DA GALON JEZUZ !
————
Ton gallek : Cœur transpercé pour nous.
Kalon leun a drue, eus torfejo an douar O, bezet ankoueus ! (Diou vech)
Eus ar glemmaden hir losket war vene Kalvar, O, bezet sonj ! o bezet sonj, Jezuz !
Eus hon bro gwaleurus a wapa breman Doue O, bezet ankoueus !
Eus ar Franz a difen holl gwirio santel ar Fe O, bezet sonj ! o bezet sonj, Jezuz !
Eus ar re o deus c’hoant da vougan ar Fe gristen O, bezet ankoueus !
Eus an tiegezio ’lec’h ma virer ho lezen O, bezet sonj ! o bezet sonj, Jezuz !
Eus an dud a labour da goll ine ar bugel O, bezet ankoueus !
Eus an ineo mat a ra bepret skol zantel O, bezet sonj ! o bezet sonj, Jezuz !
Eus an diskadurez a ra brezel da Zoue O, bezet ankoueus !
Eus an dud skiantek a glask o nerz ’barz ’n o Fe, O, bezet sonj ! o bezet sonj, Jezuz !
Eus ar mallozio bras ’deu eus kement a c’heno, O, bezet ankoueus !
Eus peden ar paour kez a ve gleb-dour ’n e barko, O, bezet sonj ! o bezet sonj, Jezuz !
Eus an dud a labour d’ar zul evel d’ar pemde O, bezet ankoueus !
Eus an niver a dud a ro d’ec’h o c’harante O, bezet sonj ! o bezet sonj, Jezuz !
|
————