Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/25 : diforc'h etre ar stummoù

→‎Da wiriañ: Pajenn krouet gant : "{{Tired2|c’hou|zerie}} dindanan hag a bourchase e rastellad-foenn evid an noz. ''Lation'' (da lavarout eo « deiz ») ez oa bet anvet gant Vindosêtlos, en abeg d’e gae..."
 
D section 06/07
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 1: Linenn 1:
{{Tired2|c’hou|zerie}} dindanan hag a bourchase e rastellad-foenn evid an noz. ''Lation'' (da lavarout eo « deiz ») ez oa bet anvet gant Vindosêtlos, en abeg d’e gaerder ha d’e lufr<ref>''Lation'', aet d’an diverradur ''lat'' war deiziadur Coligny, a zo deut en iwerzoneg da ''laithe'' hag a hanval beza bet evid an noz hag an deiz hed-ha-hed (da lavarout eo evit « deiz ar Steredoniez », peder eur war-nugent ennan). Aman e c’hortozfed kentoc’h ''*Diies, *Diios'' (enskrivet ''D'' e deiziadur Coligny) a verke ar pennad sklerijennet eus an deiz-se.</ref>.
<section begin="06"/>{{Tired2|c’hou|zerie}} dindanan hag a bourchase e rastellad-foenn evid an noz. ''Lation'' (da lavarout eo « deiz ») ez oa bet anvet gant Vindosêtlos, en abeg d’e gaerder ha d’e lufr<ref>''Lation'', aet d’an diverradur ''lat'' war deiziadur Coligny, a zo deut en iwerzoneg da ''laithe'' hag a hanval beza bet evid an noz hag an deiz hed-ha-hed (da lavarout eo evit « deiz ar Steredoniez », peder eur war-nugent ennan). Aman e c’hortozfed kentoc’h ''*Diies, *Diios'' (enskrivet ''D'' e deiziadur Coligny) a verke ar pennad sklerijennet eus an deiz-se.</ref>.

<section end="06"/>

{{Kreizañ|'''Ar maga-loened hag ar gounit-douar gant Vindosêtlos.'''}}
<section begin="07"/>{{Kreizañ|'''Ar maga-loened hag ar gounit-douar gant Vindosêtlos.'''}}

Linenn 10: Linenn 10:

Vissurix a rôas ouspenn da Vindosêtlos eun dachennadig douar da zifraosta ha da c’hounit. Diouz an tu heoliek eus an enezenn edo ar park a rôas d’ezan. Lec’hid holl, da lavarout eo douar blot ha divein, ez oa an douar enni, distart d’eur bugel hel labourat. Vindosêtlos e-unan a stuzias an dachenn-ze, hep den da genober gantan. Oberia a reas e-unan ar binviou en doa ezomm, en o zouez eun ogedig hag eun alarig e souc’h arem. Eeunet e voe gant Brigia diwar-benn ober ar souc’h ha Tritios e alias war gilvizia, kunvaat ha framma al laz, ar paler hag ar yeo. Ouz e alar e stagas Vindosêtlos diou eus e zanvadezedigou. E bark a zigoras ha gwiniz a hadas ennan. C’houennat a reas an trevad, medi, dourna ha dastum an ed hep beza skoazellet gant den<ref>Hounnez eo c’hoaz penn-reolenn kelennadurez an Amerikaned : ''learning by doing'' « diski diwar ober », Buyse, ''Méthodes américaines d’éducatioñ générale et technigue'', eil mouladur, 1900. Ar gelennadurez dre c’heriou hepken a zo eun herez d’eomp diwar-lerc’h Rom hag ar C’hres, diwar-lerc’h ar Gelted ne zeu ket avat ! War an doare ma tenne war-eeun d’an obererez kelennadurez an tiegez gand Iwerzoniz sellout Joyce, ''Social History'', I, p. 441. Uhel-brizet ez oa al labour-dourn e-touez ar Gelted, ''ibid.'' II, pp. 286-330 ; D’Arbois, ''la Civilisation des Celtes et celle de l’épopée homérique'', p. 130-1. Ar c’hoariou-ouesk, gourenerez, rederez, lammerez, c’hoari-mell, c’hoari-kammell, a veze pleustret ganto eus ar c’houeka. Da bep mare o istor e hanval ar Gelted beza bet eur ouenn virvidik, oberiant, tùet-dreist da gas kuriou war-raok. Eun temz-korf gourenerien a oa d’ezo, e gwirionez, evel m’hen diskouez o eskern bras ha start, louc’het doun enno penn ar c’higennou, Loth, ''Rev. des Et. anc.'' 1916, p. 285 ; ''Rev. celt.'' 1920-1, pp. 272-6 (oadvez ar maen hag an arem) ; Dr Hamy, ''les Premiers Gaulois, Anthropologie'', 1906, pp. 1-18 ; 1907, pp. 127-35 (marevez Hallstatt) ; kenveria Piroutet, ''ibid.'' 1918-20. Nag an diskleriaduriou a-berz an Hen-amzer, nag ar gosa lennegez anezo ne ro da gredi ez oant bet, en eur pred pe bred, an hunvreerien habask ha melkoniek faltaziet gant Renan ha Keltomaned an XIX<sup>vet</sup> kantved, Loth, ''Rev. celt.'' 1911, p. 441 ; John Munro, ''the Story of the British Race'' (London, 1899), pp. 205-32.</ref>.

<section end="07"/>