Danevellou a Vreiz/Kentskrid

troet gant Adrien de Carné.
Ar Wenanen Aour (l’Abeille d’Or), 1922  (p. 8-26)



KENTSKRID



D ANEVELLOU Breiz ! Setu daou c’her plijadurus ha dudius da glevet.

Da genta, evit gwir, e Breiz eo, dreist holl, e klever marvailhou ha kountadennou eus ar re vurzudusa.

D’an eil, etouez an holl draou a gounter, an danevell vurzudus, da lavaret eo Légende, e galleg, a zo bet a bep amzer hag a zo, hirio c’hoaz, ar pez a blij ar muia d’an dud wiziek, d’ar merc'hed, d’ar vugale, ha kent se d’ar varzed, tud dispar etouez ar re all.

Petra eo neuze ’ta eun danevell vurzudus ? Red eo her displega araok lenn ar pez en em gav el leor ma. An danevell vurzudus a zo henvel, eun tammig, ouz eun dra all a vez great anezan ar marvailh. Mez hueloc’h eo, kalz, eget ar marvailh, ha treac’h d’ezan.

Ar marvailh en em gav en holl vroiou. Ne vije ket diez d’eomp ober eur roll hir marvailhou ma kaver, enno, an hevelep traou, an hevelep darvoudou, henvel poch, alies, an eil re ouz ar re all, hag a zo ar gerz anezo, war eun dro, da Vro C’hall, da Vro Zaoz, d’an Itali, d’an Almagn, d’ar Rusi. Kollet eo ganedigez ar marvailh e noz tenval an amzer dremenet. N’ouzer ket dioc’h peleac’h e teu. Kountet eo a c’henou da c’henou abaoue meur a gantved, gand an holl boblou eus an Europ.

Kredi a reer, evelato, e oe savet ar marvailhou kenta, gwechall goz goz, en Arabi, er Bersia, hag e Bro Indez.

Ne ket an hevelep tra eo, avat, diwarbenn an danevell vurzudus. Mar gell eun den fin ijina eur marvailh bennak, n’hell ket hen ober diwarben an danevell vurzudus. Bez’ ez eus, atao, en danevell vurzudus, eun dra bennak a wir, eun dra hag a zo c’hoarvezet, evit mat, en amzer goz. Eleac’h beza da ugent pobl ha beza kerzet ganto holl a unan ha gant bep hini anezo, an danevell vurzudus a jom en eul leac’h hepken ; he deus he broadelez, he mamm vro ha liou ar vro ze. He deus he c’henvroïdi ; ganet eo bet en o zouez ha ne ket etouez tud all.

Eun danevell vurzudus skrivet e flamanteg a zo he ganedigez e Bro Flandrez ha ne ket en eur vro all. Kavout a reer danevellou burzudus en holl vroiou.

Maronad Dafne, gresianez yaouank, a zeu, war eeun, eus kreden ar C’hresianed. An daou varc’heg, bras direiz ha gwen kann, a lekeas Aolus Postumius da c’hounid ar brezel war ribl lagen Rejil n’int nemet brezelidi kaset gand an doueed hervez kreden ar Romaned.

Danevellou Herodot n’en em gav, enno, nemet gwerziou ha soniou a zeu, rag eeun, eus an Ejipt koz ha ne ket eus eul leac’h all.

Pez hon eus displeget, beteg hen, hol laka da lavaret, ar gwella ma c’hellimp, petra eo evit gwir, eun danevell vurzudus.

Ha setu ’ta : Eun danevell vurzudus a zo an hini ma ’z eus, enni, atao, traou a zell ouz ar relijion pe draou a zell ouz an istor, hag, aweachou, traou a zell, war eun dro, ouz ar relijion hag ouz an istor.

Mat ; merk kenta eun danevell er c’hiz se, neuze, eo m’en em gavo enni eur marz bennak, eur burzud bennak. Ar merk se a zo red klok, red a grenn, ken red hag ar c’haer en eun daolen.

E kichen ar merk se e kaver, enni, eur merk all, hag alies, daou verk all. Ar burzud a hell sellet ouz an istor pe zellet ouz ar relijion. E hell, hel lavaret hon eus, sellet, war eun dro, ouz an istor hag ouz ar relijion.

Kement se a ziskouez, evit ar gwella, ez eo an danevell vurzudus hueloc’h ha brasoc’h eget ar marvailh. Mar en em gav, e gwirionez, eur burzud bennak er marvailh, ar burzudou ze n’int nemet darvoudou estlammus, hetus pe fentus, n’o deus, enno, tra ebet diwarbenn an istor, ha, kent se, diwarbenn ar relijion.

Klevit mat, neuze, an dra a bouez bras a zeu warlerc’h kement se : Mar-d-ema spered an den o ren war ar marvailh, gand e droiou, e zistroiou, e wiziegez, e ijin, ene an den eo a ziskouez, en danevell vurzudus, e galoun, e zoareou mat, e garantez, e zantelez, e daoliou kaer.

Ar marvailh a zo, gantan, touellerez ar c’horrigezed hag ar gelc’hierien ; an danevell vurzudus a zo ganti, hano kaer an harozed hag ar zent ; an eil a zo gantan ar strobinellou, eben a zo ganti ar miraklou. Mar-d-eo Kroc’hen Azen eur marvailh gallek dispar, ha dispar eo, dishenvel bras, dishenvel a grenn eo, evelato, dioc’h Kanaouen Roland.

Ar peder danevell en em gav el leor ma a zo bet great eun dibab eus ar re wella anezo, diwarbenn an holl draou lavaret ganeomp aman diaraok. Diou anezo, Tristan hag Yzeult ha Peronig, a zisken, hep mar ebet, eus an istor, p’eo gwir n’int nemet lodennou eus ar barzoneg brudet bras roue Arzur. An diou all, Yann Postik ha Mariannig, a zo doun bras, enno, ar feiz kristen. Mar-d-eo kemmesket, gand ar feiz se, gwall gre-dennou evit eun nebeudig, ar wir greden, evelato, a jom frank, beo buezek ha doujet, en diou zanevell ze.

Brasder ar menosiou a zere, dreist holl, evel m’hon eus lavaret, ouz an danevell vurzudus. En em gavout a ra, krenn, ar brasder ze, gant pep hini eus an danevellou ze.

————


Mariannig a zispleg freaz koustians ar Vretouned, o chom leal d’he c’houn ha d’he ger, o c’hoantaat, leiz he c’haloun, ar vuez da zont, an traou didermen, an eusrusded dizivez.

————


Yan Postik, daonet dre m’en deus lezet e dud o tevi er purkator a ziskouez, ha pa na vije ken nemet dre e gastiz euzus, karantez tener, doun ha birvidik o deus ar Vretouned evit an anaoun.

Peronig eo ar bugel eurus m’ema, ennan, eur galoun a zeu da veza eus ar re zizaouzana, goude beza bet da genta, aounik ha dinerz.

Tristan hag Yzeult, erfin, a gan gant dudi, o daou, a hed o buez ha zoken e skeud tenval ar maro, ar ganaouen garantez ar grenva kerkoulz hag an denera a helljed klevet a bep amzer, etouez an holl boblou.

Er peder danevell skrivet el leor ma e kavomp, ’ta, kement tra a zo bet displeget ganeomp.

Ar burzud en em gav enno, kemmesket aweachou gand an istor, aweachou gant relijion hon tadou koz. Hogen eun dra a jom, c’hoaz, hag a zo red bras ive. Bez’ e rankont an danevellou ze, kaout eur vamm vro, kaout eur bobl, hag eur bobl hepken, o veza perc’hen anezo. Gwelet a raimp aman warlerc’h ez eo Breiz o mamm vro, ez eo ar bobl vretoun o fobl.

Gwelomp breman, pisoc’h eun tammig, an dud, ken dishenvel etrezo, m’eo kountet o buez d’eomp.

Eur marc’heg dianaf a ro, da Variannig, eur walen aour, a berz he mignoun Alan, gouliet epad an emgann, er broiou pell. Dre c’halloud ar walen ze, Mariannig, mar teu ganti eur gwall zarvoud bennak, a hell lakaat he muia karet da zont. Eun deiz, d’an abardaez noz, Mariannig a c’halv anezan. Skeuden Alan en em ziskouez, a laka ar plac’h yaouank adre e gein war varc’h hag he c’has gantan, er bed all.

An danevell vrudet bras se a gounter, ne ket en Europ a bez, evel marvailhou zo, mez e Bro Zaoz, e bro Danmark, er C’hres, en Almagn. Ne ket ’ta, e Breiz hepken m’eo bet ganet. Mat ; he deus, er c’hiz se, peder pe bemp mamm vro ; n’eus tra ne gav eun diforc’h bennak.

Hogen, pebez dishenveledigez ! pebez kemm etre an traou, etre an dud, etre ar poblou ! Lenora, en Almagn, Else e bro Danmark, Helen e bro Zaoz, kollet o fisians, a grosmol oc’h an Aotrou Doue hag a gouez er besiou gand eskern dilec’het o mignouned karet. Arete, ar C’hresianez yaouank, a ya kuit, war varc’h, etre divreac’h treut kagn he breur maro, hag an abaden a gemer he divez ive en eur c’hiz euzuz ha tenval.

Ha Mariannig ? Spountet neat eo da genta, ha ne ket souez. Komz a ra, evelato, ouz he c’hraper :

« Da beleac’h eo, emezi, m'emaout o va c’has ?

« En eur vro, va dous, m’ankounac’haer enni kement poan zo, ma pad, enni, da viken, an nevez amzer, kerkoulz hag an eurusded.

Eur plac’h yaouank all, e Breiz, atao, Gwenola, a bign, ive, war eur marc’h gwenn gant korf maro he muia karet. Digouezout a ra, gantan, gand eul liorz dudius, leun a wez karget a frouez, epad ma sav ar goulou deiz war ar menesiou :

« Eur feunteunig sklear a rede ; tud varo, oc’h eva, a zeue da veza beo adarre. »

Ne ket diez gwelet, dioc’h kementse holl, pegen dishenvel eo eur bobl bennak dioc’h ar poblou all, pep hini anezo o terc’hel start d’he spered ha d’he hengouniou.

E broiou an hanter noz, ar spesou kounnaret a strink, en eur youc’hal, en islounk, ar plac’hed yaouank spountet maro.

E Breiz avat, ar varc’heien varo a gas ganto ar merc’hed karet d’ar baradoz.

Etrezeg al leac’h dudius se eo e pign, a denn-askel, kement fisians ha kement kreden a zo e Breiz, diwarbenn eur vuez all. E bro Leon e kaner eur ganaouen zantel, he zon hag he c’homsou leun a zudi, o veuli eurusded dispar an envou. Breiziz, a drugarez d’o c’harantez kalounek evit o zud varo, a drugarez d’o fedennou pemdeziek evito, n’o deus ken c’hoant nemet digeri d’an eneou, d’an Anaoun a zev er purkator, dorojou aour al liorz peurbadus.

Dre m’en devoa disprizet an dlead santel ze eo e teu, Yan Postik, mezvier ha gadal, da veza flastret gant divreac’h kalet dir e vamm, e c’hreg hag e c’hoarezed, a walc’h hag a wask linseriou da sklerder al loar. Ar greden er spountailhou ze ha n’o deus netra da ober gand ar greden gristen, a zo en em skignet dre Vreiz a bez. Hirio c’hoaz, goude koan, e vez kountet, e peder eilyez Breiz Izel, kountaden spountus ar C’hannerezed noz.

Mariannig ha Postik, evel m’hon eus gwelet, a zo, en o buez, burzudou ma kaver enno, dreist holl, feiz krenv ar gristenien ha traou kuzet ar mister.

Hogen ene Breiz ne ket hepken ar mister a blij d’ezan.

Bez’ ez eus, oc’hpenn, en ene ze, meur a dra vat all. Kalounek eo, ha leal, ha kendalc’hus, ha leun a garantez. Pep hini eus ar plegou mat se en em ziskouez brao e diou zanevell all eus al leor ma. Kavout a reer, enno, ar burzud a zell ouz an istor kalz muioc’h eget ar burzud a zell ouz ar relijion. Disken a reont, o diou, eus gwerziou brudet bras a c’halver And Daol Round. An daol round a voa anezi eur varc’hegiez savet evit eur mennoz hepken, da lavaret eo Klask an Hanaf Santel. Bez’e c’houzer, a hend all, n’oa an daol round, ken taol nemet an hini ma azezas outi kor Zalver gand e zaouzek abostol, deiz kent e varo, ha n’oa, an hanaf santel ken anaf nemet ar c’halir en devoa, en e zaouarn sakr, o koania evit ar weach diveza.

An enklask diwarbenn an hanaf santel a zo hano anezan a bez, e buez Peronig. Ar paour keaz breizad se a zo henvel beo ouz Peredur, eus bro Gambre. Diwiziek hag abaf eun nebeut, eveltan, araok ober e daoliou ken kaer, e teu, eveltan ive, da c’hounid ar goaf diamant a laz, hag ar vasin aour a ro ar vuez d’ar re varo. I o daou a zo bet roet d’ezo, gant Doue, hep marc’hata, an ijin, ar galounded, ar zioulded, ar renadur warnan an unan. I o daou a bign beteg ar c’hargou ar re vrasa.

Peredur a zeu da veza ar c’henta eus ar varc’heien hag a zimez gant merc’h eun impalaer. Peronig a ren, erfin, war an holl armeou eus e vro ; kemeret a ra, er brezel, an Anjou, an Normandy, ar Poatou, hag e teu, divezatoc’h da veza impalaer e broiou ar sao heol.

E kaver ’ta, ken e Breiz, ken e bro Gambre, kountadennou o tisken, rag eeun, dioc’h gwerziou an daol round. Rak se buez Peronig a zo d’eomp ha d’eomp heb arvar. Gwir bater eo kementse, oc’hpenn, dioc’h mennoz ar barz breizad ar brudeta epad an naontekvet kantved, da lavaret eo Hersart de la Villemarqué.

Mat ; maronad Tristan hag Izeult, keltiek penn da benn ive, a zo anezan, marteze, ar berlezen ar gaera etouez re hon tenzor. Disken a ra ive, dioc’h gwerziou Arzur, roue bro Gambre, ha kentoc’h zoken eget ar re all, p’eo gwir e lavar, an dud wiziek, en em gave, ar maronad se, e daouzekvet kantved, e skridou dourn ar C’hambreiz.

Tristan ne ket hepken ar marc’heg kenta eo ez eo ; hen eo ar varc’hegiez he unan, o kemeret stumm eur brezellour dispar. Yzeult ne ket hepken ar verc’h a gar gwelloc’h eget ar re all eo ez eo ; hi eo ar garantez he unan, gand he daou sklerder, hini ar c’horf hag hini an ene. Yzeult melen he bleo, Yzeult glas he daoulagad a dalv, he unan penn, kement hag a dalv, war eun dro, Beatriks, Lora, Eloiza, Julia, Graziella, Mireya.

Ec’h en em gav, zoken, hueloc’h, c’hoaz, eget an holl verc’hed koant se. He c’haerder a zo kaeroc’h, he c’halouniez kalounusoc’h he habaskded habaskoc’h eget kaerder, eget kalouniez eget habaskded ar merc’hed all. P’edo Tristan o sellet, gand eun estlamm bras, ouz daoulagad glas e vuia karet, ouz he bleo kaer a rede evel eur waz aour ; p’edo Yzeult ouz hir-arvesti, gand eur souez dudius, e daoulagad Tristan, luc’hed ar spered ha tan an dellid-dreist, petra oa ’ta, an unvaniez se etre an nerz hag ar gunvelez, etre ar c’hloar hag an deneridigez ? Kementse ne-d-oa ket hepken, eme eur c’henvroad gwiziek, eur barzoneg dispar diwarbenn ar garantez, mez ar varzoniez, he unan, o kana Kanaouen kanaouennou en enor d’ar garantez. [1]

Yzeult a lavare : « Va maro ne ra netra d’in ; hen digemeret a ran, p’eo gwir e fell da Zoue e varvin ; mez o klevet eur seurt kelou, mignoun, mervel a reot, me oar ervat. Hor c’harantez ni a zo ker brao he giz ma n’hellit ket mervel hepdoun, na me hepdoc'h. »

Ha mervel a rejont. « Ar varzed vat gwechall, Beront ha Tomaz, hag an aotrou Eilhart, ha mestr Gottfried, o deus kountet ar gountaden ma evit ar re a gar, ne ket evit ar re all. » [2]


————


Danevellou Arvor a zo bel great eun dibab kaer anezo ; mez al leor ma kaver ennan tenzoriou ze hor gwiziegez vroadel, ar sonjezonou ze deuet dioc’h spered hor gouenn, a zo bet kempennet brao gant Moris de Becque. Ar skeudennou great diwar e zourn, a zo lemm o
linennerez ha reiz o arouesiou. Displega kaer a reont an holl zarvoudou burzudus se.

Al leor, hep mar ebet, a blijo bras da neb a gar hor Breiz dispar, ha ganti, al lennegez, an ijinou kaer hag ar c’haer.

ADRIEN DE CARNÉ,
Barz an Arvor.


————
  1. Anatole le Braz. Barzed Breiz (kentskrid).
  2. (J. Bédier) Istor Tristan hag Izeut.