Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/88 : diforc'h etre ar stummoù

Phe-bot (kaozeal | degasadennoù)
Saig_Keryann: split
 
 
Statud ar bajennStatud ar bajenn
-
Hep adlenn
+
Adlennet
Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :
Linenn 1: Linenn 1:
{{Niv|88|{{sc|notennou diwar-benn ar gelted koz}}|}}
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 1: Linenn 1:
d’ezo. Gwechou all an doueed a vez ganto an naer war o barlenn, pe e talc’hont anezi en o dourn <ref>Bertrand, sksk. 39, 40, 49, 58, 61 taolenn-skeudeun 29. Lenn ouspenn A. J. Reinac’h, ''Divinités gauloises au serpent,'' war ''Rev. archéol.'' 1911, pp. 221-56.</ref>.
|89}}


6. — An ''tarvos tri garanus'' pe taro teir garan, a zo marteze an hevelep hini hag an ''Donnotarvos'' « taro Donnos » pe ''Dêviotarvos'' « taro-doue », e kredfed a-walc’h e oa ano anezan e-touez Kelted Galia ha re an Azi-Vihana. An hevelep aneval burzudus eo marteze hag an taro tric’herniek a zo bet kavadennet e-leiz a skeudennou arem anezañ e meur a vro geltiek eus an Douar-bras <ref>''Donnotarvos,'' skrivet ''Donnotaurus'' gant Kaesar, a oa e 52 kent H. S. lezano eur prins eus brôad an Helved (''Helvii'') : Gaius Valerius Donnotaurus, mab d’ar roue Kaburos. Penna kêr an Helved e oa Allia (hizio Alps, departantant an Ardech). ''Dêviotarvos'' a oa, hervez D’Arbois de Jubainville, gwir ano keltiek ar roue galat Dejotaros. — Tarvos trigaranus, Bertrand, sk. 50, 51 ; Czarnowski, ''L’Arbre d’Esus, le Taureau aux Trois Grues et le Culte des Voies fluviales en Gaule,'' war ''Rev. celt.'' 1924, pp. 1-57. An tirvi tric’herniek, S. Reinac’h, ''Bronzes figurés,'' meur a skeudenn. — Tirvi sakr, tirvi-doue a gaver e meur a vrôad eus Iwerzon d’an Indez hag eus Skos da Verberia. A-walc’h e vo menegi aman an taro Gourzil, doue meur ar Verbered (''Rev. de l’Hist. des Religions,'' 1911, p. 10-1) ha Taro kenta ar Bersed, kompagnun d’an Den kosa, Gayômaretan, eus e gavell d’e vez (Huart, ''Perse antique,'' 1925, p. 253). En Ejipt, an taro meur lidlazet a gas an den maro d’an nenv war e gein ; kroc’hen an taro lidlazet a ya da ouel war ar vag a dreiz an anaon da dre-ar-bez (''Rev. de l’Hist. des
<br/>
Religions,'' 1908, p. 97).</ref>.


7. — Eun doueez, d’ezi stumm eur verc’h yaouank azezet war gein eur marc’h pe gentoc’h eur gazeg, rak a-wechou ez eus eun ebeul e-kichen. War skeudennou bos-bihan-zo ez eus kezeg bodet en-dro d’an doueez, o tebri foen pe blouz ledet evito war he barlenn. Hounnez eo, war a greder, ''Epona,'' mirerez ar c’hezeg <ref>S. Reinac’h, ''Epona, la déesse gauloise des chevaux,'' 1895 ; ''Encore Epona,'' 1898 h. a. (mouladuriou distag diwar ''Rev. archéol.'')</ref>.
''''Doueed Kelted

8. — Ar c’hrouaduriou faltazius emañ ar skeudenn anezo war ar peziou moneiz keltiat merc’hed en noaz, war varc’h, ganto goafiou ha skouedou, ramzed, korred ; kezeg penn-den pe penn-evn, evned penn-maouez, erevent hag all, o deus c’hoariet, a dra sur, eur roll bennak er c’hredennou <ref>Skeudennou war levriou Robert, Blanchet, h. a., gouestlet da vouneizou ha medalennou ar Gelted. Kenveria Valkiriezed, korred, ramzed, erevent, h. a., ar C’hermaned.</ref>.