Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/10 : diforc'h etre ar stummoù

→‎Da wiriañ: Pajenn krouet gant : "<nowiki/> Hag hen treiza ar mor a-denn-askell ha diskenn en enez Abalos. Didud edo Abalos d’an amzer-ze, hep ken hentadur nemed an doueed. War an aod anezi en doa savet..."
 
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 1: Linenn 1:
<nowiki/>
<nowiki/>


Hag hen treiza ar mor a-denn-askell ha diskenn en enez Abalos. Didud edo Abalos d’an amzer-ze, hep ken hentadur nemed an doueed. War an aod anezi en doa savet Moritasgos eur c’hrenvlec’h bras anvet Moridunon. Ha setu pe neuz a oa d’ar c’hrenvlec’h : eur voger-dro vras kelc’hiek gwennet gant raz<ref>Joyce, ''Social History of Ancient Ireland,'' II, p. 63. Kenveria ''Vindokladia'' « ar c’hleuziou gwenn », kêr a Vreiz-Veur er marevez kelt-ha-roman, Loth, ''Chrest. bret.'' p. 37. ''Moritasgos'' a zo eun doue henvelekaet ouz Apollo, e Galia, d’an hevelep koulz, Dottin, ''Manuel,'' eil mouladur, p. 304. Diwar-benn ''Moridunon,'' sellout ouz Rhys, ''Celtic Heathendom,'' p. 160. ''Abalos'' a zo breman Heligoland an ano anezi.</ref> hag, en diabarz anezi, eun niver kloziou o terc’hel peb a di-annez gand an adtïez anezan <ref>En Iwerzon ar c’hae-tro savet e douar, (''lis'' pe ''rath''), a veze en e ziabarz eun ti-annez, kelc’hiek peurliesa hag an adtïez anezan, anezo kel lïes a savadennou distag : 1) eur gegin (kelc’hiek) ; — 2) eur fourn (kelc’hiek) ; — 3) eur c’hraou-denved (kelc’hiek) ; — 4) eur c’hraou-moc’h(kelc’hiek) ; — 5) eur c’hraou-leueou (pevar-c’hognek) ; 6) eur c’hardi (pevar-c’hognek). Ar buoc’henned hag an oc’hen a oa evito eur c’hloz d’ezo o-unan hag hen eur pennad diouz an ti-annez (Joyce, II, p. 40-2).</ref>. Er c’hloz ma veve Vissurix <ref>« Roue ar Ouiziegez ». An hen-iwerzoneg ''fiss, fius,'' « gouiziegez » a c’houlenn en e raog eur ger keltiek *''Vissu-'', D’Arbois, ''Noms gaulois,'' pp. 16, 186. ''Visu-'', gand eun s hepken, a zo anezan eur ger-all deut d’an iwerzoneg ''fiu'', kembraeg ''gwiw'' « dellezek, dereat », brezoneg ''gwiou'' « seder, lirzin ». Kenveria ouz ''Vissurix'' al lesano a « Aotrou ar Ouiziegez-Veur » rôet en Iwerzon d’an doue Dagde, D’Arbois, ''Introduction a l’étude de la littérature celtique,'' p. 282-3.</ref>(3) ha Velia <ref>Iwerzoneg ''fele'' « onestiz, dereadegez, emzalc’h », kembraeg ''gwyledd'', d’Arbois, ''Noms gaulois,'' p. 219.</ref>(4) eo e voe digaset ar mabig gant Kênos. Anat-spis eo kement-se diouz ar peder gwerzenn-man diwar ''Gweledigez Samala :''
Hag hen treiza ar mor a-denn-askell ha diskenn en enez Abalos. Didud edo Abalos d’an amzer-ze, hep ken hentadur nemed an doueed. War an aod anezi en doa savet Moritasgos eur c’hrenvlec’h bras anvet Moridunon. Ha setu pe neuz a oa d’ar c’hrenvlec’h : eur voger-dro vras kelc’hiek gwennet gant raz<ref>Joyce, ''Social History of Ancient Ireland,'' II, p. 63. Kenveria ''Vindokladia'' « ar c’hleuziou gwenn », kêr a Vreiz-Veur er marevez kelt-ha-roman, Loth, ''Chrest. bret.'' p. 37. ''Moritasgos'' a zo eun doue henvelekaet ouz Apollo, e Galia, d’an hevelep koulz, Dottin, ''Manuel,'' eil mouladur, p. 304. Diwar-benn ''Moridunon,'' sellout ouz Rhys, ''Celtic Heathendom,'' p. 160. ''Abalos'' a zo breman Heligoland an ano anezi.</ref> hag, en diabarz anezi, eun niver kloziou o terc’hel peb a di-annez gand an adtïez anezan <ref>En Iwerzon ar c’hae-tro savet e douar, (''lis'' pe ''rath''), a veze en e ziabarz eun ti-annez, kelc’hiek peurliesa hag an adtïez anezan, anezo kel lïes a savadennou distag : 1) eur gegin (kelc’hiek) ; — 2) eur fourn (kelc’hiek) ; — 3) eur c’hraou-denved (kelc’hiek) ; — 4) eur c’hraou-moc’h(kelc’hiek) ; — 5) eur c’hraou-leueou (pevar-c’hognek) ; 6) eur c’hardi (pevar-c’hognek). Ar buoc’henned hag an oc’hen a oa evito eur c’hloz d’ezo o-unan hag hen eur pennad diouz an ti-annez (Joyce, II, p. 40-2).</ref>. Er c’hloz ma veve Vissurix <ref>« Roue ar Ouiziegez ». An hen-iwerzoneg ''fiss, fius,'' « gouiziegez » a c’houlenn en e raog eur ger keltiek *''Vissu-'', D’Arbois, ''Noms gaulois,'' pp. 16, 186. ''Visu-'', gand eun s hepken, a zo anezan eur ger-all deut d’an iwerzoneg ''fiu'', kembraeg ''gwiw'' « dellezek, dereat », brezoneg ''gwiou'' « seder, lirzin ». Kenveria ouz ''Vissurix'' al lesano a « Aotrou ar Ouiziegez-Veur » rôet en Iwerzon d’an doue Dagde, D’Arbois, ''Introduction a l’étude de la littérature celtique,'' p. 282-3.</ref> ha Velia <ref>Iwerzoneg ''fele'' « onestiz, dereadegez, emzalc’h », kembraeg ''gwyledd'', d’Arbois, ''Noms gaulois,'' p. 219.</ref> eo e voe digaset ar mabig gant Kênos. Anat-spis eo kement-se diouz ar peder gwerzenn-man diwar ''Gweledigez Samala :''


« Vindosêtlos a zo bet savet en eur geoded illur, froudou-mor en he zro ; maget eo bet gand ar wella doueez, kelennet gand ar gouizieka doue. »
« Vindosêtlos a zo bet savet en eur geoded illur, froudou-mor en he zro ; maget eo bet gand ar wella doueez, kelennet gand ar gouizieka doue. »