Implijer:Saig Keryann/Robot : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Phe-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Saig_Keryann: split
Tikedenn : Erlerc'hiet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
==__MATCH__:[[Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/97]]==
 
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|97}}
 
<nowiki/>
<pages index="Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu" from=81 to=96 />
 
An achanterez-se a oa bet en enor e-touez holl boblou Europa e-pad oadvez an armou maen ha hini an armou arem. E-doug an dek kantved a-raok donedigez H. S. ez eas war goaza e-touez ar C’hresianed ha darn eus poblou Italia. Miret e voe, avat, e barr e nerz, gant poblou an Hanternoz. Bez e oa, e-touez ar Gelted, hudourien a bep stad : adalek an drouiz, a oa anezañ eun uheliad hag eun den desket, betek ar sorser kêriadennou pe groaz-hentou, n’oa nemet eur c’houeriad pe eur c’hantreer.
 
 
 
'''An dreuzvuhez pe dreuzannezerez-ene.''' — Kredi a rae ar Gelted e c’helle a-wechou ene mab-den, pa veze bevezet ar c’horf, mont da enaoui korf eun den all pe korf eun aneval. Eur gredenn hounnez a c’hallje beza andoniet e doareou-natur bet sellet outo a-ziwar-c’horre, evel treuzfurmadur ar viskoulenn e balafenn hag, e bras, kement treuzfurmadur amprevaned. Sklaer eo n’eo ket, a galz, souezusoc’h taol d’ar spered gwelout eun den o vont da vleiz pe da vaen eget eur viskoulenn o trei e balafenn pe eur preñv e c’houil-dero.
 
Poblou estr eget ar Gelted, en Europa, a grede en dreuz-vuhez, pe « treuzannezerez-ene », da skouer an Dhraked, war harzou ar C’hresianed. Eur prederour gresian, anvet Puthagoras (VI<small><sup>et</sup></small> kantved kent H. S.), he c’hemeras diganto hag, er gelennadurez a zeske d’e ziskibien, e reas anezi eur c’hastiz : ene ar re fall nemetken a ya, goude o maro, da enaoui anevaled, e kastiz d’o gwallou. Netra ne ro d’imp da gredi e vije bet meneg a gastiz gant ar Gelted : roudou doun he deus lezet an dreuzvuhez e lennegez Breiziz hag Iwerzoniz ar Grenn-amzer ha hogozik atao e tiskouez beza eur gopr, e lec’h eur c’hastiz : en eun danevell iwerzoneg e welomp eun den hag heñ tro-ha-tro karo, pemoch gouez, gup, eog ha den adarre ; n’eo ket, avat, e kastiz d’e wallou ez eo treuzfurmet er mod-se ; Doue eo, en e vadelez, en deus aotreet ar seurt treuzfurmaduriou, evit ma vije eun test d’an darvoudou meur a c’hoarvezas en Iwerzon e kenta oadveziou ar bed.
 
 
 
'''Divarvelez an ene hag ar bed all.''' — Kredenn an dreuzvuhez a zo stag outi dre natur ar gredenn e divarvelez an ene. Hag, evit gwir, gwriziennet doun e oa ar gredenn-se er Gelted : ker start e fizient en eur vuhez all ma veze kavet en o zouez kredourien tuet da bresta arc’hant bras da zaskori er bed
 
98
{{Niv|98|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
all. An drouized a rae ivez o holl c’halloud da vaga ha da greñvaat ar gredenn-se a dalveze da entana kadarnded ar Gelted en emgann.
 
Hervez an drouized, an ene (''anamo'' e keltieg, furm c’hénidik ''anamonos'') <ref>Diwar an hevelep gwrizienn ha ''*anatla'' « c’houezadenn » deut da ''anazl'' e brezoneg krenn ha da ''anal'' (Gwened), ''alan'' e brezoneg bremañ ; keñveria ivez ''anaon'' hag an ano-den ''Anatemaros''.</ref> a ya, eur wech bevezet ar c’horf, en eur bed all e lec’h e kav eur c’horf heñvel ouz an hini emañ o paouez koll, nemet n’hall ket beza diskaret gant ar c’hlenved na disneuziet gant ar gozni. A-hend-all ar vuhez a rened er bed-all-se a oa heñvel a-walc’h ouz an hini a rened war an douar-mañ, hep nep kemm e stad an dud : eno ar gwaz a vane gwaz, ar sklav a adc’hane sklav ha ne veze ket diliam an dleour diouz e zleou dibaeet. Eno ec’h adstage ar C’helt gant ar vuhez-se a emgannou he doa gounezet d’ezañ, e bed ar re veo, brud, galloud ha pinvidigez. Setu perak e venne an uheliad beza douaret gant e garr-emgann, e gezeg, e gleze hag e holl armou hag an izela kadour gant e c’hoaf hag e skoued ; e sell ar brezeliou en devo ar penrener maro da embreger e bro an anaon eo e lazer war e vez e « ambakted » hag e sklaved, d’ezo da rei d’o mestr, du-hont evel du-mañ, skoazell o brec’h.
 
N’ouzomp ket pelec’h e lec’hie ar Gelted bro an anaon. Danevellou marzus Iwerzon, er Grennamzer, a ra anezi eun douar ec’hon pe eur strollad enezennou meur <ref>Enezennou bras meurbet e oant evel m’en diskuilh d’imp an danevell goz : ''Imram Brain maic Febail ocus a Echtra :'' « Roeñvadenn Bran mab Febal hag e Ermaeziadenn », da lavarout eo e vonedigez er-maez eus ar bed-mañ (hounnez eo talvoudegcz ar ger « ''Echtra'' ») :
<poem>
::::Fil tri coictea inse cian
::::isind oceon frinn aniar ;
::::is mo Erinn co fa di
::::cach ai diib no fa thri.</poem>
 
« Teir gwech hanterkant enezenn bell a zo — er mor Okean, er c’huz-heol d’imp ; — brasoc’h eget Iwerzon diou wech — eo pep-hinï anezo pe deir gwech. »</ref> pell-pell war-du ar c’huz-heol en tu-hont d’ar Mor-Bras. Eur vag vurzudus, graet holl e gwer <ref>Arem eo ar vag e danevellou-zo.</ref>, a gase di an eneou. Eur vro e oa, dispar he c’hened, e kreske enni gwez o deliou heson, karget a avalou aour, hag en em astenne drezi pradou bleuniet, añchet a waziou gwin ha mel. Eno aon ebet
 
99
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|99}}
 
rak gaou ha dislealded ! Eno e kave en-dro ar re varo, gant eur yaouankiz hollbadus, kement a rae, er bed-mañ, o eurvad hag o levenez : banveziou pompus, armou lufrus, dilhad kaer, kezeg ha loened-chatal, eur marz ! merc’hed koant, barzed dispar ha toniou dudius, gourenou, redadegou kirri, bagou ha chas, hag, erfin, plijadur ar re gadarn : ar brezel. Hir ec’h em astenn danevellou Iwerzon war an emgannou gwadek a vez e bro an doueed hag an anaon, ha war ar stêriou gwad ma ’z eo douret ganto. Nemet, er chomadur gwenvidik-se, e veze pareet pep beure ar gouli graet d’an derc’hent.
 
E-touez eun niver a anoiou a rae Iwerzoniz ha Breiziz ar Grennamzer eus ar vro varzus-se, unan, Findmag en iwerzoneg, ''Gwenva'' e brezoneg, a zalc’h lec’h eur furm hen-geltiek ''Vindomagos'' « ar gompezenn gwenn, kaer, evurus pe santel » <ref>Kenveria e lennegez skandinavek ar Grenn-amzer ''Hvitramannaland « Bro an dud wenn » pe ''Iriand it Mikla'' « Iwerzon-Veur ». An anoiou-se, trôet diwar an iwerzoneg, a vije bet laket gant Skandinaviz d’eun douar bet dizolôet ganto er C’hornog d’an Island.</ref>.
 
 
 
'''KEVRENN III : BELEIEN, DIVINOURTEN DROUIZED HA BARZED'''
 
 
 
''Ar gutuatros.'' — Ar beleg stag ouz an neved-mañ-neved ha gouestlet da azeuladur an doue-mañ-doue a raed anezañ, e-touez Kelted Galia, ''gutuatros''. Ar ger-se, deveret eus ''gutus'' « mouez » en hengeltieg, a dalv kement ha « peder, an hini a bed ». En e ''Commentarii'' Kaesar a gomz eus gutuatros ar Garnuted, atizour penna stourmadenn daer ar bloaz 52, a reas lakaat d’ar maro, ar bloaz war-lerc’h, gant e zougerien-vouc’hili.
 
An ano-se a gaver alies en engravaduriou an oadvez kelt-ha-roman dindan ar furm ''gutuater''. Er c’henta kantved goude H. S. ez oa e Matisko (Mâcon) eur ''gutuatros'' an doue Meurz ; en Augustodunon (Autun) ez oa daou ''c’hutuatros'' an doue lec’hel Anvalos. Da gloza, e meuriad ar Velavii, ez oa eur ''gutuatros'', rener eur vengleuz houarn.
 
 
 
'''An divinour.''' — An divinourien a greder e raed anezo meur a ano e keltieg koz : ''vatis'' « diouganer » a oa unan, eun
 
100
{{Niv|100|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
all e oa ''veles'', tro-c’henel ''veletos'', eus ar wrizienn-c’heriou ''vel'' « gwelout ». Aet eo ''veles'' da ''file'' en iwerzoneg ar Grenn-amzer. An divinourien a oa en o c’harg an aberzou hag e pleustrent war studi an natur. Ar gredenn ez oa ganto eur veli hag eur ouiziegez dreist-natur a dalveze d’ezo eur bras a levezon war ar speredou. « Senti a ra an holl outo » eme eur skrivagner gresian eus ar c’henta kantved kent H. S. En Iwerzon, e derou hon oadvez, e rôe an divinourien da gredi e teue d’ezo o gouiziegez eus an doue Dagodêvos a anvent « aotrou ar ouiziegez veur » hag e sellent ar verc’h anezañ, an doueez Brigenti, evel o fatronez. Seul ma oa aet ar giziou war habaskaat e oa bet dilezet hogos en holl, en enezenn-se, al lidlazadou tud, adalek an III<small><sup>et</sup></small> kantved goude H. S. ; pa voe degaset enni al lezenn gristen er IV<small><sup>et</sup></small> kantved, e voe dilezet, ouspenn, an aberzou all d’ar fals-doueed hag ar breou, evit an darnvuia. Sant Padrig, pa en em unanas ouz an drouized gant an divinourien, a fellas d’ezañ ma tistaoljent an holl lidou koz-se. Diwar neuze en em rôas divinourien Iwerzon d’al lennegez ha d’ar reiz. Breutaerien, barnerien, lezennourien e oa darn anezo ; re all a oa barzed, re all marvailherien. Diouz niver ar marvailhou a oar danevelli emañ kendere ar ''file'' : tri-c’hant hanter-kant marvailh a oar dindan eñvor ''file'' ar renk kenta ; seiz ne oar ken hini an dekvet renk.
 
Ar Gelted koz a oa ganto divinourezed : ''veleta'' e oa ano an divinourez e keltieg, hag ar ger-se, amprestet gant ar C’hermaned ha distaget ganto ''veleda'', a zo deut, er bloaz 70 goude H. S., da ano unan eus o diouganerezed. E niver divinourezed ar Gelted koz e c’heller lakaat an nao gwerc’hez eus enez Sena (Sun), diouganerezed war eun dro ha sorserezed, hag ar merc’hed a veve pell diouz o friedou en eun enezenn eus aber al Loar. Gouestlet e oa ar re-mañ da azeulerez eun doue heñvel ouz Dionusos an Dhraked.
 
Meneg a zo c’hoaz eus divinourezed e Galia en trede kantved goude H, S., nemet merc’hed eus an izela kendere n’oant ken : tavarnourez e oa unan anezo.
 
 
 
'''An drouiz (druis, tro-c’henel druidos).''' — Mar deo ar ''gutuatros'' « peder » an doue-mañ-doue, mar deo ar ''veles'' ar « gwelour », divinour war eun dro hag aberzour, an drouiz
 
101
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|101}}
 
heñ a zo anezañ an den meurbet gouiziek <ref>Savet diwar varteze n’eo ken an diskleriadur-se eus ar ger keltiek ''druis, druidos,'' nemet ar muia gwirheñvel eo eus an holl diskleriaduriou seurt-se a zo bet kinniget. ''Druis'' n’en deus mann d’ober gant ano an dervenn a oa, e keltieg koz, ''dervos'' pe ''dervon''.</ref>, ''*druvids'', emañ e dalc’h e spered an doueed kerkouls hag holl traou kuz an hud hag an divinouriez.
 
E-touez Kelted Galia, re Iwerzon ha, da gredi eo ivez, ar Vrezoned, e oa an drouized, war eun dro, divinourien, beleien, achanterien, mezeged ha kelennerien. Re C’halia a veze ouspenn galvet alies da varnerien pe da gompezourien er prosezou hag er breutadegou. Drouized Galia a oa anezo eun doare kenseurtiez, en he fenn eur rener hepken. En em voda a raent bep bloaz en eul lec’h sakr eus bro ar Garnuted a selled evel kreizenn Galia. Di e teue ar re, d’ezo arguzou da ziveska, o suje da varn an drouized. Ouz neb a nac’he plega d’o barnedigez e tifennent an aberzou hag an dud a veze skôet gant an difenn-se, lakaet a-renk gant an dizoueidi hag an dorfedourien, a dec’he an holl diouto gant an euz.
 
Doujet-meurbet e oa an drouized hag enoriou bras a zouged d’ezo. Re C’halia a oa dizamm diouz ar gwiriou hag an holl gargou, en o zouez ar servij soudard. Eur vad-dreist rôet d’ezo ne oa ken ; arabad lakaat diwar se e tifenne o c’hredenn outo embreger armou ha brezelekaat. Er bloavez 63 kent H. S. e welomp e Roma an drouiz Dêvikiakos o komz d’ar senedourien en eur stoui war e skoued, ar pez a ziskouez e touge armou evel ma tlee ober kement uheliad ha den en e frankiz ; er bloavez 57 e welomp anezañ o ren arme an Aedued da rei skoazell da Gaesar en e brezel ouz ar Velged. En Iwerzon, etro derou an oadvez kristen, an drouiz Cathbu a zo anezañ, war eun dro, eun drouiz gouiziek hag eur brezelour ampart.
 
E skrid ebet eus an Henamzer gresian ha roman nag eus ar Grennamzer iwerzoniat n’eus meneg o dije an drouized bevet e kevred evel menec’h kristen. An drouiz iwerzoniat a vev en e di gant e wreg hag e vugale evel ne vern pehini eus e genvroiz. En II<small><sup>et</sup></small> kantved goude H. S. e welomp en Iwerzon, eun drouiz anvet Nodons o chom en eun ''dunon'' (kastell) en deus graet sevel war eun dachenn bet rôet d’ezañ gant ar roue-meur ; e vab Tasgoz, drouiz eveltañ, en deus eur verc’h a zo skrapet gant ar brezelour
 
102
{{Niv|102|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
brudet Kamulos hag a zeu da veza mamm an den-meur Vindos <ref>Furmou boazet er II<small><sup>et</sup></small> kantved eo ar re-se. E skridou ar Grenn-amzer e vez skrivet an anoiou-se ''Nuadu, Tadg, Cumall, Find''.</ref>. E buhez santez Berc’hed <ref>''*Brigenti, *Brigeti'' (dre fatadur an ''n'' evel e ''carpat'' diwar ''karbanton'') eo ar furmou boazet er IV<small><sup>et</sup></small> hag er V<small><sup>et</sup></small> kantved.</ref> e welomp he zad o tremen dirag ti eun drouiz anvet Matigenos <ref>''Maithgen'' e skridou ar Grennamzer.</ref>, a ziougan he flanedenn vurzudus d’ar santez kent he c’hanedigez ; sklavez eo mamm Verc’hed ; he mestr, a zo ivez tad he bugel, he gwerz d’eun drouiz a gas anezi d’e di e lec’h e ro eur bañvez d’ar roue.
 
En enez-Vreiz eo, hervez Kaesar, e oa bet savet kelennadurez an drouized ha d’an enezenn-se ez ae da studia ar re eus drouized Galia a venne mont doun en anaoudegez anezi. En danevellou iwerzonek e welomp ivez an divinourien o vont e Breiz-Veur da varrekaat o gouiziegez.
 
N’eus meneg eus drouized gant ar skridou koz nemet e-touez Kelted Galia, Breiz-Veur hag Iwerzon. N’eus diazez ebet eta d’imp-ni da lakaat drouized e-touez poblou keltiek all eus Europa pe da gredi ez oa anezo abaoe an amzeriou pella. A-hend-all, bez’ e voe tud heñvel ouz an drouized e-touez poblou all eus an Europ : eus ar re-se e oa, da skouer, beleien o fenn touz ar C’heted, pobl dhrakiad, war eun dro beleien ha kelennerien evel an drouized, hag a zeske evelto ar brederouriez, skiant ar vuhezegez hag ar meizerez, doareou an natur, flach al loar, an heol hag ar stered, nerz al louzou hag ar frouez.
 
Donedigez ar Romaned a skôas eur c’hriz a daol ouz beli an drouized e Galia hag en Enez-Vreiz. Berzet striz e oa gant lezennou Roma an aberzou tud a oa dindan o dourn. En tu-hont da se, diskleriet en doa an impalaer Augustus e vije torret kement kenseurterez savet hep aotre al lezenn.
Berzet e voe, da heul, bodadennou an drouized hag e lec’h ar vodadeg-veur e bro ar Garnuted, e voe dalc’het, diwar ar bloavez 12 kent H. S., bodad kuzul Galia, e kember an Arar hag ar Rotanos e Lugudunon, en-dro d’an aoter ramzel gouestlet da Roma ha da Gaesar Augustus. Ar skoliou, a voe savet e kêriou penna Galia, a lamas digant an drouized kelennadurez ar Gelted eus an noblans. Ar gwasa eo, an impalaer Tiberius, er bloaz 29 goude H. S., sur a-walc’h, da heul ar stourmadenn renet gant {{Tired|Sagro|viros}}
 
103
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|103}}
 
{{Tired2|Sagro|viros}}, hag an impalaer Klaodius, hep mar pa dremenas dre C’halia er bloavez 43, a verzas dre lezennou lidou an drouized. E dibenn ar c’henta kantved goude H. S. an drouized a gaved c’hoaz e Galia a oa reuzeudik o stad : mezeged tud ha loened e oa anezo. Da get ez ejont didrouz er c’hantved war-lerc’h.
 
Hevelep tra a c’hoarvezas er broiou eus Breiz-Veur a oa sujet d’ar Romaned. Betek an ano a drouiz a voe ankounac’haet gant ar Vrezoned, hag, er IV<small><sup>et</sup></small> kantved, pa zegouezas ganto, da heul argadennou Iwerzoniz, en em gavout gant drouized deut eus an enezenn nesa, e savjont, evit o envel, eur ger nevez ''darguid'' (bremañ ''derwydd''), a dalv kement ha « diouganer » pe ''darlavariad'', evel ma lavared e brezoneg gwechall.
 
An drouized a oa manet en o sav e-touez ar Bikted hag Iwerzoniz. Outo o devoe ar gloer gristen da ren eun taer a vrezel a bade c’hoaz er VI<small><sup>et</sup></small> kantved. Trec’h e voe ar gristenien a-benn an diwez. Er Grenn-amzer ar re a gemere, en Iwerzon, an ano a drouized n’oant nemet sorserien disprizet gant an holl dud desket.
 
 
 
'''Ar barz.''' — Ar ger ''bardos'' « barz » a heñvel beza bet anavezet dre ar bed keltiek war e hed. E gavout a reomp, neket hepken e Galia, e Breiz-Veur hag en Iwerzon, hogen e-touez Kelted kreizenn Europa ivez. En Hanternoz Italia, tost da gêr Vediolanon (Milano), ez oa eul lec’h anvet ''Bardomagos'' « tachenn ar barz ».
 
E-touez Kelted Galia, e mare ar roueed Luernios ha Bituitos (II<small><sup>et</sup></small> kantved kent H. S.) ar barz a ziskouez beza dreist-holl eur rimer, den-a-lez a gan meuleudi ar roue, e gadarnded, e daoliou-kaer hag ivez gouenn, kadarnded, ha taoliou-kaer ar vrôad sujet d’ezañ hag ar brôadou stag outañ dre garantez pe gevredigez. En o c’han ec’h en em eile ar varzed gant eun doare telenn anvet ''krotta'' pe ''krutto'' (a zo aet da « crwth » e kembraeg bremañ) <ref>En iwerzoneg ''crott'' a dalv « telenn », d’Arbois de Jubainville, ''Cours de littérature celtique,'' I, pp. 55-9. ''Krouz'' eo ar stumm brezonek. Ar furm c’hermanek eus an hen-geltieg ''krotta'' a oa dre ''h''. Ar furm c’hermanek-se, degemeret gant romanegerien C’halia, a zo aet d’ar galleg koz ''rote''.</ref>. Ar varzed, da gredi eo, a save ar c’hanaouennou brezel a veze kanet a-gevret gant ar soudarded keltiat kent ha goude an emgann : amprestet e voe ar ger keltiek ''*bardatos'' (bremañ
 
104
{{Niv|104|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
« barzaz ») pe ''barditos'' « kan barz » gant ar C’hermaned a rae an ano-se, en o yez, eus o c’han-emgann e dibenn ar c’henta kantved goude H. S.
 
Ar varzed ne voe kollet ar roudenn anezo war an douar-bras nemet gant ar yez ma savent enni o c’hanaouennou. Ne heskinas ar Romaned nag ar C’hutuatred nag ar varzed kennebeut-all. Ar ger ''bardos,'' aet da c’her latin ''bardus,'' a gaver e meur a engravadur eus an oadvez roman evel ano tud ; da skouer e Galia, an Helvetiad Bardos, er c’henta kantved goude H. S., hag, e bro an Danuvios, Titus Flavius Bardus, soudard koz er strollad anvet ''Ala prima Flavia Augusta Britonum Miliaria''.
 
E Breiz-Veur hag en Iwerzon e talc’has ar c’heltieg hag ar varzed en o sav goude ar sujedigez ouz ar Romaned. Dindan ar sujedigez-se e oa aet da get ar rummad tud ouiziek, ouz e ober an drouized hag an divinourien ; ar varzed a reas evito evel difennourien ar yez. Er XIII<small><sup>vet</sup></small> kantved goude H. S. e Kerne-Veur ez oa daou seurt barzed : 1) ar barz end-eeun pe kanaouenner ; 2) ar barz hir-gorn a c’houeze en eun doare trompilh hir.
 
E lezennou Kembreiz an Hanternoz emañ ar barz an navet eus kargidi lez ar roue ; an unnekvet eo e lezennou Kembreiz ar C’hreisteiz. A-geñver gant ar ''barz teulu'' pe barz lez ar roue, ez eus ar ''barz kadoret'' pe ar barz d’ezañ eur gador. Barzed kembreat ar Grenn-amzer n’oa ket anezo kanerien poblel : tud ouiziek eo e oant, aet doun e studi ar c’hembraeg ; gouiziek ha stuziet-kaer eo yez o barzonegou ; ken diaes eo da drei en eur yez all ha yez ar varzonerien veur c’hresian.
 
En Iwerzon, gant an divinourien pe ''file'' en em gave eno, e voe harzet ouz ar varzed da sevel ken uhel-se. Eun dister a rimer ne voe ken ar barz a ra al lezennou fae a-walc’h anezañ : « Ar barz », emezo, « n’en deus ezomm ebet da c’houzout tra ; trawalc’h eo d’ezañ e skiant-natur. » Er Grenn-amzer ''bairtne'' « kan barz » eo, en iwerzoneg, ano ar c’hanaouennou meuleudi savet d’ar roueed.
 
 
 
{{Kreizañ|{{Ment|'''SKRIDOU TALVOUDUS DA LENN'''|110}}}}
 
 
 
Dottin, ''Manuel,'' pp. 218-95 ; ''La religion des Gaulois,'' 1898 (tennet eus ar ''Rev. de l’hist. des Religions'') ; Jullian, ''Hist. de la Gaule,'' 1. 356-60 ; II, 84-181 ; h. a. ; Renel, ''Les religions de la Gaule avant le''
 
105
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|105}}
 
''Christianisme,'' 1906 (burutellet gant d’Arbois de Jubainville, ''Revue celtique,'' 1907, p. 214) ; A. Bertrand, ''La religion des Gaulois, les druides et le druidisme,'' 1897 (burutellet gant Dottin, 1898) ; d’Arbois de Jubainville, ''Le cyde mythologique irlandais et la mythologie celtique,'' 1884 ; Gaidoz, ''La religion des Gaulois et le gui du chêne,'' 1880 (diwar ar ''Rev. arch.'' ; mouladur distag) ; ''Le dieu gaulois du soleil et le symbolisme de la roue,'' 188.6 (id.) ; Déchelette, ''Le bélier consacré aux divinités domestiques sur les chenets gaulois,'' 1898 (id.) ; ''Le culte du soleil en Europe aux temps préhistoriques,'' 1910 (id.) ; S. Reinac’h, ''Bronzes figurés de la Gaule romaine,'' pp. 137-200, Paris, 1894 ; ''Epona, la déesse gauloise des chevaux,'' 1895 (diwar ''Rev. arch.'') ; ''Encore Epona,'' 1898 (id.) ; ''Zagreus, le serpent cornu,'' 1899 (id.) ; ''Orpheus,'' trede mouladur, pp. 162-83 ; ''Cultes, Mythes et Religions,'' 6 levrenn, passim ; A. Nutt, ''The Happy Othervorld in the mythico-romantic literature of the Irish ; The Celtic Doctrine of Re-birth, an Essay in two sections,'' 2 levrenn, London, 1895, 1897 ; ''The Legend of the Holy Grail,'' 1902 ; G. Poisson, ''L’origine celtique de la légende du Grail,'' Clermont-Ferrand, 1920 (diwar ''Rev. d’Auvergne'') ; J. Rhys, ''Lectures on the Origin and Growth of Religion as illustrated by Celtic Heathendom,'' London, 1886 ; J. Loth, ''Les Mabinogion,'' eil mouladur, 2 levrenn, 1913 (eleiz a notennou eus an talvoudusa a-zivout marzkredennou ar Vrezoned) ; Leite de Vasconcellos, ''Religiôes da Lusitania,'' 4 levrenn, Lisboa, 1904 ; ''Idées religieuses des Lusitaniens,'' war ''Rev. arch.'' 1922, II ; Henderson, ''Survival in belief among the Celts,'' Glasgow, 1911 ; Mac Culloch, ''The Religion of the Ancient Celts,'' Edinburgh, 1911 ; ''Celtic Mythology,'' Boston, 1918 ; Zwicker, ''Fontes Historiae Religionis Celticae,'' Bonn, 1934 ; Sjoestedt, ''Dieux et Héros des Celtes,'' 1940. H. a.
 
Diwar-benn ar skeudennerez : d’Arbois de Jubainville, ''Les bas-reliefs gallo-romains du musée de Cluny,'' 1900 (diwar ''Rev. arch.'') ; G. Weller, ''Le carnassier androphage sur un relief gallo-romain à Arlon,'' war ''Rev. arch.'' 1911, p. 57-63 ; A. J. Reinac’h, ''Divinités gauloises au serpent,'' id. 1911, pp. 221-56 ; H. Hubert, ''Divinitès gauloises : Suceltus et Nantosuelta, Epona,'' 1925 ; G. Poisson, ''Les monuments du Cavalier à l’Anguipède,'' Clermont-Ferrand, 1920 ; Lantier, ''Inventaire des monuments sculptés préchrétiens de la Péninsule ibérique,'' I, Bourdel, 1918, ha bloaziou da heul ; Espérandieu, ''Recueil général des bas-reliefs, statues et bustes de la Gaule,'' 9 levrenn, 1907-1920 ; Paol Sarasin, ''Ueber Swastika und Triquetrum als Symbol des Sonnenkultes,'' Basel, 1921 (mouladur distag ; diwar ''Verhandlungen der naturforsch. Gesellschaft in Basel,'' XXXII) ; Jullian, ''Moules gallo-romains de la Guerche'' (doueez c’halianek askellek : Viktoria ? Bellona ?), war ''Rev. des Et. anc.'' 1911, pp. 337-8. H. a.
 
A-zivout al liderez : Toutain, ''Les cultes païens dans l’Empire romain,'' meur a levrenn, 1907-1920 ; Vendryes, ''Mots relatifs à la religion communs aux langues italo-celtiques (latin, osco-ombrien ; gaulois, brittonique, irlandais) et aux langues indo-iraniennes {sanscrit, vieux-perse et avestique, scythique),'' war ''Mém. de la Soc. de Linguistique,'' XX, 1918, pp. 265-85 ; Piganiol, ''Recherches sur les jeux romains, Strasvourc’h, 1923 (ar c’houec’hvet pennad-studi diwar-benn ''Les trinci gaulois :'' c’hoariou an drinked e Galia a vije bet eun aspadenn eus al lidlazerez keltiek dre zibenna) ; H. Hubert, ''Le culte des héros et ses conditions sociales,'' 1925 ; Czarnowski, ''Saint Patrice et le culte''
 
106
{{Niv|106|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
''des héros en Irlande,'' 1919 ; Rostovtzeff, ''Augustus (University of Wisconsin Studies in Language and Literature,'' niv. 15 ; renta-kont gant S. Reinac’h, war ''Rev. arch.'' 1922, II, p. 354). H. a.
 
Hervez kredennou Hen-amzeriz, e c’hellle an ene ermaeziet eus ar c’horf gwiska meur a stumm : loen (balafenn, evn, h. a.), bann-goulou, h. a. Kenveria ar bann-goulou a darze eus tal ar c’hadour meur iwerzoniat Setantios pa groge ennan e gaouad kounnar vrezelel (« loar ar c’hadour-meur » a veze graet eus ar bann-goulou-se). Hervez eur gredenn etrevrôadel e veze degaset an eneou war an Douar gant bannou an heol, ha ganto eo ez aent kuit eus ar Bed-man. An ene dieubet diouz e gorf a zo gantan stumm eur bann-heol, hervez Ploutarc’hos, ''De facie in orbe lunae''. Henvel gredenn e-touez brahmaned an Indez, ''Rev. des Et. grecques,'' 1890, pp. 163-4. Ken etrevrôadel-all eo bet ar gredenn el lieseneegez : hervez paganed Skandinavia er Grenn-amzer, an den dister hepken a zo uneneek (''ein-hamr'') ; an den-meur, an den-dreist a zo lieseneek (''eigi einhamr''). Henvel gredenn gant ar Vantoued-vreman, ''L’Anthropol.'' 1929, p. 434. Ouz ''anate,'' en ano-den Anatemaros (enez-Vreiz) meneget en notenn 28, kenveria ar c’hembraeg ''enaid'' « ene ». Kenveria ivez, evit ar wrizienn-c’her, ar ger ''ano''.
 
Diwar-benn an nevedou : Jullian, ''Chronique gallo-romaine, Notes gallo-romaines,'' passim, war ''Rev. des Et. anc.'' Penna tezenn Jullian, e oa da genta an nevedou, neket hepken kreizennou-azeulerez, hogen ivez kreizennou-labour (labour-douar, labour-metalou hag ijinerezou-all, kenwerzerez), a zo harpet gant imbourc’hiou Autran diwar-benn hena-sevenaduriou ar mor Kreiz-douarek <ref>C. Autran, ''Phéniciens, essai de contribution à l’histoire de la Méditerranée,'' 1920 (renta-kont war ''Rev. archéol.'' 1921, I, pp. 166-7) ; ''Tarkondemos, réflexions sur quelques éléments graphiques figurant sur le monument appelé « Sceau de Tarkondemos »,'' 1922, teir feskenn embannet, a bouez-dreist ; ''La Grèce et l’Orient ancien,'' 1924 (mouladur distag ; diwar ''Babyloniaca,'' levrenn VIII, feskennou 3-4) ; ''Sumérien et Indo-européen : l’aspect morphologique de la question,'' 1926 ; ''Introduction à l’étude critique du Nom propre grec,'' eiz feskenn embannet, a bouez ; h. a.</ref>. Bernhard Laum, ''Heiliges Geld,'' Tubingen, 1924 (andoniou sakr ar moneiz ; renta-kont gant S. Reinac’h, war ''Rev. arch.'' 1925, I, p. 189). H. a.
 
A-zivout ar veleien : d’Arbois de Jubainville, ''Introduction à l’étude de la littérature celtique,'' 1883 ; ''Les druides et les dieux gaulois à forme d’animaux,'' 1906 ; S. Reinac’h, ''Un témoignage indirect et inapercu sur le druidisme,'' war ''Rev. archéol.'' 1922, I, pp. 302-18. H. a.
 
Kenveriadurez : Dumézil, ''Flamen-Brahman,'' 1935 ; ''La préhistoire des Flamines majeurs,'' war ''Rev. de l’Hist. des Religions,'' 1938 ; ''Mythes et dieux des Germains, essai d’interprétation comparative,'' 1939 ; Magnus Olsen, ''Le prêtre-magicien et le dieu-magicien dans la Norvège ancienne,'' war ''Rev. de l’hist. des Religions,'' 1935 ; Hocart, ''Kings and Councellors,'' Kaero, 1936 ; Méautis, ''Recherches sur le Pythagorisme,'' Neuchâtel, 1922. H. a. H. a.
 
Pennadou-skrid eus an talvoudusa war ''Rev. archéol., Rev. des Et. anc., Rev. de l’hist. des Religions, Mélusine, Rev. celtique, Pro Alesia, Celtic Review,''
 
107
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|107}}
 
h. a. <ref>War ar ''Rev. archéol.,'' lenn dreist-holl H. d’Arbois de Jubainville, ''Les dieux cornus gallo-romains dans la mythologie irlandaise,'' 1908, pp. 4-7 ; J. Loth, ''Le dieu Lug, la Terre-Mère et les Lugoves,'' 1914, pp. 206-28 ; ''Fanum et Simulacrum, Minihi breton et Nemet irlandais,'' 1921, II, p. 49-65 ; ''Le dieu gaulois Rudiobos, Rudianos,'' 1926, II, pp. 210-27 ; h. a. War ar ''Rev. des Et. anc.'' J. Loth, ''L’omphalos chez les Celtes,'' 1916, p. 194 et seq. ; Kamilh Jullian, ''L’Ombilic celtique,'' 1921, p. 336 ; ''Le rôle industriel des sanctuaires celtiques,'' 1921, pp. 211-2 ; h. a. Arabat lezel er-maez eus hoc’h imbourc’herez levrennou ar ''Mémoires de la Soc. de linguistique de Paris'' (da skouer, war al levrenn. V, II. d’Arbois de Jubainville, ''Recherches sur l’étymologie du mot « Druide » ; Belline, Beltuine'') ha re ar ''Comptes-rendus des séances de l’Acad. des Inscriptions et Belles-Lettres'' (da skouer, war ar bloaveziad 1923, pp. 345-8, J. Loth, ''Un surnom gaulois de Mars : Olloudius, *Olloudios'' (a bouez). Ret-holl studia piz, ouspenn, ''Altkeltischer Sprachschatz'' Alfred Holder (an anoiou-doueou anezan) ha ''Golden Bough'' J. G. Frazer. Ar pep reta da c’houzout eus ar c’hredennou stank-dreist dastumet ha displeget en oberenn veur hollvrudet-se a zo bet laket e galleg gant Lady Frazer, ''Le Rameau d’Or,'' mouladur berraet, en-8, 722 p., e ti Geuthner, Paris, 1920.</ref>.
 
 
 
 
 
{{-}}
 
108
{{Niv|108|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
 
109
{{Niv||{{sc|ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez}}|109}}
 
<br/>
 
 
{{Kreizañ|{{Ment|PENNAD V|130}}}}
 
{{-}}
 
 
{{Kreizañ|{{Ment|'''Ar Ouiziegez. — Skiant ar vuhezegez. Ar Gelennadurez'''|140}}}}
 
 
{{Kreizañ|'''Doueed ar Gelted. — An Templou, al Lidou hag ar C’hredennou — Beleien, Divinourien, Drouized ha Barzed'''}}
 
::::::::{{Ment|« Douja an doueed, tremen hep ober droug ebet, beza kadarn. »|85}}
{{Dehou|{{Ment|(Reolenn-stur an drouized.)|85}}|2}}
 
 
{{Kreizañ|{{Ment|'''KEVRENN I : AR OUIZIEGEZ'''|120}}}}
 
 
 
Ar skiantou, evel m’o desker hizio en hor skoliou, a zo bet, evit an darnvuia, ijinet en Amzer-vremañ : n’oa ket anezo e-touez ar Gelted-koz. Anaoudegeziou pervez a-walc’h o deus bet, koulskoude, war eun niver a draou a bouez evito. Eveziadennou talvoudek-bras, ma vije bet gallet, gant an amzer, sevel diwarno ar Ouiziegez, a oa bet dastumet war veur a boent gant o drouized, o divinourien, o micherourien, o labourerien-douar. Nebeut a zisklêriadur hon eus war an anaoudegeziou-se eus ar Gelted koz : eus kelennadurez drouized Galia n’ouzomp nemet ar pez a zo bet dizolôet d’eomp gant ar skrivagnerien c’hresian ha latin, nebeut a dra, e gwirionez, o veza m’o deus krennet en daouzek pe bemzek linennad skritur danvez eur gelennadurez dre c’hénou, a oa anezi gwerzennou dre gant ha kant, hag a helle padout ugent vloaz.
 
Gant-se, e rankomp koueza peurliesa da varn gouiziegez ar Gelted koz diwar ar frouez anezi, da lavarout eo, da skouer, dre oberiaduriou o ijinerez pe dre ar stuziou a heulient e gounidegez an douar.
 
Komzet hon eus, en diweza pennad, eus an diou fals-skiant-se, an divinouriez hag an hudouriez (ar breou), a selled neuze evel gwir skiantou, ar re bouezusa-holl, ’zo kaeroc’h. N’hon eus ket, eta, da zistrei war se amañ.
 
 
 
'''Doueoniez ha bedoniez.''' — Diwar-benn natur ha galloud an doueed e vage drouized Galia menoziou diouto o-unan. {{Tired|Ke|lenn}}
 
110
{{Niv|110|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
{{Tired2|Ke|lenn}} a raent o doa ar Gelted an Ankou da dad kenta hag e tlee ar bed mervel, eun deiz pe zeiz, dre an dour hag an tan. An hevelep kredenn a gaved gant ar C’hermaned. Hag, evelato, hervez kelennadurez an drouized, e oa ar bed, divarvel evel an eneou. An dismantr-se eus ar bed a dlee, eta, dont d’e heul eun dasorc’hidigez, evel m’edo ar gredenn ivez gant ar C’hermaned koz <ref>En Edda, ar ''vala'', an diouganerez, a sell dre hec’h ambren en Amzer-da-zont goude dismantridigez ar bed hag an doueou, hag « E wel o sevel — En-dro — A-greiz ar mor an douar — Glasvez-holl ; — Al lammdouriou a gouez, — An erer a gemer e nij — Hag eus lein ar meneziou — A blav da dizout e breiz ».
 
Neuze ar parkou, hag int lezet dihad, a daol trevadou ; diwez a zo da bep gwall ; an doueou madoberus a zo adc’hanet, hag a zaou-zen, maget gant ar gliz, e sav eur ouenn-dud nevez da adbobla an douar</ref>.
 
 
 
'''Danevellouriez.''' — Kelenn a raent e oa eun darn eus tud Galia o veva enni a-rumm-da-rumm dreist da goun mab-den <ref>Evel-se ivez, en enez-Vreiz, er c’henta kantved kent H. S., e c’houied e tiskenne eun darn eus ar bobl eus an hen-vroiz hag e oa deut ar peb all a C’halia (Kaesar).</ref>, hag e oa deut an darn all eus an enezennou pella hag eus ar broiou en tu-hont d’ar Rênos, m’oant bet argaset diouto gant brezeliou diniver ha gant ar mor o c’hounit war o douarou <ref>Ar Gresian Timagenos (80-5 kent H. S.) eo en deus miret d’imp ar pennad pouezus-se eus kelennadurez an drouized. Sellit diwar e benn d’Arbois de Jubainville, ''Principaux auteurs de l’Antiquité à consulter sur l’histoire des Celtes,'' pp. 210-230.</ref>.
 
 
 
'''Douaronïez ha steredoniez.''' — An drouized a oa ganto eur gelennadurez d’ezo o-unan diwar-benn ment ha stumm an douar hag ar bed, ha diwar-benn ar stered hag ar c’heflusk anezo. Ar studi diweza-mañ a oa talvoudek da sevel an deiziadur. Reizet e oa hemañ diouz red al loar. Ar bloavez gant ar Gelted a oa anezañ eur bloavez loar, ennañ daouzek miz a nao war-nugent noz hanter, peurreizet, a vareadou resis-mat, gant eun « adviz », d’ober klota kenetrezo ar bloavez-loar, ennañ 354 pe 355 noz hag ar bloavez-heol, ennañ 365 pe 366 deiz.
 
Ar Gelted o doa rannet ar badelez e mareveziou. Bez’ e oa ganto eur marevez bihan a zaou vloaz hanter, eur marevez pemp bloaz, eur marevez bras tregont vloaz. En enez-Vreiz
 
111
{{Niv||{{sc|ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez}}|111}}
 
hag en Iwerzon e raed ivez gant eur marevez tri bloaz ha gant unan seiz vloaz.
 
 
 
'''Niveroniez.''' — Sevel an deiziadur, keita ar bloaveziou ha ranna an amzer n’heller ket da ober hep anaout tra pe dra eus an niveroniez. Gouzout a reomp, a-hend-all, ne gile ket ar Gelted rag an niverennou bras ha na skuizent ket gant an hira hag an diaesa jedi. E 59 kent H. S., pennou an Helveted o doa graet enskriva, e lizerennou gresian, war daolennouigou, anoiou an dud gouest da embreger an armou hag, a-ziavaez d’ezo, re ar vugale hag ar gozidi. Ar vrezelourien a save da 92.000 an niver anezo ; ar gozidi, ar merc’hed hag ar vugale a oa anezo 276.000, kement-se holl a-bez oc’h ober 368.000 a dud. Aes d’eoc’h meiza pebez taol-labour e voe lakaat dre skrid war daolennou prenn eun hevelep roll anoiou ha kendaspugn kemend-all a niverennou.
 
N’ouzomp netra eus an anaoudegeziou a helle ar Gelted da gaout war ar ventoniez, nemet, pa ouient muzulia ha ranna an douarou ha menti ar gorread anezo, ez eo d’eomp kredi ec’h anavezent, da vihana, ar peadra a ventoniez a vez diazezet warnañ ar muzulia-douarou. An daou vuzul-gorread penna, a rae ganto Kelted Galia, ''kandeton'' ar maeziou hag an ''arepennis'', karrezennou reiz savet, ar genta war gant, an eil war bevar-ugent ilinad (ilinadou a 44 santimetr, pe dost), ar penna muzul hed-hent, al ''leuga'', d’ezi 5.000 ilinad, da lavarout eo hanter-kant gwech hed-tu ''kandeton'' ar maeziou, kement-se holl a ziskouez o doa Kelted ar vro-se muzuliou reiz o klota striz kenetrezo.
 
A-hend-all, evit sevel mellou tiez prenn kelc’hiek, d’ezo betek daou-ugent metr treuz hag, er frammadur anezo, treustou bras-meurbet derv pe fao, 17 metrad hed war 0,45 treuz <ref>Hounnez eo ment treustou bet kavet, en hon amzer, e dismantrou an tiez keltiek, nemet re vrasoc’h c’hoaz a dlee beza anezo, sur a-walc’h.</ref>, anat d’eoc’h e oa ret d’ar gilvizien ha d’ar saverien-diez keltiat gouzout eun dra bennak eus skiant an Nerz hag ar C’hempouez.
 
 
 
'''An dourennoniez el labour-douar hag er micheriou.''' — N’ouzomp ket resis penaos e rae ar Gelted gant an dourennoniez el labour-douar hag er micheriou, nemet anat eo e raent ganti alies-alies hag e meur a stumm, o veza ma ouient temza
 
112
{{Niv|112|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
mat-tre an douarou, tenna ar metalou penna hag o c’hemmeska, oberia ar gwer hag ar pri-gwer, oberia soavon, tenna eus louzaouennou livaduriou hag intra, dre droiou-micher, ar re-mañ war wiadennou. Eveziet ez eus gant gwirionez <ref>C. Jullian, ''Histoire de la Gaule,'' II, p. 396.</ref> na vez gounezet kemend-all a c’halloudeziou nemet diwar daoliou-arnodi diniver, ret da genta o ijina, ha, da c’houde, o adskei hag o zrei e meur a hent dibaouez.
 
 
 
'''Al louzawouriez.'' — Bez’ e voe, e-touez ar Gelted, eun niver louzawourien, a boanie gant kendalc’h ha skiant. E-keit ha ma tenne ar gwez sellou ar gilvizien, ar garrerien, ar saverien listri-mor, ar rousinaerien hag ar c’hlaouaerien, e klaske piz ar wiaderien ar plantennou a helle rei livadur, hag e verke ar yac’haerien a bep doare, a founne er bed keltiek, beleien, hudourien ha mezeged, nerz ha galloud ar frouez hag eur maread louzou prad ha koadou. Anoiou keltiek a louzaouennou, meneget a zegou <ref>''Baditis'' « loa-zour », ''ratis'' « radenn », ''visumâros'' « melchon », ''pempedula'' « pemp-delienn », ''vettonika'' « betonig », ''kalliomarkos'' « troad-marc’h », ''tarvotabation (?)'' « hedledan », hag all.</ref> gant ar skrivagnerien c’hresian ha roman, evel Pedanios Dioskoridês (kenta kantved goude H. S.), Plinius (kenta kantved), Marcellus Empiricus (IV<small><sup>et</sup></small> kantved), a desteni n’oa ket al louzawouriez dister-dra gant ar Gelted. Ret lavarout, ouspenn, ez eus e latin meur a ano louzeier tennet eus ar c’heltieg, evel : ''berula'' « beler », ''betula'' « bezo », ''vernus'' « gwern », ''larix'' « melwez », ''menta'' « bent », ''gigarus'' « louzaouenn an naer » <ref>Evit ''berula, betula'' ha ''vernus'', ez eo anat-mat an orin keltiek anezo ; arvarus eo orin ar re-all. Briz-latin Galia eo ''vernus'' ; n’eo ket bet degemeret e latin ar broiou all (Spagn, Itali) pe e yez al lennegez. ''Larix'' a zo distreset : gwirhenvel e oa ''*darix'' stumm keltiek an ano-se. A ouenn geltiek eo ano gallek al ''larix'' : mélèze « melwez ». A-zivout ''lemiga'' (VIII<small><sup>vet</sup></small> kantved), ''*lemika'' « Pleurotus ulmarius », lenn Thomas, ''Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes rendus,'' 1922, pp. 149-50. Diwar-benn an daouad keltiek ''*yuppo'' (aet da romaneg ''giop'' « jenevreg » e yez an Engadina-Uhela), ''*yupiko'' (aet da romaneg ''gioc'' « jenevreg » e yez an Engadina-Izela), kenveria ''ioupikellouson'' « jenevreg », hervez Dioskorides, an eil gevrenn en heman a vije
''*lusso'', eus ''lussu'' « louzou », ''Rev. celt.'' 1924, p. 197. Geriou keltiek all o deus dalc’het da veva e yez an Engadina : ''cassanu'' « derv », ''verna'' « gwern », ''beione'' « rousin », ''barr'' « bod », ''nantu, renu'' « gouer, gwaz », ''fruda, froda'' « froud, lammdour », ''bric'', « bre, torgenn », ''banna'' « korn », ''capanna'' « log », h. a. ''Rev. celt.'' 1897, p. 120 ; 1913, pp. 116-7.</ref>.