Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/46 : diforc'h etre ar stummoù

Phe-bot (kaozeal | degasadennoù)
Saig_Keryann: split
 
Statud ar bajennStatud ar bajenn
-
Hep adlenn
+
Adlennet
Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :
Linenn 1: Linenn 1:
{{Niv|46|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 1: Linenn 1:
{{Tired2|fran|kiz}}, a luskas war-raok, eur marz. E-skeud ar « peoc’h roman » (''pax romana''), ar « surentez roman » (''securitas populi romani''), gouez da skrivagnerien an amzer-se, ar vicherourien hag ar varc’hadourien a binvidikaas, al labourerien a c’hounezas ar c’hoadou da zouar-ed hag a zizec’has ar geuniou, e-keit ma kave dreistniver gwerin didra ar c’heriou hag ar maeziou bara a-builh er c’hampou, dre servijout, darn anezo el lejionou, darn-all en armeou-skoazell. Diwez e voe d’an amzer evurus-se war-dro 180 goude H. S. Neuze e stag an impalaerded roman, dirouestl he buhez betek-hen, da wanaat ha d’en em ranna, e-keit ma kresk en he diavaez galloud ar C’hermaned. E-touez ar skoilhou anavezet a voe kiriek da zienez ar werin er III<small><sup>et</sup></small> hag IV<small><sup>et</sup></small> kantved, e c’hellomp menega :
<poem>

{{Tired2|fran|kiz}}kiz, a luskas war-raok, eur marz. E-skeud ar « peoc’h roman » (''pax romana''), ar « surentez roman » (''securitas populi romani''), gouez da skrivagnerien an amzer-se, ar vicherourien hag ar varc’hadourien a binvidikaas, al labourerien a c’hounezas ar c’hoadou da zouar-ed hag a zizec’has ar geuniou, e-keit ma kave dreistniver gwerin didra ar c’heriou hag ar maeziou bara a-builh er c’hampou, dre servijout, darn anezo el lejionou, darn-all en armeou-skoazell. Diwez e voe d’an amzer evurus-se war-dro 180 goude H. S. Neuze e stag an impalaerded roman, dirouestl he buhez betek-hen, da wanaat ha d’en em ranna, e-keit ma kresk en he diavaez galloud ar C’hermaned. E-touez ar skoilhou anavezet a voe kiriek da zienez ar werin er III<small><sup>et</sup></small> hag IV<small><sup>et</sup></small> kantved, e c’hellomp menega :

1° Rendaelou ar politikerez hag an dirollerez a savas da heul en armeou ; — 2° ar gwiriou o pounneraat hag ar gwaskerez anezo o poueza dreist-holl war an dudigou ; — 3° ar berc’henned vras o kreski : diberc’henna hag aloubi a rejont tamm-ha-tamm an domaniou bihan ; da heul, ez eas da get an dud en o frankiz hag e kreskas ar sklaved ; — 4° ijinerez tud en o frankiz kaset da netra, rivinet ma voe gant ijinerez ar sklaved ; — 5° diwar ren an impalaer Diokletianus, niver ar gargidi o vont war astenn dalc’hmat ken ma teuas trec’h war hini ar sujidi ; — 6° argadennou drastus ar C’hermaned : diwar an II<small><sup>et</sup></small> kantved hag e-pad an III<small><sup>vet</sup></small> hag ar IV<small><sup>et</sup></small>, e torrjont meur a wech al linennou difennerez a-hed ar Rênos hag an Danuvios. War eun dro gant ar C’hermaned, e reas, en enez-Vreiz, argadennou ken kriz ha ken kriz Iwerzoniz, ha re ar Bikted chomet diliamm en Hanternoz ; — 7° ar C’hermaned hag ar Slaved o tont dre gaer pe dre heg en armeou roman gwanaet ; degemer o servij a voe ranket ober, gwa d’ar Gelted didra ; — 8° ar riblerez oc’h en em astenn da heul an holl walennou-se.

Neuze, hogozik e pep lec’h, en enez-Vreiz, e Galia hag e lec’hiou-all, e weljod ar beorien, an disheridi, oc’h en em sevel ouz o gwaskerien, o vuntra ar binvidien hag ar gargidi, o tangwalla ar c’henkiziou skignet amañ hag a-hont war ar maez, o vont da riblerien hag oc’h en em unani a-wechou gant bandennadou Germaned da wasta kêriou. E Galia, er III<small><sup>vet</sup></small> kantved, emzao ar gouerien, lakaet en gouez gant mac’homerez an dastumerien wiriou, a voe kriz-kenañ. Rei a raent d’o emzao, int-i o-unan, an ano a « Bagaudia »,

47
{{Niv||{{sc|ar renerez, al lezennou hag ar gevredigez}
</poem>