Daou-c’hant skoed an aotrou person
Brema ez eus eun nebeudig bloaveziou, edo Fanch Kouer o chom e keriadennig Lann-Wenn, parrez Botneur. Tremenet en nevoa dek-vloaz-ha-tri-ugent war an tammig douar-ma a boan hag a binijen, o c’hlebia gant e c’houezen an ero o devoa labouret en e raok e dudou koz.
Konta ’rea beva hiviziken didrous an nebeut bloaveziou an doa c’hoaz da dremen war ar bed-ma, a-unan gant e vab, e verc’h-kaër, hag e vugale-vihan, savet mat a-ben neuze. Hag evit gwir, n’halfe ket beza gwelloc’h : e vab hag e verc’h-kaër a roë d’ezan e holl c’hoantegeziou ; e vab-bihan Ivonig a veze eur blijadur evitan mont da bourmen gant « tata-koz » a-dreuz ar parkeier hag ar gwaremmou a ziwar-dro. Ze a laouennae kalon an tad-koz.
Allaz ! eun devez Fanch Kouer, an tad-koz, a reas eur fazi bras. War goulen e vugale e sinas d’ezo e holl zanvez, an douarou-ze en doa bet, evel herez, digant e dud-koz en e raok.
Diwar neuze ar vuez a jenchas. Ar mab hag ar verc’h-kaër, e leac’h henvel anezan o zad, ne reant mui anezan nemed an hini koz en tu-ma, an hini koz en tu-hont. Ar vugale zoken, pebez krisderi ! a dape glapajou digant o mam pa zigorent o ginou da lavaret « tad-koz ». E voued a veze lakeat d’ezan en eur goz-skudel goad, falloc’h eget hini ar c’hi ; goude-ze e veze kaset c’hoaz, da zibri e dammig boued, da doul an nor, n’eus forz pegen yen e veze an amzer. D’an disterra klemmaden a deue eus e c’hinou, e veze respontet gant eur ger c’houero bennak.
Eun devez zoken, ar mab hag ar verc’h-kaër o deve an hardizegez, (ar grisderi, a gleched lavared !) da lavaret d’o zad :
— « Allo ! hini koz, c’houi n’ho peus mui netra da welet ama. Dastumit ho tilhad hag it en hoc’h hent, pa gerot !! »
Ar paourkez Fanch Kouer a yeas, doaniet hag ankeniet oll, da gonta an darvoud d’an aotrou person, an abad Kuzulier, anavezet dre ar c’harter holl evit beza gwella sikour an dud ezommek. An aotrou Kuzulier a lakeas e boan da frealzi, ar gwella ma helle, an tad-koz Fanch :
— « Me a zo ’vont da rei d’eoc’h daou-c’hant skoed e peziou ugent real oll. Pa erruoc’h er gear, it d’ar zolier heb lavaret grik da zen ; dastumit piz hoc’h holl dilhad ha grit eur bakaden anezo. Goudeze, c’houi en em lakaio da gonta hoc’h arc’hant, en eur lakat ar peziou ugent real da zeni ar muia ma hellot. Sur a-walc’h e teuio pe ho mab, pe ho merc’h-kaër da welet petra ’vezo ganeoc’h o trouzal. Goude-se me a respont eus ar pez a c’hoarvezo ! »
Evel-se e komzas an aotrou Kuzulier. A nebeut da nebeut Fanch Kouer a deuas da laouennaat ; goude beza kemeret an daou-c’hant skoed, e kimiadas diouz an aotrou person o lavaret mil bennoz d’ezan.
Digouezet er gear, Fanch a reas a-boent-da-boent ar pez en doa lavaret an Aotrou person d’ezan. E-kreis m’edo o lakat e beziou ugent real da zeni, ar verc’h-kaër a deuas en deleziou (dereziou) da welet petra ’oa gantan o trouzal. O welet kement-all a beziou ugent real ledet war an daol, ar verc’h-kaër a yeas, en eul lam kouls lavaret, da gaout he gwaz :
— « Hê ! Yan, emezi, ne ouezez ket ? »
— « Petra ’zo a nevez ? » eme Yann.
— « An tad a zo a-hont, eun daoliad peziou ugent real gantan. »
— « N’hall ket beza ? Roet en deus d’eomp e holl zanvez. »
— « Kred ac’hanon, pa lavaran d’it ! »
Prestik goude Fanch Kouer a deue eus ar zolier, e bakaden dilhad dindan e vreac’h. P’edo o tremen, ar verc’h-kaer a hopas :
— « Da beleac’h ez it evel-se, va zad ? »
— « Da glask gwelloc’h goudor e leac’h all, p’eo gwir c’houi a zerr ho tor ouzin, eme Fanch koz, an dour o tiruilh eus e zaoulagad. »
— « Piou a lavar ze d’eoc’h ? » eme ar mab Yann.
— « Te da-unan, mab kriz ha dinatur a zo ac’hanout ! »
Yann hag e c’hreg en em lakeas da ouela ouz o zad, d’her pedi hag aspedi da chom ganto. Fanch a asantas.
Hiviziken ne veze great mui an « hini-koz » anezan evel diagent, mes « va zad » ; ar vugale ive a helle lavaret « tad koz » hep kaout aon rak gourdrouzou pe glapajou o mam. Ar c’hoant kaout an nebeut peziou ugent real-se eo an doa lakeat, kredit start ! an daou zen kriz-se da veza mad ouz o zad.
D’an deveziou war-lerc’h, Fanch Kouer a yeas da restaol e arc’hant d’an aotrou person. Hema a oa eürus ha laouen, dre m’en doa gellet ober eur vad d’an tad-koz Fanch.
Nebeut bloaveziou goude ze, Fanch a rentas e ene d’e Grouer, goude eur gozni eürus ha didrous ; e holl vugale ha bugale-vihan bodet en-dro d’ezan evit digemeret e aliou diweza.
Ar pez a zo ama uhelloc’h a zo, tadou ha mammou a diegez, evidoc’h eur gentel vat ; tennit anezi ar gwella frouez ! N’it ket, evel Fanch Kouer, da zina ho tanvez d’ho pugale, keit ha ma viot beo, gant aon n’ho pije keuz da c’houde.
J.-P. Ar Bras,
Dirlem.