Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/7 : diforc'h etre ar stummoù

→‎Da wiriañ: Pajenn krouet gant : "<br/> {{Kreizañ|{{Ment|TREDE LEVR|100}}}} {{-}} {{Kreizañ|{{Ment|LUGUS|120}}}} {{-}} Benniget ra vezo an den yaouank divarvel a zo o sklerijenni ar bed, ar c’had..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 16 Ebr 2020 da 15:24

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet



TREDE LEVR
————
LUGUS
————

Benniget ra vezo an den yaouank divarvel a zo o sklerijenni ar bed, ar c’hadour nerzek a laka finv er Rod [1], an doue a daol er vann, bep beure, ar Rod ! Pedet e vez gand ar vrezelourien, kent mont d’an emgann, gand ar varnerien kent diskulia o barnadenn, gand ar vicherourien kent deraoui o labour, gand an danevellourien, ar werzaouerien, an delennerien kent displega o ijin, gand ar vezeged dirak gwele ar glanvourien, gand ar veleien hag al lidlazourien-sakr en nevedou, gand an arerien o voulc’ha irvi hag ar vederien o trouc’ha ed. Holl, yaouank ha koz, bras ha bihan, war ar bre pe er gompezenn, en douar-bras pe en inizi, ez arc’hont skoazell an Aotrou e gant a anoiou, ar Mestr e gant a arzou, ar Roue e lïesrôadou.

  1. Kenveria A. Bertrand, la Religion des Gaulois, les Druides et le Druidisme, p. 368, skeudenn 58 ; D’Arbois, Cycle myth. pp. 201-2.