En Bro Dreger a-dreuz parkou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Gwendal en deus kaset ar bajenn En bro Dreger a-dreuz parkoù da En Bro Dreger a-dreuz parkou
Oc'h erlec'hiañ ar bajenn gant '<pages index="Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu" header=1 from=1 /> Rummad:Ar C’hevre breizek'
Tikedenn : Erlerc'hiet
Linenn 1:
<pages index="Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu" header=1 from=1 />
<div class="text">
{{titl|oberour=Erwan Berthou|titouroù=1929}}
 
[[Rummad:Ar C’hevre breizek]]
 
{{Kreizañ|(gizioù, boazioù, skouerioù)}}
 
 
{{Kreizañ|Kentskrid}}
 
<i>An notennoù-mañ a zo bet skrivet war-dro ar bloavezh
1900. Bet int moulet en galleg war</i> Le Clocher Breton,<i>
bloavezhioù</i> 1910-1911. <i> Ar gelaouenn gembraek</i> Cymru <i>he
deus roet dioute goude un droidigezh, graet gant ar barzh
Thomas Matthews a Llandebïe.
 
Evel m’emaint, an notennoù-mañ a zispleg buhezegezh
pobl Treger e-pad ur vunutenn e-kreiz he buhez milvedel
hag en askont da se e fell din c’hoaz embann anezhe en
brezhoneg…
 
Mar am bije bet d’o skrivañ hirie, am bije souzet dirak al
labour-se. Kement a gemm a zo deut er gizioù, en neuz ar
vuhez, er sperredoù e-pad ar brezel bras ha goude ar brezel,
ken em bije kollet kalon !…
 
Kement a heug am befe bremañ o sevel notennoù nevez
war vuhezegezh ma c’henvroiz, evel am boa a blijadur o
skrivañ a re a zo amañ. Ma fobl, siwazh ! a ankoua hag a
zinac’h he amzer dremenet.
 
Anavezout a ran c’hoazh va bro c’hinidik, he hentoù-treuz,
he aodoù, he oabl, hogen n’anavezan ken he fobl gouerien.
Gwelout ar c’hemmoù-mañ a ra poan din. Marteze ez on
poellek, marteze ez on diboell. Darn a lavar ez a an traoù evit
ar gwellañ er c’haerañ Breizh. Hag int a zo furoc’h evidon.
Hervez Gwiklan : « Pezh a dle bezañ a vezo!  »</i>
 
{{Dehou|Erwan Berthou (Pleuvian — 1927)}}
 
<br/>
 
 
 
 
 
Distroet d’ar vro ’lec’h ma’z on ganet, goude un ezvezañs
a ugent vloaz hag ouzhpenn, nag a gemmadennoù am eus
kavet enni ! Kemmadennoù er gizioù ! Kemmadennoù en
darempredoù etre ar geveilien hag etre ar gerent ! Kemmadennoù
er mennadennoù ! Hogen, petra a lavarfe hon tadoù-koz
mar tigouezhfe dezhe dihuniñ raktal en hon touez ?
Anavezout a rafent ac’hanomp, koulskoude, eval ma anavezis
va-unan va henaourien, ha betek o bugale, zoken, ganet e-pad
va ezvezañs hir. Rak, kaer zo lavarout, an damgemmadennoù
en em led muioc’h dre war-c’horre eget dre zindan. Dihunan
’reomp evel o deus dibunet hon henaouerien ha n’ez eus ket
lec’h da c’houlenn diganimp ur stabilded ha ne vez-hi kavet
neblec’h en-dro dimp. E gwirionez, mar dez eus ul lec’h
bennak e pehini e weler kemmadurioù don er pere ar bobl-werin
he deux miret holl engounioù ar Ouenn.
 
 
 
 
{{Kreizañ|1. An Tiegezhioù}}
 
 
 
E meur a diad, an tadoù a gavfe c’hoazh, en e lec’h, ar
gwele-kloz e-lec’h ma oant ganet. Lavarout a rafent ar bedenn
noz gant tud an ti evel en o bev. Kavout a rafent c’hoazh o
loa goad e-mesk ar re all e-barzh al listrier, a-us d’an daol.
 
 
</div>
 
[[Rummad:Testennoù hep meneger]]