Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/60 : diforc'h etre ar stummoù

Phe-bot (kaozeal | degasadennoù)
Saig_Keryann: split
 
Statud ar bajennStatud ar bajenn
-
Hep adlenn
+
Adlennet
Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :
Linenn 1: Linenn 1:
{{Niv|60|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 1: Linenn 1:
}}

Ne zisprize ket evelato ar pep kaloneka hag uhela anezo stourm war droad. Troadeien Kelted an Hanternoz, Brezoned ha Belged, ha re Kelted ar Spagn, a oa brudet dre o c’haleter. Padal, pa veze plaen ha distrouez an dachenn ha reiz an emgann, n’oa ket troadegiez ar Gelted par da hini ar Romaned, en abeg, dreist-holl, d’an dizurz ha d’an disentidigez a veze enni. Rannet e oa etre bagadou, 6.000 soudard e pep-hini, a anved ''katerva''. Da argadi ez ae troadegiez ar Geltibered e furm eur genn. Redek a raent, er c’hiz-se, a-benn herr d’an enebourien, e doare d’o dismantra kerkouls dre nerz hag herrder ar stokadenn ha dre daoliou an armou.

Linenn 7: Linenn 5:
'''Bannielou, trompilhou, chas-emgann.''' — Ar bannielou a veze anezo, an darnvuia eus an amzer, eur skeudenn loen en arem, peurliesa eun tourc’h gouez en e sav, e vleo a bik war livenn e gein, pintet e penn eur fust. Pa rae an arme eun arzao, e veze sanket ar fust en douar. Tennet e veze er-maez pa adkroge an armead gant he hent. An Insubred, unan eus poblou keltiek Italia, a oa ganto bannielou aour anvet « ar Re Zigeflusk », dre ma vanent an darnvuia eus an amzer serret e-barz templ doueez ar brezel ha na zeuent er-maez nemet pa veze ar vrôad en eur riskl bras bennak.

Pa veze meur a vrôad, ha kevredigez etrezo ouz eur c’henenebour bennak, e veze lakaet o bannielou holl a-gevret en eur strollad a rae ar renerien al le {''lugion'') warnañ da chom unanet. War ar c’hannlec’h e stourme brezelidi pep meuriad strollet en-dro d’o banniel. Eus niver bras an arouezintiou-brezel a veze gorrôet a-ziwar ar c’hadlan gant ar Romaned goude o emgannou-trec’h ouz ar Gelted, e c’heller tenna e oa gant pep kêriadennad-soudarded eus ar Geltvro eun arouezinti diouti hec’h unan.
Pa veze meur a vrôad, ha kevredigez etrezo ouz eur c’henenebour bennak, e veze lakaet o bannielou holl a-gevret en eur strollad a rae ar renerien al le (''lugion'') warnañ da chom unanet. War ar c’hannlec’h e stourme brezelidi pep meuriad strollet en-dro d’o banniel. Eus niver bras an arouezintiou-brezel a veze gorrôet a-ziwar ar c’hadlan gant ar Romaned goude o emgannou-trec’h ouz ar Gelted, e c’heller tenna e oa gant pep kêriadennad-soudarded eus ar Geltvro eun arouezinti diouti hec’h unan.

Ar Gelted a oa ganto daou seurt trompilh-emgann da vihana : an eil eeun pe zam-eeun an añchenn anezi, a oa hec’h ano ''karnux'' pe ''karnon'' ; eben a oa kroumm evel hor c’horniou-hemolc’h bremañ. Stummet e oa ar beg anezi e doare penn eul loen boemus, digor bras e c’heol. An trompilhou keltiek a oa skiltrus-meurbet ar son anezo.

Alies-kaer e veze heuilhet ar Gelted er brezel gant kon embreget a-ratoz evit an emgann. Er bloaz 122 kent H. S., ar roue Bituitos a oa gantañ en e arme bagadou chas-emgann. Ar re brizeta anezo a zeue eus enez Vreiz. N’ouzomp

61
{{Niv||{{sc|ar brezel}