Conferançou curius util hac interessant
G. Gant piou e zeo bet poblet ar bed ?
R. Gant bugale Noë : Sem, Cham ha Japhet.
G. Pez seurt partaeh a voe grêt dezo ?
R. Sem en devoe al lodennou eus ar c’hreiz-de eus an Asi ; Cham en devoe an Affriq, ha Japhet an Europ hac al lodennou nord en Asi.
G. Pet sqiant natur en deus an den ?
R. Pemp : Ar Güelet, ar C’hlêvet, ar Blassa, ar C’huessa, hac an Touch.
G. Piou en deus invantet ar Scritur ?
R. En attribui a rear da Zoue memes, a roas da Voyses an dec Gourc’hemen eus al Lezen, scrifet var diou daul ven. Cadmus, roue Thèbes, mab da Agenor, roue Phenici, a zigassas ar Scritur eus a Phenici en Greç, vardro ar bloaves 1617 aroc J.-C.
G. A bez seurt utilite eo ar Scritur ?
R. N’en deus den na gonven e zeo an utilla eus an oll sqiantchou : beza e zeo ene ar c’hommerç, tablen an amzer dremenet, reglen an hini da zont, ha messager ar sonjesonou. Anfin, ar Scritur a zo un dra necesser d’ar sqianchou oll, ga zeo guïr anes-àn ne alfet qet agissa e stat abet eus ar vuez, dreist oll en ur vrô e pehini na vever nemet dre ar c’hommerç.
G. Petra eo an Eol ?
R. Ur globin caer meurbet, a so o sclêrijenna an douar, hac an oll gorfou al ténval eus ar pez a gompos ar bed.
G. Petra en deus a deoder ?
R. Beza en deus var dro tri c’hant nontec mil leo, tost da gant unnec goech brassoc’h eguet hini an douar ; dre betra e veler e zeo brassoc’h an eol vardro ur milion pêvar c’hant mil goech eguet an douar. Beza e mâ pêvar milion lêo ha trêgont diouzomp.
G. Da betra e servich an Eol ?
R. Da sclêrijenna ha da domma an douar, da brodui ar plant, an anevalet, ha da ober dezo beva ha cresqi. An Eol a sclêrijenna ar bed abaoue ma zeo crouet, ha placet eo gant Doue ivez qer just evel ma zeo dleet, evit beza util deomp : rac ma vez huelloc’h, ne alfe qet astomma an douar ; ma vez izelloc’h, e teufe da c’hrilla qement so oll. Servicha ra c’hoas da regli buez an dud, dre an heuriou, an deveziou, ar misiou, ar bloavesiou hac ar c’hantvejou : anfin, hep an Eol n’elfe den beva.
G. Livirit dìn hac an Eol a flach ?
R. Goechall e credet e troe an eol endro d’an douar ; mes bremâ e zoar sur e zeo an douar a ra an dro d’an eol.
G. Pegueit e mâ al Loar diouzomp ?
R. Pemp mil ba pêvar uguent tri c’hant peder lêo varnuguent peurvuia, rac avichou e vez tostoc’h, hac avichou pelloc’h : vardro pemp goech varnuguent e zeo biannoc’h eguet an douar.
G. Pegueit emedi ar Stered eus an douar ?
R. N’eus qet gallet er stadudi en ur fêcon sclêr ; mes gouzout a rear penos ar re so an tosta, a so, d’an nebeuta tout, pêvar c’hant mil goech pelloc’h eguet an eol.
G. Petra eo un Eclip Eol ?
R. Un Eclip Eol en deus lec’h pa en em gav al Loar etre an Eol hac an Douar.
G. Hac un Eclip Loar ?
R. Un Eclip Loar a êru, p’en em gav an Douar etre al Loar hac an Eol.
G. Penos en em form ar Glao ?
R. Dre stancadurez ar c’hounabrennou, a so forcet gant an avel, pe an digoridiguez eus an ear, a forç d’en em unani en bannac’hou , pere en em guev neuze deut da veza re bounner evit en em souten en ear, hac a goez en Glao.
G. Petra eo an Erc’h ?
R. Un assamblach eus a damouigou scorn, meurbet bian, formet dre calediguez ar c’hounabrennou. An tamouigou scorn-se, ous en em unani en nombr bras, hac en eur lezel entrezo calz a spac gollô, ne formont nemet pluennouigou scanv a Erc’h, pere a receo eus a bep costez ar sclêrijen, hac a barris guen-cann.
G. Penos en em form ar Grizill ?
R. En em formi a ra eus tacadennou glao, pere, en ur dremen ebars en ouabrou yen, en em scorn en eur goeza. Evelse ne dlefe james beza brassoc’h eguet an dacadennou glao ; mes mar deo yen aoüalc’h evit scorna ar bannac’houigou dour a rancontr, pe m’en em unan meur a c’hreunen assambles, e teu da veza tevoc’h, hac e form ar greuniou-se, pere a so avichou bras evel ur graouen pe ur vy ; ar pez so caus peurvuia e ra muioc’h a zrouc ar Grizill eguet ar glao, eus a behini ar bannac’hou, elec’h en em unani en eur goeza, so, er c’hontrol, diyvset dre ar resistanç eus an ear.
G. Petra eo ar Gurun ?
R. Ar Gurun a so ur vogueden, pehini o veza ranfermet en ur gouabren, a sco gant nerz ar gouabren-se ; al luheden a barris aroc ar gurun, a deu deus ar stocaden, pehini a anflam ar vogueden-se. Ar foultr, pehini eo ar vogueden-se anflamet, o tont anfin da grevi ha da zifframma ar gouabren, dre an oll effortchou a ra, a fraill hac a zistruch oll qement a rancontr.
G. E pet qevren e tiviser ar bed ?
R. E peder : an Europ, an Asi, an Affriq, hac an Ameriq.
G. Gant piou e zeo bet disoloet an Ameriq ?
R. Gant Christoph Colomb, naviguer brudet bras eus a Gên, er bloa 1492.
G. Pehini eo ar vrassa eus ar beder guevren-se eus ar bed, hac e pehini en em gav ar muia a aour hac a arc’hant ?
R. An Ameriq.
G. Pehini eo ar binvidiqa e froeziou an douar ?
R. An Asi : hi eo a fournis ar spiceres, ar mein hac ar plant precius, ha calz a draou all.
G. E pehini eus anezo e santer ar brassa tomder ?
R. En Affriq, brô ar vaurianed.
G. Pehini eo ar muia poblet, hac e zeo ar sqianchou ar muia soignet ?
R. An Europ, ar bianna eus anezo, mes ar gaera hac an interessanta. Enni en em gav ar greizen eus an dereadeguez, ar bividiguez, al lezennou, ar sqianchou hac ar c’hommerç.
G. Penos e c’hanver ar pêvar gostez eus ar bed ?
R. Ar Chreiz-dez, an Nord, ar Sav-Eol, hac ar C’hus-Eol.
G. Penos gouzout al lec’h m’en em guever ?
R. Ne zeus nemet trei ar c’hein d’ar sav-eol ; neuze e zeus a gleiz ar c’hreiz-dez, a deo an nord, adrec ar sav-eol, ha dirac ar c’hus-eol.
G. Penos e hanver an Avelou a c’hoez eur ar pêvar gostez-se ?
R. O henvel a rêr er memes renq : Avel Su, Avel Nord, Avel Reter, hac Avel Gornaucq.
G. Petra eo ar Môr ?
R. Ur vrasder divusul, goloet a zour c’hoëro ha sall.
G. Perac eo sall ha c’hoëro an dour môr ?
R. Dre gombinêson meur a vatier, eus a bere e zeo an haulen al loden principal, hac a deu a fonç ar môr memes, gant re-all digasset gant ar rivierou vras en em dol ebars, hac ives c’hoas ar re a zorti eus a exalêson an douar.
G. Penos e tiviser an amzer ?
R. Dre ganvet, dre vloas ha dre vis.
G. Pet deves en deus peb Mis ?
R. Guenveur en deus 31 ; Chuevrer, 28 pe 29, herves ma vez ar bloaves ; Meurs, 31 ; Ebrel, 30 ; Mae, 31 ; Even, 30 ; Gouere, 31 ; Eost, 31 ; Guengolo, 30 ; Here, 31 ; Du, 3o ; ha Qerzu, 31.
G. Petra a hanver bloaves ordinal, pe biseost ?
R. Ar bloaves ordinal e deus 365 devez, hac ar bloaves biseost 366 : êruout a ra bep pêvar bloas.
G. En ped loden e tiviser ar Bloa ?
R. En peder : an Nêvez-Amzer, an Hân, an Discar-Amzer, hac ar Gouân.
G. P’eur e commançont-ii ?
R. Ar guenta a gommanc an 21 pe an 22 a veurs ; an eilvet, an 20 pe an 21 a even ; an drivet, an 20 pe an 21 a Voengolo, hag ar bedervet, an 20 pe an 21 a Guerzu : tri mis en deus pep sêson.
G. Petra a ell ar Bed da gaout a vrasder ?
R. Ar Bed en deus nao mil lêo dro : ha ma vez allet toulla an douar, dindan hon treid, e vez ret ober un toull a bêvar mil pemp cant lêo : neuze e vez cavet en tu-all tud hac o deus o zreid ous hon re-ni, rac an douar o veza rond, en em gav habitet a bep costez.
G. Comzit dìn bremâ eus a un invantion benac.
R. An Tan a voe ar c’henta tra a zizoloas an dud. Plos ha Plox, mibien Acon, eus ar c’hoec’hvet generation, o veza o pourmen var bord ur forest vras, e teuas un tempest qen horrubl, ma scòe an eil guezen ous eben, hac e crogas an tann e meur a hini, dre nerz ar frottamant. Plos ha Plox, pere n’o devoa goelet biscoas tam tan, a zonjas e voa se ur bunition a beurs Doue, hac e redjont en eur voela da lavarat d’o zad ar pez o devoa goelet. Acon a yeas ganto var ar plaç, e pelec’h na gavjont nemet glaou maro, mes pere a voa tom. Dre un inspiration a Zoue, e lavaras d’e vugale qemer daou dam coad sec’h, hac o frotta stard an eil eus eguile : en ober a rejont, ha qerqent o devoe tan.
Er bloa 130 eus ar bed, Jubal a invantas ar fêçon da ober tantennou evit en em loja. Tubald-Caïn a invantas ar fêçon da forgi hostillou houarn, Naambleur, e c’hoar, a invantas ar fêçon da neza ha da ober al lien.
Er bloa 139, Cain a gonstruas ar guenta kear, pehini a hanvas Enochia.
Dagon a invantas ar fêçon da hada ar greun, ha da ober an alazr.
Er bloa 2178, an Athenianet a invantas ar voyen da labourat ar gloan ha d’en em servicha eus a heaul. Mysor, o pourmen var bord ar môr, a zastumas un nebeut ecumen, ha goude er beza tânvêt, e laqas ober haulen.
Qenta marc’h a zougas houarnou, e voe hini Childeric, roue a Franç, er bloa 482.
Er bloa 515 e voe construet ar c’henta Mêlinou e Franç.
Er bloa 830, an Holandisien a invantas an horolachou.
Ar C’hlêyer a voe implijet e Franç, vardro ar bloa 550, invantet tost da Rom, vardro ar bloa 400.
Er bloa 1400, Yan Guttemberg, soudard allamant, a invantas an Imprimeri.
Pell goude, ur manac’h a invantas ar Poultr.
Er bloa 1654, Charles IX, roue a Franç, a ordrenas ma commançje ar bloa ar c’henta deves a vis Guenveur : aroc e commance vardro Pasq.
G. Comzit dìn eus a Franç.
R. Ar Franç a so diviset hiryo eu 86 Departamant, 363 Arrondissamant, 2842 Canton, ha 390,381 Commun. En hirdet e deveus 3oo lêo, hac en ledandet 280. Beza e deus trêgont milion pemp cant mil a bopulation, 64 regimant infantiri a lignen, 20 regimant infantiri scanv, 4 regimant souisset, 2 regimant Carabinierrien, 10 regimant Culasserrien, 12 regimant Dragonet, 18 regimant Chasserrien, 6 regimant Huzardet, 8 regimant Canonnerrien var droad, 4 regimant Canonnerrien var varc’h, 3 gorf royal eur ar Geni, 12 bataillon Pontonnierrien, 8 escadron Traïn artilleri; beza e zeus ouspen, 55 Lestr a lignen, 30 Fregaden, calz a Gorvettennou, ha 100 Batimant vian. — Qementse so hepqen en peoc’h, mes en brezel ec’h elfet cresqi calz.
G. Lavarit dìn ivez un dra eus ar Francisien.
R. Ar Francisien so laouen ha hentabl. Carout a reont calz an oll sqienchou hac ar brezel ; beza e zint speredus, guïziec, ingenius, soudardet calonec ha gracius.
G. Despeignit dìn Paris un nebeut.
R. Paris e deus 10 lêo drô, ha tost da ziou lêo a hirdet, var unan a ledandet. Beza e deus ouspen seiz cant mil habitant. Er guær-ze e zeus 1106 Ru, 120 Ru-dall, 41 Pourmenaden, 75 Placen, 12 Pors-rivier, 29 Qæ, 14 Pont, 42 Cohi ha Placen-marc’hat, 33 Feunteun, ouspen 30,000 Dy ; anfin, Capital Franç eo, hac unan eus ar gaera a zo er bed.
G. Hanvit dìn ar Rouantelezou principal eus an Europ.
R. Bro-Saus, ar Russi Europ, ar Suèd, an Autrich, ar Pruss, ar Franç, Naples, ar Spagn, ar Portugal, hac an Turqi Europ.
G. Petra eo bividiguez ar Russianet ?
R. E general e zint grossier, ignorant ha sauvach e meur a brovinç, hac en darn all e tisquezont beza civil, vaillant, speredus hac ingenius.
G. Petra a leverot-u eus a habitantet ar Portugal ?
R. Beza e zint deread, generus, sobr ha dissimul. Tremen a reont ivez evit beza glorius ha venjançus.
G. N’hac ar Spagnolet, petra int-hi ?
R. Pretanti a rear e zint rocq hac orgouillus ; mes beza e zint sobr, pridirius ha paciant ebars er maleuriou, Lavarat a rear en proverb ; Rocq evel ur Spagnol.
G. Petra a livirit-u eus a habitantet ar Suèd ?
R. Beza e zint glorius ha vaillant, ha carout a reont ar sqiantchou hac al lux.
G. Petra a lavarit-u euz eus an Alamantet ?
R. Tremen a reont evit beza laborius ha vaillant ; mes n’int qet sobr : evel calz a Vretonet, e caront o banne.
G. Petra eo bividiguez an Turqet ?
R. Meurbet e caront ar repos, ha calz douguet e zint d’al lubricite, d’al lux, d’an impocrisi, ha dreist oll d’an interest. Carantezus int en andret an estranjourien. An Impalaer a guemer an titrou pompus eus a Doue en douar, Sqeud an Eol hac al Loar, ha Distribuer Rouantelezou.
G. Comzit dìn ivez eus an Holandisien.
R. O bizidi a so fontet var ar vertuz. Remercout a rear en o zoues un urz hac ur c’hundu leun a furnez, hac a so necesser d’ar gout o deus evit ar c’hommerç : n’eus pobl ebet qer propr evelto, var qement a apparchant dezo. Meurbet e caront ar bièr hac ar butun.
G. Pez seurt tud eo an Italianet ?
R. E general e zint gracius, prudant ha speredus mad evit ar sqiantchou hac ar micheriou ; mes reproch a rear dezo da veza venjançus.
G. Nac ur Sauzon, petra int-ii ?
R. Ar Gouarnamant en deveus troet anezo a grenn d’an navigation ha d’ar c’hommerç ; simpl ha serius int, mes mancout a reont a sobrentez.
G. Pez seurt bividiguez o deus an Affricanet ?
R. Tremen a reont evit beza feroç, digalon ha disleal, herves ur beacher benac ; hac herves darn all, en em gav meur a bobl er c’hontreou-se, o deus memes bividiguez evel a voa e commançamant ar bed. En dezert Sahara, ur marc’hadour a roas cant mil scoet evil ur banne dour, rac eno e rear bete tri c’hant leo avichou, hep na vez cavet ur strill.
G. Roit dìn un detaill eus a seiz Burzud ar bed.
R. 1. Ar Volz caer a eure Arthemis da ober d’e fried, ar roue Mosol, er guær a Halicarnas ; capital rouantelez Cari. Ar pez caer-se en devoa tri droatad ha tri uguent eus ar c’hreis-dez d’an nord ; ar facaden a voa un nebeut strissoc’h ; beza en devoa pêvar c’hant unnec troatad a dro. E hueldet a voa eus a seiz troatad ha trêgont, ha beza en devoa c’hoec’h colonen ha trêgont en diabars. Ar philosoph Anaxagoras, eus a Glamozen, pa er goelas, a lavaras ; Cetu aze calz a arc’hant chenchet e mein.
2. Templ Jerusalem, construet gant ar roue Salomon, var menez Moria, er plaç ma velas David an æl distrujer eus a justiç Doue, ur c’hleze noas en e zorn. Seiz vloas e voet ouz en ober. Ar plaç santel eus an templ-se a voa hir ha ledan eus a uguent ilinad, ha demeus ar memes hueldet, eus a behini dec ilinad a voa goloet eus a aour, hac an dec ilinad all eus a vein precius. Joseph, an historian, a lavar e voa ennan dec mil cantolor aour, dec mil daul, goloet en aour, hac unan goell vras, tout en aour ; uguent mil anaf aour, ha daou c’hant mil arc’hant ; pêvar uguent mil plat aour, ha cant tri uguent mil arc’hant ; uguent mil scudel aour, ha daou uguent mil arc’hant ; uguent mil ezancouer bras arc’hant, hac anter-cant mil all biannoc’h ; dec mil robe goernisset eus a veïn precius ; daou c’hant mil drompill arc’hant, ha daou uguent mil instrumant musiq, en aour hac en arc’hant.
3. Templ ar fals-douees Diana en Ephès. Distrujet e voe gant Erostrat, pehini, evit laqat comz eus anezàn, a laqas an tan ennàn, 356 vloas aroc J.-C. Pêvar c’hant vloas e voet ous e gonstrui. Beza en devoa pêvar c’hant pemp trotad varnuguent a hirdet, ha daou c’hant uguent a ledandet, soutenet gant seiz varnuguent colonen a dri uguent troatad hueldet, ornet eus a sculpteür, pere a voa bet roet pepini gant ur roue. Ar c’hoad materi a voa cedres, hac an dorojou coad cyprès.
4. Ar Vuraillou eus a guær Babylon, construet dre urz Nabuchodonosor ; beza o devoa seiz troatad ha pêvar uguent a ledandet, tri c’hant anter cant a hueldet, hac uguent lêo dro. C’hoec’h caros bras a elle tremen varnezi en eaz. Ar guær-se e devoa pemp dor varnuguent, tout e coëor massif, pe evit tra, pa bromettas Doue da Cyrus conqeuri Babylon, e lavaras dezàn : Me a fraillo an dorojou coëor. (Isai. ch. v5. v. 22.)
5. Statu Jupiter Olympien, e Pisa. Phidias, sculter brudet bras, a reas anezàn. Pausanias en deus en despeignet evellen : Guelet a rear, emezàn, an Doue azezet var un tron aour hac olifant, memes tra evel ar Statu. Beza en deus var e benn ur gurunen a seblant beza olives ; en e zorn deo e toug Douees ar Victor, en olifant, pehini e deus evit coeffuren ur gurunên aour, hac en he dorn cleiz e talc’h ur sceptr great eus a bep seurt metail precius, hac un erèr er beg. E goëffeür d’an Doue a so aour tout, ha var an ornamanchou oll e zeus poltrejou a bep seurt anevalet, ha fleuriou precius meurbet, ha labouret exqis.
6. Statu Apolon, en Arem, savet etal pors Rhodes, en enor d’an Eol. Qen huel e voa, ma tremene ar vatimanchou, gant ar goëliou displeguet, etre e ziouc’har. Beza en devoa cant pemp troatad a hueldet. Charès, a Linda, disqib Lysippa, sculter brudet bras, a reas ar Statu-se ; daouzec vloas e voe ous en ober. Choec’h vloas hac anter cant goude se e voe discaret gant ur grenamant douar, pehini a occasionas un distruch horrubl er sav-eol, ispicial e rouantelez Cari, hac en enezen Rhodes, 225 aroc J.-C. Goude ur spaç a 896 bloas e voe cavet c’hoas seiz cant uguent mil liour boes eus anezàn, pere a voe goerzet da ur judean, gant Moavia, c’hoec’hvet calif, er bloa 672 eus a J.-C.
7. Colonennou carre an Egypt, savet gant ar pharaonet, Rouane ar vrô, ul lêo vad eus Caira, ar gapital. Beza e zeus teir vras, hac a so vardro 200 pas an eil ous eben. An hini so e costez an nord e deus c’hoec’h cant pas a hueldet, ha seiz cant pas a ledandet, en carre. Beza e voet tri bloas varnuguent ous o sevel, ha tri c’hant tri uguent mil den a laboure varnezo. Plin a lavar e voe dispignet seiz milion en oignon hac en rabes hepqen : an Egyptianet ancien a voa goall debrerien legumach ! An diou golonen all ne dint na qen huel, na qen teo hac an hini guenta. Ar guelennadurez ancien a ro da gredi e voent grêt évit servich da volzou-bez da famillou ar Rouane, ha penos en hini vrassa e vije deposet corfou ar rouane, goude o maro, hac ebars ar re-all corfou ar rouaneset ha re o bugale. Ar golonennou-se a so bepret en o za ; ha marteze meur a zoudard côs a so c’hoas var ar meaz, hac a elfe comz eus anezo gant guïrionez, rac er bloa 1797, un arme derrubl a Francisien vaillant a voa neuze er vrô-se.
G. Goude beza despeignet ar burzudou bras, comzit bremâ eus ar burzudou bian.
R. Eh bien, selaouit : 1. Er c’hoezecvet cantvet, Pêr Alumnus, manac’h italian, a scrifas ar Gredo hac an Aviel diveza, var un tam paper, bras evel un diner.
2. Un den all, qer paciant, a bresantas da Elisabeth, rouanes Brô-Sauz, un tam paper, deus vent un ivin, var behini e voa scrifet sclêr Gourc’hemennou Doue, ar Gredo hac ar Bater, hac an dat eus ar bloas.
3. Jerom Faba, bêleg italian, a reas ur pez labour, en beuz, pehini a represante oll Mysteriou Passion J.-C., hac a zestume en ur graouen guelvez.
4. Grêt en devoa ive ur C’harros deus vent ur greunen vinis, ebars pehini e velet un autrou hac un itron ; ur c’hocher o cundui ar c’harros, ha qezeg pere en treïne. Ar marvaillou-se a voe presantet da Frances Ia, roue a Franç, ha da Charles-Qint, impalaer ha roue Spagn.
5. Un den ingenius all en devoa construet ur gariolen olifant, pehini a guzet gant diou-esqel ur guellyenen.
6. Un autrou, en Paris, en devoa grêt ur c’harros, hac a voa treïnet gant c’hoenn.
7. Paul Colomies a lavar beza guelet un ofreber e Moulins, pehini en devoa chadennet ur c’hoanen beo-buec ouz ur chaden aour eus a anter cant maill, hac a boeze nebeutoc’h calz eguet ur c’hreunen vinis.
G. Lavarit dìn perac en deus an Aour ar breferanç var ar metaillou all.
R. Dre ma surpass anezo oll en sqüet, en poez, ha dre ar vertuz en deus da veza forjabl meurbed. Güelet a rear ar breuven demeus a guementse en alaouradur. Ur physician en deus compodet ec’h eller, gant unan pe daou onç aour, golo un neuden arc’hant eus a seiz lêo ha pêvar uguent a hirdet. Un all a lavar e rancqfet trêgont mil feillen aour, an eil var eben, evit ober ul lignen a deoder.
G. Petra so caus e qaver avichou scrituriou, ha calz a draou all en diabars ar c’hoad ?
R. Dre ma zêo bet grêt an traou-se, pe blacet re-all en ur drec’hi ar c’hoad, ha dre ma cresqe, e teuent da veza goloet, hep beza effacet nac andommajet. Evelse, n’en deo qet estonus e vez cavet esqern, scrituriou, ha meur a dra all en diabars ur vezen benac.
G. Pez seurt teoder o deus ar Goez ?
R. Beza e zeus a veur a vent ; mes güelet a rear ivez eus a un deoder surprenus. Var menez Etna, pehini a zislounc tan, e voa ur vezen guistin, creus, hac a voa qen teo, ma elle ur messaer en em loja enni gant e oll dénved ; 150 troatad tro a voa enni. Linne a gomz ivez eus ur vezen ru-voad, eus a enezen Tenerif, pehini e devoa 34 trotad teoder. Tostic da Strasbourg, e zeus un andret hanvet Ar Vezen Glas , e pelec’h so realamant ur vezen dreist-ordinal : gallout a rear placi pêvar uguent den en he abri, é qever tauliou bian ; en diabars eus ar vezen e zeus cabinejou brao. En Ameriq e zeus ur vezen, hanvet Guezen an Diaoul, a behini ar frouez a ra un effet estranch : pa zizec’hont ous an eol, en em fraillont, o tigueri, hac en em strìncont a bell gant un drous qer bras evel a rafe amâ un nombr bras a fusuillou pere a deufe casi assambles.
G. Ha pell-amzer e vev ar Goez ?
R. Prouvet aoüalc’h eo e c’hell an Dêro beva cant vloas en douar mad, hac an Olives tri c’hant. Ar Cedrès eul a venez Liban a vev qeit amzer, qen a sonje an dud ancien na varve james. Ar Baoba, er Senegal, pehini a deu da gaout bete pêvar c’hant pemp troatad ha trêgont a deoder, a ell beva c’hoec’h cant vloas, d’an nebeuta.
G. Petra eo bividiguez pobl Benein, en Afriq ?
R. Roue Benein n’en em em disqeuz nemet ur vech er bloas ; ha neuze, evit renta enor dezân, e lazer pemzec pe c’hoezec esclav. Pa varv, darn eus ar princet a vez entêret gantàn, evit delc’hel compagnunez dezàn. Entêri a rear ivez gantàn an darnvuia eus e habijou hac eus e veubl. Ar goaset ne gredont qet douguen un habit, nemet recevet o deve anezàn digant ar roue, nac ar merc’het ur robe, qen a vez roet dezo gant o fried, pa zemezont. Epad seiz devez goude entêramant ar roue, e vez goueliou caer, ha na rear nemet dançal en drô d’ar bez.
G. Comzit dìn bremâ eus a bobliou ar Bresil, en Ameriq.
R. P’o devez grêt ur prisonnier, mar deo lard, e vez dêbret ractal ; mes mar deo treud, e roer dezàn ur plac’h d’e zervicha, evit beza e vestrez hac e larda. Pa vez êruet an devez d’en laza ha d’en dêbri, an oll a so pedet eus ar fest. En em divertissa a rear, en eur eva ha dançal ; ar prisonnier memes a so deus an ebat ; hac e lec’h beza trist, e cont, gant un ear joaüs, ar pez en deus grêt a vaillantisou, hac e lavar dezo pere eus o zud, pe o zad, pe o mam o deus bet rostet ha dêbret. Disfia ra anezo memes, en ur lavarat d’an hini a dle en assommi, rêi dezàn e liberte, hac en dêbro én hac e dud. Respont a rear neuze dezàn : Mâ, ni a tialbenno, rac bremâ souden e vezi dêbret te da-unan. Goude pera e vez lazet, goelc’het, rostet, ha neuze dêbret, ous en em exorti an eil eguile da veza courajus er brezel, evit gallout ober pourvisionou mad a guic tud evit o fest.
G. Petra sinifi ar sclasserezou en em guev e canton Bern, er Souiss ?
R. Meneziou scorn int, pere na deuzont james, hac a so deus un dounder incomprenabl ; p’en em faoutont, e reont un drous qen horrubl, ma vez lavaret e za tout ar menez da frailla ha da zailla en ear a dammou. Ar beacherrien pere a so oblijet da dremen ar meneziou-se, a vez avichou lounqet er faoutou, el lec’h ma chommont da vervel. An dour a zorti eus ar seurt meneziou-se, a so ar guella hac ar yac’hussa da eva.
G. Penos e rear an eureujou e kear Goa, en Asi ?
R. Pa zemez unan benac, an ozac’h yaouanq hac e vreg en em laqa var ur guële calet, ha neuze o c’herent ha tud an eured a vasata anezo c’hoecqa ma ellont. Ar vasadou-se a so lod eus ar blijadur hac eus ar cher-vad a rear dezo evit o eured.
G. Petra eo bividiguez habitantet Guinee, brô vras eus an Afriq ?
R. Ar vaurianed a chom er vrô-se, na vevont qet ordinalamant ouspen anter cant vloas. Beza e zeus prénved hac en em stag ous o diou c’har, hac o c’hign betec an ascorn. Goell lubric int, hac a boan e vez cavet ur plac’h honest er vrô. Oll e zint feneantet, mezvyerien, traïtour hac hep sourci. Goernissa reont o diouc’har a voalinier aour, olifant, couraill, etc. An dénved er vrô-se o deus blêo elec’h gloan, hac an dud o deus gloan elec’h blêo.
G. Petra livirit-u eus pobl enezen santes Janned ?
R. Aoun bras o deus ous an diaoul, pehini a hanvont Gregor. Pa ra curun, ne gred den sortial eus e dy, gant aoun da veza paqet gant Gregor. Ar graguez so esclav, hac a ranq ober an oll labouriou rust ; ha n’o deus qet al liberte da zêbri gant o goaset. Ar merc’het a vez demezet d’an oad a seiz pe eiz vloas.
G. Petra remerqer e fêçon beva habitantet Loango, rouantelez eus an Afriq ?
R. Ar graguez eo a had hac a droc’h an hed ; servicha a reont o goaset ous taul, ha goude e zeont da zêbri ar restajou d’ar gueguin. Pa fell d’ar roue eva, e son ur c’hloc’h, ha pepini a ranq soubla e benn betec an douar ; p’en devez evet, e soner ar c’hloc’h un eil goech, hac e saver er za ; rac den ne gred sellet outàn oc’h eva, dindan boan a varo.
G. Petra eo bividiguez habitantet enezen al Laeron ?
R. Aroc ma êruas ar Spagnolet eno, an habitantet a sonje ne voa nemeto er bed. Biscoas tam tan n’o devoa güelet, ha pa er güeljont evit ar veach qenta, unan benac diouto a dostas re dost d’an tan, hac a voc dêvet, ha na gredent qen mui neuze sellet outân nemet a bell. Ar merc’het a sell evel ur gaerentez qaout dû o dent. O demezi na bad nemet qeit ha ma qeront. Ar graguez ordinalamant a so mestrezet absolu var o goaset. O langach a so douç hac agreabl meurbet ; un estim vras o deveus evitàn ; en em sellet a reont evel ar muia speredus hac ar goella lezennet eus ar bed.
G. Peseurt Goardou en deus Impalaer Matarans, en enezen Java ?
R. E bales a so dioüallet gant dec mil maouez, hac o deus officerien evel en hon rejimantchou.
G. Pez seurt ceremoniou a vez grêt pa vez curunet impalaer Cina ?
R. Pa vez curunet, e qemer un habit labourer hac un alazr alaouret, hac ec’h hara un nebeut demeus ur parq so en templ. Ur c’hustum ancien eo etablisset etouez ar Cinais, evit digas sonch d’an impalaer penos e oll vadou na deu nemet eus a c’hoezen hac a boan ar bobl, hac e tle evit se e venaji.
G. Petra veler a gurius e Salisbury, en Bro-Saus ?
R. Tour an ilis cathedral, pehini eo an huella eus ar rouantelez. An ilis-se e deveus qen alies a zôr evel a vis a so er bloa ; qen alies a brennest evel a so a zeves, ha qen alies a billier evel a so a heur.
G. Petra livirit-u eus a brovinç Samogitier e Pologn ?
R. Lavarat a rêr ne all qet ur plac’h bale en nôs, nemet ur c’houlaouen alumet e devez en he dorn, ha daou gloc’hic staguet a bep costez dezi. Na zemezer qet ordinalamant eno ar vugale német da drêgont vloas.
G. Petra ra an Albanistet pa varv unan anezo ?
R. Mont a reont, an eil goude eguile, da c’houlen digant an hini maro, perac en deus abandonet anezo, hac e reont dezàn mil guestion evelse.
G. Petra a gavit-u a ral en Amadabad en Asi ?
R. Goelet a rêr eno hospitaillou evit al lapousset, hac evit al loëned all en em guev clàn, pere a vez panset ha soignet gant ar bayanet.
G. Pez seurt poan a rêr souffr d’al Laeron, en kær Achem, en Indes ?
R. James n’o laqer d’ar maro ; mes evit ar c’henta laeronci e vez troc’het an dorn betec an azorn : evit an eil e vez troc’het eben, hac avichou un troad, pe daou memes.
G. Expliqit dìn petra eo menez Pic-Adam en Indes ?
R. Beza e deus diou lêo a hueldet. Aroc êruout e bar ar menez, e caver ur blenen gaer, e creiz pehini e zeus ul loaguen goall doun eus ar goella dour a ouffet da eva, demeus a behini e sorti meur a voas dour, a ziruill e traon ar menez, hac a form an teir rivier brassa deus an enezen. Guelet a rer e qichen al loaguen un daul men, var behini e zeo gravet merq troad Adam, pehini, eme an habitantet, a zo bet crouet hac entêret var ar menez. Sonjal a reont ivez penos ul loaguen dour sall, pehini a so tostic eno, a so bet formet eus an daelou a scuillas Eva var Abel. Evit êruout var leyn ar menez, e ranqer crimpat dre chadennou houarn, pere so staguet expres evit se, rac anese vez impossubl pignat eno. Var al leyn e zeus ur blenen rond, hac e deus daou c’hant pas.
G. Peseurt bividiguez o deus ar C’hanibalet ?
R. Bale a reont en noas, ha ne vailluront james o bugale, ar pez a ra ma zint nerzus ha formet mat ; o laqat a rêr en ur baner coton ; ha d’an oad a bêvar mis é valeont var o farlochou, hac en em habituont qement da se, qen a redont buannoc’h eguet den, pa vent rentet en un oad avancetoc’h. Peb tad a famill en deus e gabanen, e pehini e command. Ar graguez, an devez goude m’o deus ganet o bugale, a labour evel an ordinal ; mes lavarat a rêr en em laqa an ozac’h er goele, e pehini e rêr dezàn chom epad meur a zevez, hac epad pere e rêr dezàn ivez observi ur yun gouell rigorius. Ar botret a so atao destinet d’ar brezel ; dêbri a reont o enemiet, casi evel ar bresilianet. Adori a reont an Doueou mad ha droug, hac e credont ivez en ur vuez hep fin eus an ene. Pa varv unan benac, e reont dançou trist, en ur grial en ur fêçon spontus. Mar en deus an hini maro ur morian, e lazer anezàn evit mont d’e servicha er bed all : entêri a rêr ivez gantàn e veublou hac e guy.
G. Lavarit dìn un dra benac eus a Keyserlautern.
R . Er bloa 1749 e voe trapet en ur stanq e qichen ar guær-se, ur pesq pehini en devoa tost da nontec troatad a hirdet ; hac ar pez a voa a guriussa, e zoa ur pez coëor a voa staguet dindan e vrencqou, var pehini e voa gravet en langach grecian ar c’homzou-mâ : Me eo ar Pesq laqet er stanq-mâ dre daouarn propr Frederic II, impalaer, ar 5 a vis Here 1230 ; ar pez a zisq en devoa neuze ar pesq-se pemp cant nontec vloas.
G. Petra a veler a gaer e Strasbourg ?
R. Tour an Itron Varia. Tost da zaou c’hant vloas e voet ous e batissa. Beza e zeo an huella colonen begueg eus an Europ. Pemp cant pêvarzec troatad ha tri-uguent a hueldet e deus. En deiziou a rejouissanç e vez alumet goulou partout endro dezàn. C’hoezec cloc’h a voa ennàn ; an hini brassa a boeze trivac’h mil livr. — An Horolach a so ebars an ilis a so ur pez ar c’haera : merqa ra tro ha distro ar stered, an eol, al loar, ar fallaennou, ar sêzonou, ar vijilou, ar goueliou, ar misiou, an deveziou, an heuriou ha minutou. Ar pêvar oad eus an den, represantet dre figuriou convenabl, a basse hac a son ar c’hardeuriou var clêyer bian. Neuze e teu ar Maro, chasseet gant ur C’hrist ressuscitet, pehini gouscoude a bermet dezàn sqêi an heur, evit digas sonch e ranqer mervel.
Goelet a rêr c’hoas en ilis S. Thomas, ar Volz caer en deus laqet Louis XV da sevel d’ar Marichal bras a Sax. E traòn ur golonen begueg e veler an haros armet, e benn curunet a laure, hac en e zorn e vas a gommandamant. Disqen a ra gant ur pas hardis bras ar pazennou a gundu d’ar volz, en ur sellet ous ar Maro gant un ear indifferant. A deo e mâ ar bobliou var pere en deus gounezet ar victor, dindan figurennou convenet. A gleiz, ar Garantez en daelou, a fix anezàn, hac a ranvers e flamboesen. Var ar pazennou e veler figur ar Franç, gant un ear gracius meurbet, ha leun a vadelez, pehini deus un dorn en em efforç da zerc’hel ar Marichal, ha deus eben e pouls ar Maro a so a gleiz d’ar volz, an doulsizl en he dorn, pehini a hast an haros da antren er volz a zalc’h digor. Er c’hostez all deus ar volz e mâ figur Hercul, a behini ar glac’har mâl ha bras a gontrast gant hini ar Franç.
G. Nac e Lyon, petra a veler a gurius ?
R. Horolach ilis an arc’hescopti. Grêt eo eguis un tour carre, peur-echuet dre un dom, aziouc’h pehini e zeus ur c’hoq hac a anonç an heur en ur digueri e ziou-esqel, hac o cana teir goech. Var ar pondale bian a gurun an dom, e zeus ur souiss, pehini, qerqent ha ma commanç ar c’harillon da son, a deu da sqêi an heur gant ur morzol. Var pêvar gadran e deus an horolach-se, e zeo merqet casi qement a so var hini Strasbourg.
G. Petra a veler a ral e kear Turin ?
R. Guëlet a rêr ur Punç hac a so construet en ur fêçon dreist-ordinal, dre ma ranferm ur pazennou hac e deus un diribin douç, dre behini ar mulet a ell disqen ha pignat, hep en em rancontri.
G. Petra a leverot-u din eus a guear Toulous ?
R. Vardro ar bêvarzecvet cantvet e voe formet ur seurt Academia eno, ar gossa eus an Europ, e pehini an academicianet a bedas ar boetrianet, hanvet er vrô-se Troubadour, da asista en o assamble, an deiz qenta eus a vis Mae. Prometi a rejont ur Violeten aour d’an hini a raje ar goella rimou ; ha Clemanç Isaura a deuas, vardro creiz ar c’hoezecvet cantvet, evel ar fondatores nevez eus an etablissamant caer-se, en eur rêi lôd eus he madou evit fondi pêvar bris nevez, ar pez a reas pemp fleuren, eus a bere ur pas-voulous hac ur rozen-gouez aour, ur violeten, ur sourcy hac ur fourdilisen arc’hant, eus a dalvoudeguez c’hoec’h cant scoët. An Autrou Florian en deus grêt ur voerz caer var se.
G. Pegueit e vev ordinalamant an anevalet ?
G. Petra eo ur Grenamant douar ?
R. Re hir e vez dìn dont da explica deoc’h ar penn-caus eus ar burzud horrubl-se. Lavaret a rìn hepqen penos en diabars an douar e zeus ear, matieriou nombrus, hac a guemer tan, un dour dreist musur, pehini, dre e vogueden nerzus bras, ha dre ma zeo ranfermet qer stard e fonç an douar, a deu oll da ober effortjou incomprenabl evit caout un digor. Rac-se eta, e zeo an ear, an tan hac an dour a so caus d’ar grenamant douar. Ur spont eo clêvet comz eus ar maleuriou en deus occasionet. Er bloa 1755, Lisbon, kear gapipal ar Portugal, a voe oll dêvet, hac an darn-vuia eus an tiez a voe lounqet e calon an douar, hac un nombr bras a dud ivez. En Ameriq e zeus güelet crenamant douar epad ur bloas. Anfin, ar maleur-se a êru re alies.
G. Petra eo ur Menez a dol tan ?
R. Ur menez hanvet isfound tan, e fonç pehini e zeus eur môr a dan, ha pehini, pa deu da zislounqa ar pez a so ennàn, a ra qent commanç un drous an horrupla dindan an douar, qer crén hac ar gurun ar spontussa, ha c’houitelladennou eüzus. Güelet a so ar seurt isfontou-se o tislounqa môriou plom, houarn ha coëor, bervet oll, ha ruz evel an tan, eus a ziou lêo hirdet, pere a ruille vardro, hac a zê d’en em goll ebars er môr. Avichou e laqa parissa enezennou elec’h ne voa nemet môr, hac e tistol goaziou dour bervet, pesqet, mein ; anfin, qement tra oll a ell caout. Er bloa 1640 e zeus goelet bete diou lêo ha daou-uguent tro a zouar, goloet oll a ludu distolet deus un hevelep isfound. Avichou memes e tisec’h ar môr a vez tost, hac e tislonq neuze dour sall, hac a ravach an douarou divar dro.
G. Pehini eo Roue an Anevalet pevar droadet ?
R. Al Leon, aneval caer, terrubl ha generus. O veza achappet unan eus e lochen, e Floranç, e laqas ar spont dre oll. Etoues an dud a dec’he, e zoa ur vreg a zougue he buguel etre he divrac’h, hac a lezas da goeza. Al Leon a saillas varnezàn evit e zevori ; mes ar vam baour a zistro râctal, ha leun eus ar garantez ardant e deus evit he buguel, en em strinq ous treid al loen furius : « Rent dìn va buguel, emezi d’al leon, en ur grial ; rent dìn va buguel, pe devor ac’hanòn ivez… » — Al Leon a sell ferm outi ; hac evel ma en devije santet ar glac’har vras eus ar vam disesperet-se, ha comprenet an nerz eus he daelou, e seblantas beza tenerrêt e garacter farouch, hac e pozas goustadic ar buguel var an douar, hep ober nep seurt poan abet dezàn.
G. Pehini eo Roue ar Pesqet ?
R. Ar Balen, dre ma zeo ar brassa tout. Beza e zeus hac o deus bete daou c’hant troatad a hirdet, hac a fournis betec cant bariqen heaul.
G. Pehini eo Roue al Lapousset ?
R. An Erèr eo, dre e nérz, e gourach hac e bromptidiguez, Lavarat a rear en deus trivac’h troatad a ledandet, pa vez digor e ziouesqel. Beza a zo hac a anlev dénvet ha bugale, da gass en o neiz evit devori. Ur paysant a lazas unan a doliou perchen, pehini a falveze dezàn anlevi ur buguel a bemp bloas. — Pa zoat o choas ur Roue d’al Lapousset, e voe decidet henvel an hini en devije nijet an huella tout. Al Laouenanic paour en em laqeas ive var ar renq, ha pa velas na elle qet heuill ar re-all (sellit ar finese !), cetu én ous en em bosi sioulic var guein an Erèr ; pehini, o veza nijet calz huelloc’h eguet an oll lapousset all, a zistroas da zellet outo gant mepris, hac e yas pelloc’h. Anfin, scuis bras, en em lavare a outàn e-unan : na ellàn mui ; ret eo dìn disqen. Al Laouenanic o clêvet se, a guemer e nich, hac a lavar d’an Erèr : Penos, corf lach, n’out qet evit va heuill ! me a ya da vont calz huelloc’h ; mes en em bosi a eure adare var an Erèr, pehini n’er sante qet, hac e teujont d’an douar ; mes al Laouenan o qemer c’hoas e nich, na êruas en assamble nemet an diveza, hac a lavaras a boes penn : Me meus gonezet ar victor, ha n’e don tam scuis. Ractal e voe hanvet Roue bian, en gallec Roitelet, ha dre gorruption neuze e voe hânvet Laouenan. Alies eo gouelloc’h an ingin eguet an nerz.
G. Ha gouir eo e verzer ar Groaguez ?
R. Ia, goechal, en Bro-Sauz, p’en devije un ozac’h c’hoant da guittât e vreg, e vijent cunduet o daou d’ar marchat, ur gorden en dro d’o gouzouc ; eno neuze un hucher a laqe ar vreg en goerz, hac an hini a laqe ar muia en devije anezi. Epad qementse, an ozac’h a vije ornet e benn eus a guerniel.
G. Pet Roue a so bet en Franç ?
R. Dec ha tri-uguent, en ur gonta Charles X, pehini a ren bremâ.
G. Petra a lavarit-u deus ar Vaccin ?
R. Ar Vaccin a so un donêson ar gaera digant Doue, rac goechall e vije rentet dall calz a vugale gant ar vrec’h, hac e varve un nombr immanç gant ar vocen-se ; mes ar vaccin a oppos ur seurt horreuriou, ha, dre c’hraç Doue, na velomp mui a vugale o tont da veza ar victim eus ur c’hlénvet qen terrubl. — Evit ar bloa, ur vreg a guær Marseill, e devoa pemp buguel ; conseillet e voe da laqat o vaccina ; mes hi a refusas crenn. Ur mis goude ar vrec’h a grogas enno, hac e varvjont o femp, Pebes glac’har evit ar vam desolet-se ! Ar valeuruses a gollas he speret, dre an nerz eus he c’hlac’har, ha souden e varvas. Esperomp e tistrujo ar Vaccin grizien ar vrec’h.
G. Goude beza comzet din eus ar vroyou all, grit dìn hanavezout ive hini va brô.
R. Ar zourcen eus a bobl Breiz en em goll, evel hini an darn-vuia eus ar bobliou all, en devalijen an amzer gôs. Un autor ancien (Parthenius) a assur deomp penos, er bloa 3100 eus a greation ar bed, ar Gallaouet a voa gouarnet gant ur roue hanvet Britannus, pehini a voe bisitet gant Hercul, pa dremenas er vrô evit mont d’ar Spagn da gombati Gerion ; ha penos an haros bras-se, o veza roet e galon ha plijet d’ar brinces Celtina, homàn e devoe ur mab dioutàn, hanvet Celtes. Un historian all (Diodor) a lavar e devoe daou vuguel ; Celtes ha Galathes, demeus a bere e zeo deut an hanoyou a Breizis, Celtiqet, ha Gallaouet.
Cheffou ar Religion ancien, en Breiz, a hanvet Druset. Ar ceremoniou devot a vije grêt e fonç ur forest vras. Ur men a serviche da auter, hac ur vezen dêro da dapisseri. An antêramanchou a vije grêt gant calz a vagnifiçanç. Dêvi a rêt corf an den maro, ha gantàn ar pez en devoa a breciussa, e armou, e guezec, e esclavourien, avichou memes e guerent a falveze dezo beza dévet gantàn.
Er fêçon-se e voa ar stat civil, religius ha moral a Vreiz, qent mac’homeres ar Romanet.
Qerqent Cesar a apparis e brô C’hall, hac ar religion, al liberte, hac an institutionou a so distrujet. Mes ur pennad goude, forcet da drêi e armou a enep broyou all, ar Breizis a guemer o re, hac e zint trec’h d’o adversourien. Nombr bras a vloaveziou e zint bet en brezel, avichou trec’hourien, avichou esclavourien.
Eus ar bloa 402 da 406 ar Breizis-Arvoric a sonjas anfin beza mestrou en o brô, hac e chassejont ar cheffou Romen. Ar Breizis a hanvas hac a hanavezas evit Roue Conan Meriadec Prinç a Albani, commandant trouplou Breiz, pehini a voa bet hanvet Duc an Arvoric dre urz Maximin an tyrant. Conan, den vaillant ha prudant, goude beza trec’het oll adversourien Breiz, a deuas da veza fondator Rouantelez Breiz, ha Roazon a voe ar guær Capital.
G. Goude beza grêt demp anavezout hon zourcen, comzit dìn bremâ eus a un action gaer benac eus a Vreizis.
R. Re am bez da lavarat rac a bep amzer Breizis a so bet potret vad. Cesar a vouie se erfat. Mes mont a ràn da recita deoc’h un action, hac a servicho da sqüer evit oll fejou va broïs.
Er bêvarzecvet canvet, epad ur brezel hir e devoa lec’h en Breiz, Charles de Blois, ha Yan IV, comt a Vontfort, en em dispute var succession hor bro. Charles de Blois a voa sicouret gant trouplou roue Franç, ha Yan a Vontfort en devoa galvet d’e sicour un nombr infinit a zoudardet roue Bro-Sauz, a bere en devoa goloet Breiz.
Epad un nebeudic amzer a beoc’h, pa sonjet beza tranqil, ar Sauzon na rent nemet pilla ar vro. Calz a baysantet a deuas d’en em glêm d’ar Marichal a Franç Beaumanoir, pehini a gommande ar Vretonet e Josselin. Ar chevalier breizad o zelaouas gant ur guïr despet, hac a brometas dezo justiç prompt. Mont a eure ractal da Bloermel, hac e reprochas da Vembro, ar Gouarner Sauz, gant calz a zouçter, an dizurzou a goumette e zoudardet, hac e nebeut a respet evit e gomz. Ar Sauz a respontas gant un insolanç pehini a choqas ar Marichal, ha goude un disput bras etrezo, Beaumanoir a broposas da Vembro ur gombat a drêgont Breton a enep trêgont Sauz, ar pez a voe acceptet ractal.
Qerqent evel m’en devoe roet da anavezout da c’harnison Josselin an defi en devoa roet da Vembro, an noblanç oll eus a drouplou Beaumanoir a reqetas caout an enor d’e zicour en un action qen glorius evit ar vambro : ne voe ambarrarset nemet var ar choas. Bembro, er c’hontrol, na ellas qet caout etouez e re an nombr a drêgont. Anfin, gant calz a boan e testumas anezo a bep tu. Plaç ar gombat a voe choaset tost da ur vezen dêro hanvet Dêroen an anter-hent, rac er memes distanç e voa da Josselin ha da Bloërmel. Un nombr bras a dud en em gavas var al lec’h, evit güelet ar gombat.
Aroc commanç, Bembro, pehini en devoa qeuz a lavaras da Veaumanoir e zoa en em angaget re scànvic en ur seurt affer, hac e crede e voa goelloc’h gortos consantamant o rouane, qent sqêi taul. Mes ar Vretonet, impatiant d’en em vusuri ous ar falserïen, a grias oll assambles penos ne voant qet deut da blaç ar gombat evit retorn hep gouzout piou diouto pe diouz ar Sauzon en devoa ar gaera mestres ; ha memes, en em denna hep combati, a vije en em laqat goapât hac en em dishenori dirac ar guenvroïs. — Hoc’h obstination, eme Bembro, a za da laqat Breiz oll e caon, ha na ramplaço biqen an dud vaillant eus a bere e za da veza privet. — Falvezout a ra calz da ze, eme Beaumanoir, ar gourach o luguerni en e zaoulagad ; rac na zit qet da sonjal em bez amâ ganén ar vaillanta eus a chevalierien Breiz : ne domp nemet ar re nebeuta. An autrone a Laval, a Rochefort, a Loheac ne maint qet ganeomp ; mes ar brezellerien am accompagnuneca, a so aoüalc’h hepqen evit ho trec’hi.
Neuze e voe roet ar signal, hac ar gombaterien renget var diou renq, e faç an eil d’eguile, a saillas gant fulor var o adversourien. Dabord, an avantach a seblante beza evit ar Sauzon. Ar Vretonet a gollas Geoffroi de Mellon ha Geoffroi Poulart, o daou ecuierien, pere a voe lazet a dolliou lanç, ar chevalierien Yoen Charruel, Caro de Bodegat, hac an ecuier Tristan de Pestivien a voe discaret a dolliou morzol, ha grêt prisonnerien dre Bembro. Goude calz a effortchou, en pere e tisputet ar victor gant ur boan vras, hac o veza scuis meurbet hac accablet gant an domder, en em separjot a bep costez evit qemer halan hac en em refresqi ur moment.
Beaumanoir, o velet e zoudardet diminuet dre ar c’holl a bemp eus e re, a erbedas ar re-all da redoubli a effortchou. Neuze an ecuier Geoffroi de la Roche, o veza lavaret dezàn penos ma vije armet chevalier, e santje redoubli e nerz hac e gourach, ar Marichal a autreas dezàn ractal an urz eus ar chevalliri, ous en exorti da ober erfat da heuill exempl e dad côs Budes de la Roche, pehini a voa en em brudet bras e brezeliou an Douar Santel.
Ar momentic-se a beoc’h a voe heuillet eus a ur stocaden horruploc’h eguet ar guenta. Beaumanoir en em disqeuzas vaillant dreist musul ; mes blesset e voe, hac ar c’holl eus e voad, o veza en alteret terrubl, e c’houlennas da eva ; neuze eo e reas Geoffroi du Bois dezàn, unan eus e vignonet, ar respont brudet-mâ : Beaumanoir ev da voad, ha da sec’het a dremeno. Ar seurt reproch-se a biqas enor ar Marichal, pehini a guntunuas da gombati gant calz a gourach ; gouscoude, accablet dindan an nombr, e voa var ar poent da veza grêt prisonnier gant Bembro, pehini a grie varnezàn d’en em renta, er moment ma voe lazet ar chef Sauz-se gant Alan Ꝃanrais ecuier Breizad, pehini a roas dezàn un tol lanç, hac en discaras maro d’e dreid, al lanç o veza antreet en e lagad hac en e empen. E varo a laqas an disurz etoues ar Sauzon, hac ouspen, a ziangajas eus o c’homz an tri Breton, Charuel, Bodegat, ha Pestivien, pere a voa prisonnerien ; hac o veza bet delivret, e qemerjont lod er gombat. An ecuier Gouillou de Montauban a echuas, dre ur finesse brezel, da laqat ar Sauzon en diroud : sailla a eure var e varc’h, hac o veza gret ar vân da guemer an tec’h, evit o zenna var e lerc’h, e reas troyou ha distroyou cam, hac e teuas d’ar c’haloup d’en em mesqa en o zoües, en eur ranversi anezo hac a deo hac a gleiz a doliou morzol. Ar Sauzon a gollas courach neuze, hac ar re na voe qet lazet er gombat, a voe grêt prisonnerien, ha cunduet da gastel Josselin gant ar Vretonet triomphlus.
Cetu aze ar recit fidel eus ar gombat memorabl-se, pehini na vezo biqen ancounac’hêt etoues ar Vretonet, na gant ar Sauzon memes.
Ar gombat-mâ en devoe lec’h er bloa 1350, d’ar sadorn aroc sul al Letare.
G. Contant bras oun eus ho recit ; mes carout a rafen clêvet henvel ar Vretonet vaillant-se ?
R. Cetu-int amâ : — Chevalierien,
Robert de Beaumanoir. *
An Autrou de Tinteniac. *
Gui de Rochefort.
Yoen Charruel.
Robin Raguenel.
Huon de Saint-Yvon.
Caro de Bodegat.
Olier Arrel.
Geoffroy du Bois. *
Yan Rousselet.
Guillou de Montauban.
Alan de Tinteniac. *
Tristan de Pestivien.
Alan de Ꝃanrais.
Olier de Ꝃanrais.
Louis Goyon. *
Geoffroy de la Roche. *
Guyon de Pontblanc.
Geoffroy de Beaucorps.
Mauriç du Parc. *
Yan de Serent. *
N. Fontenay.
Huguet Trapus.
Geoffroy Poulard.
Mauriç de Tronguidy. *
Gestin de Tronguidy. *
Guillou de la Lande. *
Olier de Monteville.
Simon Richard.
Guillou de la Marche.
Geoffroy de Mellon.
Ar steredennou a verq ar re o devoa c’hoas o nizien bian beo, aroc ar revolution.
Ur Groas a voe savet goude er plaç-se ; mes distrujet eo bet casi oll er revolution. Lenn a rêr c’hoas gouscoude e lizerennou ancien, var ar sichen a supporte anezi : Da vemor perpetuel ar Gombat a Drêgont, gonezet gant an Autrou ar Marichal de Beaumanoir, er plaç-mâ, er bloa 1350. — Louis XVIII en deveus laqet sevel un azroüez ar c’haera er plaç-se memes, evit renta henor d’ar Vretonet vaillant pere a voezas exposi o buez evit sauvetât o brô eus a valiç o adversourien, ha da zigaç sonch d’an oll Vretonet da zont d’o imita, mar bez ezom.
G. Piou en devoe da zisput evit beza Duc a Vreiz ?
R. Yan a Vontfort, hanavezet evit Duc a Vreiz, dre gombat Alre, an 39 vis Guengolo 1365, a c’honezas var Charles de Blois. Gonit a reas Breiz oll, hac er meritout a rê, dre e furnes goude e victor. Ober a eure en e vrô evel a eure goechal Herri IV en Franç. Ar pez a gresq c’hoas e c’hloar, e zeo m’en devoa da gombati an daou buissanta general eus an Europ : Duguesclin ha Clisson. Emàn, dre e grueldet, a voe hanvet ar C’higuer.
Famill Montfort, assuret var an tron dre e verit, en deus possedet an Dugach a Vreiz bete ma zeo bet unanet d’ar Franc er bloa 1524.
G. Petra voe caus m’en em roas Breiz d’ar Franç ?
R. Ar brezeliou cuutunuel, hac ar garantez vras e
devoa an Duqes Anna evit he fobl, pere a gare eguis ur
vam dener. Ar Brinces-se, leun a gourach, a vertus hac
a garantez evit Breizis, o velet na elle qet resista ous ar
Franç, hep brêvi e fobl, en em resolvas d’en em sacrifia
evit ar Vretonet, o tont da zemezi da Charles VIII, roue
a Franç. Mes evit se tout, ne voe qet c’hoas unanet Breiz
d’ar Franç nemet goude maro Charles ; neuze Anna a
zemezas da Louis XII, roue a Franç, dindan pehini e
voe neuze unanet evit mad.
G. Chom a rejot fidel d’ar Franç ?
R, Er bloa 1589, calz a guæriou eus a Vreiz en em disclêryas evit an alianç a voa a enep Herri iv, roue a Franç ; mes ar Prinç mad-mâ, tad e oll sujedet, ha mignon bras d’an dud divar ar meaz, da bere e promette ar yar er pôd a deuas a benn, dre vadelez e galon, da c’honit hini ar Vretonet, pere na rejont nep effort evit en em attachi dezàn, hac abaoue ec’h eller lavaret evit goüir e zeo bet bepret ar Vretonet fidel d’o Roue.
G. Piou en deus hanavezet da guenta Herri iv evit Roue a Franç ?
R. Parlamant Breiz : Henor dezàn !
G. Petra a voe goelet a gurius e Petersbourg, capital ar Russi, er bloa 1740 ?
R. Er gouàn vras a voe er bloa-se, e voe construet eno, gant ar brassa urz, ur Pales Scorn pehini en devoa daou hac anter cant troatad anter a hirdet, var c’hoezec anter a ledandet, hac uguent a hueldet. Eus ar rivier vras an Neva e voe tennet tout ar scorn-se, pehini en devoa tri droatad a deoder. Dre ma tennet anezo deus ar rivier, e vijent taillet evel ar vein benerez ; ha pa vijent placet, ec’h arouset anezo gant dour eus a bep seurt liou. Dirac ar Pales-se e voe placet c’hoec’h canon scorn, teurniet, gant o affujou hac o rojou, grêt ive en scorn. Carguet e voent a boultr, hac e tenjot ganto.
G. Comzit dìn ivez eus a Feunteun Vozeley.
R. Ar Feunteun-se en em formas ouspen cant vloas so, dre un tourmant horrupl. Un ozac’h, spontet gant an tempest, a zortias eus e dy, hac a reas un toull en douar ; qerqent e saillas deus eno ul lomen vras a zour, gant qement a nerz, ma voe discaret d’an douar ; hac o veza bet goude tostêt gant ur c’houlaouen, an dour en em alumas, hac ar feunteun a leusqas flamou tan bras. Abaoue e deus conservet ar memes vertuz, bete so qen ma laqa en glaou ar brassa tamou coad glas ; ha gouscoude an dour-se ne deveus tam tomder ebet, hac a so memes qer yen eguet an doureyer all.
G. Roit dìn, me ho ped, anaoudeguez eus a ur Breton vaillant benac ?
R. Re am bez da ober, ma ranqen henvel ar Vretonet o deus disqeuzet e peb amzer ur gourach dreist ordinal. Pêvar hepqen a hanvin.
1. La Tour d’Auvergn, a Garahes, den eus a ur sqiant vras, hac en deus scrifet var sujet hon brô, Demeus ur famill puissant e voa, pa zeo güir e tisqenne eus Turen, Marichal a Franç, unan eus ar brassa generalet a voe. La Tour d’Auvergn eta, en em angajas en brezel ar revolution (lavaret so bet memes e plaç un den yaouanq a voa seul souten e vam) ; ha goude calz a fejou dreist-ordinal, e falvezas d’ar gouarnamant en henvel General ; mes an den vaillant na falvezas dezàn caout nep grad, nemet hini Qenta Grenadier a Franç, pehini a gonservas bete ma voe lazet gant un tol lanç en e galon, er bloa 1800. E numero er rejimant na voe qemeret gant den ; ha pa vije galvet en appel, ar grenadourien, a ur voez, a responte : Maro er C’hampr a henor !!!…
2. Er bloa 1828, Bisson a gommande ur vatimant, e pehini e talc’het forbanet prisonnerien, souden e zeo attaqet gant tri lestr preyzerien, eus a 70 den acqipach pepini. Bisson n’en devoa nemet 14 den ; mes en em resolvi a ra da rezista. Pa velas e saille ar forbanet d’an abordach, ha na chomme gantàn nemet nao den hepqen, ec’h ordren d’e dud en em sauvetât, dre ma voa en em decidet da zêvi e lestr ha da sailla gantân en ear, qentoc’h eguet en em renta d’eur seurt tud. Mil boan en devoe d’o laqat da abandoni o c’habiten : oll e falveze dezo mervel gantàn. Anfin, tec’hel a rejont, ha na chommas er vatimant nemet Bisson hac e bilot Tremintin. Emàn, carguet a indignation a enep ar forbanet, hac a admiration evit e gabiten, a dou e varvo gantàn. Laqat a ra e zorn en e hini, hac an haros Bisson, gant e zorn all, a laqa an tan er boudrieren. Ractal e saill ar vatimant en ear, gant un drous an horrupla, hac e tisparis Bisson evit jamess… Tremintin a voe stlapet var bord an aud, evel dre viracl, mes brêvet oll, hac estropiet meurbet ; vardro dre eno, e voa ive distaulet 70 forbant lazet.
Qerqent ha ma voezas ar ministr qement-mâ, e tiguemennas da Tremintin dont d’e gaout, pa vije yac’h aoüalc’h evit se. En effet, Tremintin a yas pa voe pare ; hac evel m’en em bresantas, e voe diguemeret evel un haros. Ar Roue, bepret prest da recompansi ar vaillantis, en em hastas da henori an den courajus-mâ demeus a vercou e justiç hac e vadelez.
C’hoar Bisson e devoe pemp cant scoët pansion digant ar Roue.
Bisson a voa deus an Oriant, ha Tremintin deus a Enez-Vaz.
G. Comzet oc’h eus dìn eus a Voaset vaillant ; mes, ha ne zeus qet bet ivez Merc’het a galon ?
R. Evel evit ar goaset, em bez calz da henvel ; mes na gomzin nemet a deir, eus a vroyou differant.
1. Janned d’Arc, hanvet Goerc’hes Orleans, deus a vilajen Domremy, merc’h da ur paysant.
Ar Franç a voa d’ar c’houls-se en ur stat trist, dre ar victoriou a c’honeze ar Sauzon ebars en hon rouantelez memes. Janned, evel dre un inspiration divin, en em sel evel galvet gant Doue da sauvetât ar Franç ha da chasseal an enemiet, pere a voa var ar poent da guemer Orleanç. Mont a reas eta qerqent da gaout Charles VII, roue a Franç, hac o veza expliqet dezàn sclêramant an objet eus e demarch, en em laqas e penn an trouplou, hac ec’h ancourajas an oll zoudardet, dre he exempl, en eur chasseal ar Sauzon. Cundui a reas neuze ar roue d’ar guær a Rheims, evel m’e devoa promettet aroc, evit laqat e sacri. Mes an haroses-mâ a voe qemeret e siech Compiegn, ha casset da Rouan, e pelec’h e voe condaonet, evel ur Sorcerez, da veza dêvet en beo, er bloa 1451, en mez he adversourien milliguet. Souffr a eure ur maro qer cris ha qen horrubl, gant ur gourach ar vrassa.
Louis xviii en deus laqet sevel statu Janned d’Arc en Orleanç, — An Autrou p*******[1], Breton, a reas d’e regimant arrêti dirac ar Statu-se, hac e qemeras an drapeau evit he saludi dre deir goech.
2. Ur guær o veza bet qemeret dre assaut, ar general adversour, aroc lezel commanç ar pillach, a bermettas d’ar graguez anlevi ar pez o devoa a breciussa, ha sortial a guær. Souden e voê güelet greg commandant kær o sortial, gant he goas var he diouscoas, hac ar graguez all ous e heuill er memes fêçon. Ar general adversour, carguet a admiration evit un action qen caer, a zifennas d’e arme coumetti nep dizurz.
3. Er bloa 1522, ar Sauzon o veza qemeret Montroulez dre drahison, a bille hac a laze an habitantet. Ur plac’h a gambr eus ar Ru-Vras, o veza güelet oll tud he zy tec’het qüit, a zastumas merc’het all deus ar memes ru en he zy ; hac o veza digoret scoutill ar c’hao, pehini a voa doun bras ha leun a zour, e lezas an nor vras anter-digor, en hevelep fêçon, dre ma antree ar Sauzon a vanden, e coezen er c’hao an eil var eguile, en nombr a ouspen pêvar-uguent, e pelec’h e voent beuzet. Anfin, an ty a voe forcet, hac ar plac’h generus-mâ, pehini a voa en em dennet er c’halatres gant he c’hamaradeset, a voe poursuet gant ar Sauzon, ha stlapet dre ar prennestr var ar pave. Pebes dommach neo qet bet conservet e hano !
G. Peseurt Rouanez so bet goechal e Montroulez ?
R. Mari Stuart, rouanez Scoç, brudet bras dre he c’haerdet, he speret hac he maleuriou. Diambarqi a eure e Montroulez, er bloa 1548, en eur vont da Baris evit demezi da vab ar roue a Franç. An Autrou Rohan, e penn an noblanç, a recevas anezi o sortial eus ar vatimant. Goude an Te Deum canet en ilis ar Vur, e yas da gouent S. Dominiq, e pelec’h e voa ar pales ; mes o tremen dre Vanel ar Prison, etal ar C’hoc’hi, ar pont a grevas dindan poez ar gavailliri. Ar Scoçsis en em laqas neuze da grial trahison, trahison ; mes an Autrou a Rohan, pehini a valee tost da litier ar Rouanez, a brononças a boez penn ar c’homzou-mâ : Biscoas Breton na eure trahison. Epad an daou devez a dremenas ar Rouanez e Montroulez, e voe lamet dorojou kær deus o flaç. — Piou en devije credet neuze e rancje un deiz ar Brinces gaer-se, goude beza bet ranfermet nontec vloas er prison, dont da goll he buez var ur chaffot ! Ah ! bepret e vezo clêmet Mari ; mes ar jalouses ha tyrantes Elisabeth a vezo da james execret.
G. Petra a velet a vrao goechal e Montroulez ?
R. Goüel ar Papegol. Epad mis Mae en em rassamble kæris er C’hastel, pehini na voa qet ranfermet neuze evel bremâ, hac e velet eno ar Mêr hac oll pennou kær, ar vourc’hisien, paour ha pinvidic, hac tout o famill, ar varc’hadourezet froües anfin, evel en ur pardon. Ar botret a vije recevet chevallierien d’an oad a seiz vloas, mes na dennent nemet da drivac’h. E beg Torossen Pantegot e placet ur Rondachen, var behini e voa ul lapoussic coat, hanvet Papegot.
Neuze ar Mêr, o veza grêt laqat pep trâ en urz, a c’halve ar chevalierien, pere hepqen o devoa droat da denna. Eno neuze, pepini en e renq, armet eus e fusuil, a zeporte an urzou. Qerqent ar Mêr a rê sin d’ar c’henta chevalier da denna ; ha pepini, herves e renq, a glasqe tapout al lapous. P’an devoa ur chevalier ar boneur da ziscar ar Papegot, e save neuze eno ur c’hri a joa, hac e vije proclamet Roue ar Papegot. Ractal e tiredet en kær, en ur grial a bouez penn : hen-a-hen en deus discaret ar Papegot. Diouc’h-tu e vije loget ur variqen vin e ty ar Roue. Ar Mêr, a gostez dezàn Roue ar Papegot, cheffou kær, hac ur bobl immanç, en em rente en Ilis ar Vur, e pelec’h e vije canet un oferen solanel, hac e vije roet neuze mil livr en arc’hant da Roue ar Papegot, pehini ivez d’e dro, a roe ur repas caer.
G. Peseurt marvaillou a gontet goechal e Montroulez ?
R. Comz a rêt eus a Deuz ar Pouliet, eus a Gariguel an Ancou, eus ar Ganneres-Nôs, eus a Bot e voutou coad, eus ar Buguel-Nôs, eus ar Gornandonet, pere a voa dindan ar C’hastel, o conta o aour hac o arc’hant, ha demeus a draoüigou brao evelse, pere a rê aoun d’ar vugale, hac avichou ivez d’ar re vras. Beza e voa c’hoas, ur brinces e feuntenn Campr-al-Livet, hac un all e feunteun Sant-Nicolas, pere a deue en o frennestrou d’an tol a greiz-de. Adrec forn St.-Martin e zeus ivez ur feunteun e pehini e chenche an dour e guïn deiz goüel S. Martin, d’an tol a anter-nôs, etc. — Qementse n’en deo qet estonus, rac lavarat a rêr penos, bremâ diveza e zeus bet tud speredus aoüalc’h evit daoulina dirac ur Golen !
G. Ha beza e zeus un dra gurius benac da velet en Breiz ?
R. Evel an oll vroyou all, Breiz e deus ivez meur a dra gurius da velet. Aroc 1806 e velet Tour caer ar Vur e Montroulez ; güelet a rear Tour S. Vaze, unan eus ar c’haera burzud a Vreiz ; ar Pors-môr hac ar rivierou ; grêt oll e mein beneres, ar pez na veler qet er guæriou vrassa memes. — Pebes dommach ne zeus qet a blommennou evit fournissa dour da guêris ! Istre ma ve se un ornamant, e vez ivez eus ar brassa utilite.
E Castel-Paul e veler Tour caer Creiz-kær, ur pez an hardissa ; en ilis cathedral emedi Bolz superb an autrou Visdelou.
Tost da Bont-Aven ez eus ur roc’hel vras hac a ell un den hepqen da laqat da vouja.
G. Comzit dìn ivez deus Brest.
R. Beza e zeo, hep douetanç, ar c’haera pors-môr eus a Franç, hac ec’h eller, hep ober brouderez, assuri ar c’henta eus ar bed oll, dre an antre estonapl eus ar Rad, herves rapport an autrou C… a V[2]. Mes na ellàn qet nombri amâ an traou burzudus a veler er guær-se nac en Breiz : re am bez calz da scrifa.
Goechal, peb den nevez demezet, a voa obliget da zaillad er môr an deiz qenta ar bloas. Nac a intanvezet, ma n’o devije qet gouezet o goazet qez neûn !
G. Petra a veler a derrubl vardro enez Sizun ?
R. Beg ar Raz ; ne zeus netra muioc’h spontus eguet ar passach horrubl-se ; evelse, ar vartolodet gueiz, ous en tremen, a lavar :
Va Doue, va zicourit da basseal ar Ras,
Rac va lestr a so bian, hac ar môr a so bras.
An nep na zent qet ouc’h ar stur,
Ouc’h ar garrec a ra sur.
Biscoas den na dremenas ar Ras,
N’en devije aoun pe glaz.
G. Petra a leverot eus ar guær gôs a Is ?
R. Ar guær gaer-se a lavaret a voa er memes plaç e pelec’h e mâ bremâ Douarnenez, herves Pieres Baud, hac an historianet all ancien eus a Vreiz, hac a zupposer beza bet submerjet var dro fin ar bevarvet canvet, da lavaret eo, bremâ e zeus ouspen pemzec cant vloas. Goelet a rêr c’hoas cos mogueriou, pa vez izel ar mor.
Lavarat a rêr :
Abaoue ma zeo beuzet ar guær a Is,
Ne zeus qet cavet par da Baris.
G. Petra velet goechal a gurius e Qemper ?
R. Bep bloas, deiz gouel Santez Cecila, da ziv heur goude lein, e pignet er garidou a so aziouc’h an dôr dâl, e pelec’h e voa statu men ar roue Gralon var varc’h, etre daou dour ilis S. Caourintin. Eno e vije canet var vuzic. Epad-se, ur Serjant poliç a bigne var taillard ar marc’h, ur voutaill, ur gobelet hac ur zerviet en e zorn ; emàn a gargue ar veren a vouïn, a bresante anezi d’ar roue ; mes én e-unan a eve ar gouïn, a dorche e vuzellou d’ar prinç, hac e taule ar veren var ar blacen. Ar bobl en foul a zaille evit e drapout ; hac an hini a deue d’e renta, hep na vije na faoutet na torret, en devije cant scoët evit e boan. Goude se e vije laqet ur branq laure en dorn ar roue Gralon.
G. Petra leverot deus ar C’hroasic ?
R. Ar graguez hac ar merc’het yaouanq, güisqet caer, hac ornet eus a bep seurt fleuriou, a rede var ur garrec a voa var bord ar môr, hac eno, o daoulagad savet varzu an ên, hac o divrac’h en ear, e canent, pa velent al lapousset-môr :
Lapous, Lapous, Lapous,
Digas dìn a fried ; ha dìn va amourous.
G. Roet oc’h eus dìn da hanavezout meur a bobl : comzit din ivez bremâ eus ar Vretonet.
R. Ar Vretonet a gar ar religion dieist pep tra, hac ar brassa attachamant o deus evit ar Roue ; meurbet e zint hospitalyerien. Mes reproch a rêr da galz da gârout re o banne, ha da nonpas beza propr aoüalc’h. Ar pez a eston calz a dud, e zeo guelet peguen dies e zoar azezet diouc’h taul, evel pa vez dies caout ur banq qempen evit beza en hueldet hac en distanç convenapl, ar pez a bermetfe lezel ar scudel var an daul, e lec’h e delc’hel etre an daouarn. Ar routin a ra calz a c’haou, rac na c’hoantaer qet planta goez Avalou, rac aoun da veza laeret, hep sonjal penos, amezeg an hini a blantfe goez avalou, o velet en defe emâ calz a avantach, a deufe ive d’e dro da blanta e-unan ; hac an eil e ser eguile, o defe ar blijadur da gaout ur banne gist d’o repasiou, dreist oll da derri o sec’het epad al labouriou rust eus an eaust. An tillach a vez gallet ivez beza ramplacet gant pleinch. Un c’hustum fall eo ivez eva varlerc’h den, hep rinca ar picher pe ar scudel. An habitud da lezel a bep seurt loustoni vardro an ty ; qementse oll, herves rapport ur medecin habil, a so penn-caus da galz a glénvejou danjerus. Neuze, elec’h guelvel ur medecin mad, na rear, peurvuia, nemet remejou commerezet, ha na glasqer ar medecin nemet re divezat avichou.
Qement a lavarer amâ na dle choqi den, rac ne zeus bet nep intantion d’en ober : control a se eo.
Mes, caout a ra din e zeo poent deomp achui hor C’honferançou, rac aon, elec’h dont da amusi, e teufet da scuiza, ar pez na souhetàn qet. Va dessign eo bepqen laqat tremen ur momentic a blijadur en ur len al levric-mâ. Contant, ma el plijout. Evelse bezet grêt.