Danevellou a Vreiz/a-bezh
Ar Wenanen Aour (l’Abeille d’Or), 1922 (p. 4-104)
ANEVELLOU Breiz ! Setu daou c’her plijadurus
ha dudius da glevet.
Da genta, evit gwir, e Breiz eo, dreist holl, e klever marvailhou ha kountadennou eus ar re vurzudusa.
D’an eil, etouez an holl draou a gounter, an danevell vurzudus, da lavaret eo Légende, e galleg, a zo bet a bep amzer hag a zo, hirio c’hoaz, ar pez a blij ar muia d’an dud wiziek, d’ar merc'hed, d’ar vugale, ha kent se d’ar varzed, tud dispar etouez ar re all.
Petra eo neuze ’ta eun danevell vurzudus ? Red eo her displega araok lenn ar pez en em gav el leor ma. An danevell vurzudus a zo henvel, eun tammig, ouz eun dra all a vez great anezan ar marvailh. Mez hueloc’h eo, kalz, eget ar marvailh, ha treac’h d’ezan.
Ar marvailh en em gav en holl vroiou. Ne vije ket diez d’eomp ober eur roll hir marvailhou ma kaver, enno, an hevelep traou, an hevelep darvoudou, henvel poch, alies, an eil re ouz ar re all, hag a zo ar gerz anezo, war eun dro, da Vro C’hall, da Vro Zaoz, d’an Itali, d’an Almagn, d’ar Rusi. Kollet eo ganedigez ar marvailh e noz tenval an amzer dremenet. N’ouzer ket dioc’h peleac’h e teu. Kountet eo a c’henou da c’henou abaoue meur a gantved, gand an holl boblou eus an Europ.
Kredi a reer, evelato, e oe savet ar marvailhou kenta, gwechall goz goz, en Arabi, er Bersia, hag e Bro Indez.
Ne ket an hevelep tra eo, avat, diwarbenn an danevell vurzudus. Mar gell eun den fin ijina eur marvailh bennak, n’hell ket hen ober diwarben an danevell vurzudus. Bez’ ez eus, atao, en danevell vurzudus, eun dra bennak a wir, eun dra hag a zo c’hoarvezet, evit mat, en amzer goz. Eleac’h beza da ugent pobl ha beza kerzet ganto holl a unan ha gant bep hini anezo, an danevell vurzudus a jom en eul leac’h hepken ; he deus he broadelez, he mamm vro ha liou ar vro ze. He deus he c’henvroïdi ; ganet eo bet en o zouez ha ne ket etouez tud all.
Eun danevell vurzudus skrivet e flamanteg a zo he ganedigez e Bro Flandrez ha ne ket en eur vro all. Kavout a reer danevellou burzudus en holl vroiou.
Maronad Dafne, gresianez yaouank, a zeu,
war eeun, eus kreden ar C’hresianed. An daou
varc’heg, bras direiz ha gwen kann, a lekeas
Aolus Postumius da c’hounid ar brezel war
ribl lagen Rejil n’int nemet brezelidi kaset
gand an doueed hervez kreden ar Romaned.
Danevellou Herodot n’en em gav, enno, nemet gwerziou ha soniou a zeu, rag eeun, eus an Ejipt koz ha ne ket eus eul leac’h all.
Pez hon eus displeget, beteg hen, hol laka da lavaret, ar gwella ma c’hellimp, petra eo evit gwir, eun danevell vurzudus.
Ha setu ’ta : Eun danevell vurzudus a zo an hini ma ’z eus, enni, atao, traou a zell ouz ar relijion pe draou a zell ouz an istor, hag, aweachou, traou a zell, war eun dro, ouz ar relijion hag ouz an istor.
Mat ; merk kenta eun danevell er c’hiz se, neuze, eo m’en em gavo enni eur marz bennak, eur burzud bennak. Ar merk se a zo red klok, red a grenn, ken red hag ar c’haer en eun daolen.
E kichen ar merk se e kaver, enni, eur merk all, hag alies, daou verk all. Ar burzud a hell sellet ouz an istor pe zellet ouz ar relijion. E hell, hel lavaret hon eus, sellet, war eun dro, ouz an istor hag ouz ar relijion.
Kement se a ziskouez, evit ar gwella, ez eo an danevell vurzudus hueloc’h ha brasoc’h eget ar marvailh. Mar en em gav, e gwirionez, eur burzud bennak er marvailh, ar burzudou ze n’int nemet darvoudou estlammus, hetus pe fentus, n’o deus, enno, tra ebet diwarbenn an istor, ha, kent se, diwarbenn ar relijion.
Klevit mat, neuze, an dra a bouez bras a zeu warlerc’h kement se : Mar-d-ema spered an den o ren war ar marvailh, gand e droiou, e zistroiou, e wiziegez, e ijin, ene an den eo a ziskouez, en danevell vurzudus, e galoun, e zoareou mat, e garantez, e zantelez, e daoliou kaer.
Ar marvailh a zo, gantan, touellerez ar c’horrigezed hag ar gelc’hierien ; an danevell vurzudus a zo ganti, hano kaer an harozed hag ar zent ; an eil a zo gantan ar strobinellou, eben a zo ganti ar miraklou. Mar-d-eo Kroc’hen Azen eur marvailh gallek dispar, ha dispar eo, dishenvel bras, dishenvel a grenn eo, evelato, dioc’h Kanaouen Roland.
Ar peder danevell en em gav el leor ma a zo bet great eun dibab eus ar re wella anezo, diwarbenn an holl draou lavaret ganeomp aman diaraok. Diou anezo, Tristan hag Yzeult ha Peronig, a zisken, hep mar ebet, eus an istor, p’eo gwir n’int nemet lodennou eus ar barzoneg brudet bras roue Arzur. An diou all, Yann Postik ha Mariannig, a zo doun bras, enno, ar feiz kristen. Mar-d-eo kemmesket, gand ar feiz se, gwall gre-dennou evit eun nebeudig, ar wir greden, evelato, a jom frank, beo buezek ha doujet, en diou zanevell ze.
Brasder ar menosiou a zere, dreist holl, evel m’hon eus lavaret, ouz an danevell vurzudus. En em gavout a ra, krenn, ar brasder ze, gant pep hini eus an danevellou ze.
Mariannig a zispleg freaz koustians ar
Vretouned, o chom leal d’he c’houn ha d’he
ger, o c’hoantaat, leiz he c’haloun, ar vuez da
zont, an traou didermen, an eusrusded dizivez.
Yan Postik, daonet dre m’en deus lezet e dud
o tevi er purkator a ziskouez, ha pa na vije
ken nemet dre e gastiz euzus, karantez tener,
doun ha birvidik o deus ar Vretouned evit an
anaoun.
Peronig eo ar bugel eurus m’ema, ennan, eur galoun a zeu da veza eus ar re zizaouzana, goude beza bet da genta, aounik ha dinerz.
Tristan hag Yzeult, erfin, a gan gant dudi, o daou, a hed o buez ha zoken e skeud tenval ar maro, ar ganaouen garantez ar grenva kerkoulz hag an denera a helljed klevet a bep amzer, etouez an holl boblou.
Er peder danevell skrivet el leor ma e kavomp, ’ta, kement tra a zo bet displeget ganeomp.
Ar burzud en em gav enno, kemmesket aweachou gand an istor, aweachou gant relijion hon tadou koz. Hogen eun dra a jom, c’hoaz, hag a zo red bras ive. Bez’ e rankont an danevellou ze, kaout eur vamm vro, kaout eur bobl, hag eur bobl hepken, o veza perc’hen anezo. Gwelet a raimp aman warlerc’h ez eo Breiz o mamm vro, ez eo ar bobl vretoun o fobl.
Gwelomp breman, pisoc’h eun tammig, an dud, ken dishenvel etrezo, m’eo kountet o buez d’eomp.
Eur marc’heg dianaf a ro, da Variannig, eur walen aour, a berz he mignoun Alan, gouliet epad an emgann, er broiou pell. Dre c’halloud ar walen ze, Mariannig, mar teu ganti eur gwall zarvoud bennak, a hell lakaat he muia karet da zont. Eun deiz, d’an abardaez noz, Mariannig a c’halv anezan. Skeuden Alan en em ziskouez, a laka ar plac’h yaouank adre e gein war varc’h hag he c’has gantan, er bed all.
An danevell vrudet bras se a gounter, ne ket en Europ a bez, evel marvailhou zo, mez e Bro Zaoz, e bro Danmark, er C’hres, en Almagn. Ne ket ’ta, e Breiz hepken m’eo bet ganet. Mat ; he deus, er c’hiz se, peder pe bemp mamm vro ; n’eus tra ne gav eun diforc’h bennak.
Hogen, pebez dishenveledigez ! pebez kemm etre an traou, etre an dud, etre ar poblou ! Lenora, en Almagn, Else e bro Danmark, Helen e bro Zaoz, kollet o fisians, a grosmol oc’h an Aotrou Doue hag a gouez er besiou gand eskern dilec’het o mignouned karet. Arete, ar C’hresianez yaouank, a ya kuit, war varc’h, etre divreac’h treut kagn he breur maro, hag an abaden a gemer he divez ive en eur c’hiz euzuz ha tenval.
Ha Mariannig ? Spountet neat eo da genta, ha ne ket souez. Komz a ra, evelato, ouz he c’hraper :
« Da beleac’h eo, emezi, m'emaout o va c’has ?
« En eur vro, va dous, m’ankounac’haer enni kement poan zo, ma pad, enni, da viken, an nevez amzer, kerkoulz hag an eurusded.
Eur plac’h yaouank all, e Breiz, atao, Gwenola, a bign, ive, war eur marc’h gwenn gant korf maro he muia karet. Digouezout a ra, gantan, gand eul liorz dudius, leun a wez karget a frouez, epad ma sav ar goulou deiz war ar menesiou :
« Eur feunteunig sklear a rede ; tud varo, oc’h eva, a zeue da veza beo adarre. »
Ne ket diez gwelet, dioc’h kementse holl, pegen dishenvel eo eur bobl bennak dioc’h ar poblou all, pep hini anezo o terc’hel start d’he spered ha d’he hengouniou.
E broiou an hanter noz, ar spesou kounnaret
a strink, en eur youc’hal, en islounk, ar
plac’hed yaouank spountet maro.
E Breiz avat, ar varc’heien varo a gas ganto ar merc’hed karet d’ar baradoz.
Etrezeg al leac’h dudius se eo e pign, a denn-askel, kement fisians ha kement kreden a zo e Breiz, diwarbenn eur vuez all. E bro Leon e kaner eur ganaouen zantel, he zon hag he c’homsou leun a zudi, o veuli eurusded dispar an envou. Breiziz, a drugarez d’o c’harantez kalounek evit o zud varo, a drugarez d’o fedennou pemdeziek evito, n’o deus ken c’hoant nemet digeri d’an eneou, d’an Anaoun a zev er purkator, dorojou aour al liorz peurbadus.
Dre m’en devoa disprizet an dlead santel ze eo e teu, Yan Postik, mezvier ha gadal, da veza flastret gant divreac’h kalet dir e vamm, e c’hreg hag e c’hoarezed, a walc’h hag a wask linseriou da sklerder al loar. Ar greden er spountailhou ze ha n’o deus netra da ober gand ar greden gristen, a zo en em skignet dre Vreiz a bez. Hirio c’hoaz, goude koan, e vez kountet, e peder eilyez Breiz Izel, kountaden spountus ar C’hannerezed noz.
Mariannig ha Postik, evel m’hon eus gwelet, a zo, en o buez, burzudou ma kaver enno, dreist holl, feiz krenv ar gristenien ha traou kuzet ar mister.
Hogen ene Breiz ne ket hepken ar mister a blij d’ezan.
Bez’ ez eus, oc’hpenn, en ene ze, meur a dra vat all. Kalounek eo, ha leal, ha kendalc’hus, ha leun a garantez. Pep hini eus ar plegou mat se en em ziskouez brao e diou zanevell all eus al leor ma. Kavout a reer, enno, ar burzud a zell ouz an istor kalz muioc’h eget ar burzud a zell ouz ar relijion. Disken a reont, o diou, eus gwerziou brudet bras a c’halver And Daol Round. An daol round a voa anezi eur varc’hegiez savet evit eur mennoz hepken, da lavaret eo Klask an Hanaf Santel. Bez’e c’houzer, a hend all, n’oa an daol round, ken taol nemet an hini ma azezas outi kor Zalver gand e zaouzek abostol, deiz kent e varo, ha n’oa, an hanaf santel ken anaf nemet ar c’halir en devoa, en e zaouarn sakr, o koania evit ar weach diveza.
An enklask diwarbenn an hanaf santel a zo
hano anezan a bez, e buez Peronig. Ar paour
keaz breizad se a zo henvel beo ouz Peredur,
eus bro Gambre. Diwiziek hag abaf eun nebeut,
eveltan, araok ober e daoliou ken kaer, e
teu, eveltan ive, da c’hounid ar goaf diamant
a laz, hag ar vasin aour a ro ar vuez d’ar re
varo. I o daou a zo bet roet d’ezo, gant Doue,
hep marc’hata, an ijin, ar galounded, ar zioulded,
ar renadur warnan an unan. I o daou a
bign beteg ar c’hargou ar re vrasa.
Peredur a zeu da veza ar c’henta eus ar varc’heien hag a zimez gant merc’h eun impalaer. Peronig a ren, erfin, war an holl armeou eus e vro ; kemeret a ra, er brezel, an Anjou, an Normandy, ar Poatou, hag e teu, divezatoc’h da veza impalaer e broiou ar sao heol.
E kaver ’ta, ken e Breiz, ken e bro Gambre, kountadennou o tisken, rag eeun, dioc’h gwerziou an daol round. Rak se buez Peronig a zo d’eomp ha d’eomp heb arvar. Gwir bater eo kementse, oc’hpenn, dioc’h mennoz ar barz breizad ar brudeta epad an naontekvet kantved, da lavaret eo Hersart de la Villemarqué.
Mat ; maronad Tristan hag Izeult, keltiek penn da benn ive, a zo anezan, marteze, ar berlezen ar gaera etouez re hon tenzor. Disken a ra ive, dioc’h gwerziou Arzur, roue bro Gambre, ha kentoc’h zoken eget ar re all, p’eo gwir e lavar, an dud wiziek, en em gave, ar maronad se, e daouzekvet kantved, e skridou dourn ar C’hambreiz.
Tristan ne ket hepken ar marc’heg kenta eo ez eo ; hen eo ar varc’hegiez he unan, o kemeret stumm eur brezellour dispar. Yzeult ne ket hepken ar verc’h a gar gwelloc’h eget ar re all eo ez eo ; hi eo ar garantez he unan, gand he daou sklerder, hini ar c’horf hag hini an ene. Yzeult melen he bleo, Yzeult glas he daoulagad a dalv, he unan penn, kement hag a dalv, war eun dro, Beatriks, Lora, Eloiza, Julia, Graziella, Mireya.
Ec’h en em gav, zoken, hueloc’h, c’hoaz, eget an holl verc’hed koant se. He c’haerder a zo kaeroc’h, he c’halouniez kalounusoc’h he habaskded habaskoc’h eget kaerder, eget kalouniez eget habaskded ar merc’hed all. P’edo Tristan o sellet, gand eun estlamm bras, ouz daoulagad glas e vuia karet, ouz he bleo kaer a rede evel eur waz aour ; p’edo Yzeult ouz hir-arvesti, gand eur souez dudius, e daoulagad Tristan, luc’hed ar spered ha tan an dellid-dreist, petra oa ’ta, an unvaniez se etre an nerz hag ar gunvelez, etre ar c’hloar hag an deneridigez ? Kementse ne-d-oa ket hepken, eme eur c’henvroad gwiziek, eur barzoneg dispar diwarbenn ar garantez, mez ar varzoniez, he unan, o kana Kanaouen kanaouennou en enor d’ar garantez. [1]
Yzeult a lavare : « Va maro ne ra netra d’in ; hen digemeret a ran, p’eo gwir e fell da Zoue e varvin ; mez o klevet eur seurt kelou, mignoun, mervel a reot, me oar ervat. Hor c’harantez ni a zo ker brao he giz ma n’hellit ket mervel hepdoun, na me hepdoc'h. »
Ha mervel a rejont. « Ar varzed vat gwechall, Beront ha Tomaz, hag an aotrou Eilhart, ha mestr Gottfried, o deus kountet ar gountaden ma evit ar re a gar, ne ket evit ar re all. » [2]
Danevellou Arvor a zo bel great eun dibab
kaer anezo ; mez al leor ma kaver ennan tenzoriou
ze hor gwiziegez vroadel, ar sonjezonou
ze deuet dioc’h spered hor gouenn, a zo
bet kempennet brao gant Moris de Becque. Ar
skeudennou great diwar e zourn, a zo lemm o linennerez ha reiz o arouesiou. Displega kaer
a reont an holl zarvoudou burzudus se.
Al leor, hep mar ebet, a blijo bras da neb a gar hor Breiz dispar, ha ganti, al lennegez, an ijinou kaer hag ar c’haer.
- ADRIEN DE CARNÉ,
- Barz an Arvor.
- ADRIEN DE CARNÉ,
enva a reot, tud vat, o selaou buez
truezus Mariannig, ar goant, koant
evel an deiz, gwenn evel al leaz. Ar
baourez keaz a zo maro he zad, he
mamm hag he c’hoarezed diganti.
Digemeret eo bet gand eur voereb fall ha piz.
Eat eo kuit he mignoun karet, gand e aotrou
koz, da stourmi a enep d’an enebourien, en tu
all d’ar mor
Ha daou vloaz zo abaoue m’eo eat kuit, ha n’he deus kelou ebet, eviti da wela ha da bidi. Pignat a ra, bemdez, da veg an tour, abaoue daou vloaz, da zellet ouz ar mor glas. Ha morse ne zeu en dro al lestr m’en em gav he mignoun karet warnan.
Petra a rit hu aze eleac’h mont da gerc’hat dour ? Ha me a vago, neuze, eun dra didalvez eveldoc’h oc’h ober netra ? Hag ar gwall bez, rust ha rok, a gas Mariannig er meaz eus he zi, ganti eur brog pounner en he daouarn.
Ha setu Mariannig o vale. Noz eo ; skedi a ra al loar etre ar gwez, ma ’z eo eun dudi.
Ar mesiou a bez a zo, warno, ar zioulded, ar peoc’h, an davedegez. Ema Mariannig o vont da denna dour eus ar feunteun.
Endra ma s tou d’an daoulin, gwelet a ra, e
mellezour an dour, skeuden eur marc’heg deuet hep beza klevet ganti. Gwenn evel an erc’h eo e
varc’h.
Harnez ar marc’heg estlammus se a lugern oc’h skerder al loar. E jakeden zu a zo, outi, brouderez skarlek evel ouz hini Alan ; ya zur, henvel mil eo ouz jakeden Alan, he mignoun karet.
Ha Mariannig a gren gand ar spount, epad ma komz outi ar marc’heg dispar ze, ma ne weler ket e zremm, abalamour d’an noz, hag a zo dinerz e vouez, evel pa vije o komz pell pell bras.
Alan, eme ar marc’heg, a zo c’hoarvezet gantan kaout eun taol kleze bras. Mat ; echu eo, koulskoude, ar boan en devoa gand e c’houli. Va c’has a ra etrezeg en hoc’h, plac’h yaouank, da rei d’eoc’h e walen aour evit lakaat doun, en ho spered, e teuan eus e berz. Dont a rai, kent ma vezo dale, d’ho kerc’hat, ha ne viot neuze ho taou, nemet unan da viken. Mar en em gav, ganeoc’h, avat, eur gwall-zarvoud bennak, n’ho pezo ken tra da ober nemet kemeret gwalen Alan hag her gervel, teir gweach. Dont a rai, neuze, raktal, d’ho kerc’hat.
War ze, skeuden ar marc’heg a ya war zisteraat hag a dec’h a zirak daoulagad Mariannig.
Sizuniou a dremen, misiou a dremen, ha Mariannig
a bign, bemdez, da veg an tour, da
zellet ouz ar mor glas. Ha morse ne zeu en dro
al lestr m’en em gav he mignonn karet warnan.
Setu ar zoner koz, e goz dillad kaon warnan, o tont a dreuz d’ar vourc’h, en eur lakaat eur chloc’hig da zeni.
Pedit, emezan, pedit evit ene Alan, ar marc’heg,
ma tigouezas gantan eur gouli marvel
epad eun emgann er broiou pell. Maro eo evel
eun den kalounek, evit e vro hag e feiz. R’hen
digemero an Aotrou Doue en e varadoz.
— Red eo d’eoc’h paouez gwela, va merc’h, ha p’eo gwir eo maro Alan, dimezi a rankit, ha kavet em eus eur pried dereat evidoc’h.
— Ho pidi start a ran, va moereb vat, na gomzit ket er c’hiz se. Ne Fell ket d’in dimezi.
— Ha me a fell d’in, Mariannig, ha kemeret a reot, da bried, Gilherm ar c’hemener ; ha ma ne fell ket d’eoc’h hen ober, me ho tanfoueltro en eun toull tenval, eur maread razed hag aered ebarz.
Pebez eureud ! va Doue ! Biskoaz n’eo bet gwelet kemend all a dristidigez. En eur vont d’an iliz Mariannig a wele ; o tont en dro e hirvoude. Ar zonerien, kel laouen peurliesa, a oa beac’h d’ezo o miret oc’h o daelou da redek.
Hag an dud holl, war an hent, a lenve, o lavaret :
Pebez truez gwelet eur seurt eureud. Mariannig ar goant, koant evel an deiz, gwenn evel al leaz, a oa, gwechal, he levenez henvel ouz hini an alc’houeder. Ha breman dimezet eo gand eur c’hemener divalo ha tort. Ouspenn, sorser eo, dioc’h a leverer.
E ti ar goaz nevez, ar fest eureud oa dare. War nez da vont ebarz, Mariannig, buhanoc’h eget eun heizez, a ya kuit en eur redek. Den ne c’hell he zizout, ha den ne oar da beleac’h eo eat.
Mariannig en em gav he unan penn er c’hoajou. Noz dall eo anezi, hep stereden ebet. Laboused dic’hiz a nij en dro da Variannig. Aoun he deus ; dinerz eo ; dioc’h he mennoz ema o vont da vervel. Kemeret a ra, en he enkrez, ar walen aour, o c’hervel teir gweach : Alan ! Alan ! Alan ! Hag en em ziskouez a ra, dirazi, ar marc’heg du, hag he lakaat adre e gein war varc’h. C’houirina a ra ar marc’h, ha lammet, ha mont kuit buhan a dreuz d’an noz.
— O mignoun ker ! nag hen zo buhan da varc’h !
— Ni a zigouezo kentoc’h gant hon ti.
— O mignoun karet, nag i a zo yen da wiskamanchou !
— Dre m’eo gleb ha yen skourn an ti ma choman ennan.
— O mignoun karet bras, lavar d’in ’ta ; e peleac’h eo da di ?
— En eur vro, va dous, ha n’eo deuet den biskoaz en dro diouti ; en eur vro m’ankounac’haer enni kement glac’har a zo: ma kaver, enni, eun nevez amzer beurbadus, eun eurusded a bado da viken. En em gavout a ri eno, adarre, gant da dad, da vamm ha da dud holl.
— O ! va mignoun, nag hen a zo buhan da varc’h, nag i a zo yen da zaouarn ! Ema da galoun o paouez lammet !
Petra zo ? Kriadennou a glever, tud o lenva a
weler ; perak an heul bras se, duhont, o vale goestad ? Mariannig a zo bet kavet maro, er
c’hoajou, gwenn dindan he c’hurunen roz
gwenn, gwenn dindan he zae eureud.
Eat eo kuit d’ar vro ha n’eo deuet den biskoaz en dro diouti, d’ar vro m’ankounac’haer, enni, kement poan kement glac’har a zo, ma kaver enni eun nevez amzer beurbadus, eun eurusded a bado da viken.
En em gaout he deus great eno, adarre, gand
he mamm, he zad, hag he zud holl.
edomp, kristenien, pedomp evit ar
re varo. Breiziz a gar o zud eat
d’an Anaoun. Pedomp evit o
eneou war an douar m’ema o
c’horfou keiz o kousket dindanan.
Kannadez ar goanv, da lavaret eo Gouel
an holl zent a zigas, dreist holl, da bep hini,
sonj eus an dud tremenet.
Epad an nozvez se kristenien, epad an nozvez se hepken, an Aotrou Doue a blij, gantan lezel an Anaoun da vont d’an ti m’o deus karet ennan, d’ar vro m’o deus bevet enni, d’al leac’hiou m’o deus labouret start enno.
Bez’ez eus, epad an nozvez se, e kement ti a zo, ken alies a zen maro hag a zen beo ; war an hentchou ken alies a zen maro hag a zelien velenet ; war an aochou, ken alies a zen maro hag a labous aod e toullou ar c’herreg.
Ha setu perak, a hed an nozvez se, e pep ti, an daol a zo gwisket. Bez’ ez eus goulou warni ; bez’ ez eus eun tantad mat a dan en oaled. Evelse ar re varo keiz a c’hell dibri eun tamm boed ha tomma o izili kroummet gand yenien ar berejou.
En nozvez se an daol a oa gwisket, hag an tan
a flamme kaer e pep ti, ya, e pep ti, nemet e ti
Yann Postik.
Yann en devoa tremenet an dervez hed da hed, o tansal epad an ofisou, oc’h eva epad an oferen, o c’hoari gant martoloded.
Chom a reas da gana, da c’hoari ha da eva, hep sonj ebet da vont d’ar gear, ken na vije war dro hanter noz anezi.
Ar re all, pa voent skuiz gand ar pec’het, a yeas kuit, ha Yann, neuze, a zeuas d’ezan. ive, ar c’hoant da zistrei d’ar gear. Dilezel a reas an davarn, ker krenv ha ken yac’h evel ma ’z oa araok mont enni. Hennez a oa e gorf ker kalet hag an dir evit ar blijadur.
Laouen gand ar banneou, e kane o tilezel an davarn, e kane o tilezel kear, e kane o vont gand e hent.
Tremen a reas e tal ar C’halvar, hep tenna e
dog, allaz ! Tremen a reas dirak an Aotrou
Doue, allaz ! hep mont da vud.
Ec’h en em gav, erfin, gand eur groaz hent. Daou hent zo aze, ma ’z eer d’e di, ganto. Ar zalver, war e groaz, a zifenn diwar laez, an hent hirroc'h. An hini berroc’h, avat, ar re varo hen darempred. Kalz tud, o vont gantan epad an noz o deus gwelet meur a dra na gomzer anezo nemet pa vezer tost d’eul leac’h santel.
Mez Yann n’en deus aoun rak netra hag ez eus, en e greiz, eur galoun mean. Marvet eo e vamm ha kanet en deus ; marvet eo e c’hreg ha danset en deus.
Mont a ra gand an hent berroc’h, o lakaat e voutou koat da drouzal oc’h mein an hent.
Du pod eo an noz, an deliou a red, kaset gand an avel ; ar broustou a gren gand eun trouz spountus, ha kammejou Yann a dregern evel re eul langouineg.
Ha Yann a gerz dalc’hmat, o kana atao, o
c’hoapaat atao.
O tremen e tal ar maner koz ar wiblen a lavar :
Distro, Yann, distro.
Ha Yann a gendalc’h gand e hent.
Pa zigouez gand al lamm dour, an dour a hiboud :
Na dremen ket, Yann, na dremen ket !
Lakaat a ra e dreid war ar vein kompezet gand ar ster hag he zreuzi.
O veza en em gavet gand an derven goz, an avel a lavar, o froumal er skourrou :
Chom ama, Yann, chom ama !
Yann avat a sko, war ar wezen, gand e vaz, hag a dremen :
E teu, erfin, e traonien ar re varo. Kleier teir barrez a sko taol hanter noz. Yann a gan hag a grog da c’houibanat ton Marionig.
Mez endra ma c’houiban, e klev trouz eur
c’harr o tant davetan, eur ballen gaon ouz e
c’holei.
Karr ar c’horfou maro eo, warnan eur ballen zu ha daou varc’h du ouz e gas. Ema an Ankou war skabel ar c’harr, o lakaat e skourjez da strakal, hag o lavaret hep ehan :
Distro pe me az troio ! Distro pe me az troio ! Yann hep aoun ebet, a ro d’ezan frankiz da dremen.
— Petra ’rez te ama, dre an hentchou, ken divezad ?
— Krapa, ha dont rust.
— Ha da beleac’h ez ez ’ta, Ankou, ma ’z eus kemend a vall ganez ?
— Mont a ran da gerc’hat an hini maro a gomz hag a gerz evit c’hoaz ; mont a ran da gerc’hat Yann Postik.
Yann a ziroll da c’hoarzin, hag a gendalc’h
gand e hent.
Neuze e wel diou vaouez wenn o tisplega lien war ar broustou.
— Petra d’eoc’h beza ken divezad er foenneg va merc'hedigou koant ?
— Emaomp o walc’hi, o sec’ha, o c’hriat, eme ar genta.
— Emaomp o walc’hi, o sec’ha, o c’hriat, eme an eil.
— O walc’hi petra, o c’hriat petra, merc’hed koant ?
— Linser an hini maro a gomz hag a gerz evit c’hoaz, linser Yann Postik.
Yann a c’hoarz leiz e gof hag a ya pelloc’h.
Ha klevet a ra golvisier ar c’hannerezed noz
o tregerni war vein an douez ; o gwelet a ra, o
unan, dizale, o walc’hi, en eur gana o diskan
klemmus :
Ken na zeui kristen salver
Red eo gwalc’hi hol linser
Dindan an erc’h hag an ear.
Dal ma welont ar paotr, e teuont holl en eur red, o kinnig d’ezan o linseriou hag o c’houlen digantan o gwaska da lakaat an dour da vont kuit diouto.
Lakaat a ra Yann, neuze, e vaz a gostez, ha kemeret penn al linser a ginnig d’ezan unan eus ar merc’hed maro ; teurel a ra evez da waska en hevelep tu ganti, rak, her gouzout a ra, n’eus tro all ebet evit na vijed ket lazet.
Endra ma tro al linser er c’hiz se, setu kannerezed all o tont en dro d’ezan ha Yann oc’h anaout e vamm, e c’hreg hag e c’hoarezed, an holl o youc’hal :
Mil malloz d’an hini a ankounac’ha ar re varo ! Mil malloz d’an hini a lez anezo hep pedennou ! Mil malloz d’an hini a lez e dud da zevi er purkator.
Hag i ha heja o bleo dispak en eur c’hourdrouz anezan, hag a dreuz d’an draonien, d’al lanneier ha d’ar c’hoajou, a bep tu, mouesiou a zav, o krial :
Mil malloz ! Mil malloz !
Yann, er meaz anezan e unan, spountet evel ma ’z eo, a grog da waska d’an tu all. Al linser a stard e zaouarn ha Yann a gouez, lazet mik gant divreac’h kalet ar gannerez.
O tremen dre eno da c’houlou deiz, he fodad leaz livriz war he skoaz, eur plac’h yaouank a welas Yann da c’hourvez war vein glas an douez. Kavout a reas d’ezi en doa, ar gwin ardant, her pilet eno ; tostaat a reas, eur vroennen ganti, d’hen dihuna. O welet e chome atao diflach, ar plac’hig a grogas aoun ganti hag ez eas prim d’ar geriaden da c’houlen skoazel.
Savet e oe ar c’horf ha lekeat war eur c’harr sachet gand ejenned, ha douget d’ar gear.
Hogen ar goulou benniget a varve, dalc’hmat, en dro d’an arched ar pez a roas da c’houzout d’an holl e oa, Yann, kouezet en ifern da viken.
Rak se korf Yann Postik a oe douaret dindan an diribign mean, er meaz eus ar vered.
Pedomp evit bon tud varo !
eronig a voa eur paour keaz bugel
diansavet ; ribla a rea tu ma, tu
hont, o vont en e raok, hep gouzout
da beleac’h. Eva a rea d’ar gwaziou
dour, da derri e zec’hed, ha goulen
digant ar merc’hed en em gave war dreuzou o
ziez eun tamm bara, p’en deveze naoun. Pa
zeue c’hoant kousket gantan, e klaske eur
bern kolo bennak.
Eun deiz e tigouezas gant dor eur vereuri a en em gave war lez ar c’hoajou bras Pempont. D’ar mare ze (mil vloaz zo pe war dro), ez oa oc’hpenn ugent parrez m’en em astenne warno ar c’hoajou ze. O veza m’en devoa naoun, Peronig a dostaas, hag ar vererez a roas d’ezan peadra da zibri.
Epad ma tebre, eur marc’heg a erruas hag a c’houlennas, digant ar vererez, dre be hent e c’hellfed mont da gastel Kerglaz.
— Emaoc’h o vont di, neuze ? Va Doue !
— Ya, zur, ha bale a ran, noz deiz, tri miz zo, d’en em gaout aman.
— Ha petra a fell d’eoc’h kerc’hat e kastel Kerglaz ?
— Dont a ran da glask ar vasin aour hag ar goaf diamant.
— Ha bras eo ’ta, talvoudegez an traou ze,
eme Beronig, c’hoant start gantan her gouzout.
— Dispar eo o zalvoudegez, Neb a ev gand ar vasin aour en em gav pare klok dioc’h klenvejou a bep seurt ; ar goaf diamant, avat, a dorr hag a laz kement a zo stoket gantan.
— Ha da biou eo an traou estlammus se ?
D’eur c’helc’hier o chom e Kerglaz hag a vez great Rojear anezan. Mont a ran di da stourm outan, ha fizians am eus da veza treac’h d’ezan gant kelennou lean ar Blaoued.
— Ha petra en deus lavaret al lean d’eoc’h ?
— Treuzi a rankan, da genta, ar c’hoat strobinellus. Kemend hini a zo eat ennan, em raok, a varvas eno gand ar skuisder hag an naoun. Mar gellan e dreuzi, en em gaout a rin gand eur c’hornandoun a zoug eur c’hleze a dan a laka pep tra stoket gantan da vont e ludu. Chom a ra e kichen eur wezen avalou ma tliin kemeret eun aval diouti. Goude ze e kavin ar vleunen a c’hoarz, m’ema ouz he diwall eul leon, e voue great gand aered wiber. Kutuill a rankin ar vleunen. Goude e tremenin dre lagen an dragoned, ha dre draonien ar plijadureziou, hep chom enni. Digouezout a rin, neuze, gand eur ster n’eo, enni, nemet eur gwe. Eno en em gavo eun itroun, du he gwiskamanchou. He c’hemeret a rin adre va c’hein, war varc’h, ha diski a rin, diganti, eun tu pe du da ober va zaol.
An diaveziad a lekeas e varc’h da c’haloupat hag a yeas doun er c’hoajou.
Peronig a jome da zonjal. En eun taol e klevas trouz kezeg o kerzet a zoug o c’hamm hag e welas Rojear, ar c’helc’hier, o tont, ar vasin aour a istribill ouz e c’houzoug, ar goaf diamant en e zourn. Azezet oa war e gazeg, eun ebeul unnek miz war he lerc’h.
Peronig spountet a yeas da guz. Rojear a dremenas
hep her gwelet hag e kendalc’has gant
e hent.
Ha bemdez marc’heien a felle d’ezo ober an taol kaer, mez hini anezo ne zeue en dro.
Pep gweach ma selle Peronig ouz al langouineg o tremen, pep gweach ar c’hoant da gaout ar goaf diamant hag ar vasin aour a zave, krenvoc’h krenva, en e galoun.
Eun deiz m’edo Peronig o foeta bro, dre voaz, e welas eun den, gwenn e varo, o chom a za war lez ar c’hoajou. Henvel poch e oa ouz Rojear. Peronig, kuzet adre eur wezen, a zelle piz outan.
Klevet a reas e oa, hep mar ebet, an hini koz ma, breur d’al langouineg.
An den gwenn erc’h e varo, a reas eur c’helc’h er boultren, o lavaret, a vouez izel, komzou desket d’ar zorserien gand an diaoul. Ha goude e lavaras, krenv e vouez :
Ebeul dishual, digabestr
Deuit buhan, me a zo prest.
Ar marc’h bihan a zeuas, raktal.
Staga reas an den koz eur c’habestr outan, ha pignat ware gein, ha mont kuit er c’hoajou.
Peronig a ouie breman e tlie, da genta holl, evit mont da Gerglaz, pignat war gein an ebeul ma veze an hent anavezet mat gantan. Ne ouie ket, avat, ober ar c’helc’h na lavaret ar c’homzou :
Ebeul dishual, digabestr
Deuit buhan, me a zo prest.
Sonjal a reas pell, pell.
Ec’h en em laka neuze, da aoza pep tra.
Kemeret a ra, da genta, eur c’habestr hag eul lindag da baka laboused, soubet mat e reun en dour benniget.
Kemeret a ra eur chapeled, eur zutel skao, eun tamm bara frotet gant kignen. Teurel a ra ar pez a jome eus e vara, a dammouigou, war an hent ma ’z a gantan, bemdez, al langouineg.
Hag e chom o c’hortoz.
Abenn eur pennadig, Rojear a zeu war e gazeg, an ebeul ouz he heulia, pell diouti, p’eo gwir e chom da zibri an tammouigou bara.
Breman an ebeul en em gav e unan, Rojear a zo eat kuit pell.
Tostaat a ra goestad neuze, Peronig, ha staga ar c’habestr outan, ha pignat war e gein, hag i o daou er c’hoajou doun.
Peronig a gren gand ar spount ; a weachou eun islounk euzus a zigor dirak an ebeul ; a weachou pikolou mein en em zistag diwar laez, evel pa vent o koueza warnan ; a weachou ar gwez en em laka da zevi. Mat ; kement se holl n'eo ken tra nemet troïdellou ar c’helchier, hag an ebeulig en em gav, breman, gand eur gompezen.
Bez ez eus, en he c’hreiz, eur wezen avalou leun a frouez ma chom dirazi ar c’hornandoun, e gleze en e zourn.
Dal ma wel Peronig, e laosk eur griaden spountus, o sevel e gleze. Peronig a denn e voned hag a lavar d’ezan, ken dinec’h ha tra :
Chomit sioul bras, me ho ped, N’em eus ken c’hoant nemet tremen da vont da Gerglaz. An aotrou ar c’helc’hier en deus va gopreet da labousetaer, rak kement tra a zav e Kerglaz a zo lounket a grenn gand al laboused. Prestet en deus d’in e varc’h, evit m’en em gavin kentoc’h eno.
— Diskouez d’in ’ta, penaos e rez, rak kement aval zo oc’h va gwezen a vez debret ive.
Ha Peronig ha disken diwar varc’h, staga eur
penn [eus] al lindag oc’h ar wezen ha rei ar penn all
da zerc’hel d’ar c’hornandoun. Tenna a ra
neuze, en eun taol kount, ar c’houlm red, ha
setu ar c’hornandoun paket. Daoust d’ezan da
dripa start gand e dreid war an douar n’hell
ket en em zistaga, p’eo gwir eo bet al lindag
soubet en dour benniget. Peronig a gemer eun
aval, hag e pign adarre war an ebeul.
Erru eo e tal eur voden wez burzudus ma weler, en he c’hreiz, ar vleunen a c’hoarz. Eul leon kounnaret, aered wiber en e voue, en em strink outan.
— Petra a fell d’it da ober e Kerglaz ?
— Digas da Rojear eur pastez an alc'houedered.
— Alc'houedered ? E peleac’h int ? Hag al leon a lip e vuzellou.
— Er zac’h ma.
Dam zigeri a ra Peronig ar zac’h. Al leon a laka e benn ebarz. Peronig a denn ar gordenig oc’h ober sin ar groaz warni. Redek a ra, neuze, beteg ar vleunen ; he c’hutuill a ra ha mont kuit d’an daou lamm.
Ec’h en em gav, goude ze, gant lagen an dragoned. A boan eo eat en dour, mac’h en em strink ar re ze outan evit hel lounka. Mes Peronig a ro d’ezo greun eus e japeled ,evel ma roer ed d’an houidi. Ha da bep greunen lounket, eun dragon a varv o trei e gof warzu an env. Ha Peronig a zeu, iac’h pesk, d’an tu all d’al lagen.
Ar paotr en em gav, breman, e traonien ar plijadureziou. Al leac’h dudius se a zo henvel bras ouz eul liorz leun a frouez hag a vleun, Bez’ ez eus da bep distro an hent, taoliou bras, kouignou a bep seurt warno. Ema plac’hed yaouank o tansal war ar yeot flour en eur c’hervel Peronig. Mes dibri a ra e damm bara frotet gant kignen, gand aoun na glevche c’houez vat ar boed ; c’houitellat a ra gand e zutel skao gand aoun na glevche galvadennou ar merc’hed.
N’eus ken mui nemet ar ster da dreuzi araok beza e Kerglaz.
Ema, war ribl ar ster, eun itroun azezet, he gwiskamant du, he dremm ken melen hag hini eur zinaadez.
— Ha c’houi a fell d’eoc’h treuzi ar ster, itroun ?
— Edoun ouz da c’hortoz evit hen ober, va faotr.
Ha Peronig a laka an itroun war varc’h, adre e gein, E kreiz ar ster pe dost : Ha te oar piou oun ? eme an itroun.
— N’ouzoun ket, mez e doare eun itroun vras o’ch, ha galloudus.
— Ya, zur, galloudus ha spountus, rak e reer ar Vosen ac’hanoun.
Ha Peronig a lamm gand ar spount, tostik tost d’ezan koueza er ster.
— N’az pez ket a aoun razoun eme an îtroun. Ar c’hontrol beo eo. Me a roio d’it eur skoazel vras. Ro an aval da zibri d’ar c’helc’hier, mar gellez. Neuze ne vezo mui divarvel ; n’em bezo ken tra da ober nemet her steki. Mervel a rai raktal.
— Ha penaos e c’hellin gounid ar vasin aour hag ar goaf diamant ?
— Ar vleunen a c’hoarz a zigor kement dor zo.
Digouezout a reont, erfin, e tal dor ar c’hastel. Ar c’helc’hier, azezet dindan an apouel, a wel anezo hag a lavar, gand eur vouez henvel ouz ar gurun :
— En hano va mestr Belzebut, va ebeul eo m’ema ar paotr se azezet warnan. Ha penaos ’ta ec’h eus great evit her paka ?
— Kelc’hier brudet, ho preur eo en deus va desket. Va c’has a ra davedoc’h, da zigas d’eoc’h daou dra vurzudus, ar frouezen ma hag an itroun ze. Ma tebrit ar frouezen ho kaloun a vezo atao laouen ; ma kemerit an itroun da vatez, netra ken n’ho pezo da c’hoantaat er bed ma ! Kerkent ha ma krog ar c’helc’hier en aval, an itroun a stok anezan hag hel laka da goueza, foueltret neat.
Neuze Peronig a ya er c’hastel, o terc’hel start en e zourn ar vleunen a c’hoarz. Ha kement dor a zo a zigor dirazan. Disken a ra er c’hao, hag e tigor an nor arc’hant. Kavout a ra, eno, ar goaf hag ar vasin. Dal m’en deus o c’hemeret, an douar a gren, ar c’hastel a ya da netra, ha Peronig en em gav e kreiz ar c’hoajou, an daou denzor gantan.
Peronig a grogas gand an hent a ya da lez ar roue, goude beza prenet dillajou dispar hag ar marc’h ar c’haera e kear dosta. Ar roue, o klevet galloud estlammus ar vasin hag ar goaf, a ro da Beronig meur a dra dalvoudus, hag hel laka da c’hourc’hemenni da gement soudard en devoa.
Evelse eo e teuas Peronig, ar bugel diansavet,
da veza eur prins bras ha galloudus, a drugarez
d’e galoun grenv ha d’e spered ijinus.
a vezo meulet Tristan al Leonard,
niz kaer ar Roue Mark, hag a zo
bet, eur weach c’hoaz, treac’h d’an
enebourien e Bro Vreiz. Lazet en
deus en eun emgann leal, Estult
an den rok, hag e c’houeac’h breur, marc’heien
galounek o seiz, ha n’en deus bet ken skoazel nemet
hini Tristan ar C’horr bet lazet en abaden ze.
Hogen, en eun emgann ken tenn ze, ar brezeliad, siouaz ! a zo c’hoarvezet gantan kaout eur gouli marvel digant taol eur goaf m’edo kontamm outan.
Enkrezet meurbed, ha leun c’hoad, e tistro, a boan vras, d’e gastel Kanoel, ha tud e di a zeu raktal d’her c’haout evit her c’hennerza.
Pedi a reer da zont ar vedisined eus ar re vrudeta. Dont a ra eur c’halz anezo, mez hini ebet n’eo nag evit gouzout pe gontamm a oa oc’h ar goaf nag evit ober louzou krenv awalc’h da gas er meaz eus e gorf ar boan a grign anezan.
Hag ar c’hontamm a ya dounoc’h douna en e wazied, ha setu kaloun ar brezeliad o vont mui oc’h mui war yennaat dindan enkrez ar maro.
Ema o vont da vervel ma ne zen den da rei sikour d’ezan. Mat ; sonjal a ra e Yzeult ar Rouanez, e Yzeult a ve, hep mar ebet, goest d’hel lakaat pare m’her gwelfe war e dremenvan. N’eo ket evit tremen ar mor d’en em gaout ganti ; red eo d’ezan he gervel ha rei d’ezi da c’houzout e wall-zarvoud. Goulen a ra digant Kaerden, e genvreur leal, dont d’e gaout, hag e komz outan e kuz.
Mignoun kaer, eme Dristan, n’em eus ken skoazel nemet hoc’h hini war an douar ma a Vreiz-Izel. Her gwelet a rit ; den ebet n’eo en em gavet da barea va gouli, ha va maro a dosta. Yzeult, va muia karet, evelato, a oufe kavout al louzou dreist, mar gellfen goulen diganti dont d’em c’hichen.
Ho pedi hag hoc’h aspedi a ran, va mignoun karet ; it da lez ar Roue Mark ha kasit va goulen d’ar Rouanez. Livirit d’ezi emaoun o vont da vervel nemet na zeufe d’am sikour, p’eo gwir eo, enni, holl fizians va buez.
Epad m’ema Tristan oc’h en em glemm, Kaerden a ro e asant d’ar gefridi a hell rei zeliad, siouaz ! a zo c’hoarvezet gantan kaout eur gouli marvel digant taol eur goaf m’edo kontamm outan.
Enkrezet meurbed, ha leun c’hoad, e tistro, a boan vras, d’e gastel Kanoel, ha tud e di a zeu raktal d’her c’haout evit her c’hennerza.
Pedi a reer da zont ar vedisined eus ar re vrudeta. Dont a ra eur c’halz anezo, mez hini ebet n’eo nag evit gouzout pe gontamm a oa oc’h ar goaf nag evit ober louzou krenv awalc’h da gas er meaz eus e gorf ar boan a grign anezan.
Hag ar c’hontamm a ya dounoc’h douna en e wazied, ha setu kaloun ar brezeliad o vont mui oc’h mui war yennaat dindan enkrez ar maro.
Ema o vont da vervel ma ne zeu den da rei sikour d’ezan. Mat; sonjal a ra e Yzeult ar Rouanez, e Yzeult a ve, hep mar ebet, goest d’hel lakaat pare m’her gwelfe war e dremenvan. N’eo ket evit tremen ar mor d’en em gaout ganti ; red eo d’ezan he gervel ha rei d’ezi da c’houzout e wall-zarvoud. Goulen a ra digant Kaerden, e genvreur leal, dont d’e gaout, hag e komz outan e kuz.
Mignoun kaer, eme Dristan, n’em eus ken skoazel nemet hoc’h hini war an douar ma a Vreiz-Izel. Her gwelet a rit ; den ebet n’eo en em gavet da barea va gouli, ha va maro a dosta. Yzeult, va muia karet, evelato, a oufe kavout al louzou dreist, mar gellfen goulen diganti dont d’em c’hichen.
Ho pedi hag hoc’h aspedi a ran, va mignoun karet ; it da lez ar Roue Mark ha kasit va goulen d’ar Rouanez. Livirit d’ezi emaoun o vont da vervel nemet na zeufe d’am sikour, p’eo gwir eo, enni, holl fizians va buez.
Epad m’ema Tristan oc’h en em glemm, Kaerden a ro e asant d’ar gefridi a hell rei adarre ar vuez d’e vignoun karet a greiz kaloun.
— Evit ho lakaat pare, Tristan, prest oun d’ho servicha ha mont a rin da glask ar Rouanez.
— Bennoz Doue, breur, eme Dristan ; it kuit ’ta, dizale, ha kemerit ar walen aour ma. Pa vezo gwelet gand ar Rouanez, hounnez a ouezo ervat gant piou oc’h kaset daveti, ha respount a rai d’eoc’h. Roit d’ezi va zalud, livirit d’ezi eo leal va c’harantez ; roit ive d’ezi da anaout n’em eus da c’hedal va buez nemet diganti, n’em eus da gaout ken paredigez nemet digant he fokou.
Livirit d’ezi va glac’har a vreman ; likiit anezi
da zonjal el levenez hag en dristidigez a zeue,
gwechall, ganeomp, dre c’halloud an evaj strobinellus
evet gand hon daou war vor, hag a
lekeas hor c’harantez dispar da c’henel ha da
veva da virviken.
C’hoar Kaerden, evelato, Yzeult gwenn he daouarn, o karet Tristan hep beza karet gantan a jom da zelaou. Klevet he deus Tristan oc’h ansav, e kuzul, e garantez, hag e klask, en he c’haloun fall, eun tu pe du d'en em venji.
O Kaerden, eme Dristan, klaskit an tu da zont a benn eus an taol, ha deuit en dro, ar Rouanez ganeoc’h, hep na vezo den oc’h her gouzout.
Mar teu en dro Yzeult ganeoc’h, savit huel
eur wel wenn. Mar-d-oc’h hoc’h unan penn o
tont en dro, displegit eur wel zu ha gouzout a
rin, er c’hiz se, va flaneden.
Eat eo kuit Kaerden. Stourm a ra, breman, a
enep d’ar mor risklus, o vont etrezeg ar Vro-Zaoz
da glask an hini a zigaso d’ar marc’heg
balzam ar vuez.
Tristan a zeu da veza dinersoc’h dinersa,
klanvoc’h klanva a zeiz e deiz ; her dougen a
reer bemdez war devennou Penmarc’h, hag e
zaoulagad a furch, hep ehan, bete goueled an
dremm-wel.
Kaerden, digouezet gant rouantelez Kornwall, a lavar, o tont da lez ar roue Mark, eo hen eur marc’hadour pinvidik. Meuli bras a ra e dammou seiz livet a bep seurt liou, e win ker c’houek da eva, e hanafiou kizellet ker kaer, he laboused a ziaveaz bro. Rei a ra d’ar roue, gant sevenidigez, donezonou talvoudus, hag ar roue a ro, d’ezan, en e balez, eun digemer eus ar re gaera.
Eun deiz, epad m’ema Yzeult o sellet ouz eun dra gaer savet gand orfeberien, e tenn dioc’h e viz ar walen aour fin roet gant Tristan hag e laka ar Rouanez da zellet piz ouz he liou hag ouz he sklerder. P’he deus gwelet ar walen, tridal a ra, ha krena, ha goulen digant Kaerden, gand eun anken vras, pe seurt kefridi eo en deus eviti.
Selaou a ra, glac’haret, komzou doanius Kaerden ha ne jom ket he c’haloun da varc’hata.
An deiz warlerc’h dare eo kement tra zo red evit mont kuit. Savet eo, en he gwender, ar wel vras ; ar Rouanez hag a zo eat kuit er meaz eus ar palez hep beza gwelet gant den, a bign war vag Kaerden, a en em laka da vont kuit buhan etreze tevennou Breiz, eun avel vat ouz he bounta. C’hoant bras o deus da zigouezout abred awalc’h ha da ziwal Tristan ar marc’heg dioc’h ar maro.
Mez epad pemp dervez, allaz ! eun avel foll a ziroll. Kollet int, dioc’h o mennoz. Sonj ar Rouanez a jom, dalc’hmat, gant Tristan. Ha breman re zinerz eo Tristan da veza douget war an teven ma chome, warnan, ker pell, da zellet ouz ar mor divent.
E boan a grign anezan ; e zaerou a red, hag e wel ar maro o tostaat bemdez outan.
Mes skleroc’h eo an dremm-wel. Eul lestr en em ziskouez en eun taol. Yzeult gwenn he daouarn, o chom e kichen gwele Tristan, a anavez ar vag se etouez ar re all. Tridal a ra epad ma sav, en he c’hreiz, eun dro fallakr.
— Mignoun, emezi, setu Kaerden o tont en dro ; anavezet em eus e vag. Plijet gant Doue ma tigaso d’eoc’h ar frealzidigez hag al levenez. Tristan a gren gand eur fisians vras meurbed, ha goulen a ra outi :
— Mignounez karet, emezan, mar-d-eo evit
mat bag Kaerden hoc’h eus gwelet, livirit d’in
me, ma ve ho madelez, livirit d’in me pe liou a
zo gand ar wel stag ouz an delez. Pe wenn pe
zu eo ez eo ?
— Du eo, Tristan va mignoun emezi, kriz ha didruez meurbed.
Neuze Tristan a dorr e galoun gand ar c’hlac’har ; trei a ra warzu ar voger ha lenva en eur c’hiz truezus. Serret e zaoulagad, e klev ar maro o tont. D’ar Rouanez eo e ro e sonj diveza. Lavaret a ra teir gweach, he hano ker karet, ha mervel.
An avel a zav war ar mor hag ar vag a ya buhan. Yzeult a glev diouz a bell, ar c’hleier o seni glas e kement tour a zo. He c’haloun a zo yen bras en he c’hreiz.
Dal m’en deus al lestr stoket ouz an douar,
disken a ra ha mont, en eur red, da gastel Kanoel.
Ar vrud o redek dre ar ruiou a ro d’ezi da
c’houzout maro Tristan.
He dizesper a zo bras meurbed. Redek a ra