Implijer:Saig Keryann/Robot : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Phe-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Saig_Keryann: split
Tikedenn : Erlerc'hiet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
==__MATCH__:[[Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/81]]==
 
81
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|81}}
 
<br/>
<pages index="Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu" from=53 to=64 />
 
 
{{Kreizañ|{{Ment|PENNAD IV|130}}}}
 
{{-}}
 
 
{{Kreizañ|{{Ment|'''Ar Relijion'''|140}}}}
 
 
{{Kreizañ|'''Doueed ar Gelted. — An Templou, al Lidou hag ar C’hredennou — Beleien, Divinourien, Drouized ha Barzed'''}}
 
::::::::{{Ment|Natio est omnium Gallorum admodum dedita religionibus… Galli se omnes ab Dite patre prognatos praedicant. « ''Ar Gelted eo ar relijiusa eus an dud''. Holl e lavaront ez int gourvibien da Dad ar Maro ».|85}}
{{Dehou|{{Ment|(Dioc’h {{sc|Kaesar.}}).|85}}|2}}
 
 
{{Kreizañ|{{Ment|'''KEVRENN I : AN DOUEED'''|120}}}}
 
 
 
Evel holl boblou Europa kent donedigez ar gristeniez, ar Gelted a oa pagan. Eus kredennou ar baganiez e c’heller lavarout e kouezas an dud enno 1° dre n’anavezent ket ar gwir Doue, 2° dre n’anavezent ket gwir natur an traou a zo en-dro d’eomp.
 
Ar baganed kenta a wele bemdez an heol o sevel diouz ar reter, hag o vont da guz er c’hornog, al loar pe ar stered o lugerni e-pad an noz ; arvesti a raent ouz tremenadeg ar c’houmoul ; gwelout a raent an neñv o teñvalaat gant an arne, al luc’hed o lintra, hag e sebezent ouz ar c’hurun ; santout a raent c’houez an avel hag e klevent hirvoud an deliou hag ar geotennou o krena dre ma tremene ; er c’hoadou torgennek, an hekleo a adlavare war o lerc’h o c’homzou pe a daole d’ezo o youc’hadenn en-dro ; gwelout a raent ar mor, gwech sioul ha kompez, gwechou all oc’h eonenni kounnaret gant an aod ; ar vammen o strinka, yen ha sklaer, eus dounder an douar hag ar waz, sked ha hiboud ganti, o redek dibaouez ; arvesti a raent ouz e-leiz a loened, a bep gouenn, a bep ment hag a bep liou, o kerzout war an douar, o nijal dre an aer, o neui en doureier ; ouz an douar, lakaet glas gant plant a bep ment hag a bep
 
82
{{Niv|82|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
doare a greske gant an amzer hag a droe stumm diouz maread ar bloaz. Dont a rejont da gredi penaos an holl draou-se, a oa o fiñval, o redek, o trouzal, o vouc’hal, o trei stumm hep ehan, war o zro, a oa enno, evel ma oa ganto o-unan, spered ha mennerez ; kavout a reas d’ezo e santent, e welent, e klevent hag ec’h intentent evelto. Eun ene a lakajont zoken en traou, hag int difiñv ha digemm drezo o-unan, evel ar mein hag ar meneziou. Hennez e voe penn-orin hag abeg an doueed diniver azeulet gant ar baganed.
 
Er rann-amzer eus an istor m’edo ar Gelted koz en o brud, e oa bet dilezet gant darn eus ar pep desketa ar gredenn e oa — lakomp ar c’hurun pe an avel — traou beo ha speredek. Kaout a rae d’ezo kentoc’h e oa kiriek d’an traou-se noueañsou galloudekoc’h eget an dud, disgwel peurliesa, nemet e oa ganto eur c’horf heñvel ouz hini an den, hag e c’hallent kaout, evel an dud, gwreg ha bugale. Bez’ e oa evito eta eun doue eus ar c’hurun pe eun doue eus an avel hag, er c’hiz-se, evit kement seblant eus an natur. En hevelep doare e lakaent doueed heñvel ouz an den pe ouz al loened en tan, er gwez, er rec’hell, er meneziou, er stêriou, er mammennou hag er mor.
 
 
 
'''Kredennou keltiek ha kredennou rak-keltiek.''' — Istor poblou an douar a ziskouez e talc’h an dud peurliesa startoc’h ha pelloc’h d’o doueed ha d’o c’hreañsou relijius eget d’o yez ha da gement a ra o brôadelez. Da gredi eo eta e oa eun darn vras eus ar c’hredennou a rene en hor broiou, en oadvez keltiek, tra ar poblou a veve enno kent donedigez ar Gelted. N’heller ket avat, nemet a boan, diforc’ha ar c’hredennou-se diouz ar re a zo bet degaset gant ar Gelted.
 
Ouspenn-se, ar Gelted, end-eeun, o doa bet en hêrez digant o gourdadou pell, an dud a veve etre an XXX<small><sup>et</sup></small> hag an XX<small><sup>et</sup></small> kantved kent H. S., doare kredennou o doa miret gwell-pe-welloc’h. Ar seurt kredennou-se, int-i ivez, a zellezfe an ano a « rak-keltiek », o veza ma oa anezo kent ginivelez pobl ar Gelted.
 
 
 
'''An doueed keltiat hervez ar skrivagnerien Italian-ha-Gresian.''' — ''Dêvi'' (unander ''dêvos'') a veze graet eus an doueed e keltieg koz. Rôet e veze ivez d’ezo anoiou tennet eus ''dusis'' « nobl, uhel » hag eus ''kassis'' « kaer, c’houek ». Unan eus an anoiou-se, ''dusios,'' gwregel ''dusia,'' a oa e boaz gant Kelted Galia, en III<small><sup>et</sup></small> hag er IV<small><sup>et</sup></small> kantved goude H. S., da envel,
 
83
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|83}}
 
dreist-holl, doueed ha doueezed ar stêriou. Nebeut a anavezomp eus doueed ar Gelted. An darnvuia anezo a heñvel beza bet doueed lec’hel, a oa anavezet hepken en eur c’horn-bro hag azeulet gant eun niver bihan a dud. Evit an doueed vras, boutin etre an holl Gelted, e oa, evit doare, disheñvel o anoiou diouz ar broiou, hag o neuz diouz ma vezent pedet gant eur brezeliad, eur c’houer pe eur marc’hadour.
 
Dibaot e komz d’eomp ar skrivagnerien italian-ha-gresian eus doueed ar Gelted ha, pa her greont, ec’h hellenaont pe e romanaont anezo peurliesa, dre o heñvelekaat ouz re o doueed-i n’o doa outo nemet eun heñvelidigez skañv ha touellus alies. Hervez Kaesar, e krede Kelted Galia e oant gourvibien da zoue ar maro <ref>''Dis Pater,'' eme Gaesar. ''Pater'' « tad » a zo latin. En hen-geltieg e oa aet da get ar ''p'' a zo e derou ar ger indezeuropek-se hag e veze lavaret ''ater'' pe ''atir'' (an ''f'' a gaver e furm c’hermanek ar ger-se, ''fader, father,'' h. a., a zo oc’h arouezia eun doare-distaga a zo bet moarvat, war-bouez nebeut a dra, hini ar Gelted kent fatadur ar ''p'' indezeuropek en o yez). ''Dis'' avat, tro-c’henidik ''ditis,'' a hellfe beza stumm latin eun ano keltiek miret en iwerzoneg e-lec’h m’eo deuet da veza ''dith'' « maro, distruj ». Kenveria gant Indeziz arianekaet an doue Siva, war eun dro krouer ha distrujer, dishenvel diouz an Ene Meur pe Ene hollvedel (Brahma), L. de Milloué, ''Petit Guide illustré du musée Guimet,'' 1904, pp. 60-6, 84-94 ; De la Vallée-Poussin, ''L’Inde jusqu’en 300 avant J. C.'' 1924, p. 320-2 ; Masson-Oursel, ''L’Inde antique et la Civilisation indienne,'' 1933, pp. 202-3.</ref>. Lavarout a ra c’hoaz penaos ar brasa eus an doueed, azeulet ganto eo kavadennour an holl vicheriou, heñcher ar veajourien, mirour ar c’henwerz. War-lerc’h hemañ, ec’h azeulont doue an heol mat da yac’haat, doue ar brezel, doueez ar furnez hag ar ouiziegez, doue an neñv hag ar c’hurun. Ne ro ket d’eomp avat anoiou keltiek an holl doueed-se ; ober a ra anezo an anoiou latin ''Dis Pater, Mercurius, Apollo, Mars, Minerva'' ha ''Jupiter''. Gouez d’eur skrivagner all, ar Gelted o chom tost d’ar Mor Bras a azeule an ''Dioskured,'' da lavarout eo, hervez kredenn Kreisteiziz, daou zoue brezeliat ganet eus an hevelep mamm, nemet e oa eun doue tad unan hag eun den marvel tad egile. Hounnez eo ar vriz-sklerijenn a zeu d’eomp peurliesa diwarbenn doueed ar Gelted gant ar skrivagnerien greisteizat <ref>Eus holl Doueed ar Gelted, n’eus nemet ar re-mañ a gement a vez meneget gant skrivagnerien ar C’hreisteiz dindan o anoiou keltiek : ''Teutatis, Taranis, Esus, Belenos, Ogmios, Andrasta, Epona''.</ref>.
 
Da genober gant an diskleriaduriou teusk-se, hon eus :
84
{{Niv|84|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
— da genta, lies a gant ano pe lesano keltiek a zoueed pe a zoueezed miret gant enskrivaduriou bet engravet dreist-holl er c’henta kantved goude H. S. e broiou keltiek an Douar-bras hag en Enez-Vreiz ; d’an eil, delouennou maen, arem pe pri poaz, ha skeudennou bos-bihan graet war-dro an hevelep mare ha pourtrezet enno doueed keltiat.
 
 
 
'''Doueed ar Gelted hervez an enskrivaduriou.''' - Gant an enskrivaduriou ne zeu sklerijenn ebet na war stumm na war roll an doueed a viront an ano anezo. En tu-hont da se, kalz eus an anoiou-se a ziskouez beza hepken geriou lesenvel pe doarea bet staget ouz ano eun doue latin bennak. Da skouer, anvet eo an doue latin Mercurius ''Arvernorix'' « roue an Arverned », ''Dumiatis'' « o chom war ar menez Dumias » <ref>Ar « Puy-de-Dôme » breman.</ref>, ''Vassokaletos'' « ar gwaz kalet », ''Vellaunos'' « kalonek » - doue an heol hag ar vezegiez, Apollo, a zo lesanvet ''Atepomaros'' « ar marc’heg meur », Maponos <ref>''Maponos'' a oa eun doue eus bro ar Vriganted, e Breiz-Veur. E danevellou kembraek eus ar grenn-amzer e vez meneg a Vabon (Maponos), mab Modron (Matrona). Eun hemolc’her bras e oa, gantan eur c’hi burzudus hag eur marc’h herrek evel an tonn. Pa n’oa c’hoaz remet teir noz, e voe laeret p’edo o kousket etre e vamm hag ar speurenn. Oadou diniver goude-se, e voe diskleriet da Arzur e oa Mabon dalc’het kriz en eun toull-bac’h mein e kêr Loeou (Glêvon, Gloucester). Arzur hag e gadourien a dizas e zieubi hag e stagjont neuze gant hemolc’h an Tourc’h Trouiz n’halle ket dont da vat hepdan.</ref> « an den yaouank », ''Vindonnos,'' eus ''vindos,'' gwenn », « kaer », « santel » pe skedus », ''Toutiorix'' « roue an dud » ; - doue ar brezel, ''Mars'' a zo anvet ''Albiorix'' « roue ar bed », ''Katurix'' « roue an emgann », ''Belatukadros'' « kaer pa laz », ''Leuketios'' « luc’hedek », ''Dunatis'' « o chom en ''dunon'' », ''Visukios'' « gouiziek ».
 
Mat eo anaout darn eus an anoiou-se a c’hall beza, ez gwir, anoiou doueed pe doueezed kehelet gant ar Gelted. Eus ar re-se eo :
 
Evit an doueed : ''Smertos, Smerios, Atesmerios, Adsmerios, Smertatios, Lugoves, Bemilugus, Smertullos, Esus, Kernunnos, Teutatis'' pe ''Toutatis, Kokidios, Taranis, Sukellos, Kamulos, Ambisagros, Belenos'' pe ''Belinos, Grannos, Ogmios, Nodons, Mognns, Mogonnos ;'' evit an doueezed ''Belisama, Arnalia, Rosmerta, Kantismerta, Andarta, Nantosuelta,''
 
85
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|85}}
 
''Athubodua, Katubodua, Naria, Andrasta, Sulevia, Sulis, Briganti, Brigindo, Nemetona, Mogontia''.
 
Eun teskad martezeou nemet-ken, setu, en holl, kement a c’hellomp lavarout diwar-benn an doueed hag an doueezed-se. Kredi a reer ez eo ''Smertos, Smerios, Adsmerios, Smertatios,'' anoiou an doue bras keltiat e komz Kaesar anezañ evel eus kavadennour an holl vicheriou.
 
Eun ano-all eus an doue-se (Smertos) a vije marteze ''Lugus,'' a gaver en ano ''Bemilugus,'' doue azeulet war harzou bro an Aedued, en ano an doueed ''Lugoves'' (liesder keltiek eus ''Lugus'') kehelet gant kereourien Uxama, kêr geltiek eus Bro-Spagn ; — ''Smertullos'' « Smertos Vihan » a vije mab ''Lugus'' ; — ''Smertullos'' a vije bet anvet ivez ''Esus,'' hag ''Esus'' ha ''Kernunnos'' <ref>''Kernunnos'' : an ano-se a heñvel talvout kement ha « ar C’hornek ».</ref> a vije marteze an Dioskured keltiat ; ''Teutatis'' pe ''Toutatis'' pe ''Totatis'' « doue ar bobl » (''teuta, touta, tota'') eo marteze ano an doue kavadennour an holl vicheriou pa wisk e neuz vrezelek ; ''Kokidios'' a heñvel beza bet unan eus anoiou ''Toutatis'' e-touez ar Vrezoned ; — ''Taranis'' eo doue ar c’hurun ; ''Sukellos,'' a dalv e ano kement ha « skôer mat » hag a zo bet pourtrezet war eur skeudenn vos-bihan, eur morzol gantañ en e zourn (ar morzol a laka ar c’hurun da straka), n’eo marteze nemet unan eus anoiou ''Taranis'' ; — ''Kamulos,'' kehelet eun tammig e pep lec’h, a heñvel beza bet eun doue brezeliat ; ''Ambisagros,'' azeulet gant Kelted an Itali, a zo marteze eun ano all eus an doue-se ; — ''Belenos'' a zo eun doue heolel ha yac’haer a veze kehelet dreist-holl, war a seblant, gant Kelted Noreia ; — ''Grannos'' e oa ar « gwrezus », doue heñvelekaet ouz Apollo ; — ''Ogmios'' a heñvel beza bet eun doue hag a oa brudet dre e nerz veur hag e gomz helavar ; — ''Nodons'' a oa eun doue azeulet e-touez ar Vrezoned ; er marevez roman e oa gouestlet eun templ d’ezañ war glann dehou an Havren (''Sabrina''). Aet eo diwezatoc’h ''Nuz'' e brezoneg <ref>Nuz a oa d’ezañ eur verc’h kaer evel an deiz, e tlee daou gampion en em ganna eviti da gala mae betek deiz ar varn. Gwen (''Vindos''), ar brudeta eus mibien Nuz, a oa, war eun dro, brezelour, diouganour, ha den a ouiziegez. Ar c’hloer gristen o veza laket Nuz hag e vibien en ifern, e voe lavaret e oant eno evit stourm ouz an diaoulien ha mirout outo da zismantra ar bed.</ref>, ha bras a-walc’h eo ar roll c’hoariet gant Nuz Lao-Arc’hant hag e vibien e marvailhou brezonek
 
86
{{Niv|86|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
ar Grenn-amzer ; ''Mogons'' a oa eun doue breizat ha ''Mogounos'' eun doue galian heñvelekaet ouz Apollo.
 
War a greder, ''Belisama,'' a dalveze, evit doare, hec’h ano kement ha « heñvel ouz ar flamm », a oa doueez ar furnez hag an ijinou-kaer ; ''Arnalia'' a vije eun ano all d’ezi ; dindan he neuz vrezelek e kemere marteze an ano a ''Andarta'' <ref>''Andarta'' a dle beza evit ''Ande-arta'' : « an arzez vras ».</ref>, doueez ar brezel hag an trec’h ; — ''Rosmerta'' eo parez an doue kavadennour ar micheriou ; ''Kantismerta'' a zo marteze an hevelep doueez ganti ; — ''Nantosuelta'' eo parez Sukellos ; ''Athubodua, Katubodua'' a heñvel beza doueezed ar brezel ; — ''Naria'' « ar Galonegenn ? » azeulet e-touez an Helveted, a oa eun doueez vrezelel marteze ; ''Andrasta'' <ref>''Andrasta'' ; an ano-se a zo da lavaret, war a greder, « an distourmus, an hini n’heller ket stourm outi ».</ref> a oa doueez an trec’h e-touez ar Vrezoned — ''Sulis'' <ref>''Sulis'' deut da ''heol'' e brezoneg (gwregel e oa ''heol'' en hor yez) ha da ''suil'' « dagad » en iwerzoneg.</ref> ha ''Sulevia'' a oa doueezed azeulet, ar genta e Breiz-Veur, eben war an Douar-bras ; — azeulet e oa ''Brigantia'' e Breiz-Veur ha ''Brigindo'' e Galia ; — ''Nemetona'' a zo tennet hec’h ano eus ar ger ''nemetos'' « sakr, santel » ; — ''Mogontia'' <ref>Bez’ e oa anezi, moarvat, doueez-virourez ''Mogontiakon,'' kêr Mainz, war ar Roen.</ref> a zo anavezet dre eun enskrivadur eus bro ar Vediomatriked (reter Galia).
 
 
 
'''An doueed keltiat hervez ar skeudennou.''' — Ar skeudennou a zo diskrid ar pep brasa anezo ha, dre-se, ma sav diouto sklerijenn war stumm eun doue pe zoue, hol lezont diouiziek eus o ano. E-touez an doueed skeudennet evelse, anvomp :
 
1. — Eun doue en e sav, barvek peurliesa ha hir-vlevek, eur morzol gantañ en eun dourn hag eur podig en e zourn all, a zo bet kavadennet e-leiz a skeudennou anezañ, delouennou ha skeudennou bos-bihan. War darn eus ar re-mañ emañ taolennet gant eur vaouez, eur plac’hig hag eur c’hi en e gichen ; ar c’hi en deus a-wechou tri fenn. Damgredi a reer ez eo an doue morzolek-se doue ar re varo e fougee ar Gelted beza mibien d’ezañ <ref>Diwar-benn an doue morzolek, A. Bertrand, ''La Religion des Gaulois : les Druides et le Druidisme,'' 1897, skeudennou 44, 52, 53 (bet divorzoleget), ha dreist-holl S. Reinac’h, ''Bronzes figurés de la Gaule romaine,'' 1894 (eleiz a skeudennou). Kenveria doue morzolek ar re varo gant an Etrusked, J. Poulsen, ''Etruscan Tomb Paintings, their subjects and significance,'' Oxford, 1922, skeudennou 39, 45 ; Franz de Ruyt, ''Charun, démon étrusque de la mort,'' 1934 ; Perikle Ducati, ''Le problème étrusque,'' 1938, pp. 154-5. Kenveria ivez an doue morzolek skandinavek Thor, ha doue ar c’hurun gant Slaved Rusia : skeudennet e oa gant eur maen-tan en e zourn hag eur baro aour ouz e elgez ; an dervenn a oa e wezenn, hag eun tantad koad derv a oa o tevi noz-deiz en e santual ; e ano, Peroun, a dalv da lavarout « Skôer », L. Léger, ''Mythologie slave,'' 1901, p. 55, 57-8.</ref>.
 
87
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|87}}
 
<nowiki />
 
2. — Eun doue skeudennet gwech en e sav, harp e zourn war eur rod, gwech all war varc’h, tremenet e vrec’h dre emprennou eur rod hag o vac’ha dindan treid e jao eur ramz lost-naer. Eun doue eus an heol e c’hallfe beza, ma ’z eo ar rod skeudenn an heol <ref>Skeudennou eus doue ar rod a vo kavet war A. Bertrand, ''op. cit.'' taolenn-skeudenn 28, skeudennou 54, 58. Gwelit ivez ar sksk. embannet gant Herri Gaidoz en e studiadenn ''Le dieu gaulois du soleil et le symbolisme de la roue,'' war ''Rev. archéol.'' 1884, II. Meret eo bet an hevelep testenn gant J. Déchelette. Lenn ivez studiadennou Trévédy a-zivout ''Le Cavalier et l’Anguipède.</ref>.
 
3. — E-leiz a skeudennou o pourtrezi doueed ha doueezed ganto en o fenn kerniou karo, maout pe taro, pe c’hoaz diskouarn karo pe diskouarn marc’h. Skeudennet ez int peurliesa en o c’hoaze, kroazet o divesker, er stumm-a-boz anvet bouddhaek <ref>A. Bertrand, ''op. cit.'' taolennou-skeudenna 25, 26, 27, 30 ; skeudennou 38, 43 ; ha dreist holl S. Reinac’h, ''Bronzes figurés''.</ref>.
 
4. — Eun doue, d’ezañ tri fenn pe teir dremm, ha n’eo marteze nemet unan eus ar stummou a rôas kizell ar skeudennerien d’an taro teir garan pe d’an taro tri-c’herniek a gomzimp anezo pelloc’hik <ref>Doueou trifennek pe teir-dremmek, Bertrand, sksk. 41, 42, 43, 48, 60. Maouez tri fenn outi e lennegez krenn-amzeriat Iwerzon : « Bez ’edo eno eur wrac’h du-moged hakr, ha tri fenn warni : unan evit klemm, hag unan evit c’hoarzin, hag unan evit kousket » (''Caillech dhubh-dethaige adhuathmur and, ocus tri cintt foire : ceand oc coi, ocus cend do gaire, ocus cenn oc codol dibhsidhe'') », ''Rev. celt.'' 1892, p. 5. — Slaved ar Baltik a oa ganto doueou trifennek (''Triglav''), pevar fennek pe peder-dremmek, ha seiz-dremmek. Unan en Arkona (enez Rügen) a oa pemp-dremmek, L. Léger, ''op. cit.'' p. 63 ha pass.</ref>.
 
5. — An naer penn-maout, a zo kizellet gwech hec’h-unan, gwech a-gevret gant doueed kerniek pe trifennek. P’en em gav evelse, ez eo skeudennet peurliesa trôet en-dro da zargreis an doueed-se hag oc’h ober evel eur gouriz
 
88
{{Niv|88|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
d’ezo. Gwechou all an doueed a vez ganto an naer war o barlenn, pe e talc’hont anezi en o dourn <ref>Bertrand, sksk. 39, 40, 49, 58, 61 taolenn-skeudeun 29. Lenn ouspeuu A. J. Reinac’h, ''Divinités gauloises au serpent,'' war ''Rev. archéol.'' 1911, pp. 221-56.</ref>.
 
6. - An ''tarvos tri garanus'' pe taro teir garan, a zo marteze an hevelep hini hag an ''Donnotaruos'' « taro Donnos » pe ''Dêviotarvos'' « taro-doue », e kredfed a-walc’h e oa ano anezan e-touez Kelted Galia ha re an Azi-Vihana. An hevelep aneval burzudus eo marteze hag an taro tric’herniek a zo bet kavadennet e-leiz a skeudennou arem anezañ e meur a vro geltiek eus an Douar-bras <ref>''Donnotarvos,'' skrivet ''Donnotaurus'' gaut Kaesar, a oa e 52 kent H. S. lezano eur prins eus brôad an Helved (''Helvii'') : Gaius Valerius Donnotaurus, mab d’ar roue Kaburos. Penna kêr an Helved e oa Allia (hizio Alps, departantant an Ardech). ''Dêviotarvos'' a oa, hervez D’Arbois de Jubainville, gwir ano keltiek ar roue galat Dejotaros. - Tarvos trigaranus, Bertrand, sk. 50, 51 ; Czarnowski, ''L’Arbre d’Esus, le Taureau aux Trois Grues et le Culte des Voies fluviales en Gaule,'' war ''Rev. celt.'' 1924, pp. 1-57. An tirvi tric’herniek, S. Reinac’h, ''Bronzes figurés,'' meur a skeudenn. - Tirvi sakr, tirvi-doue a gaver e meur a vrôad eus Iwerzon d’an Indez hag eus Skos da Verberia. A-walc’h e vo menegi aman an taro Gourzil, doue meur ar Verbered (''Rev. de l’Hist. des Religions,'' 1911, p. 10-1) ha Taro kenta ar Bersed, kompagnun d’an Den kosa, Gayômaretan, eus e gavell d’e vez (Huart, ''Perse antique,'' 1925, p. 253). En Ejipt, an taro meur lidlazet a gas an den maro d’an nenv war e gein ; kroc’hen an taro lidlazet a ya da ouel war ar vag a dreiz an anaon da dre-ar-bez (''Rev. de l’Hist. des
Religions,'' 1908, p. 97).</ref>.
 
7. - Eun doueez, d’ezi stmm eur verc’h yaouank azezet war gein eur marc’h pe gentoc’h eur gazeg, rak a-wechou ez eus eun ebeul e-kichen. War skeudennou bos-bihan-zo ez eus kezeg bodet en-dro d’an doueez, o tebri foen pe blouz ledet evito war he barlenn. Hounnez eo, war a greder, ''Epona,'' mirerez ar c’hezeg <ref>S. Reinac’h, ''Epona, la déesse gauloise des chevaux,'' 1895 ; ''Encore Epona,'' 1898 h. a, (mouladuriou distag diwar ''Rev. archéol.'')</ref>.
 
8. - Ar c’hrouaduriou faltazius emañ ar skeudenn anezo war ar peziou moneiz keltiat merc’hed en noaz, war varc’h, ganto goafiou ha skouedou, ramzed, korred ; kezeg penn-den pe penn-evn, evned penn-maouez, erevent hag all, o deus c’hoariet, a dra sur, eur roll bennak er c’hredennou <ref>Skeudennou war levriou Robert, Blanchet, h. a., gouestlet da vouneizou ha medalennou ar Gelted. Kenveria Valkiriezed, korred, ramzed, erevent, h. a., ar C’hermaned.</ref>.
9
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|89}}
 
<br/>
 
''''Doueed Kelted Iwerzon.''' — Soñjet ez eus bet e vije kavet eur sklerijenn bennak diwar-benn doueed ar Gelted koz e skridou Kelted ar Grenn-amzer, Breiziz hag Iwerzoniz. Skridou ar Vrezoned, dre n’int ket gwal-goz ha ma’ z int bet kristenaet doun, n’o deus miret nemet roudou dister eus ar fals-doueed gwechall. En enep, danevellou iwerzonek-zo, laket, moarvat, dre skrid evit ar wech kenta en III<small><sup>et</sup></small> kantved <ref>Hervez ar beajour Aethicus Istrius, gouizieien Iwerzon a oa ganto levriou d’an amzer-se. G. Dottin, ''Le philosophe Aethicus et les Celtes insulaires,'' war ''Rev. des Et. anc.'', 1923, pp. 144-50.</ref>, evito da veza bet adaozet gant ar Gristenien hag al lenneien, a ro tu d’eomp da gaout eun anaoudegez bennak eus an doueed azeulet gant Kelted Iwerzon er I<small><sup>a</sup></small>, II<small><sup>et</sup></small> ha III<small><sup>et</sup></small> kantved goude H. S. En Iwerzon, ez eo rannet an doueed etre daou vagad a vez atao brezel etrezo ; an eil, ar bagad kosa, eo hini doueed ar maro, an noz, an arne hag ar goañv, ha ganto eun ano a oa da lavarout, war a greder, « ramzed » ; egile eo bagad doueed ar vuhez, an deiz, an amzer gaer an hañv, a vez graet anezo tud doue Dana <ref>An diouranna doueed Iwerzon a zo bet an dezenn displeget gant Herri d’Arbois de Jubainville en e levr ''Le Cyde mythologique irlandais et la Mythologie celtique,'' 1884. N’eman ken ar voull gant an diouranna. Lenn levrig mat Sjoestedt, ''Dieux et Héros des Celtes,'' Gwaskerellou Hollzeskadurez Bro-C’hall, 1940. Ha da genveriadur, en hevelep rumrnad-levriou, Dumézil, ''Mythes et dieux des Germains, essai d’interprétation comparative,'' 1939. (M. M. 2-6-1943.)</ref>. Er bagad kenta en em gav ''Belios,'' doue ar maro ha tad kosa Iwerzoniz ; ''Belaros,'' an doue a daol an tan-foeltr ; ''Bodua,'' doueez ar brezel ; ''Nentos,'' doue ar brezel ; ''Nemetona'' doueez an emgann ha gwreg Nentos. En eil bagad, emañ an doueez ''Dana,'' anvet ivez ''Ana'' ha ''Brigenti,'' doueez ar varzoniez, ar vezegiez hag ar govelerez ; he mab ''Brênos,'' doue ar ouiziegez hag awen al lennegez ; mab Brênos, ''Ategnion,'' e talv war eun dro an ano anezañ kement ha « gouiziegez », « lennegez » ha « barzoniez » ; ''Dagodêvos'' « doue mat », doue galloudek an douar, lesanvet ''Maros'' « ar meur » ha tad Brigenti ; ''Nodons,'' roue e zourn arc’hant, a zo, a-gevret gant Dagodêvos unan eus renerien ar bagad ; ''Ogambios,'' ar brezeliad kreñv ; ''Matugenos,'' ar sorser ampart ; ''Gobanniu,'' gov an doueed ; ha, da gloza, ''Lugus,'' an doue hag a zo eur mailh war bep micher, war eun dro brezeliad, aremour, gov, kalvez, telennour, barz, sorser ha louzaouer pe vezeg <ref>Er pennad-se, da aesaat d’al lenner an heñvelekaat gant doueed Kelted an Douar-bras, hon eus rôet furm hengeltiek an anoiou-se, da lavarout eo ar furm a oa ganto er I<small><sup>a</sup></small>, II<small><sup>t</sup></small> ha III<small><sup>t</sup></small> kantved goude H. S. Er skridou iwerzonek o devez ar furmou war-lerc’h : 1<small><sup>a</sup></small> meuriad : Bile, Balar, Bodb, Nêt, Nemon ; 2<small><sup>t</sup></small> meuriad : Dagde, Brigit, Ana, Dana, Brian, Aithgne (ha Ecne), Nuadu, Ogme, Mathgen, Goibniu, Lug.</ref>.
 
90
{{Niv|90|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
<nowiki />
 
War venoz Iwerzoniz e oa doueed ar c’henta meuriad teñval o doare peurliesa hag euzus a-wechou ; darn eus an doueed-se a zo ganto pennou gavr pe dremmou buoc’h ; Belaros n’en deus nemet eul lagad hag a zo serret peurliesa : pa zigor anezañ, e strink dioutañ tan lazer ar foeltr.
 
Bodua a gemer alies furm ar vran a nij a-us d’ar c’hannlec’hiou hag a freuz gant he beg ar c’horfou maro dibennet…
 
Doueed an eil bagad, en enep, o deus dremmou sklaer ha kaer, bleo melen hir, armou skedus, kezeg gwenn. Eus Brênos, doue Dana, e veze graet tres eur brezelour Bleo aour, gwisket gant eur vantell gwer, eur sae ruz, eur goaf lemm en e zourn dehou, eur c’hleze e zournell olifant ouz e vorzed, eur skoued ruz en e zourn kleiz.
 
En eur rummad danevellou all iwerzonek e kaver, war a greder, roudou eus an doueed azeulet gwechall gant Kelted an Douar-bras ha re enez-Vreiz, eus Kamulos, da skouer. Marvailhou koz iwerzonek eus ar Grenn-amzer a zo meneg enno eus eur c’hadour brudet eus an Hen-amzer hag a zo anvet ''Cumal'' (da lavarout eo ''Kamulos''), eus e c’hoar, ''Bodb'' (''Bodua'') hec’h ano, ar « Vaouez kreñv » he lesano, hag eus mab ''Cumal, Find'' (''Vindos''). Hemañ a zo, war-lerc’h e dad, rener eur bagad brezelidi o deus dre o uhel-oberou burzudus hag o hemolc’hadennou souezus a-dreuz da Skos ha da Iwerzon, pourchaset d’ar Ouezeled betek an XIX<small><sup>et</sup></small> kantved danvez marvailhou diniver. Ar gwerzour brudet ''Ossian'' (''Ossinos'' « demmig », ''ossos'' « demm ») a vije mab Find, ha dre-se douaren Cumal.
 
 
 
'''Doueed an doureier, ar c’hoadeier hag ar meneziou.''' — An doureier (mor, lennou, stêriou, ha mammennou), ar gwez hag ar c’hoadou, ar meneziou e veze sellet outo evel chomlec’h speredou galloudek. Ar stêriou hag ar mammennou a oa sakr ouz daoulagad ar Gelted ; rak-se e veze graet anezo aliez an ano a ''dêva, dêvona''. Doueed pe doueezed ar stêriou hag an eiennennou e veze rôet d’ezo furm gwazed pe
 
91
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|91}}
 
verc’hed, pe furm loened, taro pe varc’h peurliesa. Unan eus stêriou Iwerzon a veze graet anezi ''Bou-vinda'' « ar vuoc’h wenn » (« Boyne » bremañ). Da gredi eo edo, d’an derou, an doueez Epona eur vammenn santel a rôed d’ezi furm eur gazeg. Er mammennou dour tomm e veze lakaet chomadur doueed yac’haerien anvet ''Bormo'' (ano rak-keltiek), ''Borvo'' gant Kelted an Douar-bras, ha doueezed anvet ''Sirona, Dirona'' (d barrennet) ha ''Damona''.
 
E-touez Kelted an Itali a raed lidou da voudiged an dervenned ; e kreisteiz Galia, da zoue an dero, da zoue ar C’houec’h Gwezenn, da zoue ar fao, da zoue brezeliat ar beuz. ''Abnoba'' e oa an doueez a rene war ar C’hoad Du e-lec’h ma tarz mammenn an Danuvios ; ''Arduinna'' e oa hini koad Ardenn ; er skeudennou e veze roet d’ezi doare eur vaouez azezet war gein eun tourc’h gouez war zaoulamm.
 
Pep torosenn eus an douar, adal ar c’hrug izel a c’holo eskern ar c’hadour betek ar menez uhel e sav ar gribenn anezañ dre greiz ar c’houmoul, he doa he spered galloudek pe galloudekoc’h. E Galia, e keheled ''Vosegos, Iouros,'' ha ''Dumias'' <ref>Bremañ « Vosges », « Jura », « Puy-de-Dôme ».</ref> war an dro doueed ha meneziou.
 
 
 
'''Ar Mammou.''' — En eur rumm gant ar speredou lec’hel-se eus an doureier, ar gwez hag ar rec’hell, emañ ar re a oa anvet Mammou gant ar Gelted. An ano-se a veze graet eus eun niver bras a zoueezed bihan a vire ar parkou hag an trevadou, ar bleun hag ar frouez, an hentou hag ar marc’hallec’hiou, an ti hag an oaled, an den, an tiegez hag ar meuriad, ar gêr vogeriet hag ar rann-vro. Lesanoiou a veze graet anezo hag a zo da lavaret « an damanterezed », « ar mirerezed », « an evesaerezed ». En doue ebet n’o deus bet marteze ar Gelted muioc’h a fiziañs eget er re-se. Ar soudarded keltiat a oa oc’h ober o servij en armeou roman, er I<small><sup>a</sup></small>, en II<small><sup>et</sup></small> hag er III<small><sup>et</sup></small> kantved, goude H. S., o deus lezet war o lerc’h e leiz a enskrivaduriou tenerus, e pedont pe e trugarekaont enno Mammou o bro, o meuriad pe o Mammou d’ezo o-unan <ref>Matres a vez graet eus ar Mammou en enskrivaduriou latin eus an Douar-Bras hag eus enez-Vreiz. Eus an hen-geltieg ''*mater, *matir,'' ez eo dinaouet an ano-man ''Matrona'' laket d’eur stêr e Galia. En hen-lennegez Kembre ''Modron'' (= ''* Matrona'') he deus da dad ''Afallach'' (''*Aballakka'') en deus rôet e ano da enez Avalon (''Rev. celt.'' 1899, pp. 112-3). Er Veda, e vez graet eus ar stêriou ''mataras'' « mammou », ''matritamas'' « ar mammou mamma », hag en Avesta ''mataro gitayo'' « ar mammou beo » (id. II, p. 7.) Kenveria, gant ar Slaved, an doueezed anvet ''Vilas, Samovilas, Samodivas, Rusalkas,'' L. Léger, ''Mythol. slave,'' pp. 166-81.</ref>.
 
92
{{Niv|92|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
<br/>
 
'''Gwez ha loened nevet <ref>Nevet a zo eur ger henvrezonek e oa ''nemetos'' ar furm anezañ e keltieg koz. Deut eo an ano-doarea-se da veza ''nemet'' en iwerzoneg. En Iwerzon er Grenn amzer, ec’h anavez c’hoaz al lezennou gwez ha loened nevet. Ar gwez nevet eo gwez ar c’hoad a zo en dro d’an din (''dun''), da lavarout eo kreñvlec’h eur rener : n’heller ket o zrouc’ha hep aotre ar rener. Al loened nevet eo : ar c’hezeg hag ar saoud kenberc’hennet gant daou zen ; n’heller ket lakaat ar sezi warno da baea an dleou dastumet gant unan eus an daou genberc’henn ; — ar buoc’hed klañv a c’hellfe beza lazet gant ar sezi ; — an taro a vanfe heptan diloue ar buoc’hed, hag all. Da anaout al loened nevet-se diouz ar re-all, e veze skourret eun ourouler ouz o gouzoug. Bez’ ez oa ivez tud nevet hag o doa gwiriou diouto o-unan : ar rouane, ar vrientinien, an dud ouiziek ; d’ar re-se n’helle ket ar gredourien kas gourc’hemenn-paea hep o dismegañsi ha kaout da baea evit an dismegañs se. Monf d’ober yun e toull o dor, hennez e oa an tu nemetken d’o redia da baea o dleou.</ref>.''' — Bez’ e c’helle beza gwez nevet pe sakr a bep gouenn, pa ’z eo gwir e c’hellent holl beza kemeret da chomadur gant noueañsou dreistnatur. Gouennou-zo evelato a veze doujañs outo dreist d’ar re-all : da skouer an dervenn (''dervon'') en abeg marteze d’he ment ha d’he neuz leun a veurded, hag an ivinenn (''eburon'') en abeg da c’hlasder hirbadus he deliou. Da zesvarn diouz an anoiou lec’hiou ha tud, er bed keltiek a wechall, o dije ar Gelted douget muioc’h a bri d’an ivinenn eget d’an dervenn.
 
Ar Gelted a azaoueze hag a veule kalz a loened, darn, evel an arz hag an tourc’h gouez, evit o nerz hag o c’hadarnded ; darn all, evel an avank hag ar vran, evit o spered hag o ijin ; re all c’hoaz evit ar mister a ro d’ezo o furm hag o doare-beva, evel ar vaot a zoug he zi ganti hag an naer (''natro'') a gerz hep treid hag a vev en dounderiou kuzeta an douar.
 
Gant Kelted an Alpou e oa azeulet an doue ''Artaios'' hag an doueez ''Artio'' (eus ''artos'' « arz ») <ref>N’eo ket asur e vije Artaios deveret euz artos « arz » ; bez’ e oa e keltieg eur ger ''arta'' da lavarout « maen », deut da ''art'' en iwerzoneg.</ref> ; darn eus Kelted Galia o doa eun doue ''Etnossus'' (eus ''etnos'' « evn »). An holl Gelted a rae gant ar vran eun evn santel.
 
93
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|93}}
 
<br/>
 
'''KEVRENN II : AN NEVEDOU, AL LIDOU HAG AR C’HREDENNOU'''
 
 
 
'''An nevedou.''' — Eun dachenn douar bras pe vihan, bonnet piz, warni gwez dero pe gwez all, eun ti prenn hepken pe veur a hini da waskedi bannielou sakr ar meuriad, ha berniet eno ivez, evit doare, darn eus an teñzoriou gouestlet d’an doueed hag ar profou kinniget gant an dud, eur vammenn pe veur a hini, eul lenn a-wechou, hennez e veze peurliesa stumm an templou pe gentoc’h al lec’hiou gouestlet d’an doueed e-touez ar Gelted. ''Nemeton'' (d’an unander, ''nemeta'' d’al liester) a veze graet eus ar santualou pe lec’hiou sakr-se, hag ar ger-se, deut da veza diwezatoc’h ''neved'' e brezoneg, a oa, war a greder, « koad » e dalvoudegez kosa. Ar santualou penna a oa o ano ''vernemeton, drunemeton (ver, dru'' « bras », « meur »).
 
D’ar mare m’edont o veva en o frankiz, n’oa ket ar c’hiz gant ar Gelted ober skeudennou maen, prenn pe vetal eus o doueed. Er bloavez 279 kent H. S., pa welas Brennos delouennou alaouret an doueed gresian en o sav e santual meur Delf, e c’hoarzas goap outo. Er I<small><sup>a</sup></small> kantved kent H. S. e komz Kaesar eus ar ''simulacra Mercurii'' a oa stank bras e-touez Kelted Galia. Nemet e c’hellfe beza e vije ar skeudennou-se kefiou gwez hepken pe mein hanter divrazet savet da vein-bonn, evel ar mein anvet ''Hermes'' e-touez ar C’hresianed. Goude donedigez ar Romaned nemetken e stagas Kelted an Douar bras ha re enez-Vreiz da skeudenni o doueed ha da sevel d’ezo gwir demplou ha chapelou maen pe vrikenn heñvel ouz ar re a oa gant ar Romaned hag ar C’hresianed.
 
Anaout a reomp hiniennou eus an tier-pedi a voe savet neuze gant ar Gelted dre ar roudou o deus lezet en douar hag an engravaduriou. Evel-se e ouzomp, da skouer, penaos, e Bro-Naoned, eur C’helt anvet Agedoviros, a ouestlas da Vars Mullo, doue lec’hel, « eun delouenn, gant he zempl hag holl ornaduriou hemañ », ha penaos, e penn all Galia, tost da venez Jura, eur Geltez, Kamulia hec’h ano, a lakas ober eur savenn, garidou warni, en enor da Vercurius. — Ar c’haera hag ar brudeta eus an templou savet gant Kelted Galia er I<small><sup>a</sup></small> kantved goude H. S. e oa hini Mercurius en Augustonemeton (Clermont), e bro an Arverned. ''Vasso'' a veze graet eus an templ-se e keltieg. Gant maen-benerez e oa graet ar
 
94
{{Niv|94|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
mogeriou teo anezañ hag e oa kaeraet en e ziabarz gant maen-marbr ha marelladur-meinigou ; tôennet e oa e ploum. Gwelet e veze ennañ teñzoriou bras hag eun delouenn ramzel eus Mercurius a oa bet graet, evit an Arverned, gant ar brudeta eus skulterien hag aremerien ar C’hres, Zenodoros. Dek vloaz studi he doa koustet an delouenn-se ha 40 milion ''sesters'' <ref>''Sestersius'' ar Romaned a dalveze 0,26 lur-aour. — Templ bras an Arverned a voe gwastet ha diskaret gant ar C’hermaned en III<small><sup>et</sup></small> kantved.</ref> a labour.
 
An teñzoriou daspugnet el lec’hiou kensakret a zeue eun darn vras anezo eus an dibourc’h-brezel diwar an enebourien. Hiniennou eus an teñzoriou sakr-se a oa an dalvoudegez anezo uhel-meurbet. Er bloaz 103 kent H. S. pa voe kemeret ha gwastet kêr Dolosa, e Galia, gant ar pen-vrezelour roman Q. Servilius Caepio, e voe diframmet diouz an nevedou hag al lennou sakr eur berniad aour hag arc’hant, na oa ket priziet nebeutoc’h eget 15.000 talanton, a ra, er mouneiz-bremañ (1912), 85.500.000 lur.
 
 
 
'''Pedennou, korollou, diedkinnigou.''' — Edo ar c’hiz gant ar Gelted, pa azeulent o doueed, trei bepred war-du an tu dehou. An azeulerez, da lavarout eo an doare d’azeuli an doueed, a oa anezañ pedennou, korollou, braoued-kinnigou hag aberzou. E 61 goude H. S., ar rouanez Boudika a bed an doueez Andrasta o sevel eun dourn war-du an neñv ; en hevelep bloaz, drouized enez Vona a bed o sevel o daouarn war-du an neñv hag a daol ouz ar Romaned malloziou ha sulbedennou.
 
Hervez eur skrivagner gresian, al lidou sakr renet gant ar Vrezoned, en enor da zoueed an douar hag an trevadou evit doare, a oa heñvel-tre ouz ar re a veze graet da Zêmêter ha Korê en enezennou eus ar C’hres.
 
War a lavar eur skrivagner latin, e lidou a voe, gwragez ha merc’hed en em ziskoueze en noaz, livet holl o c’horf gant liou glas ha heñvel-tre {{Reizh|ou|ouz}} Afrikadezed. — Ar c’horollou graet en enor d’an doueed, a vez skeudennet alies war peziou moneiz ar Gelted. Dre gorollou graet e-pad an noz, d’al loargann, e lide ar Geltibered azeuladur eun doue n’ouzomp ket an ano anezañ. — Er bloaz 216 kent H. S., ar penvrezelour roman Posthumius o veza bet lazet, en emgann, gant Kelted an Itali, e voe goulonderet piz ha netaet e glopenn ;
 
95
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|95}}
 
kelchiet a aour kizellet, e talvezas d’ar veleien da ober braoued-kinnigou d’an doueed er goueliou.
 
 
 
'''Kinnigou hag aberzou.''' — Ar c’hinnigou a oa anezo traou a bep seurt a vije re hir o desrevel amañ ; bez’ e weled en o mesk adalek barrennou aour hag arc’hant betek kreoñiou ha tammou pilhou. Daspugnet e vezent er-maez, el lec’hiou kensakret, skourret ouz barrou gwez, taolet e strad lennou ha stêriou pe douaret er geuniou.
 
En aberzou e veze kinniget d’an doueed gwad al loened hag an dud. Rôomp amañ da evesaat e oa boaz, en Hen-amzer, holl boblou Europa hag Azia d’ober aberzou tud, zoken ar re seveneta anezo. Ar C’hresianed a zalc’has pell d’ar voazamant-se, kerkouls hag holl boblou Italia, ar Romaned en o zouez. Ar Romaned desket er I<small><sup>a</sup></small> kantved kent H. S., a daere o soñjal e kave d’ar Gelted enori o doueed dre laza tud : ankounac’haat a raent e oa bet hennez ivez boaz o gourdadou o-unan ken, c’hoaz er bloaz 215 kent H. S., goude an emgann bras end-eeun e varvas ennañ Posthumius gant e armead, e oa bet douaret ez veo gant o zadou er marc’hallac’h saoud e Rom eur C’helt hag eur Geltez, eur Gresian hag eur C’hresianez, dre ma kredent e vije habaskaet dre-se buanegez o doueed <ref>C’hoaz er VI<small><sup>et</sup></small> kantved kent H. S. e voe eun aberz tud graet gant ar bobl er C’hres : da zegas termen war eur c’hleñved stagus kaset war a greder, gant an doueez Athêna, e voe lidlazet dañvadezed ha daou baotr yaouank.</ref>.
 
E-touez ar Gelted, evel e-touez ar poblou-all, e veze lies mennad d’an aberzou : 1) enori an doueed ; 2) kaout trevadou mat ; 3) mirout e vuhez d’eur c’hlañvour ; 4) prena digant an doueed ar gounid er brezel ; 5) o zrugarekaat goude an trec’h ; 6) dic’haoui pa zegoueze ganto beza trec’het.
 
An dud lazet en aberzou a oa anezo alies sklaved, prizonidi-vrezel pe dorfedourien. Er c’henta kantved kent H. S. e krede Kelted Galia e oa aberz an dorfedourien ar gwella gant an doueed, nemet, pa ne veze ket a-walc’h a dorfedourien pe pa venned kreski talvoudegez an aberz e raed ouspenn gant tud didamall. Lazet e veze an aberzidi a dennou saeziou pe a daoliou kleze, pe diframmet d’ezo o izili, pe vouget, pe veuzet, pe devet ez veo. Bep pemp bloaz e veze savet delouennou prenn, aozilh pe foen,
 
96
{{Niv|96|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
bras divent e veze serret enno an dorfedourien mesk-ha-mesk gant pep seurt loened, hag e lakaed an tan warno. An doare laza a veze alies diouz an doue ma lazed’ d’ezañ ; an dud a lazed da Esus a veze krouget ouz skourrou ar gwez ; devet ez veo e veze ar re a aberzed da Daranis ; en enor da Deutatis e vouged al lazidi dre o stlepel war o fenn en eur veoliad dour.
 
 
 
'''An divinouriez.''' — D’an azeulerez e tenn an diou fals-skiant-mañ : an divinouriez hag ar sorserez. — An divinouriez e oa ar skiant da zegemerout ha da lakaat anat youl an doueed. Brudet e voe ar Gelted e-touez ar C’hresianed hag ar Romaned evel divinourien dispar. Ar Roman desket, eur prezegour brudet anezañ. Cicero (kenta kantved kent H. S.), en doa graet kaozeadennou hir war an divinouriez gant an drouiz Dêvikiakos hag ar roue Dêviotarvos, a anzav, en e skrid ''De Divinatione,'' emañ ar Gelted en tu-hont d’ar Romaned ha d’an Etrusked er skiant-se. Ar Gelted a rae divinouriez dreist-holl diwar an traou-mañ :
 
1) Fiñvou al loened sakr, nij an evned da skouer ;
 
2) An neuz m’en em ziskoueze bouzellou al loened aberzet ;
 
3) En aberzou tud, an doare ma koueze an aberzad ha ma rede e wad ;
 
4) An huñvre graet en eul lec’h gouestlet d’an doueed ;
 
5) An ambren rakwelerez.
 
 
 
'''An hud.''' — Hervez kredenn ar baganed, e oa an doueed divarvel, yaouank ha kreñv atao. Lemmoc’h e oa ar pemp skiant anezo eget re an den ; disgwel e vezent peurliesa ha, p’en em ziskouezent d’an dud, e c’hellent mont d’o zouella ne vern e pe furm : den, loen, louzou pe vaen. Drouk e oa darn anezo hag ar re-all, ar re vadelezusa zoken, a veze a-wechou pennadus, gwarizius hag anwazus evel an dud. Ar fals-ouiziegez anvet « breou » pe « hud » a gave an den enni e wella gwarez ouz noueañsou galloudekoc’h egetañ, hag int techet da holl siou fall an dud. Dre ar breou e c’helle en em zifenn ouz an doueed hag, a zo gwell, e tize a-wechou zoken d’o zrec’hi ha d’o flega d’e youl : aroueziou treset pe engravet, komzou lavaret pe ganet, jestrou, lidou a raed piz diouz eur c’hiz heñvel bepred, louzaouennou pe vein a rôe ar galloud-se d’an den.