Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 3 1925.djvu/12 : diforc'h etre ar stummoù

 
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 7: Linenn 7:




Tavet edo hir-gorniou aour ar varzed oc’h embanna tarz an deiz <ref>Kenveria korniou aour Gallehus (Jutland) a oa golôet-holl a skeudennou hag a aroueziou diwar hen-vojennou ar Gelted, Montelius-Reinach, ''Temps préhistoriques en Suède,'' p. 193, skeudenn 274. — An ano a varz-hirgorn « tubicen » a zo amprestet diouz ar c’herneweg, D’Arbois, ''Introduction à l'étude de la Littérature celtique,'' p. 67. Diwar-benn ar boaz da embanna an tarz-deiz dre seni an hir-gorn, Bédier, ''Roman de Tristan et Iseult,'' p. 101. Lakaat e-kenver ar boaz heuliet e Magdalen College en Oxford er c’hala-mae, Bertrand, ''Religion des Gaulois,'' p. 410.</ref>, ha peurc’hraet gand an daouzek roue al lidrôadou war ar grec’hienn. Atepomaros a reas tro ur c’hrenvlec’h hag a welas a-bell eur plac’h yaouank o teredek davetan dre dreuz ar gompezenn. Edo a-c’haoliad war eur marc’h ruz hep dibr na gwestenn. Dont a rae ar marc’h-ze dre ar gompezenn o taoulammat ken her, ken taer, ken direiz maz pije lavaret edo o vont da ziskar kêr gand e vruched ledan ha d’he flastra dindan e garn. Evid ar plac’h yaouank a oa war ar c’hein anezan, e kavas da Atepomaros n’en doa gwelet biskoaz merc’h vrasoc’h ha neuziet bravoc’h ha haeloc’h egeti. Eur regenn e-kreiz he fennad-bleo oc’h ober anezo diou gevrennad kevatal a goueze a wagenadoü hag a rodelladou war he diouskoaz <ref>Evid ar c’hempenn-ze eus ar bleo, kenveria ar pennou merc’hed keltiad miret er mirdiou-man : 1° mirdi ar Peniti e Petrograd (Bienkowski, ''De Simulacris Barbararum Gentium apud Romanos,'' Krakovia, 1900, p. 43, skeudenn 23 b) ; 2° mir di Chiaramonti, Rom (Bienkowski, p. 44, skeudenn 25 a) ; 3° hevelep midi, (Bienkowski, p. 95, skeudenn 94).</ref>. En he dargreiz eur gouriz moan graet a lagadennou kouevr ruz o lugerni evel kel lïes a regezenn <ref>Gouriziou graet a lagadennou arem a veze gwisket gand ar merc’hed keltiad da oadvez an Ten II, Déchelete, ''Manuel,'' II, 3<small><sup>vet</sup></small> kevrenn, p. 1230-5, skeudennou 521, 522, 523.</ref>. Eur c’hleze noaz ganti
Tavet edo hir-gorniou aour ar varzed oc’h embanna tarz an deiz <ref>Kenveria korniou aour Gallehus (Jutland) a oa golôet-holl a skeudennou hag a aroueziou diwar hen-vojennou ar Gelted, Montelius-Reinach, ''Temps préhistoriques en Suède,'' p. 193, skeudenn 274. — An ano a varz-hirgorn « tubicen » a zo amprestet diouz ar c’herneweg, D’Arbois, ''Introduction à l'étude de la Littérature celtique,'' p. 67. Diwar-benn ar boaz da embanna an tarz-deiz dre seni an hir-gorn, Bédier, ''Roman de Tristan et Iseult,'' p. 101. Lakaat e-kenver ar boaz heuliet e Magdalen College en Oxford er c’hala-mae, Bertrand, ''Religion des Gaulois,'' p. 410.</ref>, ha peurc’hraet gand an daouzek roue al lidrôadou war ar grec’hienn. Atepomaros a reas tro ur c’hrenvlec’h hag a welas a-bell eur plac’h yaouank o teredek davetan dre dreuz ar gompezenn. Edo a-c’haoliad war eur marc’h ruz hep dibr na gwestenn. Dont a rae ar marc’h-ze dre ar gompezenn o taoulammat ken her, ken taer, ken direiz maz pije lavaret edo o vont da ziskar kêr gand e vruched ledan ha d’he flastra dindan e garn. Evid ar plac’h yaouank a oa war ar c’hein anezan, e kavas da Atepomaros n’en doa gwelet biskoaz merc’h vrasoc’h ha neuziet bravoc’h ha haeloc’h egeti. Eur regenn e-kreiz he fennad-bleo oc’h ober anezo diou gevrennad kevatal a goueze a wagenadoü hag a rodelladou war he diouskoaz <ref>Evid ar c’hempenn-ze eus ar bleo, kenveria ar pennou merc’hed keltiad miret er mirdiou-man : 1° mirdi ar Peniti e Petrograd (Bienkowski, ''De Simulacris Barbararum Gentium apud Romanos,'' Krakovia, 1900, p. 43, skeudenn 23 b) ; 2° mirdi Chiaramonti, Rom (Bienkowski, p. 44, skeudenn 25 a) ; 3° hevelep mirdi, (Bienkowski, p. 95, skeudenn 94).</ref>. En he dargreiz eur gouriz moan graet a lagadennou kouevr ruz o lugerni evel kel lïes a regezenn <ref>Gouriziou graet a lagadennou arem a veze gwisket gand ar merc’hed keltiad da oadvez an Ten II, Déchelete, ''Manuel,'' II, 3<small><sup>vet</sup></small> kevrenn, p. 1230-5, skeudennou 521, 522, 523.</ref>. Eur c’hleze noaz ganti