Ne oa ket c’hoaz bleuniet voulouz gwer ar prajou,
Ne oa ket blansonnet kurunen ar c’hloajou ;
Met eun heolig klouar, eun êzen flour ha skanv
A lede war ar bed eun dam-skeud eus an hanv.
An oabl, heb bezan glas, a oa lugernusoc’h,
Hiboud ar wazig-dour a zave sklintinoc’h ;
Ha, du-hont er brouskoad, eur voualc’hig amguzet
a boanie da dapout he soniou dilezet…
⁂
O lapousig tener, ma ouifes pegen koan,
Pegen kaer eo da vouez ’us d’ar blênen arc’hant,
ma ouifes an “awen” a zilez em ene
Dirag maeziou ma Breiz o tizrei d’ar vuhe !
Kan eta hep paouez ! Ha, pa darzo ar bleun,
Pa lintro gant miz Mae ar spern-gwenn war ar c’hleun,
Me a gavo ganit, e sioulder ar zerr-noz,
Kunvder ar peuc’h dinec’h ez omp keit o c’hortoz…
⁂
O perak n’hellan ket ’veldout, evnig dispar,
Sevel a denn-askell pell-pell diouz an douar,
Ha dre an oablou skanv leuniet a beuc’h gwirion
Kanan hep nec’hamant pez a zant ma c’halon ?
Eno, heol dudius, freskadur, evrusted !…
D’an traou tourni-brezel, gouelvan ha poan-spered,
Tud faez o klask tizout moren al levenez
A skub bepred ’n o raok avel ar vuhegez…
⁂
Met, perak envori hunvreou ken iskiz ?
Mar deo c’houerv ar vuhez, bezan ’devo he friz !
Da c’hortoz, e pep stumm, nag a vann-plijadur
A zigas ’n e harlu ar Mestr d’e grouadur !
Son evnig ! Heol seder ! Diougan ar bleuniou !
Meurz a c’hell espern d’imp lazad e vorzoliou,
Ne zistrujo biken an envor leun a sked
Eus ar pok kevanus ho peus roet d’ar bed.
Eur frealzus a spi ! ankeniou ha spouron
A c’hall dont a-nevez da waskan ma c’halon,
Ken dous ha gliz an noz war yeod tener ar prad,
Da zonj am c’hennerzo da c’hortoz an Eurvad !