Deut oll da glêvet ar plede



EILVET CANTIC.
Divis entre ar C’horf hac an Ene.
Divar ben ar Mission.


Deut oll da glêvet ar plede
Entre ar C’horf hac an Ene ;
Abalamour d’ar Mission
Eo savet an division.

Ar c’horf ne c’houlen quet clêvet
Comz a Vission, nac a Retret ;
Aoun en deus na ve red quittât
E blijadur hac e cher vad.

Mæs an ene so morc’hedus
Rac na vez un deiz maleurus,
Hac a implich he oll rêson
Evit e gaç d’ar Mission.


An Ene.

Deomp, va c’horf, deomp d’ar Mission,
Da c’hounit ar remission ;
Induljançou plenier a zo,
Ha Confessoret a peb bro.


Ar C’horf.

Tao dign gant ar Missionou,
Ne gomz qet dign a Retrejou :
Ha te sonch did beza collet,
Nemet er Mission e ven bet ?


An Ene.

Collet vezimp a dra certen.
Ma na reomp quet pinigen ;
Ne deus quet a remission
Heb ober guir Gonfession.


Ar C’horf.

Red eo, m’er goar, e côvessaen,
Mæs non-pas gant Missionerien ;
Gouzout a dlees pe guel lyes
E custumàn mont da gôves.


An Ene.

Ya, mont a res da gôves
E creiz ar foul, e creiz ar pres ;
Ha querquent m’ac’h eus côvessët,
E coueses er memes pec’het.


Ar C’horf.

Côvessât a ràn pa ellàn,
Eus ar pec’het e tivoallàn ;
Va zeaud ne deo quet scrupulus,
Na va c’houstians morc’hedus.


An Ene.

Allas ! pez [sic] seurt côvession,
Hep glac’har na contricion,
Hep propos ferm, nac examen,
Nac ober oll ar binigen !


Ar C’horf.

Tra, tra, caër ec’h eus sarmon dign,
Rac biquen n’en-em resolvign
Da dostât ous ar Mission,
Nac ouc’h Tadou quen dirêson.


An Ene.

Autrou Doue, nac ar pec’het
Ac’heus pel-amzer zo nac’het ;
Da biou en disclêryi-de,
Ma na res quet d’an Tadou-ze ?


Ar C’horf.

Gorto, e zign da bardonna
D’ar Folgoat, pe Santes Anna,
Hac em bezo quer couls pardon

Evel pa zaen d’ar Mission.


An Ene.

Salocras, rac er Mission,
Goude quellies a zarmon,
E vezo da galon touchet,
Evel an houarn ruz squoet.


Ar C’horf.

Ya, mes ar Vissionerien
A zo rust ouc’h ar bec’heurien,
Hac a ra ober ordinal
Ur gôvession general.


An Ene.

Ah ! caëra tensor, caëra chanç,
Nætât ur veach ar goustianç,
Rapari ar sacrilejou,
Hac ar goal gommunionou !


Ar C’horf.

Mes ar voyen da bardouni,
Ar voyen da restitui ?
Penaos e padign-me da yun
Marteze epad ar sizun ?


An Ene.

Tavit, va mignon, tavit crenn,
Ha pa ve hir ar binigen ;
M’ar bez ho calon guir douchet,
Er greot hep poan ebet.


Ar C’horf.

Qasi c’hoant am be da zenti,
Ha da Zoue oll en-em rei ;
Hoguen aoun vras a meus bepret
Rac eur binigen re galet.


An Ene.

Ar varn diveza, ar maro,
Eus an ifern an tan garo

A dle hon lacat da grena
Mui eguet poaniou ar bed-mâ.


Ar C’horf.

Red eo ta mont, ha mont a rin
D’ar Mission abars ar fin ;
Hoguen nec’het oun pa sonjàn,
Rac pres labour a meus bremàn.


An Ene.

Va Doue, hor brassa labour
A dle beza d’en em sicour
Da veza dibec’h deiz ha nos
Evit gounit ar barados.


Ar C’horf.

Me oar er-vad an traou-se oll ;
Mæs lezel ar madou da goll,
Lezel an traou en abandon
Evit ober ar Mission !


An Ene.

Guel eo’ve collet oll ar bed
Eguet na ve great ur pec’het ;
Rac, ma couezomp en ifernou,
Pe’dalvezo deomp hor madou ?


Ar C’horf.

Mad, quenta Retret a vezo,
Me bromet dit me a yêlo ;
Ha me lacaï urz vad neuze
Em buez, gant sicour Doue.


An Ene.

Ha te vezo beo neuze ?
Ha t’ez pezo guell volonte !
Pet den a so bet surprenet
Gant ar maro en e bec’het !


Ar C’horf.

Feaz oun ; pelloc’h mui ne bledign,

Ar virionez zo treac’h dign :
Mignonet, pedit evidon
Ma rign er-vad va Mission.