Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/84 : diforc'h etre ar stummoù

Phe-bot (kaozeal | degasadennoù)
Saig_Keryann: split
 
 
Statud ar bajennStatud ar bajenn
-
Hep adlenn
+
Adlennet
Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :
Linenn 1: Linenn 1:
{{Niv|84|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 1: Linenn 1:
— da genta, lies a gant ano pe lesano keltiek a zoueed pe a zoueezed miret gant enskrivaduriou bet engravet dreist-holl er c’henta kantved goude H. S. e broiou keltiek an Douar-bras hag en Enez-Vreiz ; d’an eil, delouennou maen, arem pe pri poaz, ha skeudennou bos-bihan graet war-dro an hevelep mare ha pourtrezet enno doueed keltiat.
}|



'''Doueed ar Gelted hervez an enskrivaduriou.''' - Gant an enskrivaduriou ne zeu sklerijenn ebet na war stumm na war roll an doueed a viront an ano anezo. En tu-hont da se, kalz eus an anoiou-se a ziskouez beza hepken geriou lesenvel pe doarea bet staget ouz ano eun doue latin bennak. Da skouer, anvet eo an doue latin Mercurius ''Arvernorix'' « roue an Arverned », ''Dumiatis'' « o chom war ar menez Dumias » <ref>Ar « Puy-de-Dôme » breman.</ref>, ''Vassokaletos'' « ar gwaz kalet », ''Vellaunos'' « kalonek » — doue an heol hag ar vezegiez, Apollo, a zo lesanvet ''Atepomaros'' « ar marc’heg meur », ''Maponos'' <ref>''Maponos'' a oa eun doue eus bro ar Vriganted, e Breiz-Veur. E danevellou kembraek eus ar grenn-amzer e vez meneg a Vabon (Maponos), mab Modron (Matrona). Eun hemolc’her bras e oa, gantan eur c’hi burzudus hag eur marc’h herrek evel an tonn. Pa n’oa c’hoaz nemet teir noz, e voe laeret p’edo o kousket etre e vamm hag ar speurenn. Oadou diniver goude-se, e voe diskleriet da Arzur e oa Mabon dalc’het kriz en eun toull-bac’h mein e kêr Loeou (Glêvon, Gloucester). Arzur hag e gadourien a dizas e zieubi hag e stagjont neuze gant hemolc’h an Tourc’h Trouiz n’halle ket dont da vat hepdañ.</ref> « an den yaouank », ''Vindonnos,'' eus ''vindos,'' gwenn », « kaer », « santel » pe skedus », ''Toutiorix'' « roue an dud » ; — doue ar brezel, ''Mars'' a zo anvet ''Albiorix'' « roue ar bed », ''Katurix'' « roue an emgann », ''Belatukadros'' « kaer pa laz », ''Leuketios'' « luc’hedek », ''Dunatis'' « o chom en ''dunon'' », ''Visukios'' « gouiziek ».

Mat eo anaout darn eus an anoiou-se a c’hall beza, ez gwir, anoiou doueed pe doueezed kehelet gant ar Gelted. Eus ar re-se eo :

Evit an doueed : ''Smertos, Smerios, Atesmerios, Adsmerios, Smertatios, Lugoves, Bemilugus, Smertullos, Esus, Kernunnos, Teutatis'' pe ''Toutatis, Kokidios, Taranis, Sukellos, Kamulos, Ambisagros, Belenos'' pe ''Belinos, Grannos, Ogmios, Nodons, Mognns, Mogonnos ;'' evit an doueezed ''Belisama, Arnalia, Rosmerta, Kantismerta, Andarta, Nantosuelta,''