Implijer:Saig Keryann/Robot : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Phe-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Saig_Keryann: split
Tikedenn : Erlerc'hiet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
==__MATCH__:[[Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/113]]==
 
{{Niv||{{sc|ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez}}|113}}
 
<br/>
<pages index="Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu" from=131 to=145 />
 
'''Al loenoniez.''' — Ar Gelted a vage, dre galz, chas, kezeg, ejened, deñved ha moc’h, hag, er magerez-se, e tiskouezent, anat a-walc’h, skiant hag ampartiz, kement ha ma ’z eo reiz gortoz digant tud savet en o fazennad sevenadur. Oc’h ober dre baraduriou e klaskent gwellaat ar gouennou loened-ti ha sevel gouennou nevez : para a raent evel-se ar gouennou kezeg gant an azen hag ar c’hi gant ar bleiz. Ouspenn-se, chaseourien douet a oa anezo, o spia eveziek buhezegez ha boaziou al loened gouez : loened pevarzroadek, evned ha pesked. Kement ha ma c’hellomp merzout, e vije diwanet ker stank, er geriadur keltiek, an anoiou loened hag an anoiou louzeier. Ar gouennou loened niverus o pobla doureier, aer ha koadou Keltia a oa ganto peb a ano hag ez oa eun ano disheñvel da gement rummad diforc’het e-barz eur ouenn : ''brannos, krovos, lougos, vesakos,'' da skouer, e oa, heñvel eo, anoiou pevar doare brini. Evit loened a zo e oa an ano diouz oad ha reiz al loen, ha, pa veze eun aneval doñv an hini ’oa, diouz an implij anezañ : ''marka'' e oa ano ar marc’h-emgann ha ''vorêdos'' hini an doare marc’h a staged ouz ar c’harr skañv peder rod anvet ''réda''. Amprestet o deus ar Romaned digant ar Gelted meur a ano loened : ''alauda'' « alc’houeder », ''tinka'' « trañch », ''ankorakos'' « par an eog », ''bebros'' « avank » <ref>Ar ger-se a zo aet da ''befer'' e kerneveg. Hor ger ''avank'' a zalc’h lec’h eur ger hengeltiek ''abonakos'' diwanet eus ''abona'' « aven ».</ref>, ''vertragos'' « levran », ''alkis'' « karo-meur », ''uros'' « ejen gouez » <ref>Darn eus ar geriou latin-se a ouenn geltiek a zo manet e yez romanek Galia : ''alauda, tinca, biber, vertragus'' a zo deut da veza e galleg « alone, tanche, bièvre, veltre.</ref>.
 
A-hend-all, ergerziou ar Gelted evel gobr-soudarded en hanternoz Afrika hag e mervent Azia a reas d’ezo anaout eun niver loened eus ar broiou-se, evel an olifant, ar c’hañval, al leon, ar struskañval hag ar marmouz. ''Abana'' e oa ano ar marmouz e keltieg koz hag e tremenas ar ger-se eus ar c’heltieg er germaneg (''apan'') <ref>''Abana'' a oa d’ezan marteze eun adstumm dre ''p'' a gaver e-touez ar Geltibered. War unan eus an enskrivaduriou eus an oadvez kelt-ha-roman kavet en Estremadura, e lenner ''Apana Leuri filia'' « Apana merc’h Leuros ». ''Leuros'' a hanval beza keltiek ha hena stumm an iwerzoneg ''lour, leor, lor'' « bastus, a-walc’h ». A c’hellje beza e vije ''Apana'' henvelc’her gant ''abana'' « marmouz ». Stumm keltiek a zo gant anoiou-all war an enskrivaduriou-se : ''Lubacnus Tancini filius'' « Lubaknos mab Tankinos », ''Toncius Toncetami filius'' « Tonkios mab Tonketamos ». h. a. ''Rev. celt.'' 1910, p. 129 ; 1896, p. 110-1. — Libuek e tiskouez beza andon ar c’heltieg ''abana'' « marmouz ». Kenveria an nubianeg breman ''abalan'' « marmouz », liester ''abalani'', Homburger, ''Les langues négro-africaines et les peuples qui les parlent,'' 1941, p. 216.</ref>. N’ouzomp ket petore ano a reas ar Gelted eus an olifant hag eus ar c’hañval ; anvet eo ar c’henta ''cawrfil'' « ramsvil, ramsloen » gant Kembreiz hag an eil e oa ''cauurvarch'' « ramsvarc’h » e ano e {{Tired|ker|neveg}}
 
114
{{Niv|114|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
{{Tired2|ker|neveg}}. ''*Kavaromulo'' ha ''*kavaromarkos'' e vije bet stumm hen-geltiek an daou ano-se <ref>Ar c’hembraeg ''cawr'', kerneveg ''cauur'', diwar eun hen-geltieg ''kavaros'' « ramz », a zo ''keur'' ar stumm brezonek anezan e ''keureug'' « rams-eog ».</ref>.
 
 
 
'''Ar vezegiez.''' — Ar mezeg a veze graet anezañ ''*lêgis'' e keltieg Iwerzon. Tremenet eo ar ger-se, war a greder, eus ar c’heltieg d’ar germaneg (goteg ''lekeis'') hag eus ar germaneg d’ar slaveg (''leku'' « louzou », ''lekari'' « mezeg »).
 
Meurbet e veze pleustret war ar vezegiez gant ar Gelted koz. En o zouez, anat a-walc’h, evel e-touez an darnvuia eus poblou all an Henamzer, e oa anezi impli louzaouennou, traezou enep-hud, oberiou ha lavariou achantouriez, hep gwir dalvoudegez ebet : an hanter eus al louzaouennou roet gant ar yac’haer keltiat d’e glañvourien n’o doa ken nerz nemet en o faltazi ; an eil hanter anezo, avat, a helle ober vad, diboania, yac’haat a-wechou zoken. Ouspenn-se, da gredi eo e oa deut an divinourien hag an drouized, boazet ma ’z oant d’an aberzou, da anaout madik a-walc’h diabarz korf an den hag an anevaled.
 
E-touez Kelted Galia, e talc’has ar vezegiez da veza enoret-tre goude donedigez ar Romaned. Anat eo d’eomp, dre an enskrivaduriou, e founne enni ar vezeged, hag ar mezegezed. Ar mezeg gresian brudet Claudius Galenus (eilvet kantved goude H. S.) a zo ano gantañ en e skridou eus eur C’helt, anvet Abaskantos, a rae mezegiez e Lugudunon. Eun darn vras eus ar vezeged-se a heulie kelennadurez ha reolennou mezegiez ar C’hresianed degaset gant ar Romaned. Nemet, diouz he zu, mezegiez koz ar Gelted, gant he louzaouennou hag he strobinellou, a zalc’has da veva, dreist-holl e-touez ar bobl vunut. Er IV<small><sup>et</sup></small> kantved goude H. S., Marcellus Empiricus eus Bourdel, en e skrid ''De medicamentis,'' en deus lakaet, e-mesk kelennou tennet eus levriou ar C’hresianed,
 
115
{{Niv||{{sc|ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez}}|115}}
 
arridennadou komzou hud, enno nerz kuz e leiz, — gouez d’ezañ, — hag a zo bet savet, anat, e yez keltiek.
 
Eur meneg a ziforc’h a dleomp da ober eus mezeged an daoulagad (e latin ''medici ocularii, medici ophtalmici'') <ref>Hor ger brezonek koz ''mezeg'' a zeu eus al latin ''medicus'', evel ma teu ''gramadeg'' eus ''grammatica''. Amprestet int bet o daou da vare dalc’h ar Romaned.</ref>, a heñvel beza bet stank e Galia hag en enez-Vreiz dindan aotrouniez ar Romaned. An dud ouiziek-se a oa anezo, war eun dro, mezeged hag apotikerien. Int eo a aoze al louzou a erbedent. Kavet ez eus eun niver siellou maen ma raent ganto da verka an traetou diboania a werzent d’o c’hlañvourien, ha da rei da anaout o anoiou ha doare al louzou. Unan eus ar siellou-se, kavet e Breiz-Veur war lec’hiadur Magna, a zo engravet war ar pevar zalbennig anezi ano ar mezeg-apotiker ''Titus Vindacius Ariovistus'' <ref>Keltiek eo ano ha lezano ar mezeg-se : ''Vindacius'', pe gentoc’h ''Vindakios'', a zo diwar ''vindos'' « gwenn » ; ''Ariovistos'' a zo bet, en II<small><sup>et</sup></small> kantved kent H. S., ano eur roue kelt eus an Itali.</ref>, ouz e heul, bep gwech, ano eul louzou anavezet ouz an droug daoulagad : ''aniketon, nardinum, khloron'' (diverket e oa ano ar pevare louzou) <ref>''Aniketon'', ger gresianek da lavarout « didrec’hus », dre ma kreded e oa al louzou-se trec’h d’ar re-all ; ''nardinum'', ennañ spikanardenn ; — ''khloron'', eus ar gresianeg khlorôs « glas », en abeg d’e liou glas.</ref>.
 
 
 
'''Petra e teuas da veza war an Douar-bras gouiziegez ar Gelted.''' — Evit kloza, e c’hellomp lavarout e oa anaoudegeziou ar Gelted kentoc’h teskadou eveziadennou piz eget skiantou gwirion : doareennou-natur a anavezent e-leiz ; n’anavezent ket, avat, al lezennou-meur a ren anezo. Gallout a reer gant kalz a wirionez, lakaat e kemm stad o gouiziegez, er c’henta kantved kent H. S., gant hini ar C’hresianed etre an X<small><sup>et</sup></small> hag ar V<small><sup>et</sup></small> kantved kent H. S. Hogen ar ouiziegez-se eus ar C’hresianed, daoust n’oa anezi nemet pennadou distag ha diglok, he deus ganet istoriou brudet Herodotos (V<small><sup>et</sup></small> kantved) ha levriou ker brudet-all Aristotelès war ar plantennou, al loened, ar vezegiez, an naturouriez hag ar steredoniez (IV<small><sup>et</sup></small> kantved). Kemend-all a hallje c’hoarvezout gant Kelted an Douar-bras panevet ma teuas alouberez ar Romaned da vouga kelennadurez an drouized ha da sevel skoliou latin en ''Augustodunon'' (Autun), ''Trevires'' (Trèves), ''Burdigala'' (Bourdel), o lakaat dre se al latin e lec’h ar c’heltieg da vez ar ouiziegez.
 
116
{{Niv|116|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
Ne voe ket, evit se, ar ouiziegez keltiek lazet trumm hag en holl d’an holl. Meur a hini eus ar c’havadennou brudeta, lakaet war ar vicherourien geltiat gant skrivagnerien ar C’hreisteiz, a zo bet graet, kredabl, end-eeun war-lerc’h an alouberez roman, etre ar bloaz 50 kent hag ar bloaz 100 goude H. S. Ouspenn-se, eun tamm pe damm eus kelennadurez an drouized a zo bet savetaet, ken gant ar skrivagnerien c’hresian pe roman, ken gant ar Gelted en em lakaas da skriva levriou e latin. Ar brudeta anezo eo Trogos (50 kent H. S. — 10 goude ?), anavezetoc’h dre e ano latinaet Cn. Pompeius Trogus <ref>Eur C’helt e oa eus meuriad ar Vokonted, a oa ''Vasio'' (Vaison) ar gêr-benn anezo. E dad-koz en doa brezelekaet er Spagn dindan Pompeius Magnus (76-71 kent H. S.) hag a oa bet graet gantañ bourc’hiz Roma. Ac’hano e kemeras e diegez an ano a Bompeius. Kemeret e oa bet e dad da jubenn ha da gannad gant Kaesar e-pad brezel Galia. Trogos a ouie, war eun dro, ar c’heltieg, al latin hag ar gresianeg. E istor, ''Historiae philippicae'' e ano, a zeraoue gant Ninus, roue an Assirianed, hag a gloze er bloaz 9 kent H. S. Skriva eun istor-meur a oa eun dezo dizanat c’hoaz d’ar Romaned. Trogos a henvel beza bet skañv a-walc’h e bluenn : gouzout a ouie bevaat e zanvez dre daolenni broiou ha diskleria plantennou ha loened. Gouzout a reomp e oa prizet uhel gantañ e zlead a zanevellour hag e tamalle taer d’an danevellourien roman Titus Livius ha Sallustius beza prestet da dud brudet en Istor prezegennou diwar o daouarn o-unan.</ref>. Danevellour ha naturour e oa war eun dro. Eur skrid a eure ''War ar Plantennou'' hag unan-all ''War al Loened'', hag e, savas, ouspenn, eun istor-meur eus ar Bed e 44 levr, ennañ kalz a draou pouezus diwar-benn ar Gelted, a anavezomp dre an diverradur a reas anezañ Justinus en II<small><sup>et</sup></small> kantved goude H. S.
 
 
 
'''Ar ouiziegez gant Kelted Iwerzon.''' — Da heul an diskleriaduriou diwar-benn gouiziegez Kelted an Douar-bras, deut d’imp a-berz henskrivagnerien ar C’hreisteiz, ne vo ket didalvoud staga ar peadra eus kelennadurez Iwerzoniz ar Grenn-amzer, a hellfe sur pe suroc’h sevel d’ar marevez pagan <ref>Gwaz a se, nevesaet ha distummet eo bet skridou gouiziek Iwerzon gant lenneien a oa aet doun en o spered levezon ar Skritur-Sakr ha gouiziegez ar C’hresianed hag ar Romaned.</ref>.
 
''a'') Doueoniez ha bedoniez. — Iwerzoniz, da vihana ar re anezo a denne da bendiegeziou ar vro, a lavare diskenn eus
 
117
{{Niv||{{sc|ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez}}|117}}
 
Mile <ref>Mile, tro-c’henel Miled, a c’houlenn en e raok eur furm hen-geltiek, ''*Miles'', tro-c’henel ''*Miletos''. Eur bezskrid kelt-ha-roman eus ar Bannonia Izela a gaver ennañ an ano den ''Miletumaros'' « bras evel Miles ».</ref>, mab Bile. Hogen Bile, ''*Belos'' en hen-geltieg, a heñvel beza eun ano diwar ar wrizienn ''bel'' « mervel » <ref>Ac’hano an hen-geltieg ''*ate-beli'' « e varv », ''*atebelant'' « e varvont », deut diwarno en iwerzoneg ''epil, atbalat''.</ref>. Dereet en dije war ar poent-se kelennadurez Iwerzoniz ouz hini ar C’halianed a dremene ar Gelted, evel ez eus bet lavaret uheloc’h, da vibien doue ar Maro.
 
E kredenn Iwerzon e tle diwez ar bed dont en e raok gwall-reuziou ha skoueriou a vuhez fall seurt biskoaz. Goude an emgann bras savet e Mag-Tured etre an daou rummad, doueou, doueez ar brezel Bodb (''*Bodua''), lezanvet Morrigu « ar rouanez-veur », a ya war benruniou Iwerzon, e glann ar gwaziou-dour, en aber ar stêriou, e bodadennou an Deuzed, da embann trec’h an doueou madoberus war ar Fomoreed du. O tiouganâ an amzer da zont, e tezrevel evel-hen diwar-benn diwez ar bed :
 
« Eur bed a welin n’am laouenao ket nemeur, — An hañv divleuñv, ar saout dilaez, — Ar gwez difrouez, — Ar mor dibesk. — Ar gozidi a zeuio ganto barnedigeziou diwirion, — Ar varnerien a raio diouz fals-sturiou, — Peb brezelour a vezo trubard, — Peb den a vezo laer, — Ar mab a savo e gwele e dad, — An tad a savo e gwele e vab, — Pep-hini a vezo breur-kaer d’e vreur. — Gwasat amzer ! — Ar mab a douello e dad, — Ar vamm a vezo touellet gant he merc’h. »
 
Evel-se ivez, e-touez ar Skandinaved, maro ar bed hag an doueou a zeu en e raok eur mareveziad torfedou hag euz. Ar « vala » (diouganerez) a sell e doun an Amzer-da-zont hag
 
« E wel eno o torimellat, — Er stêriou teo, — Tud du, muntrerien, — Ha fals-touërien, — Ha gwall-lorberien — Gwragez ar re-all. »
 
Dont a ra war ar bed goañvou hir, erc’hus, kriz, arneou, barradou-amzer, korventennou, eun heol a skuilh dre-holl anken e-lec’h levenez. An hudurniez, ar brezel, an dizunvaniez en em astenn war an holl zouar :
 
« Ar vreudeur a vuntr o breudeur ; — Bugale c’hoarezed — A skuilh gwad an eil egile. — Emañ ar c’hrizder-kalon o ren dre ar bed ; — An hudurniez eo ar rouanez. — Oadvez
 
118
{{Niv|118|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
ar c’hleze eo hag ar vouc’hal ; — Frailhet eo ar skouedou dre an hanter ; — Oadvez ar wall-amzer hag al laz eo, — Ken na varvo ar bed, — Ha n’en em esperno ken an dud, — Didruez an eil ouz egile. »
 
Beza a-walc’h, p’en em zere ker klok, er c’heñver-se, kelennadurez Iwerzon ha hini ar Skandinaved, e vije bet ar seurt kredenn tra voutin etre ar Gelted hag ar C’hermaned a-ziwar an Hen-amzer <ref>Lakaet ez eus ivez e c’hallje beza eun amprest eus Iwerzoniz digant Skandinaviz, nemet ar c’hontrol e ve ; gwelet ez eus enni, ouspenn, faltaziou diwanet diwar eur menoz kristen bennak.</ref>.
 
''b'') Danevellouriez. — Poblet e vije bet Iwerzon gant meur a ouenn argadourien, doueou ha tud varvel, degouezet koulz ha koulz all, darn anezo eus ar Spagn pe eus ar C’huz-heol (eus an douar lakaet gant ar mojennou d’an anaon ha d’an doueed), ar re-all eus ar C’hreisteiz, ar Sav-heol pe an Hanternoz.
 
Kosa argadenn e voe hini ar Fomoreed <ref>Arvarus ster ar ger ''Fomore'' : « boud dindanvorek » hervez darn, « ramz » hervez darn-all.</ref>. Doueou e oant hervez eun danevell a zo, tud, gouez d’eun danevell-all, anezo laeron-vor griz, gwir ziaoulien o dremmou tud. Erevent, euzadennou a oa ivez en o zouez : tud penn-gavr ha tud hep penn (evel tud dibennet e vez alies skeudennet ar re varo en hen-lennegez keltiek ha doueed ar maro e broiou-all, en Indez da skouer), tud glas o c’hen ha tud ruz o hini (kenveria henvoaz Albioniz — hag an Agathursed war an Douar-bras — d’en em liva penn-kil-ha-troad gant liou glas ar ''glaston'' « pastez-liva » hag ar c’hiz koz etrevrôadel da liva e ruz ar c’horfou maro), tud unlagadek, untroadek hag unvrec’hek (kement-se o tegas da goun an dro-gorf a hud anavezet mat dre hen-zanevellou Iwerzon : en em zerc’hel war eun troad, gant eur vrec’h hepken a-zispak hag eul lagad serret). Mentet-ramzel e oant hag e vevent diwar hemolc’h ha pesketerez. Douara a rejont en Iwerzon gant c’houec’h lestr, peb a hanter-kant paotr hag a hanter-kant plac’h warnezo.
 
An eil argadenn e voe hini Cessair, merc’h Bith « Bepred », a zeuas gant tri lestr. Daou anezo a benseas hag e voe beuzet kement a oa en o bourz. Treizerien an trede lestr hepken a ziskennas salo d’an douar e korn gevret Iwerzon ; Cessair eo a oa ha ganti he zad, daou baotr all, hag hanter-kant
 
119
{{Niv||{{sc|ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez}}|119}}
 
maouez yaouank <ref>Lakaet en deus an aotrou Rhys e c’hellje Cessair derc’hel lec’h eun doare-ger ''*Kestaris'', diwar eur stumm kosoc’h ''*Kassitaris, *Kassiteris''. Degaset en deus da goun e veze graet a-wechou eus Iwerzon « enez Cessair » en henskridou iwerzonek, hag en deus lakaet ar ger-se e kemm gant ar ger gresianek ''kassiteros'' a dalv, er skridou homerek (war-dro 800 kent H. S.), da verka ar staen. Hogen keltiek e orin, heñvel a-walc’h, e vije ''kassiteros''. Eun ano-doarea er bazenn-gevatal e vije, a dalvoudegez gant « ken hetus, a het kement » diveret eus eur benrann-ger ''kassi-'', « kaer, hetus, a het ». Ar Gelted, gounezet ganto enezennou ar gwalarn ha laouenaet gant ar c’hounidegez-se, o dije graet eus Breiz-Veur hag Iwerzon « an enezennou ker kaer ha ker kaer, hetus, dudius » (''Kassiteras'' d’al liesder, pe ''Kassiterai, Kassiterê'' d’an niver-daou. Alies e c’hoarvez e vez graet eus eur metal ano ar vro a ro anezañ : evel-se, da skouer, e teu ano ar c’houevr eus ''Kupros'', ano eun enezenn, hag, e galleg, ''bronze'' eus ''Brundusium'', ano-kêr.</ref>. Cessair an hini a stagas da zifraosta Iwerzon.
 
An drede argadenn e voe hini Partholon, mah Baath « ar mor », a zeuas gant dek kant a geneiled ken paotred ken merc’hed, da zouara e korn mervent Iwerzon, a faezas ar Fomoreed hag a gendalc’has da zifraosta kompezennou an enezenn. Eus ar Spagn e teue Partholon goude laza e dad, Bel e ano, a oa roue war ar vro-se.
 
Ar bevare argadenn e voe hini Nemed (''*Nemetos'') hag e vibien a dizas Iwerzon goude merdei e-pad eur bloavez hanter. Eus bro-Spagn e teuent, evel Partholon. Trec’het e voe ar Fomoreed e pevar emgann gant Nemed, hogen mervel a renkas, dambrest goude, gant eur c’hleñved-red a sammas, a-unan gantañ, 2.000 eus e dud. Kollet ganto o fenrener, e kouezas pobl Nemed dindan yeo ar Fomoreed hag a voe mac’homet euzus. Rediet e veze d’ezo rei d’ar Fomoreed an diou drederenn eus ar vugale ganet gant o gwragez, an diou drederenn eus ar bloaveziad ed ha laez diwar o farkou hag o saout.
 
Ar bempvet argadenn e voe hini teir foblad anvet « gwazed Bolg » ''Fir-Bolg'', « gwazed Domna » ''Fir-Domnann'', ha « Galianed » ''Galiain''. An teir foblad-se a zegouezas en Iwerzon digevret, war bep a strollad listri, gwazed Bolg da genta, re Zomna da c’houde hag ar C’halianed da ziweza. Ranna a rejont etrezo Iwerzon : tud Domna a zalc’has teir eus pemp kevrennad an enezenn, tud Bolg o devoe Bro-Ulad hag ar C’halianed al Leinster <ref>An teir foblad-se a zalc’h, en dezrevellou-meur, eul lec’h a bouez e-touez enebourien Kunokobros, Stetantios ha brezelourien Bro-Ulad, anezo ar gadourien vuia-karet gant ar fileed. An hevelep tu-ouz-tu a weler e lizeradur an hen-zoueou : diouz an eil tu, doueou mat an deiz, an amzer gaer hag ar vuhez, a raed anezo ''Tuatha De Danann'' ; diouz an tu-all, doueou fall ar maro, ar wall-amzer hag an noz, a anved Fomoreed. Ouz ar re-mañ e staged, e lennegez Iwerzon, ar penna eus an teir foblad enebourez a stourme outo kadourien Bro-Ulad : graet e vez a-wechou eus pen-rener ar Fomoreed ''dê Domnand'' « doue Domna ».</ref>(
 
120
{{Niv|120|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
Ar c’houec’hvet argadenn e voe hini « tud doue Dana » ''Tuatha De Danann''. Dont a rejont eus an neñv e-touez eul latarenn, gouez d’an doare-danevell a ra anezo doueou. Hervez an hini a ra anezo tud varvel, « e vijent deut dre vagou eus an inizi en Hanternoz ar bed, m’o doa desket enno ar skiantou hag ar breou, an drouiziez, an hudouriez hag ar gwidreou. Kement-se eo o lakeas trec’h d’ar poblou all. » Degas a rejont ganto pevar zra hag a rae marz : eur maen, eur goaf, eur c’hleze hag eur gaoter. Ar maen, a voe lakaet e Temair (Tara) a save dioutañ eur garm a hud dindan pep roue reiz o tont da ren war Iwerzon. Ar goaf a dalveze an trec’h da neb e zalc’he en e zourn. Den n’halle tec’hout diouz ar c’hleze kerkent ha m’edo dic’houinet. Kement hini a zebre eus ar gaoter a guitae ha gantañ anaoudegez-vat.
 
Kenta a rejont, goude douara en Iwerzon, e voe pulluc’ha o listri, da beurvouga en o c’halon pep mennad a zistro. Eur bras a emgann a renjont e kompezenn Mag-Tured ouz ar Fomoreed hag an teir foblad kevredet, Fir-Bolg, Fir-Domnann, Galiain. O faeza a rejont ha perc’henna Iwerzon.
 
O rener en o stourm ouz ar Fomoreed e oa Lug ( = ''*Lugus'', tro-c’henidik ''*Lugôs'') mab Cian (= ''*Kênos'' « Pell »), an doue e vil vicher ha mestr-touet war bephini anezo, a beb eil ha war eun dro marc’heg (''*Markakos''), karrvlenier (''*Karbantarios, Essedarios'') soudard (''Kinges, Gaisatios''), saver-krenvlec’hiou (''*Ratarios''), merdead (''Moritex''), mezeg (''*Legis''), hudour (''Toutakos'' ), gov (''*Gobans''), aremour (''*Kerdastos''), h. a. <ref>Diwar-benn an doue Lug, lenn pennad J. Loth war ar ''Rev. archéol.'' 1914, pp. 205-28 : ''Le dieu Lug, la Terre-Mère et les Lugoves''.</ref>.
 
Ar seizvet argadenn a voe hini mibien Mile, anvet ivez ''Goedeli'' « Gouezeled » <ref>Ar Skoted eo, ''Scoti'' er skridou latin.</ref>. Eus ar Spagn e tegouezjont <ref>E skridou iwerzonek ar Grenn-amzer, techet da drei an hengouniou diouz skouer Evhemer, Bro-Spagn he deus kemeret lec’h bro an anaon hag an doueed, « ar c’hant hanter-kant enezenn bell » a sav e goueled ar C’huz-heol, en tu-hont da goummou ar mor-Bras. Da lakaat e kemm « an enezennou pella » ma oa deut ac’hano eun darn eus poblou Galia, diouz ma kelenne drouized ar vro-se.</ref>
 
121
{{Niv||{{sc|ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez}}|121}}
 
hag e kemerjont an enezenn digant tud Dana o virout an hanternoz, ar c’hornog hag ar mervent. Lezet e voe al Leinster gant an henvroiz ha roet d’ezo da roue eun « den a Zomna » ''Fer-Domnann''.
 
An eizvet argadenn a voe kaset da benn gant eur meuriad Breiziz a rae Iwerzoniz anezo « tud Fidga », ''Fir-Fidga, Tuath Fidga''. Kalz a zroug a rejont da Vilezïz gant o armou kontammet.
 
Neuze eo e c’hoarvezas an navet argadenn, hini ar Bikted <ref>E skridou Iwerzon e vez graet a-wechou eus ar Bikted ''Cruithni'', tro-envel unan ''Cruithne'', a zalc’h lec’h eur ger koz ''*Qritanii'', tro-envel unan ''*Qritanios''. Aliesoc’h ec’h anver anezo ''Cruithnig'' eus an ano-bro ''Cruithne'' a verk Breiz-Veur hag a c’houlenn a-raozañ eur furm koz ''*Qritania, *Qretania''. E keltieg an Douar-bras e lavared ''*Pretanis, *Pritanis''. Ac’hane an hen-gembraeg ''Priten'', diwezatoc’h ''Prydyn, Prydein ha Prydain'', a verk bro-Skoz, brezoneg ''Preden'' (en ano-lec’h ''Lopreden''). Eun dra da evesaat eo kement-man : ha d’ar Vrezoned ober eus enez-Vreiz enez-Preden, biskoaz n’o deus tennet eus an ano-bro-se eun ano brôadel d’en em envel i o-unan. Predeniz a zo chomet bepred en o yez an ano a lakent d’o enebourien, ar Bikted, aet a-dolpad da veva e kevrenn hanternoz an enezenn. Douar estren bet trevadennet ganto eo manet enez-Preden evit ar Vrezoned (J. Loth). — An ano laket d’ar Bikted er skridou latin, ''Picti, Picti Brittoni,'' a dalv « ar re a zo livet o c’hen, ar re broudvrizellet o c’hen ». Bez’ ez eus bet e keltieg an Douar-bras eur ger ''*pixto'' (*qixto e keltieg Iwerzon) a dalv kement ha « engrava, skulta, tatoua, broudvrizella, skejvrizella ar c’hroc’hen ». Hen kavout a raer e lies ano pobl ha den : ''Pixtones'' (vulgo ''Pictones''}, ''Pixtillos, Pixtogenos, ''Pixtilankios'', h. a.</ref>, a zouaras e korn kreisteiz Iwerzon. En em gevredi a reas Mileziz ganto hag a drugarez d’o skoazel, e voent trec’h da dud Fidga. Rei a rejont neuze intañvezed ar vrezelourien a ouenn « Mile » a oa marvet war vor da briedou d’ar Bikted, ha redia ar re-mañ, goude-se, da gas o annez da enez-Vreiz.
 
Gwall-ziaes eo ober en danevellou koz-se perz ar vojenn ha hini an istor. Setu amañ, hervez eun lien-skrid, penaos e vije bet neuziet ha speredet ar re benna eus alouberien goz Iwerzon :
 
« Kement a zo gwenn o c’hroc’hen, gell o bleo, her, leun a enor, dizaon, tud d’ober berz, brokus da zarnaoui douarou, danvez, bizeier, ha na grenont ket rak ar c’hrogad nag an emgann, ar re-se a zo diwar vibien Mile en Iwerzon.
 
« Kement-hini a zo melen o bleo, droukrañsus, mentet-uhel hag holl-breizer ; kement-hini a gar ar sonerez, ar {{Tired|vis|tri}}
 
122
{{Niv|122|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
{{Tired2|vis|tri}} war sonerez hag an dihuedou, a ziskouez beza akuit e skiantou an drouized hag an hudourien, ar re-se a zo a-ouenn gant tud doue Dana en Iwerzon.
 
« Kement-hini a zo du o bleo, teodek, yud, gaouiat, safarer, hag a denn dispriz ; kement den ezommek, loudour, kantread, berr-boell, garo ha fall da zigemer ostiz ; pep sklav, pep laer displed, pep koueriad ; kement ha na garont ket ar sonerez hag an diduell, trubuilherien pep kuzuliadeg ha pep bodadenn, aozerien an dispac’h e-mesk ar bobl, ar re-se eo diskennidi ar « Fir-Bolg, Galiain, Liogairne, Fir-Domnann » en Iwerzon. Hogen mibien ar « Fir-Bolg » eo an niverusa en o zouez » <ref>Duald Mac Firbis, danevellour iwerzoniat eus ar XVII<small><sup>et</sup></small> kantved, eo en deus miret d’eomp ar pennad-se, a zo kollet al levr koz m’en doa e dennet dioutañ.</ref>.
 
 
 
{{Kreizañ|{{Ment|'''KEVRENN II : SKIANT AR VUHEZEGEZ'''|120}}}}
 
 
 
Diwar-benn buhezegez ar Gelted, arabad en em lezel da veza touellet gant boaz an aberzou tud, pe eur boaz pe voaz all heuliet er brezel, evel lazerez ar brizonidi. En Henamzer, e-touez an holl boblou pagan, e voe eeunet an azeulerez hag ar brezel diouz gourc’hemennou kriz ha didruez, na gaved ster ebet anezo peurliesa er vuhez pemdez.
 
A-hend-all, n’eus ket tre da sellout ouz ar varn c’haro douget gant eun niver skrivagnerien italian ha gresian diwar-benn an holl Gelted gwitibunan. Ne varn mab-den ez wirion nemet an neb a gar. Hogen an darnvuia eus skrivagnerien ar C’hreisteiz o deus komzet eus ar Gelted evel enebourien, hag, e pep mare, en Hen-amzer, moarvat, muioc’h c’hoaz eget bremañ, e lec’h beza harpet war ar wirionez, barn ar poblou war o c’hevezerien a voe douget, anat d’an holl, diwar gasoni, dizanaoudegez, pe gredenn-dreuz.
 
Ret eo evezia tri zra ouspenn :
 
1) ar Gelted a voe barnet kalz gwelloc’h gant Gresianed ha Romaned, evel Poseidonios ha Kaesar, a weladennas anezo en o bro hag o devoe darempredou outo estreget war dachenn an emgann ;
 
2) meulet e vezont aliesa hiniennou gant ar skrivagnerien italian ha gresian-se end-eeun a varn ar garva anezo evel pobl. Meulet e vez ganto o c’hadarnded hag o herder,
 
123
{{Niv||{{sc|ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez}}|123}}
 
o madelez hag o eeunder, o c’hasoni ouz ar gaou hag o c’harantez ouz ar gwir, glanded ha lealded o gwragez <ref>Da gaout skoueriou sellout ouz ar pennadou X ha XI.</ref> ;
 
3) roet int bet, a zo kaeroc’h, da skouer d’o c’henvroiz gant kelennourien war vuhezegez. Plijout a rae d’ar re-mañ lakaat gwirionded poblou an Hanternoz hag o buhez reiz ha yac’h e kemm gant trubarderez ha hudurniez Kreisteiziz.
 
Diwar gement-se e c’hellomp dastum ne voe trec’het ar Gelted, evit ar pez a sell ar vuhezegez vat, gant hini ebet eus poblou Europa gwechall, hag e voent zoken, war boentou-zo, trec’h da boblou ar C’hreisteiz, miret ma ’z oant bet gant o doare-beva diouz ar gwall-siou a amprestas ar C’hresianed hag ar Romaned digant sevenaduriou koz ar Sav-heol.
 
Ar pez a ouzomp eus ar reolennou a vuhez a roe drouized, Galia en o c’helennadurez hag eus buhezegez paganed Iwerzon a denn d’hor startaat c’hoaz er gredenn-se.
 
 
 
'''Skiant ar vuhezegez gant an drouized.''' — Skiant ar vuhezegez a rae eur gevrenn a bouez e kelennadurez drouized Galia. Miret eo bet d’eomp gant eur Gresian eus an II<small><sup>et</sup></small> kantved, goude H. S. unan eus ar reolennou anezo : « Douja an doueed, tremen hep ober droug ebet, beza kadarn », a gemenn, war eun dro, ar feiz, ar gadarnded hag eur vuhez glan ha reiz. Gouzout a reomp ivez, dre skrivagnerien all, o deus dalc’het an drouized karg unvanerien ha peoc’herien e-touez ar Gelted, hag int tud taer ha brezeliat. Brudet e oant evel ar re wiriona eus an dud, hag e fizied enno a-walc’h barnedigez ar breutadegou, dreist-holl ar re a save diwar vuntrerez. Eun dra a c’hoarvezas a-wechou er c’henta kantved kent H. S. : gwelet e voe diou armead keñver-ha-keñver, ganto o c’hlezeier dic’houinet hag o goafiou a-bann, hag an drouized oc’h en em deurel etre an daou vagad hag o tont a-benn da unvani an dud-se war-nes en em daga.
 
 
 
'''Kuzuliou ar c’hadour Setantios d’e ziskibl Luguadis.''' — Miret eo bet d’imp ar pennad-mañ da heul gant eur skrid iwerzoniat eus ar Grenn-amzer, nemet pagan rik eo ar gelennadurez anezañ, meneg ebet ennañ nag eus Doue nag eus
 
124
{{Niv|124|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
an Iliz. Ar c’hadour brudet Setantios <ref>''Setanta'' e skridou ar Grenn-amzer. An hevelep ano eo ha hini ar ''Setantii'' meuriad breizat war aodou mor Iwerzon. Anavezetoc’h eo ''Setanta'' dre e lezano « Cuchulain » da lavarout eo « ki Culann ».</ref> en dije bevet er c’henta kantved goude H. S. hag e ziskibl Luguadis <ref>''Lugaid'' er Grenn-amzer.</ref>, lezanvet « e gelc’hiou ruz », a vije bet galvet da roue-meur Iwerzon er bloaz 65. Pa voe ar paotr yaouank war-nes kimiadi da vont en e garg nevez, e vestr a gomzas d’ezañ evel-hen :
 
« N’ez ket da enaoui rendaelou izel ha gouez. Na vez ket feuls, dibarfet, rok. Na vez ket aonik, taer, buanek, dievez. Na vez ket eus ar vezvierien-se a zo aon razo hag a ra freuz… Na lez ket termen galloud al lezenn da gloza war eur gaou. Ra vezo selaouet mouez an eñvoriou beo da c’houzout gant pe hêr e tle digouezout an douar. Ra vezo ar wiraourien rik ha gwirion dirazout ! Ra vezo barnerien da rei ar Gwir d’ar vro !… Ra vezo galvet ar re veo da hêred madou ha rôet en-dro, war o le, ar vuhez da diegeziou ar re varo ! Ra binvidikaio an hêred hervez o gwir reiz ! Ra dec’ho an alouberien, deut a-ziavaez an tiegeziou, o plega da nerz-dreist an douarened reiz ! »
 
« Na respont gant rogentez. Na gomz ket ez vouzarus. Diwall d’ober da furlukin. Na ra goap ouz den. Na douell ket ar gozidi. N’az pez a wallziskred ouz den. Na c’houlenn netra a ziaes. Na gas diwar da dro goulenner ebet hep respont. Ne rôi, ne zinac’hi, ne bresti mann hep gwir abeg. Degemer gant doujañs kenteliou ar re fur. Az pez koun eus kelennadurez ar re goz. Heuilh al lezennou savet gant ar gourdadou. Na vez ket yen a galon ouz da vignoned. Bez nerzus ouz da enebourien. En em vir diouz an arguzou a noazfe ouz da enor, p’en em gavjes alies gant tud all. Na vez ket eur marvailher diroll. Na vac’hom den. Na zastum tra a gement na vefe ket talvoudus. Ra vo eeunet gant da rebechou an neb a ra dislealded ! Na vezet ket da varnedigeziou saotret gant gwall-froudennou an dud ! Na gemer ket madou an nesa gant aon n’az pefe keuz. Na vez ket eun tabuter, evit mirout da denna droukrañs warnout. Na vez ket diegus, betek gouzout na zeufes da veza dinerz. Diwall da veza mesker ha da goll, dre-se, da vrud-vat. Asanti a rez-te heulia ar c’huzuliou-se, o va mab ? »
 
125
{{Niv||{{sc|ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez}}|125}}
 
<nowiki/>
 
Luguadis a respontas ;
 
« Ar c’huzuliou-se a zo mat da heulia holl gwitibunan : An holl her gwelo.
 
Hini anezo ne vezo dilezet.
 
Sevenet e vezint mar bez gallet. »
 
 
 
{{Kreizañ|{{Ment|'''KEVRENN III : AR GELENNADUREZ'''|120}}}}
 
 
 
'''Diorrôadur ar spered.''' — E Galia, en Iwerzon hag en enez-Vreiz ivez, moarvat, e heñvel kelennadurez ar yaouankiz beza bet fiziet peurliesa en drouized. Kelennadurez an drouized a oa anezi dreist-holl gwerzennou a ranked deski dindan eñvor ; ugent vloaz e c’helle padout evit ar re a venne dont da zrouized. Dre c’henou hepken e veze rôet ; difennet e oa he lakaat dre skrid, daoust ma rae alies drouized, Galia, er c’henta kantved kent H. S., implij eus al lizerennou gresian e diellou an dud pe ar roue.
 
N’ouzomp ket pelec’h e veze rôet kelennadurez an drouized. E kuz e vije, e-kreiz ar c’hoadou pe e doun ar c’heviou, war a ro d’eomp da gredi eur skrivagner latin. Nemet er c’henta kantved goude H. S. e veve ar skrivagner-se, da lavarout eo d’eur mare m’edo ret d’an drouized, en abeg d’al lezennou garo savet outo gant an impalaered, en em guzat pa gelennent. En eur skrid iwerzonek eus ar Grenn-amzer, e welomp an drouiz Cathbu, tost da Emania, kêrbenn an Uladed, hag en-dro d’ezañ kant a ziskibled gredus o teski digantañ gouiziegez an drouized.
 
Hervez Kaesar (kenta kantved kent H. S.) e veze heuliet kenteliou drouized Galia gant eun niver tud yaouank kaset daveto gant o zud, pe deut anezo o-unan. Uhelidi e oa anezo ; evelato, ne ro tra da gredi o dije an drouized dinac’het o c’henteliou ouz mibien tud a renk izel pinvidik.
 
Evit ar werin e oa trawalc’h d’ezo, hep mar, ar gelennadurez a veze rôet en tiegeziou pe el labouradegou, ha n’o doa ken diorrôadur spered nemet an hini a helle da rei ar c’hanaouennou pe an danevellou o redek a rumm da rumm dre an holl vro pe e rann pe rann anezi{{Reizh|,|.}}
 
 
 
'''Diorrôadur ar c’horf.''' — Mar doa diorrôadur ar spered, da vihana evit an uhelidi, ker klok ha ker piz ha ma c’halle beza diouz al lec’h hag an amzer, n’oa ket diorrôadur ar c’horf dilezet kennebeut-all. Evesaet piz e veze na zeuje an diegi pe ar vuhez diroll da zistresa korf an dud yaouank.
 
126
{{Niv|126|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
Pennou ar c’hêriadennou a oa en o zi eur gouriz, ma muzulient gantañ, bep a mare, an dud yaouank, hag ar re m’edo an dargreiz anezo teo-dreist, a gleve kroz garo hag a ranke paea eur gopr-dic’haou pounner.
 
En tu-hont da embregerez an armou, d’ar marc’hegerez, da renerez ar c’harr-brezel, d’ar rederez, d’al lammerez, d’an neuerez, e teske an uheliad hag ar brezeliad dre vicher a bep seurt c’hoariou nerz pe oueskder, e c’hallomp kaout eun damskeud anezo dre ar re a veze boaziet e-touez Iwerzoniz pagan : lamm-brezel an eog, tro ar rod hag ar c’hoari-chase, an taol-nerz war alan, tro an nao den, troiou an evn, ar c’haz, an aval, hag all. Eur pik-lamm sounn e oa lamm an eog, graet gant al lammer a-ziwar e dachou dre nerz e zaou arzell hepken. D’ober tro ar c’hoari-chase e lammed sounn uhel (evel gant lamm an eog), e trôed en-dro da benn an enebour (tro ar rod a oa se), e doare d’en em gavout en eun taol-krenn a-dreñv d’ezañ, gant ar c’hleze noaz war gil e benn. Eun dro-all ouesk hag a nerz, a oa ma krape an den gant fust eur goaf dalc’het sounn ha ma talc’he war e sav, e droad war veg ar goaf.
 
Bez’ e oa, hep mar ebet, c’hoariou heñvel ouz ar re-se gant Kelted an Douar-bras, hag ivez gant ar C’hermaned an Illirianed hag an Dhraked.
 
D’ezo e oa dleourien ar pep gwella eus brezelourien an holl boblou-se eus o nerz hag o skañvder a soueze Kreisteiziz <ref>War ar gourenou, ar redadegou kirri, hag all, sellout, el levrig XII, ar pennadig diwar-benn « ar c’hoariou ».</ref>. Ar Gresian Ploutarkhos a gomz eus ment uhel ar Gelted a argadas an Illiri e 182 kent H. S. hag eus an ampartiz dispar a ziskouezent en holl c’hoariou ouesk. An danevellourien roman a zo meneg ganto eus ar roue german Teutoboduos <ref>''Teutobokkos'' hervez Florus. Keltiek eo an ano-se. Edo, ar c’hiz, e-touez ar C’hermaned, en II<small><sup>et</sup></small> kantved kent H. S., dougen anoiou keltiek. Kaout a rae d’ezo e oa ar seurt anoiou sevenetoc’h eget o re. An trouz a vrud, a gadarnded hag a c’halloudegez, a heulie c’hoaz ar Gelted, a stage eun nerz dispar ouz kement tra a denne d’ezo, ouz o anoiou-tud evel ouz an traou-all. Ar German, a gemere eun ano keltiek, en em sante uheloc’h a se, hag e kave d’ezañ e oa trec’h dre eno d’e genvroiz o tougen anoiou germanek. An hevelep c’hoant a ra hizio da gement-all a gerent vreizat rei d’o bugale anoiou gallek e lec’h re sent o bro.</ref> (102 kent H. S.), eur ramz anezañ, e nerz en tu-hont da hini eun den, hag a dremene, en eul lamm, dreist da c’houec’h marc’h kichen-ha-kichen.
 
127
{{Niv||{{sc|ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez}}|127}}
 
<br/>
 
{{Kreizañ|{{Ment|'''KEVRENN IV : KOSA SKOLIOU IWERZON'''|120}}}}
 
 
 
En Iwerzon, e-keñver ar skoliou dalc’het gant an drouized, e oa skoliou all dalc’het gant an divinourien pe ''veletes''. Meneg a vez alies eus ar skoliou koz-se a Iwerzon er skridou a sell ouz ar marevez pagan. En III<small><sup>et</sup></small> kantved goude H. S. ar roue Korbomaqos maqos Arti <ref>''Cormac mac Airt'' e skridou ar Grenn-amzer.</ref> a savas e Tara, chomlec’h ar roue-meur, teir skol, unan a vrezelouriez, an eil a zanevellouriez, an deirvet a reiz hag a wiraouriez.
 
Pleustret-dreist e voe, moarvat, en Iwerzon, war gelenn an istor a c’henou da c’henou, en tri chantved kent hag en tri c’hantved goude donedigez H. S., pa heñvel gouizieien iwerzoniat ar mare-se beza miret a rumm da rumm, hep skoazell ar skritur, koun darvoudou ker koz, da skouer, hag argadenn Galiani <ref>Deut eo ar ger-se da « Galiain » en iwerzôneg, er Grenn-amzer. Al lost-ger ''an'', er ger-se, a zo an hevelep hini hag e ''Romani'' (eus Roma), ''Tolosani'' (eus Tolosa).</ref> (da lavarout eo Kelted Galia) en IIIet kantved kent H. S. Muntret e oa bet eur roue iwerzoniat eus an amzer-se gant ar roue-meur. Mab an hini lazet a dec’has war-du ar Reter : tremen a reas en enez-Vreiz hag ac’hano war an Douar-bras, e-lec’h en em lakaas e dalc’h roue tud Menapia <ref>Er c’hantved kenta kent H. S. ez eo ar Menapii unan eus meuriadou ar Belgion (kevrenn hanternoz Galia). Derc’hel a raent aodou mor an Hanternoz, eus aber ar Rênos d’ar striz-mor a anved neuze raz Galia (bremañ raz Calais). E gre an argadennou graet gant Kaesar e Galia, o devoa c’hoaz en tu-hont d’ar Rênos, e Germania, douarou, atantou ha kêriadennou, ''De bello gallico,'' IV, 4. Kalz a vigi o devoa ha listri-mor warno goueliou liesliou, eme Dacitus (I<small><sup>a</sup></small> kantved goude H. S.).</ref>. Hemañ, savet ennañ karantez ouz an divroêt, e gasas en-dro da Iwerzon gant 300 lestr, warno 2.200 Galian, brezelourien o goafiou houarnet ledan. Skoazellet ganto, an divrôet a skôas d’ar maro roue Iwerzon, 30 roue dindanañ, ha 700 a vrezelidi. Brudet e voe ar C’halianed evel gwella kadourien Iwerzon <ref>Kaesar en deus lavaret ivez e oa ar Velged gwella brezelourien Galia. — An danevell kaer-dibaot-se a zo bet gwall-zistreset gant gouizieien iwerzoniat ar Grenn-amzer diwar o studi eus ar Skritur-Sakr. Ar ger ''Menapia'' o veza aet da « Menia » en iwerzoneg krenn, e voe trôet ganto ''tir fer Menia'' « douar am dud a Venia » en ''tir Armenia'' « douar Armenia ». Eur skouer eo, etre kant a re-all, eus ar c’hemmesk hag ar rouestl o deus laket gouizieien Iwerzon ar mare-se en henistor o bro, goude lenn ar Skritur-Sakr ha leoriou ’zo eus an danevellourien c’hresian ha latin.</ref>(35). Diazeza a rejont er c’horn
 
128
{{Niv|128|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
 
gevred eus an enezenn, el lec’h m’en em gave, en II<small><sup>et</sup></small> kantved goude H. S., eur gêr anvet Menapia ha meuriad ar Menapii.
 
Pa voe prezeget an Aviel gant ar veleien gristen ha gounezet Iwerzon d’ar wir feiz, e voe kaset da get kelennadurez an drouized. Gwelet e voe o sevel war he lerc’h skoliou dalc’het gant menec’h ha desket enno ar gresianeg hag al latin. N’emañ ket en hor mennad komz eus ar sked a daolas skoliou kristen Iwerzon eus ar VI<small><sup>et</sup></small> d’ar VIII<small><sup>et</sup></small> kantved, eus ar brud o devoe dre Europa a-bez, eus engroez ar studierien estren a ziredas d’ezo, eus ar visionerien a gasjont e Breiz Veur ha war an Douar-bras da aviela ar baganed. A-walc’h e vezo d’eomp lavarout e talc’has da veva, keñver-ha-keñver gant skoliou ar venec’h, ar skoliou renet gant ar ''veletes'' pe ''file'', eur wech kristenaet ar re-mañ, hag e voe kendalc’het da zeski enno yez, lennegez ha lezennou Iwerzon. Roud ebet ne gaver er skridou koz eus an distera kasoni pe zrougiez etre an daou rummad-se a skoliou. Ken douget ha ken douget e oant holl, menec’h ha liked, evit yez, lennegez ha hengouniou o bro hag en eun tu da rei lusk d’o studia dre-holl, gwella ma c’hellent.
 
 
 
{{Kreizañ|{{Ment|'''SKRIDOU TALVOUDUS DA LENN'''|110}}}}
 
 
 
C. Jullian, ''His'. de la Gaule,'' II, pajennou 105-8, 126-7, 157-61, 165-9, 392-9, h. a. ; A. Bertrand, ''La religion des Gaulois,'' pp. 55-67, 122-39, 293-6, 375 ; V. Tourneur, Esquisse d’une hist. des Etudes celtiques,'' pp. 37-46 ; D’Arbois de Jubainville, ''Intr. à l’étude de la littérature celtique,'' pp. 367-90 ; ''L’Epopée celtique en Irlande,'' pp. 189-91 ; Joyce, ''A social history of ancient Ireland,'' I, pp. 396-471, 597-642.
 
Pennadou-skrid eus an talvouldusa war ''Rev. celt., Cettic Review, Rev. des Et. anc.,'' h. a.
 
Diwar-benn ar steredoniez ragistorek : Norman Lockyer, ''Stonehenge and other British Stone Monuments astronomically considered,'' eil mouladur, London, 1909 ; ''L’astronomie préhistorique en Scandinavie,'' war ''L’Anthropol.'' 1921, pp. 178-80 (roc’hengravaduriou-zo eus oadvez an arem a vije skeudennet enno ar stumm-man-stumm a vez gant an oabl steredek da vareou-zo eus ar bloaz) ; R. Merlet, ''Peut-on calculer à l’aide de 1’astronomie la date approximative de certains monumenfs mégalithiques ?'' war ''Mémoires de la Société d’Histoire et d’Archéologie de Bretagne,'' X, 1929 ; A. Baschmakoff, ''Les alignements de Carnac,'' war ''L’Anthr.'' 1930, pp. 37-75.
 
Diwar-benn ar bloaz keltiek, ar pennad anvet evel-se, gant J. Lotb, war ''Rev. celt.'' 1904.
 
A-zivout ar ster a beurbadelez stag ouz ar ger keltiek ''bitus'' « bepred » ha « bed », H. d’Arbois de Jubainville, ''Noms gaulois,'' 1891.
 
Diwar-benn an douaroniez : laket er-maez inizi ar Gwalarn, eo
 
 
{{Niv||{{sc|ar ouiziegez, skiant ar vuhezegez, ar gelennadurez}}|129}}
 
dianav d’eomp an anoiou laket gant ar Gelted d’ar broiou aloubet pe ergerzet ganto. Diarvar an dra-man hepken : ''Litavis'' a oa en o yez ano an douar-bras ragenebet d’an inizi. Hennez eo bet ivez hena ster ar c’hembraeg ''Llydaw'' (diwar ''Litavis'').
 
A-zivout istoregez anat darn eus an darvoudou kosa meneget en hen-zanevellou Iwerzon : M. Dobbs, ''On the historical value of the Irish Annals,'' war ''Journal of the Royal Society of Antiquaries of Ireland,'' 1914 ; Eoin Mac Neill, ''Phases of Irish History,'' Dublin, 1919 ; R. D. S. Macalister, ''Ireland in Pre-Celtic Times,'' Dublin ha London, 1921 ; Walter Bremer, ''Ireland’s Place in Prehistoric and Early Historic Europe,'' trôet diwar an alamaneg e saozneg, Dublin, 1928. Kenveria Squire, ''The Mythology of the British Islands,'' London, 1905.
 
Diwar-benn padelez ar c’hounaennou er poblou di-skritur bewech ma vez en o zouez eur c’hevredad-tud desket a-ratoz evit mirout ar c’hounaennou-se hag o c’has eus an eil remziad d’egile : Fransez Nau, ''Etude historique sur la transmission de l’Avesta et sur l’époque probable de sa dernière rédaction,'' 1927, pp. 157-92 (diwar ''Rev. de l’Hist. des Religions,'' 1927, pp. 149-99). Hep kevredad-tud ad hoc evit derc’hel an envoriou, ez a buan da get, en eur vrôad-tud di-skritur, koun an darvoudou istorek brasa ha trivliusa : skoueriou a gement-se gant A. van Gennep, ''La Formation des Légendes,'' 6<small><sup>et</sup></small> miliad, 1920.
 
Hec’h-unan-penn en Europa n’eo ket bet kelennadurez drouized ar Gelted. Tartessiz, e bro-Spagn, a oa ganto danevellou ha lezennou, anezo gwerzennou dre vil ha mil, a save ar penn-orin anezo da c’houec’h mil vloaz en tremened, Strabon, III, 1, 6. Derc’hel koun o doa graet eus aloubadennou Aethiopiz en Afrika, I, 2, 26. Brudet e oa bet gant Dion gouizieien ha tud fur ar Cheted, Jornandes, ''De origine actuque Getarum,'' III. An Agathursed o doa eul lennegez war gan ha lezennou, anezo gwerzennou dre gant ha kant, Stcherbakivskiy, ''Zur Agathyrsenfrage,'' war ''Eurasia Septentrionalis Antiqua,'' IX, 1934. H. a.
 
A-zivout ar ouiziegez dre vras, ar skiantou a ouiziegez hag ar c’havadennou e-doug an Hen-amzer, er broiou er-maez eus dalc’h ar Varbared, lenn F. Sartiaux, ''Les Civilisations anciennes de l’Asie Mineure,'' 1928, dreist-holl ar pajennou 67-73, awenus-dreist, diwar-benn ar c’havadennou hag ar spered a imbourc’herez e-pad ar rannoadvez hellenadek (IV<small><sup>et</sup></small>-I<small><sup>a</sup></small> kantved kent H. S.) ; Abel Rey, ''La Science dans l’Antiquité,'' 3 levrenn eus ar rummad « Emdrôerez an Denelez » renet gant Herri Berr ; Per Brunet (eus Akademia etrevrôadel ar Skiantou) hag Aldo MieJi (sekretour hedbuhez en hevelep kevredad-studia), ''Histoire des Sciences : Antiquité,'' eur pez levr 1224 p. en-8, gant kant skeudenn, moulet e ti Payot, e Paris.
 
An amzeroniez a zo bet meret ez dispar gant E. Cavaignac, ''Chronologie de l’Histoire Mondiale,'' eil mouladur kresket ha gwellaet, 1934, pp. 7-56, digorskrid : ''Les Bases de la Chronologie historique''.
 
 
 
{{-}}
 
130
{{Niv|130|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}