Instruction evit ar Septuagesim : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "<pages index="Heuriou brezonnec ha latin.djvu" header=1 from=242 to=245 fromsection=Septuagesim tosection=Septuagesim /> Rummad:Heuriou brezonnec ha latin"
 
(Disheñvelder ebet)

Stumm red eus an 22 Du 2020 da 21:30

L. Prud'homme, 1849  (p. 222-225)


INSTRUCTION EVIT AMSER
Ar Septuagesim hac evit al Lard.

AR Septuagesim a so un amser instituet gant hor mam santel an Ilis evit ober deomp en em brepari d’ar binijen eus ar c’horaïs. Commanç a ra d’an drede sul dirac dimerc’her al ludu, hac e galvet dissul ar Septuagesim, evel pa lavaret dissul ar Seiz Sizunvet, abalamour ma deus adalec ar sul-ma bete dissul ar Basssion seiz sizun, durant pere e tleomp en em burifia dre ur vuez a binijen diouz hor pec’he- jou quen neat, ma c’hallimp en ur fæçon bennac lavaret gant hor Salver en aviel dissul ar Bassion : Quis ex vobis arguet me de peccato ? Piou am repreno-me a bec’het ? Piou a ell rebeich d’in-me brema e venn en stad a bec’het marvel, pa em eus lequeet va foan epad an amser santel-ma da burifia va c’honsianç, dre ur vuez penitant ha dre ur guir gontrition eus va fec’hejou.

Ar guer-ma a Septuagesim a signifi c’hoas an niver eus ha zec ha tri-uguent, abalamour ma deus ive adalec ar sul-ma bete fin Pasq dec devez ha tri-uguent, pere a represant an dec vloaz ha tri-uguent ma oe ar bobl a Israël gueichall er gaptivite a Vabilon o soufr cals a boan hac a bunition evit an offançou bras ho devoa grêt da Zoue, quen a voent dilivret ac’hano ha lequeet en ho liberte. Ni a dle ive epad an dec dez ha tri-uguent-ma soufr ar boan eus ar binijen ha regreti an offançou hon eus grêt da Zoue, evit ma vezimp dilivret eus a gaptivite ar pec’het ha lequeet el liberte eus a vugale da Zoue, da lavaret eo, eu he c’hraç dre voyen ur pasq mad, en hevelep fæçon ma c’hallot applica deomp en fin Pasq ar c’homsou ma commanç an oferen dreizo dissul ar C’hasimodo, Quasi modò geniti infantes ; penaus e vezimp henvel neuse ouz bugaligou nevez ganet, o veza neteat diouz hor pec’hejou actuel dre ar binijen, evel ma ve neteat ar vugaligou diouz ar pec’het originai dre ar vadiziant, pehini a veze roet gueichall solen-nellamant da Basq.

Dre an dec devez ha tri uguent-ma eus a binijen pere a gommanç dissul ar Septuagesim, couls ha dre an dec vloaz ha tri-uguent-se a boan bac a gaptivite ma oe an Israelitet en Babilon, eo represantet deomp ive an amser eus a vuez an den, pehini ne d’a nemeur an tu-hont da zec vloaz ha tri-uguent pa ouffe mont hira : evit rei deomp da entent penaus e tleomp tremen hor buez en ur binijen continuel : da guenta, o veza sourcius da labourat ha da implija ervad hon amser, evit tenti ouz Doue pehini en deveus gourc’hemennet deomp oll labourat da dibri hor bara diouz ar c’houesen eus hor bisaij ; d’an eil, o soufr gant patiantet quement poan hac affliction a stourm ouzomp er vuez miserabl-ma, evel ho c’hement a bunitionou da bere omp condaounet gant justiç Doue en pinijen eus hor pec’het ; ha d’an trede, oc’h ober bemdez ur vortification bennac, pe a gorf pe a speret, evit antreteni en hor c’halon ar speret a binijen hac a contrition. Quement-se oll a so sinifiet deomp er guenteliou a len an Ilis en be ofiç divin epad ar Septuagesim, pehini so un amser destinet ganti d’an dristidiguez spirituel eus ar binijen : ar pez a ra dezi lesel a gostez he c’hanticou a joa, ispicial an Alleluia, ha quemeret en be guiskamanchou al liou trist violet, pehini so ul liou a binijen, adalec ar Septuagesim bete desadorn Fasq.

Ar binijen eta pehini a gommaanç an Ilis dissul ar Septuaeesim, a so ur breparationr d’ar binijen austerussoc’h ha rigourussoc’h da pe hini hon oblij epad ar c’horaïs : ha rac-se evit en em gonformi da santimant an Ilis epad an diou sizun hac anter-ma dirac ar c’horaïs, e tleomp beza sobr ha moderetoc’h en hor boet hac en hor c’housquet, modestoc’h en hor guiscamant, dilijantoc’h en hor servij hac en hon occupationou, devotoc’h ha sourciussoc’h d’en em recommandi da Zoue ha d’ar sænt, evel ma teu an Ilis ive en amser-ma da ober hirroc’h ha fervantoc’h pedennou en he ofiç divin.

Mar bez exposet ar sacramant evit ar c’harantenez en un ilis bennac a dost deomp eo tri dez eus al lard, deomp bemdez d’he adori ha d’ar salud, mar guellomp... N’hon eus gard eta en smser santel-ma da heul ar goall exempl eus an dud libertin pere var digarez morlargez en em ro d’an deboc’hou, d’ar c’hoariou ha d’an divertissamanchou fall, evit pere n’ho devezo quen recompanç nemet ar gouelvan hac ar grinç dent gant ho arraij en tân en ifern epad an eternite ; eleac’h er c’hontrol ma ho devezo an dud a zoujanç Doue evit ho finijen hac ho devotion ar recompanç eus ar joa eternel er barados, pehini joa so represantet deomp dre an amser joaus ha rejouissant eus ar Pasq, a ve solenniset varlerc’h an amser drist-ma eus ar binijen.