Yaouankik e oan c’hoaz pa voen kaset da skolaj Pont-e-Kroaz, da derri va fenn gant latin ha gregach, ha da zastum ar muia ma c’helljen a zeskadurez. En em gaout a ris da veza lakeat, e pep lec’h kouls lavaret, e-kichen an daou vrasa lakepot a oa e-touez ar skolaerien, hag a c’helle kaout neuze c’houezek pe zeitek vloaz. Va gwele zoken a oa etre o daou wele, ar pez ne viras ket ouzin da gousket kloz ha kalet, beteg ar mintin, ’hed an nozveziou kenta da vihana. Met a-raok eiz deiz goude, ne oan ken evit serra lagad ebet, gant ar savar hag ar jabadao a veze pep noz, beteg unnek heur pe belloc’h, gant va daou louarn, o komz eun tammig eus a bep tra, o c’hoarzin krenv, hag o trailha avaloù ken na vije eat skuiz ha kleret o dent.
Eun nozvez, — an dra-man a oa war-dro eur miz goude ma oan deut d’ar skolaj, — an daou gomperig en em zilas en o gweleou hep lavaret na grik na ger.
— Sell, sell ’ta ! a zonjis ennon va-unan ; souezusat tra : Aze ’zo eun dra bennak e gor ; diwallomp hag e welimp !
Ha va daoulagad serret kloz-mik, evel pa vijen kousket, e c’hortozis.
Eur pennad goude, unan eus al lakepoted, an hini brasa, e hano Lanig, bras, met sec’h ha treudik evel pao koad eur forc’h houarn, a zeuas da gaout egile e-tal e wele d’an tu kleiz d’in-me. Ha setu, evel kustum, ar jabadao o vont en-dro, ha me da zelaou, serret va daoulagad, met digor frank va diouskouarn.
— Laouig, a lavaras Lanig d’an hini a oa en e wele, goude eur zell taolet prim eus va c’hostez, Laouig, me ’zo skuiz-maro er skolaj ; n’eo ket eur vuhez eo houman. Morse frankiz ebet, ha bemdez a bep seurt traou da zeski, divalooc’h an eil eget egile… Gwelloc’h, kant gwech gwelloc’h eo beza paotr-saoud, rak hennez, ar paotr-saoud,
- Ma rank labourat start, ne zesk evit kentel
- Nemet kentel an heol, an erc’h hag an avel,
- Kentel ar c'hoad, ar mor, al loar hag ar stered,
- Kentel mouez ar c'hleier ha richan an evned :
- Ar gentel-ze avat a dalv kalz a re all !
E-lec’h ni, peseurt kenteliou ne feller ket sanka ennomp ?
Petra ’zonjez ? ha ma ’z afemp en noz-man d’ar gear ?…
— Ya, ya ! a respontas Laouig. Er gear, Lanig, ni a gavo peadra a frankiz a bep seurt hag a vakansou hep fin. Mat ! kerz d’az kwele ha peoc’h ! Warc’hoaz vintin, pa dinto teir heur e tour ar Pont, buan war zav ha d’ar gear ac’han. Gwir eo, hir e vo an hent, met
- Piou n’en deus ket kalon da ober labour vat ?
Eur gerig bennak a voe lavaret c’hoaz, met war bouez ; da c’hoarzin en em lakejont o-daou, ha Lanig a droc’has d’e wele, goude beza strilhet e skouarn da Laouig, oh ! hep ober droug, bezit sur.
Skuiz e oan o selaou, hag ar c’housked a gouezas buan warnon.
Antronoz vintin, em c’hichen, an daou wele a oa goullo, nijet e oa an daou labous diouz ar gaoued !
Setu aman penn-da-benn ar pez a zigouezas ganto betek Kemper ha goude zoken.
Kouls lavaret hep poan ebet, Lanig hag ar paotr Laou a oa pignet a-dreist ar voger, hag en em gavet war an hent bras.
— Breman, eme Laouig, dre belec’h e kerzomp ?
— Gant hent Konforz da genta ; goude-ze, ni ’welo, a respontas Lanig; ha deomp buan ganti, rak, te ’oar,
- Seul kent ez eer en hent, seul kent e tigouezer.
Brao e oa an noz, prest an deiz da c'houlaoui ; a-boan ma lugerne c’hoaz ar stered en oabl, pa zigouezas an daou skolaer gant kenta tïez Konforz. A vare da vare eur c’hilhog bennak a gane diwar e c’hlud da zaludi an devez-sul a oa o c’henel ; hag a-wechou chas a harze hag a chalpe war o lerc'h. Deut e oa poent evit paotred Konforz da zilammat er-meaz diouz o gweleou da strilha o c’houen.
Skuizet gant eun hevelep pennad bale, great re vintin, ar paotr Laou, eur paotr kof bras, penn teo, ledan eus an a-drenv, a lavaras chom eun tammig a-zav evit tenna an alan. Ha setu hon daou baotr azezet dioc’htu war eur penn-moger, evit d’ar c’hlazenn beza glebiet-holl gant ar gliz-noz.
Laouig a lavare uhel a-walc’h, en eur stoka e viz ouz e gof :
— Heman n’eo ket gwall-laouen ; trouzal a ra zoken a-wechou, evel pa zeufe d’ezan c’hoant kaout eun dra bennak, ha ni n’hon deus nemet daou wenneg evit holl danvez !
Lanig, evit d’ezan digeri, da zic’henaoui, eur beg ker frank ha… toull-ifern eur forn, a zonje, stouet e benn. Met d’ar geriou-ze e savas en eur c’hoarzin :
— Nann, n’hon deus nemet daou wenneg etrezomp hon daou, n’eus forz ! Met paotred fin omp… ha ma na ebatomp ket o vont d’ar gear, da vihana n’eo ket friko a vanko da vab va zad ha d’e vignon. Deomp, Laouig, deomp adarre !
E-pad ar c’houlz-ze, e veze gwelet ar sklerijenn en eun ti bennak, ha klevet trouz an noriou o tigeri, rak an deiz a zirede d’an daoulamm diouz korn ar Zav-heol…
- Du-hont, war gern ar menez,
- Setu c'houi o skedi, heol laouen :
- Heol glan, deiz al levenez,
- Diskenn e strad tenval an draonienn !…
Dirag ar C'halvar, hon daou skolaer en em gav gant eur c’hoz denig, lemm e lagad, didok, a-boan gwisket c'hoaz, diredet eno, dioc’htu m’eo savet, da zellet diouz pe gorn e c’houez an avel.
En eun taol-lagad, Laouig, — atao mignon bras e gof, — hen anavez :
— Sell, ar marc’hadour gwestell !
Ha Lanig a gerz etrezeg ennan :
— Abret emaoc’h war zav, tonton Herri. Ac’hanta ! devez brao hor bezo da vont hirio betek Kemper ?… Warc’hoaz, mar plij d’an heol c’hoarzin, Laouig aman ha me, ni a c’hoarzo ivez hon daou, hag a fringo da eured va c’hoar !
— Ah ! ya, da Gemper, eured ho c’hoar ? eme tonton Herri, a zo brao avat ; met naon ho pezo a-raok digouezout ha ma karfec’h dont d’am zi da welet va gwestell… rak Kemper a zo pell, ha mat a rit mont abret en hent.
— Deomp d’ar gwestell ! a respont Laouig.
— Ho kwestell, eme Laouig, kement-man a zigas da zonj d’in eus ar pez a dlean d’eoc’h.
— Petra ’ta, paotr yaouank ?
— Eur gwenneg, abaoe ar wech diveza m’eo bet skolaerien ar Pont o perc’hirina e chapel Itron-Varia Gonforz…
— N’em eus seurt sonj ebet, eme tonton Herri, met pa lavaret, e kredan…
- Neb a bae e zle
- A zastum leve !
Hor paotred a bren eur gwennegad madigou ha Lanig a ro e zaou wenneg :
— N’omp ket pinvidik-mor, emezan, ha ne vo ket tenn d’eomp beza pinvidikoc’h en eur zont en-dro…
Penaos da c’houde, tonton Herri n’en dije ket roet gwestell e termenn da dud onest evel-se ? — N’eo ket gwestell hepken, met bara gwiniz, eun dorz pemp lur, a brestas d’ezo ouspenn.
E-pad ma tebrent, an tamm a gouezas diouz tre o dent : gwelet o doa o tremen, war hent bras Douarnenez, daou vevel eus ar skolaj, ar c’hi Loull ganto, kaset war o lerc’h a dra zur, ha karget d’o distrei war o c’hiz. Hep muioc’h a drouz, e lavarjont kenavo en distro d’an tonton Herri, ha setu int buan ha buan o kemeret hent Poullan.
An oferenn-vintin a echue er vourc’hadenn-man pa zigouezjont. War ar blasenn, eur vaouez war an oad a youc’he a-bouez penn :
— Pesked fresk! brilli! emaint o vont!… emaint o vont!…
— Ah ! da belec’h emaint o vont evel-se, moereb ? eme Lanig.
— Da veza gwerzet, va niz !… Brilli ! Dek gwenneg an dousenn, marc’had-mat ! Brilli ! Brilli !
— Ma ! ar pez a chom a vo d'in, eme Lanig en eur dostaat. Renkit an diou zousenn-ze d’in e-touez ar raden a zo e strad ho paner !… Mat ! va moereb koz, mat pell zo ! Ha brema, deuit ganin d’ar sakristiri, evit ma vo paeet d’eoc’h ho pevar real : me eo mevel nevez an aotrou person.
Ha Lanig kas an hini goz d’ar sakristiri, goude beza roet e besked da Laouig, bec’h d’ezan en em ziwall da c’hoarzin.
Goude e oferenn, an aotrou person a zo o kovez ; ar c’hloc’her a zo eat da glask penn eus e lein. An hini goz a chom er sakristiri goullo, e-pad ma 'z a Lanig da skei war gador-govez an aotrou person :
— Aotrou, mar plijfe ganeoc'h dont d’ho sakristiri da
govez va moereb a zo bouzar ? Na zaleit ket re, rak pell-pell
amzer ’zo n’eo ket bet va moereb o kovez : eur zac’hadig a dle
kaout en dro-man !
Ha Lanig er-meaz eus an iliz, buana ma c’helle, hag an aotrou person war-eün d’ar sakristiri :
— En em lakit war ho taoulin, emezan krenv d’ar vaouez, ma welimp.
— War va daoulin, eme houman ; n’eo ket red emichans ?
— Eo, war ho taoulin… Gwir a-walc’h a lavare ho niz yaouank, rak, diouz ma welan, dizonjet ho peus…
— Va niz, eun niz yaouank d'in-me ? N’em eus morse bet na breur, na c’hoar, na tra all ebet zoken eus ar seurt-se… ha penaos neuze em bije bet eun niz yaouank ? Daoust hag ar veleien a-vreman o deus desket lavaret gevier ?
Koulskoude plega a reas eun nebeudig he divesker, hag hi da c’houlenn dioc’htu :
— Ha breman ?…
— Breman ?… Grit sin ar Groaz ha livirit : « Ho pennoz d’in, va zad… »
— Tra, tra, la, la, eme ar vaouez o sevel prim, ruz-glaou gant he imor. A-walc’h a vennoziou evit an taol-man, paeet d’in va fesked da genta a-raok ober d’in kovez. Pevar real d’in ! pe me…
— Pevar real, rei pevar real d’eoc’h ’vit pesked ?…
— Ya, ar brilli eo bet ho mevel o kerc’hat…
… An aotrou person eo a baeas pesked Lanig, met ar vaouez koz ne reas ket muioc’h a gofesioñ evit-se.
E-pad ar c’hoari gaer-ze a oa er sakristiri, hon daou
gomper a errue da neuze e Douarnenez. Lanig dioc’htu en eun
ti, ha Laouig war e lerc’h. Eur plac’h, eur penn skanv a blac’h
hervez an doare anezi, o digemeras, hag o c’hasas da zibri en
eur gambr war laez.
Ar brilli a voe fritet druz-druz ken na rede an amann warno, evel ma tiver an eol poulladet er boestou sardined. Ar c’hosa gwin eus an hostaliri a voe war an daol, ha meur a voutailh, goloet o c’hof gant ar boultrenn, a voe divontet. Red e oa echui koulskoude a-raok ma erruje ar mestr en ti. Setu Lanig ’ta gervel ar plac’h, hag hi ken buan war laez.
— Pegement eo ? eme Lanig ; me a baeo.
— Tra, tra, eme Laouig ; va zro-me eo hirio.
Setu reuz ha dispac’h etrezo, ma ’z oa red d’ar plac’h lavaret, evit digas ar peoc’h, tenna d’ar blouzennig verra.
— Oh ! nann, eme al louarn fin a oa Lanig ; skoulmit ho mouchouer war ho taoulagad, hag an hini ac’hanomp a bakoc’h da genta a vo d'ezan an enor da furchal e yalc’h.
Setu great ar pez a oa lavaret.
Ar paour kêz plac’h ! Trei ha distrei a ra dre ar gambr, e-pad ma tiskenn war bouezig Lanig hag e baotr Laouig, laoueneat o daou gant eur c’hofad brilli fresk. Trei ha distrei a rea c'hoaz pa erruas ar mestr er gear, hag hi lamma warnan:
— C'houi a baeo ! emezi.
Gwir e lavare : ar mestr a rankas paea ! Evelato, ar plac’h penn-skanv-ze a brenas, en taol-man, skiant ha furnez diwar he c’houst ; rak kaset e voe kuit diouz eun ti e-lec’h ma ’z edo en he eas.
A-raok an noz, hon daou lakepot a skolaerien a zigouezas
er gear e Kemper. E-lec’h friko, e voe roet d’ezo kordenn war
o ler. Antronoz da greisteiz, Lanig ha Laouig a voe distroet
d’ar skolaj, ha, goude beza, en devez-ze, koaniet gant bara
sec’h ha kalz… mez, va zaou gamalad a zistroas d’o gwele, na
oa ket bet tommet en nozvez tremenet.
Direbech kaer int deuet da veza o-daou da c’houde, ha d’an 31 a viz mae, d’ar bloaz war-lerc’h, pa ’z eas skolaerien ar Pont da berc’hirina da di an Itron-Varia, Laouig ha Lanig, deuet da onest evit mat, a baeas o dle da donton Herri, marc’hadour gwestell e Konforz !