Deut oll, deut bugale, deut d’ar banqet precius,
Galvet oc’h gant Doue da dibri ous taol Jesus ; E vab, barados an ene E possedìn Doue.
Mar dezirit madou amâ emàn an tenzor
Pehini ho rento pinvicoc’h eguet ar mor : Jesus, perc’hen an oll vadou, Ha mestr an oll c’hraçou.
An aour hac an arc’hant ne dint nemet paourente
En qichen an tenzor a offr deomp Mab Doue : Jesus a offr e oll vad Evit hor pinvicat.
E gorf, goad hac ene a gomposo ar banqet,
Gant e zivinite ebars en hosti cuzet : Jesus, guir c’houarner an evou, Guir joa hor c’halonou.
M’er guel var an Auter dêved gant e garante,
O c’hortos ar pec’her evit toma e ene : Jesus a zezir ar galon. Evit beza e dron.
Pet guech n’en deàn qet outrajet en Ilisou ?
Ha c’hoas na c’hoantit qet quitat an tabernaclou : Jesus a verit hor c’halon Hep reservation.
Ne qet bet contantet da vervel var ar C’halvar,
C’hoas en eus deurvezet chom ganemp var an douar ; Jesus evit souten bep de Hon c’horf hac hon ene.
O Tad a garantez hac a vadelez parfet,
Evit ho pugale c’houi zo en em brodiguet : Jesus en em ro e-unan Da remed ous hor poan.
Oll sent eus a ênvou, prestit dìn ho carantez,
Roit dìn ho calonou evit caret va Doue : Jesus, c’houi vo va c’harantez Hac en nos hac en dez.
Languissa’ràn gant c’hoant da dibri gant an æle,
Ar mœus qen excelant preparet gant Mab Doue : Jesus, contantit va c’halon Dre ar gommunion.
Allas ! ô pa sonjàn penos emeus offancet
Ar mignon ar guella hac ar fidella pried : Jesus, gant glac’har em c’halon E c’houlennàn pardon.
Nan, ne veritàn qet, m’en anzav gant guirione,
Goude beza pec’het, dibri bara an æle ; Jesus, c’houi eo ar santelez, Ha me ar pec’her qèz.
Action a c’hraç.
O caera chenchamant dre an effet d’ar graç-se !
Va c’halon a seblant chenchet ennon a neve : Jesus, oll joa an æle, Zo bremâ em ene.
Na meus qen plijadur nemet o sonjal bremàn
Penos ho crouadur zo ganêc’h ha c’hui gantàn : Jesus, a galon me ho ped, Chomit guenén bepret.
Ne gomzit dìn pelloc’h eus ar bed nac e vadou ;
Mil guech on contantoc’h vit perc’hen an tenzoriou : Jesus, dre oll e voar contant, El lec’h ma vec’h presant.
Calon, memoar, speret, sonj, dezir ha bolonte,
En em unanit oll da adori Mab Doue : Jesus, guir Doue ha guir den, A garìn da viqen.
Sel ountàn, va ene, sel ountàn gant plijadur,
Ha consider bep deiz e garantez dreist musur : Jesus, guenet ar barados Zo ganén deiz ha nos.
Va buez so re vêr da drugarecat Doue ;
Me ho ped, va Zalver, qement evit va ene : Jesus, trugarecait ho Tad Evit e galon vad.
Guerc’hes, Sent hac Æles, prestit deomp oll ho moeziou ;
N’em unanit ganeomp evit adori’n Autrou ; Jesus a verit an oll c’hloar
En ên hac en douar.
Soutenit va c’halon bremâ hac e pep instant,
Roit dìn nerz Samson da drec’hi peb goal banchant : Jesus, me zo, siouas, fragil, Ha Satan zo subtil.
Accordit dìn ar c’hraç, mar bezàn biqen tentet,
Da vervel var ar plaç qent consanti d’ar pec’het : Jesus, va joa e vo mervel, Mar bezàn dêc’h fidel.
Occasion dromplus ha c’houi goal gompagnunez,
M’ho tilezo joaüs evit plijout d’ar furnez : Jesus, ar pec’het em c’halon A ve dêc’h ur poeson.
Va mirit da james, va mirit ous ar pec’het,
Rac va brassa anquen a ve mancout d’o caret : Jesus, guir vuez va ene, Reglen va bolonte.
Enor, gloar, carantez en tabernaclou santel,
Da Jesus Mab Doue, enor ha gloar eternel : Jesus, bezit dre oll meulet, Ha gant an oll caret.
|