Ar Bobl, 1907



Deliou buez
————


Ebarz em iaouankiz tener, va brasa plijadur, evid en em zizenoui, eo mont da c’haloupat dre ar c’hoajou ha lanneier va bro !

Divar ar reier, a gaver en hon lanneler e Breiz, e savan va fenn, da genta, da sellet ouz an oabl lugernuz ; ar meaziou tro var dro din a gavan skeduz ha va daoulagad ne skuizont ket o sellet outo ! An heol o para varno o rent brawoc’h c’hoaz.

Neuze, gourvezet var an douar, va fenn o repos var va breac’h, e teuan da sonjal e va bro garet Breiz-1zel, ar vro el leac’h ma meuz gwelet an deiz, el leac’h ma vevan brema ha ne garfen kuitaat morse !

Gwelet a ran dirazon al labourerien en o farkeier : lod o trei an douar evit gounid en ed ; lod all o tenna pe o kerc’hat d’ar gear boued loened. Oh ! nag an dud-se a zo eüruz ! Ne anavezont ket krizder ar c’heariou braz, e leach ma varv, gant an naon, o breudeur a vizer, dre ma ne gavont ket a labour !

An dud-se oll a gomz ato e brezonek, e iez o zadou koz, er parkeier evel er gear. Ar brezonek en deuz ato e blas a henor hag er meritout a ra. Ar vugaligou, var barlenn o mam, ne glevont nemed ar iez biniget-se. An dra-ze oll a zo kaĕr da velet evit eun den hag a gar e vro.

Ra choumo eta, en hon touez, ar iez a garomp kement, roet deomp gant hon tadou, ra choumo ar baïzanted fidel da gomz brezonek.

Job-Per ar BRAZ

————