Lajat, 1909  (p. 137-141)



Daou Lizer


Hag ar vam, evurus, a distroas d’ar ger :
Bet he doa, eur wech c’hoaz, digant he mab lizer…
Eul lizer martolod ! Piou a c’hallo laret
Ar blijadur ra ze da galon vam nec’het ?
Gallout re al lizer digas d’ei levenez,
Ken aliez ive he devoa bet enkrez !
Kement a digouezas d’he daoulagad gouela,
Ma n’he gemere ken eul lizer hep krena…
Bezan oa intanvez, intanvez a bell zo,
Ah ! he bue, kredet, na oa ket bet faro ;
Gwelet he doa ar môr o lonka he fried,
Hag o lezel anei hep toên, tân, na boued…
Poan he diouvrec’h hepken, he fizianz en Doue,
A reas d’ei zevel pevar a vugale :
— Pa voint zavet, emei, e sikourfont o mam,
Ha d’am zro, mar gallan, e tiskwizin eun tam

An diskwiz, paourkez mam, na vije ket d’ezi,
En eneb, he foaniou a dlee c’hoaz kreski ;
Dre ma teuent en oad, a bep eil he fotred
A deuas da vezan ive martoloded,
Hag he c’halon a yam a rannas adarre ;
Tri anê, en eun tôl, a gollas o bue…
Ar môr, en e gounar, evit gwereôt he foan,
A rentas daou d’ezi hag a viras unan !
Ne chome mui ganti nemed he Benjamin ;
— Ma Doue, emezi, lezet heman ganin !
An amzer o kerzet a zistan peb anken,
Mes sonj an dud varo, hennez n’hall ket tremen ;
Hec’h-unan, peurvuian, gant he mab pa c’halle,
War be ar Re-veuzet ar vam gez a stoue…
Eun devez he c’halon gwasoc’h-gwaz a frailhas,
He bugel diwean d’ar servij a yeas ;
O disparti poanius !… Ar vam skuilhas daerou,
Hec’h unan e chome hep frealz d’he foaniou !
He mab a dalc’has sonj hag a viras ervad
Diwean gourc’hemen roet gant ar c’himiad :
Eur wech bep pemzek de, pe bep miz d’an hirran
Hen a skrive d’he vam, — ha ze hep fazian, —
Al lizer he doa bet a deue a Doulon,
A boan e oe lennet e tridas he c’halon :

— « Mam ger, eme he mab, hirie ez on seder,
» O larei d’ac’h ec’h in hep dale pell d’ar ger ;
» Marvad abenn disul, disul, Gouel an Holl-Zent,
» E c’hallin daoulina vel ma ren diagent,
» Ha lavaret ganac’h war o be binniget,
» Eur beden galonek evit hon zud karet…
» Ne ret ket a wad fall… Disul en em gavin…
» Ar bugel ho karo da viken : Benjamin ! »

Ar zul en em gavas, ar zul ken gortozet ;
Gant an evurusted ar vam na bade ket.
Eun nebeudig amzer… eur wech ouspenn, dinec’h,
He stardche he bugel c’hoaz etre he diouvrec’h…
Oh ! enpad an ofern, nag a beden neuze
A yeas eviti betek kalon Doue !
Rak an intanvez paour er boan, el levenez,
Ouie trugarekât mestr braz pep madelez…
P’achuas an ofern eun tam araok kreiste,
..... — Na glevet ket, mam goz ?… Eul lizer adarre !
— Eul lizer adarre ? Na peseurt neventi ?…
Hag ar vam gez, mantret, ’n eur grena mui-ouz-mui,
A astennas he dorn da botr-al-lizerou,
Hep gallout, kaer he doa, stourm dimeus he daerou,
— Mes n’eo ket e skritur !… Eul lizer a Doulon ?
Ha, stanket, glac’haret, en he c’hreiz ar spouron,

Aon d’ezi da zempla, hi a deuas d’ar ger…
Eno, hec’h-unanig, he lennas al lizer.
—… Doue !… Gwir e vefe ! Gwerc’hez, pebez kêlo !
He bugel diwean… He mab a zo maro ?
Siouaz ! taer gwech siouaz ! Al lizer didrue
A ziskuilh penn-da-benn d’ezi ar wirione :
— « En dro d’ar c’hanoliou gant e genvreudeur-all,
» Ho mab a oa dimeurz pa deuas an eur fall…
» Ar c’hanol a darzas… ha trizek merdead
» A ruilhas war ar pont, maro, beuzet ’n o gwad ! »
Hag eus tre he daouarn al lizer a gouezas,
Ha war leuren an ti, ar vam baour a zemplas…
Displega he glac’har, piou a challfe ober ?
He mab diwean marv… maro he mabig ker !
Ah ! gwelet he devoa meur a ouel an Holl-Zent,
Mes ken gwaz ha heman n’he gavas war he hent…
Hag etre ar glac’har, an daerou, an anken,
An noz a dosteas, an noz dezi ken yen ;
Elec’h kavout he mab evel m’he doa sonjet,
He mab oa en Toulon maro, lazet, friket !

En kreiz an noz tenval, mouez ar c’hlaz o tremen,
A denne diganti hirvoud ha klemmaden.
Pa gleve an avel o vouta war an nôr,
Henvel ouz eur paour kez, eur paour o c’houll digor ;

Pa gleve anezan, tener e vouboual,
Hag o tiskenn en ti dre veg ar chiminal,
E seblante d’ezi klevet mouez e mabig
O c’houll, en han Doue, glizen eur bedennig…
Ha, war an oaled yen, enpad an noz stouet,
Ar vam a bedas start evit he mab karet.
Gwasât noz-Anaon ! Pa deuas ar beure,
Hi a c’hoantae c’hoaz mouga ar wirione…
Mes al lizer garo, chomet war leur an ti,
Zammus evel eun test, a greske he gouli :
— O Doue, ma Doue, zikouret me ho ped,
An intanvez en poan, hec’h-unan war ar bed !


Prat, 25 here 1908.


————