Da galon sacr Jesus

A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 46-49)



Da galon sakr Jesus.
————

Sant Ian, abostol ar garantez, o veza en em ziskuezet da santez Jertrud, a lavare dezhi : « Pa vezo deut ar bed coz, ha pa vezo eat ien ar garantez enhan, me a zisculio dezhan secrejou ar galon sacr. »

An taol a zo great ; ar bed zo deut da veza coz ; ha mar gueler kementse eun tu bennag, eo en hon touez-ni. Comz a rer calz a visou, a dorfejou, hag a dra sur emaint ep niver ; ar pez a veler splamma gouscoude eo ar bed zo croummet dindan ar gosni, cabac’h gant cosni. A beb amzer ez eus bet visou ha torfejou, mes eun doare iaouankiz a velet er bed cabluz hag a ziskueze ez oa c’hoas buez enhan. Bez’ez eus tud clanv, scoet calet gant eur goal glenvet, mes a zo cre ar goad hac ar vuez enho, hag ar medesin a gaf eno peadra d’ho farea.

Bez’ez euz ive tud clanv eat ho ners digantho, eat ho goad e dour, hag ama n’eus mui a beadra da zigas ar iec’hed en dro.

En hon amzer ar bed a zo sec’het, goadet en he bevar ezel. Ker cabac’h eo eat ma en deuz beac’h o finval ; collet en deuz he nerz, he vlas ; skuiz eo.

Hogen Doue en deus louzeier hag a bare pa na vez mui esperans ebet. He oll c’hallout a deu a benn, evel c’hoari, euz ar pez a zonch d’an dud ne oufe biken beza great. Setu perak dindan ar bed a herel var he dreid e veler o sevel eienennou a vuez ha ne ket dorn an den, mes dorn Doue eo en deuz ho laket da redek. Ne ket an dud o vont var araog eo o deus digoret an eienennou-ze, mes an drugarez oll c’halloudus.

Ar gonsepsion didach hag ar galon sacr a zo diou feunteun eleac’h n’o deus an dud laket netra, mes a beleac’h e c’hellont kerc’hat cals.

Pa na vez mui a esperans, eo red e teufe ar silvidigez evel dre vurzud, euz al leac’h ne zonjer ket. Secrejou Jesus ha Mari n’eus termen ebet dezho : ar galon sacr hag ar gonsepsion didach ne dint ket donezonou roet en eur vech hag evit eur vech epken ; eienennou int digoret hag a redo ato, ha seulvui ma vezint toullet, seulvui e redo anezho an dour, me lavar ar grasou.

An eienennou all a viana an dour enho dre ma ienner anezho ; ama ne ket evelse a c’hoarvez ; seulvui a denner, seulvui a gaver da denna ; seulvui a chom da rei.

E leac’h all pa en deus bet an den ar pez en doa c’hoant da gaout, e c’hell digouezout ma en deuz he voalc’h. Ama an ene n’e deus morse he goalc’h : seulvui e tebr, seulvui a naoun e deus ; seulvui ec’h ef, seulvui e deus sec’het. Dre ma cresk an dour e cresk ive ar sec’het, ha gouscoude an ene e deus he ïoul p’eo guir pe ger bras bennak ma ve he zec’het, e deus ato muioc’h a zour eget a zo red evit he zerri.

Evel a velit, pe ve meneg euz a zaou denzor ker caer ha ker presiuz evel ma zeo calon Jesus ha consepsion didach ar Verc’hez, ar c’homzou a vang, hag an teod ne ra nemet balbouzat. Gouscoude an daou denzor-ze a zalc’h tost an eil d’egile, unan eo ar goulou deiz hag egile an heol.

Mis Mae eo mis Mari, ar goulou deiz, ar verelaouen ; Mis Even eo mis Jesus, an deiz braz, an heol.

Ar goulou deiz a gomans, an deiz a echu, a ro al leunder. Ar goulou-deiz a gas beteg al leac’h santel al leac’h ma ema ar guir sclerijen o c’hortoz an den.

Ha setu perak miz ar galon sacr a deu varlerc’h mis Mari.

An dud boas da zonjal a zevri en hor misteriou, a anavez pe gen talvoudeg eo an eienennou digor-ze.

Gouzout ha guelet a reont petra eo izomou an den.

Hogen izomou an den a zo cuzet aliez oc’h an den he unan. He zievezdet a guz outhan al louzou a dlefe da gemeret ; cuzet a ra outhan zoken he glenved. An den dievez ne voar ket anaout pe gen dinerz eo, nag an eienennou a rofe ners dezhan. Evit anaout pe ger paour eo, e ve red dezhan trei varzu ar feunteuniou a garantez hag a binvidigez. Red e ve dezhan trei varzu ar sclerijen a c’hell rinsa an denvalijen a zo var he dro. An den dievez n’en em anavez ket he unan ken nebeut hag ar pez zo en dro dezhan ; ne anavez nemeur guelloc’h an douar eget an Env. Evelse an ilis ne c’hortos ket ma teufe an dud da lavaret dezhi : Sec’het on eus ! Re hir e ve red dezi gortos. Evel eur vam e teu a ziarben dezho. Ho fidi, ho zacha a ra da vont da gaout ar feunteun a vuez. Lavaret e ve eo hi e defe izom euz an dud, ha pa dal eo an dud o deuz ar brasa izom anezhi. Lavaret a ra evel he fried divin : « An hini en deus sec’hed, deuet davêdon. »

————