Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/69 : diforc'h etre ar stummoù

 
(Disheñvelder ebet)

Stumm red eus an 25 Du 2020 da 23:47

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
ar brezel

spouron hag al laoskentez da ziskenn er c’halonou, neuze e kerze war-raok an droadegiez a-dolpad da harpa ar varc’hegiez ha da beurober an dismantr.

En emgann a c’hoarvezas e 281 e Makedonia etre ar Gelted, dindan renadur Belgios, ha Makedoniz, en o fenn o roue, Ptolemaios ar C’hurun, troadegiez armet pounner Makedoniz, ar phalanx vrudet, a voe dismantret, goude eun taer a emgann, gant argadenn gouez ar Gelted ; an olifant a zouge ar roue a gouezas gouliet holl a zaredou ; ar roue paket ez veo a voe dispennet e gorf hag e benn trouc’het ha savet e beg eur goaf a lakas ar spont hag an dispi er peurrest eus e arme.

En Itali, en emgann Sentinum, e 295, ar Gelted o doa displeget troadegiez, marc’hegiez ha mil karr-emgann, ar re-mañ renket a-dreñv d’an droadegiez. Dizarbennet eo gant ar varc’hegiez keltiek diou argadenn ar varc’hegiez roman, enni an dibab a Yaouankiz Roma. D’ar mare ma tistro ar Romaned d’ober eun drede argadenn, e tigor an droadegiez keltiek hag e tilamm, en eur drouzal spontus, ar mil karr-brezel, gant dismantra, eilpenni, ha skuba dirazo skouadronou ar Romaned ; en em yenna a reont, goude, e kreiz tolpad an droadegiez roman a bleg hag a gil, distreset holl. Ar varc’hegiez hag an droadegiez keltiat a zired da gas da benn an drouziwez anezo. Hennez e voe pennad kenta emgann Sentinum.

En Azi-Vihana, en emgann a c’hoarvezas er bloavez 277 en Hanternoz da venez Tauros, ec’h enebas ar Gelted ouz armead roue Siria, Antiochos, gant ugent mil marc’heg ha 240 karr-emgann, filc’hier outo, en tu-hont d’o zroadegiez. Renka a rejont o zroadegiez en eun tolpad stank, ennañ pevar den war-nugent war dreuz, a oa ar rezad kenta anezo gwisket gant hobregonou arem. Ar c’hirri a rae kreiz an arme hag ar varc’hegiez ar c’herniou. Skoulma a reas an emgann gant eur c’hrogad taer eus ar c’hirri ouz kreizenn an arme siriat, enni olifanted brezel [1].

  1. C’hoarvezout a reas, siouaz, e pennfollas kezeg ar Gelted pa weljont al loened divent-se o tont d’ezo d’an daoulamm, savet o zrompilh er vann hag o vlejal. Darn a darlammas, oc’h eilpenni tud ha kirri ; ar re all, o trei kein, a gasas ar mesk e-touez an droadegiez. Talvezout a reas an trec’h-se da Antioc’hos al lezano a Sôter « Salver ». — En hevelep doare, e 121, e voe ar Romaned dleourien eus o gounid war ar roue Bituitos d’o olifanted-emgann a lakas spont ha dispac’h e-mesk kezeg ar Gelted.