Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/15 : diforc'h etre ar stummoù

→‎Da wiriañ: Pajenn krouet gant : "<nowiki/> Pa zeuas en-dro d’e di, e klevas Kintus e bried yaouank o kana en diabarz. Diredek a reas davetan ha teurel he divrec’h a-dro-vriad en e gerc’hen. Pokat-di..."
 
D section 02/03
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 1: Linenn 1:
<nowiki/>
<section begin="02"/><nowiki/>

Pa zeuas en-dro d’e di, e klevas Kintus e bried yaouank o kana en diabarz. Diredek a reas davetan ha teurel he divrec’h a-dro-vriad en e gerc’hen. Pokat-dibokat d’ezan a eure hag e c’hlebia gant he daerou. Neuze e tezrevellas d’ezan petra en doa lavaret ar c’hrennard. Ha levenez a voe leiz an ti e Kintuialos en deiz-se. Bet c’houero an noz d’an daou bried yaouank, c’houek e voe d’ezo an dervez.

<section end="02"/>

{{Kreizañ|'''Penaos e reas Velia war-dro Vindosêtlos.'''}}
<section begin="03"/>{{Kreizañ|'''Penaos e reas Velia war-dro Vindosêtlos.'''}}

Diouz ar c’helennadur rôet gwechall gant Belisama da verc’hed Manos eo e voe savet ar bugel gant Velia. Keit ha ma voe re wan e zivesker evid e zougen, ne lakeas Velia dilhad ebet en e gerc’hen, ha, pa zeraouas kerzout, ne rôas d’ezan nemed eur c’hroc’hen louarnig re verr ha re striz evit ma vije e gorfig peur-c’holôet gantan<ref>Aristoteles a laka evez (''Brorenerez,'' VII, 15, 2) e veze gwisket skanvik o bugale gand ar Gelted. Ar pez a lavar skrivagnerien an Hen-amzer eus kaleted ouz ar yenien ar Gelted hag ar C’hermaned, na zoujent ket en em ginnig hanter-noaz d’an avel-viz ha d’an erc’h, n’eus netra ennan ha n’oufemp da gredi. Hevelep eveziadennou a zo bet graet gant beajourien an amzer-vreman e-touez Tibetiz a ouenn wenn, Bonvalot, ''l’Asie inconnue'', p. 240 ; d’Ollone, ''les Derniers Barbares'', p. 264. Cf. ''Pro Alesia'', 1908-1909, p. 552.</ref>. N’en doe ken gwiskamant beteg an deiz ma lakeas en e dro an doneg wenn bevennet a limestra. Evit se, riou n’en doa ket, rak ma veze atao finv-difinv. En deveziou glao pe latar, pe c’hoaz er goanv p’edo an erc’h o c’holoï an douar en eur denvalaat an oabl, Velia e dostae ouz flammou-tan luc’hus an oaled. Kerkent, avat, ha ma lugerne eur bann-heol er-maez, e lakae anezan war eur c’hroc’hen arz e-kenver toull-dor an ti ; azeza a rae en e gichen ha c’hoari gantan. Ha pa veze an amzer gaer en-dro, sec’het an douar gand an aezenn ha tommet gand an heol, war an donenn end-eeun, er geot e-mesk ar bleuniou eo e lakae ar bugelig<ref>Nerz yec’hedus ar souba ar c’horf en aer, er goulou hag en heol, a zo bet anavezet adaleg an Hen-amzer ha n’eman ket dianav zoken da veuriadou-zo, warlerc’hiet ha gouez, eus hon amzer, evel an Eskimôed, Doktor Monteuuis, ''la Médecine naturelle : l’usage chez soi des bains d’air, de lumière et de soleil, leur valeur pratique dans l’hygiène journalière'', pp. 38-43, 88-97, 124-5, 143-51. Evit c’houez-vat ar bleuniou, sellout ouz an displega eus arnodou an Doktor Mantogazza e Pavi, war ar ''Rev. Horticole'', 1884, p. 412. Er c’hêriou poblet-stank, ar planta bleuniou war ar prenester, el liorzigou hag er porziou, a zo, goude sevel kenliorzou ha balïou boutin, unan eus an troiou pouezusa da zigontammi an aer. Ar bleuniou c’houezvata eo a daol ar muia a aezenn-dredanet (ozon) : louzaouenn-ar-goukou, bent, lavan, tro-heol, foeon.</ref>. Neuze e teraoue etrezo c’hoariadennou

<section end="03"/>