Implijer:Saig Keryann/Robot : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Phe-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Saig_Keryann: split
Tikedenn : Erlerc'hiet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
==__MATCH__:[[Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/53]]==
 
{{Niv||{{sc|ar brezel}}|53}}
 
<br/>
<pages index="Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu" from=34 to=51 />
 
 
{{Kreizañ|{{Ment|PENNAD III|130}}}}
 
{{-}}
 
 
{{Kreizañ|{{Ment|'''Ar Brezel'''|140}}}}
 
 
::::::::{{Ment|Ar Gelted a zo enno kadarnded al loened fero, ha dre ventegez o c’horf ez int trec’h d’ar peb all eus an Denelez. O c’horfou ramzel, o armou bras-direiz, a lake da gredi e oant bet ganet evit distrujidigez an dud ha diskaridigez ar c’hêriou.|85}}
{{Dehou|{{Ment|(Dioc’h {{sc|Florus}}).|85}}|2}}
 
 
{{Kreizañ|{{Ment|'''KEVRENN I : AR VREZELIDI HAG AR SERVIJ SOUDARD'''|120}}}}
 
 
 
''Kelta'' « kelt », e yez hor gourdadou, a oa d’ezañ eur furm wregel ''keltis'' ; bez ’e oa ouspenn eur ger diveret dioutañ ''keltia''. Distaget e veze an daou c’her-se ''hildis, hildia'' gant ar C’hermaned hag e talvezent e germaneg kement ha « brezeliadez » ha « emgann » <ref>Ar ger ''Hildis'' « brezeliadez » a rae dibenn kalz a anoiou prinsezed e-touez ar Franked hag ar C’hermaned all eus an Douar-bras : ''Brunihildis, Nantehildis, Klothildis, Krimhildis,'' h. a. En hen-skandinaveg ''Hildis,'' deut da ''Hildr,'' eo ano eur Valkirienn (doueez ar brezel).</ref>. Bez’ e c’hallfe beza, eta, en dije ''kelta,'' ano brôadel ar Gelted, talvezet e keltieg koz kement ha « brezeliad ». Eur marteze n’eo ken. Ar pez a zo divarteze avat eo e voe ar Gelted douget a-viskoaz da draou ar brezel.
 
« Daou dra hepken a brizont ar skiant anezo », eme eur Roman eus an II<small><sup>et</sup></small> kantvet kent H. S., « ar brezel hag an helavar » <ref>Pe « ar brezel hag al labour-douar » mar deo gwir ar reizadenn a zo bet degaset aman d’ar skrid latin koz.</ref>.
 
En tu-hont emañ d’ar wirionez. Diskouezet e vezo el labour-skrid-mañ, ennañ eun damskeud eus sevenadur ar Gelted koz, o deus ar Gelted pleustret war skiantou estr eget skiant an helavar ha hini ar brezel. Bez’ e voent, evit-se,
 
54
{{Niv|54|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
e-touez ar muia « brezelgar » eus poblou an Hen-amzer. Ret-holl e oa d’ezo beza. Ganto, evel gant an holl vrôadou eus an Hanternoz, dinerz o renerez ha dic’halloud peurliesa da zifenn madou, buhez ha frankiz broiz, e kave ar re-mañ o gwella gwarez dre veza kadarn, kreñv, ouesk ha boaz da embreger an armou. An holl gwitibunan a veze eta brezeliad, adal ar roue, an drouiz hag ar barnour, betek an distera tieg, mesaer pe marc’hadour. Muioc’h pleustret e veze evelato, skiant ar brezel gant rummadou tud-zo evel an noblañs pe an dud eus ar werin a rae o micher eus ar brezel hag a feurme o divrec’h da neb o faee.
 
 
 
'''Ar servij-soudard.''' — Digemma a zo d’ober etre an argadennou da bell-vro hag ar brezeliou-diabarz pe ar brezeliou d’en em zifenn. Peurliesa an argadennou da bell-vro a veze aozet evel-hen : eur rener, anavezet gant an holl dre e gadarnded hag e ampartiz er brezel, a zastume soudarded a youl vat war ar marc’hallec’hiou hag er bodadegou hag a yae war-raok, ganto. Diredi e oa an engouestl.
 
Pa zegoueze eur brezel a-ziabarz pe eur brezel d’en em zifenn, e ranke an holl kerzout. Neb na sente ket a veze kastizet dre goll e fri, e ziskouarn, eul lagad pe eur vrec’h. Ma veze grevus-bras an traou e veze graet eur vodadeg armet : an holl wazed gouest d’en em ganna a dlee en em voda, armet holl, el lec’h hag en deiz merket, evit en em guzulia war stad an traou ha dilenn eur rener-brezel. An hini en em gave an diweza war dachenn ar vodadeg a veze lazet.
Nag ar gozni nag ar gwanderiou ne harzent an uhelidi geltiat da vont d’ar brezel. Gwelet e veze alies renerien, gwennet d’ezo o fennad bleo ha brevet o c’horf gant an hir-oad, bec’h ganto chom war o jao, o kerzout e penn ar vrezelidi war an emgannlec’h.
 
 
 
{{Kreizañ|{{Ment|'''KEVRENN II : ARMOU-SKEI HAG ARMOU-EMZIFENN'''|120}}}}
 
 
 
'''Armou-stlepel.''' — E-touez an armou-stlepel eo envel ar maen a veze skôet gant an dourn pe gant an dalm, ar wareg hag ar bir (pe saez), ar speg. Armou koueriaded ha chaseourien e oa ar wareg hag ar bir, kentoc’h eget armou brezelidi. Ar brezelour keltiat ne rae ket ganto peurliesa hag a leze an implij anezo da dud ar werin.
 
55
{{Niv||{{sc|ar brezel}}|55}}
 
<nowik />
 
Meur a zoare spegou a oa, d’ezo peb a ano ; ''veruton, tragula, sparon,'' hag all. Spegou-zo a oa an houarn anezo hiroc’h eget eur c’hleze ; gant darn e oa eeun dremm an houarn, gant darn all e oa gwagennet evel eur flamm pe gouzreinet evel eun higenn, en hevelep doare ma veze trouc’het ha drailhet ar c’hig ha ma veze frankaet ar gouli pa veze tennet ar speg en-dro. Ar geriou ''petrinos'' <ref>Berraet e c’hell beza ''petrinos'' diwar ''*petru-trinos,'' ger-evit-ger « peder c’had, kad ouz ar pevar zu », da lavarout eo « peurgad, stourm klok, emgann bloc’h ». Ha kement-se a glotfe gant an daolenn a ra Arrianos eus an doare-se da spegata diwar varc’h. ''Trino'' a zo aet da gembraeg ''trin'' « kann, emgann ». Evit talvoudegez ''petru'' aman, kenveria ''*petru-viroi, *petru-viri,'' kembraeg ''petry-wyr'' (e Levr Taliesin) « Kadourien disi, a oar tali (enebi) ouz ar pevar zu (araok, adrenv, a-gleiz hag a-zehou) », ''*petru-lama'' (''*petrulamos,'' ano oberer), kembraeg ''pedrylaw'' « ampart, dourn dis, helao (''sulamos'') », ha lenn J. Loth, ''Le gaulois petru, son évolution au point de vue du sens,'' war ''Rev. des Et. anc.'' 1916, pp. 280-5.</ref>, ''sunêma, sioloutegon,'' pe ''toloutegon'' a anve e keltieg koz kel lies all a zoareou disheñvel da stlepel ar speg diwar varc’h. Spegou-zo a veze stlapet gant an dourn, re all a veze bannet war bouez al lerenn anvet e latin ''amentum''. Ouspenn daou-gementi hed taol ar speg a rae an ''amentum'' (65 metrad e lec’h 25 metrad).
 
Ar ''gaison'' a oa anezañ eur goaf evit gwir, nemet e oa eur goaf-bann. Gallout a reomp a-walc’h sellout outañ evel arm brôadel ar brezelour keltiat. Ledan e oa an houarn anezañ, war a greder, ha stummet e furm eun delienn. Pep brezeliad a yae gantañ daou c’hoaf seurt-se. ''Gaisata'' a veze graet eus ar soudard armet evel-se. Deuet eo ''gaison'' da ''gaz, gae'' en iwerzoneg, ha ''gaisatios'' « armet gant ar ''gaison'' » d’ar ger iwerzoneg ''gaide'' « armet gant eur goaf ». Ar ''gaison,'' benveg hag ano, a zo bet amprestet gant ar Romaned (''gaesum'') ha gant ar C’hermaned (''gaisos'').
 
Ar benveg-brezel anvet ''kateia'' a oa eur vouc’hal-vann bounner, outi eun troad berr graet gant koad gwevn. Pa veze strinket gant eun dourn akuit, e c’halle, dre drei-distrei, donet en-dro davet ar stlaper. Eur c’hoari-brezel e oa se. Hir-meurbet n’oa ket hed-bann ar ''gateia,'' nemet gant ar pouez a oa enni e veze torret kement tra skôet ganti. Bet e oa anezi, en Italia, pleustreta arm ar pobladou villanoviat (ombriat) o veva en tu diouz an hanternoz da venez Apennin : o arm brôadel e oa (skeudennou war ''Rev. archéol.'' 1907, pp. 12-4). Implijet e veze dreist-holl gant
 
56
{{Niv|56|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
Kelted ar Reter. D’hec’h embreger ervat hir studi a oa red ha boaza outi ez vugel. Taolennet eo bet gant eur barz latin bugale eur meuriad keltiat pe keltiaet eus an Danuvios o poelladi diwar gwalenn ar c’hirri, da deurel ar ''gateia'' <ref>Diwar-benn ar vouc’hal-vann anvet ''kateia, teutona,'' lenn A. Bertrand ha Salaun Reinac’h, ''Les Celtes dans les vallées du Pô et du Danube,'' 1894, pp. 191-3. A-zivout al lerenn-vanna anvet ''amentum'' gant ar Romaned, an hevelep levr, pp. 188-91.</ref>.
 
An arm a raed, anezañ ''matara'' pe ''mataris'' a oa eur gontell-stlepel, moarvat.
 
Goafiou. — Ar Gelted a oa ganto goafiou, d’ezo hern a bep furm, darn gwagennet o dremm, re all dantet ; lod alï a-stumm gant deliou haleg pe deliou lireu. An doare goaf a anved lankia a oa d’ezañ eun houarn a 0,44 hed ha 0,15 led. Ar fust prenn a oa 2,15 hed tost da vad. Alies e vez meneg eus lankia ar Gelted er skridou gresian ha Tatin. En Itali, er bloaz 217 kent H. S., en emgann Trazimena, eur marcheg keltiat, Dukarios e ano, a lazas gant eun taol eus e lankia ar c’honsul roman Gaius Flaminius. E Galia, er bloaz 51 kent H. S., ar roue Kbmmios a wall-c’hloazas gant eun taol lankia ar mestr-marc’hegiez roman Volusenus Qua-dratus.
Kleze. — Ar c’hleze a oa arm muia-karet an noblañs keltiat. Kladibos e oa e ano e keltieg koz hag e kreder o deus ar Romaned degemeret ar ger keltiek-se en o yez, er pevare pe en trede kantved kenf H. S., ha distummet anezañ e gladius. Ar Gelted o deus bet klezeier arem ha klezeier houarn a veur a stumm, diouz ar rann-amzer. Peurliesa ez eo ar c’hleze keltiat houarn-holl, hir ha pounner, diou-zremmet, ha tougn e veg. An dournell anezañ, askorn pe olifant, a gaeraed gant kourel pe gañt tachou penn-amailhet. Ler, prenn pe vetal e oa ar gouhin warnañ ; skourret e veze ouz ar gouriz gant eur chadennig arem, houarn pe kouevr. Ar gouriz e-unan a veze kaeraet gant laonennou metal kizellet. Gant ar Geltibered e oa klezeier berr, beget-lemm, graet gant dir eus ar gwella, ma c’halled skei ganto kerkouls gant ar beg ha gant al lemm. Adalek ar brezeliou ouz Hannibal, e tilezas ar Romaned o c’hlezeier-i da gemeret re ar Spagnoled.
 
{{Niv||{{sc|ar brezel}}|57}}
 
<nowiki />
 
En tu-hont d’ar c’hleze, ec’h anaveze ar Gelted ar gougleze a raed gantañ er c’hannou korf-ouz-korf.
 
 
 
'''Ar skoued (skêtos).''' — Skouedou bras ha skouedou bihan o doa ar Gelted. Ar skoued bihan a oa kelc’hiek peurvuia hag arem holl a-wechou. Ar skoued bras, hir-gelc’hiek pe c’houec’h-kornek ar furm anezañ, a oa prenn pe aozilh goloet a ler. Bras a-walc’h e oa da ziwall korf ar c’hadour eus e dreid d’e elgez. Ar greizenn anezañ a oa ouz hec’h ober eur bos ledan arem pe houarn <ref>''Souc’h, begel, begelenn, bron, bronenn'' a veze graet e brezoneg eus ar bos-se. Bronnou a lavared ivez eus ar bosou stank a oa gant ar skouedou kelc’hiek en arem. Liesvronek a veze graet anezo.</ref>. A-wechou eur vevenn houarn a rae tro ar skoued ; kaeraet e veze ouspenn gant liviou flour pe skeudennou loened en arem.
 
 
 
'''Tok-houarn (pe tokarn) ha hobregon.''' — An togou-houarn hag an hobregonou houarn pe arem a veze implijet dreist-holl gant Kelted ar reter, da heul marteze o amezegiez ouz goved vrudet ar Skoloted. Betek en o zouez ne vezent ket gwall stank. E-touez ar Gelted all n’oa nemet ar renerien a gement a rae ganto ha c’hoaz dibaot a-waïc’h, war a seblant. An tokarnou keltiat, en arem peurliesa, a wisk meur a stumm : hiniennou a zo begek, kribennek eo re all, darn a sav warno eur re gerniel pe eur rodig (ar rod-heol). Gouez d’ar Roman gouiziek Varro, e vije bet ijinet gant ar Gelted ar rochedou houarn, eur seurt gwiskamant-brezel graet penn-da-benn gant mailhou-houarn.
 
 
 
'''Karr-emgann.''' — Ar c’harr-emgann keltiat a oa diou rod dindanañ, stag outañ daou a gezeg dindan ar yeo, hag ennañ daou zen, ar brezeliad hag ar paotr-karr. Ouz darn eus ar c’hirri-emgann e veze laonennou metal lemm pe filc’hier <ref>Diwar-benn ar c’hirri-emgann, filc’hier outo, boaziet gant ar C’halated hag ar Vrezoned, testeni meur a skrivagner eus an Hen-Amzer a zo harpet c’hoaz gant skridou Iwerzon : « Karr-emgann ar brezelour Setantios a oa armet gant broudou ha laonennou houarn. » — Eun dra vras da evesaat outi eo e oa dianav da Hen-amzeriz ar gwakol pe morgo-skoaz hag ar sugiou-tenna. En o lec’h e raent gant al lerenn-c’houzoug stag ouz ar yeo. Gant e c’houzoug eo e sache ar marc’h ar c’harr war-raok. Gant-se, n’oa ket evit dibrada kirri pounner pe sammet pounner. Eus boaz ar yeo hag al lerenn-c’houzoug e teu ma oa ret da Hen-amzeriz sterna bepred ouz o c’hirri daou varc’h a-skoaz, an eil e-kichen egile. En X<small><sup>et</sup></small> kantved goude H. S. eo e voe ijinet ar gwakol pe morgo-skoaz, hag ar sugiou-tenna. Diwar-neuze, e voe gallet kreski ment ar c’hirri ha pouez o c’harg. Ha lakaat kezeg ouz an alar hag ouz an oged (araok e veze graet gant ejened hepken). Diwar neuze ivez e voe gallet ambilha kezeg, pa oa da zibrada kargou pounner-pounner, hag evit ar pemdeiz ober gant kirri outo eur marc’h hepken. En XII<small><sup>et</sup></small> kantved, da geveza gant ar morgo-skoaz, e voe ijinet al derenn-vrusk pe sivelenn-denn. Komandant Lefebvre des Noëttes, ''La force animale à travers les âges,'' 1924 ; ''L’attelage et le cheval de selle à travers les âges,'' 1 levrennad-danevell, 1 levrennad-skeudenou, 1931.</ref>. Ar c’harr-emgann a veze graet anezañ ''essedon''
 
58
{{Niv|58|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
pe ''kovinus,'' hag ''essedarios'' eus ar brezelour a stourme ennañ. Tremenet eo an holl c’heriou-se e latin.
 
Kelted an Douar-bras a zilezas abred ar c’harr-emgann diwar ar penn-abegou end-eeun o doa lakaet ar C’hresianed hag an Italianed da zivoaza dioutañ kerkent ha derou an istorvez (X<small><sup>et</sup></small> kantved kent H. S.) : aes e oa da droc’holia, ac’hubus (landrammus), ha n’helle ket tremen dre bep lec’h. Breiziz hag Iwerzoniz a zalc’has pelloc’h d’ar c’hiz koz-se da vrezeli : c’hoaz er c’henta kantved goude H. S. e veze ganto kirri-emgann en o armeou.
 
 
 
{{Kreizañ|{{Ment|'''KEVRENN III : ARMEOU HA DOARE-BREZELEKAAT'''|120}}}}
 
 
 
Setu eun daolenn graet gant Kaesar eus an doare m’en em ganne ar Vrezoned gant o c’hirri-brezel ; « Da genta e reont dezo nijal herrek en-dro d’an enebour, o teurel daredou ; a-walc’h e vez alies an aon rak ar c’hezeg ha tourni ar rodou da lakaat mesk er renkadou. P’o devez graet o hent da greiz ar skouadronou, e sailhont diwar o c’hirri d’en em ganna war droad. Neuze ar baotred-karr a gil tamm-ha-tamm diouz ar veskadeg hag a chom a-hed taol, d’an emgannerien d’en em denna daveto, mar bez re denn warno gant niver an enebourien. Evel-se ec’h unan ar Vrezoned, en emgannou, herrder ar marc’heg gant stabilded an troadeg. Diwar eur studi pemdeziek e tizont ivez ma c’houzont derc’hel a-sav o c’hezeg hag i war red en eun dinaou sounn, o lentaat pe o zrei diouz o c’hoant, redek war al laz, en em zerc’hel sounn war ar yeo hag ac’hane sailhat en o c’hirri. »
 
 
 
'''Marc’hegiez.''' — En tu-hont d’ar vrezelourien pignet war
 
59
{{Niv||{{sc|ar brezel}}|59}}
 
girri-eingann, o doa ar Gelted marc’heien ha troadeien. Marc’hegiez ar Gelted a oa brudet ; trec’h e oa a-galz da varc’hegiez ar Romaned hag, er c’hrogadou a voe etrezo, e chomas peurliesa ar gounid gant ar Gelted.
 
Gant ar Gelted a argadas ar C’hres er bloaz 279 kent H. S., e veze oc’h ambroug pep marc’heg, daou vevel war varc’h. E-pad an emgann, e chome an daou-mañ war-dreñv ; ma veze lazet ar mestr, an eil pe egile a rae evitañ ; ma veze gloazet, unan a gase anezañ d’ar c’hamp, e keit m’edo egile o kemeret e lec’h ; ma veze divarc’het, unan pe egile a zegase d’ezañ e varc’h. Anvet e veze ar strollad-se ''trimarkisia''.
 
Gant Kelted Illiria e veze da heul pep marc’heg eur soudard war droad a rae en emgann evit ar brezeliad kouezet a-ziwar e varc’h ; iskuit a-walc’h e oa ar soudarded-se war droad da c’hallout, krog o dourn e moue ar c’hezeg, o heulia d’ar red.
 
Marc’heien ar Geltibered a oa ker boas da stourm war droad ha ma ’z oant d’en em ganna war varc’h : pa welent edo o zroadeien re denn warno gant an enebour, e lamment d’an traoñ a-ziwar o chezeg, e lezent ar re-mañ en eur renkad hag ez aent da rei harp d’o c’henvrezelidi war droad ; boazet e veze al loened da chom diflach ken distro o mistri <ref>Dianav eo bet da Hen-amzeriz holl gwitibunan (d’ar re anezo zoken a oa marc’heien-dreist evel ar Gelted) ar stleug a gresk stabilded ar marc’heg war gein e loen e-pad an emgannou. Gant se, n’oant ket war ar stourmaez evit tenna eus o c’hezeg an holl vad a veze tennet eus o re gant ar varc’heien stleuget a ziwezatoc’h. Dre ma oant distleug e vije bet dreist d’o galloud ar goafata a-bann, tal-ouz-tal, war gezeg o redek, diouz giz marc’heien houarnwisket ar Grennamzer, pe an argadadeg a-dolpad, « mogerhenvel », ouz an enebour, d’e skei d’an douar ha d’e flastra. Eus o dic’halloudegez er c’henveriou-se e teu an aested souezus a lake marc’heien an Hen-amzer da vont da droadeien evit ar c’hann den-ouz-den. Ijinet eo bet ar stleug, evit doare, gant Skuthed etro an III<small><sup>et</sup></small> kantved kent H. S., nemet divalo-kenan e voe ar c’hiz anezan d’en em leda. En XII<small><sup>et</sup></small> kantved hepken goude H. S. e voe degemeret ar stleug gant holl varc’hegiez Europa. Lefebvre des Noëttes, ''Le cheval de selle à travers les âges,'' 1931, pp. 216-42 ; W. W. Arendt, ''Sur l’apparition de l’étrier chez les Scythes,'' war ''Eurasia Septentrionalis Antiqua,'' IX, 1934. p. 208.</ref>.
 
 
 
'''Troadegiez.''' — En em ganna war varc’h pe en eur c’harr-emgann hounnez e oa, dreist-holl, giz an den a lignez uhel.
 
60
{{Niv|60|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
Ne zisprize ket evelato ar pep kaloneka hag uhela anezo stourm war droad. Troadeien Kelted an Hanternoz, Brezoned ha Belged, ha re Kelted ar Spagn, a oa brudet dre o c’haleter. Padal, pa veze plaen ha distrouez an dachenn ha reiz an emgann, n’oa ket troadegiez ar Gelted par da hini ar Romaned, en abeg, dreist-holl, d’an dizurz ha d’an disentidigez a veze enni. Rannet e oa etre bagadou, 6.000 soudard e pep-hini, a anved ''katerva''. Da argadi ez ae troadegiez ar Geltibered e furm eur genn. Redek a raent, er c’hiz-se, a-benn herr d’an enebourien, e doare d’o dismantra kerkouls dre nerz hag herrder ar stokadenn ha dre daoliou an armou.
 
 
 
'''Bannielou, trompilhou, chas-emgann.''' — Ar bannielou a veze anezo, an darnvuia eus an amzer, eur skeudenn loen en arem, peurliesa eun tourc’h gouez en e sav, e vleo a bik war livenn e gein, pintet e penn eur fust. Pa rae an arme eun arzao, e veze sanket ar fust en douar. Tennet e veze er-maez pa adkroge an armead gant he hent. An Insubred, unan eus poblou keltiek Italia, a oa ganto bannielou aour anvet « ar Re Zigeflusk », dre ma vanent an darnvuia eus an amzer serret e-barz templ doueez ar brezel ha na zeuent er-maez nemet pa veze ar vrôad en eur riskl bras bennak.
 
Pa veze meur a vrôad, ha kevredigez etrezo ouz eur c’henenebour bennak, e veze lakaet o bannielou holl a-gevret en eur strollad a rae ar renerien al le {''lugion'') warnañ da chom unanet. War ar c’hannlec’h e stourme brezelidi pep meuriad strollet en-dro d’o banniel. Eus niver bras an arouezintiou-brezel a veze gorrôet a-ziwar ar c’hadlan gant ar Romaned goude o emgannou-trec’h ouz ar Gelted, e c’heller tenna e oa gant pep kêriadennad-soudarded eus ar Geltvro eun arouezinti diouti hec’h unan.
 
Ar Gelted a oa ganto daou seurt trompilh-emgann da vihana : an eil eeun pe zam-eeun an añchenn anezi, a oa hec’h ano ''karnux'' pe ''karnon'' ; eben a oa kroumm evel hor c’horniou-hemolc’h bremañ. Stummet e oa ar beg anezi e doare penn eul loen boemus, digor bras e c’heol. An trompilhou keltiek a oa skiltrus-meurbet ar son anezo.
 
Alies-kaer e veze heuilhet ar Gelted er brezel gant kon embreget a-ratoz evit an emgann. Er bloaz 122 kent H. S., ar roue Bituitos a oa gantañ en e arme bagadou chas-emgann. Ar re brizeta anezo a zeue eus enez Vreiz. N’ouzomp
 
61
{{Niv||{{sc|ar brezel}}|61}}
 
ket pe ano a veze graet eus ar c’hi-emgann e keltieg koz. E brezoneg gwechall e oa anvet ''kadgi'' pe ''aergi'' <ref>''Aer'' « lazadeg », « emgann » e brezoneg koz, ''*agron'' pe ''*agra'' e keltieg. Aergi a oa ''archu'' en iwerzoneg.</ref>.
 
 
 
'''Armeou.''' — Ar c’hirri-emgann, ar varc’hegiez, an droadegiez, ar chas-emgann, bodet holl a-gevret en-dro d’ar bannielou, a rae eun arme, a anved e keltieg koz korios, <ref>''Korios'' a zo deuet da ''cuire'' en iwerzoneg. War an Douar-bras d’ar mare Kelt-ha-Roman, ''Koridvallum'' « moger an arme » e oa ano eur gêr vogeriet eus Hanternoz Galia.</ref> pe ''slouga, sloga''. Deut eo ''sloga'' da veza ''lu'' e brezoneg ; ar ger-se hon eus dilezet, hep ezomm ebet, evel kel lies all a c’heriou keltiek, evit kemerout eur ger gallek.
 
An armeou keltiek a zo bet a-wechou d’ober anezo eun niver bras-meurbet a stourmerien. An arme a voe argadet ganti ar C’hres er bloaz 279 kent H. S., a oa enni 152.000 soudard war droad ha 61.200 a varc’heien. Ambrouget e oa gant 1.000 karr da zougen ar bitailh, ar re c’hloazet ha dibourc’h (diwisk) diwar an enebour, ha, war e lerc’h, e teue e leiz a varc’hadourien-red. E-touez ar soudarded war droad a oa enni, kalz n’oant ket Kelted hogen Illirianed.
 
An arme savet gant Kelted an Itali e 228-225 kent H. S. a oa enni, gant ar skoazell deut a-berz Kelted eus tu-hont an Alpou, 50.000 brezeliad war droad hag 20.000 brezeliad war varc’h. Arme Bituitos, e 121 kent H. S., a save he nerz da 200.000 den. Nerz arme ar Velged, e 57 kent H. S., a oa 290.000 soudard. E 52 kent H. S., an arme veur savet dre C’halia a-bez da zisezisa kêr Alesia, a oa enni 8.000 a varc’heien ha 240.000 soudard war droad ; ne oa avat an darnvuia eus ar re-mañ nemet brezelidi dister, tieien, mesaerien pe vicherourien ma oant, armet fall ha distudi ; 80.000 anezo hepken a ouias en em ganna ; ar re-all a vanas hep ober netra hag a dec’has a-benn an diwez.
 
Erfin, en emgann bras a voe graet er bloaz 61 goude H. S. ouz ar Romaned, ar Vrezoned, en o fenn ar rouanez Boudika, o doa kaset war an dachenn 90.600 a dud, tost da vat.
 
 
 
'''Penvrezelourien.''' — An armeou keltiek a oa peurliesa en o fenn eur rener hepken ; a-wechou e oa daou pe dri. Darn eus ar benvrezelourien geltiat a voe brudet en Henamzer : Brennos, a oa dindan e renadur an arme geltiek a voe
 
62
{{Niv|62|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
trec’h d’ar Romaned en emgann an Allia hag a voe tangwallet ganti kêr Roma (390 kent H. S.) ; Belgios, a gannas, er bloaz 281, roue Makedonia, Ptolemaios Keraunos (ar C’hurun) ; Brennos, an eilvet eus an ano-se, eus a ouenn ar Braused (''Prausoi'')a oa e penn an arme vras a argadas ar C’hres daou vloaz diwezatoc’h ; Kombutis hag Orestorios, eil renerien dindan Brennos, a chomas gwall-vrudet o ano en Hellas da heul an torfedou euzus a rejont en Etolia e 279 ; Britomaros, Konkolitanos hag Aneroestos (pe Ariovistos), a oa dindan o gourc’hemenn, e 225, arme geltiat an Itali ; Ortiagon, Kombolomaros ha Gaulotos, renerien arme geltiek an Azi-Vihana e 189 kent H. S. ; Istolatios, a c’hourc’hemene war arme ar Gelted hag an Ibered unanet a-enep Karthadiz, e 220 ; Avaros ha Retugenos, lesanvet ''al Luc’hedenn,'' pennou kelted Numantia er bloaz 133 ; Katugnatos, a vlenie an Allobroged en em savet ouz ar Romaned er bloaz 62 ; Verkingetorix, penrener brezel Galia e 52-51 ; Karatakos, a oa e penn arme ar Vrezoned e 51 goude H. S. ; Galgakos, e oa bleniet gantañ Brezoned an Hanternoz en emgann ar menez Graupios.
 
 
 
'''Kerzadegou, kampaduriou, treiza ar stêriou.''' — Lavaret eo bet <ref>Gant Camille Jullian, en e levr ''Histoire de la Gaule,'' II, pajenn 205 hag er re da heul. An tamall-man ne vir ket ouz al levr-se da veza dreist e leiz a boentou all.</ref> ne ouie ket ar Gelted kemeret an eveziou reta en amzer a vrezel, e tiazezent o c’hamp e lec’hiou izel ha diemzao, ne lakaent ket gedourien, e kerzent hep sklerijennerien en o fenn ha war o c’hosteziou. M’o dije graet er stumm-se, n’o dije biken gounezet Europa dre vrezel, n’o dije biken trec’het an holl boblou o deus trec’het, Ibered, Ligured, Etrusked, Romaned, Gresianed, Illirianed, Thraked, Germaned, hep niveri en Hanternoz hag er C’huz-heol poblou all n’int ket deut o anoiou betek ennomp. A-hend-all gwirheñvel eo <ref>Sellet ouz an hevelep levr, II ; pajenn 102.</ref> o doa an darnvuia eus ar Gelted dizesket, en o brezeliouigou-diabarz, meur a reolenn eus ar brezelerez bet anavezet hag heuliet gant o zadou, ar benargadourien vras. Ne c’hoarvezas kement-se, avat, nemet pa ’n em gavas ar Gelted diazezet da vat er broiou aloubet ganto. Etre ar remziadou a zo bet faezet gant ar Romaned ha gant ar C’hermaned, etro derou an oadvez kristen, hag ar remziadou o devoa gouezet bazyeoa
 
63
{{Niv||{{sc|ar brezel}}|63}}
 
Europa eus ar mor-Bras d’ar mor-Du hag eus moriou an Hanternoz d’ar mor Kreizdouarek, ez eus bet meur a gantved a ziforc’h, ha, gant ar c’hantvedou-se, meur a gemmad o c’hoarvezout e temz-spered hag e boaziou diskennidi an drec’hourien.
 
An armeadou keltiek a veze peurliesa gorrekaet ar c’herzed anezo gant eur bagad kirri a bep seurd, warno ar pakadou hag ar breizadenn. Pa gampe eun arme, e raed a-wechou gant ar c’hirri-se karget pounner eur vardell en-dro d’ar c’hamp. ''Karrako,'' ha diwezatoc’h ''karrago,'' a veze graet e Galia eus ar vardellad-girri. Er c’herzadennou, e kerze brezelourien pep meuriad holl a-gevret : ar strolladou soudarded a oa kement anezo hag a veuriadou. Marc’hegerien e oa ar gward a-raok hag ar gward a-drenv. E 225 kent H. S., en Itali, e tegouez d’eun nebeut marc’heien eus penn a-raok armead ar Gelted skei gant rag-ward an arme roman hag ez int paket. E 58 kent H. S., e Galia, ar 500 marc’heg a oa anezo gward a-drenv arme an Helveted a gann hag a laka da dec’hel marc’hegiez Kaesar, enni 4.000 a varc’heien.
 
Kefridi eun darn eus ar varc’heien e-pad ar c’herzadennou e oa redek-diredek bro, anaout al lec’h m’edo an enebourien, merzout an niver anezo, spia o finvadennou, steui troiou ouz o rag-wardou, o sklêrijennerien, o fourvezerien. E Galia, er bloavez 53 kent H. S., Indutiomâros, penn an Drevired, a ra d’e varc’heien anaout lec’hiadur kamp ar Romaned ; dinesaat a reont tostik-tost, betek teurel spegou dreist da zifennou ar c’hamp ; daea a reont ar Romaned d’an emgann ha dirolla d’o c’hunujenni. E Galatia, e 189 kent H. S., eur bagad marc’heien geltiat a zibouf a-greiz-holl, a argad en eur leuskel youc’hadennou bras hag a laka mesk e rag-wardou an arme roman kampet tost da grenvlec’h Kuballon. Eun nebeut deiziou goude, 400 marc’heg roman, a rae eun anavezadenn e-harz menez Olumpos, a zo eilpennet ha laket da dec’hel gant eur strollad marc’heien geltiat.
 
Kaesar a veneg meur a wech e rae ar C’halianed gant sklêrijennerien, ''exploratores'' gouez d’ezan. E 54, ar Velged, a laka seziz war gamp Kikero, letanant Kaesar, a zo kemennet d’ezo gant o sklêrijennerien eman Kaesar o tostaat. E 52, Verkingetorix a glev digant e sklêrijennerien kement a c’hoarvez en Avarikon hag e kamp ar Romaned. En hevelep bloaz, e voe spiet gant sklêrijennerien Kamulogenos strewet a-hed glann gleiz stêr Sequana, finvadennou Labienus, letanant Kaesar, a zalc’he ar c’hlann zehou.
 
64
{{Niv|64|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
<nowiki />
 
Ar benvrezelourien akuit a zibabe da ziazeza o c’hamp lec’hiou aes da zifenn, dreist d’ar re-all krec’hiou pe veneziou. E 189 kent H. S., Kelted an Azi-Vihana a sav daou gamp, unan war venez Magaba, egile war venez Olumpos. Heman, reizet an diazezadenn anezan gant Ortiagon, a oa krenv kenan. Diouz tu an hanternoz d’ezan, e oa harzet a-grenn an tremen gant rec’hier a-serz, nemet war tri foent : unan dre greiz ar menez, damwisket a zouar el lec’h-se ; an daou all war ar roc’h noaz, er reter-gevred hag er gwalarn-kornog. Diouz tu ar c’hreisteiz tuniennou douarek a save war hir-zinaou uhel a-walc’h. Unan eus an tuniennou-se, war hed eur miltir roman (1400 metr) diouz ar c’hamp, a zifenne an hent a gas da venez Olumpos hag a helle talvout da rag-zifenn, evit herzel ouz an enebourien da vont war-raok. Ortiagon a lakas 4.000 kadour d’he derc’hel. Ar c’hamp end-eeun, war gement lec’h ma c’helled tremen, a voe krenvaet gant eur c’hleuz hag eur c’harz peuliou.
 
E Galia, e 52 kent H. S., Kamulogenos a ziazez e arme war glannou ar Sequana, en eul lec’h difennet gant eur c’heun ec’hon a skoe war ar stêr. Ar bloaz war-lerc’h, Korreos a ra d’e soudarded kampa war eur grec’hienn uhel, e-kreiz eur c’hoad, geuniou en-dro d’ezan. En enez-Vreiz, e 51 goude H. S., Karatâkos a grenva e vrezelourien a-drenv d’eur stêr, war veneziou serz ; el lec’hiou war blênoc’h dinaou, aesoc’h an dostidigez anezo, e ra sevel eur voger vein sec’h.
 
Ar skrid iwerzonek, danevellet ennan argadenn ar rouanez Medua e Bro-Ulad, a zesrevell evel-hen kement labour a ya d’ober eur c’hampadur : 1°) bonna an dachennad merket da bep strollad brezelourien ; 2°) sevel touzinellou brankou, teltennou ; strewi kolo d’an dud da azeza ha da c’hourvez warnan ; 3°) aoza pred ; 4°) dibri ; 5°) mont da gousket. D’ober buan an holl labouriou-se, e voe trec’het Iwerzoniz gant an 3.000 Galian degaset gant roue Menapia <ref>''Menapia'' ma tegemerer da wir reizadenn Herri d’Arbois de Jubainville : ''Fir Menia'' « Tud Menia » eo an ano skrivet. Teurel pled o devoa ar Venaped (''Menapii'') annezet en Iwerzon ''Kauki'' da nes-amezeien, evel m’o doa ar Venaped manet war an Douar-bras. Nemet germanekaet e ''Chauci, Chauchi'' e oa bet ano ''Kauki'' an Douar-bras (''k'' keltiek = ''h'' germanek), Herri Hubert, ''Les Celtes et l’expansion celtiqne jusqu’à l’époque de la Tène,'' 1932, p. 239, kartenn 8 ; pp. 272, 276, danevell.</ref>. Pa stage Iwerzoniz gant o fred, e oa aet, a-benn neuze, ar {{Tired|C’halia|ned}}