Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/85 : diforc'h etre ar stummoù

Phe-bot (kaozeal | degasadennoù)
Saig_Keryann: split
 
Statud ar bajennStatud ar bajenn
-
Hep adlenn
+
Adlennet
Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :
Linenn 1: Linenn 1:
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|85}}
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 1: Linenn 1:
85}}

''Athubodua, Katubodua, Naria, Andrasta, Sulevia, Sulis, Briganti, Brigindo, Nemetona, Mogontia''.

Linenn 6: Linenn 4:

Eun ano-all eus an doue-se (Smertos) a vije marteze ''Lugus,'' a gaver en ano ''Bemilugus,'' doue azeulet war harzou bro an Aedued, en ano an doueed ''Lugoves'' (liesder keltiek eus ''Lugus'') kehelet gant kereourien Uxama, kêr geltiek eus Bro-Spagn ; — ''Smertullos'' « Smertos Vihan » a vije mab ''Lugus'' ; — ''Smertullos'' a vije bet anvet ivez ''Esus,'' hag ''Esus'' ha ''Kernunnos'' <ref>''Kernunnos'' : an ano-se a heñvel talvout kement ha « ar C’hornek ».</ref> a vije marteze an Dioskured keltiat ; ''Teutatis'' pe ''Toutatis'' pe ''Totatis'' « doue ar bobl » (''teuta, touta, tota'') eo marteze ano an doue kavadennour an holl vicheriou pa wisk e neuz vrezelek ; ''Kokidios'' a heñvel beza bet unan eus anoiou ''Toutatis'' e-touez ar Vrezoned ; — ''Taranis'' eo doue ar c’hurun ; ''Sukellos,'' a dalv e ano kement ha « skôer mat » hag a zo bet pourtrezet war eur skeudenn vos-bihan, eur morzol gantañ en e zourn (ar morzol a laka ar c’hurun da straka), n’eo marteze nemet unan eus anoiou ''Taranis'' ; — ''Kamulos,'' kehelet eun tammig e pep lec’h, a heñvel beza bet eun doue brezeliat ; ''Ambisagros,'' azeulet gant Kelted an Itali, a zo marteze eun ano all eus an doue-se ; — ''Belenos'' a zo eun doue heolel ha yac’haer a veze kehelet dreist-holl, war a seblant, gant Kelted Noreia ; — ''Grannos'' e oa ar « gwrezus », doue heñvelekaet ouz Apollo ; — ''Ogmios'' a heñvel beza bet eun doue hag a oa brudet dre e nerz veur hag e gomz helavar ; — ''Nodons'' a oa eun doue azeulet e-touez ar Vrezoned ; er marevez roman e oa gouestlet eun templ d’ezañ war glann dehou an Havren (''Sabrina''). Aet eo diwezatoc’h ''Nuz'' e brezoneg <ref>Nuz a oa d’ezañ eur verc’h kaer evel an deiz, e tlee daou gampion en em ganna eviti da gala mae betek deiz ar varn. Gwen (''Vindos''), ar brudeta eus mibien Nuz, a oa, war eun dro, brezelour, diouganour, ha den a ouiziegez. Ar c’hloer gristen o veza laket Nuz hag e vibien en ifern, e voe lavaret e oant eno evit stourm ouz an diaoulien ha mirout outo da zismantra ar bed.</ref>, ha bras a-walc’h eo ar roll c’hoariet gant Nuz Lao-Arc’hant hag e vibien e marvailhou brezonek

86
{{Niv|86|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|