Instruction evit an Annonciation ar Verc’hes : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "<pages index="Heuriou brezonnec ha latin.djvu" header=1 from=250 to=253 fromsection=Annonciation tosection=Annonciation /> Rummad:Heuriou brezonnec ha latin"
 
(Disheñvelder ebet)

Stumm red eus an 23 Du 2020 da 17:30

L. Prud'homme, 1849  (p. 230-233)


EVIT GOUEL AN ANNONCIATION.
D’ar pempet deiz varnuguent a vis Meurz.

AN deiz-ma so galvet gouel an Annonciation eus ar Verc’hes, abalamour ma oe da [guenver an] [1] deiz hirio ec’h annonças an æl Gabriel d’ar Verc’hes Vari penaus a oa choaset gant Doue da veza mam d’he vap unic. He-ma’ta eo ive gouel an incarnation pe ar gonception eus ar Vap Doue, abalamour m’az eo da [guenver an] deiz [2] -ma en deveus Map Doue, an eil ferson eus an Dreindet, quemeret natur humen, da lavaret eo, ur c’borf hac un ene en cof ar Verc’hes Vari, ha dre ar voyen-se, an hini pehini n’edoa nemet Doue a bep eternite, a gommanças da veza den ivez en amser, hep paoues da veza Doue na mui na meas.

Quement-se a c’hoarvezas er fæçon-ma : an arc’hel Gabriel o veza saludet ar Verc’hes pa edo he-unan en he c’hambric en oræson, o lavaret dezi ar c’hom-sou-ma : Me ho salud, Mari, leun oc’h a chraç ; an Autrou Doue so gueneoc’h : he assuras penaus e tlie ar Verb eternel, map Doue, en em ober den enni dre operation ar Speret Santel ; hac evel ma roas dezi da entent ne divize offanç ebet en he goerc’hdet evit quement-se, e roas hi be c’honsantamant en ur lavaret : Chetu ama servijerez an Autrou Doue, beset grêt em andret, evel ma annoncit d’in. Er memes instant ar Speret Santel a furmas eus ar pura goad e devoa ar Verc’hes, ur buguel en pehini e crouas assambles un ene, hac an eil ferson eus an Dreindet a unissas ar c’horfic hac an ene-se gant he zivinite, o commanç neuse da veza den ha Doue assambles, hac a so galvet Jesus-Christ.

Hoguen ar Speret Santel, peguement bennac ma en deus furmet corf Jesus-Christ en cof he vam, ne de quet tad dezan evit quement-se, pe n’en deus communiquet dezan netra eus he substanç evit he furmi. Jesus-Christ en quement ha [ma ê] [3] den n’en deveus tad haturel ebet, nemet ur vam pehini eo ar Verc’hes Vari ; mæs en quement ha ma ê Doue, en deveus un tad pehini eo ar c’henta person eus an Dreindet, ha gant pehini eo enjandret a bep eternite hep mam ebet ive. Ne de quet couscoude na d’eo ar Verc’hes guir vam da Vap Doue abaoue ma ê den ha Doue assambles en ur memes personaij, o veza bet concevet ha ganet ganti en guirionez er galite-se ; hac evelse eo Mam da Zoue en effet. Sant Joseph n’edoa nemet tad maguer ha putatif d’hor Salver, dre ma her mague couls hac he vam, o c’hounit bouet dezo gant he etat, ha dre ma oa reputet ha tremenet evit tad dezan gant an dud pere ne anaient quet ar myster-se eus an incarnation, pe en fæçon oa bet concevet Jesus-Cbrist pehini a oboisse ive da sant Joseph evel pa vize tad propr dezan, rac ma oa pried legitim d’he vam ar Verc’hes Vari.

Pa lavarer penaus eo bet concevet Jesus-Christ dre operation pe dre vertuz ar Speret Santel, ne de quet n’en deveus an Tad hac ar Map operet ha contribuet ivez er gonception se couls hac ar Speret Santel, rac an œuvrou exterieur eus an tri ferson an Dreindet a so commun entrezo ; mæs evel m’az eo ar mysfer-ma un desteni ar vrassa eus a garantez Doue en Hon andret, eo attribuet d’ar Speret Santel, da pehini evel d’ar garantez infinit eus an Tad hac ar Map, ec’h attribuer an effejou eua ar garantez Doue, e-c’his m’at tribuer an effejou eus he buissanç d’an Tad, hac en effejou eus he furnez d’ar Map.

Map Doue so en em incarnet evit hor prena hac hon dilivra diouz ar pec’het ha diouz ar maro eternel hac an ifern, da pere oamp engajet dre an disobeissanç eus hon tad quenta Adam hac Eva, hac ouspen evit acquisita deomp ar vuez eternel o vervel evidomp. Guir eo e c’halse hon redima ha hon sauvetei en ur fæçon-all eassoc’h ; hoguen teurvezet eo bet ganta dont he-unan, evel ur mestr mad, da zisquez deomp obeissa da Zoue he dad, hac en em humilia diouz he exempl. Convenabl ha ræsonabl oa e leusje da remedia ouz hor superbite dre he humilite, nac ouz hon disobeissanç dre he obeissanç he-unan.

Evit solennisa ervad ar gouel bras-ma’ta, e tleomp en em dispos dre ur gonfession vad da receo diouz an exempl eus ar Verc’hes, gant ur burete vras a consianç, er gommunion, ar memes Map Doue pehini so bet en em c’hreat den en hi, hac assista devota ma c’hallimp er servij divin. Goude-se e tleomo en em examina da c’hout ha ni so bet sourcius da drugarecat Doue bemdez d’hor beza prenet diouz ar maro eternel dre ar myster-ma eus an incarnation, goulen pardon outan eus hon disanaoudeguez hac hon ingrateri en he andret, hac ober ar resolution da lavaret teir gueich an deiz an Angelus en memor hac en enor d’ar myster-ma, hervez an instruction hon eus roet evit an Angelus, Domini, en commançamant al levr-ma, oc’h en em humilia neuse en hor c’halon evit enori an humilite vras a Vap Doue oc’h en em incarni, hac eus he Vam oc’h en em estimout ur servijeres indign d’an Autrou. Cals a dud devot a gustum pa son an heur, ober sin ar groas ha lavaret an Ave, Maria en memor eus ar memes myster ; hac an devotion-se a so bet confirmet gant ar pab Leon decvet, o staga outi certen induljançou, hervez ma ê reportet en un instruction familier en furm catechismou, imprimet en Paris en ti Pierres Targa, gant privilej ha permission an arc’hescop ac’hano er bloaz 1635 [4].

Erfin e tleomp hirio conceo ur santimant an humpla eus ac’hanomp hon unan, ha consideri ne deomp nemet poultr ha ludu dirac Doue, o tiouall ervad n’en em estimimp mui evit den, hac evir quement-se goulen ouz Map Doue en deiz santel-ma en pehini eo bet en em lequeat quen isel ha quen dister, ar c’hraç d’en em anaout ha d’en em humilia dre intercession he vam ar Verc’hes sacr, evit obteni er fin ar recompans eternel prometet ganta d’ar re a vezo humbl a galon. Evellen bezet grêt.


  1. Diwar embann. all. Moullet amañ : da Meurs en deiz (!!!).
  2. Memes tra.
  3. Moullet : ê ma.
  4. Instruction familiere pour bien entendre la sainte messe..., Paris : Pierre Targa, hep deiziad.