DAOUZECVED CANTIC.
Conversion ar pec’heur ouc’h Doue. Var an ton : Un Arc’hel aberz an Autrou.
Mall bras eo din difazya,
Ha da Zoue en-em renta. (bis.)
Scoet en deus Jesus var va dor,
O lavaret dim-me, digor ? (bis.)
Hoguen penaos e credin-me
Birviquen sellet ouz an Eê ? (bis.)
Ruzia bepret a ran gant mez,
Pa zellan ous va ene quaes. (bis.)
Pa sonjan emeus offancet
Ar Roue adorabl eus ar bed. (bis.)
Ra vezo va c’halon rannet,
Rac beza quement outraget. (bis.)
Un Doue quer bras, un Doue quer mad,
Siouas din-me pec’heur ingrad ! (bis.)
Detesti a ran ar pec’het
Dreist quement drouc a zo er bed. (bis.)
Va mallos a bedan gantâ,
Ha gant ar squeud eus anezâ. (bis.)
Gan graç Doue e fell din tec’het
Bete’r maro dious pep pec’het. (bis.)
Renonç a ran d’an drouc-speret,
D’ar c’hic milliguet, ha d’ar bed. (bis.)
Me renonç d’an occazionou
Zo bet quiriec d'am pec’hejou. (bis.)
Quitaat a fell din dreist pep tra,
Ar fautou a ran liessa. (bis.)
C’hui eo, Jesus, va esperanç
Ennoc’h ema va oll fizianç. (bis.)
Me esper dre ho madeles,
E reot em andret trugares. (bis.)
O va Jesus, guir Vap Doue,
Goalc'hit gant ho coad va ene. (bis.)
Guerc’hes Vari, Alvocades
Evit an oll pec’heurien guæs. (bis.)
Grit, me ho suppli, va escus
Pa zeui d’am barn ho Map Jesus. (bis.)
|