L. Prud’homme, 1817  (p. 145-148)


Dever ar Vugale.

Hon tado hac hon mamo o deus ar renq quentàn etoez ar re a dleomp da garet. Ar garantez-se, quentàn devers ur buguel, na sel quet epquen an temporel ; quement se a ve caret en payen, ha non pas evel ur c’hristen. Ur buguel a dle desirout da dad ha da vam ar guir vado, graço Doue hac ar gloar eternel. Na dle negligea netra evit procuri silvidiguez e dad hac e vam. Mar o deus ezom, e c’hinstruo aneze ; o c’havertissa a raio da ober œuvro mad, da frequanti ar sacramancho epad o yec’het. Mar dint clànv, o fedo da lacat urz en o c’haffero temporel ; procuri a raïo deze o sacramancho, hac executi goude o maro ar pez o defo ordrenet. Pedi, yun, en em vortifiàn a raio evit ma recevo Doue o c’hine en e c’hloar.

Ur buguel, mar goar an ners eus ar bevare gourc’hemen, a denno an tam eus e c’heno evit soulagi tad ha mam. Sonch en defo eus ar boan o deus bet ous en elevi ; lavaret a raïo : N’en dón nemet ur malhurus mar manquàn d’am zad ha d’am mam. Meritout a rafen ar maro memes ma ne deuàn d’o soulagi. Horreur en defo ous ar vugale dinatur pere el lec’h soulagi tad ha mam, a dispign en debauch, en tavernio ar pez a c’honeont, ha c’hoas e laëront tad ha mam. Ur sort bugale, eme ar Speret-Santel, a so muntrerien ; cometi a reont ur c’hrim brassoc’h evit al laëron voar an encho bras, rac ravissa a reont mado ar re da bere e tleont tout ; lemel a reont ar vuez digant ar re da bere e tleont o c’hini. O tud barbar !

Ur buguel peini a gar e dad hac e vam evel ma zeo dleet, na vanq jamæs d’o respecti. Ne gontest jamæs nemet question e ve eus un dra benac contræl da lezen Doue. Mar dint paour, oaget, diners, a humeur fall, e suport tout gant humilite, carantez, respet ha perseveranç. N’en deus cas pe sort defaut a oufent da gavet ; en deus sonch bepret penaus e zint e dad hac e vam. Disquet eta, bugale guez, an avantaich a so c’henori, o respeti tad ha mam, evel malheur ar re a Yanq d’an dever-se.

« An hini, eme ar Speret-Santel, a henor e vam, a so evel un den peini a dastum un tensor. An hini a henor e dad, a gavo e joa en e vugale, ha Doue a exauço e beden. An hini en deus dougeanç Doue, a henor tad ha mam, hac a servigeo evel e vætro ar re o deue roet ar vuez dezàn. Henoret o tad dre o ç’hobero, o comso, gant pep sort patiantet evit meritout e venediction peini a chorno be pret guenac’h. Benediction an tad a ra prosperi tieguez ar vugale ; malediction ar vam en rouin antieramant. Peguen infam eo an hini a abandon e dad, ha peguen miliguet gant Doue eo an hini a laca e vam en coler. Chetu a-se comso ar Speret-Santel. Respetet ha profitet. »

N’en deo quet suffisant caret tad ha mam ; ret eo ive senti oute. Obeisset d’o tad er pez a so hervez Doue, eme an abostol, rac quement-se a so just. Нaс evit rei da gompren penaus an disobeissanç a so ur pec’het bras, ar memes abostol o coms a grimo ar Bayanet, a lavar penaus ar vugale ne obeissent quet d’o zad. Avertissa a ra Thimothee penaus e c’harruo un amser a desolation en peini ar vugale ne obeissont quet d’o zad. Lequet evez na ve arru an amser malhurus-se. El lezen ancien ar vugale disobeis a voa labeet gant ar veïn. Bugale, obeisset eta, Doue en ordren ; obeisset evel m’en lavar an abostol, er pez so hervez Doue : rac ma commantse tad pe vara treo difennet dre lezen Doue, respontet neuse evel Sant Pêr d’ar Judevien pere a falveze deze en ampech da brezeg lezen Doue, penaus eo guell hac eo ret obeissàn da Doue dre breferanç voar an dud.