Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/49 : diforc'h etre ar stummoù

Phe-bot (kaozeal | degasadennoù)
Saig_Keryann: split
 
Statud ar bajennStatud ar bajenn
-
Hep adlenn
+
Adlennet
Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :
Linenn 1: Linenn 1:
{{Niv||{{sc|ar renerez, al lezennou hag ar gevredigez}}|49}}
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 1: Linenn 1:
{{Tired2|''Nu''|''mantia''}}, kêr vihan a dennas war hec’h ano eur c’hlod <ref>''Klod'' « gloar » a zo eur ger krenn-vrezonek (eus krenn-vrezoneg an dihellou) a vije mat hen implijout a-nevez, da vihana el lennegez uhel, rak keltiek-rik eo. Ar furmou koz anezañ e oa ''klut'' e hen-vrezoneg, ha ''kluto'' e keltieg, en anoiou-tud evel ''Klutogenos'' « mab ar c’hloar », ''Klutorix'' « ar roue brudet », ha ''Klutovalos'', aet diwezatoc’h da ''Klutgen, Klotri'' ha ''Klutuual, Klotual,'' e brezoneg.</ref> divarvel dre an eneberez kalonek a reas ouz ar Romaned an dud anezi, a oa unan eus ar pevar meuriad rannet etrezo pobl geltiek ar Belendoned ; — e loden keltiek-ha-ligurek Galia, ''Vienna'' (Vienne), ''Arelati'' (Arle), ''Tolosa'' (Tolosa), ''Narbo'' (Narbonna), ''Nemossos'' (Nîmes), bourc’hiou a bouez dindan aotrouniez ar Gelted, kêriou bras e-pad ar maread-amzer kelt-ha-roman ; ''Genava'' (Genève) ha ''Kularo'' (Grenoble), kêriadennou keltiek deut da gêriou er pennad amzer war-lerc’h ; — er wir C’halia, er kantved kent H. S., ''Vesontio'' (Besancon), ''Gergovia, Avarikon'' (Bourges), « brava kêr Galia », ''Bibrakt,'' kêr vogeriet ha labourus, ''Alesia,'' kêr kollet ganti ar renk kenta, beo c’hoaz he brud en eñvor ar C’halianed ; ''Lutetia'' (Paris), a voe kemeret a-wechou, e dibenn ar maread kelt-ha-roman, da chomlec’h gant an impalaered, hep paouez beza eur gêr vihan ; dindan aotrouniez ar Romaned, e kreskas kalz a vourc’hiou ken e voe ranket o lakaat e niver ar c’hêriou : seurt gant ar re-se e voe ''Lugudunon'' (Lyon) a oa, en eil kantved goude H. S., ar vrasa hag ar gaera eus kêriou Galia ; ''Burdigala'' (Bourdel), ''Aventikon, Turikon'' (Zurich) hag ar c’hêriou bras mogeriet, leun a varc’hadourien hag a soudarded, a oa o tifenn harzou ar Rênos, ''Devoduron'' (Metz), ''Trevires'' (Treier), ''Argentoraton'' (Strassburg), ''Noviomagos'' (Speier), ''Bormitomagos'' (Worms), ''Mogontiakon'' (Mainz), ''Lugudunon'' (Leyde) ; — e Germania ''Mediolanion'' (Metelen, Westfalia), ''Segodunon'' (Wurzburg), ''Lokoritus'' (Lohr), ''Sumelokenna'' (Rottenburg), ''Lugidunon'' (Liegnitz) ; — e lodennou kreiz ha reter Europa, ar c’hêriou mogeriet a oa o anoiou ''Boioduron'' (Passau) ha ''Lauriakon,'' ar c’hêriou kenwerzus anvet ''Karnunton'' ha ''Vindobona'' (Wien) ; ''Noreia,'' kêrbenn an Daurisked, ''Viminakion,'' a voe lakaet da bennlec’h war ar brovins roman anvet Moesia-Uhela ; ''Singidunon'' (Belgrad), ''Bononia'' (Widin), ''Durosteron'' (Silistria) <ref>''Silistria'' eo ano turkek ar gêr-se. Kemeret eo bet gant holl yezou Europa, nemet ar bulgareg a ra anezi ''Drister. Drister'' eo an ano keltiek koz ''Durosteron'' dizoareet eun draig gant an amzer ha trefoedach ar slavegerien.</ref> ;
<poem>

49
{{Niv||{{sc|ar renerez, al lezennou hag ar gevredigez}}|49}}

{{Tired2|''Nu''|''mantia''}}, kêr vihan a dennas war hec’h ano eur c’hlod <ref>''Klod'' « gloar » a zo eur ger krenn-vrezonek (eus krenn-vrezoneg an dihellou) a vije mat hen implijout a-nevez, da vihana el lennegez uhel, rak keltiek-rik eo. Ar furmou koz anezañ e oa ''klut'' e hen-vrezoneg, ha ''kluto'' e keltieg, en anoiou-tud evel ''Klutogenos'' « mab ar c’hloar », ''Klutorix'' « ar roue brudet », ha ''Klutovalos'', aet diwezatoc’h da ''Klutgen, Klotri'' ha ''Klutuual, Klotual,'' e brezoneg.</ref> divarvel dre an eneberez kalonek a reas ouz ar Romaned an dud anezi, a oa unan eus ar pevar meuriad rannet etrezo pobl geltiek ar Belendoned ; — e loden keltiek-ha-ligurek Galia, ''Vienna'' (Vienne), ''Arelati'' (Arle), ''Tolosa'' (Tolosa), ''Narbo'' (Narbonna), ''Nemossos'' (Nimes), bourc’hiou a bouez dindan aotrouniez ar Gelted, kêriou bras e-pad ar maread-amzer kelt-ha-roman ; ''Genava'' (Genève) ha ''Kularo'' (Grenoble), kêriadennou keltiek deut da gêriou er pennad amzer war-lerc’h ; — er wir C’halia, er kantved kent H. S., ''Vesontio'' (Besancon), ''Gergovia, Avarikon'' (Bourges), « brava kêr Galia », ''Bibrakt,'' kêr vogeriet ha labourus, ''Alesia,'' kêr kollet ganti ar renk kenta, beo c’hoaz he brud en eñvor ar C’halianed ; ''Lutetia'' (Paris), a voe kemeret a-wechou, e dibenn ar maread kelt-ha-roman, da chomlec’h gant an impalaered, hep paouez beza eur gêr vihan ; dindan aotrouniez ar Romaned, e kreskas kalz a vourc’hiou ken e voe ranket o lakaat e niver ar c’hêriou : seurt gant ar re-se e voe ''Lugudunon'' (Lyon) a oa, en eil kantved goude H. S., ar vrasa hag ar gaera eus kêriou Galia ; ''Burdigala'' (Bourdel), ''Aventikon, Turikon'' (Zurich) hag ar c’hêriou bras mogeriet, leun a varc’hadourien hag a soudarded, a oa o tifenn harzou ar Rênos, ''Devoduron'' (Metz), ''Trevires'' (Treier), ''Argentoraton'' (Strassburg), ''Noviomagos'' (Speier), ''Bormitomagos'' (Worms), ''Mogontiakon'' (Mainz), ''Lugudunon'' (Leyde) ; — e Germania ''Mediolanion'' (Metelen, Westfalia), ''Segodunon'' (Wurzburg), ''Lokoritus'' (Lohr), ''Sumelokenna'' (Rottenburg), ''Lugidunon'' (Liegnitz) ; — e lodennou kreiz ha reter Europa, ar c’hêriou mogeriet a oa o anoiou ''Boioduron'' (Passau) ha ''Lauriakon,'' ar c’hêriou kenwerzus anvet ''Karnunton'' ha ''Vindobona'' (Wien) ; ''Noreia,'' kêrbenn an Daurisked, ''Viminakion,'' a voe lakaet da bennlec’h war ar brovins roman anvet Moesia-Uhela ; ''Singidunon'' (Belgrad), ''Bononia'' (Widin), ''Durosteron'' (Silistria) <ref>''Silistria'' eo ano turkek ar gêr-se. Kemeret eo bet gant holl yezou Europa, nemet ar bulgareg a ra anezi ''Drister. Drister'' eo an ano keltiek koz ''Durosteron'' dizoareet eun draig gant an amzer ha trefoedach ar slavegerien.</ref> ;

50
{{Niv|50|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
</poem>