Instruction evit ar resurrection ha Pasq : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "<pages index="Heuriou brezonnec ha latin.djvu" header=1 from=278 to=280 fromsection=Pasq tosection=Pasq /> Rummad:Heuriou brezonnec ha latin"
 
(Disheñvelder ebet)

Stumm red eus an 24 Du 2020 da 18:13

L. Prud'homme, 1849  (p. 258-260)


INSTRUCTION EVIT PASQ.

PAsq eo an amser santel ma ressuscitas hor Salver enni, da lavaret eo, ma teuas he ene eus al limbou d’en em unissa adarre gant he gorf a voa er bez, p’eveus a hini e sortias neuse beo-buezec ha triomphant a c’hloar. Ar guer-ma Pasc a sinifi passaij, rac d’an hevelep deiz e passeas an Israëlitet eus a Ægypt, eleac’h ma oant afflijet bras dindan an esclavaij eus a Pharaon, evit mont dre an desert d’an douar a bromission gant ar sicour eus an dorn oll-c’balloudec a Zoue pehini ho dilivras, hac en memor eus ar passaij hac an dilivranç-se oant oblijet pelloc’h bep bloas d’an hevelep deiz da zibri en pep famill un oan rostet gant bara hep goell : hen-nez oa ho Phasq el lesen ancien.

Ar memes deiz-se a so galvet ive Pasc el lesen nevez, en pehini hon eus ar c’hraç da veza : rac e c’his ma’z oa oblijet ar Iudevien pe an Israëlitet da zibri un oan rostet gant bara hep goell bep bloas en memor eus ar passaij-se, evelse ivez ê oblijet ar gristenien da receo bep bloaz d’an hevelep amser, dindan an apparanç a vara hep goell, ar chorf sacr eus hor Salver, pehini eo ar guir oan a oe rostet var ar groaz evidomp dre an tân eus he garantez en hon andret, evit dre ar voyen-se ma tisquezimp dezan hon anaoudeguez-vad, ha ma passeimp ivez eus ar stad a bec’het d’ar stad a c’hraç dre voyen ar confession hac ar binijen pehini hor bezo great epad ar c’horaïs, o iun guella ma hor bezo gallet.

Ar ræson p’evit hini e ro deomp hor Salver he gorf precius dindan ar speçou a vara hep goell, ha non pas a vara gant goell evel a zebromp eo hor prejou, eo ma rencomp, evit he receo dignamant, beza ezant dious ar gorruption eus an impurete ha diouz an drencadurez eus ar valiç hac ar gassoni ; rac an daou seurt viç-ma a so represantet dre ar goell gant pehini e vez corrompet ha trenqueet an toaz, evel ma ve ive corrompet ar galon dre an impurete ha trenqueet dre ar gassoni pe ar valiç ; ha rac-se oe ret deomp, dre voyen ur guir gonfession hac ur guir binijen, purifia hon ene diouz ar gorruption-se, hac en em reconcilia gant Doue ha gant hon nessa da pehini e lacaïmp hor poan da satisfia, mar hon eus grêt gaou ebet outan pe en he enor pe en he zanve[z] [1]. Anes an union hac ar reconciliation-se gant Doue ha gant hon nessa, hor c’hommunion ne ve nemet un disunion, un gommunion Iudas hac un gondaounation evidomp.

Evit ober eta ur guir pasq, ha non pas ur pasq faus evel Iudas, e rencomp caout ar burete a gorf hac a speret, hac ar garantez en andret Doue hac hon nessa ; o ressuscita evel hor Salver en ur vuez nevez gant ur resolution ferm, moyennant he c’hraç, na zistroïmp mui d’hor buez coz, da lavaret eo, d’hor goall accustumanchou, ha d’an occasionou pere so bet caus deomp da goueza enno, ha da veva pelloc’h en graç Doue, hep distrei mui d’ar maro eus ar pec’het.

Ar burete-se a gorf hac a speret, hac ar garantez-se en andret Doue hac hon nessa, en ur guer, ar vuez nevez-se a so represantet deomp ive dre ar viscamant venn a guemer an ilis da Basq evel un habit a burete, a garantez hac a joa, pehini guiscamant a zoug c’hoas da voueliou ar Verc’hes, an Ælez, hac ar sænt ha senteset pere ne d’int quet merzerien, en testeni eus ar burete hac ar garantez-se gant pehini ho deus bevet var an douar, hac e tleomp hon-unan beva ive diouz an exempl anezo.


  1. Moullet : -vet.