Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/55 : diforc'h etre ar stummoù

Phe-bot (kaozeal | degasadennoù)
Saig_Keryann: split
 
Statud ar bajennStatud ar bajenn
-
Hep adlenn
+
Adlennet
Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :
Linenn 1: Linenn 1:
{{Niv||{{sc|ar brezel}}|55}}
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 1: Linenn 1:
<nowiki />
<nowiki />

55
{{Niv||{{sc|ar brezel}}|55}}

<nowik />

Meur a zoare spegou a oa, d’ezo peb a ano ; ''veruton, tragula, sparon,'' hag all. Spegou-zo a oa an houarn anezo hiroc’h eget eur c’hleze ; gant darn e oa eeun dremm an houarn, gant darn all e oa gwagennet evel eur flamm pe gouzreinet evel eun higenn, en hevelep doare ma veze trouc’het ha drailhet ar c’hig ha ma veze frankaet ar gouli pa veze tennet ar speg en-dro. Ar geriou ''petrinos'' <ref>Berraet e c’hell beza ''petrinos'' diwar ''*petru-trinos,'' ger-evit-ger « peder c’had, kad ouz ar pevar zu », da lavarout eo « peurgad, stourm klok, emgann bloc’h ». Ha kement-se a glotfe gant an daolenn a ra Arrianos eus an doare-se da spegata diwar varc’h. ''Trino'' a zo aet da gembraeg ''trin'' « kann, emgann ». Evit talvoudegez ''petru'' aman, kenveria ''*petru-viroi, *petru-viri,'' kembraeg ''petry-wyr'' (e Levr Taliesin) « Kadourien disi, a oar tali (enebi) ouz ar pevar zu (araok, adrenv, a-gleiz hag a-zehou) », ''*petru-lama'' (''*petrulamos,'' ano oberer), kembraeg ''pedrylaw'' « ampart, dourn dis, helao (''sulamos'') », ha lenn J. Loth, ''Le gaulois petru, son évolution au point de vue du sens,'' war ''Rev. des Et. anc.'' 1916, pp. 280-5.</ref>, ''sunêma, sioloutegon,'' pe ''toloutegon'' a anve e keltieg koz kel lies all a zoareou disheñvel da stlepel ar speg diwar varc’h. Spegou-zo a veze stlapet gant an dourn, re all a veze bannet war bouez al lerenn anvet e latin ''amentum''. Ouspenn daou-gementi hed taol ar speg a rae an ''amentum'' (65 metrad e lec’h 25 metrad).

Linenn 10: Linenn 5:
Ar ''gaison'' a oa anezañ eur goaf evit gwir, nemet e oa eur goaf-bann. Gallout a reomp a-walc’h sellout outañ evel arm brôadel ar brezelour keltiat. Ledan e oa an houarn anezañ, war a greder, ha stummet e furm eun delienn. Pep brezeliad a yae gantañ daou c’hoaf seurt-se. ''Gaisata'' a veze graet eus ar soudard armet evel-se. Deuet eo ''gaison'' da ''gaz, gae'' en iwerzoneg, ha ''gaisatios'' « armet gant ar ''gaison'' » d’ar ger iwerzoneg ''gaide'' « armet gant eur goaf ». Ar ''gaison,'' benveg hag ano, a zo bet amprestet gant ar Romaned (''gaesum'') ha gant ar C’hermaned (''gaisos'').

Ar benveg-brezel anvet ''kateia'' a oa eur vouc’hal-vann bounner, outi eun troad berr graet gant koad gwevn. Pa veze strinket gant eun dourn akuit, e c’halle, dre drei-distrei, donet en-dro davet ar stlaper. Eur c’hoari-brezel e oa se. Hir-meurbet n’oa ket hed-bann ar ''gateia,'' nemet gant ar pouez a oa enni e veze torret kement tra skôet ganti. Bet e oa anezi, en Italia, pleustreta arm ar pobladou villanoviat (ombriat) o veva en tu diouz an hanternoz da venez Apennin : o arm brôadel e oa (skeudennou war ''Rev. archéol.'' 1907, pp. 12-4). Implijet e veze dreist-holl ga
Ar benveg-brezel anvet ''kateia'' a oa eur vouc’hal-vann bounner, outi eun troad berr graet gant koad gwevn. Pa veze strinket gant eun dourn akuit, e c’halle, dre drei-distrei, donet en-dro davet ar stlaper. Eur c’hoari-brezel e oa se. Hir-meurbet n’oa ket hed-bann ar ''gateia,'' nemet gant ar pouez a oa enni e veze torret kement tra skôet ganti. Bet e oa anezi, en Italia, pleustreta arm ar pobladou villanoviat (ombriat) o veva en tu diouz an hanternoz da venez Apennin : o arm brôadel e oa (skeudennou war ''Rev. archéol.'' 1907, pp. 12-4). Implijet e veze dreist-holl gant