Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/8 : diforc'h etre ar stummoù

→‎Da wiriañ: Pajenn krouet gant : "<nowiki/> Lugus Voretodêvos <ref>« Doue gwarezour » (?) Cf. ''Voretovirios'', Dottin, ''Langue gauloise'', p. 147, hag e skandinaveg koz Sigtyr (= keltieg *''Segodêvos..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 16 Ebr 2020 da 16:25

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 6 —

Lugus Voretodêvos [1] a warez an danevellou a vezo skrivet war ar bugenou-man. Gantan e vo gwarezet ar skrivagner, kouls hag al lenner anezo. D’ar skrivagner e roio Lugus Smertos [2] gouiziegez, gwirionded ha helavar ; d’al lenner e roio poell, furnez ha meiz. Lugus Karros [3] a ra ged war-dro ar bugenou-ze m’eman lakaet dre skrid warno ar gelennadurez en deus bet Vindosêtlos digand an doueed. Skôet e vo gantan neb a stoko outo e zourn e sell d’o c’has da get : devi a ray ar c’hig anezan beteg an eskern hag an eskern beteg ar mel.

  1. « Doue gwarezour » (?) Cf. Voretovirios, Dottin, Langue gauloise, p. 147, hag e skandinaveg koz Sigtyr (= keltieg *Segodêvos), Reidityr (= keltieg *Rêdodêvos), Rhys, Celtic Heathendom, pp. 118-9.
  2. « Pourvezer » (?) Rev. arch. 1914, p. 228. Ar wrizienn smer-, diwarni eun niver geriou er yezou nevez-ariek (latin mereo, gregach meiromai, hag all), a gaver er brezoneg *armerz, yez Gwened armerh, kembraeg armerth, a c’houlenn en o raok eun hen-geltieg *aresmertu.
  3. Kenveria an iwerzoneg carr « kadour », D’Arb. Droit celtique, II, p. 368-9.