Covision Iann-Grennard

Intanvez Ar Goffig,   (p. 1-4)



COVISION
IANN-GRENNARD


Laquet en rim gant Iann AR MINOUS.
————


Voar ton Kerneo.


Me a zo eur potr iaouanq, joaüs ha dizoursi,
Ha na gavan netra guell evit c’hoari dompi,
Ober scolic a louarn ive c’hoas a garan :
Vit chom da nejata, da c’hourn, d’en em gannan.

Freuzet ez eo ma forpann, freuzet ma gileten,
Diroguet tout ma brago ha ma zoq hep he eillen,
Guenime ouz n’em bilat gant ma c’hamarado,
C’hoas p’he c’harrian er guer me a me bac’hado.

Alies c’hoas hep ma c’hoan, siouas ! me renq tremen !
Ha cousquet er mæs en nos, ô tristan pinijen !
Hac en lec’h n’em zoumetin, petra ran mert fachan :
Coz etourdi ! deus ma zad, a greis tout, a laran.

Ma mamic a zo tener hac a deu d’am escus,
Mes enn lec’h zenti, enn he stad trubullius,
Netra mui nemert : fas rous ! pelloc’h mui ne galvan,
Impossubl ez eo d’he biquen ma c’horijan.

Ma breur ha ma c’hoar ive pelloc’h na espergnan ;
Ar mevel hac ar vatez bemde a insultan !
Pelec’h cafac’h eur c’hrennard a ve hanval ouzin ?
Impossubl ez eo biquen dont a-benn diouzin.

Betec memes ma mestr scol, cær en deus ma dornan,
N’hen d’eo mui, en nep fæson, vit ober din doujan ;
Queneubeut c’hoas ma ferson, queneubeut ma c’hure,
Foeï ! foeï ! foeï ! a boes ma fen me a gri e voar n’he.

Bemde hon en pinijen, bemde hon en suplis,
Voar ar zun bars ann ti-scol, d’ar zul bars en ilis,
Ar iaou, p’he choman er guer, elec’h cad ma repos
Na recevan c’hoas, siouas ! nemert ar mill-malos.

Ar potr coz c’hoas dre ann hent hac ar plac’h coz ive,
P’he n’arrian gant eur bern meign a rog din renq bale ;
Ar goer voar ar preneucho ive c’hoas a dorran :
Eur profit hon d’ar goerer ha mignon bras dean.


N’eo quet avoalc’h c’hoas din-me donet d’ho branscaillin,
Dre ma brassan plijadur teuan d’ho insultin.
Bemde din a leront varvin mui em guele,
Mes mar marvan n’eur plas-all me zonj mont gant Doue.

Ouspen da ze c’hoas ive, vel ma c’hamarado,
E plij din bemde tol meign bars ar chiminalo ;
Goude terrin ar goter, e torran an trebe,
Coll a-gren danve ar pred, ô pebes goas hon-me !

P’he n’arrian c’hoas gant quistin, prun, per pe avalo,
A tic’hourdan prim ma brec’h, tislontran ma zello,
Ma daou droad prest da redec mar gari ar perc’hen :
Ze zo caus ma zon hep toq hac ive dierc’hen.

P’he n’arrian c’hoas gant ar stal deus ar bonboniguo,
Pe guentoc’h gant eur stal-all, ma ve c’hoariello
E ran bepret ar voyen, quent evit ma tec’han,
Da attrap eur sort pe sort, goez a bet na vanquan.

Alert ez on da redec ha ret eo din bean.
Meus quet ezom a zogou da donet d’am mouchan ;
Meus quet ezom c’hoas ive, nep-guis eur jorguello.
Me renq crappat bars er goe, lampat dreist ar murio.

Ar per deus ann espailler a glenquan em jave,
Betec mesq ar c’heres azean em c’hoaze ;
Tout e zingt mad evid’hon : betec eur chopinad,
Me a efe couls a c’hui, Minous, ma c’hamarad.

Eur cigaren a fuman, hac ober ze joaüs,
Cred, enn tre ma vezin iac’h, me vo potr evurus ;
Croz na gen quet ac’hanon, bac’hado quen neubet :
Quen custum hon deus an tol quen mui n’en zantan quet.

Ann dud vras oll a groz din hac am insult bemde,
Ne meus pelloc’h hano mad en hep guiz digant-he ;
Fripon, marmous, crougaden : chetu ann hanoïo
A meus bemde da receo, dre oll meus reprocho.

Galvet e ve ar gendarm, en avis ma spontan ;
Comzet din deus ar prison, prest a vet d’am c’hlenquan,
Mes aman a zo eur potr ha n’en deo quet spontic ;
Antren bars er plas-se zo din c’hoas abredic.

N’en deus quet pell, evit guir, voar ma brassa despet,
E tic’hougis gant eur min eun evn coant da voelet :
C’heman oa eur voa vian, a oa brun ha faro…
Me, malurus, a zo caus mar gueo breman maro.

Eur momedic d’ar goude, oar ma brassa glac’har,
E clasquis ive affer, siouas ! ouz eun evn-iar,
Ha ma torris he vorzet, ret a oa e scarvoan,
Ann effet deus ma zol min a res dean camman.

Prestic goude e cafiz eur c’ham oar boez flaïo,
Ma laeris dean eur fla ha m’hen lezis eno
Bepred epad peder heur da ruzan ann douar ;
Me c’hoarze, a c’hallompe, diouar boes ma zaer gar.


Na arretis quet eno, c’hoas a ris eun tol-fall ;
Monet da sachan he varv, siouas ! d’eur paour quez dal
Pehini gant nerz ouzin, vit guir, a zistroe :
M’hen dije bet ma zapet na oant quet en bue.

Eur vuc’h ive a gavis oar ann hent o peurin,
Ha ma commansis gant meign ractal d’he branscaillin ;
Galompet a moa anei oar hed enn hanter leo,
C’houlan quet ve he ferc’hen aman ouz ma jileo.

Eur marc’h bian ha treut, me gred marc’h eur portier,
Ia, eur marc’h hag a ouie querzet scanv ha liger,
Ive c’hoas a vranscaillis, quen a res chiboudic ;
Guir eo ma na chenchan treign, me vo clenquet prestic.

Eur plac’h c’hoas gant læs pe guentoc’h gant coavon,
Oh ! p’he sonjan barz en ze e fatiq ma c’halon,
A greis tout a tiboudis gant eur min ar goassan ;
Chetu fotet ar mare hac ar plac’h o voelan.

Aboe, velquent, meus laret e chanchin a vue ;
Eno na moa nep profit, hac ar plac’hic paour-se,
Me gred e oa eur vatez, er guer p’hen harije,
Marteze divar ma fen he dije he c’honje.

Ma renqfen aman contan tout ma oll defojo,
Ve c’hir ma c’hovision, adieu, quen a vezo ;
Pedet Doue evid’hon ma n’em gonvertissin,
Marteze e vin furoc’h vit na zo c’hoas hinin.

Ar rezonamant d’ann den hac ar squient ive,
A laqua chanchamant vras, n’eun tol en he vue ;
P’he vin-me ari coz-potr bepret me a gonto
Petore goas a vin bet o commans ma deïo.

Achu eo ma femzec vla, chetu me em c’hoezec,
Ar zonj deus ma zolio quer rent ac’hanon mezec ;
Adieu d’ar grennardiach, breman me a c’heuillio,
Vell en giz d’eun den iaouanq ann oll assembleo.

Mar boant guel botr en crennard, breman ez on ive ;
Na vranscaillan quet a dud, guir ez eo quement-se,
Na lac’han quet a evnet, a ier, a c’houidi,
Mes bepret e conduan ar vue dizoursi.

Quebest bepret d’ar merc’het, en peb couls a roan ;
Hostis c’hoas hac hostises en peb couls a iennan,
Voas a ze eo d’an hini en em fi en enhon,
N’en d’eo quet guel gomod dont a ben ac’hanon.

Ha clevet ta oc’h eus-hu, aman, ma bugale,
Covision lann-Grennard dirac tud he gontre,
Dirac he amezeien, memes he vignoned.
Leret din hac eo dign da vezan absolvet.

Allas ! me voel n’en deus quet ar guir gontrition,
A bellec’h ta ouffe cad en nep guiz ar pardon
A guen alies a grim vel men deus commetet :
Memeus potr, emean, vo n’amzer da zonet.


Na roan quet vit exempl, dec’h, vit guir ar potr-man,
A bec’hini dirazoc’h, bugale, a gomzan ;
Lezet ar veign a coste hac ar c’hoz respetet ;
Bet guel ganec’h eur beren da derrin o sec’hed.

Net quet bepret n’eur jardin hac a vezo muriet
Betegout a vec’h en noas gant ar mestr diouisquet,
Staguet eno ouz ar branq pe ouz corf ar vœzen,
Exposet en pad ann de da biquo ar c’heillen.

Leret quet a langaj vil, douet quet a Doue,
Ha c’hui a vezo c’hanval, bugale, ouz ele ;
Pa pezo groet ho cresquans hac arri en ho ment,
Mar bec’h fur en crennardet, neuze oll c’hui vo zent.

Zentet ouz mamm ha tad hac ive ouz mestro,
Ar reze gant ar rezon bepred o quelenno ;
Ha mar guelet eur c’hrennard hac a vo vicius,
Tehet buan diouthan, rac d’ec’h eo danjurus.

Zentet ouz ho mestro scol, na c’hrognet quet outhe,
Na c’hoariet quet bars er c'hlas ha c’hui blijo deze ;
Disguin goel ho quentellio a c’hent-all a refet,
Na sortifet quet er mæs en guis d’ann azennet.

Na chommet quet c’hoas ive epad an ofiso,
Ma bugale, da c’hoari biquen nep sort jeuïo :
Vel ma z’eo ar jeu galoch, ar jeu bic-a-pale ;
Pa gleofet ar c’hloc’h o son tachit prim da vale.

Evurus eo ar famill hac a zav bugale
Formet gant eur regim vav : gloar a den diouthe ;
Eun trouzer, eun tapager, n’eo pelloc’h estimet,
Comzet dit deus ar c’hrennard hac a n’em dalc’h parfet.

Estim he vro en antier a zo groet evithan,
N’en deus mert an dud zod a gusfe anean,
Ann dud heb intelligens hac ann dud digompren ;
Groet bepret gant ann dud fur, dre-oll antretien.

Hir a ve ma c’hanaouen ma talc’hfen d’he c'hontan.
Quen a vo ta, bugale, ec’h an d’en em rentan
Breman bars ar solitud, ha quent mont ac’hane :
Covision eun den bras me a mo groet ive.

Piou benag a dezir goud piou eo ar c’homposer
Deus ar ganaouen ver-man, breman, voar ma flender,
Me a lavaro dean ez on hanvet Minous,
Neubeudic euz ma nessan vit guir ez on jalous.

Iann AR MINOUS.


Roet en profit ann oll ganerien.

(Propriété.)