Sonj ec’h euz va c’hoar ger, euz Treflez ?
Euz hon lojennik a Bountlez
El leac’h m’hon euz, gand hon tud karet,
Hor iaouankiz gaer tremenet ?
Eiz bugel ez oamp d’ar mare-ze,
gwiziegez, seder ha gae ;
Aliez brema, pa zonjann em bro,
E teuann da skuill daelou c’houero.
Rag ann amzer-ze diouz-omp zo pell,
Ha ni, digor hon diouaskel,
A-gleiz, a-zeou, siouaz ! zo nijet,
Heb mui gallout en em welet.
Rag du-hont p’ounn bet o pardouna,
N’em euz anavezet netra ;
Hor meziou ken glaz, ken dudiuz,
Hirio zo melen ha truezuz.
Gwez ar menez holl zo diskaret
Hag he leton a zo gwevet ;
Euz hon ti ne jom ket eur voger,
Ha trouc’het int halek ar ster.
Evel enn eunn huvre, koulskoude.
Em euz ho kwelet adarre
E ribl ar ster, e ieot ar prajou,
O redet evel oanigou.
Ha diouz ann noz, enn em d’ann oaled,
Dirag eunn tan balan bodet,
Ho kleviz, a vouez huel, o kana
Eur werz kaer da Zantez Anna.
Siouaz ! ann huvre n’eo ket padet,
Ha va c’haloun zo bet rannet
O lavaret, gant tristidigez,
Kenavo da veziou Pountlez.
Va c’hoar ger, plijadur ar bed-ma,
Evel a welann, n’eo netra,
Setu perag sec’homp hon daelou ;
En em welet raimp enn Envou.
|