Kanaouennou graet war bedenn soudarded a c’hoantae
d’ê kana ha dansal adreon linenn an tan.
Dansomp !
————
« Kemer eun tamm plijadur »,
Eo lavar eun den fur.
Evit-se en hon goueliou,
Kendalc’homp an dansou.
An dans ’zo sin a yec’hed
En eur c’horf askellet,
Eun eur a ziverr-amzer,
Hag ouspenn eun dra gaer,
A ra tridal e bro Vreiz
Ar c’halonou ’n hor c’hreiz.
Petra ’gaver digempen
Ebarz eun abaden ?
’Vit gwir, perag kaketal
Awechou c’hoant dansal ?
Evidoun hen ansav frank
Am eus danset hep mank.
Fae ’ta war ar baotred koz
Na glaskont met repos,
A glemm o zreid ’n o boutou
Pa usont o zachou !
Lakit raktal ’n o c’henver
Ar sklocher, an ever,
’Ra alies re gofad
Evit gallout lampat.
C’hoant am eus, en o c’hichen,
Da renka pep mouchen,
Plac’h santel war he menoz,
’Zufe ar baradoz ;
Met pa skoio war e zor
’Kavo ar purgator.
Dansomp, paotred ha merc’hed,
An dans, ra vo meulet !
|
————