar Goëlio bers.

G. Petra eo an Oferen ?

R. Ar Sacrifiç eus a gorf hac a oat J. C.

G. Petra signifi Sacrifiç ?

R. Un offranç gret da Zoue.

G. Piou a offr ar Sacrifiç-se da Zoue ?

R. Jesus-Christ en em offr e-unan dre daouarn ar Belec.

G. Jesus-Christ eta a so Belec ?

R. Ya, bezàn eo ar Belec principal hac ar Victim assembles.

G. Evit petra en deus instituet J. C. an Oferen ?

R. Evit represanti ha continui e Sacrifiç voar ar Groas ?

G. Evit piou en em offr J. C. en Oferen ?

R. Evit ar re veo hac ar re varo.

G. Un action gaër eta eo an Oferen ?

R. Ya, n'en deus netra admiraploc'h en douar hac en env.

G. Penaus & tleer asistàn en Oferen ?

R. Gant modesti ha devotion.

G. Gant pe sort intantion e tleer asistàn en Oferen ?

R. Gant intention an Ilis.

G. Pe sort intantion e deus an Ilis ?

R. Adori Doue, e drugarecaat, goulen e c'hraço, calmi e goler.

G. Gret un act evit conformi oc’h intantion da hini an Ilis ?

R. Mên ofr da Zoue ar Sacrifiç,
Gant intantion an Ilis,
Hac a desir communiàn
Gant ar Belec en-Ofern-màn.


G. Pehini eo guellàn tra a ouffet da veditàn epad an Oferen ?

R. Maro ha Passion on Salver.

G. Pe sort act a leret-u er Goureo ?

R. Mên oc'h ador, o ma Jesus,
Ho Corf sacr, ho Goat precius
Quesset guenec'h bete an env
Homaich ma c'horf ha ma ine.

G. Pe sort Oferen a dleer da glevet dre breferanç liessàn ma eller ?

R. An Oferen bred.

G. Leret din en daou c’her dever ur paroissien mad ?

R. Caret e Ilis Paros, ha respeti e Bastor hac e Veleyen.

Gourc'hemeno an Ilis.

Impossubl eo obeissàn da Doue ep obeissàn d’an Ilis. Quemeret evit ur payen hac un den gant peini n’eo quet permetet cavet commerç, eme J. C., an hini ne seleo quet an Ilis. Evit eta accomplissàn gourc’hemeno Doue, eo red ive anaveout ha miret re an Ilis.

Jesus-Christ en deus etablisset pastoret evit gouvern e Ilis ; deze eo da gommandi, d’ar bobl fidel eo da obeissàn ; ha laret a ra penaus nep o seleo en seleo, ha piou benac a vepris aneze, en deus mepris evitàn. Ret eo bezàn succedet d’an Ebestel, ha quement se a so avoalc’h evit cavet gouir da c’houvern an Ilis.

Ar C’honcilo general hac an Tad santel ar pap a ra lezenno evit an Ilis universel, pep Escop legitim evit e Escopti ; rac an Esquibien evel heriterien d’an Ebestel o deus ep douet ebet, autorite da c’houvern an Ilis. Ar Speret- Santel en deus roet deze ar pouar-se. An Ilis eta e deus ar gouir sur ha certen da ober gourc’hemeno. En ober a ra evit condui e bugale d’an observation antier a c’hourc’hemeno Doue, d’ar berfection gristen ha d’ar vuez eternel. Malheur da biou benac a vanq d’o c’hobservi. Na eller quet cavet Doue evit tad ep cavet an Ilis evit mam ; dre an obeissanç eo gout ha nin so e bugale.

Ar Goëlio.

Oll pouario an Ilis, evel m’on deus-àn prouvet alies, a deu digant J. C. Synagog ar Judevien e defoa ar gouir da etablissàn Goëlio, ha Jesus-Christ en deus henoret dre e bresanç diliamant an Ilis. Na eller quet eta doueti eus ar gouir e deus Ilis J. C. da etablissàn Goëlio pe re e voar obliget da solemnisàn ha da sanctifian evel an deiz santel eus ar Sul. Pa chancher a Escopti e voar obliget da sanctifian ar Goëlio el lec’h m’en em guever ; dre oll evel mempro da J. C. hac eus an Ilis, e tleomp an exempl vad hac an obeissanç.

Ar Goëlio a so instituet evit henori Doue, instrui ar bobl, renouveli ar memoar eus ar Verc’hes Vari hac ar Sænt pere a dleomp da henori o c’himita o vertuyo hac o celebri erfad o Goëlio dre ar frequantation eus an Offiço divin hac ar sacramancho. Chetu amàn ar Goëlio bers en Ilis hac en Escopti-màn.

Guenver. An deiz quentàn ar bloas, Circoncision on Salver Jesus-Çhrist.

6. Goël ar Rouane.

C’huevrer. 2. Ar Chandelour, purification ar Verc’hes.

Meurs. 25. An Annonciation… Ar Goel ne ve bers da lun ar C’hasimodo nemet pa en em gaff ar yaou guemblit, guener ar Groas pe ar sadorn Phasq er bempet deiz voarn-uguent a viz meurs.

Ebrel. 25. Procession sant Marc. N’en deo quet bers, mæs asistàn a dleer er procession, hac an deiz-se eo Vigel ; da laret eo, eo difennet dibri quic ; n’en deo quet yun.

Evoen. 23. Yun ha vigel.

24. Goël Yan.

28. Yun ha vigel.

29. Goël Pêr.

Eost. 14. Yun ha vigel.

15. Assomption ar Verc’hes. Goude ar Gousperou, procession evit renouvelli ar vœu dre beini e voe lequeet Franç dindan protection Mari.

Guengolo. 8. Guinivelez ar Verc’hes.

Du. 1. An oll Sænt. Yun en deiz diaroc.

2°. Goël an Anaon. Obligation da glevet an Oferen.

3°. Goël S. Tugdual.

Querzu. 8. Conception ar Verc’hes.

24. Yun ha Vigel.

23. Nedelec, pe Guinivelez on Salver J. C.

26. Goël sant Stephan.

Goëlio mobil.

Da Verc’her ar Meur pe al Ludu, obligation da glevet an Oferen epquen.

Ar Sul Phasq hac an daou deiz goude, bers.

Ar pevarvet deiz goude Pasq, Goël S. Evoen.


Nota. P’en em gaff da lun ur Goël benac eroc peini eo yun, e ve groet ar yun d’ar sadorn, rac ar Sul n’en deo jamæs yun.

D’ar yaou daou-uguentvet goude Pasq, Goël an Asçansion ; an tri deiz diaroc an Asçansion, ar Rogationo, vigel ep yun.

Sul ar Pentecost hac al lun goude, bers. Ar Pentecost a ve dec deiz goude an Asçansion.

Ar Sul quentàn goude ar Pentecost, Sul an Dreindet. D’ar yaou, Goël ar Sacramant ; d’ar Sul goude, diliamant ar Gathedral, evel hini an Ilis pere n’o deus quet a dezio fix. D’ar Sul goude an diliamant, Goël ar Galon sacr a Jesus.

Ar Sul quentàn a viz Here, ar Rosær. An eil Sul, translation sant Ervoen. An drede Sul, Beleguiach J. C. Ar bevare Sul a Here, Goël an oll Esquibien, Beleyen… Ar Sul quentàn a viz Du, Goël ar Relego.

An Oferen.

Jesus-Christ Belec souveræn ha Victim assambles, a instituas ar sacrifiç eus an Oferen d’ar yaou Guemblit, hac a roas pouar d’an Ebestel ha d’ar Veleyen da ober ar pez a instituas, da laret eo, da offr ar sacrifiç adorabl. Sacrifiç an Auter ha hini ar Groas a so ar memes sacrifiç. N’en deus naс en env naс en douar sa crifiç muy agreabl da Zoue, muy consolant evit ar gristenien ; rac netra ne deo muy capabl da apaesi coler Doue evit offr dezàn e Vap muyàn caret. Dre ar sacrifiç adorabl e rentomp graç da Doue, e recevomp e c’hraço, an oll soulageamant quen evidomp quen evit an ineo eus ar purgatoar ; rac ar sacrifiç eus an Oferen a offrer da Doue evit ar re veo hac ar re varo. Exceptet an ineo daonet evit pere n’en deus quet a remission, ar fe a disq dimp penaus an ineo eus ar purgatoar a so soulaget dre on pedenno, on œuvro mad, mæs surtout dre ar sacrifiç eus an Oferen.

Na henver publicamant en Oferen nemet ar gatholiquet. Nemet deiz guener ar Groas ne beder publicamant evit ar Bayanet. Speret an Ilis eo pedi evite en secret, evit goulen digant Doue o c’honversion, evel hini an heretiquet ha schismatiquet.

Gant fe, confianç, respet ha devotion e tle pep den asistàn en Oferen.

1°. Gant fe ; a-nez ar fe eo impossubl plijout da Doue. Ar fe a disq dimp ar mysterio precius eus ar sacrifiç adorabl.

2°. Gant confianç ; n’en deus netra muy capаbl da souten confianç ar pec’her paour evit J. C. peini en em offr e-unan da Doue evidomp-oll.

3°. Gant respet. N’en deus er Religion action ebet da vezàn comparaget gant ar sacrifiç divin eus an Oferen. Jesus Christ en em offr e-unan d’e Dad eternel, ha nîn a dle en em offr gantàn ; rаc ne asistomp en Oferen nemet evit apæsi coler Doue, goulen e c’hraço hac en trugarecaat.

4°. Gant devotion. En Oferen e tanfeer ar recompanç eus ar gloar eternel, Ur prenv douar refus a raïo-àn e galon d’an hini dirac peini an Ælez eus an env a deu da grenàn gant respet ? An Auter invisiblamant trôn eus an Dreindet a so antouret gant an Ælez enpad ar sacrifiç a Vap unic an Tad eternel, oll joa an env hac an douar, ha nîn a vezo indifferant, ep modesti, ep devotion, ep carantez evit un Doue, en amser memes eus ar sacrifiç eus e garantez evidomp ? N’en don quet estonet, o ma Jesus, ma castiet ar bed malhurus-màn ! Insultet oc’h en o carantez memes. O pugale ne dint quen o pugale ; allas c’hui ne vefet quen ive o Doue ! Mezus eo comportamant ar gristenien : horreur am eus ous o c’hompren. О c’hui pere a alfe c’hoas bezàn dign eus an hano a douguet, pelleet dious an dud impi ; preparet quent ar sacrifiç hac o corf hac o speret. Enpad ma offret,

1°. Songet en maro ha passion on Salver ; heuliet-àn en e oll boanio soufret evidomp, hac en e varo voar Menez Calvar.

2°. En em offret gantàn da Doue, ha n’o pezet quen bolonte nemet e hini.

3°. En em burifiet da vianàn dre un act a gontrition, evel un hosti beo, santel hac agreabl da Doue.

4°. Jesus en em offr hac en em humili evit gloar e Dad : en em humiliet ive evit ma recevo en e c’hloar o c’hine paour.

5°. Evit bezàn satisfiet on Salver evidomp, on deus c’hoas ezom a bardon ; rac allas on fec’hejo a so pemdiec : mar mancomp da aplica d’on ine ar bris eus on Redamption, birviquen na vezomp salvet. Sevet eta o speret bete menez Calvar ; asistet en Oferen evel m’o pize-àn groet o velet enno Jesus o vervel evidomp. Bezàn so cals a heurio en pere e quever ar fæçon da asistàn ha da brofitàn eus ar sacrifiç adorabl eus an Oferen. Evurus an ini e defo asistet enni evel ma zeo dleet. Dre breferanç e voar obliget da asistan en Oferen bred e Barous ; an Ilis en ordren, hac a c’hourdrous excomuniàn piou benac a vanco d’an dever-se tri Sul dious-tu, evel ma excomuni en effet piou-benac a asist enni a enep e gourc’hemen hac e difen. Obeisset d’an Iiis, pe n’en deus quet a silvidiguez evidoc’h.
HISTOAR.

Doue pa ordrenas d’ar Judevien dibri an oan paschal, a ordrenas deze ar fæçon d’e dibri ; eus o sao, ur vaz en o dorn evel tud prest da bartiàn. Mæs an urz rigourussàn e voa da vercàn gant goad an oan ar penn huelàn a bep door el lec’h ma vige debret an oan, evit pa aruje an Æl da squeian tyer-all, na rage drouc ebet d’ar re a vige merquet. Doue en creiz an noz a scoas an oll grouadurien eus an Egipt. Pharaon a savas en creiz an noz, mantret a varo e vap ena. Ar memes tra a voa aruet en pep ty. An Egiptianet a voa spouronet ; ar Judevien n’o defoa drouc ebet. D’ar goad precius eus ar guir oan Jesus Christ e tlefoa ar Judevien ar faveur, an delivranç-se. Quent donediguez on Salver e c’hellet en em glem en esclavaich, mæs na elle den sortial anezi. Jesus-Christ en deus on delivret. En trugare eus ar c’hraç-se eo bemdez renouvellet on delivranç er sacrifiç adorabl eus an Oferen, anfin evit m’or bezo sonch a Jesus-Christ on Salver, on victim hac on oan paschal.



IX. QUENTEL.

Voar ar pemp Gourc'hemen-all.

G. PEtra gommand an eil Gourc’hemen, Santifiàn ri ar Goëlio, etc. ?

R. Commandi ra dimp santifiàn ar Goëlio bers evel ar Sulio.

G. Petra gommand an drede Gourc’hemen, Coves da bec'hejo, etc. ?

R. Govessaat ur veich ar bloas da neubeutàn dindan boan a bec’het marvel.

G. Pe da noat e tleer Gass ar vugale da govessaat ?

R. Voar dro an oad a seiz vloaz pa vent capabl da bec’hi.

G. Petra gommand ar pevare gourc’hemen, Corf da Salver, etc. ?

R. Communiàn da Basq en on Paros, ha non pas en plaç-all ep permission.

G. Pe da noad e tle ar vugale ober o C’homunion guentàn ?

R. Voar dro an oad a daouzec vloas, pa vent instruet mad ha parfæt.

G. Petra gommand ar bempet gourc’hemem, yun a ri, etc.

R. Yun ar c’hoaraïs, an daouzec dezio, ha certen vigilo commandet.

G. Piou so obliget da yun ?

R. Ar re o deus ur bloas voarn uguent ha n’o deus quet a ampechamant legitim.

G. Petra so ret da ober evit yun ?

R. Ober abstinanç a guic, ha tremen gant ur pret bemdeiz, hac ur golation leger dious an noz.

G. Nep na ell quet ober ar yunio voar o hed, hac èn so exant eus an oll ?

R. Salocroas, pep hini a dle ober hervez e c’hallout.

G. Petra gommand ar c’huec’hvet gourc’hernen, Da voener quic, etc. ?

R. Ober abstinanç a guic da voener ha da sadorn.

G. Perac da voener ?

R. Evit henori maro ba passion on Salver.

G. Perac da sadorn ?

R. Evit henori ar Verc'hes hac en em brepari d’ar Sul.

G. Ha nîn so obliget da viret oll gourchemeno an Ilis ?

R. Ya, rac nep ne sent quet ous an Ilis hon mam, na ell quet bezàn guir vuguel da Zoue.

G. An Ilis hac-y a ell en em dromplàn en e doctrin ?

R. Salocroas, abalamour ma zeo asistet gant ar Speret-Santel.

Eus ar Govesion bep bloas.

An drede gourc’hemen eus an Ilis on oblich da govessaat da neubeutàn ur veich ar bloaz d’on Pastor legitim. Chetu amàn ar gourc’hemen, Concil a Latran, pevarvet general, can. 21, er bloas 1215. « Pep hini, pot ha plac’h, arru en oad, hac en usaich a ræson, a govessao fidelamant e oll bec’hejo da neubeutàn ur veich bep bloas d’e Velec propr… Маr manq d’an dever-se, e vezo privet enpade vuez da antren en Ilis, en douar biniguet goude e varo. Mar fell da unan benac covessaat da ur Belec-all, evit ræsonio mad e c’houlenno hac e c’hobteno permission digant e Velec propr ; ep ar bermission-se un all na ell nac effaci na reten e bec’hejo ». Chetu a-se sclæramant ar govision nul groet da ur Belec ep permission ar pastor legitim. Ur govision nul ne deo quet ar govision commandet ; rac an Ilis na gommand quet an drouc, mæs ar mad. Ur guir gristen n’en em gontant quet da govessaat ur veich ar bloas ; rac piou a garfe exposi e silvidiguez enpad ur bloas mar en deus c’hoas dougeanç Doue ha desir da sauvetaat e ine ? Quen lies gueich on deus ar malheur da gometi ar pec’het marvel, quen lies e tleomp caout recours d’ar Sacramant a Binigen. Seiz vloas eo an oad a usaich a ræson. An Ilis en ur ordren ar govision ur veich ar bloas, na c’houlen evit observi ar gourc’hemen nemet ur govision bep bloas ; mæs dre indulgeanç e ra quement se, evit non pas augmanti ar pec’het dre ar violamant eus he lezen, ma e dige commandet ar govision bep miz el lec’h bep bloas.

Communia da Basq.

Er memes Concil a Latran eo ordrenet penaus ar bobl fidel en em applico da accomplissa ar binigen a vezo roet deze, ha da receo gant respet, da vianàn da Basq, ar sacramant adorabl eus an Auter. Obliget eo eta pep Christen da gommunia da Basq en e Barous ha non pas en plaç all ep permission ar pastor legitim. Ar vugale evit communia a dle cavet voar dro an oad a daouzec vloas, bezàn instruet mad ha parfæt. Piou benac a gommuni indignamant, na accomplis quet gourc’hemen an Ilis, peini certen na ordren quet an horruplàn sacrileich. Coms a refomp c’hoas eus ar govision hac ar gommunion, en articl ar sacramancho.

Ar Yun.

Ar C’hoaraïs eo ar spaç a amser a binigen en peini e ve yunet enpad daou-uguent deiz en ur ober abstinanç a guic, evit en em brepari d’ar Pasq. An Ebestel o deus instituet ar C’hoaraïs. Ar bobl fidel a yune en commançamant an Ilis. Ur spaç amser quent Pasq ne tiebrent na ne efent bete an abardeiz. An Arc’hæl Raphaël a lavaras d’an daou Tobi penaus ar beden a so mad gant ar yun. Moyses hac ar prophet Eli o deus yunet daou uguent deiz. J. С. on Mæstr divin en em retiras en desert evit dre ur yun a daou uguent deiz, ar beden, ar retret ; en em brepari da brezeg an Aviel, ha mervel evit prena ar bec’herien. Yun eo ober abstinanç a guic, tremen gant ur pret bemdeiz, hac ur golation leger dious an noz. N’en deus quet a lezen evit determinan peguement na petra a eller da guemeret evit colation ; an usaich a dle regli voar ar poent-se. Quement tra n’en deus quet a vuez na ne ell quet cavet, eo ar pez a so autoriset en Escopti-màn. An uo, al læz, an aman, ar fromaich a so difennet enpad ar C’hoaraïs. Dispanset e vezer ordinal bete ar Sul Vleuyo, mæs quement se a depant eus an Escop legitim. Na dleer na dibri naс eva entre ar repas. Quement o deus ur bloas voarn-uguent, ha n’o deus quet a ampechamant legitim, a ve obliget da yun. Ar vaguerezet, an douguerezet, an dud clan, ar re o deus ul labour rust, an darn vuyàn eus an dud noaget ; en ur guer, ar re na ellont quet yun ep domagi o yec’het, a so dispanset eus ar yun ; mæs dleet eo deze ober hervez o gallout ur brivation benac evit mortifiàn o c’horf ha satisfiàn da justiç Doue. Den na ell na dispanç, na bezàn dispanset eus an obligation-se. Evit-se eo instituet ar yun, hac evit an oll ; raс d’an oll en deus lavaret Jesus-Christ douguen o c’hroas hac en heuil, na except den. An hini, eme sant Ambroas, n’en deus quet pec’het, en deus yunet ; ha c’hui pehini oc’h eus pec’het ne c’houlennet quet yun ? An Ilis a ordren, ret eo obeissàn. Evit cavet merit e yun, eo ret yun a bec’het. Da betra, eme sant Augustin, e servigeo ober abstinanç a guic, ma ne rer abstinanç a bec’het ? Goëlomp eta on pec’hejo. Yunomp gant joa. Pa yunfet, eme on Salver, parfumet o penn, goëlc’het o pisaich ha bezet guai. D’ar yun eo ret ajouti ar beden hac an aluson, mar deo possubl.

Ar merc’her quentàn eus ar C’hoaraïs, an Ilis a distribu ludu biniguet, ha quement-se evit digass dimp memoar eus ar maro, evit represanti dimp penaus er pinigenno public ar bec’herjen condaonet a voa goloet a ludu, evit on avertissàn da ober pinigen enpad ar C’hoaraïs, yun, pedi, mortifiàn on c’horf, ober an aluson, bezàn assidu d’ar bredication, d’an Offiço, en em absteni a bec’het hac eus an divertissamancho ordinal, tostaat ous ar Sacramancho, ispicial d’ar Sacramant a binigen.

An daouzec dezio.

Ar yun eus an daouzec dezio a voa pratiquet en Ilis quent evit ar pempvet canvet. Sant Leon peini a veve en amser-se, a lavar eo instituet gant an Ebestel. An daouzec dezio en em guef da verc’her, d’ar guener ha d’ar sadorn ; ar re guentàn goude an drede Sul eus an Avent.

An eil re, goude ar Sul quentàn eus ar C’hoaraïs.

An drede re, goude Sul ar Pantecost.

Ar bevare re goude ar pevarzecvet a viz Guengolo. Mar deo ur merc’her ar pevarzec, an daouzec dezio a gomanç d’ar merc’her goude.

An daouzec dezio a so instituet evit consacri dre ar binigen pep hini eus ar peder sæson eus ar bloas, evit goulen digant Doue conservation ar froez eus an douar, hac en trugarecaat eus ar re en deus roet ; evit goulen digant Doue Beleyen vad evit e Ilis ; rac en amser-se e ve roet an Urzio. Silvidiguez ar bobl a depant peurvuya eus ar Bastoret ; Doue dre e vadelez a ro ar re vad ; en e goler e permet ar re fall.

Ar Vigilo.

Ouspen ar yun eus ar C’hoaraïs hac an daouzec dezio, e heus c’hoas certen yunio comandet quent evit certen Goëlio din. Hanvet int vigil, rac gueich-all e ve tremenet en peden an noz quent evit ar Goëlio bras, ar pez a deuas da vezan un abus, hac an Ilis n’e deus conservet nemet noz Nedelec. Yun eo an deiz quent evit certen Goëlio, evit en em brepari dre ar binigen da celebri dignamant ar Goël, ha meritout protection ar Sænt en henor da bere e vent celebret. An Escop a ell lemel pe ordren yunio dreist ordinal. Obliget e voar da obeissàn dezàn mar deo heritier d’an Ebestel.

Ar Rogationo.

Doue evit vangi ar goad eus e Verzerien, a bunissas Rom hac e Frovinço non pas epquen dre ar bresel, mæs c’hoas dre ar c’hrena douar, an tân goal. An Dauphine, surtout ar guær a Vienn a voe desolet dre gals a valeurio. Al loënet goe a deue memes en quær. En noz Pasq er bloas 469, an tân a grogas en ty quær. Saint Mamert Escop a voa en Ilis gant ar bobl, pere a sortias. S. Mamert en em brosternas dirac an Auter. Ur miracl a lazas an tân, ar bobl a retornas d’an Ilis. S. Mamert a instituas ar Rogationo pe pedenno public evit distrei coler an Autro Doue divoar ar guær valhurus-se ruyet gant goad ar Verzerien. D’ar goude e voent continuet an tri deiz quent an Asçansion. Procession sant Marc a so ive instituet evit calmi coler an Autro Doue. En deize-se quen couls ha d’ar Rogationo e rer abstinanç a guic. N’en deo quet yun, abalamour d’an amser baschal. Franç a dle o c’hober evel sant Mamert.

An abstinanç a guic da voener ha da sadorn, a observer aboe commançamant an Ilis. D’ar guener e c’henorer principalamant maro on Salver, da sadorn ar Verc’hes glorius, enterramant on Salver, hac en em breparer da celebri evel ma zeo dleet an deiz santel eus ar Sul.



X. QUENTEL.

Voar ar Pec’het.

G. PEnos e torer gourc’hemeno Doue ha re an Ilis ?

R. Dre ar pec’het peini eo brassàn drouc so er bed.

G. Petra eo ar pec’het ?

R. Quement-so a enep gourc’hemeno Doue ha re an Ilis.

G. Petra eo ar pec’het originel ?

R. An hini a deu guenemp voar an douar, evel bugale da Adam,

G. Penaus e ve effacet ar pec’het originel ?

R. Dre ar Vadiziant.

G. Petra eo ar pec’het actuel ?

R. An hini a gometomp ac'hanomp hon-unan.

G. En pet fæçon e c’heller pec’hi ?

R. En peder : dre sonch, dre goms, die œuvr, dre omission.

G. Petra eo pec’hi dre omission ?

R. Mancout da ober ar pez so commandet.

G. Pet sort pec'het actuel so ?

R. Daou sort, ar pec'het veniel hac ar pec'het marvel.

G. Petra eo ar pec’het veniel ?

R. Ar pec’het na lem quet diguenemp graç Doue, mæs e diminui a ra.

G. Petra eo ar pechet marvel ?

R. Ar pec'het a lem diguenemp graç Doue hac on rent dign a boanio an ifern.

G. Pet pec’het marvel so ret evit bezàn daonet ?

R. Mervel gant unan epquen a so avoalc'h evit bezàn daonet.

Ar Pec'het en general.

Ar pec’het en general eo violi al lezen. Dre ar guer a lezen e c’hententer ar pez en deus ordrenet Doue pe dreiz àn e-unan pe dre re all. Evel-se ar guer-se a gompren al lezen eternel peini eo ar volontez eternel a Zoue, peini a ordren conservi an urz naturel, hac a difen en troubli en fæçon ebet ; al lezen Naturel peini eo ar ræson gravet gant Doue en calon pep hini ; a lezen humæn, peini eo ar pez so ordrenet dre an Ilis, hac a henver lezen ecclesiastiq ; pe ar pez a so ordrenet dre ar puissanço eus an douar, hac a henver lezen civil. Violi al lezenno se eo pec’hi, rac an oll buissanç a deu digant Doue.

Ar pec’het a ignoranç eo pa ne ouser quet ar pez e voar obliget da c’hout. Ar pec’het a fragilite eo pa bec’her ep ober attantion, pe pa voar trainet gant un dentation violant. Ar pec’het a valiç eo an hini a gometer gant anaoudeguez e rer an drouc ; hanvet eo pec’het a enep ar Speret-Santel, an disesper, ar bresomption, combati ar virionez anaveet, evel an heretiquet, ar schismatiquet ; an anvi, an defaut a binigen hac an obstination a so pec’hejo a valiç, hac a enep ar Speret-Santel. Daou sort pec’het so : an originel ; peini eo pec’het Adam ; an actuel, peini eo an hini a gometomp ac’hanomp on-unan, hac a so veniel pe marvel. Dre sonch, dre goms, dre œuvr ha dre omission e c’heller pec’hi. Ar pec’het marvel a ro ar maro d’an ine, da laret eo, a briv an ine a c’hraç Doue peini eo e buez ; rac Doue ne màn quet en un ine coupabl a bec’het marvel, peini on rent ennemi da Doue, esclav d’an diaoul ha coupabl a boanio an Ifern.

Ar pec’het veniel na lem quet graç Doue, mæs e diminuí a ra, ha disposi d’ar pec’het marvel ; rei a ra d’an drouc-speret ners voarnomp, meritout a ra punition, temporel evit guir, mæs terrupl, eme sant Augustin.

1°. Pec’hi a rer dre sonch, pa gonsanter a galon d’an drouc, ha pa ve possubl ne ve quet cometet ; rac dre ar volontez e rer an drouc evel ar mad. Pec’hi a rer dre sonch, pa guemerer plijadur hа pa aretomp on speret volontаiramant er sonch fall, memes ep consanti d’an drouc.

2°. Pec’hi a rer dre goms, mar leverer un dra difennet gant Doue.

3°. Pec’hi a rer dre œuvr, pa rer ar pez so difennet.

4°. Pec’hi a rer dre omission, pa ne rer quet ar pez so gourc’hemenet. Non obstant ma ve an oll bec’hejo a enep Doue ha nîn on-unan, e c’heller laret gant an Theologianet penaus e heus pec’hejo directamant a enep Doue, en on enep on unan, hac a enep on nessàn.

Pec’hi a rer a enep Doue directamant, dre ar blasphem, an idolatri, an defaut a religion.

Pec’hi a rer a enep an nessàn directamant, dre al laëronci, an denonciation, ar fals testeni, ar muntr, ar mepris evit on zad hac on Superioret, an distraction, ar manq da ober an aluson.

Pec’hi a reomp directamant a enep dimp on-unan, dre ar gourmandis, an impurete, an diegui, etc. Ha me o ped, na anaveet jamæs ar pec’het muntrer un Doue hac on ine, nemet evit e evitàn evel brassàn drouc a so er bed. An oll a voar penaus ar pec’hejo a so comprenet en seiz chef pe e a henver capital, abalamour ma hint ar sourcen eus ar pec’hejo-all. Bremàn e comsomp aneze.

* * *


XI. QUENTEL.

Voar at pec'hejo capital.

G. Petra eo ur pec’het capital ?

R. Ur viç, ur goal habitud hac ar sourcen a gals a bec'hejo.

G. Pet pechet capital-so ?

R. Seiz.

G. Pere int-y ?

R. Ourgouil, avariç, luxur, anvi, gourmandis, coler ha diegui.

G. Petra eo an ourgouil ?

R. Un istim re vras ac'hanomp on-unan, hac a ra dimp meprisàn ar re-all.

G. Petra eo an avariç ?

R. Un attaich direglet ous mado an douar.

G. Petra eo al luxur ?

R. Ar pec'het infam eus an impurete.

G. Petra eo an anvi ?

R. Un dristidiguez eus a vad on nessàn, dre ma credomp on deus muy a verit evitàn.

G. Petra eo ar gourmandis ?

R. Un affection direglet da dibri pe da eva.

G. Petra eo ar goler ?

R. Un transport violant hac un desir direglet d'en em vengi.

G. Petra eo an diegui ?

R. Un degout volontær eus ar vertu, hac ul lаchete da ober on dever.

G. Pehini eo ar c'hentàn remed ous ar pec hejo capital ?

R. Praticàn ar vertuyo contræl deze.

G. Pe sort vertu so contræl d’ar superbite ?

R. An humilite.

G. Ha d'an avariç ?

R. Liberalite.

G. Ha d’al luxur ?

R. Chastete.

G. Ha dan anvi ?

R. Carantez.

G. Ha d’ar gourmandis ?

R. Temperanç.

G. Ha d’ar goler ?

R. Douçder.

G. Ha d’an diegui ?

R. Devotion.

Ar pec'hejo Capital.

An ourgouil, ar c’hentàn eus ar pec’hejo caital, a so un istim direglet ac’hanomp on-unan, peini a ra dimp raporti tout dimp on-unan, ha non pas da Doue, hac a ra dimp meprisàn ar re all. An ourgouil eo ar c’hentàn, ar brassàn hac an dangerussàn eus an oll bec’hejo. Bezàn eo pec’het an diaoul ha hini on tad quentàn Adam. Choqui a ra directamant Doue. En eo ar sourcen eus an oll bec’hejo ; en em vescàn a ra er vertuyo memes. Emàn en hevelep fæçon er galon, ma zeo ar c’hentàn beo hac an divezàn maro en den. Mar domin er galon, eo ordinalamant ur merq a daonation. An diaoul eo Roue an dud ourgouillus. Doue a refus deze e c’hraço evit o rei d’an dud humbl.

Coupabl a voar a ourgouil, pa en em c’hlorifier eus an talancho naturel pe surnaturel eus ar c’horf pe ar speret, o credi penaus eo evit recompansi on merit on deus bet an avantajo-se. Petra on deus-nîn ha n’on deus quet recevet ? Coupabl a voar a ourgouil pa rer vantæson eus a dalancho pere n’on deus quet, hac anfin pa veprisomp ar re-all. Non obstant ma va an ourgouil ar vam eus an oll viço, e deus bugale crouet anezi directamant. Chetu-int-y amàn. 1. Ar vanite. 2. An disobeissanç. 3. Ar vengeanç, ar vantæson. 4. An hypocrisi. 5. An disputcho pere ne vent quet fontet voar ar garantez, ar virionez hac an necessite. 6. Ab obstination en e santimant a enep ar virionez hac ar justiç. 7. An inimitie, ar cassoni. 8. Caret ar chanchamant pe an neventio voar sujet ar Re ligion, ac’hane ar philosophet, ar schismatiquet, an heretiquet. 9. An ambition pe caret an henorio, viç quen lies condaonet gant J. C. An humilite eo ar vertu contrel d’an ourgouil. S. Augustin a lavar penaus an humilite eo carantez Doue douguet bete ar mepris a c’hanomp on-unan. An humilite a ra dimp en em soumeti da Doue en tout ha d’an nessàn hervez lezen Doue. Ober a ra dimp anaveout penaus n’en domp dreizomp on-unan nemet paourantez ha pec’het. Bezàn eo ar fondamant eus an oll vertuyo. A nez an humilite eo impossubl antren en env.

Avariç.

An avariçdet, viç sioas quen comun er vro-màn, a so un attaich direglet ous mado an douar. Or an attaich-se a so direglet pa santomp un desir dreist musur da bossedi an douar, pe pa en em affligeomp en bras d’o bezàn collet, pa en em servigeomp a bep sort moyen injust ha criminel evit acquisitàn mado, pa ne asistomp quet ar paour ha nîn o c’hallout en ober. Ar paour e-unan a so avaricius mar car re mado an douar, ha mar deo affliget eus e baourantez evel eus ur malheur. An ourgouil, ar guriosite, ar gourmandis a ra an avariçdet peini so ur c’hrim bras, hac a ra coll an ine. Bugale an avariçdet eo an trahison, ar fraouderes, ar guevier, ar parjur, an injustiço, ar chagrin, ar vexationo violant, al laëronci, an usuilleres, ar galidien eus ar galon. Ar remed a enep an avariçdet eo an aluson, ar sonch eus ar maro, peini on separo en despet dimp eus ar mado perissabl. Chetu amàn penaus e c’hellet anaveont ha c’hui n’en d’oc’h quet avaricius.

1°. Mar deo guell guenac’h bezàn paour evit n’en deo cavet pe viret mado drouc acquisitet.

2°. Ma ne guemeret quet mado an douar evel ur guir vonheur, nac ar c’holl aneze evel ur guîr valheur.

3°. Ma ne glesquet dre vado an douar nemet da gontantian necessite, ha non pas o passion, o panchant.

4°. Mar impliet en œuvro mad, ar superflu eus o mado. An darn-vuyan eus ar gristenien en em goll dre an avariçdet. Lequet evez.

Luxur.

Comset on deus deja eus an impurete voar ar c’huec’hvet hac an navet hourc’hemen. Chetu amàn bugale ar pec’het infam. An dallidiguez a speret, ar galidigen a galon, rouin ar yec’het, an disurs er menaich, ar speret a dispign, ar brecipitation, an ancouas a Doue hac eus ar silvidiguez, an horreur eus ar vuez-all, ar c’holl eus ar ræson, hac alies clènvet, maro subit ha sioas er pec’het. Meditet ha crenet. Evitet evel ar voel eus ar serpant quement a ve capabl da gondui d’ar viç infam.

Anvi.

An anvi a so un dristidiguez eus a vad on nessàn. Pa velomp ur re benac o cavet pe en effet, pe en on sonch, certen avantageo corporel pe spirituel, or be c’hoant pe d’o c’havet eveltàn, pe d’o c’havet memes evidomp on-unan epquen. An anvi a so ur pec’het marvel dre natur : privàn a ra eus an env. Bezàn eo pec’het an diaoul peini en deus joa o velet an drouc, ha queuz o velet vad. An anvi a so ar sourcen a gals a bec’hejo-all, evel ma zeo cavet cassoni eus an nessàn, an desir da noas dezàn, ar joa voar an drouc a arru gantàn, ar blijadur da gontàn ar pez en deus groet a drouc. Ar remed a enep ar pec’het poultron-se eo an humilite, ar vortification, ar mepris a vado an douar, an attantion voar ar gourc’hemen peini a ordren dimp caret on nessàn eveldomp on-unan.

Ar Gourmandis.

Ar gourmandis a so un affection direglet en dibri pe en eva. Ar blijadur a santer o tibri hac o eva n’en deo quet ur pec’het, eme sant Antonin, rac naturel eo. Mad eo pa ne guemerer nemet dre necessite hac evit conservi ar yec’het ; mæs direglet eo mar doug da dibri pe da eva re, pe da dibri ai pez so difennet, pe d’en em vevi. Ar Scritur sacr a verq, hac an experianç a ra guelet da be sort malheurio eo exposet ar re so sujet d’ar viç infam-se. En em exposi a reont da gometi mil disurs, da rouinàn o famil, da avanç ar momet eus o maro ; en em laquaat a reont dindan gondition al loenet brutal ; coll a reont o ræson ; miliguet int gant Doue, destinet d’ar poanio eternel, ha bezàn int ar vez eus an dud. Ar viç-se a so ar sourcen a gals a bec’hejo-all. Ar joa sot, ar c’homso lous hac imprudent, an impurete, ar c’holl eus ar ræson eo ar suito ordinal eus ar gourmandis. An temperanç, ar yun, ar binigen eo ar remed a enep pec’het ar moc’h daou-droadec. Bezet sobr, pedet ha veillet, eme an Abostol ; rac an dud gourmand ne anaveont nep Doue nemet o c’hoff. En em goll a reont, ha lacat o gloar er pez a ra o mez.

Ar Goler.

Ar goler a so ur mouvamant, un transport violant hac un desir direglet d’en em vengi. Ar goler a so condaonet evel ur pec’het bras. Privàn a ra a Rouantelez an env. Ar goler a den eus an ourgouil, an anvi, an avariç. E bugale eo ar c’hanno, ar processo, an insult, an desir d’en em vengi ha da noas, a vechio memes an inimitie hac ar muntr. Evit remedia d’ar goler eo ret e c’harreti er c’hommançamant, en em habitui d’ar batiantet, d’an humilite, ober reflexion quent evit coms pe ober netra, ha surtout enpad ar goler. Ar goler a so un transport violant ha direglet. Bezàn so ur sort coler just ha reglet dre ar ræson, peini a henver zel, indignation ha coler santel ; rac n’en deo excitet nemet dre ar offanç groet da Doue. Eus ur sort coler e coms ar prophet David pa lavar : En em lequeet en coler, mæs na bec’het quet. Honnez eo ar goler reglet mad a dad, a vam, a væstr, a væstres voar an disurs eus o bugale hac o servigerien. Honnez eo ar goler a bep christen evit difen e religion a beini ar brofanation a indign e galon. Evel-se e voa coler Phinees a enep un abominabl ; hini ar prophet Eli evit ar fals prophetet pere a dromple ar bobl, da bere e eure mervel, evel ma eure coezàn an tân eus an env voar daou Gabiten pere en henve dre oap, Den Doue. E disquibl Elisee a eure da daou ours devori ar vugale habil ha drouc-disquet a Vethleem, pere en hanve penn moal, penn moal. S. Pêr en em goleras a enep Anani hac e briet ; S. Paul a enep ar magicien Elimas peini en em oppose da gonversion Sergius. Hon Salver, an douçder memes, en em dransportas a enep ar profanatourien eus an Templ, hac o chasseas a daulio foet. Mar deo eta ur mouvamant santel a fix on c’homportamant, ar vivacite a impliomp a so ur vertu, ha non pas ur viç. Mæs na dleer quet en em dromplàn ; rac n’en deus nemet an interest evit gloar Doue a guement a ell rentàn santel ar mouvamant-se, ha quement-se a so ral. Aretet eta ar mouvamant eus o speret ; na bermetet jamæs e haffe an eaul da guzat voar o coler, eme ar Speret-Santel. An douçder a so ur vertu excellant dirac Doue hac ar bed. Pratiquet.

An Diegui.

An den a so ganet evit labourat, evel an even evit nigeal. An diegui a so un degout volontær evit ar vertu, ul lachete da ober on dever. Coupabl e voar a diegui pa ne labourer quet hervez e stad hac e gondition ; pa negliger d’en em instrui, da servigi Doue ha da labourat d’en em sauvetaat, pa ne rer quet e oll effort evit en em gorrigea hac avanç er vertu. An diegui a so ur pec’het bras. Garotet treid ha daouarn, eme on Salver, d’ar serviger inutil, ha teulet-àn en devaligen eternel. Ar faineantis, an danso, ar jeuyo a ra an diegui. E bugale eo an aversion evit al labour, ar c’housquet re, an disesper, ar gassoni evit ar virionez hac an nep e lavar, an dissipation a speret, ar yunio hac ar galidien a galon. Ar remejo ous an diegui eo non pas en em seleo, pedi, yun, labourat ha songeal er maro, ha penaus an den diegus a arru gantàn col amser, paourantez, ha mil genamant voar e speret. Meditomp serieusamant on finvezo divezàn.

HISTOAR.

Bugale Noë arru un nombr bras, a songeas en em separi evit habitan differant lodenno eus an douar mæs quent evit en em separi e levergeont : Batissomp ur guær hac un tour peini a dapo bete an env. C’hoant o defoa dre enno da lacаt coms aneze ha d’en em breservi dious an eil diluch. Mæs Doue evit discoen penaus eo dre an humilite e tle an den en em sevel, a eure goab hac a distrugeas un affer quen ridicul. Disquennomp, emezàn, guelomp petra a ra ar bobl-se. Perseveri a raïo en e dessein, ret eo en ampech. Er momet-se Doue a gonfondas o langaich, en hevelep fæçon na ellent quet en em entent. Chetu int-y obliget da abandoni an œuvr eus o vanite, ha da vont et broyo all separet un darn a bep tu. Chetu a-se tour Babel, pe confusion al langaich, hac ar sourcen a guement langaich a gomser voar an douar. Inutil eo d’an den ourgouillus en em sevel a enep Doue, humiliet ha confondet a vezo pa songeo neubeutàn. Quement-se a arruo gant an dromplerien, an dud væn hac ourgouillus. En em humiliomp eta dindan an dorn oll-galloudec a Doue, hac evitomp pep sort pec’het.



XII. QUENTEL.

Voar ar pevar fin divezàn eus an den.

G. LEret din c'hoas ur remed excelant ous ar pec'het ?

R. Songeal alies er pevar fin divezàn eus an den.

G. Pere eo ar pevarf in divezàn eus an den ?

R. Ar maro, ar jugeamant, an ifern hac ar barados.

G. Petra eo ar maro ?

R. Ur separation entre ar c'horf hac an ine.

G. Leret din ar voyen da gavet ur maro mad ?

R. Condui ur vuez vad.

G. Pet sort jugeamant so ?

R. Daou sort : ar jugеamant particulier hac ar jugеamant general.

G. Petra eo ar jugeamant particulier ?

R. Ar setanç a ro Doue d’an ine evel ma ve maro an den.

G. Petra eo ar jugeamant general ?

R. Ar setanç public a brononço on Salver d’an oll en fin ar bed.

G. Leret dîn ar voyen da obteni neuse ur setanç favorabl ?

R. Diouall da varn den re yuan, hac en em varn hon-unan.

G. Petra eo an ifern ?

R. Ur prison effroyabl carguet a bep sort tourmancho eternel.

G. Petra eo brassàn poan so en ifern ?

R. Bezán privet a velet hac a garet Doue da jamæs.

G. Leret din choas unan benac a boanio an ifern ?

R. Bezàn o lesqui corf hac ine epad an eternite.

G. Leret dîn ar voyen da evitàn рoаnio an ifern ?

R. Songeal alies en ifern, hac evitan ar pec'het marvel.

G. Petra eo ar Barados ?

R. Ur plaç delicius hac a evurusdet eternel, o velet Doue faç ous faç.

G. Petra so ret da ober evit mont d'ar Barados ?

R. Observi gourc’hemeno Doue ha re an Ilis.

Ar maro.

Bezet sonch, eme ar Speret-Santel, eus o finvezo divezàn, ha na bec’het quet. Ar maro, ar jugeamant, an ifern hac ar barados eo on finvezo divezàn. Rac ar maro eo fin on buez, ar jugeamant ar setanç divezàn, ar barados ar recompanç divezàn eus ar vertu, hac an ifern an divezàn punition eus ar pec’het.

Ah peguen c’huevr eo ar sonch eus ar maro, evit piou benac a glasq e blijadur er bed màn ! Ar maro eo separation an ine dious ar c’horf. Den aboe ar pec’het n’en deo exant eus ar maro ; lemel a ra diguenemp ar vuez, on mado on c’herent, on mignonet hac oll blijadurezo ar bed màn ; hac ar philosophet, pere o deus invantet quen lies a art evit lemel ar vuez, n’o deus na ne gafoïnt birviquen hini evit ampech ar maro. Ar pec’her en deus aon bras rac ar maro ; mæs ur c’hristen just, innocent pe benitant n’en deus quet ar memes aon. Guelet a ra memes gant joa ar fin eus e boanio voar an douar, commançamant an evurustet eternel eus a beini an esperanç e deus bepret groet e gonsolation er bed-màn.

Songeomp eta er maro evit cavet horreur ous ar pec’het. Certen eo penaus eo ret mervel ; na ouzomp nac an heur nac ar momet : martese e vezo subit… Surpren a ra ar maro an darn-vuya. Na verver nemet ur veich, hac ur maro fall a so irreparabl, rac condui a ra d’ar maro eternel. En em breparomp eta serieusamant. Amser ar c’hlevet n’en deo quet suffisant evit en em brepari d’ar maro. Gortos na vezer oaget e ve contàn voar un termen a beini n’en domp quet sur, en em exposi da vezan suprenet hac abandonet, gant Doue. Lequeomp eta urs en on affero, evit an amser presant, tremenet ha da dont. Eus ar vuez a gondufomp e tepanto on maro. Ur vuez reglet mad a gondu da ur maro mad ; ur vuez criminal da ur maro fall. Songet ha profitet.

Ar Jugeamant particulier.

Douguet eo an arret, eme sant Paul ; an oll a varvo evit bezàn barnet goude. An ine evel ma ve sortiet eus ar c’horf, a so citet en tribunal J. C. evit rentan cont eus an drouc hac ar mad e deus groet er bed-màn. Ar gont-se a vezo meurbet rigorius. J. C. a lavar e vezo ret rentàn cont eus ur guer inutil memes. Barnet e vezer non pas equen voar ar pec’het, mæs c’hoas voar ar vertuyo. Pa vezo arru ma amser, eme on Salver, e varnin oc’h œuvro mad memes. Na vezo quet hervez maximo an dud e vezer barnet, mæs voar ar virionez eternel, comso Doue, an Aviel. Chetu a-se reglen ar jugeamant ; examinomp hac èn so conform on buez d’ar reglen-se. Jesus-Christ a vezo ar Barner. Peguen terrubl a vezo antren en jugeamant gant Doue ! Guelet a ra tout, anaveet a ra tout, netra na ell en touich. An ine coupabl n’e defo quet ur guer da lavaret. Ne ouzomp quet pe da gouls e vezo ret apparissàn ; en em varnomp eta evit disarmi ar Barner souveren ha calmi e goler. Procuromp d’on speret, coustet da gousto, ar peoc’h eus ur gonscianç vad. Veulomp ha pedomp : bezomp bepret prest ; ne ouzomp quet pe nîn so dign a garantez pe a goler un Doue. Ma ne deu Doue d’on sellet gant truez, den ne allo souten e bresanç ! Esperomp couscoude : misericord an Autro Doue a so infinit. An den impi epquen a dle crenàn o cavet evit Barner an hini en defo mepriset epad e vuez ! Goude ar jugeamant darn a so destinet evit ar barados, darn evit ar purgatoar, darn evit an ifern.

An Ifern.

Quen certen eo e heus un ifern evel ma zeo certen e heus un Doue. J. C. en lavar a benn seiz gueich en Aviel. An ifern eo al lec’h en peini an drouc-sperejo hac an ineo reprouvet a souffr ar supliço eternel. Al lec’h-se a so depeignet er Scritur sacr evel ur stang a dân, a soufr, carguet a loustoni, a devaligen, hac a guement tra spouronus a ouffet da imaginàn. Un articl a fe eo penaus an ineo collet eternellamant a vezo separet dious Doue, ar pez a henver ar boan a damnation, peini eo ar brassàn poan evit ur c’hrouadur formet evit Doue. Un articl a fe eo penaus ar re daonet a soufro a gorf hac a ine ar brassàn poanio ; ar pez a henver ar poanio eus ar squiencho naturel : rac ar poanio-se pe tân an ifern a vezo eternel. Cær o deus an dud impi ober o libertinet ha goab memes a Doue. N’en deo quet epquen ar fe a disq dimp e heus un ifern, ar ræson memes en lavar da biou benac a ra usaich a nezi. En effet, Doue a renq recompansi pe punissàn en Doue. Or lavaret a rer dimp penaus ne antre netra a souillet en rouantelez an env, en peini e ve quen gloriusamant recompanset an dud just. Eus ur c’hoste all ar ræson a lavar dimp penaus e heus sioas cals pere a sorti eus a vuez ar bed-màn en stad a bec’het marvel. Doue a so just, hac a renq o funissàn en Doue, da laret eo, dre boanio dign eus ar justiç divin, ar pez a ra dre boanio an ifern. Dre al liberte on deus da ober an drouc evel da ober ar mad, e veritomp recompanç pe punition. Or goude ar maro n’on deus quen al liberte-se ; parconsequant eo ret dimp bezàn eternellamant er stad en peini eo sortiet on ine eus ar bed-màn. Mar domp decedet en stad a c’hraç Doue, e vezomp eternellamant er stad-se, ha sur da vezàn recompanset. Mar domp decedet en stad a bec’het, e vezomp ive eternellamant er stad-se, ha punisset eternellamant, rac Doue a so just. Disquennomp eta a speret en ifern evit evitàn goude on maro e boanio terrubl hac eternel. Aretomp on daoulagat ; re an ineo collet a vezo tourmantet enpad an eternite dre ar guel spouronus eus an drouc sperejo. Stoufomp on diouscouarn ; re an dud daonet ne glevont nemet cri hac irvoud, clem ha blasphem a enep Doue, ar Verc’hes hac ar Sænt. Moderomp on zeod ; gueno ar re daonet a vezo tourmantet dre an naon hac ar sec’het, ha n’o defo da eva nemet ar væstl eus an dragonet. Mortifiomp on c’horfo ; re an dud reprouvet en ur stanq a dân hac a soufr a vezo tourmantet dre broportion ma voant bet er blijadur er bed-mân. Anfin ar re daonet a vezo tourmantet gant arraich, gant an drouc-sperejo, pere na squisont jamæs ous o c’hastiàn. Gravet doun en o calon ar c’homso màn eus a sant Yan « Evit ar pez a sel an dud laich, incredul, abominabl, impur, muntrerien, ampoesonerien, idolatret, gaouyadet, o fartaich a vezo en ur stanq a soufr hac a dân ardant, honnes eo an eil maro. »

Ur pec’het marvel epquen a briv an ine a c’hraç Doue ; eil maro an ine eo ar poanio eternel. Songet enne.

Ar Barados.

Barados a signifi plaç a joa hac a blijadur en peini Doue a recompanç an oll ineo evurus. Chetu amàn an description a ra sant Yan eus ar Barados.

« Guelet a ris ar guær santel, Jerusalem nevez ; abeurs Doue e tisquenne voar an douar, ornet evel ur plac’h yaouanc en deiz e heured, evit receo e friet. Clevet a ris ur voez vras, peini a voa voar an trôn, hac a lavare : Chetu amàn demeuranç Doue gant an dud, hac èn a chom gante ; ii a vezo e bobl, hac èn a vezo o Doue. Torcha a raïo an daëlo eus o daoulagat, ne varvont quen : n’o defo quen na daëlo da scuil, na poan, na labour ; an treo-se tout a so tremenet. » S. Paul goude bezàn guelet ur sceud eus ar barados, a so carguet a guement a admiration, quen na ell lavaret nemet ar c’homso-màn « Lagad an den n’en deus biscoas guelet, e scouarn biscoas clever, e speret n’en deo quet capabl da gompren, e deod da exprimàn peguen caër eo ar recom-anç en deus preparet Doue d’e servigerien ! »

Ar barados a so exant a bep poan ha leun a bep plijadur. Enno an ineo evurus a garo, a adoro, a veulo Doue da jamæs. Ma c’halfemp compren petra eo ar jouissanç eus un Doue, e varfemp gant an horreur ous ar pec’het, pe gant ar glac’har d’en bezan cometet ! En em unissomp eta gant J. C. er bed-màn, evit ma vezomp unisset gantàn un deiz en gloar ar barados.

Amen.

————



PEDERVET INSTRUCTION.

Voar ar pez a dleomp da receo.


I. QUENTEL.

Voar ar Sacramancho en general.

G. PEtra dleomp-nîn da receo ?

R. Ar sacramancho.

G. Petra eo ur Sacramant ?

R. Ur sign visibl eus ar c'hraç invisibl instituet gant J. C. evit sanctifiàn on ineo.

G. Peini eo ar sign visibl er sacramant a Vadiziant ?

R. An dour peini a ouelc'h ar buguel, hac a signifi ar c'hraç a deu er memes amser da ouelc'hi an ine.

G. Piou en deus insticuet ar sacramancho ?

R. Jesus-Christ pa voa voar an douar.

G. Penaus e с'hell ar sacramancho rei dimp-nîn ar c'hraç ?

R. Dre verito maro Jesus-Christ.

G. Hac èn a ro Doue e c'hraç da guement a receo ar sacramancho ?

R. Ya, mar o recevont evel ma zeo dleet.

G. Нас ar re o receo indignamant, pessort pechet a reont-y ?

R. Ober a reont ur sacrilech.

G. Petra eo ur sacrilech ?

R. Ur brofanation eus un dra santel.

G. Pet sacramant so en Ilis ?

R. Seiz : Badiziant, Confirmation, Pinigen, sacramant an Auter, Noüen, Urz ha Priedeles.

G. Pet eus ar sacramancho na eller da receo nemet ur veich ?

R. Ar Vadiziant, ar Confirmation hac an Urz.

G. Perac na eller receo an tri sacramant-se nemet ur veich ?

R. Abalamour ma c’himprimont en ine ur c’haracter peini na ell quet bezà effacet.

Voar ar Sacramancho en general.

Ar sacramancho eus al lezen nevez a so signo visibl instituet gant on Salver biniguet J. С. evit sanctifian on ineo. Un articl eo eus on fe penaus J. C. en deus instituet ar sacramancho. Seiz a so na muy na neubeutoc’h en Ilis un Doue ; hac ar C’honcil a Drant a brononç excumunuguen a enep piou benac a nac’h ar virionez se. Ar seiz Sacramant-se eo, Badiziant, Confirmation, Pinigen, Sacramant an Auter, Sacramant an Noüen, Urz, ha Priedeles. Ar memes Concil a brononç excumunuguen a enep piou benac a lavaro eo quen din an eil sacramant hac eguiie. Sacramant an Auter eo ar muyan din ; rac compren a ra corf, goad, ine ha divinite on Salver J. C. En eil renq emàn ar Vadiziant evel an necesseràn. En drede an Urz hac ar Confirmaion, abalamour d’ar berfection a reont d’ar c’hristen. Anfin ar Binigen, ar Briedeles hac an Noüen a so er bevare renq. Jesus-Christ evel Doue ha den a ro d’ar Sacramancho oc’h oll vertu hac effet. Instituet en deus aneze evit effaci ar pec’hejo, en ur applica dimp ar merit eus e varo hac e bassion, hac evit ma vezo anaveet ar gristenien dre ar merco visibl-se eus ar religion. Matier ar sacramant eo ar sign visibl en pep sacramant, comso ar ministr eo form ar sacramancho. Ar pouar da administra ar sacramancho a so lod eus ar pouario roet gant J. C. d’an Ebestel. Bezàn so sacramancho a ve administret gant an Escop, evel ar Gonfirmation hac an Urz ; re-all gant ar Veleyen : mæs an oll a ell badezi en cas a necessite.

Eus an treo mysterius pe sacramantal.

An treo sacramantal a so certen treo pe pedenno santifiet gant an Ilis evit santifiàn ar bobl. Orans, tinctus, edens, confessus, dans, benedicens ; ar voer latin-se o merq oll.

1. Pedi. Ar Bater, ar pedenno public eus an Ilis, squei voar e estomac dre c’hlac’har evel er Gonfiteor, etc.

2. An Aspersion. Pa guemeret dour biniguet evit ober sign ar Groas.

3. Ar bara biniguet. 4. Ar govision public d’ar yaou guemblit, hac ar Gonfiteor en commançamant an Oferen. 5. An aluson. 6. Benediction un Escop pe un Abad.

An œuvro santel-se ne dint quet sacramant ; ne effaçont quet dreize oc’h unan ar pec’hejo veniel, mæs en ober a reont hervez disposition an hini a deu d’o fraticàn. An histoar a raport meur a viracl aruet dre ar pratic eus an treo santel-se ; mæs ret eo o fraticàn en unite gant an Ilis ; e maez an unite-se n’en deus na benediction na silvidiguez.

Ar Golo beniguet.

An usaich eus ar golo biniguet a deu eus ar c’hentàn persecutiono a Ilis J. C. An Ebestel ha Beleyen fidel a voa obliget da laret an Oferen er c’havernio, er c’havio, er beyo. Ret e voa cavet golo, hac an Ilis e deus conservet an usaich se evit digass memoar eus ar bersecution e dige ar guir Ilis da soufr en pep amser hervez comso J. С. ; evit digass dimp da sonch penaus J. C. eo ar sclærigen eus ar bed ; evit bezаn ar sign eus ar fe, rac ar fe a ro dimp sclærigen. Ur pilær coar biniguet, pe ur siergen, a verq dimp dre e guender, ar burete a vuez ur c’hristen, an tân an ners eus on c’harantez ; hac evel ma sav ar flam ous crec’h, e verq on esperanç ; ar sclærigen a verq ar fe.

Benediction ar Font Badiziant a deu eus an Ebestel ; benediction an dour a deu eus ar memes sourcen. Biniguen a rer an dour evit n’en defo an drouc-speret pouar ebet voar an treo e defo touchet, mæs ma vouint conservet gant ar Speret-Santel. En em servigi a rer eus an dour biniguet evit en em burifian, dious noz, dious veure, en danger hac en dentation, mæs bepret gant fe, devotion ha glac’har da vezan offancet Doue. Na eller en em servigi nemet a dour biniguet gant ur Belec catholic.

————



II. QUENTEL.

Voar ar Vadiziant.

G. PEtra eo ar sacramant a Vadiziànt ?

R. Ur sacramant a effaç ar pec’het originel, hac on gra christenien, bugale da Zoue ha d’an Ilis.

G. Petra brometomp-nîn en on Badiziant ?

R. Prometí reomp renonç da Satan, d’e euvro d’e bompo, ha bezàn christenien vad.

G. Нас èn a dle den badezi nemet ar Veleyen ?

R. Ya, pep den ræsonabl en cas a necessite.

G. Petra so ret da ober evit badezi ?

R. Scuil an dour voar ben ar buguel, ha laret er memes amser : Mèn as bade en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel.

G. Pe sort intantion so red evit badezi ?

R. Intantion an Ilis.

G. Pe sort dour so ret evit badezi ?

R. Dour naturel.

G. Нас èn so permetet differi ar Vadiziant da ur buguel evit gortos ar paëron pe ar vaërones ?

R. Salocroas, rac lacaat a rer ar buguel en danger da vervel ep Badiziant.

G. Pe sort obligation en deus ur paëron ha ur vaërones ?

R. Obligation da instrui o fillor pe o fillores mar manq deze instruction abeurs o zud.

G. Pet sacramant a Vadiziant so ?

R. N'en deus nemet unan peini eo ar Vadiziant dre dour.

G. Petra eo eta ar Vadiziant dre oad hac ar Vadiziant dre desir ?

R. Diou voyen da vezàn salvet defaut ar sacramant.

G. Нac èn so necesser ar Vadiziant evit bezàn salvet ?

R. Ya, a-nez ar Vadiziant n’en deus barados ebet.

Voar ar Vadiziant.

Ar Vadiziant a so ur sacramant a effaç ar pec’het originel, hac on groa christenien, bugale da Doue ha d’an Ilis. Bezàn eo an oor eus an oll sacramancho ; na eller receo hini ep bezàn badezet. Effaci a ra hac ar pec’het originel hac ar pec’hejo-all gant an oll boan dleet deze. Rac, eme sant Paul, n’en deus na poan na damnation evit ar re a so en Jesus-Christ dre ar Vadiziant. Mar bezet eta en noad, ha coupabl a bec’het pa recever ar Vadiziant, e ve effacet an oll bec’hejo. Mæs an ignoranç, ar panchant d’an drouc, an infirmiteo spirituel pe corporel, evel an necessite da vervel, n’en dint quet distrujet er bed-màn ; na vezer dilivret a-neze nemet goude ar resurrection general. An delivranç-se, eme S. Augustin, a ell bezàn sellet evel un effet eus ar Vadiziant.

Ar Vadiziant on groa bugale da Doue dre ar vuez nevez a recevomp en J. C. peini a ro dimp ar gouir da henvel Doue on Tad, ha da sellet an env evel on heritaich. Hon ober a ra bugale d’an Ilis, raс on lacaat a ra en renq e mempro hac en gouir da barticipàn er sacramancho, hac en oll vado spirituel an Ilis. Ar Vadiziant a imprim en ine ur c’haracter ineffaçabl : Pep hini na ell bezàn badezet nemet ur veich. Na eller quet bezàn salvet a-nez ar Vadiziant. Piou benac, eme on Salver, n’en deo quet hadganet dre an dour hac ar Speret-Santel, ne antreo quet en Rouantelez an env. Tout, evel bugale Adam, on deus an taich pe ar pec’het originel ; na ell bezàn effacet nemet dre ar Vadiziant. Paëron ha maërones a bresant d’an Ilis an hini a dle bezàn badezet, a ro dezàn an hano, a so test eus ar Vadiziant, hac evel caution, e respontont evit ar buguel. Evit bezàn paëron ha maërones, eo ret bezàn catholic, confirmet mar deo possubl, hac a vuez vad. Bezàn e zint an tado hac ar mamo spirituel eus ar buguel.

1°. Ret eo d’ar paëron ha d’ar vaërones bezàn catholic : an Ilis n’e deus quet a gommerç gant an heretiquet, ar schismatiquet ; hac ar re ne dint quet e mempro n’o deus quet ar gouir da bresanti dezi bugale, ha da respont evite.

2°. Ret eo e vent instruet mad. О dever eo, en cas a ezom, instrui o fillor pe o fillores ; ha penaus e c’hellont en ober ma ne dint quet instruet ? Tado ha mamo ; groet attantion voar ar choas eus an tado hac ar mamo spirituel eus o pugale.

Ar paëron hac ar vaërones a so car aliet d’ar buguel, d’e dad ha d’e vam ; en hevelep fæçon na ellont dimezi na gant ar buguel, na gant e dad hac e vam, pere m’o defe badezet o buguel, exceptet un necessite vras, o defe ive contractet un allianç spirituel peini o c’hampech en dever ar briedeles, a-nez dispanç.

An Esquibien, ar Veleyen eo ar Vinistret ordinal eus ar Vadiziant solem, an Diacret a so ministret dreist-ordinal. En cas an necessite pep den a ell badezi.

Pep sort dour naturel, dour punç, feunteun, rivier, stanq, glao, en general a so mad evit badezi. En teir fæçon e ve badezet, dre infusion, immersion hac aspersion.

1. Dre infusion, o scuil teir gueich dour voar benn ar buguel, pe en cas a necessite voar ur membr-all benac, en ur laret er memes amser ; Mèn as bade en hano an Tad, † hac ar Map, † hаc ar Speret † Santel. Honnes eo ar fæçon a vadezi ordinalamant. Pa vadezer dre immersion e pluncher a-benn teir gueich ar buguel en dour. Dre aspersion e ve asperget a-benn teir gueich, en ur brononç en diou fæçon-se ar c’homso, etc.

An desir da vezàn badezet, ar verzerinti soufret evit ar fe a so diou voyen da vezàn salvet en defaut ar Vadiziant dre dour. An Ilis a henor evel Merzerien ar vugale massacret gant an impi Herodes. Chetu amàn en ber gomso ar ceremonio eus ar Vadiziant solem.

1. Ar buguel a chom ous door an Ilis ; n’en deo quet dign da antren ; rac dre ar pec’het originel eo buguel da satan.

2. Ar Belec a c’huez voar ar buguel, en croas, evit chasseal an drouc-speret dre vertu ar Speret Santel, peini a so hanvet ar c’huez a Doue, hac evit disque penaus an diaoul a so chasseet dre verito J. C. maro er groas.

3. Ober a ra sign ar groas voar dall ar buguel evit ober da entent e tlefo ober oeuvro ur c’hristen ep ruyàn.

4. Ober a ra sign ar groas voar beutrin ar buguel, evit ma tougo en e galon croas Jesus- Christ ; rac ar vadiziant en deus e oll ners a groas, maro ha passion on Salver.

5. Rei a rer d’ar buguel an hano eus ur sant pe ur Santes, evit bezàn e vodel voar an douar, e batron hac e avocat dirac Doue.

6. Ar Belec a ra voar ar buguel cals a gonjurationo evit chasseal an diaoul dindan buissanç peini emàn, evel buguel da Adam.

7. Laquaat a ra holen en gueno ar buguel, evit rei da entent penaus e c’houlen ah Ilis evitàn an holen a furnez hac ar gout eus an treo celestiel.

8. Laquaat a ra hall en diou fran ha diou scouarn ar buguel, evit imitan J. C. peini en em servigeas eus e graich evit guellaat un den mud ha bouzar.

9. Ober a ra recitàn ar Gredo hac ar Bater, d’ar paëron ha d’ar vaërones en hano ar buguel, rac an Ilis na receo evit bezàn badezet nemet ar re a ra profession da gredi en J. C., ha da veva en fe an Ilis.

10. Ober a ra promesseo ar Vadiziant, dre bere ar buguel a renonç da satan, d’e bompo, d’e œuvro, evit heuil J. C.

11. Frotàn a ra gant an oleo entre diou scoa ha voar beutrin ar buguel, evit signifiout ar c’hraç a rent ar christen victorius er gombat spirituel.

12. Ar Belec a c’houlen digant ar buguel hac èn en deus c’hoant da vezàn badezet ; rac na vadezer nemet ar re o deus c’hoant da vezan badezet.

13. Rei a ra ar sacramant gant dour, crêm bac eol biniguet d’ar sadorn Phasq ar Pantecost.

14. Frotàn a ra en form ur groas lein penn ar buguel gant ar c’hrêm sacr, evit ober entent penaus dre ar Vadiziant eo groet evel Belec, Roue, hac e c’happarchant ous al ligne choaset gant Doue.

15. Ur bonet guen a lequeer voar benn ar buguel, evit e avertissàn da divoal bete ar maro ar saë a innoçanç en deus recevet ; rac ar bonet-se a signifi ar saë voen a roet gueich-all d’ar re a voa badezet, ha da beini e telc’hent mad epad seiz deiz. Mad eo ive derc’hel dre respet, ur spaç dezio, an habit badiziant-voar benn ar buguel, mæs ep superstition.

16. Anfin laquaat a rer en dorn ar buguel ur pilær coar allumet, evit digass da sonch penaus ur c’hristen a die bezàn remerquet dre an eclat hac ar sclærigen eus ar vertu.

En ur ober reflexion voar ar ceremonio santel-se, e c’hallo pep hini cavet matier evit renouveli d’ar bianàn ur veich ar bloas, ar vœuyo pe ar promesseo eus ar Vadiziant. Ur c’hristen na dle jamæs manca d’an dever se. Lavaret a dle : « Mên a renonç a greis ma c’halon da satan, d’e œuvro, d’e bompo, da vaniteo, da vaximo ar bed ha d’ar pec’het. Ne c’houlennàn heuil nemet Jesus ; evitàn epquen e fell dîn bevàn ha mervel, en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel. Amen.

At pec’het Originel.

Non-obstant ma ve effacet an oll bec’hejo dre ar Vadiziant, ar sacramant-se couscoude a so principalamant instituer evit effaci ar pec’het originel. Doue n’en deus quet groet ar maro ; an den a voe crouet immortel ha hanval ous Doue. Ar maro n’en deo antreet er bed nemet dre anvi an diaoul. Adam, tad an oll, a bec’has, hac e bec’het evel e oll suito a dremenas d’e vugale. Ep ar fe eus ar pec’het originel, eo impossubl compren an den ; mæs dre ar pec’het originel e comprenomp ar sourcen valhurus eus on inclinationo corrompet, eus on panchant d’an drouc, hac on oll miserio er bed-màn. Ar pez a santomp a vras hac a isel, a ners hac a fallantez, a disq dimp sclær penaus eo corrompet on natur ; rac Doue, ar justiç memes, na ell treti erguisse crouadurien capabl d’en anaveout ha d’en caret, ma ne vent quet criminal. An necessite eus ur Redampteur, parconsequant ar fondamant eus on religion santel a so fontet voar ar pec’het originel. Ya, eme S. Paul, an oll o deus pec’het en Adam. Evelse, eme an abostol, eo antreet ar pec’het er bed, hac ar maro dre ar pec’het. An oll Scritur sacr a goms hac a assur ar pec’het originel. Hon Salver biniguet J. С. en deus toret penn ar serpant, evel m’en prometas Doue pa drompas an drouc-speret on mam Eva, ha homàn e friet o c’hober dezàn dibri eus ar froez difennet. Ar pec’het-se a yoa grevus. Bezàn e voa ur pec’het 1. a ourgouil, rаc on tad hac on mam Adam hac Eva a falveas deze bezàn hanvel ous Doue. 2. a guriosite, o falveout deze gout ar pez a voa difennet oute. 3. a c'hourmandis, o tibri eus ur froez peini a voa caer da velet ha mad da dibri. 4. a infidelite ; rаc Eva a breferas testeni ar serpant da hini Doue, hac adam hini e briet da Doue memes. 5. a desobeissanç ; rаc dibri a regeont eus ar froez peini o rentas malhurus gant o c'holl bugale. Gloar eta da J. С. incarnet, maro ha resuscitet evit on prenan.



III. QUENTEL.

Voar ar Confirmation.

G. PEtra eo ar sacramant a Gonfiration ?

R. Ur sacramant a ro dimp ar Speret-Santel, ha ners da souten on fe evel christenien barfæt.

G. Нac èn so necesser ar Gonfirmation eVit bezàn salvet ?

R. Salocroas, maes pec'het eo negligeàn d'e receo.

G. piou a ro ar sacramant A Gonfirmation ?

R. An Escop.

G. Perac e ra an Escop ur groas voar an tâl er Gonfirmation ?

R. Evit disque ne dleomp quet ruyàn eus a Groas J. C.

G. Perac e ro an Escop un tolic bian voar ar jod ?

R. Evit disque e tleomp bezàn prest da soufr an oll afroncho hac ar maro memes evit difen ar fe.

G. Pe sort disposition so ret evit bezàn confirmet ?

R. Ret eo bezàn en stad a c'hraç, ha gout er fad ar c'hatechis.

G. Pe sort pec’het a gomette nep a ve confirmet en stad a bec’het marvel ?

R. Cometi raffe ur sacrilech, ha ne recefe quet ar Speret-Santel.

G. Pegueit e renouer chom en Ilis goude ar Gonfirmation ?

R. Ret eo chom da vianàn quen n’en deve roet an Escop e venediction ?

G. Da betra eo obliget ar re so bet confirmet ?

R. Obliget int da difen hardimant caus Jesus-Christ, ha da heuil maximo an Aviel.

Voar ar Gonfirmation.

Ar Gonfirmation a so ur sacramant peini a ro d’ar re a so badezet, ar Speret-Santel evit o fortifiàn hac o rentan christenien barfæt. Ar Gonfirmation eo unan eus ar seiz sacramant instituet gant J. C. Un articl eo eus on fe. Evit receo ar sacramant hac ar Speret-Santel eo ret bezàn instruet mad hac en stad a c’hraç ; neuse ar Speret-Santel hac e donæsono a guemer possession en calon an hini a ve confirmet. Mæs, ô ma Doue, ha na ve quet guelet tud valhurus o receo ar sacramant-màn digant ar re ne dleont quet en administràn, ha pere parconsequant el lec’h receo ar Speret-Santel a drahis ar fe hac an Ilis !

Ar Gonfirmation eo perfection ar Vadiziant ; rac dre ar Vadiziant e zomp bugale da Doue, dre ar Gonfirmation e soudardet. Produi a ra ur c’haracter peini na ell quet bezàn effacet. Mar queromp ober attantion voar ar ceremonio eus ar Gonfirmation, e c’hanafomp an effejo eus ar sacramant-màn.

1. An Escop, a laca e daouarn voar benn an hini a gonfirmer, ober a ra gant e veud trempet er c’hrêm sacr ur groas, voar e dall, en ur lavaret ar pedenno pere a verq effet ar sacramant. Ober a ra sign ar groas voar an tall evit disque dimp ne dleomp quet ruyàn a groas J. C. mæs bezàn prest ha pront da soufr an oll affroncho hac ar maro memes evit difen on fe. Gant ar c’hrêm sacr e ra ar groas-se, evit disque dimp e tleomp bezàn en pep lec’h, ar c’huez vad a J. C. ; rаc ar c’hrêm a so composet a vom hac a eol eus ur c’huez precius. Ar groas eo on c’honsolation, on ners, on silvidjguez. An tolic bian a ro an Escop voar ar jod, a signifi an affroncho o deus da soufr er bed corrompet gouir vempro an Ilis a J. C. Non obstant na ve quet necesser bezàn confirmet evit bezàn salvet, eo couscoude ur pec’het negligeàn da receo ar sacramant, evel ur c’hrim en receo indignamant.


————



EXPLICATION.

eus ar Sacramant a Binningen.


IV. QUENTEL.

Voar ar Gontrition.

G. PEtra eo ar sacramant a Binigen ?

R. Ur sacramant a effaç ar pec’hejo cometet goude ar Vadiziant.

G. Pegouls e recever ar sacramant a Binigen ?

R. Pa c’her da goves, mar recever an absolven.

G. Quement a ia da goves hac ii so pardonet ?

R. Salocroas, rac an oll na observont quet ar poëncho necesser evit bezàn pardonet er sacramant a Binigen.

G. Pet poent so necesser evit bezàn pardonet er sacramant a Binigen ?

R. Tri : ar Gontrition, ar Govezion, hac ar satisfaction.

G. Peini an tri phoënt-se eo an necesseràn ?

R. Ar Gontrition.

G. Petra eo ar Gontrition ?

R. Ur glac’har er galon da vezàn offanset Doue, gant ur propos ferm ne deuer quen d’e offansi.

G. Pet sort Contrition so ?

R. Diou sort ; ar Gontrition barfæt, hac ar Gontrition imparfæt.

G. Petra eo ar Gontrition barfæt ?

R. Ar glac’har da vezàn offanset Doue, abalamour d’e vadeles infinit.

G. Petra eo ar Gontrition imparfæt, pe an Attrition ?

R. Ur glac’har da vezàn offanset Doue gant aon rac e justiç.

G. Ha nin a ell bezàn salvet gant ar Gontrition barfæt epquen ?

R. Ya, ma na ellomp quet cavet an absolven.

G. Ha nin a ell bezàn pardonet gant ar Gontrition imparfæt epquen ?

R. Salocroas ep an absolven.

G. Gred un act evit goulen ar chraç eus ar Gontrition ?

R. Ma Jesus dre o Passion,
Reit ur gouir glac’har d’am c’halon,
Нac ur propos ferm da viquen
Da vezàn fidel d’o lezen.

G. Ouspen ar glac’har eta eo ret ive cavet ur propos ferm ?

R. Ya, rac ar propos ferm a so lod eus ar Gontrition.

G. Ar re a bropos bemdeiz en em gorrigeàn ha ne reont quet, hac ii o deus ur propos ferm ?

R. An dra-se so quasi impossibl.

G. Нac èn so mad o c’hovesiono ?

R. Danger so na reont quellies a sacrilech.

G. Pegouls e anaveer ar re o deus ur propos ferm ?

R. P’o gueler o chanch a vuez hac o quitaat an occasion.

G. Lered din ar voyen da derc’hel mad d’an pes on deus proposet ?

R. Pedi Doue, quittât an occasion, ha terri ar goal habitud.

G. Gred bremàn un act a Gontricion ?

R. Ma Doue mên so glac’haret
D’o pezàn quement offanset,
Abalamour d’o madelez,
D’o Majeste, d’o Santelez.
Mên a protest d’en em viret,
Gant o sicour, ous ar pec’het ;
Specialamant ous ar re
Ma zòn muyàn custum deze.

Ar sacramant a Binigen.

Ar sacramant a Binigen a so instituet gant on Salver biniguet J. C. evit effaci ar pec’hejo cometet goude ar Vadiziant. Dre an absolven e ve recevet en tribunal ar binigen. Dre-se e consist er Govesion, er Gontrition ; en Satisfaction ar penitant hac absolven ar Belec.

Jesus-Christ a instituas ar sacramant a Binigen goude e Resurrection, pa lavaras d’e Ebestel : « Recevet ar Speret-Santel, ar re a bere o pezo remetet o fec’hejo, e vont remetet deze ; ar re eus a bere o pezo aretet ar pec’hejo, e vont ive aretet. » Ar sacramant a Binigen a so differant eus ar Vadiziant ; bezàn eo un eil planquen evit ar re o deus groet naufraich er pec’het goude ar Vadiziant, ha quen necesser ep d’ar re o deus pec’het goude ar Vadiziant, evel ar Vadiziant memes. Ar Binigen a ell bezàn repetet hac accorder alies : raс en institution ar sacramant hac en tri lec’h en Aviel en pere eo comset eus ar sacra&ant a Binigen, Jesus-Christ n’en deus fixet na pec’het impardonabl, na nombr a adfeil. Exhorti a ra memes e Ebestel da vezàn trugarezus ha da bardoni dec gueich ha tri-uguent seiz gueich bemdeiz, dà laret eo, alies. Quen lies gueich ma teu ar pec’her sinceramant ha gant ut guir glac’har da gavet Doue, e zeo prest d’en receo, rac e visericord a so infinit.

Ar matier pellàn eus ar sacramant a Binigen eö ar pec’het marvel, ar veniel a so suffisant ; ar matier tostàn eo ar Govezion, ar Gontrition, ha Satisfaction ar penitant. Ar form eo an absolven peini a effaç ar pec’hejo er momet memes ma ve prononcet ; rac J. C. en deus roet d’e Ilis ar pouar en defoa e-unan. Articl a fe : Reí eo bezàn Belec evit absolvi ; mæs an oll Veleyen na ellont quet absolví : ret eo bezàn deleguet gant an Ilis. Jesus-Christ a roas separamant ar sacramant a Urz hac ar jurisdiction necesser evit absolvi. An Aviel a so test a guement-se. Ar C’honcil a Latran a beini on deus comset voar ar Govezion hac ar Gommunion da Basq, en lavar en termenio sclær. Ar C’honcil a Drant, a lavar penaus n’en deo quet permetet da ur Belec en em attribui ar pouar da effaci pe da derc’hel ar pec’hejo, ep bezàn casset hac autoriset gant an Ilis ; ha mar en groa, an absolvenno hac ar censurio a brononç a so nul. An Esquibien legitim a ell rei, lemel ha laquat un termen d’ar pouario a accordont d’ar Veleyen ; gallout a reont reservi an absolven eus a certen pec’hejo pere a henver casio reserved. Malheur da ur Belec a dremen e bouar ; malheur da biou benac a govessa da ur sort Be lec ! Avouet eo gant an oll penaus n’en deus quet a vrassoc’h defaut evit an hini a pouar pe a jurisdiction. Gouir eo penaus ar re a govessa da Veleyen aprouvet na recevont quet bepret ar pardon eus o fec’hejo en defaut da vezàn disposet mad. Petra eta a eller. da laret eus ar re a govessa da Veleyen pere ne dint quet aprouvet ?

Casio reservet.

Dre Gasio reservet e c’hententer certen pec’hejo grevus pe dreize oc’h-unan pe abalamour d’o circonstanço, eus a bere ar pap, an Esquibien a reserv evite an absolven. Ar pap en Ilis universel, an Esquibien pep hini en e Escopti, o deus ar gouir da reservi an absolven eus a certen pec’hejo, hac ar C’honcil a Drant a brononç excumunuguen a enep piou benac a souten ar c’hontrel. Oll bouar an Ilis a so fontet voar an hini a roas J. C. d’an Ebestel ha d’an Esquibien heriterien eus an Ebestel. Ret eo en em derc’hel d’an articl-se eus ar fe, pe renonç d’an env. Chetu amàn an daulen eus ar c’hasio reservet en Escopti-màn.

Casio reservet d’ar Pap.

1. Lazàn, blessàn, goal-dreti ur personaich religius, pe dindan an Urzio sacr. 2. Squei e Escop, e Berson. 3. Ar simoni. 4. Laquaat an tân en un Ilis pe el lec’h-all, pa ve denoncet hac excumunuguet an hini en defe groet an tolfæt. 5. Laëres ha forci ar plaço santel. 6. Falsifiàn al lisero a Rom. Rar eo e ve re-all reser vet d’an Tad santel.

Censurio ha Casio reservet d’an Escop.

1. Exerci ar magi, ar sorceres, an divineres, ha consulti ur sort tud. 2. Squei e dad, e vam, e dad coz, e vam goz, e dad caër, e vam gaër. 3. Squei an dud a Ilis pe religius ; dre an œuvr-se e voar excumunuguet. 4. Laquat da gousquet guenac’h ur buguel dindan an oad a ur bloa. 5. Laquat da gousquet er memes guele pot ha plac’h passeet pemp bloas. Ar priejo pere a laqua da gousquet gante bugale tremenet an oad a bemp bloas a gomet ur pec’het reservet. 6. Ar muntr volontær. 7. An avortamant. 8. Ar pec’het a impurete entre ar guerent bete an eil degre eus ar goad, pe guerent aliet memes dre alianç spirituel. 9. Laëres pot pe blac’h. 10. An avoultriach public. 11. Tana dre valiç. 12. 13. Excumunuguen a enep ar ravisserien a vado an Ilis. 14. En nosvesio, mar be ouspen dec a diavez, mæstr ha mæstres an ty hac an oll danserien a goez er c’has reservet, da laret eo, mar deo an dec personaich a diavez eus ur c’hart leo eus an ty. 15. An danso public epad an Offiço divin da Sul ha da Voel, ha goude cuz-eaul. 16. Eva ha rei da eva en hostelerio enpad an Offiç divin, etc.

Casio specialamant reservet.

21. Ar sacrilech, an abus impi evit ar superstition eus ar sacramant adorabl, ar c’hrêm sacr, an oleo, an dour biniguet ; ar pec’het a impurete entre personacho a bere unan a so consacret da Doue ; an dever a briedeles er plaç santel en peini emàn ar sacramant ; hac er memes plaç an disputo, ar c’hanno en presanç dec personaich, evel ar c’hanno gant scuil goad, ar laëronci eus un dra sacr en plaç profan, hac eus un dra brofan el lec’h santel. Mar deus el laëronci matier eus ur pec’het marvel. Dre dreo santel e c’hententer non pas epquen ar vessellio sacr, al lienaich, an ornamancho, ar golo, al levro hac ar pez so evit servich an Ilis, mæs memes arc’hant ar fabriq hac ar pez a so deposet evit usaich ha decoration an Ilis. 22. Ar fals testeni, ha gonit an testo, 23. Antren er C’houencho. 24. Pillàn an dud naufraget. 25. An heresi. 16. Ar sodomi, etc. 27. Ar c’homidiancho ; na sicour nac asistanç en fæçon ebet ; na dillat, etc., pe e cometer ar pec’het reservet. An duel hac ar spectatourien eus an duel, etc.

Ar Gontrition.

Ar binigen a ell bezàn consideret evel sacramant pe evel vertu. Ar vertu a binigen a so ur glac’har, un detestation eus ar pec’hejo cometet, gant ar resolution ferm na deuer muy d’o c’hometi, d’o c’hastiàn dre ar binigen. En pep amser eo bet necesser detesti ar pec’het evit bezàn pardonet. Ar gontrition eo eta ar poent necesseràn eus ar sacramant a binigen : hep-si n’en deus quet a bardon. ar glac’har-se a galon a renq cavet peder c’hondition.

1. ar gontrition a dle bezàn interieur : ur glac’har eo, ret eo eta e ve santet en fonç ar galon, аr galon-se eo ar princip eus ar pec’het, a-nezi e tle sortial. Malheur da biou benac a sonch dezàn bezàn quit evit ober un act a gontrition a vec an teod, ma n’en deus lod e galon er pez a lavar an teod !

2. Ar gontrition a dle bezàn surnaturel, da laret еo, bezàn excitet dre ar fe ha mouvamant ar Speret-Santel. Piou benac a voël e bec’het abalamour d’ar vez dirac an dud pe ar bunition en deus meritet, n’en deus nemet ur glac’har naturel. An hini en deus glac’har da vezan cometet ar pec’het abalamour ma c’hoffanç Doue, ma ra col ar barados ha meritout an ifern, en deus ur glac’har surnaturel.

3. Ar gontrition a dle bezàn souveren : Ar mad a gollomp dre ar pec’het eo ar brassàn eus an oll vado ; ar malheur a arru guenemp dre ar pec’het, eo ar brassàn eus an oll valheurio ; just eta ha dleet eo e ve on glac’har d’en bezàn cometet ar brassàn eus an oll glac’hario. Ne dleer quet credi e vanquomp da gavet ar gontrition souveren o vezàn alies muy sansibl voar certen treo eus ar bed pere a douich on squiencho naturel, hac a ra muy a impression voarnomp ; suffis eo e ve appreciet at gontrition-se, da laret eo, eo ret bezàn en disposition da non pas pec’hi marvellamant evit n’eus cas pe sort avantaich, ha bezàn muyoc’h fachet da vezàn offanset Doue evit da soufr an oll gollo, bezàn prest da sacrifiàn tout da Doue, memes ar vuez quent evit e offansi dre ar pec’het.

4. anfin ar gontrition a dle bezàn universel : da laret eo, eo ret detesti universellamant an oll bec’hejo marvel ep excepti unan epquen. Mar conservomp attachamant evit ut pec’het epquen, e zomp ennemiet da Doue, ha non pas glac’haret d’en bezàn offanset. Quement-se n’en deus quet ezom a explication. An oll Scritur sacr, ar ræson memes a lavar dimp pehaus eo impossibl bezàn pardonet a-nez ar gontrition. Goulennomp hi eta digant Doue peini epquen a ell e rei. Leromp gant ar Roue David er Psalm Miserere « Crouet ennomp, o ma Doue, ur galon bur, ur Speret evn : ne rebutet jamais ur galon contristet hac humiliet ».

Ar gontrition barfæt a so ur glac’har da vezàn offanset Doue abalamour d’e vadelez infinit. Bezàn eo ar garantez barfæt evit Doue, ha justifiàn a ra gant an desir da receo ar sacramant a binigen ; en hevelep fæçon ma varfe an den er stad-se, quent evit bezàn recevet ar sacramant a binigen, eo sur da vezàn salvet.

An Attrition.

An Attrition, pe ar gontrition imparfæt, a so ur glac’har concevet communamant dre gonsideration ar vileni, an difformite eus ar pec’het pe an aon rac poanio an ifern. An attrition a so ur mouvamant eus ar Speret-Santel, peini evit guir ne màn quet c’hoas er galon, mæs excitàn ha douguen a ra ar galon-se d’ar mad. Evel-se an attrition a so, evel m’en lavar ar C’honcil a Drant, ur c’hommançamant a garantez Doue, ha suffisant gant an absolven evit bezàn pardonet. An attrition, evel ar gontrition, a dle bezàn interieur, surnaturel, souveræn hac universel. Mar manq unan eus ar c’honditiono-se, n’en deo quet suffisant, memes gant ar sacramant. An attrition a renq, evel ar gontrition, ranfermi ur resolution, ur propos ferm na vezo quen cometet ar pec’het. Anaveout a ellomp on propos ferm dre ar chanchamant a vuez, dre an effort d’en em gorrigea. Ret eo combati evit bezàn victorius, ha bezàn victorius evit bezàn curunet. Ar facilite da goezàn en certen pec’hejo a ra an habitud ; ret eo eta quitaat an occasion, en em disober dious ar pez so caus d’on pec’het, evitàn, pellaat, pe goll on ine. Piou benac a gar an danger, a berisso ennàn. Attantion voar guement-se. Evit en em excitàn d’ar glac’har da vezàn offanset Doue, songeomp penaus dre ur pec’het marvel epquen e c’hoffansomp hac e collomp graço-mad ar guellàn eus an oll dado hac eus an oll vignonet. Rentàn a reomp inutil evidomp, mar mervomp er stad-se, maro ha passion on Salver, coll a reomp Doue, ar vuez eternel, ar barados, ha meritout an ifem. Quement-se a dle ober dimp cavet evit Doue ar brassàn carantez, ar brassàn horreur evit ar pec’het, hac ar brassàn glac’har d’en bezàn biscoas cometet.



V. QUENTEL.

Voar ar Govezion.

G. PEtra eo ar Govezion ?

R. Un accusation eus an oll bec’hejo d’ar C’hovezour, evit cavet an absolven aneze.

G. Perac eo ar Govezion un accusation ?

R. Abalamour nep a ia da goves a dle en em accus, ha non pas en em excus.

G. Evit petra e leret-u un accusation eus an oll bec’hejo ?

R. Evit disque na eller nac’h pec’het marvel ebet er Govezion.

G. Nep a nас’he ur pec’het marvel epquen er Govezion, hac èn ve pardonet dezàn e bec’hejo-all ?

R. Salocroas, ober a raffe ur Govezion nul ha sacrilech.

G. Pe sort remed so evitàn ?

R. Hadober e Govezion ha coves e sa crilech.

G. Petra so ret da ober quent ar Govezion ?

R. Examinàn ar gonscianç.

G. Gred un act evit goulen sclærigen d’en em examinàn ?

R. Ma Jesus, reid din sclærigen
Evit ober ma examen,
Нac ur gontrition barfæt
A guement pec’het am eus groet.

G. Voar betra e tleer en em examinàn ?

R. Voar gourc’hemeno Doue ha re an Iiis, voar ar seiz pec’het capital hac on techo fall, ha voar an obligationo eus on stad.

G. Peguement a boan a dleer da lacaat evit ober an examen a gonscianç ?

R. Quement hac a lacafemp da ober un affer a gonsequanç.

G. Leret din ar voyen da renti facil an examen a gonscianç ?

R. E ober bemnos quent mont da gousquet.

G. Petra dle ar benitantet da ober о c’hortos o renq da goves ?

R. Songeal en o fec’hejo hac ober Acto a Gontrition.

G. Petra dleer da ober pa vezer arru en quichen treid ar С’hovezour ?

R. Ober sign ar groas, ha laret gant humilite : Ma zad, reit din o penediction mar plich guenec’h, rаc ur pec’her bras òn.

G. Petra dleer neuse choas da laret ?

R. Laret ar Gonfiteor bete meâ culpâ.

G. Leret ar gonfiteor en latin liac en brezonec ?

R. Confíteor Deo… Mên goves ous Doue, etc. (en fin ar Catechis)

G. Dre pe sort pechejo e tleer commanç ?

R. Mad eo commanç dre ar re vrassàn ?

G. Mar deu mez d’ar penitant, petra dle da songeal ?

R. Songeal eo un dra vil cometi ar pec’het hac ur vertu e goves.

G. Нac èn so avoalch laret on deus gret cals a bec’hejo ?

R. Salocroas, ret eo laret ar speç, ar galite hac an nombr a neze guellàn ma eller.

G. Groude bezàn achuet ar Govezion, petra dleer da ober ?

R. Achui ar gonfiteor, ha chelaou attantivamant ar C’hovezour.

G. Mar quef ar C’hovezour a propos differi dimp an absolven pe ar Gommunion, penaus e tleer en em gomporti ?

R. Ret eo obeissàn humblamant d’ar C’hovezour en pep tra tout.

G. Hac èn so mad a vechio ober Covezion general ?

R. Ya, hac alies necesser.

G. Petra dleer da ober goude ar Govezion ?

R. Trugarecaat Doue ha renouveli propos ferm.

G. Petra leret-u eus ar re ne govessaont nemet ur veich ar bloas ?

R. Laret a ràn int tud negligeant, n’o deus quet a soign eus o silvidiguez.

Voar ar Govezion.

Ar Govezion a so un accusation, un declaration a ra ur penitanr eus e bec’hejo da ur Belec aprouvet evit cavet an absolven a-neze. Evit eta receo ar sacramant a binigen, eo ret d’an hini en deus pec’het goude ar Vadiziant, detesti, covessaat e bec’hejo, satisfiàn dre ar binigen, ha receo an absolven digant ur Belec aprouvet, da beini en defo covesseet. Panevert ar planquen-se a visericord an Autro Doue, e vize c’hoas cals biannoc’h an nombr eus ar re salvet. Jesus- Christ en ur rei d’an Ilis ar pouar da effaci ar pec’hejo, a ordren ar govezion a-neze ; rac na ve quet possubl anaveout ar pec’het a dleer da absolví dious an hini a dleer da differi, a-nez an declaration eus an ine coupabl. Ar fe en disq dimp hac ar ræson : rac penaus e c’hallo uh tad corrigeàn e vuguel, ma ne voar quet ar fauto en deus groet ? Penaus e c’hallo ur medecin guellaat ur c’hlanvour, ma ne anave quet e glènvet ? Penaus e prononço ur Barner ma ne voar quet ar sujet voar beini e tle douguen ar setanç ? Or ar C’hovezour a so assambles tad, medecin ha barner. An absolven a so ur guir setanç non pas eus an dud, mæs a beurs Doue ; rac e jugeamant a exercer en tribunal ar binigen. Ur C’hovesour a dle bezàn savant, prudant, charitabl. An oll a voar eo obliget d’ar secret, ep gallout jamæs rei da c’hout pe da santout ar pez en defe selaouet er Govezion dindan boan eus ar brassàn punition er bed-màn, hac an ifern er bed-all. Evit accomplissàn ar gourc’hemen eus ar Gonvezion, eo ret dezi bezàn,

1. Antier, eus an oll bec’hejo marvel, a bere e c’hellomp cavet sonch.

2. Bezàn sincer, accompagnet a c’hlac’har hac a detestation ar pechet.

3. Bezàn groet da ur Belec aprouvet dre an Escop legitim, peini a ro an absolven evit obteni dre ar sacramant a binigen remission ar pec’hejo.

4. Bezàn humbl ; en effet, ar pec’her paour pa deu da gavet Doue er govezion, a so ur c’hriminal da vezàn barnet, ha dign memes a dân an ifern. N’en deo quet evel contàn un histoar e tleer covessaat e bec’hejo, mæs sinceramant, gant simplicite, obeissàn en tout d’ar C’hovesour, ha songeal penaus en deus ur garg vras, hac e ra tout evit gloar Doue ha silvidiguez on ine.

5. Ret eo lavaret an nombr, ar speç hac ar galite eus ar pec’hejo ; rac alies ar circonstanço eus ar pec’het a ra ma zint grevussoc’h pe viannoc’h ; alies memes e chanchont a espeç d’ar pec’het. Ret eo eta fixàn an nombr, lavaret piou, pe stad en deus an hini en deus groet an drouc, pe sort drouc on deus groet, en pelec’h, a be moyeno e zomp en em serviget evit cometi ar pec’het, evit petra on deus-àn groet, en pe fæçon hac en pe amser. Anaveet dre enno peguen necesser eo examinàn ar gonscianç evit ober ur Govezion vad.

En Examen a gonscianç.

Bemdeiz e comser eus ar gonscianç eр songeal na gout petra eo ar gonscianç. Bezàn eo an action eus ar jugeamant peini a lavar dimp penaus eo mad pe penaus eo fall un dra en particulier, ar pez a henver Synderes, a lavar dimp en general petra so mad ha petra so drouc. Ar gonscianç a so certen, guir, faus, scrupulus, re franq, probabl pe improbabl. Ar gonscianç guir pe certen, eo ar reglen eus on buez ; raс n’en deus nemet-hi a ve reglen evit gout pe èn so mad pe èn so drouc un dra en particulier. Heuliet ar gonscianç-se, ha n’en em drompfet quet ; mæs diouallet na guemerfac’h evit conscianç o passiono, o panchant, o ignoranç, o corruption. Mil ha mil en em drompl bemdeiz o laret : ma c’honscianç a lavar din an dra màn, an dra-ont. C’hoas ur veich, quemeret lezen Doue evit regli o conscianç, heuliet-hi neuse. Chanchet on deus un neubet a vatier, mæs retornomp.

Dre an examen a gonscianç evitar govezion, e c’hententer eo red labourat gant sourci bac application da gavet memoar eus on oll bec’hejo, evit ober d’on C’hovesour anaveet erfad ar stad eus on ine. An examen-se, hervez ar C’hatechis eus ar C’honcil a Drant, a so quen necesser quen na ve nul ha sacrilech ar Govezion mar ancoueomp ur pec’het marvel epquen defaut da vezàn en em examinet. An examen-se couscoude na dle quet mont bete ar scrupul peini a so un defaut a gonscianç ; mæs quement a boan a dleomp da guemeret evit en ober evel evit un affer a gonsequanç. Neuse e tleomp bezàn contant ; rac mar achap ur pec’het benac d’on memoar, e zomp absolvet, gant an obligation couscoude d’en discleriàn er c’hentân Covezion. Evit an examen eo ret goulen sclærigen ar Speret Santel, examinàn bemnos on c’honscianç ; neuse an examen evit ar Govezion a ve facil ; en em arreti ha songeal en gourc’hemeno Doue ha re an Ilis, ar pec’hejo capital, on vertuyo memes, on viço particulier, en obligationo eus on stad, er plago, en dud on deus frequantet, en affero o deus on occupet, on inclinationo, on habitujo ; cheju a-se ar fæçon da anaveout ar stad eus on ine. Clesquet eta en fonç o calon ar pez n’en deo quet agreabl da Doue, evit o lemel dre ur Govezion vad. Mar oc’h eus manquet a gontrition, a examen, a satisfaction ; mæs surtout ma ve deut an diaoul mud da ober dac’h coach, nac’h na dissimuli netra en o Coveziono tremenet, n’en deus evidoc’h quen remed nemet ur Govezion general, evit peini an examen a so facil, mæs muy hir. Tremen a rin, o ma Doue, eme David, an oll bloavezio eus ma buez en o presanç hac er c’huervder eus ma c’halon.

* * *


VI. QUENTEL.

Voar ar Satisfaction.

G. PEtra eo ar Satisfaction ?

R. Ar reparation eus an injur a ra ar pec’het da Doue ha d’an nessàn.

G. Penaus repari an injur a ra ar pec’het da Doue ?

R. Dre ar Binigen.

G. Pesort pec’het a rа ur penitant a receo ur binigen ep intantion d’e ober ?

R. Ober a ra ur sacrilech.

G. Нас èn so ret ober ar binigen ordrenet gant ar С’hovezour ?

R. Ya, dindan boan a bec’hit.

G. Hac èn so avoalc’h ober ar binigen ordrenet gant ar С’hovezour ?

R. Salocroas, buez ur c’hristen a dle bezàn ur vuez a binigen.

G. Ret eo eta ober pinigen ?

R. Ya, rас on Salver a lar ma na reomp pinigen e vezomp oll collet.

G. Leret din an oeuvro a binigen ?

R. Ar Yun, an Oræson, an Aluson, pere a hanver ive œuvro mad.

G. Obliget omp eta da ober œuvro mad ?

R. Ya, rac on Salver a lavar : Ar voeen na dougo quet a froez, a vezo troc’het ha strinquet en tân.

G. A belec’h e tenn an œuvro mad o merit ?

R. Eus a verito J. C.

G. Ar re a varo en stad-vad quent evit achui o finigen er bed- man, pellec’h eont-y ?

R. D’ar purgatoar.

G. Petra eo ar purgatoar ?

R. Ur plaç a boan destinet evit un amser d’ar re so maro en stad a c’hraç ha dleourien d’ar justiç divin.

G. Нac èn a soufr an ineo poanio bras er purgatoar ?

R. Ya, brassoc’h evit oll boanio ar bed-màn.

G. Penaus e c’hellomp-nîn o soulagi ?

R. Dre an Oferen, an œvuro mad hac an indulgeanç.

G. Petra eo an Indulgeanç ?

R. Ar remission eus ar boan temporel dleet d’ar pec’het.

G. Petra so ret evit gonit an Indulgeanç ?

R. Ret eo bezàn en stad a c’hraç, hac ober ar pez a gommand an Ilis evit-se.

G. An Indulgeanço hac ii a exant a c’hanomp da ober pinigen ?

R. Salocroas ; mæs sicour a reont ar pec’her paour da beàn e dle.

G. Нac èn so dleet ive reparation d’an Nessàn ?

R. Ya, mar deus gret gaou outàn en e vado, en e henor pe en e bersonaich.

G. Petra renquer eta da ober evit repari d’an nessàn ?

R. Ober ar restitution,
Repari an detraction :
Rei exempl vad, goulen pardon,
Ha pardoni a greis calon.

Voar ar Satisfaction.

Doue a so mæstr d’on pardoni hac er fæçon ma pligeo gantàn. Peguement benac na vemp quet capabl da satisfiàn d’e justiç divin, e c’hellomp couscoude en ober dre verito on Salver biniguet J. C., peini en deus safisfiet evidomp. Mæs ar satisfaction eus on Salver n’en deo apliquet dimp er sacramant a binigen nemet voar ar gondition ma satisfifomp on-unan en quement ma zeo possubl dimp.

Ar Vadiziant, evel m’on deus-àn laret, a effaç hac ar psc’het, hac ar boan dleet d’ar pec’het. Ar binigen a effaç ar boan eternel, mæs na effaç quet ordinal ar boan temporel dleet d’ar pec’het. Lezel a ra gant ar pec’her an obligation da ober pinigen hervez grevusdet e bec’hejo. Doue a ra ar rest voar ar pez so possubl d’an den. David a glevas a c’heno ar prophet penaus e voa pardonet e bec’hejo, couscoude o goëlas epad e vuez, e quemeras ur gorden reun, hac e savas bemnos evit pedí. Rouantelez an env a so da c’honit ; ma ne reomp pinigen, eme on Salver, e perissomp oll. Ar Gontrírion, ar Govezion eo al lodenno essantiel eus ar sacramant a binigen, ar satisfaction en rent parfæt. Ret eo repari an injur greet da Doue ha d’on nessàn dre ar beden, ar yun, an aluson hac an œuvro mad-all. D’ar C’hovezour eo fixàn ar binigen ; ar penitant a dle e c’hober exactamant hac ajouti a volontez vad evit calmi coler Doue. An Tado santel a lavar eo ur muntr d’ur C’hovezour manqua da broportioni ar binigen d’ar pec’het ; hac ar C’honcil a Drant a lavar penaus ur Belec a rafe-se, pel da disamari ar pec’her, en em amarfe e unan en ur renti compliç eus e bec’hejo. N’en deo quet suffisant en em humiliàn, yun, pedi, ober an aluson ; ret eo quitaat ar pec’het. Ober goab a Doue, bezàn gaouyad hac hypocrit a ve goulen pardon hac ober ar van da ober pinigen eus a bec’hejo pere a guerer c’hoas ha ne c’houlenner quet da guitaat. Den na dle, n’en deus cas peguent just e alfe bezàn, sortial a vuez ar bed-màn ep pinigen. Greet eta oc’h hini er stad a c’hraç, pe en ur guir glac’har da vezàn offanset Doue. Mar oc’h eus groet gaou ous o nessàn, reparet ; raс a-nez an oll satisfaction a ve faus hac inutil. Ar Govizion, ar Gontrition, ar satisfaction hac Absolven ur Belec aprouvet a ra ar sacramant a Binigen. Doue da roï dimp ar c’hraç d’en receo evel ma zeo dleet. Evurus da ober on silvidiguez dre e garantez dreist muzur evidomp ha quen couls marc’hat !

Ar Purgatoar.

Ar purgatoar eo ar plaç en peini an dud just a achu ar satisfaction dleet d’ar justiç divin quent evit antren er gloar eternel en peini ne antre netra a souillet. Ar fe a disq dimp penaus e heus ur purgatoar. Jesus-Christ a lavar penaus e heus pec’hejo pere ne vent pardonet nac er bed-màn nac er bed- all. Par consequant e heus er bed-all ur plaç en peini e ve expiet ar pec’hejo ; hennes eo ar purgatoar. Sant Paul a lavar penaus e heus eus ar bobl fidel pere ne vezint sauvetaat nemet o tremen en tân. S. Yan a gleve ar grouadurien en env, voar an douar ha dindan an douar o veuli an oan. Ar grouadurien- se dindan an douar eo an ineo eus ar purgatoar. Ar ræson a lavar dimp penaus cals o deus ar bonheur da vervel en stad a c’hraç Doue, ep bezàn bet an amser da satisfiàn d’e justiç er bed-màn. Or an ineo-se na ellont quet bezàn daonet, rac e maïnt en carantez Doue : sur int eta da evitan poanio an ifern. Na ellont quet ive mont d’ar gloar ; rac dleourien int a boan temporel d’ar justiç divin, ha Doue na all soufr na receo eno netra a imparfæt ; ar ræson eta a lavar dimp penaus Doue peini a ra tout en Doue. en deus destinet d’an ineo se evit un amser ur plaç a boan ha dign eus e oll c’hallout, evit bezàn purifiet hac antren goude er joayo eternel. Poanio ar purgatoar, eme an Tado santel, a so quen bras, quen na ve ar purgatoar un ifern veritabl panevet ar garantez, an esperanç certen o deus an ineo paour-se da vezàn dilivret pa vezo achu o finigen. An ineo santel-se a ell hac a dle bezàn soulaget dre ar pedenno, ar yunio, an alusonno hac œuvro mad ar bobl fidel, ha surtout dre ar sacrifiç adorabl eus an Oferen. Mar on deus ur galon e tle coms evit an ineo-se muy evit biscoas abandonet. Hon breudeur int, mempro J. C. hac e vignonet ; marteze e zomp caus a boanio cals a-neze, just eo o soulagi, on interest en goulen diguenemp ; rac ur veich dilivret e c’hintercedont evidomp dirac Doue.

An Indulgeanç.

An Indulgeanç a so ur remission eus ar boan temporel dleet d’ar pec’het, hac accordet gant an Ilis er mæz ar sacramant a Binigen. Ar C’honcilo general hac on Tad santel ar Pap a accord Indulgeanç en Ilis universel, an Esquibien a accord evit o Escopti, mæs a daou-uguent deiz, exceptet pa gonsacront un Ilis nevez : neuse e c’haccordont evit ur bloas. An indulgeanç na effaç quet ar pec’het, mæs disposi a ra d’ar remission eus ar pec’hejo en ur angagi da frequanti ar sacramant a binigen. Sicour a ra ar pec’her da beân e dle. Evit gonit an Indulgeanç eo ret bezàn er stad a c’hraç, da neubetàn pa rer an œuvr divezàn commandet evit e c’honit, raс ret eo ober ar pez a ve ordrenet. An Indulgeanç plenier eo ar remission eus an oll boan temporel dleet d’ar pec’het hervez reglenno an Ilis, hac evel ma voa gueich-all pratiquet. Rac non-obstant na ve quet impliget gant rigor ar pinigenno ordrenet dre an Ilis, e deus bepret ar gouir d’o c’hordren hervez natur ar pec’het. Evel-se un Indulgeanç a daou-uguent deiz, a dri bloas, a seiz vloas, a ell bezàn plenier evit an hini n’en defe quet meritet ur binigen en tuont d’an termenío-se. Na dleer jamæs explica an termen eus ar binigen pardonet dre an indulgeanç voar an amser e tle un ine chom er purgatoar, mæs voar an amser ma pade ar binigen canoniq. Ineo ar purgatoar a ell bezàn soulaget dre an indulgeanço ; ar re veo a ell o gonit evite. An Ilis e deus ar gouir incontestabl da accordi indulgeanç. Evit e gonit eo ret,

1°. Satisfiàn da justiç Doue ; raс an indulgeanç na exant quet da ober pinigen ; bezàn veritablamant penitant ha covesseet.

2°. Ret eo receo an absolven, ar pez a signifi bezàn er stad a c’hraç, ober exactamant ar pez a so commandet evit gonit an indulgeanç, hac a ve expliquet er Vull. Pliget gant Doue aсcordi dimp indulgeanç dre e Ilis ; hac e vemp dign eus ar c’hraç-se, ezom on deus.




EXPLICATION

Eus ar Saсramant adorabl eus an Auter.


VII. QUENTEL.

G. PEtra eo sacramant an Auter ?

R. Ur sacramant en peini e-mân en guirione Corf, Goad, Ine ha Divinite on Salver J. С. dindan ar speç a vara hac a ouin.

G. Evit petra en deus Jesus-Christ instituet sacramant an Auter ?

R. Evit mesur on ineo, ha disque dimp e garantez ardant.

G. Penaus e teu ar bara hac ar guin da vezàn chanchet en corf hac en goad on Salver ?

R. Dre vertu ar c’homso sacr a brononç ar Belec voar-neze en Oferen.

G. Ar bara hac ar guin goude ma vent consacret, hac y so bepret bara ha guin ?

R. Salocroas, ne chom a-neze nemet ar speç epquen.

G. Petra eo ar speç a vara ?

R. Al liou, ar vent, hac ar vlas a vara.

G. Petra eo ar speç a ouin ?

R. Al liou, ar vent, hac ar vlas a ouin.

G. Petra eta eo communiàn ?

R. Receo Jesus -Christ er sacramant adorabl eus an Auter.

G. Aг veleyen pere a gommuni dindan an daou speç, hac y a receo muy evit an dud-all ?

R. Salocroas, Jesus-Christ so en antier dindan an eil speç hac e guile.

G. Nep a receo Corf on Salver, hac-èn a receo ive e Oat ?

R. Ya, rac e gorf so beo ha leun a oat.

G. Hac-èn so ive Corf on Salver er c’halei assambles gant e Oat ?

R. Ya, n’en deus separation ebet entre e gorf hac e oat.

G. Hac-èn so on Salver antier en un hosti bian ?

R. Ya, quen antier evel en un hosti bras.

G. Pa dor ar Belec an hosti sacr, hac-èn a dor ive Corf on Salver ?

R. Salocroas, ne dor nemet ar speç epquen.

G. Pa ve torret an hosti, pellec’h en em guef Jesus-Christ ?

R. Jesus-Christ en em guef antier en peb tam eus an hosti torret.

G. Jesus-Christ hac-èn a guita an env evit dont er sacramant adorabl ?

R. Salocroas, en em gavet a ra en env bac er sacramant assambles.

G. Penaus e с’hell ar memes Corf bezàn en Env hac en oll hostio sacr assambles ?

R. Dre ur miracl a buissanç Doue.

Ar Sacramant adorabl eus an Auter.

Ar sacrifiç a gorf hac a oad J. C. offret dindan ar speç a vara hac a ouin, ha consideret evel sacramant goude ar sacrifiç, eo ur sacramant en peini emàn veritablamant ha reellamant Corf, Goad, Ine ha Divinite on Salver biniguet J. C. dindan ar speç a vara ; ar speç a ouin na ve quet conservet. S. Paul a lavar penaus en deus clevet gant J. C. memes en defoa instituet ar sacramant eus an Auter. Chetu aman an abrege a institution ar sacramant adorabl evel ma zeo raportet gant ar pevar Avieller.

« Jesus goude bezàn coanniet gant e Ebestel, a savas dious toll evit guelc’hi o zreid ; goude e c’hazeas ous toll, ha pa voant o tibri e quemeras bara, e rentas graç d’e Dad, e viniguas ar bara, en toras evit en distribuí d’e Ebestel, en ur lavaret : quemeret ha debret, Hemàn eo ma c’horf peini a vezo livret evidoc’h, groet quement-màn em memoar. Er memes tra goude coan e quemeras ar C’halei, ha goude bezàn rentet graç e viniguas a nezàn hac en roas deze en ur laret : Evet tout eus a hemàn, rac hemàn eo ma goad, ar goad eus an allianç nevez, peini a vezo scuillet evidoc’h hac evit cals en remission eus ar pec’hejo ; Groet quement-màn en memoar din. »

Chetu a se penaus e comzas on Salver ar yaou Guemblit er goan divezàn a eure gant e Ebestel, ha penaus dre garantez evidomp en deus instituet ar sacramant adorabl evit mesur on ineo ha chom guenemp voar an douar. J. C. a so quen certen presant er sacramant adorabl eus an Auter, ha ma màn en env, evel ma voa en corf ar Verc’hes glorius Vari ; raс partout eo ar memes Jesus-Christ.

Hon fe a so muy sur evit on daoulagat memes ; rac on squiencho a ell bezàn tromplet, mæs Doue na ell quet on zrompla, ha comso J. C. a so quen sclær quen na chom nep sort douet voar e bresanç er sacramant adorabl eus an Auter. Hemàn, eme on Salver, eo ma c’horf, hemàn eo ma goad : ar pez na ve quet guir ma ne ve quet Jesus dindan ar speço pere a velomp. Quen lies gueich ma zeo comset er Scritur sacr eus ar sacramant adorabl, eo laret penaus e màn ennàn on Salver veritablamant presant evit bezàn veritablamant debret. An Ebestel hac an Ilis universel o deus bepret credet an articl-se eus on fe. Goude ar gonsecration na chom nemet ar vent, al liou, ar vlas a vara hac a ouin ; rac dre ar c’homso eus ar Gonsecration, an transubstantiation en deus lec’h ; da laret eo, eo chanchet ar bara hac ar guin en Corf ha Goad on Salver. Madelez infinit ! Victim adorabl, mên o cred ferm er sacramant adorabl, muy ferm evit pa en guelfen gant ma daoulagat ; rac c’hui, ma Salver, en deus-àn laret din. Henor, fe, gloar, homaich dac’h, о ma Doue ! Meulet ha caret da vezet da jamæs, o ma Jesus, o ma c’harantez, en env, hac er sacramant adorabl eus an Auter !



VIII. QUENTEL.

Voar ar Gommunion.

G. Petra so ret da brepari quent mont da Gommunian ?

R. Ret eo prepari ar c’horf hac an ine.

G. Pe sort preparation so ret evit ar c’horf ?

R. Ar c’horf a dle bezàn voar yun, propr, ha modest.

G. Pe sort preparation so ret evit an ine ?

R. Ur fe grên, ur gonscianç pur, hac ur garantez ardant.

G. Penaus e raffec’h-u un act a fe quent ar gommunion ?

R. Mên gred ferm ep doutanç ebet
E c’han da receo en effet,
Jesus guir den ha guir Doue
Er sacramant a garantez.

G. Petra ententet-u dre ur gonscianç pur ?

R. Ur gonscianç net a bec’het, marvel da vianàn.

G. Penaus netaat ar gonscianç ?

R. Dre ur govezion vat.

G. Ar re a gommuni en stat a bec’het marvel, hac y receo Jesus-Christ ?

R. Ya, mæs commetti reont ur sacrilech enorm.

G. Gred un act a Garantez ?

R. Doue, leun a berfection,
Mên ho car a greis ma c’halon,
Abalamour ma veritet
Dreist peb tra oll bezàn caret :
Ma nessàn a garàn ive
Abalamour dec'h, ma Doue.

G. Gred un act a Humilite ?

R. Allas, allas, petra ôn-mê
Da dostaat ouzoc'h ma Doue !
N'en dôn nemet ur pec'her quæs,
Mæs c'hui so leun a vadeles.

G. Gred un act a Desir ?

R. Ah pebes desir a meus-mê.
Da receo bara an Ælez !
Disec’hàn ràn gant ar sec’het
O c’hortos monet d’ar banquet.

G. Petra dleer da ober goude ar Gommunion ?

R. Adori, trugarecaat, ha pedi Jesus-Christ en on c’halon, ha bezàn devot ar rest an deiz.

G. Leret din ar voyen da ober er fat on oll Gommuniono ?

R. Ober peb hini a-neze evel pa ve an divezàn eus on bue.

G. Нас èn so avoalc’h communia ur veich ar bloas ?

R. Ur Christen mat ne læz quet queitse e ine da yun.

G. Pegouls e-màn an obligation vrassàn da gommuniàn ?

R. Da Basq hac en danger ar maro.

Ar Communion.

Jesus-Christ en deus instituet ar sacramant adorabl en peini e màn reellamant presant. Communiàn eta eo receo reellament ha veritablamant Corf, Goad, Ine ha Divinite on Salver biniguet Jesus-Christ en Hosti sacr. Emàn presant dindan an eil speç hac eguile, en Hosti bian evel en Hosti bras, hac en pep tam eus an Hosti torret. Na eller quet receo e Gorf ep e Oad, rac beo eo eternellamant, ha chom a ra guenemp er bed- màn er sacramant eus e garantez evit mesur on ine, on derc’hel unisset gantàn, conserv, crenvaat, augmanti ar graço recevet ; evit terri, diminui on panchant fall, evit rei dimp an ners da aruout er berfection gristen, bezàn ar gaich, an assuranç eus ar vuez eternel ; rac, eme on Salver, piou benac a debro ma c’horf hac a evo ma goad, en deus ar vuez eternel : ha mên en resuscito en fin ar bed. Evit communiàn eo ret prepari ar c’horf hac an ine. Ur fe grênv, ur gonscianç pur, ur garantez ardant, ur guir Esperanç, un humilite vras, ur guir anaoudeguez, un desir ardant da receo Jesus-Christ eo dispositiono an Ine. Meditet a-neze.

Ar c’horfo a dle bezàn voar yun, propr ha modest, ar brassàn respet peintet voar on zall. Pa recever an hosti sacr, an teod a dle bezàn voar ar c’heus iselàn, ar gueno un tamic digor ; mar stag an hosti sacr ous ar staon, e tleer en distaga ep troubl, doucic gant bec an teod evit en avali. Ar yun evit ar Communion a gommanç da hanter-noz diaguent. Na eller quemeret nep sort, memes ur veraden dour : ar re glanv a so exceptet, rac communiàn a reont en viatic goude bezàn debret hac evet. En oll Heurio e quever pedenno quent ha goude ar Gommunion. N’en deus netra quen precius dirac Doue ha quen profítabl evidomp evel ar Gommunion vad ; mæs n’en deus ive netra quen terrubl evel ar Gommunion indign. Dibri hac evàn a reer ar gondaonation. Bezàn abandonet gant Doue, dall a speret, calet a galon, douguet d’ar speret a schism, opposet d’ar mad ha d’ar virionez, an oll bec’hejo, alies ar c’hlênvet, ar maro subit, an defaut a binigen hac an daonation eternel eo an effejo eus ar Gommunion sacrilech. Meditet ha crenet.

Netra a vuyoc’h ageabl da Doue nac a brofitaploc’h evidomp evit communiàn alies gant an dispositiono requis. Doue a ordren ar Communion ; chetu amàn e c’hourc’hemen en Aviel hervez sant Yan. « Mæs Jesus a lavaras deze : En guirionez, en guirionez, ma ne debret quic map an den, ha ma ne evet e oad, n’o pezo quet ar vuez ennoc’h. An hini a debr ma c’hic hac a ev ma goad, en deus ar vuez eternel, ha mên en resuscito en fin ar bed. Rac ma c’horf a so veritablamant quic, ha ma goad a so veritablamant breuvaich. An hini a debr ma c’hic hac a ev ma goad, a chom ennòn ha mên a chom ennàn. Evel ma zòn digasset gant ma Zad peini a so beo, ha mên beo em Zad, evel-se ive an hini am debro a vevo dreizòn. Hemàn eo ar bara eus an env ; n’en deo quet evel ar mann eus a beini o tud o deus debret, ha couscoude e zint maro ; an hini a debro ar bara-màn, a vevo eternellamant. » Chetu a-se an Aviel. Respetet ha profitet.



IX. QUENTEL.

Voar ar Sacramant a Nouen, Urz ha Priedeles.

G. PEtra eo ar sacramant a Nouen ?

R. Ur sacramant instituet evit ar soulageamant spirituel ha corporel eus an dud clanv.

G. Hac-èn so necesser an Nouen evit bezàn salvet ?

R. Salocroas, mæs dangerus eo mervel epsi.

G. Ar Sacramant-màn hac-èn ra noaz ebet d’ar chorf ?

R. Er c’hontræl rei a ra dezàn ar yec’het, a guef Doue a propos.

G. Hac-èn so permetet gortos an heur divezàn evit receo an Nouen ?

R. Salocroas, ret eo er receo, mar gueller, queit a m’on deus anaoudeguez vat.

G. Petra dle ar с hlanvour da ober enpad an Nouen ?

R. Ober acto a Gontrition.

G. Ha goude an Nouen ?

R. Ancoat treo ar bed màn, ha songeal er Barados.

G. Petra eo ar sacramant a Urz ?

R. Ur sacramant a ro pouvoar d’an dud a Ilis da exerci ar fonctiono sacr, hac ar c’hraç d’o exerci santelamant.

G. Digant piou e teu pouvoar an dud a Ilis ?

R. Digant Jesus-Christ.

G. Нac èn so dleet muy a respet d’ar Veleyen evit d’ar re all ?

R. Ya, abalamour ma telc’hont plaç Jesus-Christ.

G. Petra eo ar sacramant a Briedelez ?

R. Ur sacramant a ro ar c’hraç d’ar priejo da vevàn santelamant, ha da elevi santelamant o bugale.

G. Petra represant ar sacramant a Briedelez ?

R. Represanti ra an union-so entre Jesus-Christ hac an Ilis e bried.

G. Hac-èn so permetet d’ar vugale dimezi en despet do zud ?

R. Ar sort dimeïo-se peur-vuyàn ne vent quet binniguet gant Doue.

G. En pe sort stat e renquer bezàn evit receo ar sacramant a Briedelez ?

R. Ret eo bezàn en stat a c’hraç.

G. Petra die daou briet da ober evit en em santifiàn ?

R. En em garet, elevi er fat o bugale, ha bezàn fidel an eil d’e guile bete ar maro.

G. Ar re so goal vuez entreze, petra dleont y da ober ?

R. Choas ur C’hovezour mat, ha goulen ar c’hraç eus ar briedelez.

G. Ha n’en deus quet ur stat-all parfætoch evit ar briedelez ?

R. Ya, ar stat a virginite.

Ar Sacramant a Nouen.

An Nouen a so ur sacramant peini a ro d’an dud clanv an ners da suporti gant patiantet ar c’hlenvet, a effaç ar pec’hejo pere ne dint quet c’hoas pardonet, hac a ro deze ar yec’het mar deo a propos evit silvidiguez o c’hine.

Dre ar c’homso-se fontet voar institution an Nouen, eo certen penaus en deus J. C. instituet ar sacramant-màn. Un articl eo eus on fe. Ar Vadiziant hac ar Binigen a so sacramancho an dud varo, hanvet erguisse abalamour ma roont ar vuez d’an ine maro dre ar pec’het peini a effaçont. Theologianet a gred eo ar sacramant a Nouen sacramant ar re varo abalamour ma effaç ar rest eus ar pec’hejo. Jesus-Christ n’en deus quet instituet ar sacramant-màn evit effaci directamant ar pec’het ; ha ma ne eller quet covessaat quent evit en receo, e tleer en em excitàn d’ar gontrition ha goulen an absolven. Ar sacramant-màn a henver an onction divezàn, abalamour ma zeo ar sacramant divezàn a receo ar c’hristen. E Vatier eo an Oleo biniguet gant an Escop d’ar yaou Guemblit. Pep Belec deputet gant an Ilis a ell en administràn ; ar c’homso a lavar en ur frotàn ar squiencho naturel gant an Oleo, eo form ar sacramant. Avoalc’h eo bezàn dangerusamant clanv evit receo ar sacramant-màn. En repeti a eller, n’en deo quet necesser en receo evit bezàn Salvet ; mæs red ve bezàn ennemi d’e ine ha da Doue, evit negligeàn d’en receo. Ret eo en receo gant fe, er speret a beden, a binigen, a c’hlac’har hac a resi gnation da volontez Doue : ar pez a discoe ne dleer quet gortos ar momet divezàn evit en receo, mæs en goulen, mar deo possubl, en queit a ma zomp en on anaoudeguez vad. Ar c’hlanvour a dle quent an Nouen, laquaat urz en e affero temporel, ma n’en deus-àn deja groet ; enpad an Nouen ober acto a gontrition voar an oll bec’hejo cometet dre ar squiencho naturel, ancouat treo ar bed-màn ha songeal en eternite. An asistantet prosternet d’an douar, a bedo evit an den clanv, en ur songeal serieusamant peguen neubeut e tleomp contàn voar ar vuez bresant hac ar mado perissabl eus ar bed-màn. Evurus ar c’hristen armet er momet divezàn a groas J. C. e Redampteur ha prest da vezàn e Varner. Ah ! peguen douç eo dezàn unissàn e boanio gant re on Salver, ho sanctifiàn dre ar guel eus ar grucifi da beini e poco gant carantez, ha mervel entre divrec’h J. C. ! An drouc-speret o velet ar sign adorabl eus on Redamption a deu d’en em retiràn evit lezel da jamæs ar c’hristen entre daouarn e Doue. Na eller receo ar sacramant-màn nemet dre Veleyen catholiq.

An Urz.

An Urz a so ur sacramant instituet gant J. C. dre beini an hini en receo a so consacret specialamant da Doue, hac a receo ar pouar hac ar c’hraç da exerci certen fonctiono sacr. Bezàn so seiz Urz : Porger, Lenner, Conjurer, Douguer golo, Soudiacr, Belec, Escop. An escopiach eo perfection ar veleguiach, hac a imprim ur c’haracter nevez. Ar fe a disq dimp penaus an Esquibien a so Superioret d’ar Veleyen. Non-obstant an Urzio differant-se, n’en deus nemet ur sacramant a Urz en peini e participer muy pe neubetoc’h hervez an Urz a ecever. An Urz a sell principalamant ar gonsecration a gorf on Salver er sacrifiç adorabl eus an auter. Ar jurisdiction a goez directamant voar ar bobl fidel pere eo ar c’horf mystiq eus on Salver. Dre ar buissanç peini a apparchant ous an Ilis epquen, ha peini a ell da rei, o deus ar Bastoret ar gouir da gondui ar gristenien voar ar pez a sell o silvidiguez. Pa instituas J. C. ar Sacrifiç, e lavaras d’e Ebestel : Groet quement-màn en memoar din, hac èn o c’hordrenas Beleyen gant ar pouar da ordren re-all.Pa lavaras deze mont da brezeg an Aviel, e recevjont ar jurisdictions Evel-se n’en deus quet a bouar ma ne deu digant J. C., n’en deus quet a jurisdiction ma ne deu a beurs an Ilis dre heriterien an Ebestel. Er mæz an heritaich-se n’en deus na pouar na silvidiguez. Dleet eo ma fardoni mar repetàn quen lies ar virionez-màn ; na oufet quet e c’hompren-re. Ar Vadiziant, ar Confirmation hac an Urz a imprim en ine ur merq, ur c’haracter spirituel peini na ell quet bezàn effacet, nac ar sacramancho-se roet nemet ur veich. Piou benac a ve ordrenet Belec ep consantamant ha testeni e Escop legitim, na ell quet exerci e fonctiono. An Escop en defe ordrenet erguisse na ell quet enpad ur bloas exerci e fonctiono, ha quement-se evit ar gatholiquet. Guelet neuse petra eo ar re a so ordrenet a-enep oll lezenno an Ilis. C’hoas ur veich, ret eo succedi legitimamant da un heri ter eus an Ebestel ; a-nez e voar intru hac ep pouar ebet en Ilis Doue ; ha piou benac a heulie ur sort tud, en em separ hac a renonç d’e silvidiguez ha d’an Ilis.

Ar Briedelez.

Ar sacramant a Briedelez a so instituet gant J. C. evit sanctifiàn ar priejo, o c’hobligeàn da vevàn ep separation, hac a ro deze ar c’hraço necesser evit en em acquitàn eus a devero ar Briedelez.

Ar Briedelez ne voa nemet ur c’hontrat naturel quent donediguez on Salver, peini en deus-an elevet hac instituet sacramant, hac henoret dre e bresanç en heured Cana en Galilee. Sant Paul a lavar eo ur sacramant bras, hac ar C’honcil a Drant penaus ar graço eus ar sacramant a Briedelez a ra d’ar priejo en em garet dre ur garantez chast ha christen, hac en em sanctifiàn en creis an ambaras eus ar menaich. Consantamant ar partio a so necesser evit contracti ar Briedelez ; ret eo e ve libr ha gant anaoudeguez. Ret eo receo ar sacramant en presanç e Bastor legitim, ur Belec habituel, hac approuvet memes evit ar Govezion, na ell quet eureugi ep consantamant ar Person pe an Escop. Chetu aman al lezen voar ar poënt-se : « Ar Briedelez contractet autramant nemet en presanç ar pasteur legitim, pe ur Belec autoriset gantàn pe gant an Escop, ha daou pe dri zest, a so nul, ha ne dal netra. » Ar goulen hac ar respont voar guement-se a so er C’hatechis ancien eus an Escopti-màn.

Ar sacramant a Briedelez a represent union J. C. gant an Ilis e briet. Quitaat en deus e Dad celestiel evit en em unissàn gant an Ilis ; an den a guita tad ha mam evit en em unissàn gant e briet. An Ilis a so bet formet a J. С., ar plac’h a gosten an den. Jesus-Christ eo ar Chef eus e Ilis, an den hini e briet. An Ilis ha J. C. na reont nemet unan, ar priejo a dle bezàn erguísse. Jesus-Christ en deus carantez evit an Ilis, bac an Ilis a gaar J. C. ; santimancho ar priejo a dle bezàn hanval. Jesus-Christ a so unisset d’e Ilis ha n’e c’huitao jamæs ; evel-se netra na dle troubli union, fidelite, na separi ar priejo nemet ar maro epquen.

Evit receo sacramant ar Briedelez eo ret d’an den cavet pevarzec vloas achu, d’ar plac’h daouzec vloas ive achu. Bezàn so ampechamancho pere a rent nul ar Briedelez ; re-all pere a ampech d’en contracti. Ar re en rent nul, eo.

1. An erreur voar ar personaich. 2. Ar gondition, evel ma ve esclav an hini a gredomp libr. 3. Ar Vœuyo solem a chastete hac a religion. 4 Mar bezer querent bete ar bevare degre comprenet. 5. Bezàn alliet 1°. Dre ar briedelez, en hevelep fæçon na ell an den quemeret evit priet querent e vroecq, na homàn querent he friet bete ar bevare degre comprenet. 2°. An allianç peini a deu a grim, bete an eil degre ; en hevelep fæçon na ell ar pec’her pe bec’heres impur quemeret evit priet dindan an drede degre querent an hini gant peini en deus pec’het. 3°. An allianç spirituel peini so entre an hini en deus badezet, an hini badezet, e dad hac e Vam, ar paëron hac ar vaërones, en hevelep fæçon na ell bezàn eureud entre an hini en deus badezet hac ar buguel, e dad hac e vam, entre paëron ha maërones hac ar buguel evel tad ha mam ar buguel. 6. Ar c’hrim, da c’houzout eo, ar muntr hac an avoultriach ; mar deo possubl bezàn coupabl, en em instruet. 7. An differanç a religion ; ur c’hristen na ell quet eureugi ur payen. 8. Bezàn forcet a rent ar briedelez nul ; ret eo bezàn libr. 9. An Urzio sacr. 10. Cavet deja ur priet. 11. An honestis public eus an dimei bete an eil degre. 12. An impuissanç. 13. ar briedelez en coaich pe clandestin, da laret eo, an eurejo n’en dint quet groet en presanç ar person legitim hac an testo ordrenet gant an Ilis a so nul. 14. Al læronci eus ur personaich a rent nul ar briedelez contractet gant al laër pe al laëres.

N’en deo quet permetet contracti ar sacramant a briedelez.

1°. En amser difennet, peini eo aboe ar Sul quentàn eus an Avent bete Goël ar Rouane, hac aboe an deiz quentàn eus ar C’hoaraïs bete lun ar C’hasimodo. Difennet eo ive contracti ar briedelez gant an heretiquet, ar schismatiquet hac an dud excumunuguet.

2°. Difennet eo contracti ar briedelez gant un all pa vezer dimezet da unan-all benac ; rаc ar guer roet en faç an Ilis a, die bezàn delc’het.

3°. Difennet eo contracti ar briedelez a-enep ar vœu simpl a chastete hac a religion.

Anfin ret eo cavet consantamant tad ha mam, curateur, etc. Ret eo bezàn o chom, pe bezàn domiciliet enpad c’huec’h miz en ur barous eus an Escopti, pe enpad ur bloas en ur barous eus an Escopti-all, bezàn imbannet teir gueich. Ar briedelez na ell bezàn toret, ur veich contractet mad, nemet dre ar maro. An divorç eta a so ul libertinaich. An den na ell quet separi ar pez so unisset gant Doue ; ar ræson hac al lezen naturel a souten amàn an Aviel. An deverio eus ar briedelez a so bras ; guelet re an tado hac ar mamo. Mar songet eta antren er stad eus ar briedelez, pedet, en em humiliet, goulennet graç ha sicour digant Doue ; question eo eus о repos er bed-màn, hac eus o silvidiguez memes.

Goude en em vezan preparet evel m’en dle pep guir gristen, quemeret evit model tad ha mam S. Yan Vadezour. Ar Scritur a lavar e voant o daou just dirac Doue, a beini e c’hobservent ar gourc’hemeno hac an oll urzio, ha ne voa netra da repren en o buez. Pliget gant Doue e ve gallet laret ar memes tra eus a guement a antre er briedelez.

HISTOAR.

Tobi dall, evel m’on deus-àn laret, paour, affliget, o credi e voa arru fin e vuez, a c’halvas e vap evit rei dezàn e avizio divezàn. Recommandi a ra dezàn caret ha respeti e vam non-obstant ma voa paour, cavet dougeanç Doue ep jamæs en offansi ; ober bepret an aluson hervez e c’hallout, bezàn humbl, ep ober james netra nemet dre avis un den fur, ha cavet en tout recours d’ar beden. Neuse e lavaras dezàn penaus pa voa en captivite, en defoa præstet dec talant da C’habelus, hac en defoa c’hoant e c’haje d’o c’hlasq. Tobi yaouanc a selaouas gant cals a respet oll avisio e dad. Ar pez en gene e voa ne anavee na Gabelus, nac ar guær a Ragès en peini e chome. E dad a lavaras dezàn clasq unan benac evit en condui. Sortial a ra : cavet a ra un den brao ha yaouanc prest da ober hent. Tobi ep en anaveout a c’houlennas digantàn e hano, e vro ; ha pa respontas dezàn e c’hanavee Gabelus, en pedas da dont da gavet e dad peini en pedas da gondui e vap hac en dige recompanç. Partiàn a eure. An eil deiz Tobi o voelc’hi e dreid voar vord an Tygr, a velas ur pesq bras evel ur monstr, peini a deue evit en devori. Crial a ra d’e gonducteur, peini a lavaras dezàn crigui ennàn hac en tennàn voar ar sablen. Ar pesq a varvas querquent. Ar c’honducteur a lavaras da Dobi laquaat a goste ar galon, ar væstl hac avu ar pesq ; rostàn a regeont ar rest peini a servigeas deze enpad an hent. Un neubeut dezio d’ar goude ar c’honducteur a la varas da Dobi penaus e tosteent d’ar guær a Rages en Medii, hac e tlefoant mont da gousquet da dy e eont Raguel peini en defoa ur benneres hac a voa dleet dezàn evit priet. Tobi a grenas, raс gouzout a re penaus ar seiz priet e defoa bet ar plac’h-se, a voa bet mouguet en noz quentàn eus o c’heureud gant an diaoul. E gonducteur en assuras hac a lavaras dezàn penaus an diaoul n’en defoa bet pouar voar an dud-se nemet abalamour ma voant antreet brutalamant er briedelez. Laret a reas dezàn penaus e vige eureuget, ha petra en dige da ober. Antren a reont en ty Raguel peini pa glevas e voa map da Dobi, a scuillas daëlo a joa, hac a eure prepari ur banquet evitàn. Tobi a brotestas penaus ne azeje quet ous tol ma ne accordje quet dezàn e verc’h Sara evit priet. Raguel a changeas a liou, mæs ar c’honducteur a assuras penaus e voa evit Tobi en defoa reservet Doue ar feumelen-se. Digasset e voe Sara, eureuget e voent gant mil benediction. Antreet er gambr, Tobi en defoe sonch penaus en defoa laret dezàn e gonducteur dêvi avu ar pesq evit chasseal an diaoul, ha tremen an teir noz quentàn er beden ep commerç gant e briet. Pa voe laret en deiz voarlerc’h da Raguel penaus e voa beo Tobi, en em dransportas a joa, hac e eure stoufàn an toul peini en devoa groet da ober er sonch da enterri Tobi. Goude cals a bedenno, Raguel a lezas an daou briet da bartiàn, a roas deze an hanter eus e vado, a recommandas da Sara henori e zad caër, e mam-gaër, caret e friet, regli e zieguez, ha bezàn ep reproch enpad e buez.

Mam Tobi a sortie bemdeiz voar an huel evit gouzout hac èn a arrue e map ; un deiz er guelas, hac e redas d’en laret d’e dad. Tobi en ur antren a lavaras d’abord e beden, a bocas d’e dad ha d’e vam, hac a gontas deze ar servich vad en defoa rentet deze e gonducteur, bete mont e-unan da glasq an arc’hant da dy Gabelus. Tobi a frotas daoulagat e dad gant ar væstl eus ar pesq ; receo a eure ar guelet. Neuse e lavaras d’e dad proposi d’ar c’honducteur mad-se an hanter eus an treo a voa deut gantàn eus a dy Raguel. Ar c’honducteur santel a lavaras neuse deze : Mên eo Raphaël, unan eus ar seiz Æl a so bepret en presanç Doue. Coezàn a regeont d’an douar ; an Æl o c’hassuras eus oс’h aon, hac a disparissas enpad ma voant prosternet d’an douar.

Lod en pedenno ar bobl fidel.


FIN.




РЕDЕNNО

DIOUS AR MINTIN, НА DIOUS AN NOZ.


REMARQ VOAR AR PEDENNO.

Ar pedenno a eller da ober er memes fæçon dious ar mintin, ha dious an noz, nemet ar Bater an Ave, ar Gredo hac ar Gonfiteor a dleer da laret en Latin dious ar mintin, hac en Вrezonec dious an noz : Litanio Jesus dious ar mintin, ha Litanio ar Verc'hes dious an noz.


Act a fe voar bresanç Doue.
MA Doue, mên gred fermamant
Penos è oc’h amàn presant ;
Rac se gant guir humilite
Mên rent homaich d’ho Majeste.

Act a Adoration.
MOc’h ador, Doue ma C’hrouer,
Moc’h ador, Jesus ma Salver ;
C’hui eo ma Mæstr ha ma Roue,
Ha dec’h ôn tout corf hac ine.

Act a Drugare.
M’Ho trugareca, ma Autro,
Dimeus oc’h oll madelezo ;
D’am bezàn crouet, ha prenet,
Нaс en oc’h Ilis recevet ;
D’am bezàn (*henvoas) conservet,
Ha dious peb pirill diouallet.
* Diouz an noz leret hirio.

Act a Ofranç.
QUement a rin, hac a lirin,
A songin, hac a andurín

A ofran oll da c’hloar Doue
Dreizoc’h, Mari, mam a drue.

Examen a Gonscianç.
MA Jesus, reid din sclerigen
Evit, ober ma examen,
Наc ur gontrition barfæt
A guement pec’het am eus gret.

En em arretomp aman da examina hon c’honscianç.

Act a Gontrition.
MA Doue, mên so glac’haret
D’ho pezàn quement offanset,
Abalamour d’ho madelez,
D’ho Majeste, d’ho santelez.

Resolution.
MEn a brotest d’en em viret
Gant graç Doue ous peb pec’het,
Specialamant ous ar re
Ma ôn muan custum deze.

Act a C’houlen.
SEllet ouzîn o ma Jesus !
Ha reid dîn ur c’hraç precius ;
Ar c’hraç d’ho servigi fidel,
Ha d’ho caret bete mervel.

Peden d’ar Verc’hes.
GUerc’hes ma Mam caranteus,
Ma recommandet da Jesus ;
Guerc’hes ma Mam ha ma Itron,
Mèn recommand dec’h ma c’halon.

Peden d’an Æl-mat.
MA Æl mat, messager Doue,
Miret ma c’horf ha ma ine.
Ma miret ous an drouc speret,
Ha dreist pep tra ous ar pec’het.

Peden d’an oll-Sænt.
MEn ho ped, Sænt ha Sænteset,
Da vezàn ma Avocadet ;
Obtenet dîn digant Jesus
Ur maro mat hac evurus.



l. PAter noster qui es in cœlis, sanctificetur nomen tuum.

2. Adveniat regnum tuum.

3. Fiat voluntas tua, sicut in cœlo et in terra.

4. Panem nostrum quotidianum da nobis hodiè.

5. Et dimitte nobis debita nostra, sicut et nos dimittimus debitoribus nostris.

6. Et ne nos inducas in tentationem.

7. Sed libera nos à malo. Amen.

1. HOn Tad pehini so en Env ; oc’h, Hano bezet sanctifiet.

2. Ho Rouanteles deut dimp.

3 O polonte beet gret oar an douar evel en Env.

4. Reit dimp hirie hon bara pemdiec.

5. Pardonet dimp hon offanso, evel ma pardonomp dar re o deus hon offanset.

6. Na bermettet quet e coësemp en dentation.

7. Mæs hon delivret a drouc. Evellen bet gret.

AVe, Maria, gratiâ plena, Dominus tecum ; benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui Jesus. Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis, peccatoribus, nunc et in horâ mortis nostræ. Amen.

M’Ho salud, Mari, leun oc’h a c’hraç, an Autro Doue so guenec’h ; binniguet oc’h dreist an oll groague, ha binniguet ar freus dimeus ho corf, Jesus. Santes Mari, Mam da Zoue, pedet evidomp nîn pec’herien, bremàn hac en heur ar maro, Evellen bezet gret.

1. CRedo in Deum Patrem omnipotentem, Creatorem Cœli et terræ,

1. MEn gred en Doue an Tad oll-galloudec, Crouer d’an Env ha d’an douar,

2. Et in Jesum-Christum Filium ejus unicum Dominum nostrum.

3. Qui conceptus est de Spiritu Sancto, natus ex Maria Virgine.

4. Passus sub Pontio Pilato, crucifixus, mortuus et sepultus.

5 Descendit ad inferos, tertiâ die resurrexit à mortuis.

6. Ascendit ad cœlos, sedet ad dexteram Dei Patris omnipotentis.

7. Indè venturus est judicare vivos et mortuos.

8. Credo in Spiritum Sanctum.

9. Sanctam Ecclesiam Catholicam, Sanctorum communionem.

10. Remissionem peccatorum.

11. Carnis resurrectionem.

12. Vitam æternam.

Amen.

2. Hac en Jesus-Christ e Vap uniq hon Autro.

3. Pehini so bet concevet dre c’hraç ar Speret-Santel, ganet gant ar Verc’hes Vari.

4. En deus anduret dindan Ponç Pilat, a so bet crucifiet, maro hac interret.

5. So bet disquennet d’an Ifernio, a so resuscitet an drede deiz a varo da veo.

6. A so pignet en Env, hac azeet en tu deo da Zoue an Tad oll galloudec.

7. A c’hane e teui da varn ar re veo hac ar re varo.

8. Mên gred er Speret-Santel.

9. An Ilis Santel, Catholiq ; Communion ar Sænt.

10. Remission ar pec’hejo.

11. Resurrection ar c’horfo.

12. Ar vuez eternel.

Evellen bezet gret.

COnfiteor Deo omnipotenti, beatæ Ma-

MEn govez ous Doue oll galloudus, ous

riæ semper Virgini, beato Michaëli Archangelo, beato Joanni-Baptistæ;, Sanctis apostolis, Petro et Paulo, omnibus Sanctis (et tibi, Pater), quia peccavi nimis cogitatione verbo et opere : meâ culpâ, meâ culpâ, meâ maximâ culpâ. Ideo precor beatam Mariam semper Virginem, beatum Michaëlem Archangelum, beatum Joannem Baptistam, Sanctos Apostolos, Petrum et Paulum omnes Sanctos, (et te, Pater) orare pro me ad Dominum Deum nostrum. Amen. ar Verc’hes glorius Vari, ous an autro sant Michæl Arc’hæl, ous an autro sant Jan-Badezour, ous an Ebestel sant Pêr ha sant Paul, ous an oll Sænt ha Sæntasset (hac ouzoc’h, ma zad Coveçour *) abalamour ma meus pec’het bras, dre sonch, dre goms, dre œuvr : dre ma faut, dre ma faut, dre ma brassàn faut. Rac se e pedàn ar Verc’hes glorius Vari, an autro sant Michæl Arc’hel, an autro sant Jan Badezour, an Ebestel sant Per ha sant Paul, an oll Sænt ha Sænteset * (ha с’hui, ma zad Covezour) da bedi Doue evidon.

*. Ar c’homso-màn, hac ouzoc’h, ma zad Covezour Ha c’hui ma zad Covezour, ne dleer da laret nemet er Covezion.


Gourc’hemeno Doue.


1. Un Doue epquen a adori,
Ha dreist peb tra oll a guiri.
2. Doue en vaen na doui quet
Na netra-all dimeus ar bed.
3. Ar Sulio Santel a viri
Evit Doue ma servigi.
4. Da dad, da Vam a henori

Evit pell amser ma vevi.
5. Muntrer ne vi en nep fæçon,
Nac a effet, nac a galon.
6. Diouall ous al lubricite
Nac a gorf, nac a volonte.
7. Domaich ebet da zen ne ri ;
Mar a c’heus gred, hast repari.
8. Guevier, na nep fals testeni
Mir birviquen na liri.
9. Ne c’hoanta dre luxur pec’hi,
Nac en sonch vil n’en em blichi.
10. Mado re all na desir quet
D’ho c’hemeret ep lealdet.

Gourc’hemeno an Ilis.

1. GLeo devotamant pen da ben,
Вep Sul, bep Goël an Oferen.
2. Sanctifia ri ar Goëlio
Voar ho heed, evel ar Sulio.
3. Covez da bec’hejo ep mez
Da viana bep bla ur voez.
4. Corf da Salver a recevi
En amser Basq ep differi.
5. Yun a ri an Daouzec deïo,
Ar c’hoarais, ar Vigilo.
6. Da Voener quic ne zibri quet,
Nac ive da Sadorn nep pret.


Litanio Jesus.

KYrie eleïson.
Christe, eleïson,
Kyrie, eleïson.
Jesu, audi nos.
Jesu, exaudi nos.
Pater de cœlis, Deus, miserere nobis.
Fili, redemptor mundi, Deus, miserere nobis.
Spiritus Sancte, Deus, miserere nobis.
Sancta Trinitas, unus Deus, miserere nobis.
Jesu, Fili Dei vivi, miserere nobis.
Jesu, splendor Patris,
Jesu, candor lucis æternæ, miserere nobis.
Jesu, Rex gloriæ, mis.
Jesu, sol justitiæ, mis.
Jesu, Fili Mariæ Virginis, miserere nobis.

Jesu, amabilis, miserere nobis.
Jesu, admirabilis, mis.
Jesu, Deus fortis, mis.
Jesu, Pater futuri sæculi, miserere nobis.
Jesu, magni consilii angele, miserere nobis.
Jesu, potentissime, mis.
Jesu, patientissime,
Jesu, obedientissime,
Jesu, mitis et humilis corde, miserere nob.
Jesu, amator castitatis,
Jesu, amator noster,
Jesu, Deus pacis, mis.
Jesu, auctor vitæ, mis.
Jesu, exemplar virtutum, miserere nobis.
Jesu, zelator animarum, miserere nobis.
Jesu, Deus noster, mis.
Jesu, refugium nostrum, miserere nobis.
Jesu, pater pauperum,
Jesu, thesaurus, fidelium, miserere nobis.
Jesu, bone pastor, mis.
Jesu, lux vera, miser.
Jesu, sapientia æterna,
Jesu, bonitas infinita,
Jesu, via et vita nostra,
Jesu, gaudium Angelorum, miserere nobis.
Jesu, rex patriarcharum,
Jesu, magister apostolorum, miserere nob.
Jesu, doctor Evangelistarum ; miserere nob.
Jesu, fortitudo martyrum, miserere nobis.
Jesu, lumen confessorum, miserere nobis.
Jesu, puritas Virginum,
Jesu, corona Sanctorum omnium, miserere.
Propitius esto, parce nobis, Jesu.
Propitius esto, exaudi nos, Jesu.
Ab omni malo, libera nos, Jesu.
Ab omni peccato, lib.
Ab irâ tuâ, libera nos.
Ab insidiis diaboli, lib.
A spiritu fornicationis,
A morte perpetuâ, lib.
A neglectu inspirationum tuarum, libera.
Per mysterium sanctæ incarnationis tuæ, lib.
Per nativitatem tuam,
Per infantiam tuam,
Per divinissimam vitam tuam, libera nos, Jesu.
Per labores tuos, libera nos, Jesu.
Per agoniam et passionem tuam, libera nos, Jesu.

Per crucem et derelictionem tuam, libera nos, Jesu.
Per mortem et sepulturam tuam, libera.
Per sanctam resurrectionem tuam, libera.
Per admirabilem ascensionem tuam, libera.
Per gaudia tua, libera.
Per gloriam tuam, libera nos, Jesu.
Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, parce nobis, Jesu.
Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, exaudí nos, Jesu.
Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, miserere nobis, Jesu.
Jesu, audi nos.
Jesu, exaudi nos.

℣ Sit nomen Domini benedictum.
℟ Ex hoc nunc et usquè in sæculum.

Oremus.

DOmine, Jesu-Christe, qui dixisti : petite et accipietis, quærite et invenietis, pulsate et aperietur vobis ; quæsumus, da nobis petentibus divinissimi tui amoris effectum, ut te toto corde, ore et opere diligamus, et à tuâ nunquàm laude cessemus. Qui vivis et regnas, etc.


Litanio ar Verc’hes.
KYrie, eleïson.,
Christe, eleïson.
Kyrie, eleïson.
Christe, audi nos.
Christe, exaudi nos.
Paler de cœlis, Deus, miserere nobis.
Fili, Redemptor mundi, Deus, miserere nobis.
Spiritus Sancte, Deus, miserere nobis.
Sancta Trinitas, unus Deus, miserere nobis.
Sancta Maria, ora pro nobis.
Sancta Dei Genitrix, ora pro nobis.
Sancta Virgo Virginum, ora pro nobis.
Mater Christi,
Mater divinæ gratiæ,
Mater purisima,
Mater castissima,
Mater inviolata,
Mater intemerata,
Mater amabilis,
Mater admirabilis,
Mater Creatoris,
[Ora pro nobis.
Mater Salvatoris, ora pro nobis.
Virgo prudentissima, ora pro nobis.

Virgo veneranda,
Virgo prædicanda,
Virgo potens,
Virgo clemens,
Virgo fidelis,
[Ora pro nobis.
Speculum justitiæ,
Sedes sapientiæ,
Causa nostræ lætitiæ,
Vas spirituale,
Vas honorabile,
Vas insigne devotionis,
Rosa mystica,
Turris Davidica,
Turris eburnea,
Domus aurea,
Fœderis arca,
Janua cœli,
Stella matutina,
Salus infirmorum,
Refugium peccatorum,
Consolatrix afflictorum,
[Ora pro nobis.
Auxilium Christianorum, ora pro nobis.
Regina Angelorum, ora.
Regina Patriarcharum,
Regina Prophetarum,
Regina Apostolorum,
Regina Martyrum, ora.
Regina Confessorum,
Regina Virginum, ora.
Regina Sanctorum omnium, ora pro nobis.
Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, parce nobis, Domine.
Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, exaudi nos, Domine.
Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, miserere nobis.

Oremus.

GRatiam tuam, quæsumus, Domine, mentibus nostris infunde, ut qui, Angelo nuntiante, Christi Filii tui incarnationem cognovimus, per Passionem ejus et crucem ad resurrectionis gloriam perducamur. Per eumdem Christum Dominum nostrum. Amen.

Peden evit an Anaon.

DE profundis clamavi ad te, Domine ; Domine, exaudí vocem meam.

Fiant aures tuæ intendentes in vocem deprecationis meæ.

Si iniquitates observaveris, Domine, Domine, quis sustinebit ?

Quia apud te propitiatio est, et propter legem tuam sustinui te, Domine.

Sustinuit anima mea in verbo ejus, speravit anima mea in Domino.

A custodiâ matutinâ usquè ad noctem, speret Israël in Domino.

Quia apud Dominum misericordia, et copiosa apud eum redemptio.

Et ipse redimet Israël ex omnibus iniquitatibus ejus.

Requiem æternam, etc.

℣ A portâ inferi.

℟ Erue, Domine, animas eorum.

℣ Requiescant in pace.

℟ Amen.

℣ Domine, exaudi orationem meam.

℟ Et clamor meus ad te veniat.

Oremus.

FIdelium Deus omnium conditor et redemptor, animabus famulorum famularumque tuarum remissionem cunctorum tribue peccatorum, ut indulgentiam quam semper optaverunt, piis supplicationibus consequantur. Qui vivis, etc.


ACTO EVIT GONIT AN INDULGEANÇ.
Act a Fe.

MEn gred ferm, ô ma Doue !
An oll articlo eus ar Fe ;
Rac c’hui en deuss e revelet,
Нaс a so guirion pa gomset,
Нaс an Ilis a propos dîn
An articlo se da gredîn.


Act a Esperanç.

MA Doue, ma oll esperanç,
Ennoc’h emân ma oll fianç,
Abalamour ma oc’h bepret
Fidel d’ho quir, mad em andræt.

Act a Garante.

DOue leun a berfection,
Mên ho car a greis ma c’halon ;
Abalamour ma veritet
Dreist peb tra oll beân caret,
Ma Nessân a garan ive
Abalamour dec’h, ma Doue.


An Angelus.

ANgelus Domini nuntiavit Mariæ.
Et concepit de Spiritu Sancto.
Ave, Maria, etc.
Ecce ancilla Domini.

Fiat mihi secundum verbum tuum.
Ave, Maria, etc.
Et verbum caro factum est.
Et habitavit in nobis.
Ave, Maria, etc.
℣ Ora pro nobis, sancta Dei Genitrix.
℟ Ut digni efficiamur promissionibus Christi.

Oremus.

GRatiam tuam, quæsumus, Domine, mentibus nostris infunde,

ut qui, Angelo nuntiante, Christi Filii tui incarnationem cognovimus, per Passionem ejus et crucem ad resurrectionis gloriam perducamur, Per eumdem Christum, etc.

MAria, Mater gratiæ,
Mater misericordiæ,
Tu nos ab hoste protege,
Et hora mortis suscipe.
Gloria tibi, Domine,
Qui natus es de Virgine,
Cum Patre et Sancto Spiritu,
In sempiterna sæcula.
Amen.



FIN.



TAULEN.

Preparation ha quentàn Instruction. Voar ar pez a dleomp da gredi.

Doue
 19

Eil Instruction. Voar ar pez a dleomp da с’houlen.

Amen
 99


Trede Instruction. Voar ar pez a dleomp da ober.

Pedervet Instruction. Voar ar pez a dleomp da receo.



Fin eus an Daulen.
  1. War a seblant, ouzhpennet eo bet ar frazenn-mañ d’an destenn orin (1783) da goulz an Dispac’h Veur, goude ar Gonstitusioñ sivil eus 1790 ha kent ar C’honcordat eus 1801. [Notenn gant Wikimammenn]
  2. Da lâret eo : Leovigild. [Notenn gant Wikimammenn]
  3. Dishenvel eo an destenn a gaver eno (p. 259) : Ma Doue, mên gred fermamant… [Notenn gant Wikimammenn]