D’an deiz diveza eus ar bed



EIZVET CANTIC.
Clêmou ha disesper ar re zaonet, da zeis ar Varn, goude o setanç.
Var ton : Ælez an Eê deut d'an douar.


D’an deiz diveza eus ar bed,
Peguen estranch vezo clêvet
Ar c’hlêmou eus ar re gollet,

Goude ma vezint condaounet.

Crial a raint a bouez-penn
Gant glac’har vras ha gant anquen ;
Autrou Jesus, guir Vab Doue,
Ho pet truez ous hon ene.

Ar Barner just a respounto,
O sellet rust meurbet outo :
An nôr a druez so serret ;
Pelloc’h ne zeus pardon ebet.

Gant va goad deoc’h, tud milliguet,
Ar Barados am boa prenet,
M’ar carjac’h beza bet sentet
Ouz va lezen deoc’h annoncet.

Me’meus bet oc’h avertisset
Dre voyen Predicatoret,
Er Retret hac er Mission,
Hac e meur a occasion.

Mæs c’hui oc’h eus-hi dispriset
O terc’hel ato d’ar pec’het ;
Peguer maleürus bennac oc’h,
N’oc’h eus da damal nemed-oc’h.

Va Jesus, Tad a drugarez,
Roit deomp-ni ho Rouantelez ;
P’oc’h eus evidomp oll scuillet
Ho coad sacr, n’hon refusit quet.

Re zivezat em suppliit,
Ha re zivezat e vouelit ;
An nôr a druez so serret :
Pell diouzign, tud milliguet.

Neuze, gant eur glac’har c’hüero,
Ar re zaounet oll a grio :
Adieu eta, Salver ar bed,
Adieu d’ho coad er groas scuillet.

Adieu, Æles, Sent, Sentezet ;

Adieu, querent ha mignounet,
C’hui a bign joaüs en Eevou,
Ha ni a gouez en Ifernou.

Mallos dit, tad ; mallos did, mam :
C’hui so quiriec d’hor foan estlam ;
Ra viot da viquen milliguet,
Deffot n’oc’h eus hor c’houriget.

Mallos did, mignon libertin,
Te so caos eus va oll chagrin ;
Mallos deoc’h, mæstr ha mæstreset,
Deffot n’oc’h eus hor c’helennet.

Mallos d’ar c’hartou, d’an dançou,
D’ar c’hoariou, d’an nosveziou ;
Mallos d’ar guin ha d’an dud fall,
Zo bet occasion d’hor goall.

Pec’her, pec’heres, ha te gleo
Ar pez a dle padout atao ?
Gra pinigen hep differi,
Pe autramant divezat vezi.