Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin
Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 148-158).
◄   Unnekved kentel Daouzekved kentel Trizekved kentel   ►



DAOUZEKVED KENTEL


————


An hini a gar Doue n’en deuz morse droug oc’h he nesa


————


1. — Ar pez a vir ouz-omp na d-a droug enn-omp, pa vez eun dra pe eun den-bennag oc’h ober poan d’e-omp, a ziskouez anat hor beuz eur spered eaz ha mad. Er c’henteliou a-raok euz bet lavaret petra zo mad da ober e-kever beza hegarad ha mad, ha setu ama c’hoaz eun darn kelennou all diwar-benn hevelep tra, kelennou int hag a zo ive mad-meurbed da heuilla.

2. — Kaout eur galoun izel hag eur spered eaz a voe ar pez a garaz muia Jezus-Krist. Dre-ze eo e lavar d’e-omp deski dioud he skouer kaout eur spered eaz ha beza izel a galoun. Hor Zalver a voe hanvet oan, ken evit sakrifis ar groaz, ken evit an doare ma vevaz ha ma tremenaz he vuez war an douar, ha dreist-holl evit an doare ma varvaz. E ti Gaïfaz, pa voe roet eur javedad d’ezhan ha lakeat eun den dievez, Jezus ne reaz nemet lavaret : « Mar em beuz komzet fall, diskouezit d’in penaos, ha mar em beuz komzet mad, perak e skoit-hu gan-en ? » Jezus evel-se a c’houzanvaz bete mervel pep poan hep klemm biskoaz. Pa voe stag oc’h ar groaz, ar Juzevien a doue diwar he-benn, oc’h ober goab anezhan, ha Jesus, Oan Doue, a bede evelato he Dad da lakaat anezho didamall.

3. — Jezus a gar kalz muioc’h eget na c’houfet lavaret ar re a zo izel ho c’haloun, ar re a zo mad hag a c’houzanv ar gwall-gomzou, ar goaperez, an droug-prezeg, an heskinou, an taoliou hag ar gouliou, hep n’ho deuz droug oc’h ar re a wall-gas anezho hag a sko gant-ho. Peden ar galoun a c’hoar gouzanv pep poan er c’his-se hep klemm, a zo atao mad dirak Doue, da lavaret eo, a-zo atao klèvet gant-han. Jezus a lavar e vezo dreist pep tra ar baradoz d’ar re a zo mad hag hegarad. An tad Alvarèz a lavar ive ez eo an nev bro ar re a zo er bed-man disprizet ha gwall-gaset, o veza ne d-eo ket d’an den zo enoret ha prizet mad gant ar bed ez eo miret gant Doue ar rouantelez a bado da viken. « War-henn ma ’z aint diwar an douar, eme ar roue David, ar re vad hag hegarad a vezo eüruz da viken, hag er bed-man zo-ken e vezint c’hoaz enn eur peoc’h braz. » Ar zent ne zalc’hont kas na droug e-bed oc’h ar re ho deuz great poan d’ezho, ho c’haret muioc’h a reont eget na reant diagent, hag evit beza gouzanvet ho foan hep klemm, an Aotrou-Doue a gresk ar peoc’h enn ho c’haloun. « Pa lavar unan-bennag droug ac’hanoun, eme zantez Thereza, e kav d’in e kresk va c’harantez out-han. » Evit beza karet gant-hi ne voa nemet kana gwall-gomzou d’ezhi. Evit dont da veza ker mad-ze, ez eo red e ve ken izel kaloun an den bete lakaat e gwirionez ez eo ar falla euz an dud, ha kredi ez eo da veza disprizet gant an holl. Perak e vez droug atao enn den a zo rok ha brasoniuz ? O veza ma ra stad anezhan he-unan, ha ma kav d’ezhan ez eo red e ve enoret gant an holl.

4. — Red eo eta mervel enn Aotrou-Doue evit beza eüruz hag evit kaout, a-vrema war an douar, an tanva euz an eurusted gwirion n’ema nemet enn nev. An eurusted-ze, petra-bennag ma ’z eo eun tamm mad disteroc’h eget eurusted Doue, a zo evelato brasoc’h evit an holl zudiou a c’heller da gaout war an douar, eme an Abostol sant Paol d’he ziskibien. Evit kaout ar peoc’h bras-se hag evit beza euruz e-kreiz ar poaniou hag an droug-prezegèrez, ez eo red eta, eur weach c’hoaz, beza maro enn Aotrou-Doue. An neb a zo maro n’en deuz skiant e-bed euz an droug a reer d’ezhan ; evel-se ive an hini a zo hegarad a spered hag a galoun, evel eun den maro, ne wel na ne glèv berad, gouzanv a ra pep dismeganz hep klemm morse. An hini a gar Jezus-Krist, gant eur gwir garantez, a diz eaz ar stad-ze rak neuze o veza en em lakeat holl etre daouarn Doue, e laka hevel-hevel an droug hag ar mad a reer d’ezhan, ar boan hag an dudi, ar c’homzou mad evel an droug-komzou. Evel-se e voa an abostol sant Paol pa lavare : « War neun emaoun gant levenez enn eur mor a enkresiou. » Euruz an hini a c’hell dont d’ar stad vad-se ! Neuze ar peoc’h a vezo enn he ene a dalvezo kalz muioc’h eget holl vadou ar bed-man. Sant Fransèz a Zal a lavare : « Ha petra dalvez ar bed-holl e-skoaz peoc’h ar galoun ? » Hag e gwirionez, da betra eo mad holl denzoriou hag holl enoriou ar bed evit an hini a zo nèc’het atao, evit an hini n’ema ket he galoun e peoc’h ?

5. — Evit beza atao evel unan gant Jezus-Krist, ez eo red e ve atao ar peoc’h enn ene, hep na ve tenvaleat ar spered morse gant poan e-bed, a be-leac’h-bennag e teufe. An Aotrou-Doue ne choum ket enn eur galoun denval ha nèc’het. Selaouomp war gement-man an aliou a ro d’e-omp sant Fransès a Zal : « Arabad ez afe, eme-z-han, droug e-bed enn-hoc’h ; prennit kloz dor ho kaloun, pe zigarez-bennag a lavarfe, rak eur weach ma vez an droug ebarz, n’omp mui evit kas anezhan kuit nag evit miret out-han d’en em ziroll. » Ar pez zo d’an den da ober da genta, eo eta trèc’hi war ar vuanegez, oc’h he c’has kuit diout-han dioc’h-tu, o tevel hag o lakaat he spered da drei oc’h eun dra-bennag all ; d’an eil, evel an Ebestel pa weljont ar mor o sevel gant eur gaouad diroll, gervel d’ho c’haout an Aotrou-Doue, rak d’ezhan hep-ken eo terri kaouajou ar galoun ; d’an trede, mar d-oc’h bet reuzeudik a-walc’h evit lezel an droug da vont diabarz hoc’h ene, lakiit neuze hoc’h holl nerz d’en em drec’hi, da choum sioul hag e peoc’h ; gwaskit war-n-hoc’h hoc’h-unan, plegit stum ho kaloun, na vezit ket rok na dichek ha komzit mad ha gant karantez oc’h an hini zo savet droug enn-hoc’h out-han. Neuze, torret war-n-hoc’h, ar pez a lavaroc’h a vezo gwelloc’h, mar taolit evez ez eo red lezel ar gouli da giga hag an droug da dremen. Sant Fransèz a Zal a lavare en devoa bet kalz a boan o trec’hi daou dèch fall en devoa, daou dech hag a ioa ho grisiou kroget doun enn he galoun, me lavar ar vuanègez pe an droug hag ar garantez ouz traou an douar. E-kever an tèch kenta, rankout e voa bet d’ezhan, hen he-unan her lavar, evit he drec’hi hag he zisc’hrisienna, stourm out-han epad daouzek vloaz hed da hed. An eil a zistroaz da vad, o tistaga he galoun dioc’h an traou krouet hag o lakaat anezhi da garet Doue hep-ken. Diwar neuze ar zant-se en devoe eur peoc’h ker braz enn he ene ma voa, koulz lavaret, a wel an diabarz anezhan hag ouc’h-penn ker reiz ha ker laouen hag an diaveaz.

6. — Pa c’houez ar galoun gant an droug, evit diskarga ar gor-ze anezhi, tud zo hag a gred ez eo red leuskeul an teod da vont hag en em ziboella gant difre. Er c’his-se, siouaz ! ne rear nemet kreski ar gaouad fall. Evit beza atao e peoc’h, arabad eo en defe an droug pleg e-hed da c’houeza na da zevel. Mar teu evelato eur weach-bennag da gaout an tu da vont er galoun, evit en em zic’haoui diout-han ha kas anezhan kuit, ne d-eo ket fall tamm e-bed lenn eul levr mad, kana eur ganaouen zantel, pe diviz gant eun all diwar-benn eun dra gaer-bennag. Ar spered-Santel a lavar : « An droug n’ema he gear nemet e kaloun an diskiant en deuz nebeud a garantez ouz Jezus-Krist ; eno e choum pell amzer. » Evit kaloun an den zo fur, e gwirionez, mar d-a an droug dre laer enn-hi eur weach-bennag, ne vezo ket pell hep beza bannet er meaz. An ene a gar Jezus-Krist gant karantez ne vez morse droug enn-han, rak o veza ne fell d’ezhan nemet ar pez a fell da Zoue, en deuz atao ar pez a gar hag ez ema atao e peoc’h. Neb a ra ar pez a fell da Zoue a dorr krenn nerz an droug, e kement poan a c’hoarvez gant-han, hag evel-se ez eo, epep leac’h hag e peb amzer, mad hag hegarad e-kever an holl. Hogen, anez karet a greiz ar galoun, ne d-euz den evit kaout ar vadèles-se e-kever an nesa. An dud a dle gwelet er-vad dioc’h kement-man ne garer morse muioc’h ar re all, eget pa garer ive Jezus-Krist gant karantez ha teneridigez.

7. — An deneridigez hag ar garantez-man, o veza ne vezont ket atao beo buezek enn-omp, ez eo red d’e-omp, dre ar beden a galoun, en em lakaat a du hag e doare vad da c’houzanv kement poan a c’hellfe koueza pe skei war-n-omp. Evel-se ho deuz great ar zent, hag ez int en em gavet atao e doare da gaout ha da c’houzanv hep klemm pep dismeganz hag an holl boaniou. Ma n’en em grevaomp ket evel-se, a-raok ma tiroll ar gaouad, ne vezimp birviken evit dont a-benn d’en em drèc’hi, pa zavo enn hon enep ; ha neuze an droug, o ren hor c’haloun, a lavaro d’e-omp ober poan evit poan. An droug zo c’houezet e kaloun hon nesa, ha mouget e vezo gant eur gomz dichek ha tearuz ? Tra, biken ! rak kement-se a zo teuler keuneud enn tan evit lakaat anezhan da grègi gwasoc’h-gwasa. Unan-bennag a lavaro marteze : nemet diskiant e ve, piou a choumfe sioul hag e peoc’h, piou a ve hegarad, enn eur ger, e-kever eun den hag a ra poan hep kaout abek ebed ? Sant Fransèz a Zal a gelen evel-hen war gement-man : « Red eo beza mad e-kever an holl, pe ho deuz digarez da ober poan, pe n’ho deuz ket. »

8. — Neuze eta, evel ma ’z eo desket d’e-omp, ez eo red e komzfemp mad atao : ne d'euz gwelloc’h tra evit mouga an droug, pa strink he c’hwasa tan, rak mar d-eo krog an tan-ze enn hor c’haloun, tevel a zo kalz gwelloc’h. Lagad an droug a zo dall, ne wel mui nemet ar pez a zo fall ha gaou, golei a ra hon daoulagad gant eur goc’hen ken tenval ma laka enn eun douez lealded ha dislealded. Dre-ze ez eo red e rafemp, evel Sant Fransèz a Zal, eur marc’had gant hon teod, evit ma choumo skoulmet ha stag, dioc’h-tu ma klasko an droug dont da c’hwiri enn hor c’hreiz.

9. — Evelato, eme unan-bennag c’hoaz, ez eo red a-wechou komz huel evit stanka ho genou da dud dizuj ha divergount zo ; rak ar roue David a lavar : « Eat droug enn-hoc’h ha na bec’hit ket. » Evel-se e c’hell mont droug a-wechou enn dud gant na bèc’hint ket. Eno eo ema an dalc’h hag ar pez a zo diez ; ebad eo lavaret. Da welet, a-wechou ez eo deread komz kre oc’h tud a zo, evit lakaat anezho da zont enn-ho ho-unan ; hogen, komz evel-se stard ha dibèc’h a-walc’h a zo, a gredan, gwall ziez d’an den. Ar wella tra da ober neuze eo, mar geller, rei eur gentel-bennag, komz mad atao ha beza war evez oc’h an droug, war-benn ma teuio. Sant Fransèz a Zal a anzave ne voa morse bet eat droug enn-han, hep n’en devije bet keuz goude. Greomp hor mad diwar he goust, ha pa welomp ez a droug enn-omp, tavomp ha gortozomp ken na vezimp deuet adarre war hon tu.

10. — Pa vezomp skandalet gant ar re ho deuz da welet var-n-omp, pe difaziet gant hor mignouned, neuze e tleomp dreist pep tra diskouez eur spered eaz. Sant Fransèz a Zal a lavar : « An hini a bleg hep poan d’ar gentel, a ziskouez, dre-ze, e kar ar mad n’en deuz ket great, ar mad ma ’z eo kelennet diwar he benn ; diskouez a ra ive e pign kalounek dre zeresiou an nev. » Red eo c’hoaz e vemp mad enn hor c’hever hon-unan. An droug-spered a ro d’e-omp da gredi ez eo da veza meulet an droug hor beuz ouz-omp hon-unan, goude pèc’hi. Ar spered troidellus-se a fell neuze d’ezhan lakaat ac’hanomp da veza nec’het hag enkrezet, ha miret ouz-omp dre-ze na vemp evit ober ar mad. War gement-man setu a lavare sant Fransèz a Zal : « Kredit er-vad an holl sonjou a nec’h ac’hanoc’h ne deuont ket digant Doue, Doue a zo roue ar peoc’h ; dont a reont digant an droug-spered, euz ar garantez ho peuz evid-hoc’h hoc’h-unan, pe euz ar stad a rit ac’hanoc’h. » Setu an tri benn kenta euz an nec’h hag euz an enkrez ho peuz. Pa zilamm eta sonjou ar seurt-se enn hor spered, ez eo red ho c’has kuit dioc’h-tu hag ober fae anezho.

11. - N’hor beuz morse muioc’h a izomm da gaout eur spered eaz, eget pa vez red d’e-omp skandalat ar re all, rak neb a zo c’houero ha trenk he gomzou pa gelen, a ra muioc’h a zroug eget a vad ; dreist holl mar d-eo poaniet an hini a zo red da gelenn : gortoz ma vezo enn-han he-unan a zo mad. Arabad eo d’e-omp ive klask difazia den, epad 'ma vez droug enn-omp, rak neuze neb en deuz great fall, o welet e komzer re gre out-han, ne raio nemet nebeud a van euz ar pez a glevo. Ar pez a lavarer ama a zo evit mad an nesa ; evid-omp-ni, diskouezomp e karomp Jezus-Krist, o c’houzanv laouen evit-han ar gwall-gomzou ha pep dismeganz all.


Peden a Garantez


Va Jezus, tad tener ha mad, levenez va ene, c’houi a zo bet goapeat, disprizet ha gwall-gaset gant an dud, grit, dre ho skouer, ma kavimp eaz gouzanv poaniou ha dismeganz ar bed ; dre garantez ouz-hoc’h e fell d’in gouzanv pep tra hiviziken ; roit d’in an nerz da ober evel a lavaran : grit mac’h anavezin ha ma rin penn-da-benn ar pez a fell d’e-hoc’h. Va Doue, er meaz ac’hanoc’h, c’houi a zo ar mad dreist pep mad, ne fell d’in klask netra all e-bed. C’houi a zo bemdez o klask va mad e pep tra, grit n’am bezo ken aked nemet da blijout d’e-hoc’h, grit na zonjo va spered nemet da bellaat ha da dec’het dioc’h kement tra a rafe poan d’e-hoc’h ; grit na c’hoantain nemet ho karet ha plijout d’e-hoc’h ! Kasit diouz-in kement a c’hellfe va zistrei dioc’h ho karet, d’e-hoc’h-hu ec’h en em roan holl ha kement zo ac’hanoun, ho karet a ran, mad dreist pep mad, he karet a ran bete gweled va c’haloun, c’houi zo va muia-karet, Verb en em c’hreat den, ho karet a ran muioc’h evit n’en em garan va-unan, bezit truez ouz-in ha pareit, me he ped, ar gouliou a zo great em ene gant ar pec’hed. En em lakaat a ran etre ho taouarn, o va Jezus, d’e-hoc’h hep-ken e fell d’in beza, hag enn eur c’houzanv pep tra evid-hoc’h, ne fell d’in mad e-bed nemed-hoc’h. Gwerc’hez santel, Mamm va Zalver ha va mamm ive, Mari, ho karet a ran hag enn- hoc’h ema va fisianz ; astennit d’in ho tourn trugarezuz, epad ma vezin o vale dre hentchou poaniuz ar vuez-man.