D'AR RE HO DEUZ KLEVET.
————
Var don ar Varivonik.
————
Ni ho trugareka meurbed
A greiz hor c’halon, mignoned. (bis.)
Pa-z-oc’h deuet da Vontroulez
Da zikour zevel ar Vreuriez. (bis.)
A galon vad hoc’h euz lennet
Ar pez hor boa d’e-hoc’h-hu skrivet. (bis.)
Ha gwir vugalez Breiz-Izel
Aman oc’h diredet a-bell. (bis.)
Eur galon eo hor c’halonou
Eur gwad eo gwad hor gwaziou. (bis.)
Hag hor c’harantez evit Breiz
A zo ker paduz hag hor (bis.)
Ar brezonek, iez hon tadou
A ziskaz d’e-omp hor mammou. (bis.)
Ma tisprizfemp iez Breiz-Izel
Ni a zisprisfe hor c’havel. (bis.)
Gand eur vamm vad ec’h omp ganet
Ha gand dour zantel badezet. (bis.)
A-bell, a-dost ni zo eur Wenn
Bretoned vad, kouls kristenien. (bis.)
Evel breudeur bemdez bevomp
Evel breudeur en em garomp. (bis.)
Dalc’homp bepred da iez hor bro
Ha meulidigez hor bezo. (bis.)
Krenvoc’h eo daou eged unan
Ret eo bout kalz da laza tan. (bis.)
Bezomb eur c’horf hag eur spered
Hor Breuriez a bado bepred. (bis.)
Mad eo breman kuzulika,
Da bep hini laret he dra. (bis.)
Hogen araog trei al lanchen
Azeomp kichen ha kichen. (bis.)
Ni ho trugareka meurbed
A greiz hor c’halon, mignoned. (bis.)
Pa-z-oc’h deuet da Vontroulez
Da zikour sevel ar Vreuriez. (bis.)
Hon anaoudegez-vad zo braz
Hag hor c’harantez brasoc’h c’hoaz. (bis.)
|
Ar Iann. — Milin. — F.-M. Ann Huel. — Proux. — J. P. M. Ar Skour.
————