Chilaouet ma, Jezus (Ar maro)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Selaouit, ma Jezuz (Ar Maro).

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 103-104)


N° 88. — Ar maro.
War don N° 88.


1. Chilaouet ma Jezus, chilaouet ouz ma feden,
Mervel a zo spontus, em maro deut d’am difen.

Diskan.
Gwerc’hes Vari, ma Mam leun a drue,
En heur euz ma maro douget zikour d’am ine.


2. Pa dei spes ar maro da spontan ma daoulagad,
Diskoet d’in, Jezus, bizaj ha kalon eun tad.

3. Pa dei c’houezen ma zal ha ma diou-jod dislivet
D’ober heuz d’ar re-al, c’houi, ma Jezus, diredet.

4. Pa n’hellin ken klevet komjou an dud, ma Zalver,
Komzet c’houi d’am c’halon gant ho mouez dous ha tener.

5. Vit ar wej divezan pa larin : Jezus, Jezus !
Klevet, me ho supli, ouz ho pugel truezus !

6. Pa gouezo an daerou euz ma lagad o vervel,
Beniget-he, Jezus, ma vezint daerou zantel.

7. Pa welfet o rannan ma c’halon hanter vouget,
Tomet-hi c’hoaz, Jezus, a garante ’n hoc’h andret.

8. Pa vo ret d’in kuitat ma zraou ha ma zieges,
Bezet c’houi, o Jezus, ma mad, ma finvidiges

9. Ha pa zispartio ma c’horf paour euz ma ine,
Ma hirvoud divezan a ofran d’ac’h, ma Doue

10. En ho parnediges p’enem gavin, o Jezus !
Deurveet em c’henver bezan ol-drugarezus.

11. Me laka ma maro kenkouls ha ma ol vue
Etre daouarn Jezus hag e Vam leun a drue.