Cloarec Rozmar (eilvet gwez)
Ma ’c’h an da Gemper d’ar studi,
Me a gimiado kent ma ’c’h in.....
— Demad d’ac’h, ma dous Fransezan !
Me ê d’ar studi eo ec’h an.
— Mar gê d’ar studi eo ec’h et,
Grêt ma arched aroc monet,
Ha ma eizvet, ha ma zervij,
Ma dez-ar-bloa, ’vel ’man ar c’hiz !
— Mar arri ganac’h neb anvoui,
Ma dousic, scrivet lizer d’in.
A-benn eun ter zun ac’hane,
Vânas Fantic war he gwele.
Fantic ar Rolland a lâre
D’he zad, d’he mamm, eun de a oe :
— Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
Eur bêlec d’in-me a glascfet.
— Pa garfet, Fantic, ’vezo grêt,
Casset kezlou bet ’ar c’hloarec.
— Clasket bêlec d’in, pa lâran,
N’eo ket gant cloer ez on breman.
Pa oa nouet, zacramantet,
D’he mamm, d’he zad hi deus lâret:
— Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
Casset kezlou bet ’ar c’hloarec ;
Casset unan a dud ho ti,
P’ ôtramant pôtr ar marchossi.
Mewel he vestrès ’vonjoure,
En kêr Kemper pa arrue :
— Demad ha joa hol er gêr-man,
Pelec’h ’man ar golaj aman ?
Pelec’h ’man ar golaj aman,
E-man cloarec Rozmar en-han?
Cloarec Rozmar, p’hen eus clewet,
He benn er prennestr ’n eus boutet ;
He benn er prennestr ’n eus boutet,
Mewel he dous ’n eus saludet :
— Petra newe ’zo c’hoarvezet,
M’oc’h deut da Gemper d’am guelet ?
— Netra newe n’ ’zo c’hoarvezet,
M’on deut da Gemper d’ho cuelet,
Nemet ho tousic Fransezan
Zo chommet war he gwele clanv ;
Nouet eo ha zacramantet,
’Baoue dec’h eiz de tremenet.
— It war ho troad, dre ar parcou,
Me iel war varc’h, dre an hentchou.
Cloarec Rozmar a vonjoure,
’N ti ’r Rolland coz pa arrue :
— Demad ha joa hol en ti-man,
Bew ha iac’h eo an dud en-han ?
— Bew ha iac’h eo an dud en-han,
Nemet ho tousic Fransezan ;
Nemet ho tousic Fransezan,
’Zo chommet war he gwele clanv.
— Reit d’in eur pennadic golô,
M’in d’c’hoûd hac hi m’ anavezo...
— Demad d’ac’h, ma dous Fransezan,
Na chanchet braz eo ho cavan.
— Pelra ve d’in n’ ven ket chanchet,
P’on êt tri de zo a vuhez ’r béd?...
Cloarec, setu ar wirione
A lâran d’ac’h abeurs Doue :
Breman a vefet grêt bêlec,
Ha ’n hoc’h offern genta varwfet ;
En hoc’h offern genta varwfet,
Ha neuze veomp unanet !
Mac’harit Fulup. — Plûnet 1868.