Daouzegved Sul goude Pantekost
Neuze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Euruz ann daoulagad a vel ar pez a velit-c’hui. Rak, me lavar d’ehoc’h, eleiz a bropheted hag a rouaned a garje beza guelet ar pez a velit-c’hui ha n’o deuz ket guelet ; ha klevet ar pez a glevit c’hui, ha n’o deuz ket klevet. Ha setu eunn doktor euz al lezenn o sevel enn he zav, hag o choulenn ouz Jezuz, da velet petra a lavarje : mestr, petra am euz-me d’ober evit kaout ar vuez eternel ? Ha Jezuz o respount d’ezhan : petra zo skrived el lezenn ? Petra a lennit eno ? Hema, d’he dro a lavaraz : Karet a reot ann Aotrou ho Toue, euz hoc’h holl galoun, euz hoc’h holl ene, euz hoc’h holl nerz, euz hoc'h holl spered ; hag ho nesa eveld’oc’h hoc’h unan. Mad oc’h euz respountet, eme Jezuz d’ezhan ; grit ann dra-ze, hag e vevot da viken. Mes, hema, o klask tremen evit eunn den ar guella, a c’houlennaz adarre ouz Jezuz : Ha piou eo va nesa ? Jezuz a gomsaz neuze evelhenn : Eunn den o tiskenn euz Jeruzalem da Jeriko, a guezaz e kreiz al laeroun ; ar re-ma a gemeraz kement en devoa, her skoaz didruez, hag hen dilezaz hanter-varo. Diguezout a reaz d’eur beleg diskenn dre ar memez hent ; mes, o veza he velet, ez eaz e biou. Er memez tra, eunn den a iliz c’hoaz, o veza diguezet el leac’h-ze ha guelet ann den, a ieaz gant he hent. Mes, eur Samaritan, o veachi ive, a ziguezaz enn he gichenn, hag en devoue truez ouz he velet. Tostaat a reaz outhan, hag e lienaz he c’houliou enn eur zivera eol ha guin varnezho. Goude, o veza hen savet var he loan, her c’hasaz d’eunn hoslaliri, hag e taolaz evez anezhan. Enn deiz varlerc’h e tennaz daou ziner euz he ialc’h da rei d’ann hostiz, enn eur lavaret : Grit guella ma c’hellot d’ann den-ma ; ha kement o pe dispignet enn tu all, me hen distaolo d’ehoc’h pa zeuinn enn dro. Pe hini euz ann tri ze a gav d’ehoc'h e oue nesa ann den a guezaz e kreiz al laeronn ? Ann hini a gemeraz truez outhan, eme ann doklor. Mad, eme Jezuz d’ezhan ; baleit ha grit er memez tra.
Hor Zalver, enn he brezegennou, a zisklerie oa deuet d’ober miret al lezenn ; mes, goab a rea ive euz ar giziou savet gant ar Skribed hag ar Pharizianed. Evel-se o doa kasouni outhan ; hag ann doktor-ma a c’hoanteaz he lakaat nec’hed dre ar goulennou a lennomp enn Aviel hirio. Allaz, tizet e oue he unan gant Jezuz a anavezaz dioc’htu sonj ann den disleal-ze. O c’houzout ne c’helle ket ar Iuzevien gouzanv tud ar Samarii e kemer eur beachour euz ar vro-ze, hag hennez a vezo roet evit skuer, pa n’euz nemethan o viret gourc’hemenn ar garantez e kenver ann nesa. Mes, ouspenn ar gentel-ma roet d’eur c’halz kristenien a zo douget d’ober fae var ann dud dister petra bennag ma klaskont heulia al lezenn gant lealdet, ann Aviel hirio a ziskuez d’eomp c’hoaz stad ankeniuz eunn ene pec’her, hag holl vadelez ann Doue a gemer truez outhan.
Ann denn-ze a ziskenn euz Jerusalem, ar gear zantel, da Jeriko, leac’h a blijadur hag a zizurs, ann den-ze eo ar c’hristen dievez en em daol, dre ar pec’hed, euz renk ann elez, e kenver al loened mud, o tilezel servich ann Aotrou Doue. A veac’h m’eo eat enn hent, setu hen kuezet etre daouarn al laeroun, da lavaret eo, ar bed hag ann drouk-spered. E berr amzer ar re-ma a ziframmo digantha he holl vadou ; sae venn he vadiziant, karantez he Zalver, alc’huez ar baradoz, peoc’h he goustianz. Ouspenn m’eo lakeat enn noaz, skoet e vezo ive gantho, ken na jomo ec’hiz hanter-varo ; tenvaleat he spered, ha dizec’het he galoun ne c’hell mui ober netra evit ann envou. Paour keaz den, petra deui da veza ma ne gemer unan bennag truez ouzid !
Euz ar re o deuz hen poulzet varzu ann droug, meur a hini a dremen heb ober eur zell outhan. Koulzgoude setu o tiguezout eunn den a zo bet dianavezet ha disprijet gant ar pec’her. Hema eo Mab Doue diskennet euz ann env evidomp ; hag o velet e pe stad ema ar c’hlanvour, hen dougo var he ziouvreac’h karantezuz beteg ann iliz el leac’h ma vezo panset he c’houliou, ha roet d’ezhan peadra d’en em grenvaat. Eno, Jezuz en deuz lezet n’eo ket daou ziner, mes, holl veritou he Basion, aoualc’h, ha kalz enn tu all, evit prena d’eomp grasou puill er bed-ma ha goude-ze, euruzdet ar baradoz.
Pedenn. — Va Doue, me eo siouaz, ar beachour diskiant-ze, a zo tec’het diouzoc’h, ha kuezet etre daouarn al laeroun. Dreizon va-unan ne oufenn en em denna euz ar stad mantruz m’ounn lakeat gantho. C’hui eta, pa’z oc’h ker mad, grit eur zell a drugarez ouzinn ; roit d’inn adarre ar iec’hed, ha me ho servicho hiviziken a greiz va c’haloun. Evel-se-bezet-great.