Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/65 : diforc'h etre ar stummoù

 
(Disheñvelder ebet)

Stumm red eus an 25 Du 2020 da 22:30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
ar brezel

ned diouz taol hag e c’hoarie o zelennourien eun delennadenn d’ezo. Pa voe peurgoaniet da Iwerzoniz, edo ar C’halianed holl en o gwele, holl kousket, a zo kaeroch ! « Ken trec’h eo, eme ar rouanez, ar vevelien hag ar sklaved anezo da vevelien ha da sklaved Iwerzoniz ha ma ’z eo trec’h o c’hadourien hag o zud yaouank da gadourien ha da dud yaouank Iwerzon bodet en hon arme » [1].

Miret e veze ar c’hampou, da vihana a-hed an noz, gant gedourien. Goude emgann Delf (279 kent H. S.), e kavas d’ar soudarded a rae ged war gamp Brennos e klevent en diabell strap an armou ha trouz treid eur bagad bras a virc’hed o kerzet war vili ar menez. Re denval e oa a-benn neuze d’ezo da anaout o fazi ; gant-se, e tihunjont ar c’hampad o youc’hal edo an enebourien o tegouezout.

Kampou ar Gelted a oa a-wechou ec’hon meurbet ar vent anezo. E 57 kent H. S., diouz an tan hag ar moged a save diwar gamp ar Velged, e verkjod neuze d’ezan en tu-hont da eiz miltir roman (tost da 12 kilometr) hed.

Pa veze eur stêr da dreiza e-pad eur brezel, e veze graet eur radell, pe, diouz red, eur pont bagou. Saverien-pontou akuit war o micher a oa e-touez ar C’halianed [2]. E 121 kent H. S., ar roue Bituitos, c’hoant d’ezan d’ober d’e armead treiza stêr Rotanos [3], a ra staga bagou an eil ouz eben gant chadennou houarn hag o golei gant eur planchod, e tremenas warnan a renkadou tud ha loened.

  1. Ar Venaped a oa anezo eur boblad eus ar Belgion diazezet war ziou c’hlann ar Rênos izela. Da evesaat ez eus e lavar Kaesar a-benn diou wech en e Gommentarii de bello gallico e trec’h ar Velged d’ar C’halianed all er brezelerez : Horum omnium fortissimi sunt Belgae …h. a. (I, 1) ; solosgue esse qui patrum nostrorum memoria, omni Gallia vexata, Teutones Cimbrosque intra fines suos ingredi prohibuerint … h. a. (II, 4). An daou arroud-se a zo da lenn en o fez.
  2. Briva a veze graet eus ar pont e galianeg, ha stank a-walc’h e kaver ar ger-se en anoiou-lec’hiou, e Galia hag e kevrennou enez-Vreiz annezet gant ar Vrezoned : Briva-Sarta, Karobriva, Salerobriva, Isarobriva, Samarobriva, h. a. Degemeret eo bet ar ger briva gant ar C’hermaned, hag anezan eo e teu anoiou ar pont en holl yezou germanek a vreman : bru, bruck, bridge, bryggie, h. a. Da vrezoneg *breo e vije aet moarvat ma vije bet miret en hor yezou.
  3. Degemeret hon eus dre-holl en Notennou reizadenn D’Arbois de Jubainville, war Premiers Habitants : Rotanos, dre t. Teurel pled koulskoude ez eo Rodanos, dre d, ar furm a lenner e skridou an Hen-amzer, hag e tisklerie (e gaou) ar C’halianed ar furm-se dre zaou c’her eus o yez : ro « meur », danos « barner ». Aet eo Rodanos da okitaneg Roze ha da c’halleg Rhône.