War an douar stravilhet gant ar c’helou poanius,
Ar zerr-noz a ziskenne gorrek hag ankenius ;
Galv truezuz ar c’hleier er maez o ’n em respont
A sklase ar c’halonou hag o c’harge a spont.
Ar vugale souezet a zelle ouz o zad,
Mamm ha pried a grene, dour en o daoulagad,
Ha meur a durzunelig a zonje gant anken
’N he hunvreou alaouret bruzunet da viken.
Deut eo, siouaz, ar walen, ar walen didrue !
Kouêt eo ar freilh a gasti eus tre daouarn doue !
Prestik en dremwel karget e strako ar brezel…
War zav, pôtred Breiz-Izel ! Ar Frans ’c’houl ho skoazell.
War zav ! Kerz, Breizad yaouank ! Mouez skiltr ar c’hleroniou
N’hall ket mougan ’n ez kalon son karet ar biniou,
Met gwad ar vrezelourien a verv dru en ez kreiz
Ha, ma ruilh evit Bro-C’hall, e kresko enor Breiz.
Ha c’houi a zo dimezet, kerzet hep trei ho sell
Ouz an tiig arc’hantet gant an heol o sevel,
Rak krizder an disparti a dinerzfe ho prec’h
Ha nerz-kalon a ranker a-benn kavout an trec’h !
Da vro an Alzasianed, pell ’zo ouz ho kortoz,
Aet da gutuilh al lore bet laeret d’ho tud koz !
Gant holl nerz hon c’harante ni ’bedo evidoc’h
Ha sent koz ar Vretoned a heuilho ac’hanoc’h !