VAR AR MEMES SUJET.
Var an ton latin : Adeste, fideles.
Christenien, pobl evrus, bugale da Jesus,
Deut, adorit ho Tad carantezus ;
En eo hon Roue ha Roue an Ælez :
Adoromp-én a galon, (bis.) Adoromp-èn gant guir devotion.
Jesus a zo presant er Sacramant Santel,
Jesus a zo Mab d’an Tad Eternel ;
Jesus, Mab Mari, ni a deu d’oc’h adori :
Ni hoc’h ador a galon, (bis.) Ni oc’h ador gant guir devotion.
O pebez carantez oc’h eus, Salver ar bed,
Da chom ganeomp en hosti consacret,
Evit dont bemde da vezur hon ene !
Ni oc’h ador a galon, (bis.) Ni oc’h ador gant guir devotion.
Prosternet d’an douar, Dirac ho Majeste,
Ni oc’h ador Jesus, guir vab Doue :
Roit deomp, ni ho ped, ho penediction,
Ni oc’h ador a galon, (bis.) Ni oc’h ador gant guir devotion.
goude ar venediction.
Ælez demeus an ên, oll sperejou evrus,
Canomp ni oll melodi da Jesus :
Gloria in excelsis Deo :
Meulomp Doue assambles, (bis.) Meulomp Doue bremàn ha da james.
|